#Article 1: Istor (633 words)


Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gant Mab-Den eo an Istor (gant ur bennlizherenn).
N'eus ket anezhañ ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor.

Eus Ἱστορίαι Historiai en henc'hresianeg gant Herodotos e teu ar ger Istor, met Thoukydides eo an hini en deus lakaet an doareoù spis kentañ da dalvezout, a-fed liammañ an danvezioù difer kenetreze peurgetket.
Diwar Ἱστορίαι e teuas ar ger gallek histoire, a zo testeniekaet e 1360.
Pevar stumm brezhonek a zeuas dre ar galleg :

Eus ar gerioù-se e voe deveret hystorier e deroù ar  gant ar ster saver istorioù ; historian e 1632 evit istorour ; istorel hag istorour e 1927 ; istorvez (evit istorwezh), ragistor ha ragistoroure 1931 ; ragistorel hag istorelezh e 1992.
Labour an istorourien eo sevel Istor ar ger Istor goude bezañ e studiet. 

Petra zo talvoudus da vezañ studiet en Istor ? Penaos e studiañ ? Dre peseurt doare embann ar studiadennoù ? Setu amañ un nebeud goulennoù a zo ret sevel da bep istorour gantañ e-unan a-raok kregiñ gant ar studiañ.
Pa glask an den bezañ ur skiantour war an Istor ez eo ret dezhañ chom hep derc'hel soñj eus piv eo-eñ, eus peseurt doare soñjal eo ar reol en e vro, eus e gredennoù, hag all. Adal ma c'hall en ober emañ war an hent da vezañ un istorour.
Goude kement-mañ ez eo ret dezhañ derc'hel soñj ez eus gwir romantourien eus an istorourien : evit displegañ ur brezel e chomo darvoudoù dianav d'an istorour a zo o studiañ hiziv an deiz, ret eo dezhañ neuze klask petra a vije ar gwirañ evit stankañ an toulloù en e gontadenn.

Meur a zoare zo da sevel Istor Mab-Den, ken kemplezhek m'eo e oberoù – rak kontadenn heuliadoù oberoù Mab-Den eo e Istor, goude pep tra.
Tachennoù ledan pe ledanoc'h zo bet termenet neuze, pep unan anezho o wiskañ war ar re all.

Unan eus an doareoù da gontañ Istor Mab-Den eo kemer skor war an amzer a dremenas adalek ma voe eus an dud betek hiziv an deiz. Dre gendiviz ez eo bet merket deroù Istor Mab-Den adalek an testenioù skrivet kentañ ; ar ragistor eo neuze ar pezh a zo c'hoarvezet en amzerioù kent.
Evel m'eo bet rannet Istor an Douar gant an douaroniourien e ranner Istor Mab-Den dre amzervezhioù a vez bonnet gant darvoudoù meur, an Henamzer, ar Grennamzer, an Azginivelezh o vezañ lod anezho en Istor Europa, pe Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù ha Marevezh ar Stadoù Brezelour en hini Sina.

Petra bennak ma'z eus ur spesad hepken eus Mab-Den e c'heller rannañ Istor an dud etre al lec'hioù o deus annezet war an Douar a-feur ma'z ae an horolaj war-raok. P'emaoc'h o lenn kement-mañ ez eus un den a zo sklêrijennet e zremm gant skleur skramm un urzhiataer pa'z eus, en hevelep koulz, un den all sklêrijennet gant an tantadig en deus graet en ur janglenn evel ma rae e hendadoù en Nevezoadvezh ar Maen.
Diforc'hañ a c'heller neuze etre Istor Europa hag Istor Afrika, Amerika, Azia, Okeania, p'he deus pep poblad o chom eno heuliet he flanedenn.  

Disheñvel diouzh hini Japaniz eo Istor sevenadur an Amerindianed ; dre sevenadur pep poblad ez eo bet stummet hec'h Istor, ha gant he sevenadur ez eo bet stummet Istor pep poblad. 
 

Lod istorourien o deus dibabet ensellout darvoudoù an Istor evit e sevel. Ar brezelioù hag o heuliadoù.
Darvoudoù naturel, evel ar c'henoù-douar pe menez-tan|menezioù-tan] o tarzhañ o deus degaset kemmo bras en Istor lod pobladoù.

Istor an dilhad, an armoù, an tiez hag all a c'haller sevel, hag evel-just e vezont levezonet gant denesadurioù all.




#Article 2: Brezhoneg (1299 words)


Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. Deuet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh.

Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uhel (Bro-Naoned ha Bro-Roazhon), buan e yeas da get e Bro-Zol hag e Bro-Sant-Maloù levezeonet-don e voe gant ar romaneg e bro Wennrann hag e Bro-Wened. Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e Breizh-Izel, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus Plouha da Wened).

Bet eo komzet ar brezhoneg gant pennoù bras Stad Breizh betek an  a-raok bezañ dilezet ganto. Deuet eo tamm-ha-tamm da vezañ yezh Goueled Breizh hag ar bobl vunut p'eo bet dilezet d'e dro gant an noblañs hag ar vourc'hizien, a zo aet war ar galleg. Al latin e oa yezh skrivet duged Breizh, hag ar galleg adalek ar . Chomet ez eus gerioù prizius diwar ar brezhoneg kozh a vez implijet hiziv an deiz da sevel gerioù brezhonek nevez war tachennoù evel ar brederouriezh ha skiantoù mab-den, da skouer.

Kar-tost eo ar brezhoneg d'ar c'hembraeg ha, marteze, un tammig d’ar galianeg hag a zo aet da goll da vat war-dro kreiz ar , met n'eus tamm prouenn ebet e vefe bet levezonet ar brezhoneg gant ar galianeg peogwir n'ouzer ket nemeur a dra a-zivout stad ar galianeg en amzer donedigezh Brezhoned an Inizi da Vreizh-Vihan ha n'ouzer ket kalz hiroc'h diwar-benn brezhoneg an amzer-se kennebeut. Anavezet eo ar brezhoneg gant Aozadur ar Broadoù Unanet evel ur yezh evel a re all.

N'he deus ket ar vonarkiezh graet netra a-enep ar yezhoù disheñvel diouzh ar galleg, met adal an Dispac'h gall eo bet cheñchet an traoù. Kroget ez eus bet da gelenn galleg d'an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet patois anezho en un doare dismegañsus, e Breizh peurgetket a-drugarez da zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe gatolik. Dalc'het e voe d'ar politikerezh-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar bloavezhioù 1960, da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer bugale dic'hallek desavet e brezhoneg gant o zud.

Hiziv an deiz, ha pa gendalc'hfe ar politikerezh gall da lakaat galleg dre holl abalamour m'eo yezh ar republik, e vez komzet brezhoneg gant e-tro da 300 000 a dud c'hoazh (e-skoaz 1 300 000 er bloaz 1930). Evit diskouez pegen kriz eo bet an traoù a-enep ar brezhoneg ez eus ur frazenn anavezet mat hag aa lavar splann an traoù : « Il est interdit de cracher par terre et de parler breton ». E penn-kentañ an  ne ouie an hanter eus an dud nemet brezhoneg hag an hanter all a ouie an div yezh. Er bloaz 1950 ne chome mui nemet 100 000 a dud na ouient nemet brezhoneg.

Hiziv an deiz ez eo ar brezhoneg ar yezh keltiek nemeti hep statud ofisiel ebet. Ne fell ket d'ar gouarnamant lakaat cheñch mellad 2 ar vonreizh bet degemeret er bloaz 1994 hag a embann La langue de la République est le français.

Ingal en em vod dekmiliadoù a dud e Frañs evit goulenn ma vefe kemmet al lezenn-se : en Europa ne vez kavet ul lezenn evel-se nemet e Frañs.

Nevez zo eo bet ar skolioù Diwan o klemm dirak Lez europat gwirioù mab-den evit ma vefe doujet da wirioù ar Vretoned e-keñver o yezh. 

Brezhoneg a vez komzet ivez en estrenvro hag e Bro-C'hall, er c'hêrioù bras dreist-holl.

Boas eur da rannañ istor ar brezhoneg e meur a varevezh.
Betek an VIIvet kantved ne oa bet kemm bras ebet etre ar predeneg komzet e Breizh-Vihan hag an hini komzet e Breizh-Veur.

Er bloaz 1977 e voe krouet ar rouedad skolioù Diwan. Er skolioù-se e vez desket dre ar brezhoneg (4 337 skoliad da vare an distro-skol e 2018). 

Klasoù divyezhek zo ivez e skolioù Stad Div Yezh (8 563 skoliad) hag e skolioù katolik prevez Dihun (5 437 skoliad)). Miliadoù a dud yaouank (18 337 en holl e 2018) a ya da skolioù seurt-se adal ar skol-vamm betek fin al lise.

Pell emañ ar sifroù-se diouzh goulenn an dud c'hoazh, hervez disoc'hoù sontadeg TMO/Kuzul-rannvro Breizh 2018.

Evel en iwerzhoneg ez eus daou stumm da bep amzer verb e brezhoneg. Kemm zo etrezo hervez m'eo boas an ober pe n'eo ket. Kavet e vez traoù evel-se e saozneg ivez. Kavout a reer en amzer-vremañ ur stumm boas hag ur stumm war ober :

Er verb bout (bezañ) hag er verb kaout avat ez eus daou stumm disheñvel hep stumm war ober ebet (gant ar « verb bezañ + o + anv-verb ») :

Evel er yezhoù keltiek all a-vremañ e vez displeget an araogennoù e brezhoneg hervez ar gour, da lavaret eo ez a ar raganvioù-gour d'ober ur ger hepken gant an araogenn zo araozo.

En daolenn amañ dindan e kavor perzhioù boutin d'ar brezhoneg (hini Gwened ha KLT) hag ar c'herneveureg ; ar gerioù gallaouek ha gallek zo roet ivez. Gellout a reer gwelet traoùigoù heñvel e brezhoneg ha gallaoueg, da skouer an doare da lavaret « gwiñver », kazh-koad neuze e brezhoneg ha chat-de-boéz savet o-daou war an hevelep patrom, met war harzoù ar brezhoneg hepken e vez kavet an doare-se (Sant-Yann-Brevele), hag e Gwernenez, e Breizh-Uhel e kaver dre vras chat d'étchuiré, chat d'écureuil, evel en ul lodenn vras eus ar yezhoù oïl.

Kalz anezho zo bet ; difeuls alies ha dic'hortoz eo ar re nevesañ. 

A-benn talañ ouzh an diouer a gelennerien stummet war an deskadurezh vrezhoneg ez eus bet krouet yalc'hadoù Skoazell  Desk gant ar rannvroioù hag ar c'huzul bro.

E miz Meurzh/Ebrel 2018 e voe goulennet gant ar gelennerien vrezhoneg lakaat da dremen arnodennoù live evit ar c'hlasadoù trede e Diwan, en deskadurezh katolik hag an deskadurezh foran, da welet live gwirion ar skolajidi e fin ar c'helc'hiad pevar (sañset B2 ar CECRL).

Er vuhez foran e kaver brezhoneg dindan daou stumm : ur c'hoant da vrudañ ar yezh ha da ziskouez ez eus politikerien a-du ganti, pe un implij gant brezhonegerien war ar pemdez.

Aliesoc'h-aliesañ e kaver ar brezhoneg er bed ekonomikel, ma vez degaset gant tud kar-o-yezh bet desket enni ha deuet da vezañ aktourien er bed-se. An abeg a genwerzh zo ivez dre emdroadur spered an dud a fell dezho adkavout un aergelc'h gwirion ha gwriziennet donoc'h en o endro sevenadurel.

E miz Kerzu 2006 e oa bet Marc ar Fur, kannad UMP (tu dehoù gall) Loudieg o kinnig e parlamant Pariz ur mennad savet evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall : kannad ebet eus ar PS gall e Breizh (na Jean-Yves an Drian, a zo ivez prezidant Kuzul Rannvro Breizh) n'en doa mouezhiet gant kinnig ar Fur.

Skort eo implij ar brezhoneg war an dachenn boltikel e-maez an Emsav. Implijet e vez dreist-holl evit desachañ mouezioù war-du ur strollad pe un den politikel. Ral eo ar c'hoant gwirion da harpañ ar yezh.

Hervez un enklask kaset gant Fañch Broudig ha TMO, paeet gant Kuzul Rannvro Breizh, ne vije nemet 207 000 brezhoneger ken e 2007. Hervez enklask an INSEE, kempoelloc'h hervez Hervé Abalain, graet e 1999, e vefe 295 000. Hervez Efficience 3 (2001) e vefe 300 000. Ur 100 000 a dud bennak pe ouzhpenn a gompren mat ar yezh hep he c'homz.
Brezhonegerien zo e New York ; ar re-se oa degadoù bennaket anezho e 2012, hervez BZH New York, kevredigezh ar Vretoned eno. N'eo ket gouiet hag ar re-se a gomz ar yezh a-wechoù pe bemdez, pe ar seurt rannyezh komzet ganto enni kennebeut.

Hervez ur studiadenn bet embannet e 2018 ez eus muioc'h evit 207 000 brezhoneger er vro.




#Article 3: Istor Breizh (3112 words)


Ur vro eo Breizh. Unan eus ar riezoù kentañ bet krouet en Europa eo ivez. Hir eo bet hec'h istor a c'haller lakaat da sevel ken abred hag ar .

Goude eured Anna Breizh gant Loeiz XII e teu tamm-ha-tamm da vezañ ul lodenn eus damani ar rouaned, ha lakaet eo da broviñs c'hall, dezhi ur parlamant, Breujoù Breizh.

Krouet e oa ar rannvro Breizh ez-ofisiel e 1943 gant gouarnamant Vichy, enni pevar departamant eus Breizh istorel hepken. Kontelezh Naoned hag a oa ul lodenn eus Proviñs Breizh a-raok an Dispac'h gall ha deuet abaoe da vezañ departamant al Liger-Atlantel a oa lakaet neuze e rannvro Broioù-al-Liger. Pa vez kaoz eus istor Breizh er Wikipedia e vez kaoz eus istor Breizh istorel ha neket eus Rannvro Breizh, nemet e vefe resisaet ar c'hontrol.

Ar paleolitik zo oadvezh ar maen, betek 5000 kent J.-K. D’ar mare-se e oa rouez an dud, hag e chaseent mamouted, arzhed, tigred, kirvi ha loened all c’hoazh.
Un nebeud lec'hiennoù arkeolokel zo bet kavet e Breizh.

E-pad ar maread-se, etre 5 000 ha 3 500 kent J.-K., e klouaras an amzer ha resed ar mor da uhelaat kalz. Koadoù gwez-bezv, derv ha kelvez a greskas e-lec'h stepennoù ar paleolitik.
En Enez Tevieg e-kichen Kiberen ez eus bet kavet roudoù eus an dud a veve enni e dibenn ar mezolitik. Chaseal a raent kirvi, yourc'hed ha lern. Pesketa ha kregina a raent ivez a-benn debriñ.
Lakaet e veze korfoù ar re varv ba fozioù gant o binvioù. An dra-se a ro da soñjal e krede an dud en un dra bennaket, ur seurt relijion marteze.

Oadvezh ar maen levnet eo an neolitik, etre 3 500 ha 1 500 kent J-K.
E-pad ar maread-se e teuas tud deus ar Mor Kreizdouar da vevañ el ledenez, ha krog an dud da vevañ skoachet un tamm. Ur relijion nevez ha doareoù beziañ nevez a zeuas gante. Stagañ a raent da c'hounit plant, ha da zoñvaat loened. Sevel lochennoù ha fardañ podoù-pri evit miret hag aozañ boued. Sevel traoù bras maen ivez : karnioù, alezioù-toet ha peulvanioù.

Ar c'harnioù a oa bezioù evit strolladoù tud, familhoù pe meuriadoù.
Karn Barnenez e Plouezoc'h a zo unan eus ar re vrudetañ e Breizh. Savet eo bet adalek 4 600 bloaz kent J.-K, hag e vent war-dro 70 metr hir, 15 hag 20 metr ledan hag 8 metr uhel.
Karnioù all zo e Landeda, Gwitalmeze ha Karnag.

Ur peulvan zo ur maen en e sav, bet plantet e-barzh an douar da vare an istor a-gent pe ar proto-istor. Bez e vez peulvanioù distro. A-wechoù all e vezont plaset a-regennoù. Ral a wech e vezint war gelc’h ; neuze e vez graet « cromlech-ioù » anezhe, pe « krommlec’hioù » (ar ger a zeu deus ar c’hembraeg).

Ar Gelted ne implijent ket ar skritur da gustum. Anadiñ a reont eta e-doug ar c'hentistor, en oadvezh an arem. Poblet o doa da gentañ kreiz Europa (Vindelicia, Norica) etre an Alpoù hag ar C'hoad herkinian ha kroget oant da zivroañ war-dro -500 etrezek ar c'hornôg. Diaes eo bloaziañ deroù prantad ar C'halianed ha cheñch a ra hervez ar broioù. Soñjal a ra ar pep brasañ eus an arbennigourien e vleunias ar sevenadurezh keltiek e Galia da vare La Tène, da lâret eo e-pad eil Oadvezh an arem, adalek ar V kantved a-raok J.-K.

War dro -330 e tremenas ar merdeer Piteas war an aodoù. Kyrtoma a ra eus al ledenez, hag envel a ra an douaroù a welas en tu all da Vor Breizh Prettanike pe Brettaniai zo deuet da vezañ Preden en hor yezh. Antreal a rae hor bro en istor. 

Dont a ra ar ger Arvorig, eus ur ger galianeg latinekaet en Aremorica pe Armorica. Roet e oa anv-se en Henamzer klasel d'ul lodenn eus Galia, etre kornad Pornizh e su genoù al Liger ha Dieppe. Poblet e oa hervez ar skrivagnerien eus diwezh ar Republik roman hag eus deroù an impalaeriezh gant meuriadoù Kelted bodet en ur c'hengevredad. Ne glot ket eta tolead Breizh gant hini an Arvorig, daoust d'ar pezh a vez kredet alies 

Pemp poblad pe meuriad Galianed a oa e lodenn an Arvorig zo deuet da vezañ Breizh : 

 
An douaroniourien Posidonios ha Strabon a lavar e teue Arvorigiz (Armoricani e latin) eus strollad ar C'halianed anvet Belged hag a vije bet rediet da zivroañ abalamour ma oant aloubet gant Germaned e Galia Belgica. 

Gant ar Romaned e voe aloubet an tiriad a vo graet Breizh anezhañ war-lerc’h, evel ma aloubas peurrest Arvorig da vare Brezelioù Kaezar e Galia. 

Ar Veneti an hini eo a roas lañs da emsavadeg Arvorigiz a-enep ar Romaned e 56 a-raok J.-K. Serriñ a rejont ar gomiserien roman kaset da zastum pourvezioù ha goulenn a rejont digant ar Romaned dieubiñ o gouestlidi en eskemm eus frankiz o frizonidi. Doujañ a rae ar Veneti levezon brasoc'h-bras ha kevezerezh ar Romaned moarvat. Anv zo anezhe en oberenn Caesar. Deskrivañ a ra un enebour kreñv ha, daoust ma'z eo pal De bello gallico reiñ brud dezhañ, ez eus moarvat un tamm mat a wirionez en daolennadur :
Abalamour d'o morlu bras, d'o barregezh brasoc'h war ar mor a oa anavezet mat ha d'o darempredoù kenwerzh gant Preden, e oa deuet ar Veneti da vezañ ur bobl c'halloudus-kenañ, he doa aotrouniezh pell a-hed aodoù Galia ha Preden. Derc'hel a raent un niver bihan a borzhioù war aodoù ar mor digor ha stank an arnevoù ennañ, pell an eil re diouzh ar re all, hag e lakaent hogos an holl verdeerien a ranke tremen dre o lodenn eus ar mor da baeañ un truaj. 

Ar Veneti a oa eta ur geoded voraerien ha kenwerzherien c'halloudus renet gant ur sened. Kalz a listri o doa da genwerzhañ gant inizi Breizh-Veur ha gwerzhañ a raent produioù eus ar c'hreisteiz evel gwin hag eoul Italia (kaset e vezent gant ar Romaned dre Vourdel), en Arvorig pe e Preden diouzh Darioritum  (e Hengistbury Head nepell diouzh Bournemouth en Dorset a vremañ da skouer) en eskemm eus kig-sezon hag eus kilhevardon an Arvorigiz, anavezet mat dija e Roma hag eus staen, plom ha kouevr Preden. Edo ar Veneti o chom e tolead ar Morbihan a vremañ ha roet o deus o anv da gêr Gwened. Souezhus eo gwelet o deus ar memes anv hag ur bobl all a savas ur geoded c'halloudus ha pinvidik all a oa diazezet he nerzh war ar mor hag ar c'henwerzh : Venezia.

E 56 kent J.-K. e oa distrujet listri ar Veneti gant re Julius Caesar pourchaset gant pobloù galian all, ar Biktoned da skouer e-kerzh un emgann bras e pleg-mor ar Morbihan. Lakaet e oa izili ar sened d'ar marv hag ar peurrest eus ar bobl a oa gwerzhet evel sklaved. Roet e oa bro an Ambilatri (su al liger atlantel) d'ar Biktoned d'o zrugarekaat.

En amzer an Impalaeriezh roman e oa Arvorig, Aremorica, ul lodenn eus proviñs roman Gallia Lugdunensis. D'ar mare-se e oa ar geoded ar bastell-vro velestradurel a glote gant tachenn ur boblad, evel an Osismii pe ar Redones. Holl geodedoù Arvorig (latin, civitas) o doa ar statud Civitas stipendaria, da lâret eo a geodedoù sujet a baee o annezidi an truaj hiniennel (tributum capitis) hag an truaj war an douar (tributum soli).
Goude adreizhadenn Diocletianus e oa ul lodenn eus an diocesis Galliarum, eskopti Galia.

Emsavadeg ar Bagaudae en III kantved a zegasas trubuilhoù hag a lakaas ar boblañs da zigreskiñ. Distrujet e oa kalz kêriadennoù. Gwiskadoù tev douar du kavet er c'hêrioù a ziskouez e oa diboblet ar c'hêrioù ivez. Gwellaat a reas un tamm stad ar vro dindan ren Kustentin Iañ (307–350). Graet e oa kalz pezhioù moneiz.
War an Tractus Armoricanus e oa savet kreñvlec'hioù nevez, da skouer e Brest, Avranches hag ar Yeoded. Da gustum e soñjer e krogas ar gristeniezh d'en em ledañ en Arvorig e diwezh ar pevare kantved goude J.-K., met ral eo an titouroù.

Er  e voe krouet un bastell-vro da dalañ ouzh an tagadennoù Barbared deuet eus ar mor, an Tractus Armoricanus et Nervicanus eus an arvor e genoù ar Garona betek genoù ar Somme. Menegiñ a ra an Notitia Dignitatum (war-dro 400 goude J.-K.) un niver a vagadoù soudarded a warde an Tractus Armoricanus et Nervicanus, da skouer bagadoù maoured e keodedoù ar Veneti hag an Osismii. Laeti frankat a oa e Roazhon.

Er bloavezhioù 380 e oa moarvat un niver bras a soudarded vrezhon eus an arme roman en Armorica.
Bagadoù soudarded vrezhon (fœderati) a zeuas eus Preden, Breizh-Veur a vremañ da sikour strolladoù laeti frankat degouezhet en Arvorig kerkent hag an III hag ar IV kantved da zifenn aodoù Arvorig a-enep al laeron-vor a zeue eus Norzh Europa hag a rae o reuz e Mor Breizh. Goude se ez voent implijet da stourm ouzh emsavadegoù ar Bagaudae.
Hervez an Historia Brittonum, skrivet en IX kantved, an impalaer Magnus Maximus, a dennas an armeoù roman eus Preden, o c'hasas eno ivez.

Pa voe dilezet Proviñs Britannia gant al lejionoù roman e 411 e fizjont difenn an enezenn er Vrezhoned. Buan avat, argadegoù ar Bikted o tont eus Caledonia (Bro-Skos a vremañ, en tu all da moger Antoninus) ha dreist-holl re ar Scoti (Iwerzhoniz) (deuet eus Hibernia) a zeu da vezañ niverusoc'h-niverusañ. War ar memes tro eo aloubet reter an enezenn gant pobloù german, an Angled hag ar Saozon peurgetket, a argas ar Vrezhoned trema ar c'hornôg. War a seblant e vefe argadegoù ha trecvadennoù an Iwerzhoniz o dije bet ar roll brasañ da atizañ un niver bras a Vrezhoned da vont kuit war an douar-bras e lec'h ma anavezent kerent a oa soudarded eno.

Ar skrivagnerien Nennius ha Gweltaz) a veneg un eil gwagenn a Vrezhoned a reas o annez en Armorica er c'hantved goude da dec'hout aloubadegoù ar Saozon hag ar Scoti. Kadarnaet eo martezeadenn un divroadeg e daou brantad gant an arkeologiezh

Gant ar Vretoned e voe anvet an tiriad a voe graet Breizh-Vihan anezhañ e-pad pell, un anv damheñvel ouzh hini an enezenn ma oant a orin. Er Grennamzer uhelañ e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerc’h etre teir rouantelezh – Domnonea, Kerne ha Bro-Ereg, a voe Bro-Warog hec’h anv kentañ. Bodet e oa bet an teir rouantelezh dindan aotrouniezh roueed ha duged Breizh en IXvet kantved.

En 845 e voe krouet rouantelezh kentañ Breizh gant Nevenoe, pa oa bet trec’h lu ar Vretoned war Charlez ar Moal, roue Frañs, en emgann Ballon, ur gêriadenn nepell diouzh Redon, en Il-ha-Gwilen. En 851 e voe trec’h lu ar roue Erispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech c’hoazh war lu ar roue Karl Voal en emgann Yenglenn. Rak-se ez anavezas Karl Voal e voe trec’h ar Vretoned warnañ ha dizalc’h e teuas Breizh da vezañ. D’ar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh. Aloubiñ a reas ar roue Salaun Broioù Coutances hag Avranches diwezhatoc’h. Gant Salaun eo e voe rouantelezh Breizh en he brasañ. Ar Vikinged, siwazh d’ar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentañ Breizh e 913. Hogen distreiñ a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhañ Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex, da Vreizh ha trec’h e oa war ar Vikinged e 937.

En  e teuas Breizh unanet-se da vezañ ur rouantelezh dizalc’h. Distrujet hag aloubet e voe war-lerc’h gant ar Vikinged e deroù an X kantved. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken kreñv all, ken ma ne oa nemet un dugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da c’houde etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall a-raok dont da vezañ ur vro dizalc’h en-dro da vare remziad an tiegezh Moñforzh (XIV–XV kantved). Ur vro distag e chomas betek ar , daoust d’ar brezel hêrezh (1341–1364), daoust d’ar C’hallaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust d’ar Saozon a glaske ren ar vro. Melestradurezh c’hall ar Renadur kozh a anaveze Breizh da vroad.

Da-heul e voe trec’h rouantelezh Bro-C’hall, ur rouantelezh c’halloudus anezhi, war an dugelezh da vare emgannoù 1488 ha 1491. Gant se e oa bet boulc’het an hent a gase d’an unaniezh. Daou seurt unaniezh a voe. Da gentañ penn e oa bet unanet ar benntierned dre zimeziñ (3 dimeziñ a oa bet lidet evit unaniñ penntierned Bro-C’hall ha Breizh). Da eil, e 1532, o doa goulennet Stadoù Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Stadoù Breizh, evit gwir, a veze lakaet ar wask warno d’ar mare-se ha ned ae ket gwall vat an traoù ganto abaoe ma oa bet sinet ar skrid-embann roueel e Plessis-Macé (Anjev). Mirout a reas Breizh dreistwirioù zo (al lezenniñ hag ar sevel tailhoù dibar), koulskoude, betek an Dispac'h gall. E-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, evit gwir, e voe torret dreistwirioù ar c’humunioù, ar c’horfuniadoù, an noblañs, ar c’hloer… ha dreistwirioù Breizh.

Ar , ar  hag ar  a vez sellet outo evel prantadoù eus an toniusañ e Breizh. D’ar mare-se e veze treuzdouget marc’hadourezhioù a-leizh dre vor etre Spagn, Bro-Saoz hag Holland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hentoù-se. Al lien kanab, al lien lin, ar c’hrezioù, e-touez traoù all, zo anezho arouezioù eus ar prantad-se ma rae berzh-kaer ar c’henwerzh e Breizh. Gant an arc’hant bras dastumet d’ar mare-se e voe diorroet-mat glad ar savouriezh er vro. Ostel an Arc’hant Roazhon a oa an hini kentañ eus Frañs. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour d’an dizemglevioù a veze etre Frañs ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat. En  e voe an traoù en o gwashañ.

Rannet e voe Breizh etre kontelezhioù (Kerne, Leon, Bro-Ereg, Landreger, Pentevr, Porc’hoed, Naoned, Roazhon…) ha goude an eizh aotrouniezh a droas e pevar frezidial, a voe rannet etre senesaliezhoù ivez. Rannet e oant ivez etre nav eskopti.

Da vare an Dispac’h gall, e-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 e voe diskaret ar proviñsoù. E-se ne oa ket Breizh un ensavadur melestradurel anezhi ken. E 1790 e voe rannet etre pemp departamant :

E 1848 e oa ar pemp departamant breizhat dindan aotrouniezh an Naonedad Michel Rocher, anezhañ penngomiser Breizh. Hennezh a oa e penn ar gomiserien all (prefeded) e Breizh.

An Eil Brezel-bed en deus skoet kalz tud e Breizh, prizoniet, gloazet, kaset d'ar c'hampoù bac'h pe gloazet. Kalz distrujoù zo bet ivez betek 1945. Enebiezhioù politikel bras a oa ivez prest da lakaat ar brezel diabarzh da darzhañ adalek 1943 dreist-holl. Disoñjet e oa buan ar spered harzerezh pe rezistañs goude an dieubidigezh. Diskred zo evit an Emsav er boblañs da c'houde ar brezel. Gounit a ra ar gomunouriezh kalz tachenn e Breizh abalamour d'ar roll a-bouez en deus bet ar PCF hag an URSS er brezel.

E 1917 e voe raktreset krouiñ rannvroioù armerzhel, a raed strollad armerzhel ha rannvroel pe rannvroioù Clémentel anezho. Ar pal a oa krouiñ un IIIe rannvro (pe rannvro Roazhon) dre strollañ ar pevar departamant a oa e norzh hag e gwalarn Breizh. Raktreset e voe, avat, lakaat al liger-Atlantel er IVe rannvro (pe rannvro Angers) a-gevret gant an departamantoù amañ da-heul : ar Mayenne, ar Sarthe, ar Maine-et-Loire, ar Vande koulz hag an Indre-et-Loire. E miz Ebrel 1919 e oa bet krouet ar rannvroioù Clementel. Rannvro Roazhon, a veze anvet ar VI rannvro neuze, a oa enni tri departamant : Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Hanternoz ha Penn-ar-Bed. Ar V rannvro vras pe rannvro Naoned a voe bodet enni an departamantoù-mañ : ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire, ar Maine-et-Loire, ar Vande, al Liger-Atlantel hag ar Mor-Bihan. Divizet e voe strollañ tro-dro d’ur gêr vras an departamantoù a yae d’ober an diazad armerzhel anezhi. D’ar mare-se e voe divizet kalz evit gouzout hag-eñ e vije lakaet departamant Penn-ar-Bed e rannvro Naoned pe e rannvro Roazon. Dleet e vije daouhanteriñ departamant Penn-ar-Bed - ar su hag an norzh - zoken. Ne oa ket aet ar rannvroioù-se war-raok tamm ebet e-pad an ugent bloavezhioù a oa bet da-heul. Ne oa anezho, evit gwir, nemet doareoù kambroù kenwerzh, da lavaret eo departamanantoù unanet laosk pe laoskoc’h.

E miz Gwengolo 1919 o doa kroget ar c’hevredadoù tiez an degemer da aozañ “rannvroioù touristel” diwar ur patrom un tamm disheñvel. Ar wech-se e oa bet strollet an departamantoù en ur zerc’hel kont eus an touristerezh, an douaroniezh hag an dudouriezh. Ne gloto tamm ebet ar rannvroioù-se gant ar rannvroioù armerzhel. Ar rannvro a raed « Breizh » anezhi en em astenne war Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Hanternoz, Il-ha-Gwilen hag ar Mor-Bihan. Ur rannvro all, a raed « Vallée de la Loire » anezhi, a oa enni al Liger-Atlantel, ar Maine-et-Loire, ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire koulz ha kornôg departamantoù al Loir-et-Cher hag al Loiret.

D’an 19 a viz Ebrel 1941, e Vichy, e sinas ar Marichal Pétain ul lezenn evit strollañ an departamantoù e rannvroioù. Daoust ma talvezas an anv « Breizh » da sevel anv ar rannvro nevez-se e tivizas kabined ar Marichal Pétain dispartiañ al Liger-Izelañ diouzh rannvro Breizh. Ar jeneral de Gaulle a sinas un devredad damheñvel d’an 10 a viz Genver 1944.

Gant gouarnamant Edgar Faure e voe krouet ar rannvroioù programm e 1956 hag adkrouet e voe Rannvro Breizh. Krouet eo bet ar rannvro velestradurel nevez-se hep derc’hel kont eus an istor. Rannvro Breizh, evel ma reer anezhi, zo enni pevar departamant. Al Liger-Atlantel zo deuet da vezañ unan ar pemp departamant zo er rannvro Broioù-al-Liger. Gant al lezenn rannvroelaat bet sinet e 1972 e voe gwiriekaet an disparti, petra bennak ma oa a-enep Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Da-heul e vouezhias ar C’huzul-departamant meur a wech (a-unvouezh) evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh rannvro Breizh. Mouezhiadegoù peurheñvel a voe aozet gant Kuzul-rannvro Breizh ivez. Ar C’huzul-Stad a sav bepred a-enep groñs an adstagadur. Kenderc’hel a reer da zivizout er mare-mañ evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Rannvro Breizh. A-du emañ Breizhiz, war a seblant, gant ar mennozh-se (Diskouez a ra anat disoc’h ar sontadegoù o deus c’hoant etre 60 ha 74 % eus an dud zo o chom el Liger-Atlantel e vefe adstaget o departamant ouzh rannvro Breizh). Ne oa ket bet kement-se a dud o kemer perzh er manifestagoù aozet e Naoned, daoust ma oa bet galvet tud ar pemp departamant d’en ober.  Gant ar gouarnamant Raffarin ez eus bet lakaet da vouezhiañ ul lezenn evit aozañ referemdomoù lec’hel. Tu a vefe neuze da unaniñ ar vro bremañ. Evit kas an teuliad da benn e ranker seveniñ divizoù melestradurel pe lezennel zo (da skouer, aozañ ur vouezhiadeg war-eeun gant Holl Vreizhiz ha diouzh an disoc’h adtermeniñ an tiriad en e bezh, e-touez traoù all). Prezidanted an daou guzul-rannvro ha prezidant kuzul-departamant al Liger-Atlantel hepken a c’hall divizout reiñ lañs da adaozañ ar rannvro.




#Article 4: Aritmetik (130 words)


An aritmetik (Arithmêtikê e gregaj) pe niveroniezh eo skourr koshañ ar jedoniezh, (gant ar c'h-geometriezh). Pal an aritmetik elfennel eo studi an anterinoù, an niveroù rasional, hag ar relasionoù etrese.

An aritmetik zo ur lodenn eus teorienn an niveroù : an hini a implij hentennoù'zo eus ar c'heometriezh aljebrek hag eus teorienn ar groupoù.

An oberiadurioù aritmetikel a zo an adision, al lamadur, al liesadur, hag ar rannadur.

Gwechall e oa limitet an aritmetik da studi perzhioù an anterinoù naturel, an anterinoù, hag an niveroù rasional (e stumm fraksionoù), ha da perzhioù an oberiadurioù war an niveroù-se.

Frankaet eo bet ar c’helenn-mañ a-c’houdevezh gant donedigezh studiennoù all : an niveroù real (e stumm un diorroadur degel anlimited), pe meizadoù avañsetoc’h zoken : an eksponantadur, ar c’hwrizienn garrez, traoù all ….




#Article 5: Peurunvan (404 words)


Ar peurunvan, pe KLTG,  eo anv an doare-skrivañ savet e 1941 evit unvaniñ an doare-skrivañ KLT, savet e  1908,  gant hini Bro-Wened, da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek . 

Gant emglev 1908 e oa bet unvanet doare-skrivañ ar brezhoneg e Treger, Leon ha Kerne. E Bro-Gwened e kendalc'hed d'ober gant un doare-skrivañ all. Met fellout a rae da skrivagnerien zo unaniñ an daou zoare-skrivañ-se, an doare-skrivañ KLT ha doare-skrivañ ar gwenedeg. E 1936 e oa bet bodet un toullad tud, Loeiz Herrieu, Roparz Hemon, Raymond Delaporte, Marc'harid Gourlaouen, Roparzh Audic, Youenn Drezen ha Langleiz hag un nebeud kinnigoù o doa graet : ober gant zh er gerioù a veze skrivet gant z e KLT ha gant h e gwenedeg, skrivañ w er gerioù ma veze kavet v pe o e KLT hag ù e gwenedeg.
Andreo ar Merser, Armañs Keravel pe c'hoazh Visant Seite, daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e 1941, o doa e zilezet e 1945, hag aet a-du gant ar Skolveurieg e 1954, dreist-holl evit un abeg politikel eta, peogwir e fellas dezho ren ur bengadouriezh rannvroelour a-benn en em ziskouez evel patrioted vat gant ar spi da sachañ digant ar Stad C'hall un draig bennak evit ar brezhoneg, ur politikerezh a voe ur c'hwitadenn.

Gwir eo e oa anv ivez da gelenn brezhoneg er skol hag e c'houlenne yezhourien alaman evel Leo Weisgerber e vije unvanet an doare-skrivañ evit Breizh a-bezh.

Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien gwitibunan, war-bouez tri eus ar rummad kozh : Taldir, Vallée ha Meven Mordiern, na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù, emezo.
 
Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet Roparz Hemon d'ar peurunvan a-benn ar fin. O vezañ ma'z eo ar rannyezh-se diforc'h-mat diouzh an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret stummoù gwenedek-rik er yezh lennek.

Sevel a reas Akademiezh Roazhon a-enep ar peurunvan e 1942, ha berzet e voe adalek diwezh 1942, diviz kadarnaet meur a wech e 1943 ha 1944 , war a seblant war atiz ar chaloni Falc'hun hag Armand Keravel .

Ar peurunvan eo skritur ofisiel an darn vrasañ eus an embannerien, adalek TES betek Bannoù-Heol, ha hini ar c'helenn en holl skolioù, re ar Stad pe re Diwan, war-bouez unanik bennak. 
Ar peurunvan eo skritur ofisiel ar wikipedia vrezhonek ivez.




#Article 6: Etrerannyezhel (379 words)


Unan deus an doareoù skrivañ brezhoneg eo an etrerannyezhel.

Ijinet e oa bet an etrerannyezhel etre 1971 ha 1974 diwar labour ur gomission. Bodet e oa bet dougerion-komz ar skritur skolveureg ha dougerion-komz ar skritur peurunvan.

Implijet e vez a-wezhioù gant an ti-embann Skol Vreizh hag e-barzh al levr-deskiñ Le breton sans peine skrivet gant Fañch Morvannou hag embannet gwezharall gant an Assimil.

Gant ar skritur-se oa bet klasket lakat a-du tout an dud war ar memes skritur : sistem an etrerannyezhel zo etre ar skolveurieg hag ar peurunvan. N’eus ket tamm liv politik ebet warnañ, ha klasket ‘vez bezañ tostoc’h deus an doare-distagañ ha deus an etimoloji war-un-dro. Matrec’he eo ar skritur lojikañ ha gwellañ evit ar re a zo é teskiñ, met siwazh n’eus ket kalz a dud hag a implij anehañ hiriv, kar kazimant tout tud an Emsav (le mouvement breton) a zo deus tu ar peurunvan.

Avantajoù all an etrerannyezhel:

Rebechet e vez dehañ:

An etrerannyezhel n'eo ket un norm peurachuet (mod-sen ema merket e-barzh ar Breton sans peine). Tud zo hag a gennig chañchoù dezhañ:

 

Skouerioù deus an diforc'hoù a zo etre ar skriturioù brezhoneg:

Ouzphenn reolennoù skritur an etrerannyezhel, da skouer an ss, s, z, zh, e kaver ivez un toullad reolennoù fonetikel arall liammet douzh prosodïezh ar yezh, da lâred eo plass ar poues-mouezh, hirderioù ar vogalennoù er gerioù taol-mouezhiet, distagadur an dibennoù absolut ha distagadur ar liammadurioù dirag ur vogalenn.

Da gentañ e vez implijet pennreolenn an diveradur a-benn merkiñ dibennoù absolut ar gerioù. 
Kensavet eo sistem reizhskrivadurel an etrerannyezhel diwar diveradur ar gerioù, da lâred eo perag e vez skrivet BAG ged ur G ha TOK ged ur K tra ma vez klewet /bak/ ha /tok/? Klewet e vez ar memes fonem /k/ tra ma vez skrivet G diouzh un tu ha K diouzh an tu arall. N'eus namaed da glask diveradur ar ger BAG  BAGoù / BAGig ha TOK  TOKoù / TOKig. Ged an diveradur, e vez klewet G er ger baGoù ha K er ger toKoù.

Ged an etrerannyezhel e vez arveret ar bennreolenn-mañ d'an holl c'herioù : d'an anvioù-kadarn, d'an anvioù-gwan, d'an adverboù, d'an araogennoù, d'an anvioù-lec'h ...  Da lâret eo e vez kensavet sistem reizhskrivadurel an etrerannyezhel diwar brederioù fonetikel hepken.

Setu roll ar reolennoù :




#Article 7: Arz (355 words)


Arz : (ger deveret eus al latin artum)

D'ar penn kentañ, ne oa an arz nemet evit tud desket-bras, tuapl anezhe da skeudenniñ kenkoulz ar bed en-dro dezhe, an traoù bevet gante, o santimantoù ha kement zo, ken ma vije levezonet ar re all gant o oberennoù. Met bremañ e vez disheñvelig an traoù, n’eus forzh piv a c'hell bezañ un arzour gant mo vo talant, mailhoni ha spered da grouiñ gantañ.

Kevreet eo ar spas gant an arzoù plastik, hag an amzer gant ar muzik hag al lennegezh. Gant an teatr hag an dañs e teu an nen da vezañ danvez e arz. Gant ar film an hini eo ma vez ideet ar seurt seblant-mañ.

War a seblant ne vez, gant an arz, pal raksoñjet ebet, hag er seurt frankiz-mañ emañ lec’hiet e wir dalvoudegezh. Uhelaet e vez an den a-us da chañs-dichañs madoù ar c’horf. Met kement-se ne sinifi ket eo an arz, ar pezh a vije graet arz evit arz, nemet evit arzourien pe esteted. 

Met gwir eo er memes tra eo dav a-walc’h d’an nen en em gustumañ eus an arz kent kompren anezhañ mat. Kent karout ha kompren an arz, eo gwell mat bezañ bet kelennet war an arz a-raok. 

Liammed eo tamm-pe-damm talvoudegezh an arz gant an diduiñ, da lavaret eo ar fed da drec’hiñ war an ezhommoù diavaez. Kuit d'an arz chom hep bezañ talvoudus dre ret, e vez dalc'het an arzourien gant komanant urzh prenañ an dud.
 
Implijet eo bet an arzourien evit propagandaoù relijiel pe politikel. 

An oberenn, e fin ar gont, zo ur seurt emglev etre ar pezh emañ war-c'hlask an den o paeañ, pe an dud o profitañ eus an oberenn, hag ar pezh en deus c'hoant an arzour. Hag ar mod-se vo livourien relijiel an azginivelezh skignerion an Dengarouriezh, kement-se bet arc'hantaouet gant an Iliz. 

Ul livour pe ur skrivagner n'eo ked un arzour ken pa suj d'un ideologiezh er-maez eus an arz. N'hall ket an arzour lavaret e soñj dezhañ e-unan diwar-benn tra-mañ-tra nemet pa vez en ur stumm pe un ober estetik ma c'hell an nen gwelet pe santout a-drugarez dezhe.




#Article 8: Skolveurieg (329 words)


Ar skolveurieg, pe falc'huneg, eo an anvioù roet d'un  doare da skrivañ ar brezhoneg hag a oa bet ijinet e 1955 gant Frañsez Falc'hun hag a zo implijet bremañ c'hoazh.

Ijinet e oa bet ar skolveurieg gant Frañsez Falc'hun pa oa kelenner e Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon, ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù Akademiezh Roazhon a-hervez. Setu perak e voe roet an anv skolveurieg-se dezhañ gant e grouer. Enebourien an doare-skrivañ avat a lavare falc'huneg anezhañ, dre c'hoap a-hervez. 

Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret ur skol-veur nevez eno, ha ne voe ket implijet ar skolveurieg e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon ken.

Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg : ar gatoliked en un tu, hag an tu-kleiz gall (PCF, SFIO dreist-holl d'ar mare-se) en tu all. Dorn-ha-dorn e oant a-enep ar vroadelourien a rae gant ar peurunvan.

Gant Frañsez Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar skolveurieg eus ar skritur, pa veze lavaret ar falc'huneg gant e enebourien. Hiziv pa'z eo yenaet an enebiezh kozh ne vez ket kalz a dud ken oc'h ober gant ar ger skolveurieg, ha n'eus forzh penaos ne vez ket implijet an doare-skrivañ kalz er skolioù-meur, nag e skol-veur Brest zoken, ha gwall nebeud en deskadurezh, war-bouez unan bennak en deskadurezh katolik c'hoazh.  

Ne vez implijet ar skolveurieg-falc'huneg nemet gant an tier-embann-mañ ken :

E-touez fealañ skoazellerien ar skolveurieg-falc'huneg eo ret menegiñ Yann-Bêr Thomin, bet kuzulier-rannvro, bet maer Landerne, ha bet e-touez renerien diwezhañ ar Bleun Brug, aozadur kozh Yann-Vari Perrot, deuet da vezañ un tasmant hiziv.

Met nebeud a bouez a chom en  gant ar strolladoù-se, a oa e barr o brud er bloavezhioù 1960. Kement-se a ziskouez diskar ar bed katolik ha laik mod kozh evel-just, ha hini ar brezhoneg war un dro, dre ma n'o deus ket gallet kavout tud yaouank da zerc'hel o stal en he sav.

Skouerioù eus an diforc'hoù a zo etre an 3 skritur e brezhoneg :




#Article 9: Arkeologiezh (204 words)


Archeologiezh : arkhaios hen + logos gouiañs / skiant + iezh (arkhaiologia e gresianeg)

An arkeologiezh pe henoniezh a zo unan eus skiantoù an den. Klask a ra, dre ober studiennoù war an dachenn, dre studïañ danvez ha gant teknikoù skiantel, resisaat penaos e oa doare an dud gwezhall gozh, o liammoù gant o endro, an darempredoù kenetrezo, hag o c’hredennoù.
Gant an arkeologiezh e vez adaozet buhez hon hendadoù dre arverañ kement roudenn a zo chomet war o lerc'h (skridoù, rivinoù, relegeier, oustilhoù, livadurioù, podoù-pri, armoù, pezhioù moneiz, bizoù, gwiskamantoù...) a-benn kompren o modoù da vevañ. Dre-se e c'haller anavezout kalz gwelloc’h amzer dremenet ar sevenadurezhioù a-vremañ, hon broioù gwechall, hag e vez komprenet perak emañ ar bed evel m’emañ, ar perag eus an darempredoù etre ar broioù bremañ, betek kinnig martezeadennoù a-fed an amzer da zont, pe diwall da gaout diaesterioù en dazont. Rak da-lavaras un den : « ur sevenadurezh hep tremened a zo ur sevenadurezh hep dazont ».

E brezhoneg e kaver a-wechoù ar stumm hendraoùouriezh diwar hen (kozh) + tra -où + -ouriezh (ar ouiziegezh pe ar studi). Implijet eo bet gant Frañsez Vallée ha Meven Mordiern en o levrioù war istor ar Gelted kozh pe istor ar bed.




#Article 10: Niver (226 words)


 
un niver zo un draez vatematik implijet da gontañ ha da vuzuliañ. An arouezenn a dalvez da skrivañ un niver a vez graet ur sifr anezhañ. En implij pemdeziek e c'hall ar ger niver talvezout evit anv ar meiziad difetis, un arouezenn a dalvez da skrivañ (reishoc'h eo komz eus sifr(où)), pe ar ger a dalvez d'hec'h envel (an niver tri). Ouzhpenn o implij da gontañ pe da vuzuliañ e c'hallont bezañ implijet, da urzhiañ un dra bennak (niverennoù steudad) hag er c'hodoù (sellet da skouer ouzh an niverennoù pellgomz pe an ISBN). Er matematik eo bet astennet termenadur an niver betek niveroù evel zero, an niveroù negativel, an niveroù poellek pe rasional, an niveroù anrasional, hag an niveroù kemplezh. 

Seurtoù niveroù disheñvel a vez implijjet alies. Gallout a reer o renkañ e rummadoù matematik anvet reizhiadoù niveroù. (Da ouzout hiroc'h diwar-benn an doareoù disheñvel da skrivañ niveroù, evel an niveradur roman, sellet ouzh reizhiadoù niveroù.)

Un elfenn zifetis (c'houbar) eo an niver, gantañ e vez deskrivet ur c’hementad en un doare resis.

E-keñver an istor int degouezhet en urzh-mañ :

N’eo ket dic’hortoz-kaer an dra-se : eus an doare da vuzuliañ e teuomp da teknikoù danzeet-fin.

Ar c’hompren eus harz an niveroù feurek, hag eus ar red d'an niveroù gwerc'hel a voe glac’harus evit ar bitagorisianed, hervez kont e voe fin ar Skol-se gant kement-se…




#Article 11: Mammout (155 words)


Ar mammouted a oa bronneged en urzhad Proboscidea hag er c'herentiad Elephantidae.

Bronneged etre 1 ha 4,3 m o uhelder, etre 310 ha 9 000 kg enno e oant, dezhe ur penn tuzum gant un drompilh hag ur c’horf truilhennek, gant izili stummet evel pileroù ha pemp biz dezhe. Aet e oa bihan ment o divskouarn ha hini o lost.
Tri gwiskad kroc'hen a oa dezho evit en em zifenn diouzh an diavaez : 8 cm evit ar gwiskad lard, 2 cm evit ar c’hroc’hen ha tri seurt blev, ar re ziwezhañ 1 metr hirder evit en em zifenn diouzh an amzer.

En Afrika e voe kavet ar c'houenn goshañ anezhe, Mammuthus africanavus.

Bevet o deus adalek mare ar Plioken (5 milion a vloavezhioù zo) betek an Holoken (war-dro 3 700 vloaz zo). Ar mammouted diwezhañ a oa c'hoazh o treistbevañ en Enez Wrangel a-vaez da Siberia p'edod o sevel Piramidenn vras Gizah en Henegipt.




#Article 12: Kevredigezh (174 words)


Kevredigezh : kev + red + igezh (quevrédiguiah e 1774)

Ar c’hevredigezhioù a zo kevredadoù tud bet savet dre an arbenn ma’z eus ur berwindentis a-fed un dudi boutin kentoc’h evit ul liamm bredoniel kenetre o izili. Ar mod-se kevarzheoù micherel ha kevredadoù armerzhel, strolladoù politikel, kleuboù-sport pe bep kevre a vez implijet a-benn pleustriñ un diverr-amzer bennaked.

Ar fed da emezelañ kevredigezhioù ar mod-se a ziskouez koulskoude seurt dougoù bredoniel. Gant pep ezel e vez tañvaet un diwall ouzhpennadel dre ar seurt kumuniezh-mañ. Barregezhioù ha skiant-prenañ pep-hini a zeu war-wel etrezek ur pal boutin. E-keñver ar pezh a vefee bet kavet e-barzh ur strollad araokadourion e vo kavet arouezioù all e-barzh ur strollad mirourion ; hag er memestra e-keñver ar pezh a vefe bet kavet e-barzh ur c’hleub tennis e vo kavet tresoù all e-barzh kleuboù ma vez adsavet enne ar bed en e bezh.

E-barzh pep kevredigezh e vez skeudennet darempredoù a-skouer deus pep strollad tud, kement-se evit an dud ma vez a-bouez bras dezhe bezañ 'barzh seurt strolladoù ar mod-se diantav.




#Article 13: Kevarzhe brezelerien gozh (179 words)


E-barzh ur c'hevarzhe brezelerien gozh e vez bodet tud (kozh peurlïesañ) o deus bet da vrezeliñ. Peurlïesañ e vez kaoz deus ar vrezelerien a zo bet soudarded anezhe e-pad ar c'hentañ pe an eil brezel-bed hag e-pad brezel Aljeria renet gant Bro-C'hall. Evit an holl vrezelioù pe dost ez eus bet tud kevredet er mod-se evit dalc'hen soñj deus ar pezh o deus graet, ha da betra o deus graet kement-se.

Etre an daou vrezel-bed, ur roll politikel bras o-deus bet kevarzheoù brezelerien gozh, ken niverus ma oant (milionoù gwazed a oa bet kaset da vrezeliñ).
E Bro-Alamagn, ar vrezelerien bet a zo bet niverus er NSDAP, ar strollad nazi renet gant Adolf Hitler. Hemañ, ur brezeler kozh e-unan, a ouie bodañ an dud kozh ha yaouank, gwisket evel milourien, ha lakaat anezho da ren ambrougadegoù divent e kêrioù bras ar vro.
C'hoarvezet eo bet ar memes tra e Bro-C'hall hag ar vanifestadeg dalc'het e Pariz d'ar  6vet a viz C'hwevrer 1934 a oa bet galvet gant meur a gevarzhe brezelerien gozh, met ur c'hwitadenn eo bet en diwezh.




#Article 14: Aernijerezh (240 words)


An aernijerezh eo teknikoù ar sevel hag ar bleinañ kirri-nij e-barzh an aergelc’h (pe an aeronaotik).

Gant ar sevenadurezh sinaat an hini eo bet kaset lakat ur mekanik ponneroc’h evit an aer da nijal, ar sarpantoù-nij hag ar fuzeennoù bet savet gante just a-walc’h a ray evit ur patrom a-hed pad daou vil bloaz c'hoazh.

Gant ar vreudeur Joseph hag Étienne de Montgolfier e vo oadvezh an aerstatoù e 1783 gant ar pezh o deus ijinet (a zo montgolfier evel o anv), sed ‘ta gant an dra-se e c’hell an den mont war-nij a-benn ar fin. 

En e varr e vo an aeronaotik pa c’hello an nen mont war-nij gant ur mekanik ponneroc’h evit an aer (er c’hontrol-fed deus ar montgolfier, eñ skañvoc’h evit an aer).

E Bro-C’hall eo e vo digoret ar skolioù levierezh kentañ, adalek 1909, gant an hini bet savet gant ar vreudeur Wright ha Louis Blériot. A-hed pad an 30 vloaz goude e vo diorroadur dreistordinal an aernijerezh sivil hag arme, war-hed muioc’h-mui a gilometroù ec’h ay ar mekanikoù ha gant muioc’h-mui a dud e-barzh enne. 

Goude an eil brezel-bed e vo disheñvel an traoù, kefluskerioù reaksion, hag a-benn defial an natur: mont dreist moger ar son; gwraet e vo gant Chuck Yeager d’ar 14 a viz Here 1947 gant ar c’harr-nij-fuzeenn X1. Ret e vo gortoz da beket 1969 a-benn mont gant ar C’honcorde, a vo moaian d’an holl dud mont dreist ar son gantañ.




#Article 15: Armerzh (776 words)


Armerzh : ar- + merzh (armerh e 1723, gw. armerth e kembraeg)

An armerzh zo ur skiant sokial dezhi ar pal da studiañ penaos 'implij ar gevredigezh he feadra rouez a-benn produiñ, a-ziwar ezhommoù ha c'hoantoù pep hini ha deus an doare ma vez addalc'het rezultajoù ar produiñ-mañ d'an dud.An
ekonomiezh a zo ur skiant a studiñ mont
en-dro an ekonomiezh, da lâret eo oberiantizoù ur strollad tud evit
produiñ, distribuiñ ha beveziñ ar produioù-se evit bevañ ha
krouiñ pinvidigezh. 

an ekonomiezh a studi an doare ma vez dispignet pe espernet arc'hant
gant tud prevez ha gant an embregerezhioù ha penaos e vez dasparzhet
ar pinvidigezhioù. Komzet e vez eus ekonomiezh prevez. Ekonomiezh
publik a vez graet eus studiadenn perzh ar Stad e-keñver ekonomiezh
(divizoù, dilerc'hioù).

Heñvelster
eo gant gounid, aozañ hag espern.

Dre o studiennoù e klask an armerzhourien analizañ e peseurt mod e vez produet peadra kevredigezh Mab-Den ha penaos e vez addalc'het d'an dud tout. Klask a raint propozañ displegadennoù evit-fed n'eo ket en he reizh ar gevredigezh, hag ar fed ma c'hellfe-hi mont war wellaat. Tu zo dehe sevel studiadennoù a-benn istimañ dilerc'hioù ul lezenn pe ur mennad lezenn. Rezultajoù ar studiadennoù-mañ (hag a c'hell bezañ lavar-dislavar deus ur stumm d'eben) a vez implijet a-wechoù gant ar gouarnamañchoù evit reoliata an armerzh.

An armerzh, hag an doare ma vez renet gant ar gouarnamañchoù, a zo liammet gant prederouriezhioù politik. Da skouer eo bet savet Unaniezh Europa en sell d'ober evit an ober asambles etre ar Stadoù european a-benn ma ve dibosupl d'ar broioù brezeliañ. Evit an dud eo bet savet ive, dreist pep tra evit fed penaos e vez ingalet ar pinvidigezhioù e-barzh ar gevredigezh.

Abaoe fin an XXvet kantved eo an armerzh un dalc'h ekolojik. Ya 'vad, ar peadra naturel o vont war vihannaat gant an oberiantizoù armerzh (diforestañ, mammennoù nerzh, kailh) ha n'eo ket na koll na gounit kennebeut war ar blanetenn evit-fed an hin, al lies ma'z eo ar boudoù enni... Gant-se e teu an nen da sellet a-dost ouzh an Diorroadur padus.

Gant an armerzh e vez soñjet ez eus danvez met pas kement-se, ret choazo penaos implijañ an traoù, rak rouez int hag etre daou soñj emaomp, ha rankout a raomp choazo unan tra-ken. Ar c'houst a vout en koulz a vez gwraet gant an armerzhourien deus se. Ouzhpenn da se n'omp ket evit produiñ nemet re nebeut a draoù e-keñver ar pezh a vefe prenet peaotramant, kement-se e-pad ur momed hag ur genarroudenn teknolojik bet choazet a-raok ; sed ar pezh a lak an dud da brederiañ war fed penaos addalc'hen d'an dud tout. 

Evit mentañ daou implij diforc'h eus ar mammennoù ec'h implij an armerzhour ur muzul eus talvoudegezh ar rezultad bet tapet. Ar muzul-mañ, gouestlet da batrom an armerzhour, zo sañset taolenniñ an dud o deus o fegement evit an defotachoù. Evit ur patrom armerzh bet choazet e vez lâret lar eo oberiant un urzhiadur ma vez implijet gantañ mammennoù dehe un talvoudegezh bras-meurbed.

ger ekonomiezh pe armezh a zo ganet diwar skridoù Xenophon hag Aristote etre
ar Vvet kantved hag ar IVvet kantved kent J-C, talvezhout a rae
aozadur an tiegezh. Ar meizad ekonomiezh a oa bet krouet kalz en
a-raok, er VIvet milvet kent J-C; e Sumer (Mezopotamia) e veze
kenwerzhet dija. Sokial a deu eus al latin socialis (kevredigezh)
hag eus socius (kamalad).

Setu emdroadur an ekonomiezh hag ar gevredigezh abaoe o c'hrouadur:

	* E-pad Oadvezh ar Maen (12 000-8 000 kent J-C) e krogas an den da sevel kêriadennoù, da zesevel loened hag e voe krouet ar berc'hentiezh.
	* Tro-dro d'ar mor Kreizdouar e krog an impalaeriezhioù (Ejipt, Roma, Bro C'hres) gant ar sklaverezh. 	
	* Da vare ar Grennamzer e vez krouet ar marc'had, hag an dizalc'hidigezh ekonomikel: produiñ a-walc'h evit bezañ dieub diouzh ar Stadoù all ha gwerzhañ dezho ar produioù-se evit dasparzh pinvidigezh.
	* Ar skiant ekonomikel a deu war-wel e-pad ar XVIIve kantved gant perzh ar Stad er vuezh ekonomikel o vrasaat. E fin an XVIIIvet kantved, e krog al labourerien d'en em vodañ hag e krouont kevredigezhioù sikour a-stroll evit finañsiñ an interamantoù, harz-labour, etc. James Watt a ijin ar mekanik dre aezhenn hag Adam Smith a grou ar frankskemm. Embregerezhioù industriel (mengleuz, oto) o doa ezhomm kalz arc'hant, neuze e voe krouet kumpagnuniezhioù  gant diazez an aksion hag ar bankoù bras.
	* 1929: krach bours Wall Street. Ar mennozh a PDG (Produ Diabarzh Gros) a zo kavet gant Simon Kuznets. Hiziv, ekonomiezh ar Stadoù diorroet hag o tiflukañ a zo hini ar  ouiziegezh (brevedoù), ar servijoù, bedeladur ar marc'hadoù  (ekonomiezh dre rouedad).
	* Ekonomourien a orin eus an ekonomiezh modern: Colbert, Smith, Quesnay, Marx, Engels.




#Article 16: Politikerezh (171 words)


Ar politikerezh a zo ar pezh a c'heller arsellout pa 'z eus etreober ar gevredigezh (pe ar c'horf sokial) gant ar frammoù denel o deus galloudoù warni. A wechoù e vez mesket ar frammoù-se gant ar riez, met galloudoù diframm a zo ivez (an oberioù armerzhel, da skouer). Savet eo bet politikerezh gant ar gresianeg , polis, politis, da lavaret eo ar geoded, pa oa riezoù bihan Henc'hres frammet war ur gêr-benn hepken. Eno ar geodedourien frank (ar bihañniver eus an annezidi) a gemere perzh e buhez politikel ar geoded dre vodadegoù ha votadegoù diehan.

Abaoe an Dispac'h gall ez eo deuet war-wel ur sell nevez evit renkañ ar strolladoù politikel hag an dud hervez al liv politikel warno.

Er bodad broadel c'hall ganet adal ar Reveulzi e veze adkavet dilennidi ar bobl o azezañ hervez o liv politikel er gambr:

Hiziv-an-deiz c'hoazh e vez gwelet ha renket ar bed politikel gant ar sell-se, lod strolladoù pe tudennoù ar bed politikel o kounariñ hervez e pelec'h e vezont lakaet da dalvezout.




#Article 17: Saozneg (244 words)


Ar saozneg (English) eo ar yezh c'hermanek hag a vez komzet e Bro-Saoz. Alese eo deuet da vezañ  yezh ofisiel meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed.

Edan levezon ar saozneg ez eus e-leizh a yezhoù arall, e tachennoù pouezus hiniv an deiz, da skouer en informatik hag en darempredoù a-bell, en armerzh. Ouzhpenn evit kement-se emañ deuet da vout pouezus-bras er bed, da gentañ a-gaoz da c'halloud an impalaeriezh saoz a-wezharall, ha surtout a-gaoz da c'halloud armerzh hag arme ar Stadoù Unanet. Ken pouezus emañ deuet da vout, mard eo ar yezh vrasañ en darempredoù etrebroadel, hag eilvet yezh ofisiel ur bochad broioù.

Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet edan levezon ar galleg e meur a goulz. Al levezon-se a vez gwelet dre gaozioù hag a zo bet amprestet (déjà vu pe rendez-vous, div droienn c'hallek hag a vez implijet e saozneg) hag en ur bochad gerioù a zo savet diwar ur wrizienn latin c'hoazh ivez. Ar gerioù-se a zo deuet a-barzh ar saozneg dre e zarempredoù gant ar galleg: a-gaoz d'an dra-se emaint tostik-tra, er skritur, ouzh ar ger kar. Ar gerioù-se a vez kavet er saozneg a-c'houde ker pell, ma ne sella ket mui an Anglizien oute evel ouzh kaozioù gallek. Da skouer: difference, introduction, village, pure.




#Article 18: Galleg (590 words)


Ar galleg zo ur yezh romanek gant ur substrat galianek hag ur superstrat frankek. Cheñchet en deus diouzh e du, diwar youl tolpadoù tud ouiziek (evel tud ar Pléiade) pe ensavadurioù (evel an Académie Française). E kerentiad ar yezhoù gallek-ha-romanek emañ ar galleg. Pa veze kaozeet ur bochad yezhoù eus a bep seurt familhoù er Vro-C'hall (hag a vez graet patois « trefoedaj » anezhe gant dismegañs, pe c'hoazh langues régionales « yezhoù rannvro », hag a c'haller dispartiañ etre div familh vras, yezhoù oïl en hanternoz, yezhoù ok er c'hreisteiz, hag a zo ul lodenn ag ar familh okitanek-ha-katalanek pe okitanek-ha-romanek), nend eo ar galleg, hag a oa yezh al Lez, nemet ur meskaj lennegel a lod anezhe, re oïl dreist-holl, hini Enez Frañs da gentañ penn.

D’al liesañ e vez lavaret eo ar c'hentañ testenn skrivet e kenc'halleg (pe romana lingua pe roman) Serments de Strasbourg (Toueadelloù Strasbourg) e 842. Mod arall e voe en taol kentañ ma oa bet kaoz hag ur c'henc'halleg e 813, da-geñver sinod Teurgn. En destenn lennegel kentañ er yezh-se a zo bet skrivet tro-dro da 880. Hennezh eo Séquence de sainte Eulalie, met gallout a reer lavarout eo bet skrivet an destenn-se e pikardeg kentoc'h evit e galleg e gwirionez. Ret eo lavarout ne servij ket da galz a dra gober un diforc'h etre langaj ha parlant-bro : n'e c'haller ket spazhiñ an traoù en ur feson krenn ha fur. Er bloaz 1539 e laka lezenn Villers-Cotterêts ar galleg da yezh ar Gwir hag ar velestradurezh.

Evit an istor e c'haller gwelout pemp stad en emdroadur ar yezh, ha cheñchet he deus a-dammigoù hag ur stumm d'unan arall (er skouerioù da-heul hor bo dalc'het skritur ar voullerion. Cheñchet eo bet un tammig a-gaoz bout aesoc'h da lenn). Tuioù arall zo da zispartiñ mareoù disheñval emdroadur ar yezh, ha nend eo ar re-se nemet fesonioù da lavarout e pe amzer ez eus bet skrivet un destenn e-keñver stad ar yezh. Ar feson da renkañ stadoù ar yezh dindan n'eo ket diazezet war ar yezhadur hepken, met war ar skritur ivez :

E-mesk ar c'hentañ oberennoù pouezus :

Hiziv eo ar galleg ar yezh ofisiel nemeti en e-leizh a vroioù, ha graet e vez gantañ e meur a hini arall. Lod ag ar broadoù hag a implij ar yezh-se zo en Aozadur Etrebroadel ar gallegeriezh (Organisation internationale de la Francophonie). A-vepred emañ bet skrivet ar galleg get al lizherenneg latin. A-c'houde ar XVI kanted e vez implijet arouezennoù bihan hag a vo reolennoù dindane adal an XVIII kantved.

Ar galleg eo yezh ofisiel emglev ar Metr, hag a laka unanennoù diazez er sistem etrebroadel|enanennoù muzuliañ ar fizik. Hennezh zo unan a ugent yezh ofisiel Unaniezh Europa.

Ar galleg eo yezh ofisiel ar broioù-mañ :

Ha bout n'eo ket ofisiel eo ar galleg an eilvet yezh er broioù-mañ:

Ouzhpenn evit kement-se ez eus paot-mat a c'hallegerion c'hoazh en Egipt, en India (Pondichery), en Italia (Traoñienn Aosta), e Laos, e Maouritania, er Rouantelezh-Unanet (Inizi Angl-ha-Normand), Stadoù-Unanet Amerika dreist-holl e (Louisiana ha Bro-Saoz Nevez) hag e Viêt Nam.

Ar gallegeriezh a zo un aozadur etrebroadel a vroioù hag a c'houarnamantoù e men e vez kaozeet galleg.

E-keñver an istor emañ bet ar galleg yezh ar pennoù-bras hag ar genwerzhourien e Bro-Saoz e-pad tro-dro 300 vloaz, adal gounit an Normanted betek 1362, m'en deus ar saozneg kemeret lec'h ar galleg evit mat.

(1) Er Stadoù-Unanet n'eus ket a yezh ofisiel met ar galleg e zo anavezet a-renk get ar saozneg du-se a-c'houde 1968, ma voe savet ar COFIDIL.




#Article 19: Kerneveureg (401 words)


Kerneveureg a reer eus yezh hengounel Kernev-Veur (Rouantelezh-Unanet). Ur yezh predenek eo, kar d'ar brezhoneg ha d'ar c’hembraeg.

Implijet eo bet ar c'herneveureg evel yezh pemdez betek an XVIIIvet kantved a-raok mont da get, met adalek an  e strivas tud d'ober ur yezh vev anezhañ. War-dro 2 000 den a ra gant ar yezh-se hiziv an deiz, hag er bloavezh 2002 e voe anavezet ez-ofisiel evel unan eus yezhoù ar Rouantelezh-Unanet, hervez Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver.

Ur gevredigezh, Keskowethyans an Taves Kernewek (Kevelerezh ar Yezh Kerneveurek, Cornish Language Partnership e saozneg), a laka ar yezh da vont war-raok er gevredigezh a-vremañ.

E-giz ar skolioù Diwan e Breizh, emañ ar rouedad skolioù divyezhek Dalleth (Kregiñ) e Kernev-Veur.

Kerneveureg zo en ul lodenn eus lec'hanvadurezh Kernev-Veur hag un tammig pelloc’h c’hoazh.

War-dro ar  e krogas tud Kernev-Veur da implijout ar saozneg, a-c'houde ma oa bet lakaet beleien saozneger er vro e 1549. Ur vaouez anvet Dorothy Dolly Pentraeth (1692–1777), anezhi ur werzherez pesked, zo brudet evit bezañ an den diwezhañ o komz kerneveureg a-vihanik. 

E gwirionez ne oa ket honnezh an den diwezhañ hag a gomze kerneveureg : ur pesketaer anvet Wella Bodinar a vefe bet an hini diwezhañ ; 65 bloaz e oa e 1776, evel ma skrivas en ul lizher ma kont en devoa desket kerneveureg pa oa ur paotrig anezhañ.  

A-c'houde penn-kentañ an  ez eus tud hag a glask lakaat ar yezh-se da vevañ en-dro, dreist-holl e lidoù kristen, kentelioù evit an dud vras pe evit ar vugale er skolioù kentañ-derez hag er skolioù eil-derez. Evel-se, meur a gantad tud o deus desket un tammig kerneveureg da nebeutañ, ha miliadoù o deus bet darempred gant an traoù-se. Bep bloaz e vez skrivet muioc'h a levrioù er yezh-se ; bremañ ez eus muioc'h a levrioù e kerneveureg nevez eget a levrioù kozh e kerneveureg. 

C'hwec'h doare-skrivañ a vez implijet hiziv an deiz. 

Nac'hañ a ra kerneveuregerien zo ober gant Kernewek Kemmyn, sañset re vrezhonek hervezo.

Hañval-bras ouzh hini ar brezhoneg eo ereadurezh ar c'herneveureg. Hañval ouzh hini ar brezhoneg eo ar fonetik ivez, met henaekoc'h eo. Ar gerioù zo dishañvaloc'h ; neoazh, gerioù ar c'herneveureg zo hañvaloc'h ouzh re ar brezhoneg evit ouzh re ar c'hembraeg ; bout zo lod-kaer a c'herioù ha na vezont kavet nag e kembraeg, nag e brezhoneg, ha gerioù amprestet diàr ar saozneg (saozneg ar Grennamzer pe an amzer a-vremañ) zo c'hoazh ivez.




#Article 20: Kembraeg (1367 words)


Ur yezh keltiek eus ar skourr predenek eo ar c'hembraeg. E Kembre e reer Cymraeg anezhañ. Ar yezh keltiek gant ar brasañ niver a gomzerien eo. Kar eo d'ar c'herneveureg ha d'ar brezhoneg.

Komzet e vez kembraeg e Kembre, gant war-dro 857 600 den (da lavaret eo tremen 28% eus tud ar vro). E kornioù zo e vez komzet gant muioc'h eget 60% eus an dud. Komzet e vez kembraeg e Bro-Saoz gant tost da 150 000 a dud. Un nebeud kembraegerien zo ivez e Patagonia (Arc'hantina).

Stummoù kozh ar c'hembraeg zo anavezet mat. An hengembraeg (Hen Gymraeg) zo tost-kar d'an henvrezhoneg. Yezh lezennoù ar roue Hywel Dda eo, ha yezh barzhonegoù eus Kembre hag an Hanternoz kozh. Pa voe aloubet kreiz Breizh-Veur gant ar Saozon hag an Angled (Anvioù kembraek kêrioù saoz) e voe troc'het yezherien geltiek Kembre diouzh re hanternoz Bro-Saoz (Cumbria) ha diouzh re ar mervent (Kernev-Veur).

Er Grennamzer e voe skrivet kalz a lennegezh e krenngembraeg (Cymraeg Canol), sed ar Mabinogion da skouer... Yezh ar skridoù-se a c'hell bezañ komprenet gant ar Gembreiz eus hon amzer gant ma raint un tammig striv.

Kembraeg modern a reer eus ar yezh implijet abaoe ar . D’ar mare-se e voe embannet ar Bibl, troet e kembraeg gant William Morgan e 1588. War urzh ar gouarnamant e oa bet troet ar skridoù santel e kembraeg, evel ma oant bet troet e saozneg. Adembannet e voe an droidigezh-se, adwelet gant ar geriadurour John Davies, er c’hantved goude. Bras-meurbet e voe levezon ar Bibl kembraek evit stabilaat hag unvaniñ ar yezh skrivet. Geriadurioù kembraeg-latin ha latin-kembraeg a oa bet embannet gant John Davies ivez. Dalc’het e voe da labourat war ar yezh, pa voe embannet, en  hag en , geriadurioù all, kembraeg-saozneg pe saozneg-kembraeg, pinvidik ha klok a-walc’h, evel hini Williams Evans e 1771, hini William Spurell e 1848–1850, pe hini Daniel Silvan Evans e 1852–1858. Gant al labourioù-se e anavezomp mat ar c’hembraeg ha frouezh o hêrezh a weler hiziv gant un oberenn evel Geiriadur Prifysgol Cymru (Geriadur Skol-veur Kembre), ur pikol geriadur istorel savet en XXvet kantved.

Daoust ma’z eo ar c’hembraeg ur yezh vihanniver, gwasket gant ar saozneg, eo kresket an harp roet d’ar yezh e-pad an eil lodenn eus an XXvet kantved, tra ma kreske an harp roet da strolladoù broadelourien, evel ar strollad politikel Plaid Cymru ha Cymdeithas yr Iaith Gymraeg (Kevredigezh ar Yezh Kembraek).

Kaozeet e vez kembraeg evel yezh pemdeziek ha yezh kentañ e rannvroioù hanternoz ha kornôg Kembre, dreist-holl, e kontelezhioù Gwynedd, Dinbych, Enez Von (Ynys Môn), Caerfyrddin, hanternoz Penfro, Ceredigion, hag e kornôg Morgannwg. Met kavout a reer kembraegerien a-vihanik ha tud all a gomz ar yezh flour dre Gembre a-bezh.

Ur yezh vev eo ar c’hembraeg. Komzet e vez bemdez gant miliadoù ha miliadoù a dud ha gwelet e vez e pep lec’h e Kembre. Gant ar Welsh Language Act (Lezenn ar C’hembraeg) eus 1993 ha gant ar Government of Wales Act (Lezenn Gouarnamant Kembre) eus 1998 eo lakaet sklaer e ranker ober ouzh ar c’hembraeg hag ar saozneg evel yezhoù kevatal. Rankout a ra an aozadurioù foran prientiñ ha kas da benn ur steuñv yezh. Gant strollegezhioù lec’hel ha gant Bodadenn Kembre e vez implijet ar c’hembraeg evel ur yezh ofisiel, oc’h embann skridoù er yezh-se ha dleout a rafe an holl banelloù hent e Kembre bezañ e kembraeg hag e saozneg. 

Kavout a reer kembraeg war ar Genrouedad ivez. Abalamour d’al lec’hiennoù ofisiel an hini eo dreist-holl : ma klasker gerioù evel addysg (deskadurezh), cymdeithas (kevredigezh) pe llywodraeth (gouarnamant) e kaver skouerioù, met pa glasker gerioù pemdeziek evel buwch (buoc’h), eirlaw (dourerc’h) pe cyllell (kontell) e kaver kalz-kalz nebeutoc’h.

Gant gouarnamant ar Rouantelezh Unanet eo bet sinet ar Garta Europat evit ar Yezhoù Rannvroel pe Minorel, o venegiñ emañ ar c’hembraeg e-touez ar yezhoù a ranker doujañ dezho er framm-se.

Gwechall e oa kembraegerien unyezhek eus an holl Gembreiz, koulz lavaret. E deroù an naontekvet kantved e oa, d’an nebeutañ, 80% eus an dud o komz kembraeg. Met gant an dispac’h greantel e voe desachet ur bern tud eus an diavaez da Su Kembre. Kement-se a zegasas un diskar en dregantad a gembraegerien er rannvroioù-se, dre ma oa kresket ar boblañs eno en un taol. E 1871 e oa 1 412 833 a dud o vevañ e Kembre. A-benn 1911 e oa savet an niver-se da 2 420 921, da lavaret eo e oa kresket ar boblañs eus 40%. E 1891 e voe, evit ar wech kentañ, ur goulenn en niveradeg diwar-benn an anaoudegezh eus ar c’hembraeg. E niveradeg 1911 e voe embannet sifroù resis da live ar parrezioù.  

Evit ar mareoù a-raok ar bloavezhioù-se n’hon eus ket sifroù met testenioù a-berzh gweladennerien pe tud evel kazetennerien pe beleien. 

Meur a dra a zispleg e vije deuet Kembre, a oa ur vro gembraek unyezhek pe dost, da vezañ ur vro divyezhek hiziv an deiz. 

Da gentañ e ranker menegiñ levezon al lezennoù evit unvaniñ Kembre ha Bro-Saoz e 1536 ha 1542. Ar saozneg e oa ar yezh ofisiel nemeti e Kembre. N’eo nemet e 1943 e voe aotreet komz kembraeg en ul lez-varn, ha c’hoazh evit ar re na oant ket gouest da gomz saozneg. Etre 1700 ha 1870 ne voe anvet eskob ebet e Kembre a ouije kembraeg. Gant al Lezenn war an deskadurezh eus 1870 e voe embannet e oa ar saozneg a oa yezh ar skolioù. 

Goude ma oa aet da fall un tamm bihan adalek penn kentañ an XXvet kantved (eus eur milion a dud da vetek 500 000 a dud oc'h ober ganti), med bremañ e teu ar sifroù da cheñch en tu mat. Un nerzh nevez zo gant ar sevenadur bremañ er vro (embannet e vez tro-dro da gant levr bep bloaz) ha gant ar c'hrouiñ traoù dre vras : Memes ma n'eus ken nemet 500 000 a dud oc'h ober ganti (20% eus an dud well-wazh), e kontelezhioù ar gwalarn dreist-holl (Cymru Gymraeg), eo ret lavaret ez a war-gresk an niver a dud o kaozeal kembraeg (e 1991), dreist-holl en takadoù zo bet savet kêrioù barzh enne, tro-dro da Gêrdiz, e-lec'h ma zo abaoe hanter kant vloaz zo dija un deskadurezh divyezhek poellek ha klok (a drugarez m'ep bet anavezet ar yezh ent ofisiel gant al lezenn - Welsh Act eus ar bloavezhioù 70), ha n'eo ket evel en norzh. En doare-se ez eus tost da 10 000 re yaouank enskrivet e kentelioù kembraeg a-raok ar c'hentañ derez (Mudiad Ysgolion Meithrin, bed savet e 1971), ha tost da 50 000 a skolidi a heuilh kentelioù er skol gentañ, muioc'h eget 30 000 en eil derez ; Istimet e vez, da skouer, ez eus 42% eus ar vugale 5 bloaz hag a oar kembraeg e 1996 (6% bet desket war barlenn o mamm, 8% hag a oar mat, 28% hag a oar un tamm bihan - Welsh Office). Med bez' ez eus kembraeg kalz er media (kazetennoù, radio, chadenn dele kembraeg S4C abaoe 1982, ha neuze e vez produet traoù a-feson ha rock selaouet gant ur bern tud yaouank, da skouer). Evel-se, ha pa vefe aet da fall un tamm bihan kembraeg an dud war ar maez (nebeutoc'h-nebeutañ a dud kozh oc'h ober gantañ). Met ar pezh zo a-bouez gant ar c'hembraeg eo e vez anavezet anezhañ gant an dud ha gant dileuridi ar Rouantelezh Unanet, a-fet lezenn.

E kembraeg evel e n’eus forzh peseurt yezh e kaver rannyezhoù disheñvel. Diforc’hañ a reer peurvuiañ div rannyezh vras : kembraeg an hanternoz ha kembraeg ar c’hreisteiz. Diforc’hioù a gaver etrezo er c’heriaoueg dreist-holl, hag ivez en distagadur hag er yezhadur. Ar c’hembraeg a gomzer e Patagonia, abaoe diazezidigezh Kembreiz eno adalek 1865, zo bet levezonet gant ar spagnoleg hag e c’heller ober un trede rannyezh vras anezhañ.

Diskouez a ra ar skouerioù-mañ an izoglos a zo etre kembraeg an hanternoz hag ar (rann-)yezhoù predenek all, a-fed geriaoueg. Evit gwir ez eus muioc’h a ziforc’hioù etre ar yezh lennegel hag ar yezh komzet eget etre kembraeg an hanternoz ha kembraeg ar c’hreisteiz. Er yezh skrivet e reer nebeutoc’h gant ar raganvioù (dre m’emañ an ditouroù dija e dibennoù ar verboù hag an araogennoù) hag e kaver nebeutoc’h a c’herioù amprestet digant ar saozneg.




#Article 21: Chañ-Mai Skragn (328 words)


Yann-Vari Skragn (Jean-Marie Le Scraigne en ti-kêr), graet Jañ-Mari Skragn ha Chañ-Maï Skrañgn anezhañ ivez), bet ganet d'an 2 a viz Mezheven 1920 er Fao, e parrez An Uhelgoad ha marvet eno d'an 11 a viz Kerzu 2016, a voe ur c'honter hag ur skrivagner brezhonek ha gallek.

Ganet e voe e ti mererien e Kervinaoued an Traoñ (Kervinaouet Izelañ bremañ). Tost da drizek vloaz e oa pa voe ret dezhañ kuitaat ar skol daoust dezhañ bout ur skoliad eus ar re wellañ, evit mont da sikour gant e dud en atant.
E 1947, d'an oad a 27 vloaz, e timezas gant Louise Kras hag eñ ha distreiñ d'ar Fao. Eno e voe o chom e-pad trizek vloaz tre betek 1960 da vare « ar cheñch mod », mekanikoù nevez hag all, an dud o verniañ dle hag o labourat noz-deiz evit lakaat dle. Betek neuze e oa bet merer, met d'an oad a 40 vloaz, e 1960 end-eeun, e rankas dilezel ar vicher abalamour ma oa re start dezhañ gant seizh bugel da vagañ.
Dre-se eo aet da biker-vein, da labourat er mengleuzioù dalc'het gant e vreur a oa bet  yaouank-tre da zeskiñ ar vicher kalet-se. Hennezh en devoa daou bark pe dri, lakaet deñved enno, el lec'h m'edo ar vengleuz. E-pad ugent vloaz, betek e rakleve e 1980, e voe Yann-Vari Skragn ur piker-mein. Adalek e 60 vloaz e reas war-dro deñved e vreur.

E 1986 e voe savet ur c'henstrivadeg  kontadennoù e brezhoneg gant ar CMB : an ao. Skragn a lakaas e anv hag a dapas ar priz kentañ, ur veaj da Yougoslavia. Tamm-ha-tamm, diwar goulennoù an dud, ez eas da gonter, met gwall alies e veze ret dezhañ lakaat ar chontadennoù e galleg evit bezañ komprenet gant al lod brasañ eus an dud, touristed anezho dreist-holl, tud hag a zeue da Vreizh Izel da bourmen, ha c'hoant ganto da c'houzout a-zivout ar vuhez a-wechall ha penaos e veze diduet an dud da noz.




#Article 22: Neil Young (1299 words)


Neil Percival Young zo ur c'haner ha gitarour kanadian ganet e 1945 e Toronto. Brudet eo ar marevezh ma kanas er strollad Crosby, Stills, Nash  Young. 

E miz C’hwevrer 1945, e oa an eil brezel-bed war-nes echuiñ. Dres d’an ampoent 'teu en-dro an isletanant Scott Young davet e vab Bob hag e wreg Edna, Rassy a vez graet deuzouti. 'Oa ket bet ouzh o c'haout abaoe tost da vloaz a-gichen ma oa aet kuit deus e diad a-vec’h c’hwec’h miz goude d’e vab kentañ bet ganet, e 1942. Da Londrez e voe kaset Scott da genskriver war ar brezel gant ar gazetenn Winnipeg Free Press. D’an oad a c’hwezek vloaz, peuzc'houde d’e dad mont deus e vamm, hag eñ bet savet ha maget ganti a-c’houdevezh, eo aet Scott da gazetenner a vicher evit ober war-dro bann ar sportoù. A-ziwar e labour end-eeun e voe piket e galon gant Edna Ragland p’en em gavas ganti, ur vaouez anezhi, troet gant ar golf hag an tennis. Kerkent hag en em gavet ganti e voe dihodet ganti penn-kil-ha-troad, ken e freuzas e zimez naet-ha-pizh. Houmañ eo trede merc’h William N. Ragland, anezhañ un den genidik eus Stadoù-Unanet ar Su aet d'ar C'hanada d’ober e zemeurañs, e kornad-bro Manitoba, abalamour d’e vicher. Hag Edna ha mont d’e heul. D’an 18 a Vezheven 1940 eo liammet hiviziken an div familh enta, ha da tad ar plac’h nevez bezañ war-ziwall deus e vab-kaer memestra. Hemañ 'sell deus an dimez-se gant drougaviz evit-gwir. D’an 12 a viz Du 1945, eo ganet Neil Percival Kenneth Ragland Young en pennospital Toronto, kresk ‘zo bet ba'n ti ur wech c’hoazh. Pelloc’h 'teu en-dro an tad d’ar gêr da-vat. Prestik goude d’e grouadur bet ganet e ro e zilez eus e garg d’ar gazetenn a-benn ren e amzer a-bezh o skrivañ romañchoù ha chom a-gevret gant e ziegezh a-benn ar fin. E dibenn ar bloaz 1948 e ra an tiegezh bihan e zemeurañs ba Omenee, hi ur gêriadenn 750 a annezidi o chom enni, ur c’hant kilometr bennaket deus kêr-benn Kanada. Er maezioù fromus-se, a-hed ur stêr, e kresk Neil dibreder.

A-benn fin ar bloavezhioù 1990 e teu Neil Young - hervez lod - da vezañ ar mailh pennañ war ar rock and roll ‘ta. « Hemañ eo an hini nemetañ eus an dud en oad ganeomp o kozhañ en ur zerc'hel e stumm-skrivañ ken bev-buhezek, kenkoulz hag e zoare da sevel kanaouennoù » a zisklêrie Randy Bachman, evitañ da vezañ lemmikoc’h an tamm e deod e-keñver e goñseurted. « Un orin a zen eo Neil Young, graet ‘n deus traoù estr evit dreistordinal, met kas ijinañ hag adnevezo a ra hep ehan. », hervez David Gilmour deus ar strollad Pink Floyd. Bernard Sumner zoken, deus ar strollad New Order, a zisklêr kement-mañ : « N'an gwech e-bet gant ma c’harr-tan hep ma vije ennañ ur gasetennig gant Neil Young ». Ha d’e gempridi bamiñ outañ eo d’ar remziad sonerien yaouank an hini eo aet da batrom evit-fed an doare da redek e reuz e-unan war-raok. « Plij’ a rafe din bezañ barnet diwar ma fladennoù o-unan nemetken, un tammig mem’ mod ha Neil Young » war a lâre Nick Cave. Cinnamon girl an hini a vez eilkanet gant RadioHead - ur ral e vez klevet anezhe oc'h eilkanañ ! - tra ma vez Oasis o sachañ Hey, Hey, My, My (into the black) evite o-unan gant ar spi ba o dasorc’hidigezh gant-se. A-barzh fin ar gont, petra zo da lâret diwar-benn an albom diwezhañ gant Mercury Rev pe diwar an heni gant Sparklehorse? Ha levezonet int bet gant an den a zo ba pep korn muzik amerikan a-vremañ, country etre daou veno, lo-fi hag all tout ?

En amzer-vremañ e vez arvestet ur sonadeg gant Neil Young evel ma vije anezhañ ur savadur a-gozh, da-lâret-eo : gant ar familh en e fezh. Ba miz Gouhere 2001, ba c’hoariva kozh kêr Wien, e kaver koubladoù tud ba'n tu all da zaou-ugent vloaz gante o bugale aet da grennard dija, sed an darn-vrasañ deus an dud e-kerzh e sonadeg (gant Crazy Horse d’an ampoent-mañ). Pearl Jam, Muse, Air, Bonie Prince Billy, Sigur Rós, Nirvana ha ped ha ped all, anvioù kement strollad hag a zo bet savet diwar levezon Neil Young a zo da welet war ticheurtoù ar re yaouank eno, kenkoulz ha Neil m’emañ an anv Sonic Youth da zamwel dindan e roched. Sed ar pezh ivez a lak an dud unvouezh kenetrese net-ha-pizh. War-greiz al leurenn ma zo warni ur piano-saloun hag un orglezig kozh, ne c'heller ket spurmantiñ kalz traoù estr evit totemoù indian ha gouloù-koar strewet-tout en-dro dezhe. Sed aze pezh eo ar c’hinkladur. E-kreiz 'tre an div lodennig a ra anezhañ vo Neil hag e goñsorted damaik, war-gelc’h-tout anezhe, é luskañ-diluskañ penn-kil-ha-troad, kement-se deuet da vezañ ur lid a-gehit ma oa staget ar strollad gant ar muzik tremen tregont vloaz ‘so. Pelloc’h, pa’h ay c’hoar ha gwreg ar c’haner davet ar strollad d’ar c’haniri e vo a-benn kennig gante un abadenn hag a vo pulluc’het dousik-ha-dousik ganti empenn nep a selaouo anezhi o chom par warne gant o filad son elektrik, a-verc’h torret gant un etrec’hoari a gitar folk (kanaouennoù tro-ha-tro anavezet ha chomet diembann). Diskorntroiañ a ra Neil a-dreus hag a-hed, brankodet war e gitar, evel ma vije kroget gliziennoù e-barzh ennoñ. Aet un toullad bloavezhioù hebioù dija abaoe o c’hentañ sonadeg asambles, ha bep sort traoù mat, interesant, fentus, farsus, gwallzarvoudoù hag all, a zo digouezet a-c’houde tremen tregont vloaz-hed. Evel m’emañ ar c’hiz gantañ, na petra ‘ta !, ne rann grik d’ar c’helaouennoù daoust m'en deus pladenn nevez-embannet e-bet da lakat war-wel d’an holl. Dichipot e tigas soñj deomp emañ aze evit ar muzik tra-ken. Kerkent hag echuet ar sonadeg ‘h anavezomp, a-fed o doare, an dud a oa spi gante selaou un hipi deuet deus ar mare pa oa bet levezonet an dud peusholl gant ar bladenn Harvest : stouvañ a ra ar re-se o diskouarn evit yedal an trouz tarzhus da zihan. Hep goût dezhe emaint é paoues arvestiñ ar sonadeg gant an heni nemetañ kazimant deus ar bloavezhioù 1960, gouest da zispakañ e imor dalc’hmat e-kehit m’emañ ar re all o 'hond war zisteraat e-pad ar mareoù-bloaz se. War un dro songwriter tener, guitar hero, hipi kuñv, proto-punk, muzisian blues ha tad(-kozh) ar grunge an tamm anezhañ, e veze Neil Young en tregont vloaz all e-lec’h na veze ket sell an dud, ha ‘wez-se e save ar cheñch-dicheñch da vezañ e zoare da redek e reus (dre gaer pe dre heg). Ur pennad-buhez e-giz ur romant zo bet dezhañ, dirak ar bed na oa graet peuc’h e-bet dezhañ. N’eo ket gwall greñv war an tech da vezañ ba pleg ar skouarn, ha tec’houd a ra dirak an dud gwall droet gant ar bed evel ma vije stag ar vosenn enne. Gant e reus an heni la tiskaro Neil an dud a glask abeg ingal kement hag an dud aet sot-pitilh gantañ. N’eo ked kollet nemeur e spered gant dislavarennoù 'vat, hag ouzhpenn-se eo aet da vojenn e-touesk muzisianed poblek deus Amerik An Hanternos. Ha Bob Dylan zoken, ur mestr anezhañ da gaout stok deus an dud, a ginnig e c’hourc’hemennoù dezhañ gant e albom Time Out Of Mind, heñv é kanañ : « Selaou a ran pladennoù gant Neil Young ha lâret a ra an amezeien din digresk ar son ». Bremañ e c’hellfe Neil Young loc’hañ an tamm anezhañ ba pleg e damm buhez daoust m’en doa klasket-pizh ober ar c’hontrefed ; ne oa ket war-c’hed bezañ karet gant an holl gwitibunan, met n’eo ket aet evit-se war hent ar c’henemglev. Ne vo nekon e-bet deus e gempridi evit lakat ur vuhez heñvel war-wel deomp 'vat.

E miz Gouhere 2013 e vo o kanañ en Erer Kozh, e Karaez.




#Article 23: Reizhiad pentatonek (352 words)


Pa gomzer eus ur reizhiad pentatonek (eus ar gregach penta, pemp), e tachenn ar sonerezh, e komzer eus ur skeulenn enni pemp derez tonioù disheñvel. 

Ar ger a vez implijet evit komz eus ur skeulenn bentatonek dreist-holl, an hini a zo lâret anhemotonek (= hep hanter-ton) gant an etnomuzikourien.

Skeul touchennoù du ar piano a zo pentatonek. Pe c'hoazh (skouer ar pennad-mañ) :

E gwirionez e vez implijet ar skeul-se gant ur bern muzikoù er bed.
Met, herwez Constantin Brăiloiu, pezh zo arouezius eus ar muzikoù-se n'eo ket ar skeulenn hepken (un heuliad notennoù) met an doare da implijout anezhi : ur reizhiad pentatonek.

Ar pennad sol-la-si eus ar skeulenn a zo pouezus-kenañ :

Hennezh zo ar piknon (ger o tonet eus ar gregach). Mat e vefe neuze niverenniñ an derezioù, o komañs gant ar piknon :

ha lâret emañ ur velodienn e-barzh ar mod 1 (pe 2, 3...) pa vez 1 (pe 2, 3...) he notenn boutañ (izelañ)...

E-barzh an daou hed etre ar piknon hag ar peurrest (mi-sol ha si-re) e vez lakaet a-wezhioù notennoù a eil renk, distabil : ar pienoù (ger a zeu eus ar sinaeg)
 RE - MI- fa -SOL - LA - SI - do
Ar pienoù-se a zo notennoù a eil renk rak :

Setu ez int kentoc'h notennoù da dremen, pe notennoù estrañjour.

Ar c’hemm, neuze, etre ar reizhiad diatonek
 do-re-mi-fa-sol-la-si-do
hag ar reizhiad pentatonek
 do-RE-MI-fa-SOL-LA-SI-do
a zo ne’z a ket do, na fa, d’ober ul lodenn eus framm dieub ar velodienn bentatonek.

Un dra all a vefe arouezius eus ur reizhiad pentatonek, hervez Kustantin Brăiloiu diantav : Reolenn an ingalded arc'hwelel  : ne gaver ket enni na notenn donek na notenn diasez.

Setu e vo melodiennoù dezhe ouzhpenn 5 notenn ha pentatonek memestra... Ha melodiennoù all o do 5 notenn hepken, hep bout pentatonek, dre ma ne zoujont ket reolenn an ingalded arc'hwelel.

Dibaoe Kustantin Brăiloiu ez eus bet kavet e reolennoù e-barzh a-beb-seurt sevenadurioù all er bed. Ne haller ket lâret, memes-tra, ez eus ur « sevenadur pentatonek » nag un « doare-spered pentatonek ». Ur reizhiad teorikel e chom, netra ken.




#Article 24: Emsavadeg spartakour (801 words)


Ar Reveulzi spartakour (alamaneg : Spartakusaufstand), pe ivez Emsavadeg miz Genver (alamaneg : Januaraufstand) a voe un harz-labour hollek a c'hoarvezas en Alamagn etre ar 5 hag an 12 a viz Genver 1919. 

Dianav pe dost e touez an dud, ouizien anezho pe get, komunourien anezho pe get, an darvoud anvet ar reveulzi Spartakour a chom hollbouezus evit an istor, liammet gant ar brezelioù evit an dieubidigezh. Bloaz goude Dispac'h Here Rusia en emsave dispac'hourion Alamagn. Komunourien Rusia a grede betek re e vije o reveulzi un doare dihun evit pobloù ar bed etrezek an dieubidigezh komunour, krediñ a raent o devoa roet lañs d’ar reveulzi bedel. Padal ne voe ket se tamm ebet a erruas met ur c’hwitadenn a laka emled ar gomunouriezh da c’hwitañ. D'an  9 a viz Du 1918  n'en deus ket degaset savidigezh ar broleterien en Alamagn, met fin ar renad impalaerour nemetken. Ur wech kaset da get hemañ n’eo ket bet sevenet ar reveulzi, met kemmet ar sistem politikel evit unan demokratel-bourc’hiz. Ar c’hwitadenn-se evit ar broletaerien n’eo bet maget nemetken gant an disentezioù etre ouvrierien, ar vank a aozadur el luskad reveulzier ha dreist-holl trubarderez ar sosial-demokrated eus an tu dehou harpet gant ofiserien uhel an arme.

Ar reveulzi en Alamagn n’eo ket bet obererezh ur strollad politikel bennak, tarzhet n’eus goude an arsav-brezel ha trec’hidigezh ar vro. Alamagn a oa o vont da fall, an Alamanted o deus bet c’hoant cheñch o bed pemdeziek zu evit dont unan habaskoc’h. Lojik eo a-berzh ar bobl Alaman en dije bet c’hoant da gemm e dazont, pa oa sac'het etre dienez ha naonegezh drastus. Ur wech gwelet ne oa ket didrec’hus an impalaeriez « santel » ez eo savet ar soñj ennañ e oa tu da gemm endroadur ar bed.

Dizurzhiet, hep pennoù-bras na palioù resis, ne ouie ket mat ar reveulzierien da belec’h e oa ret mont. Da gentañ sturiet gant ar soñj diveliour, goulenn a rae an emsavidi ar gwir da gaout ur gevredigezh frankoc’k, n’int ket bet harpet gant strolladoù  an tu kleiz, ar re-se a zo bet souezhet mik en ur weled ul luskad ken kreñv a-berzh ar bobl, ha re ziwezhat o deus roet un hent da heuliañ.

An tri strollad pennañ en Alamagn a oa neuze :

Ar stourm  bet kaset, etre ar reformourien hag ar reveulzierien a zo bet ken kreñv ma z’eo deuet a-benn da darzhañ en ur brezel-diabarz. Kement mañ a zo krog d’an 9 a viz du 1918, pa z’eo bet embannet krouidigezh ar republik gant an daou luskad, met ne darzho nemet goude un disemglev hir war renerez ar vro. Betek an 28 a viz Kerzu 1918, ar strolladoù pennañ(kleiz) hag ar re dizalc’h (kleiz pellañ + an anarkourien) a chomo asambles er galloud. Met adal ur mare e teu war wel un emglev nevez etre ar strolladoù pennañ hag ar strolladoù stourm eus an tu dehoù pellañ, broadelourien hag ez-soudarded anezho, a zeuio da vezañ an arme broadel nevez en Alamagn). Ar Spartakourien evit emsaviñ ha diskouez o nerzh a ya gant ar strolladoù frank. Al luskad reveulzier a vo trec’het dre an armoù, e plas emañ, ar c’hoari politikel a tegaso an nasional-sokialouriez er galloud gant an eil-brezel bed da heul.

Ar reveulzi-se na vez  ket komzet kalz a ziwar he fenn gant an istorourien, pe en doare da gas o mennozhioù war-raok. Ar sosialisted en a-raok eo ar re washañ, ar memes re a zisoñj kaozeal a ziwar emsavadeg  ar Mac'hnovisted (un emsav anarkour renet gant Mac'hno e Ukraina). En ur vezañ damzisoñjet gant ar brashañ niver, reveulzi Alamagn a chom unan eus darvoudoù politikel pouezusañ ar c’hantved tremen, dre ma tegas un harz da emled ar reveulzi komunour er bed. Ouzhpenn se e chom ur goulenn direspont, ma vije bet savet ur stad komunour en Alamagn, ha tu a vije bet da Hitler da zont mestr war ar vro?

D'an 8 a viz Genver, Ebert a roe urzh d'ar Freikorps da dagañ ar Spartakourien. An unvezioù damm soudarsoudel-se a oa armet ha dafaret c'hoazh gant dafar ar C'hentañ Brezel-bed. Buan a-walc'h e voe bountet an emsaverien bloc'had goude bloac'had straed. Buan e godiane an emsaverien. En holl e oa bet 156 spartakour ha 17 ezel eus ar Freikorps lazhet e-pad an emgannoù. E-pad abardaez ar 15 a viz Genver, Luxemburg ha Liebknecht a oa bet kavet en ur ranndi e Berlin-Wilmersdorf apartment. Harzet, kaset int d'an unvez penn Freikorps,unan armet mat ha niverus ar Garde-Kavallerie-Schützen-Division. O ofiser, ar C'habiten Waldemar Pabst, a lakaas anezho da vezañ goulennataet. Diouzh noz, Pep prizoniad a zo skoet semplet gant armoù ha tennet en o pennoù goude-se. Korf Rosa Luxemburg a zo bannet e kanol Landwehr (adkavet e vo d'ar 1 añ a viz Even). Korf Karl Liebknecht a oa bet kaset dianav en ur morg.




#Article 25: Japaneg (555 words)


Ar yezh japanek pouezusañ eo ar Japaneg (japaneg 日本語, Nihongo), komzet evel yezh kentañ gant 128 milion a dud e Japan, Hawaii, Brazil, Guam, Palau ha Taiwan. An 9vet yezh vuiañ komzet er bed a-bezh an hini eo.

Implijet vez an eil gant egile daou zeskad letrennoù diforc'h :

Adskrivet eo ar japaneg gant lizherennoù latin ive. An hini implijetañ ban diavaes-bro eo ar sistem Hepburn cheñchet pe azgwelet (graet vez  deus ar sistem Hepburn gant Japoniz). Nawazh, Japoniz so implij ar sistem Kunrei pe Kunrei-shiki hag a zo disheñvel un tamm deus ar sistem Hepburn (Japoniz so, ar re zo o heuliañ kentelioù bar skolioù-meur a ra gant ar sistem Hepburn).

Implijet eo ar japaneg gant 130 milion a dud, tout ar re zo bar vro. Ba broioù zo seurt da Taïwan ha Kore ar C'hreistez, bet kolonizet e-pad mare an em astenn arme, zo japanegerien c'hoazh. N'eo ket gwall stank an dud oc'h ober an dra-se. Mod all, kelennet vez ar japaneg da langaj estren bar peurvuiañ eus ar broioù ba Azia an Oriant ha ba Oseania. Ez-wir eo ar japaneg ur lodenn deus an daouzek langaj kaozeet gant muioc'h evit 100 milion a dud bar bed.

Disheñvel-krenn deus gramadeg ar galleg eo ar gramadeg japanek, evel an turkeg pe an euskareg, ur yezh voudenna eo. Daoust ma n'eo ket splann deus pelec'h teu ar yezh vez renket ar japaneg ba strollad ar yezhou altaeg gant ar mongoleg ive, an turkeg hag ar mandchou. Goulskoude vez elbiket deus ar renkamant-se gwall alïes.

Kalonenn ar frazenn zo peurlïesañ ba fin ar frazenn (evel en alamaneg), goude bezañ distilhet tout an traoù (rener, renadenn, resisañ an amzer hag ar lec'h), gant nemedennou goulskoude dre gomz. Ur verb eo kalonenn ar frazenn peurlïesañ, med c'hell bezañ ur stroll evel anv pe anv-gwan. Na reizh, na niver zo bar japaneg, ne vez ket displeget ar verboù hervez ar gour (me, te, eñ ...), roiñ a ra ar rannigoù digemm da anaout karg ar gomz bar frazenn.

Ouzhpenn vez diferet ar japaneg gant e sistem evit an enorioù, diwar skouer langajoù zo ba Azia : ne vez ket kaozeet e memes mod ma vez graet resped pe get d'an nen, implijet eo da neuze verboù all pe stummoù gramadeg all. Hag ar mod-se pa vez lâret resevet m'eus ur c'hado, implijet vo verboù difer, m'eo bet resevet digant ur mignon pe ur profesour.

Hag ouzhpenn da se, laket da enep an uvelded (evidor an-hunan pe ar strollad) hag ar resped (evit an den o kaozeal ganeor), sed un dra vez graet alïes bar langaj-se. hag ar mod-se vo diw gomz bewech evit tout ar c'homzoù evit lâret tud ar familh (tad, mamm...), unan evit lâret tud e familh hag unan all evit ar re all.

Bez zo 3 live a enorioù : ar stumm simpl (dre gomz), ar stumm seven simpl pe teinei, hag ar stumm seven all pe keigo vez troet e sonkeigo (resped) ha kenjogo (uvelded). Hag gant an hini diwezhañ-mañ vez enebet uvelded ha resped.

Evel evit an darn-vrasañ eus ar yezhoù er bed ez eus kalz rannyezhoù e japaneg. Diforc'hioù gerioù zo, diforc'hioù pouez-mouezh ivez. Ben a vez graet eus rannyezh e japaneg, hag evit menegiñ anv ur rannyezh e vez ouzhpennet ben e lost anv kêr pe kornad-bro e lec'h ma vez komzet.




#Article 26: Smashing Pumpkins (432 words)


Ur strollad rock dazeilat eo ar Smashing Pumpkins. Pevar ezel a zo e-barzh: Billy Corgan (kan ha gitar), James Iha (eil gitar), Jimmy Chamberlin (batiri) ha D'arcy Wretzky (gitar-boud), e-lec'h he Melisa Auf Der Maur e 2000, baserez e-barzh Hole a-raok. Kavet eo bet anv ar strollad gant Billy Corgan, klevet en doa dre un hunvre ar frazenn-mañ: « Joe Strummer is a drank and smashing pumpkins ».

Savet ar strollad e 1988 e-barzh Chicago (Illinois) dre m'eo aet asam's Billy Corgan ha James Iha. Embannet eo an albom kentañ e 1991, Gish (daveet d'ar c'hoarierez sinema mud anvet Lillian Gish), met mouget eo bet gant an albom Nevermind ga' Nirvana. Gant an eil albom bet embannet e 1994 an hini eo kaset ar strollad da vrasañ strollad rock ar bloavezhioù 90. Asuret eo gant an albom nerzh ha milzinded an testennoù savet gant Billy Corgan, pezh a arouez teskad oberennoù ar strollad.

War-lerc'h Siamese Dream vo Pisces Iscariot, fasou B zo barzh.

Digemeret vo ar strollad gant tout an dud gant Mellon Collie  The Infinite Sadnes e 1995, deuet eo da vezañ an doubl albom gwellañ gwerzhet e-barzh bed a-bezh, memes dirak The White Albom gant ar Beatles ha The Wall gant Pink Floyd. 5 singel zo tennet deus an albom-mañ : Bullet With Butterfly Wings, Tonight Tonight, Zero, Thirty-Three ha 1979. Kontet eo an albom e-touez ar re wellañ bet gwerzhet pad ar bloavezhioù 90. Hag e 1996 a-ziwar lañs nevez ar grunge, ez embann ar strollad The Aeroplane Flies Hight, ur c'houfrig 5 cd e-barzh ha 33 ganaouenn a galite ha dezhe bezañ fasoù B.

E-pad an droiad seniñ e 1996 e varv paotr ar c'hlaouier gant un overdos heroin, Jonathan Melvoin oa e anv. Ha Jimmy Chamberlain, tapet e-barzh an afer, zo kaset d’an toull-bac'h.

Pa’z eo aet kuit Jimmy Chamberlain e cheñch ar strollad penn d'ar vazh, hag embann a ra Adore e 1998, gant ur voest lusk e-lec'h paotr an taboulinoù, mont a ra ar strollad da seniñ tonioù muioc'h elektronek, gant taolioù-arnod ivez. Memes ma'z eo ken brav an albom hag ar re all vo ur c'hwitadenn e-keñver ar gwerzhioù.

Embannet vo Machina/The Machines of God er bloaz 2000. Deuet eo Jimmy Chamberlain en-dro. Distroet eo ar strollad d'ar rock gant an albom-mañ, sed c'hoant Billy Corgan ur seurt concept album. War-lerc'h e nac'ho Virgin embann Machina II/Friends  Ennemis of Modern Music, embannet vo neuze dre guzh war vinil ha skrivet zo e-barzh derc'hel an oberenn d'an dud toud war internet. Moaien zo da bellgargañ anezhañ war ar lec'hienn (

Disppartie eo ar strollad abaoe 




#Article 27: Nirvana (strollad sonerezh) (364 words)


Ur strollad rock-grunge oa Nirvana, savet oa bet e 1987 hag echu e 1994 goude emzistruj penn ar strollad, Kurt Cobain oa e anv.

Savet e oa bet ar strollad ba Aberdeen ba Stad Washington. Ar re gentañ bar strollad oa: Kurt Cobain (kan ha gitar), Krist Novoselic (gitar-boud) ha Chad Channing (batiri). Sevel a raont an albom Bleach gant 600$ en o yalc'h, gant ur label dizalc'h ba Seattle (Sub Pop), evit-fed ar c'hoñvers n'eo ket rustaj, met barnet mat eo a-benn 'r fin.

Laket eo Dave Grohl e-lec'h Chad Channing, hemañ ne oa ket ken evit kontantiñ an daou re all, hag embannet e vez un eil albom, Nevermind. Kalz gwelloc'h ar son bremañ a-drugarez d'un añrejistramant a galite (gant Butch Vig), ur seurt son pop gant-se. Pezh na blijo ket da gKurt tamm ebet. Añrejistret eo dindan ar label Geffen Records, ur c'hoarvoud a-bouez ha dic'hortoz kaer evit leurenn bed ar muzik hag a goñsakro labelioù dizalc'h hag ar grunge... Klevet e veze Smells Like Tenn Spirit (pennganaouenn an albom) kazimant ur wech bep eur war MTV, un himn eo deuet da vezañ hag anavezet eo bremañ c'hoazh nemet gant an heuliajoù kentañ gant ar gitar.

Etre an Nevermind hag In Utero e oa bet embannet un daspunerezh kanaouennoù anvet Incesticide, ur seurt meskaj eo gant kanaouennoù chomet diembann betek-neuze, pe fasoù B ivez. An dra-se oa evit lakat ar selaouerien da basiantiñ un tamm.

E 1993 ez eo embannet In Utero, startoc'h da selaou er penn kentañ evit ar re n'int ket kustumet deus seurt kanaouennoù ha sonioù, sed pezh en doa c'hoant Nirvana. Berzh bras zo gantañ e-keñver ar c'hritik hag ar c'hoñvers, pezh n'en doa ket gwall c'hoant Kurt Cobain, hemañ a c'houlle chom dianav en-dro.

Añrejistret ez eus e 1993 un abadennad unplugged e-barzh studioioù MTV, diwezhatoc'h e vo un albom deuzouti. Ar sonadeg-mañ a ziskouez ur fas all eus ar strollad, ur fas akoustik hag a brou e oa Nirvana muioc'h evit ur strollad rock klasik, dibar an hini oa...

Echu ar strollad goude emzistruj Kurt Cobain d'ar 5 a viz Ebrel 1994.

Bez' oa Pat Smear (gitar) ba'r strollad n'eus ket pell a-raok marv Kurt.




#Article 28: Buffalo Springfield (albom) (110 words)


Buffalo springfield

An albom kentañ gant Neil Young an hini eo. Ar produiñ n'eo ket gwall vrav. Un diouer a skiant-prenañ zo gant ar broduerien, pezh a lak an albom da vezañ divlaz pa vez keñveriet ouzh ar sonadegoù, n'eus gitar-boud ebet kazimant, n'eo ket gwall greñv ar son gant nebeut a startijenn e-barzh. C'hwitet eo bet an albom un tamm, n'eo ket abalamour d'ar c'hanaouennoù met abalamour d'ar produiñ fall. Dont a ra war-c'horre ar c'hanaouennoù bet savet gant Neil Young, kement a-fed ar muzik hag a-fed an testennoù, kalz muioc'h evit-fed ar re bet savet gant Stephen Stills. Met a-benn ar fin n'eo ket ur c'hlasik an albom-mañ.




#Article 29: Buffalo Springfield again (145 words)


Buffalo Springfield Again zo anv eil albom ar sonerien a oa bet bodet da-geñver enrolladenn Buffalo Springfield hag embannet e miz Here 1967 (Atco/Atlantic). Div ganaouenn savet gant Neil Young zo a-bouez, dreist-holl : Mr. Soul ha Broken Arrow.
 
E 2003 e oa bet ranket da 188vet gwellañ albom gant ar gelaouenn Rolling Stone diwar ar 500 gwellañ a-holl-viskoazh.

Labourat a ra an tri saver kanaouennoù o-unan-penn - hag a-wechoù an añrejistramant - , hag a-benn ar fin eo Buffalo Springfield Again ur seurt meskaj gant stiloù hag a ya eus ar c'hountry betek ar western, en ur dremen dre ar pop hag ar rock, met n'eo ket poellek an albom tamm ebet. Deuet an oberennoù gant Neil Young da vezañ mui-oc'h-mui ambisionus ha tri mil gempennet, met an albom zo é hoskellat beket re etre ar stiloù difer, hag ar produ a chom mall-e-gas.




#Article 30: Tibeteg (263 words)


Ur yezh tibetek-burmek eo an tibeteg (བོད་སྐད་ bod skad) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud e Tibet, Qinghai, Gansu, Sichuan ha Yunnan e Sina hag e Ladakh ha Sikkim en India hag e Bhoutan ha norzh Nepal.

Azrannet eo an tibeteg e meur a zialekt. Hag e-mesk ar re-se, dialekt Lhasa, a zo ur sort lingua franca e-touesk an Dibetaned, zo ur langaj unsilabek-ton. Ar rDzong-kha, un dialekt all tibetek, zo langaj ofisiel ar Bhoutan. Goulskoude, dialektoù all, sort d'an Amdo, n'o deus ket ton ha n'o deus strollajoù kensonenn a-gent kompliket, hag a zistaol muoc'h ar re zo merket ba'n ortograf.

Notet eo an Tibeteg gant un alfasillabeg bet krouet er VIIved kantved gant Thonmi Sambhota, eñv ministr ar roue Strong-btsan sgam-po, a-ziwar an devanâgarî. Bez so tregont lizherenn koublet gant pevar signoù diakritik implijet evit notiñ ar vogalennoù i, u, e, o. War kement-se vez laket teir gensonenn suskrit ouzhpenn, hag a zo moien gante cheñch ton ha lamet ur sachañ-alan, ha 4 gensonenn souskrit a-benn notiñ ar re dre ar staon pe ar re gant beg an teod war-gil. E-mesk ar langajoù tibeto-birman eo an tibeteg unan deus ar re goshañ testeniekaet, gant an tangout, ar birmaneg, an newareg hag ar meteieg

Langaj klasik bouddhism an Asi Uhel, bez so e-barzh ur lizheradur pourvezet abaoe ar VIIIvet kantved.

Skrivet e vez gant ar skritur tibetek. Dindan Unikod vez kodet deus 0F00 da 0F7F ar c'harakterioù tibetek.
Set aze ar lizherenneg tibetek, e dbu can (karakteriou moulet), dbu med (skritur a-red pluenn) hag e trañsliterañ Wylie.

 Diwar-benn al lizherenneg




#Article 31: Sonic Youth (159 words)


Sonic Youth a zo ur strollad rock bet savet e New York e 1981. Alies e vez liammet o stil gant luskad ar rock dazeilat. Mont a ra Sonic Youth war-hanter gant kalz stiloù sonerezh abaoe ar bloavezhioù 1980 : da gentañ tout No wave (1981-1983), ha Hardcore (1983-1986), grunge (1989-1992), post-rock (1998-2001).
Abalamour d'o stil(où) dezhe o-unan eo start renkañ anezhe en ur stil ledan : savet ha maget int bet gant levezonoù a bep seurt, sed pezh a laka anezhe da gaout ur spered dezhe o-unan. Sonerezh ar strollad a vez sellet outañ evel ur seurt diampradur a-fed sonerezh pop dre implij kement diskordañs pe disgwiadenn a zo e-barzh kanaouennoù savet a-ziwar hesonioù pop.
Izili Sonic Youth a gemer perzh e raktresoù arz all (sonerezh, kleweled, ...) ha paeroniaet o deus meur a strollad dizalc'h (an heni brudetañ eo Nirvana, e penn-kentañ ar bloavezhioù 90).
Tro o deus bet ivez da genlabourat gant Brigitte Fontaine e 2000.




#Article 32: Frank Zappa (591 words)


Frank Vincent Zappa (21 a viz Kerzu 1940 - 4 a viz Kerzu 1993) a oa ur soner rock, ur sonaozer, sevener ha flemmataer eus ar Stadoù-Unanet. En e 33 bloaz a sonerezh e voe Zappa unan eus sonerien-sonaozerien strujusañ eus e vare gant ouzhpenn 60 a bladenn enrollet gantañ en e vuhez, pep pladenn o vezañ graet pladennoù dibar diouto. Ouzhpenn-se e oa ur gitarour-tredan brudet hag ur produer prederiet ha gouiziek, hag a enrollas holl e bladennoù war-lerc'h 1966.

Ganet eo bet e Baltimore ( e Maryland). Savet eo bet e Kalifornia. 
Levezonet eo bet gant sonerien penn a-raok evel Edgar Varèse hag Igor Stravinsky ha strolladoù karter rhythm and blues.

Goude ur reuz berr a-walc'h evel kaner micherel (enrollet eo e Memories Of El Monte marvnad gant ar Penguins) ez a Zappa da ezel a-barzh ur strollad karter da c'hitarour. Diwezhatoc'hik en deus roet Mother da anv ar strollad.

Sinet e oa bet ar Mothers gant ar produer Tom Wilson, hag embannet war-lerc'h an albom doubl Freak Out (1966). An daou Absolutely Free ha Lumpy Gravy a zo embannet er bloaz war-lerc'h. Enrollañ a ra Zappa ivez Wer're Only In It For The Money, ur flemmgan chourrik a-enep ar flower power met ivez eus an doare da vevañ er Stadoù Unanet, luadennet eo Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (Beatles) gant pajenn gentañ ar levr, lakaet 'z eus bet legumajoù e-lec'h ar bleunioù.

Goude kalz albomoù gant ar Mothers, da lâret eo Cruising With Ruben  The Jets gant ur stil doo-wop, ec'h embann Hots Rats un albom solo gant binviji nemetken e-lec'h ma vez santet ur stumm-soniñ levezonet gant ar free jazz, kenkoulz hag un albom bet enrollet dirak an arvesterien e-barzh ar Fillmore East, perzh en do John Lennon e-barzh (ha pa na ve ket skrivet kement-se war an disk). Delc'her a ra da embann forzh pegement e-pad ar bloavezhioù 1970, na kaerat albom Once Size Fits All hag Apostrophe hag all tout, gant sonerien all e-barzh ar Mothers.

Goude un troc'h e teu Zappa en-dro ha kalz eus e labour a-ziagent zo levezonet gant ar sinklaouier implijet gantañ evit sevel ha mestroniañ a ra teknikoù studio evit ober efejoù gant binviji difer. Ha dont a ra e labour da vezañ mui-oc'h-mui politik, dre ober goap eus an delevañjelisted ha deus ar gostesenn republikan e-barzh ar Stadoù-Unanet. 

E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 en em ro Zappa penn-kil-ha-troad da labourioù laz-seniñ hà gant ar c'hlaouier. E 1992 eo diouganet dezhañ krign-bev ar prostat, sed pezh a gaso anezhañ d'an anaon pelloc'h d'ar 4 a viz Kerzu 1993. E droiad-soniñ diwezhañ gant ur strollad rock zo e 1988, un teskad 12 muzisian, goulenn a ra digante gouzout 100 kanaouenn (an darn vrasañ savet gant Zappa e-unan), met mont a raent kuit an eil war-lerc'h egile abalamour d'an dizemglev savet etreze ha Zappa, kement-se a-raok fin an droiad. Bezañ zo memes tra euzoutañ e-barzh an albomoù The Best Band You Never Heard In Your Life (sed kanaouennoù gant liv ar politikerezh warne, hag eilkanajoù muzik film., Make A Jazz Noise Here (peurliesañ kanaouennoù gant binviji nemetken ha dre arnodenniñ) hà Broadway The Hard Way (kanaouennoù nevez), hag evit kanaouennoù zo war You Can't Do That On Stage Anymore Volume 6.

Sammet eo Frank Zappa gant krign-bev ar prostat d'an oad a 53 bloaz. Peuzkent e varve reas war-dro politik ar c'hultur tchek diwar het Václav Havel.

Lakaet e oa bet Zappa e-barzh ar Rock 'n' Roll Hall of Fame e 1995.

Un asteroidenn zo bet anvet (3834) Zappafrank ivez.




#Article 33: Relijion (127 words)


Ur Relijion a vez graet eus ur reizhiad sevenadurel diazezet war boazioù, hengounioù, testennoù, lec'hioù sakr, diouganoù, selloù buhezegel, hag aozadurioù a liamm an denelezh ouzh an dreistordinal. En desped da-se n'eus ket eus un diazez skol anat eus petra a dalvez resis ur relijion.

Ar relijion a denn d'ar c'hredennoù en un Doue pe e lies doueoù pe e nerzhioù dreistnatur.

Ober a reer an diforc'h etre relijionoù (pe kravezioù) liesdoueek hag ar re undoueek.

Ar relijionoù undoueek eo ar re ledetañ en amzer hiziv : ar yuzevegezh, ar gristeniezh, ar vuzulmadegezh eo an teir pennañ (relijionoù al Levr).

Kravez pe relijion an drouizien hag ar Gelted kozh.

Kravez pe relijion ar C'hresianed kozh.

Ar voudaegezh a vez kemeret a-wechoù evel prederouriezh pe evel ur relijion.




#Article 34: Tibet (3398 words)


Tibet (tibeteg: བོད་, Bod, distaget pö [pʰø̀ʔ] e rannyezh Lhasa; sinaeg ofisiel 西藏; pinyin: Xīzàng; sinaeg implijet a-wezhoù gant Tibetiz a-du gant an Dalai Lama: 吐博 Tǔbó) a zo ur vro eus kreiz Azia, dalc'het gant Republik Pobl Sina abaoe 1949. 4.900 m eo hec'h uhelder etre, dre-se e reer toenn ar bed anezhi alies.

Pa gomzer eus Tibet e c'haller komz eus tri zakad disheñvel stag an eil ouzh egile :

Kontet e vez 6 milion a Dibetaned ha 7,5 milion a Sinaiz ouzhpenn, deuet nevez 'zo. Kêr-benn istorel, ul lec'h-kreiz e-lec'h ma vez ordin pennoù bras relijion Tibet, sed Lhasa.

A-raok bezañ bet staget ouzh Republik pobl Sina e 1949, oa gouarnet Tibet gant un Dalai Lama (ur rener relijiel hag a oa dileuriet gant e bared hag a oa en e gerz ar galloud sekulier) ha rannet e oa e 3 c'hornad-bro :

Tibet istorel zo tri harz dezhañ gant Turkestan, Mongolia, Sina, Birmania, India, Bhoutan, ha Nepal. 

Diazezet e oa Republik Sina d'ar c'hentañ a viz Genver 1912 hag ur miz diwezhatoc'h rejant Qing Impalaer Xuantong a roas e zilez.. E miz Ebrel 1912 en em zaskoras soudarded gwarnizon sinaat Lhasa d'ar renerien tibetat daoust ma felle d'ar gouarnamant republikan sinaat ober e zileuriad nevez eus komandant ar soudarded sinaat e Lhasa.

Distreiñ a reas an Dalai Lama da Dibet eus India e miz Gouere 1912. E diwezh 1912 e oa distroet ar soudarded sinaat d'o bro goude tremen dre India.

E deroù 1913, Agvan Dorzhiev ha daou zileuriad dibetat all a sinaas ur skrid-emglev etre Tibet ha Mongolia, en Ourga, a embanne e anavezent an eil egile hag e anavezent ivez e oant dizalc'h diouzh Sina. Koulskoude, aotrouniezh Agvan Dorzhiev da sinañ un hevelep emglev zo bet atav breutaet diwar he fenn - hag e vez c'hoazh - gant tud zo, en o zouez arbennigourien war a gwir.
  
Nac'hañ a reas an XIII Dalai Lama e-unan en dije aotreet Agvan Dorzhiev da sevel an disterañ skrid-emglev diwar-benn an Tibet.. Biskoazh ne oa ratifiet ar skrid-emglev-se gant gouarnamant Tibet ha biskoazh ne oa embannet an nep stumm tibetat eus an emglev-se gant gouarnamant Tibet. Un diplomat rusat a zisklêrias d'ar c'hannad saoz e oa peadra da gaout douetañs diwar-benn barregezh lezennel Agvan Dorzhiev da sinañ un hevelep emglev rak ur sujed rusat a oa anezhañ.

Un nebeud skrivagnerien saoz o deus displeget o disfiz e_keñver bezañs ur seurt skrid-emglev, met tud skol-veur Mongolia peurvuiañ a lavar ez eus bet anezhañ a lavar krenn ez eus anezhañ, as were skrivagnerien eus ar mare-se. Testenn ar skrid-emglev e mongoleg zo bet embannet, da skouer, gant Akademiezh ar skiantoù Mongolia e 1982.

E 1914, dileuridi eus Sina, Tibet ha Breizh-Veur a varc'hatas ur skrid-emglev en India: Kendalc'h Simla e oa. E-doug ar c'hendalc'h e klaskas ar Saozon rannañ Tibet e daou : Tibet Diabarzh ha Tibet Diavaez (evel Mongolia). Pa baouezas an divizoù abalamour d'an dizemglevioù diwar-benn ar bevennoù resis etre Tibet Diavaez ha Tibet Diabarzh, e c'houlennas ar Saozon e-lec'h kement-se lakaat o linenn kontrol pelloc'h war-raok, ar pezh a roe an tu dezhe da gemer 9000 kilometrad karrez eus tiriad hengounel an Tibet er su, bro Tawang, a glot gant gwalarn ar Stad indian a-vremañ anvet Arunachal Pradesh, tra ma anavezent aotrouniezh Sina war Tibet hag e statud evel ul lodenn eus an tiriad sinaat, gant promesa gouarnamant Sina na zeufe ket da vezañ ur broviñs sinaat avat. Sinañ a reas an dileuridi tibetan daoust ma ne save ket Sina a-du gant an emglev, Kentoc'h evel ur sin disfiz bremañ ma oa aet an arme sinaat a-raok; goude diwezh aotrouniezh Sina en Tibet e 1912. Sina a zalc'h mort e oa sinet abalamour m'o doa pouezet ar Saozon war ar re all. Koulskoude dileuriad gouarnamant kreiz Sina a lavaras ne halle ket asantiñ e vije kemeret douaroù gant ar Saozon. Ar vevenn diferet er skrid-emglev, al Linenn McMahon, a oa sellet outi gant Saozon ha diwezhatoc'h gouarnamant India dizalc'h evel an harzoù etre an div vro. Koulskoude diouzh Sinaiz abaoe, dre ma ne oa ket bet sinet ar skrid-emglev gant Sina a oa dezhi an aotrouniezh war Tibet, e oa didalvoud an emglev, hag e oa a-enep al lezenn ar stagidigezh hag an dalc'h eus lodennoù zo eus Arunachal Pradesh gant India. Digeriñ a rae an hent d'ar brezel sinaat-hag-indiaat, e 1962, ha d'an dizemglev etre Sina hag India hiziv diwar-benn tres an harzoù.

Da-heul deroù ar Brezel Bed Kentañ ha pa oa lodennet Sina etre strolladoù armet renet gant aotronez brezel a soñjas broioù ar c'hornôg hag ar c'hostezennoù a stourme e Sina e traoù mallusoc'h evit an Tibet, hag an XIII Dalai Lama a renas ar vro dinec'h betek e varv e 1933. D'ar c'houlz-se, gouarnamant Tibet a rene an holl Ü-Tsang (Dbus-gtsang) ha kornôg Kham (Khams), ar pezh a glot tamm-pe-damm gant bevennoù Rannvro emren Tibet hiziv. Kham ar reter, en tu all d'ar stêr Yangtze a oa dindan an aotrou brezel Liu Wenhui. En Amdo (Qinghai) e oa luzietoc'h an traoù, gant korn-bro Xining kontrolet goude 1928 gant an aotrou brezel Hui Ma Bufang, a strivas dibaouez da lakaat ar peurrest eus Amdo dindanañ.

E 1934, nebeut amzer goude marv an XIII Dalai Lama, e embanns ar c'hKashag o mennozh eus 1914, da lâret eo e chome Tibet ul lodenn eus Sina en un doare arouezel, gant ma c'hallfe ren e aferioù politikel e-unan.

E 1940, goude un dro e Tibet e 1936–7, e skrivas an ofiser breizhveurat Freddie Spencer Chapman : 

E 1935 e oa ganet ar XIV Dalai Lama, Tenzin Gyatso en Amdo e reter Tibet hag anavezet e oa evel an adenkorfadur diwezhañ. Kaset e oa da Lhasa e 1937 ha diwezhatoc'h, e 1939, e oa lidet e zonedigezh gant ul lid ofisiel. E 1943 e anavezas gouarnamant ar Stadoù-Unanet en un doare ofiziel e oa eus Tibet ul lodenn eus Sina E 1944, e-doug an Eil Brezel Bed, daou alpaer a orin eus Aostria, Heinrich Harrer ha Peter Aufschnaiter a erruas e Lhasa, ma teuas Harrer da vezañ kulator ha mignon an Dalai Lama yaouank. Kelenn a reas dezhañ un anaoudegezh vat eus sevenadur broioù ar c'hornôg hag eus ar gevredigezh vodern, a-raok bezañ rediet da vont kuit e 1959.

Na Republik Pobl Sina na Republik Sina n'o deus paouezet biskoazh da c'houlenn adsevel aotrouniezh Sina war Tibet. E 1950 e teuas Arme Dieubiñ ar Bobl da aloubiñ tolead tibetat Chamdo, ha ganti e voe skubet arme Tibet, dister hag armet fall stag alies ouzh un douar perc'hennet gant manatioù ha tudjentil. Tibetiz en harlu o deus lavaret ez ae ar served hag o mistri d'ober ul lodenn vihan eus kevredigezh an Tibet, hag e vije aet o bro war vodernaat hec'h-unan hep emell Sina. Diouzh e du e lavar gouarnamant Sina e oa served eus ar pep brasañ eus Tibetiz c'hoazh e 1951, ha disklêriet en deus e vire gouarnamant Tibet ouzh diorroadur ar vro-se e-doug e brantad emrenerezh etre 1913 ha 1959, ha ma enebe ouzh strivoù gouarnamant Sina da vodernaat ar vro.

Ar skrid-emglev sinet e 1951 a oa lakaet e pleustr da-gentañ el lodennoù eus Tibet a oa renet gant meslestradur an Dalai Lama (Ü-Tsang ha kornôg Kham).

Koulskoude e selle Sinaiz ouzh Kham ar reter hag Amdo (Qinghai) evel broioù na oant ket dindan melestradur gouarnamant Tibet e Lhasa. Abalamour da se e oa bet graet enni evel en ur broviñs sinaat all hag adingalet e oa an douaroù penn-da-benn. Kemeret e voe ar pep brasañ eus an douaroù digant an dudjentil hag ar manatioù hag ingalet e voent d'ar served. Abalamour da se e tarzhas un emsavadeg renet gant tudjentil ha manatioù en Amdo hag e reter Kham e miz Even 1956. An emsavadeg a oa harpet gant ar CIA, en em ledas betek Lhasa. trec'het e voe e 1959. E-pad an darvoudoù e oa lazhet degadoù a viliadoù a Dibetaned. tec'hout a reas ar XIVvet Dalai Lama hag ar gouarnamant da India, en harlu, met derc'hel a reas lod da stourm e Tibet betek 1972 pa baouezas ar CIA da harpañ an harzherezh. Goude emsavadeg Lhasa e 1959, e vihanaas gouarnamant Sina live emrenerezh kreiz Tibet, hag a gasas da benn un adingaladeg eus an douaroù en holl Dibet.

D'ar 5 a viz Even 1959, Purshottam Trikamdas, Avokad henaour e lez-uhel India, a ginnigas un danevell diwar-benn Tibet da vodadeg etrebroadel ar wiraourien (an NGO). Er brezegenn graet evit ar gazetennerien a-zivout an danevell e lenner er rannbennad 26 :

E 1989 e oa aotreet ar Panchen Lama da zistreiñ da Shigatse gant gouarnamant Sina a-benn ar fin, e lec'h ma reas ur brezegenn dirak un engroez a 30 000 den ha ma teskrivas ar pezh a wele evel poan Tibet hag an droug a oa graet d'e vro en anv an adreizhadenn sokialour dindan dalc'h Strollad Komunour Sina. Tost e oa e gomzoù d'ar pezh a oa skrivet er sinadeg en doa kinniget da Zhou Enlai e 1962. Pemp devezh diwezhatoc'h e varvas diwar ul lamm-kalon d'an oad a 50 vloaz.

Derc'hel a ra Republik Pobl Sina da zeskrivañ e ren e Tibet evel ur wellaenn vras, met derc'hel a ra gouarnamantoù estren zo da sevel o mouezh bep ar mare a-zivout an doare ma talc'h Tibet abalamour d'an testenioù diwar-benn gwallerezh gwirioù mab-den e Tibet a-berzh strolladoù evel an Human Rights Watch. Holl ar gouarnamantoù, avat, a anavez mestroni Republik Pobl Sina war Dibet hiziv, hag hini ebet n'en deus anavezet gouarnamant Tibet en harlu en India.

E 2005, ar c'hentañ maodiern Wen Jiabao en doa kinniget kaozeal gant ar XIV Dalai Lama diwar-benn Tibet, gant ma tilezfe goulenn an dizalchiezh. Lavaret a reas an Dalai Lama en un atersadenn gant ar South China Morning Post : Fellout a ra dimp bezañ ul lodenn eus Republik Pobl Sina, da gaout he gouarnamant hag he gwarant da wareziñ hon sevenadur tibetat, hor speredelezh hag hon endro. Disklêriet en doa dija e tigemerfe mestroni Sina war Dibet met pouezet en doa war un emrenerezh gwirion war dachenn ar relijion hag ar sevenadur. Ar gouarnamant tibetat en harlu a c'houlennas ur respont digant gouarnamant Sina. Displijet e oa lod eus Tibetiz en harlu, e-touezh ar rummadoù yaouank dreist-holl. 

E miz Genver 2007 e tisklêrias an Dalai Lama, e-doug un atersadenn evit ur chadenn skinwel prevez : Ar pezh a c'houlennomp digant gouarnamant Sina zo muioc'h a emrenerezh d'an Dibetiz da wareziñ o sevenadur. Lâret a reas ouzhpenn en doa lavaret da Dibetiz nompas soñjal oc'h en em ziazezañ war an istor hag asantiñ e oa Tibet ul lodenn eus Sina.

E 1991 e lavaras an Dalai Lama e oa lakaet war sav un Apartheid sinaat, gant an drevadennerien sinaat e Tibet. Disklêriañ a rae : An drevadennerien sinaat nevez o deus krouet ur gevredigezh all : un apartheid sinaat a c'hourdrouz flastrañ ha lonkañ Tibetiz en diwezh, pa nac'h dezhe ur statud ekonomikel ha sokial en o bro dezhe o-unan.. 
Ar melestradur tibetat kreiz a zisklêr ez eo tost niver ar re re zo marvet e-doug al Lamm Bras War-raok, diwar ar feulster, pe diwar abegoù dieeun all abaoe 1950, da 1,2 milion a dud. Hervez Patrick French, bet rener ar c'houlzad Free Tibet diazezet e Londrez, hag un harper eus Kaoz Tibet, a oa bet gouest da sellet ouzh an titouroù hag ouzh ar jedadennoù, n'hallfer ket fiziañ er vrasjedadenn-se abalamour ma ne vije ket bet gouest Tibetiz da implijout an titouroù mat a-walc'h evit kaout un disoc'h gwirheñvel. Diouzh French e oa diazezet an niver-se war atersadennoù repuidi, met miret e veze ouzh re an diavaez da welet an titouroù diazez. French, hag a zeuas a-benn da sellet oute, ne gavas anv ebet, met lakaet e vije bet niveroù choazet dre zegouezh, war a seblant, e pep rann, hag e vije bet kopiet traoù hep o gwiriañ.. Ouzhpenn e kavas ne oa e-touez an 1,1 milion a dud varv enrollet, ken 23 364 maouez (Ar pezh a dalvez e oa marvet 1,07 milion a dud diwar hollad ar boblañs val a oa eus 1,25 milion a dud). Skrivet en deus an tibetologour Tom Grunfeld ne oa prouenn asur ebet eus ar sifroù-se.. Bez e oa bet kalz marvioù koulskoude, marteze kement ha 400 000 den. Muchet eo an niver-se diwar jedadennoù graet gant Warren W. Smith diwar census Tibet a ziskouez e vank 200 000 den e Tibet. Memes Levr du ar gomunouriezh, a vez dizemglev diwar e benn, a ziskouez douetañs war ar an niver a 1,2 milion a re varv. Disklêriañ a ra e oa 2,8 milion a dud er boblañs tibetat e Republik Pobl Sina e 1953, hervez ar census sinaat, met 2,5 milion hepken e 1964! Hervezañ e vefe marvet 800 000 den hag e vefe bet bac'het kement ha 10% eus Tibetiz, gant nebeut anezhe chomet bev war-lerc'h. Istimet o deus an demografourien sinaat e oa tec'het 90 000 eus an 300 000 Tibetad a vank er-maez ar vro.

Gouarnamant Tibet en harlu a lavar ivez ez eus kaoz eus gwir ar bobl tibetat da zivizout e amzer da zont e-unan. Disklêriet en deus an Dalai Lama e youl da vreutaat gant Sina diwar-benn un emrenerezh gwirion. Hervez ar gouarnamant en harlu hag ar strolladoù dizalc'hour tibetat, ar pep brasañ eus Tibetiz a c'houlenn atav dizalc'hiezh klok an Tibet. An Dalai Lama a wel ar milionoù embroidi han degaset gant gouarnamant Sina hag ar politikerezh sokioekonomikel, evel ur gourdrouz mallus evit ar vroad tibetat dre ma laer an danvezioù diaoz talvoudus evit an armerzh ha ma voug sevenadur Tibet. En desped d'an taolioù-arnod nevez da adsevel neuz ar sevenadur tibetat orin evit sachañ touristed, eme ar strolladoù tibetat en harlu, ez eo kemmet an doare bevañ hengounel tibetat da viken bremañ. Tashi Wangdi, dileuriad an Dalai Lama, en deus lavaret e-doug un atersadenn e vez pourchaset peadra da annezañ en Tibet d'ar Siniz han gant ar programm sinaat evit diorroen Sina ar c'hornôg. Forzh peseurt gweladenner evel un tourist a c'hall en gwelet, holl an diorroadur a vez graet er c'hêrioù sinaat. Annezidi orin ar vro zo lezet muioc'h-mui a-gostez.

Gouarnamant Sina a lavar e oa bet displijet Hu Yaobang, sekretour hollek ar strollad komunour sinaat, pa weladennas Lhasa e 1980 pa zizoloas ne'n doa ket emrenerezh a-walc'h ha ma chome dister diorradur ar rannvro e-kichen hini ar proviñsoù amezek. Kemmet e oa choazoù ar politikerezh, en o zouez advuhezekaat sevenadur, relijion ha yezh Tibet. Abaoe neuze, ar gouarnamant kreiz e Tibet en deus lavaret en doa roet ar pep brasañ eus ar frankiz relijion, daoust da destenioù eus ar c'hontrol strishoc'h lakaet e plas gant ar gouarnamant war ar manatioù tibetat. Koulskoude, e 1998 tri manac'h ha pemp leanez zo marvet en toull-bac'h, diwar taolioù ha boureviadurioù abalamour m'o doa huchet luganioù a-du gant an Dalai Lama ha dizalc'hiezh an tibet.. Kalz Tibetiz a zalc'h da glask tec'hout Tibet. 

Raktresoù zo er programm armerzhel da ziorren Sina ar C'hornôg, hag a vefe bet mat evit an Tibet da lâras ar Strollad Komunour sinaat, evel an hent-houarn Qinghai-Tibet, o deus roet nec'hamant rak a-drugarez dezhañ e c'hall an arme sinaat degas soudarded buanoc'h hag an Haned a c'hall embroañ aesoc'h. Bez’ ez eus atav un digempouez en orin etnek er re zo anvet er servijoù sivil hag er servijoù justis e Rannvro Emren Tibet, ha nebeut-kenañ a Dibetiz a vez anvet er postoù-se.

Disklêriañ a ra gouarnamant Republik Pobl Sina ne oa bet graet netra gant gouarnamant Tibet da wellaat stad buhez Tibetiz war an dachen ekonomikel ha politikel pa oa e penn ar vro etre 1913 ha 1959, ha ma oa bet a-enep an holl adreizhadennoù kinniget gant gouarnamant Sina. Hervez gouarnamant Sina ez eo an abeg ma oa aet tennoc'h an darempredoù etre lod eus pennadurezhioù ar gouarnamant kreiz ha gouarnamant lec'hel Tibet e 1959. Gouarnamant Republik Pobl Sina a zistaol ivez an tammall e vije fallaet buhez Tibetiz ha lavaret a reont eo bet gwellaet o buhez forzh pegement e-keñver ar pezh a oa kent 1950.. Etre 1951 ha 2007, ar boblañs tibetat e lodenn Tibet meret gant Lhasa zo tremenet eus 1,2 milion da 3 milion. Meneget eo da-heul ar gounidoù tennet gant Tibet zo da lakaat war gont renerezh gouarnamant Sina hervez hemañ. 

Labourerien Tibet o deus ar goproù zo an eil uhelañ e Sina,. Rannvro emren Tibet en deus 22500 km hentoù-real, pa n'en doa hini ebet e 1950. Krouet eo bet holl an deskadurezh laik e Rannvro emren Tibet goude an dispac'h. Bout a ra 25 skol-uhel imbourc'h pa ne oa hini e 1950. Diskennet eo feur mervel ar vugale eus 43% e 1950 da 0,661% e 2000. Savet eo ar spi da vevañ eus 35,5 bloaz e 1950 da 67 e 2000.
Dastumet hag embannet eo bet an oberenn hengounel anvet Gwerz-veur ar roue Gesar, zo an hirañ meurgan er bed hag e oa bet dalc'het gant an hengoun dre gomz hepken betek-henn. 300 milion Renminbi a vije bet postet abaoe ar bloavezhioù 1980 evit gwareziñ ha derc'hel e ratre manatioù Tibet. 

An Dispac'h Sevenadurel hag ar gaou en deus graet ouzh ar sevenadur en holl Republik Pobl Sina a vez kondaonet peurliesañ eno evel ur gwallreuz broadel, a zo bet barnet he atizerien bennañ, hervez Republik Pobl Sina, Pare ar Pevar. Ar raktres evit diorroadur kornôg Sina, hervez Republik Pobl Sina, zo ur pikol embregadeg, madoberus ha brogarour ma skoazell aod ar reter, pinvidikoc'h, broioù kornôg Stad Sina, en o zouez Tibet, da adtapout o dale e-keñver finborte ha doare bevañ.

Pennad pennañ Darvoudoù 2008 e Tibet

D'an 10 a viz Meurzh 2008, deiz-ha-bloaz emsavadeg Tibet a-enep Sina e 1959, ez eus bet manifestadegoù a-enep d'ar galloud sinaat war atiz menec'h. D'ar 14 e washaas an traoù da vat hag en em ledas an darvoudoù e lec'hioù all poblet gant Tibetiz. Mouget e oa an taolioù-dispac'h en un doare feuls. Lazhet e oa tud ha serret e oa Tibet d'an estrañjourien. Keulfe a oa lakaet ivez e Tibet. E miz Ebrel 2008 e oa kondaonet 17 manifester harzet gant ar polis sinaat gant tribunal pobl Lhasa. Roet e oa dezho kastizoù a yae eus tri bloaz prizon betek an toull-bac'h buhez-pad abalamour d'o roll e taolioù-dispac'h Lhasa e miz Meurzh. 
Souezhet e oa gouarnamant Sina gant ar from er bed a-bezh. Argas a reas evezhiadennoù ar broioù all en un doare reut. Manifestadegoù taer a oa e Sina a-enep d'ar broioù e-lec'h ma oa bet eneberezh ouzh emzalc'h gouarnamant Sina e Tibet hag evit klask boikotiñ c'hoarioù olimpek 2008 e Beijing. 

Implijet eo an tibeteg gant Tibetiz, ur yezh eus familh ar yezhoù sinek-tibetek.

Teir relijion a gaver e Tibet : ar voudaegezh, ar bon hag an islam. 

Tibet eo kreizenn hengounel ar voudaegezh tibetat, ur seurt Vajrayana a-ziforc'h, zo kar ivez da hengoun ar voudaegezh Shingon e Bro-Japan. Kavout a raer ar voudaegezh tibetat n'eo ket hepken e Tibet met ivez e Mongolia, Nepal, Bhoutan, Ladakh, er Republik Bouriat, er Republik Touva, hag e Republik Kalmikia.
Ar voudaegezh zo ur relijion hag a oa anezhi er  c'hoazh, hag a oa deuet da vezañ hini lod brasañ an dud en .

Ar bon zo anezhi relijion hengounel Tibet. Kemeret eo bet he flas gant ar voudaegezh peurvuiañ, adalek an .

Er c'hêrioù tibetat ez eus ivez kumuniezhioù bihan muzulmaned tibetan, anvet ivez Kache. Savet e oant bet gant divroidi eus teir bro dreist-holl : Kachmir (Kachee Yul e Tibeteg, gwezhall), Ladakh ha broioù turk kreiz Azia. Islam Persia en deus bet ul levezon e Tibet ivez. Goude 1959 ur strollad muzulmiz tibetan a c'houlennas ar vroadelezh indian abalamour d'o gwrizioù istorel e Kachmir ha disklêriañ a reas gouarnamant India e oa keodedourien indiat eus holl vulzulmiz tibetat er memes bloavezh. Bout a ra ivez ur gumuniezh muzulmat sinaat (gya kachee) diazezet mat, a ziskenn eus pobl an Huied eus Sina. War a lavarer e antreas divroidi vuzulmat Kachmir ha Ladakh e Tibet adalek an XIIvet kantved. Kresket en deus ar gumuniezh-se betek mont d'ober ur strollad brasik en-dro da Lhasa.

N'eo ket diorroet brav an armerzh. An obererezhioù pennañ eo ar magañ deñved, ar givri hag ar yaked, an trevadoù ed (e-barzh traoñienn ar Su hag ar Gevred) hag an diskar gwez (er Su). Deuet eo bremañ an touristañ, goude ma n'eo ket sterniet mat c'hoazh, da vezañ ul lod a-bouez eus armerzh ar vro.




#Article 35: George Orwell (320 words)


George Orwell, anv pluenn Eric Blair, zo ur skrivagner saoznek brudet eus an .

Ganet eo bet Eric Blair e 1903 en Indez, en ur familh hanter saoz hag indezat.

En Eton e reas e studi.

E 1922 ez eas da Virmania, ma voe e Polis Impalaeriezh an Indez. E gwirionez ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag e 1928, pa oa o vakañsiñ e Bro-Saoz, e roas e zilez eus e garg rak c'hoant en doa da vevañ evel ur skrivagner, tra ken.

Hep boujedenn ebet gantañ ez eas da Bariz, ma renas buhez ur c'hlasker-bara, kent mont da skaotañ listri en ur preti. Diwar e amzer krakvevañ e skrivas ur levr eñvorennoù, Down and out in Paris and London, a voe embannet e galleg e 1935 gant an talbenn La Vache enragée e ti an N.R.F..

Hag eñ distro da Vro-Saoz, ma'z eas da vestr-skol, implijad en ul levraoueg ; emezelañ a reas er POUM e-pad brezel diabarzh Spagn, ha gloazet e voe e 1937 en Huesca.

Heuget gant hollveliouriezh ar stalinourien, kerse gant an demokrated pouer, ez eas da Varoko. E 1939 e voe anvet da serjant, ha disoudardet. Gounit a reas e vara dre labourat el labouradegoù diouzh noz. A-benn ar fin e voe roet fred dezhañ evel speaker er BBC. E 1943 e teuas da vezañ pennrener ar pemdezieg The Tribune, hag, e 1945, kazetenner kefridiel evit The Observer e Frañs hag Alamagn. Er bloavezh-se e savas ur pennad brudet ma oa difennet gantañ e genvroad P. G. Wodhouse, bet prizoniad a-hed ar brezel, ha tamallet dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned.

Tapet gant an droug-skevent abaoe bloavezhioù ez eas d'an anaon en ur glinikenn eus bannlev Londrez e miz Genver 1950. E-pad e vloavezhioù diwezhañ, pa oa o stourm a-enep ar marv, e skrivas e romant diwezhañ : Nineteen Eighty Four, ma lakaas dre skrid nec'hamant gwashañ an dud frank eus hon mare.




#Article 36: Urzhiataerezh (198 words)


An urzhiataerezh, pe ar stlenneg, eo ar skiant hag ar pleustr a denn d'an urzhiataerioù. Un nebeud a vrezhonegerien a ra gant stlennataerezh deveret eus stlenn a dalvez evit ar reiñ da c'houzout hag an elfennoù ditour a c'heller lakaat en un urzhiataer. Med lod a ra informatik anezhañ ivez. Lod all c'hoazh a gav gwelloc'h ober gant ar ger kompoderezh.

Deveret eo ar ger urzhiataer eus ar galleg ordinateur ijinet er bloavezhioù 1950 war goulenn IBM, met ar saoznegerien a ra gant computer, computer science hag ivez gant data processing evit keweriañ (tretiñ) dre urzhiataer.

E-touez un toullad skiantourien hag ijinerien ez eus bet pouezet gant istorourien an urzhiataerezh war oberenn Alan Turing er bloavezhioù 1940.

Tamm ha tamm eo posupl ober muioc'h-muiañ a draoù e brezhoneg gant an urzhiataerioù hag amañ e vo kavet Roll ar meziantoù gant un etrefas e brezhoneg.
Gant tud An Drouizig, ez eus bet troet e brezhoneg meur a veziant kenwerzhel pe frank. Sell ouzh [lec'hienn An Drouizig 

An embannadurioù Preder o deus embannet Geriadur ar stlenneg, Preder, 542 p., 1995, [ISBN 2-901383-14-9] e stumm ul levr galleg-saozneg-brezhoneg (savet gand Guy Étienne hag ur goulennataerez war lec'hienn g(eriadurioù) Preder meneget a-us.




#Article 37: Nevenoe (417 words)


Nevenoe (pe Nevenoù, pe  Nominoe, Numinoe en dielloù), marvet d'ar  e-kichen Vendôme, a oa ur priñs breizhat hag a oa bet roet karg dezhañ gant an impalaer frank Loeiz an Deol da vezañ  missus dominicus (ur seurt prefed) e Breizh evit lakaat ar Vrezhoned da baeañ tailhoù da Impalaeriezh ar C'hornôg.
Pa varvas Loeiz an Deol ne fellas ket da Nevenoe chom dindan beli e vab Karl Voal, setu e kemeras penn ar Vretoned.

Tud zo a wel Nevenoe evel « roue kentañ Breizh » a-bezh — petra bennak ma c'hallfed reiñ an titl-se da Morvan Lez-Breizh pe da Yezekael, roue Domnonea, met hervez lod istorourien ne oa ket roue evit gwir, kontrol d'e vab.
Lesanvet e vez « Tad ar Vro » gant ar Vretoned memestra peogwir en doa savet ur Stad e Breizh hag a badas betek dibenn ar Grennamzer 

N'ouzer ket mat eus pelec'h e teue Nevenoe. Kont Gwened e oa, met n'eo ket ret e teue eus Bro-Wened. Tud zo a lavar e teue eus ar vro e-kichen Redon, met krediñ a reer e teue eus ar Poc'her.

Goude an emsavadeg hollek a c'hoarvezas en Impalaeriezh ar C'hornôg e voe aozet e 831 ur vodadeg hollek en Ingelheim. Eno e voe anvet Nominoe missus imperatoris (kannad an impalaer) ar Vretoned gant impalaer ar C'hornôg ha roue ar Franked Loeiz an Deol, mab Karl Veur, da lavaret eo kannad annezidi Breizh a-bezh war-bouez markoù Roazhon ha Naoned rak en  e oa an harzoù etre ar Vrezhoned hag ar Franked a-hed ar stêr Wilen. Gant Regino Prüm e voe skrivet, dre fazi e 837, en e gChronicon :

.

Morvan, roue ar Vretoned, a varvas ha Numenoi [Nevenoe] a voe krouet dug ar memes pobl gant an impalaer en Ingelheim. 

Feal e chomas Nevenoe da Loeiz betek marv an impalaer e 840, met ne oa ket evit anavezout beli e vab pa n'en doa ket touet chom feal dezhañ.

Trec'h e voe Nevenoe war Karl Voal, mab da Loeiz an Deol en Emgann Ballon e-kichen Baen-Ballon e 845. 
Aloubiñ a reas Nevenoe bro Roazhon ha Bro-Naoned goude-se, ha klask astenn e veli war gornôg Bro-C'hall.

Mervel a reas e-kichen  Vendôme d'ar 7 a viz Meurzh 851.

Dimezet e oa Nevenoe da Arc'hantael (Argantael). Evel ur roue e renas e diriad hag e harpas sant Konwoion evit sevel Abati ar Salver e Redon.
Erispoe, mab dezhañ, a voe lakaet da roue goude e varv.

Ur monumant lid a vo ouzhpennet d'ar 26 a viz Mae 2018. 




#Article 38: Gwerz (184 words)


Ur werz (liester: gwerzioù) a zo ur ganaouenn e brezhoneg hag a gont un istor.
Klotañ a ra gant ar gerioù ballad e saozneg, ha baled e kembraeg. Dre ma vez trist pe kriz an istorioù kontet alies e kred d'an dud alies int memes tra evel klemmganoù. 

Dont a ra ar ger gwerz eus al latin uersus (gwerzenn, linennad barzhoneg). E kembraeg ez eus ur ger gwers ivez hag a dalv kement ha kentel.

Savet int diwar mojennoù kozh, buhez tud brudet en istor Breizh, gwallzarvoudoù, istorioù karantez ur fin skrijus dezho. Se eo pezh a greder hiriv, met pa veze savet gwerzioù e veze kaoz enne eus traoù nevez-degouezhet.

Hir-mat e vez kavet ar gwerzioù alies, kalz pozioù enne, ha goustad ez eo an ton anezhe evel ma tere ouzh ur ganaouenn hag a zo graet evit bezañ selaouet ha komprenet. Met pa oant savet ne vezent ket kavet hir, ha disheñvel eo an doare a zo hiziv da welout an amzer hag ar pad diouzh an hini a oa gwechall.

Kavout a reer gwerzioù en oberennoù-mañ dreist-holl:

Brudet eo ar werzaouerien-mañ:




#Article 39: Ellen MacArthur (103 words)


Ganet eo bet Ellen MacArthur d'an 8 a viz Gouere 1976 e Whatstandwell e Bro-Saoz

Lakaet e oa da voraer ar bloaz e 1998 gant ar Royal Yachting Association

Erruet e oa da eil (ha da gentañ maouez ) e-barzh ar Vendée Globe 2000/2001.

Aet e oa ar maout ganti er route du Rhum d'an 23 a viz Du 2002 gant ar vag Kingfisher.

D'an 8 a viz C'hwevrer 2005 e oa aet ganti rekord ar vageadenn tro-dro d' ar bed en ur vag-dre-lien (hec'h-unan)/e-unan en ur ober 71 deiz, 14 eur, 18 munud hag 33 eilenn. Distroadet ganti rekord kozh Francis Joyon.




#Article 40: Yann-Fañch Kemener (605 words)


Yann-Fañch Kemener, ganet 7 a viz Ebrel 1957 ha marvet d'ar 16 a viz Meurzh 2019 . Jean-François Quéméner e oa e anv e galleg. Brezhoneger a-vihan e oa.

Pa oa bugel e plije dezhañ kenañ ar festoù-noz aozet gant an amicale laïque, evel an abadennoù sinema hag a veze ral eno. En em gavout a rae eno gant e gamaladed skol ha gant izili eus e familh, deuet eus pell. Alberzh Bolloré e oa anv an den a gase an traoù en-dro d'ar c'houlz-se. Reiñ a reas da Yann-Fañch Kemener an dro da ganañ war al leurenn evit ar wezh kentañ.

Da drizek vloaz, atizet gant levezon Mae 1968 hag an dedenn nevez evit ar festoù-noz e klaskas Yann-Fañch Kemener kanañ dirak an dud. Kelennet e voe gant Alberzh Bolloré ha gant e vamm. Kregiñ a reas da ganañ kan-ha-diskan gant Rémi Olivier, mab Aogust Olivier, unan eus krouerien ar strollad Tro Blavez.  Hemañ a roas ar c'hentelioù kentañ hag a zeskas dezhe kanaouennoù ha tonioù.

Buan e klaskas Yann-Fañch Kemener anavezout muioc'h a ganaouennoù. Alberzh Bolloré e alias da vont da welet kanerien gozh evel Yann Poder ha Yann-Vari Youdec eus Plounevez-Kintin.  An hini kentañ a blijas dezhañ kalz ar c'han a-boz hag an tonioù a implije, bev-kenañ c'hoazh en tolead. Lakaat a reas kalon Yann-Fañch yaouank da dommañ ouzh ar sonerezh-se, setu e krogas da zastum ar pezh a gleve.  Levezonet e voe gant kanerien brudet eus Bro Fañch evel Marie-Josèphe Bertrand ha Marsel Gwilhouz.

Anaoudegezh a reas gant Eric Marchand, a zeuas da vezañ e gomper e-pad meur a vloaz. E galabousenn gantañ war e benn e oa deuet da Vreizh evit dastum kanaouennoù ha tonioù. Eujen Grenel, ur c'henderv da Yann-Fañch Kemener, a lavaras dezhañ e oa gouest Yann-Fañch d'e skoazellañ war an dachenn-se. Disklêriañ a reas Yann-Fañch Kemener : « lakat a reas ac'hanon da zizoleiñ ar c'han a oan o klask » . En e gerz emañ enrolladennoù kozh eus an Itron Bertrand, eus Kanuhel, hag a zeue eus dastumadenn Claudine Mazeas. Pourchaset e oant bet dezhañ gant Pêr Guilleux, a zaremprede ar c'helc'hioù keltiek ha keveredigezhioù breizhek Pariz d'ar c'houlz-se. Dre hanterouriezh Eric Marchand e reas anaoudegezh gant ar gevredigezh Dastum a oa paouez bezañ krouet. 

Kemer a reas perzh Yann-Fañch Kemener  e Kan ar Bobl 1975, ar pezh a roas tu dezhañ gant ar ganaouenn Ar miliner da vrudañ ar seurt kanaouennoù a-boz-se. Berzh a reas diouzhtu, hag eñ yaouank-flamm (ne oa ket ugent vloaz c'hoazh). Bras eo ar c'hemm etre ar seurt kanaouennoù hag Ar vatezh vihan pe Kousk Breizh Izel, kanaouennoù nevesoc'h ha goularoc'h. Kregiñ a reas muioc'h a dud kozh da ganañ ar pezh a ouient a-drugarez d'ar berzh-se. Ne oa ken dastum d'ober.

Evel kalz kanerien ha sonerien eus ar rummad-se e kemeras perzh e bleuñvadeg sevenadurel ar bloavezhioù 1970. Kemer a reas perzh a-hed ar bloavezhioù-se e galaioù niverus evit tiegezhioù ar brizonidi bolitikel, evit kevredigezhioù enep an energiezh nukleel, kengorioù harz-labour ha dreist-holl evit Diwan.

Kanet en deus e strolladoù niverus : gant ar strollad Barzaz, gant Dan Ar Braz, Didier Squiban, Alain Genty, Aldo Ripoche, Anne Auffret, ha reoù all c'hoazh. 

En e vloavezhioù diwezhañ en em ouestlas Yann-Fañch Kemener d'ar sonadegoù kan ha d'ar pladennoù, hag ur ral e oa e glevout o kanañ er festoù-noz.

D'ar 26 a viz Gwengolo 2009 e resevas Yann-Fañch Kemener Urzh an Erminig.  

Skoet gant ar c'hleñved e varvas d'ar 16 a viz Meurzh 2019 gant ur c'hrign-bev  en e di, e Bro-Gemperle. 1500 den a oa bet evit e obidoù, gant al lid (oferenn, kanoù...) evit an darn vrasañ e brezhoneg 




#Article 41: Keginerezh Breizh (544 words)


Keginerezh Breizh zo enni kalz meuzioù tennet eus henvoazioù keginañ Breizh kozh pe nevesoc'h, aozet gant danvezioù eus an arvor hag an argoad pe digaset eus ar bed. Un arz poblek eo koulz hag un hevlezouriezh adijinet gant keginerien veur. 

Ar c'hamprouezh, an istr, ar c'hig-ha-farz, ar galetezenn gant silzig, ar c'houign-amann, ar Petit-Beurre, ar chistr hag ar Muskadig zo e-touez ar meuzioù ha diedoù arouezelañ. Tier-krampouezh a vez graet eus ar pretioù ma c'haller debriñ krampouezh eus Breizh. Kavet e vezont stank e Breizh hag en estrenvro.

Gwechall war ar maez e veze debret boued-hoc'h pa veze Fest an hoc'h en tiegezhioù.
Setu meuzioù ha boued dibar eus Breizh graet gant kig :

Hiliennoù ha temzoù-boued zo bet ijinet gant Bretoned evit ar boued-mor : amann gwenn, kari Gosse...

Pesket e vezont da vaez aodoù Breizh pe er stêrioù : sardin, brizhilli, draeneged, moru (moru mod Sant-Maloù), moulleg, sili (keusteurenn silienn-vor), boultouzed (boultouz mod Arvorig), beked (beked gant amann gwenn)... Boued kerañ Breizh eo ar stlaoñ, pesked vihan lipous ha dibaotet eus al Liger hag ar Gwilen. Pretioù zo war ribl al Liger a servij c'hoazh, gwech an amzer, stlaoñ poazhet pe fritet. 

Meuzioù gant meur a besk : ar gaoteriad eus Kerne-Izel, ar Godaille, soubenn ar pesked...

Gallout a reont bezañ diskouezhet en ur bladennad boued-mor, er pretioù pe er gêr.

Meuzioù heverk : legestr mod Arvorig, ur doare da geginañ ligistri, stivell mod Arvorig, un doare da aozañ stivelled, kregin-Sant-Jakez mod Naoned...

Legumaj, frouezh hag edajoù a bep seurt a vez gounezet e Breizh. 

Krampouezh ed-du zo sall (kaletez e Breizh-Uhel), ha krampouezh gwinizh zo dous. War ur billig pe en ur baelon e vezont poazhet. A bep seurt traoù a c'haller lakaat e-barzh.

Sellout ivez ouzh Pastezerezh Breizh.

Gant laezh vez graet laezhajoù, laezh-ribod, amann (sall atav), yaourtoù, dienn (pe koaven), keuzioù evel Curé nantais, P'tit Breton, Petit Billy, toma (hini Rewiz, Karaez, Gevrezeg...), crémet nantais, Menez Hom, rocher nantais, Machecoulais, gourmelin, Gweltaz-Lambrizig, chandamour eus Ankiniz, Ti Pavez, Trappe de Timadeuc... Ur c'heuz a oa fardet gant menec'h Abati ar Joa e Kempenieg met ne reont ket ken.

Sellout ivez ouzh Keuzioù Breizh.

Ar poderezh hag ar feilhañserezh zo hengounioù a gaver e Breizh abaoe ar Grennamzer. Listri vrudetañ Breizh eo ar re graet e feilhañs Kemper, evel hini HB Kemper. Menegomp ivez feilhañserezh Pornizh. Ar volenn gant un anv-badez skrivet warni zo un eñvorenn eus Breizh brudet ha deuet mat gant an douristed. 

Un hanter-kant keginer breizhat bennak zo bet roet dezho ur steredenn da nebeutañ gant ar Sturlevr Michelin, ar sturlevr kegin brudetañ. Tri freti zo teir steredenn ganto : L'Arpège e Pariz (Alain Passard), Le V e Pariz (Christian Le Squer), La Côte d'Or preti Bernard Loiseau e Saulieu (Patrick Bertron). Pemp preti zo div steredenn ganto : Anne de Bretagne e Plaen-Raez (Mathieu Guibert), Auberge des Glazicks e Ploudiern (Olivier Bellin), Le Coquillage e Sant-Meleg (Hugo Roellinger), La Villa Archange e Le Cannet e Alpoù-an-Arvor (Bruno Oger), ha La Table de Plaisance e Saint-Emilion ( Ronan Kervarrec).

Setu roll keginerien vrudet Breizh :

Degasadennoù an industriourien n'int ket dizudi : un hentenn evit mirout ar boued e boestoù gant Nicolas Appert, ar petit-beurre gant Lefèvre-Utile, ar choco BN gant ar Biscuiterie Nantaise, keuzioù a bep seurt...




#Article 42: Keginañ (516 words)


Ar c'heginañ eo an doare da aozañ boued evit magañ an dud. Darn a ra un arz anezhañ. 

Meur a bred a ra an den bemdez. Aozet e vez ar predoù-se gant ur c'heginer. Hennezh a rank dibab ha prenañ an danvezioù da aozañ ar pred da gentañ. Goude-se e labouro ganto en ur gegin gant binvioù-keginañ. Kriz e chomo ar boued na vo ket poazhet. Poazhet e vo ar meuzioù e listri-keginañ anvet kastelodennoù pe pladoù. 

An doare da geginañ, a gemm hervez pep keginour, a zo diouzh ar pezh a fell d'an dud debriñ, pezh o devez da zebriñ, hag ivez diouzh o boazioù sevenadurel, pe relijiel, diouzh o yec'hed ivez zoken. 

Ewid ur boued boud implijabl, emà red dehañ boud aes da gavoud ha marc'had-mad a-walc'h.

Pewgwir e tebr un den ewid é blijadur ha n'ew ked ewid bewiñ ha kreskiñ hebkén, emà red d'ar boued boud saourus a-walc'h, pezh a chañch herwez ar vro hag ar gevredigezh. Debriñ, ouzhpenn-se, a so un akt soçial, setu ne vo ket debret gant tud-so sortoù-boued-so, abalamour d'ou imajoù fall (eol kolza dibaoe ar c'h-Kentañ Bresel-Bed...), padal e vo klasket gant tud all traoù rar ha ker (ar foie-gras pe ar c'haviar) pe c'hoazh traoù aoset gant kals à ijin ha diskouezet braw-kenañ war ar plad ha war an daol.

Keginañ ha debriñ a hall boud un akt relijïel, ha politik sikén. Lakaet zo bed tabouioù war bouedoù so, war doareoù-prepariñ, gant kulturioù ha gant relijionoù.

An traoù-se a zepant iwe deus reolennoù-bewiñ an den o tebriñ. Lod a glasko boued gant labelioù à beb sort : kalite, orijin, mod da broduiñ (bio, pe war an hent-se). Lod a refuso traoù tennet deus loened (ar vejetarianed hag ar veganed), ewid resonoù etik kement ha ewid pass gober droug d'ar loened, pe ewid preserviñ ar viosferenn (ewid pezh sell deus an enerji, kreskiñ 1 c'hilo à broteïn-loen a goust kals kerhoc'h eged kreskiñ kement-all à broteïn-plant). 

Penaos e vez dibabet ar boued a zepant deus ur bern variabloù.
E-pad pell, emà bed an disponibilite ar penn-fakteur, – disponibilite e-barzh ar vro kement hà disponibilite e-pad ar mare-bloaz. 
Ar boasioù hag an teknikoù a so dàed deus ar fakteurioù-se, hà deus pezh-sort dañvez-tan oa (koad, glaou).

Hiziw c'hoazh, ewid an darn vrassañ deus an dud war an douar, e ta ar boued deus jardinoù pe deus ar labour-douar-bewañs, – da lâred ew : deus produksionoù lokal. Variete ar boued a zepant neuse deus biodiversite beb kornad-bro. Ba broioù industrialiset e vez degasset ar boued deus komersioù-tost ha supermarc'hajoù. Kaved e vez produioù fraost, hanter-aoset, pe prest da zebriñ (ne chom ket mui 'med da boazhañ an traoù).

Bremañ pa vez koñvers e-leizh etre ar broioù, e vez kaved frwezh ha legumaj hed-ha-hed ar bloaz, pezh ne oa ked gwezhall-gozh. An dra-se en-deus chañched boasioù-debriñ hà ritoù so. (Da skouer n'eus ked à dalvoudigezh mui ofriñ un aval-orañj ewid Nedeleg - pa vez gwraed aval-nedeleg deus ar frwezh-se ba lec'hioù so.) 

Bouedoù so ne vesont ked debret kén, goude fenomenoù-mod, pe dre emaint bed dilesed gant an industri agro-alimentar.




#Article 43: Lostig (sin) (359 words)


Ar lostig, pe ar zedig, pe ar cédille en galleg (eus ar spagnoleg cedilla, « z »-ig) a so ur sin diakritek. Istorikamant ne oa ket graet gantañ nemet dindan ur c o toned deus ur c latin staonekaet (pe a-wezhoù deus un t). Ar letrenn ç-se (« c zedig ») a oa distaget /ts/ d'ar mare-se. Dibaoe emà bet gwannaet da /s/, da /θ/ (e spagnoleg), da /z/ a-wezhoù sikén, etre vogalennoù.

ç ş ţ

Setu emà ar zedig ur z bihan, treçet en skritur gotik medieval ha plaçet dindan ar c.

Er penn-kentañ, a-benn notiñ ar fonem /ts/ deus ar yezhoù neo-latin (o toned deus ur c /k/ latin palatalised ha goude-se assibiled), pa oa dirag ur vogalenn o c'houll an distagadur « kreñv » /k/ (a, o pe u), e vese meur à vod : ur c hebkén (co ewid /tso/, pezh n'eo ket diforc'hus), pe ce (ceo), pe c'hoazh cz (czo). An e pe ar z a servije neuse da letrenn-diforc'hañ. 

An diwezhañ skritur an-heni a so bet berraet, er c'hrenn-amser a-taw, ba Bro-Spagn, dre lakaad ur c-ig a-us ar z da gomañs, ha goude dre skrivañ ur c normal gant ur zedig dindanni.

D'ar mare-se e rae tud-so ba Bro-Spagn gant ar ç ba-dirag i ha e sikén (çinco, « pemp »), pezh a oa un « hiper-reizherezh » (a-walc'h e vije bet gant ar c hebkén). Ar c'hallegerion a-vremañ a ra evel-se alïes, o skrivañ traou evel içi.

Ar ç-se a so bet kemeret goude-se, ewid ar memes implij, gant skriturioù ar portugaleg, ar c'hatalaneg, ar galleg (« le c à queue » e vese lâret), hag ar brezhoneg beteg kantved 19 (an dastumer Jean-Marie de Penguern da skouer, tro-dro 1850, a skrive c'hoazh : reçeo, dissouçi, ar plaç, ar ça ta... hag a-wezhioù all : kommancet, offic, massonerien...). (Ar spagnoleg, diwezatoc'h, en-deus dileset ar zedig, o skriviñ ar ç z, pe c noazh dirag e ha i). 

E-barzh ar fin e servij an dra-se da notiñ distagadur ar ger en ur virañ ur merk etimolojik. 

Ar zedig goude, diwar kantved 19, a so bet implijet ewid diforc'hañ letrennoù all : ş, ţ...




#Article 44: Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien (221 words)


Al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien (Loi sur la constitution civile du clergé) votet d'an 12 a viz Gouere 1790 gant ar Vodadenn vonreizhañ broadel c'hall (Assemblée nationale constituante) a oa he  fal lakaat (constituer) kloer Bro-C'hall da vezañ keodedourien evel ar re all, ha reiñ dezho ur statud lezennel.
N'eus ket kaoz eus ur vonreizh bennak. Ur fazi bras a vez graet pa vez troet anv al lezenn gant Bonreizh ar gloer pe souezhuzoc'h Lezenn sivil ar veleien.
E galleg a-vremañ, anv al lezenn a vije marteze : Loi pour conférer un statut de citoyen aux membres du clergé.
Araok al lezenn-mañ, ar gloer a veze dindan beli lezennel diabarzh an Iliz katolik roman ha  difennet e oa outo dimeziñ, legadiñ o madoù d'o familh, ober o annez diouzh o grad hag e oa lezioù-barn ispisial evito, anvet officialités.

Al lezenn a reas da bep kloareg, eskob, beleg, manac'h, lean, leanez, ar gwirioù keodedel hag o doa gallet lezel o fostoù pe o strollegezhioù manatiel.
An abatioù hag al leandioù a oa evit mont da get pa oa bet divizet araok gant ul lezenn votet d'an 13 a viz C'hwevrer 1790 e vije lakaet o madoù evel Gladoù broadel . Koulskoude e chome an eskoptioù hag ar parrezioù renet gant eskibien ha beleien dilennet gant ar feizidi.




#Article 45: Kasoni (127 words)


Ar gasoni a zo ur fromadenn a enebouriezh pe a soñjer kreñv a-enep un den pe un dra. Gallout a ra dont anezhi ar c'hoant da dec'hout pell diouzh an dra gasaet, pe d'e zistrujañ.

Kasoni a c'hell dont diwar an aon rak an dra gasaet, pe diwar efedoù fall goude bezañ bet afer gantañ. He livañ a reer alies evel kontrol da garantez pe da vignoniezh. Reoù arall, evel Elie Wiesel, a gred kentoc'h ez eo an digasted pe an diseblanted a zo kontrol d'ar garantez. 

Kas a ra ar gasoni d'ar feulster alies. Tud a c'heller broudañ da gasaat ur vro, ur feiz pe ur rummad tud dre ar bruderezh. Unan eus abegoù pennañ ar brezelioù hag ar sponterezh eo.

Brudet eo kasoni an dud-mañ




#Article 46: Mezh (241 words)


Mezh a vez en unan bennak e daou zegouezh peurvuiañ:

En em gavout a ra diaes an den dirak ar re all, pe dirak e goustiañs. 
Rak n'eo ked ret bout mezhekaet dirak an holl evit kaout mezh ; gallout a ra un den kaout mezh abalamour d'un dra anavezet gantañ e-unan hepken ivez. 

Koulskoude, hervez bredoniourion zo, n'eo ket heñvel ar vezh a deu abalamour d'ar re all, hag ar spered kablus, a zo un dra a denn da goustiañs an den hepken.

Pa c'hoarvez ur vezhekadenn dirak ar re all e teu ruz an den mezhekaet. 

Pa vez re ziaes an den, pa vez re a vec'h warnañ, e c'hall koll e skiant, betek mont d' en em lazhañ. 
Kemer a c'haller div skouer: 

Stag eo ar vezh ouzh ar reizh ivez. 
E sevenadurioù zo eo arabat diskouez an organoù reizhel, pe komz eus oberoù reizhel, abalamour d'ar relijion, da gredennoù zo pe d'ar gizioù kozh hepken.
Kuzhat e organoù reizhel, en em wiskañ eta a ranker, abalamour d'ar vezh-natur ( a dlefe bout naturel d'an holl), pe d'ar vezh-fur, pe dar vezh-dleet, pe d'an elevez.

Un dizenor spontus eo, e meur a sevenadur, bezañ gwallet, ha mezh an dud gwallet a c'hall ober dezho en em lazhañ, gwelout mojenn  C'hrisippos .

Divezh eo an dud 

Ruz e vez liv ar vezh a-wechoù, pa vez re anezhi: Ur vezh ruz eo gwelout ar vamm-gozh-se o paotreta evel ar c'hrennardezed.




#Article 47: The Doors (355 words)


The Doors a oa ur strollad rock stadunanat savet e miz Gouere 1965 e Los Angeles, Kalifornia ha divodet e 1973, daou vloaz goude marv e ganer Jim Morrison.

Daoust d'e vuhez berrbad a-walc'h ez eo The doors unan eus strolladoù heverkañ istor ar rock, ha levezonet ez eus bet un toullad arzourien gant e sonerezh. Brudet-kenañ e-pad o bloavezhioù oberiant a-drugarez da ditloù evel Break On Through pe Light My Fire e teuas ar pevar soner da vezañ brudetoc'h c'hoazh goude ma voe divodet ar strollad, gant an azeulerezh hag ar vojenn a savas en-dro da Jim Morrison, barzh ha kaner leun a garism.  Buhez diroll ha marv abred ar c'haner-se a voe lodek e krouidigezh ar vojenn hag an azeulerezh a savas da heul e varv.

Savet e voe The Doors e 1965 goude ur gejadenn etre Jim Morrison ha Ray Manzarek, daou zen diplomet eus an UCLA. Kanet en doa Morrison un nebeud kanaouennoù evit Manzarek, Moonlight Drive ha reoù all. Bez' oa Manzarek e-barzh ur strollad all dija (Rick and The Ravens), pa oa Krieger ha Densmore o seniñ gant The Psychedelic Rangers, met anavezout a rae an daou-mañ Manzarek dre vignoned boutin dezho.

Evit ar re a blij The Doors dezhe, e teue an hoal pennañ eus ar c'homzoù skrivet gant Jim Morrison. A-hend-all : ar son jazzy gant Densmore, mailhoni ha saouzanidigezh degaset gant klavier Ray Manzarek (dre ma sone gitar-boud gant e zorn kleiz ha piano gant e zorn all), ha stil ar gitarour Robby Krieger gant levezonoù a-bep seurt, sort d'ar flamenco, ar sonerezh indian, ar blues hag ar gitar klasel : an holl draoù-se a ya d'ober ur stil hag ur son hep e bar.

Dont a ra an anv « The Doors » eus titl ul levr bet skrivet gant Aldous Huxley, The Doors of Perception, amprestet a-raok c'hoazh digant ur barzh eus an , William Blake : « If the doors of perception were cleaned, everything would appear as it is: infinite » (« Mar befe naetaet dorioù ar merzout, en em ziskouezfe pep tra d'an den evel m'emañ e gwirionez : divevenn. »)




#Article 48: Foar Nedeleg Ba Uhelgoad (1120 words)


Sed amañ ur gontadenn gant Chañ Maï Skragn (evel e vez skrivet gantañ) diwar-benn an Ankoù pe gentoc'h skeudenn an Ankoù war ur marc'hadour saout evit displegañ deoc'h penoas e veze gwelet a-wechoù an Ankoù gwechall e-touesk an dud.

Amañ ar c’hî-m' ba koste Uhelgoad, amañ ‘vije diw foar bep mis ba Uhelgoad, bremañ n’eus ke' foariou kin, bremañ n’eus ken 'met marc’had kwa, 'taw. Me' gwechall ‘vije diw foar, foar ar vis d’ar yow kenta deus ar mis, ha foar an drede yow da c’houde. Set', ar foar kenta ‘r bla a c’houz'z, ar yow kenta ‘r bla, ha hoûzh ‘vije greed ar foar an de kenta ‘r bla, foar an delou (kelou) mad. Hag hoûzh ‘oa foar ar yowankis hag e vije tud é kana, hag é tañsal, ha da zañsal ha kana da zañsal var ar blassenn ba Uhelgoad. Foar ar re yowank kwa. Mes ar foar diveo deus ar bla, neuhe hoûzh ‘vije greet foar Nedeleg deusouti. Ha hoûzh ‘vije 'taw bar pemzektez dive'o deus mis Kerzu. Set', var-dro gouel Nedeleg kwa, un tamm bihan rôg gouel Nedeleg alïes kwa. Hag hoûzh da neuhe oa or foar tristig ‘vije ba mis Kerzu a c’houz'z walc’h : ‘ve teñval an amser, glaw vije ha du ha toud. Set' bremañ neuhe ‘oa ur foar kwa, ar bla-se, ar yow-se ‘oa trist-trist ar foar hardî. Glo a rê ga' deliou erc’h neuhe d’ar c’his-se. Yen oa, teñval an amser bar foar ba Uhelgoad, a oa an dud é tañsal var an eil troad goude egile da c’ho'tos marc’hadourien da zond. 

A-benn ar fin e oa gwel'd on’ o tont, ha tou'n dud a c’houlle « Te an’vez heñzh, te an’vez heñzh ? » 'ran ked, den 'bed n’anave'e 'nañw, pugur heñzh oa or marc’hadour disheñvel. Ur pezh den bras ‘oa, hag e dok oa gantoñ var e benn lake nañw brassoc’h e benn oa. Vije gwel't var e varw hir, 'vije gwel't med e zowlagad é lufra. Ha brema oa, e dok oa kozh ha huset, med ar vantell oa gantañ or vantell marc’hadour saout oa gantoñ var e gein oa eu : on hir a ruse an douar ka'imant vije dislivet ha disheñvel-toud, leun a doullou. Ha goulskoude ba i c’hodell, ba i c’hodell-bruched, a vije gwel'd or bakadenn arc’hant var-vel, laket var-vel d’an dud vi' roi da c’hoûd lar oa arc’hant da baeo.

Ha brem' neuhe, (h)eñ neuhe : den 'bed n’anave'e nañw. Tou'n dud a c’houlle an eil d’egile é vel't nañw o tond « Te ‘an’vez nañw pôtr, te ‘an’vez hemañ ? ». Nann, den bed n’anave'e nañw. Hag (h)eñ a’h ae d’an eil aneval d’eben hañ... ha pe vije i zorn war al loñned vel't pesseurt mod ‘oa lardet al loñned ha toud, da vel't hag-eñ ‘oant mad da brena. I lagad, i zowlagad vije war an heñy vije krog bar gordenn. An heñy oa krog bar gordenn, pa’h ê dowlagad sellou heñzh varnoñ ranke plega i zowlagad. Aet ‘oa heñzh a'mo'-se tre da beked lein ar blassenn lec’h oa ar saout deuet var i gis, ha n’a ke' be' lâr't koms bed neuhe, na goulled pris na mann bed, ne rê ke' met tastoni ar saout ha sell't deus an dud. Goude e oa êt var ar blassenn, ba Uhelgoad, eno vije al loñned bihan var-dro d’an ilis amañ ar c’hî-m' : an deñved hag ar moc’h, hag al loueou ha tout.

Ha goude, eno e lec’h ‘oa degoue'et, n'a komañset d’ober er memes mod dustu 'darre. 'Benn 'fin oa degoue'et dirag an ilis, dirag (d)or an ilis. Ha neuhe n’a paret i zowlagad var ar pôtr bragou, sent oa var an dro d’an nor d’ar mare-se, a oa chomet-eñ mantret par war ar re-he. Lura rê i zowlagad varne. Set', an dud, pugur heñzh ne vouje ket, an dud oa bar foar oa komañset dond en-dro dehoñ, a oa or c’helc’h pell ha tout, ha (h)eñ ne vouje ket papred. Inoptiset oa o sell't deus ar re-he. Ha brem' neuhe, 'benn ar fin neuhe, neuhe oa an abardahez dija, an dra-he oa an eur hag e teue an aotrou person d’ar mare-se deus ar c’hostes all d’ar lenn d’ober i bateriou diveo d’an ilis. Ha pa n’a gwel't ar c’helc’h tud a' mo'-se en-dro, ha (h)eñ a ranke goul'nn plass hag êt da wel't, ha pa n’a gwel't an den-se ‘oa chomet sioul ha laket i vis war i vusellou ha « roi peuc’h ! », da lâr't d’an dud roi peuc’h. An dud var i gis hag ew be' gwel't dre ar gardenn o heda an ilis êt da beked ar sakristian ha ban ilis var eno, ba eno.

A-benn ur mare goude e oa digor'd an nor vras var an ilis ha hem' all, ar marc’hadour saout, oa eno papred, par var an ilis. Ha degoue'et ar person ; ‘barzh un dorn e oa ar groas gantoñ uhel, ha ‘barzh un dorn all e oa ar pod dour benniget. Ha (h)eñ, be' n’a bet amser hem' all da soñjal petra so degoue'et, sklapa dour benniget var ar marc’hadour saout. ‘Oa bet or luc’hadenn hag or skrijadenn spontus, ha den 'bet n’a be' gwel't dre blec’h oa êt partiet an den kuit. Setu, neuse a, ar person en doa laret d’an dud, ha bep seurt n'a laret la oa degoue'et ahe pugwir heñzh n’ew ked eur marc’hadour oa ; heñzh a oa an Ankow ya. Ha, neuhe, an dud n’a soñjet : e lec’h be' okupet g'ar loñned oa muioc’h okupet g'an dud oa o terc’hel al loñned. Ya, ha neuhe oa deuet own dehe-tout, daoust ha d’hag eñ oa deuet ahe da gemer hano lod an dud oa mad da gemer d’ont gantoñ d’an ifern. Set', tou'n dud a oa kemmesket, strafuilhet-tout éc’h essaeo goût e peseurt mod « matrehe ew aet ma hano gantoñ, matrehe ew aet ma hano ». Med an aotrou person n’a dichalet nê ha lâr't dehe Oo, brem' g'an dour benniget n'eus tapet nañw varnoñ lar ew ka'imant sur eo efasset toud an hanoiou, me lâr dit la peus mann 'bet d’o'r.

Setu 'benn neuhe oa deuet noñs dija, ha ba mis Kerzu teu noñs abred. Set', an dud oa êt neuhe etreseg ar gêr neuhe, me' oa ked echu ar spontadennou c’hoazh, kar ar re a ranke mond pell g'an heñchioù-treus hag ar gwinojennoù, ebeñ n’a c’hoazh da toud ar re-he da heda, ha ‘barzh ar re-he amañ ba bro Breizh Isel, a-vechou pa vije deuet an noñs, bar re-he la vije ke' met lutined, hag an Ankow, hag an teuched, toud, hag an dud o dije own, set' oa ked echu an own 'vite c’hoazh. Met er mo'-se oa degoue'et gate an de-se.




#Article 49: Sranan Tongo (217 words)


Ar sranan tongo (eus ar saozneg surinamean tongue), pe sranang tongo, zo ur yezh kreolek komzet evel yezh-vamm gant 130 000 a dud eus Surinam. (anvet e vez ivez takki takki, met ar ger-se, ouzhpenn bezañ dismegañsus, zo implijet c'hoazh evit kreolegoù all, disheñval, komzet e Gwiana c'hall).

Ar gerioù sranang tongo evit gouzout ha krouadur zo sabi ha pikin. Se a laka tud zo da soñjal, goude teorienn ungenetek ganedigezh ar yezhoù pidgin, e teufe ar sranang eus al lingua franca. An deorienn-se a vez kavet abeg enni gant an darn vrasañ eus ar yezhoniourien a labour war an dachenn-se). 

Implijet eo gant tud hag a gomz a-hend-all Saozneg, nederlandeg, javaneg hag hindustani, setu e c'hoari da eil yezh evit an darn vras eus an dud e Surinam.

Ar sranang tongo zo ur meskaj etre an nederlandeg, ar saozneg, ar portugaleg, hag a bep seurt yezhoù all eus Kreiz ha Kornôg Afrika. Stummet eo e-giz ur yezh kreolek : n'eus ket nag infleksion na deklinasion, ha dister eo he geriaoueg (un nebeud miliadoù a c'herioù); aes a-walc'h eo da zeskiñ. Bez' ez eus kalz a dud ivez hag a laka ar sranang tongo da vezañ ur c'hreoleg diwar ar saozneg hepken (nemet ar Wikipedia Alamanek a wel anezhi evel ur c'hreoleg savet diwar ar portugaleg kentoc'h). 




#Article 50: Sent Breizh (315 words)


Sent Breizh a vez graet eus tud, bet ganet e Breizh pe o deus bevet enni, hag o deus tapet brud vras abalamour d'o feiz katolik ha d'o deoliezh. Nebeut anezho zo bet anavezet gant an Iliz katolik roman hag an darn vrasañ a oa bet lakaet da sant pe santez gant ar bobl. 

Evit lod zoken n'eo ket sur e vije bet anezho ervat en tu all d'ar vojenn, ur vojenn savet ha klinket gant leaned o klask abegoù d'an azeulerezh, un nebeud kantvedoù pelloc'h. Ur sant hag e oa kontet obererezhioù burzhudus war e dro a c'helle broudañ muioc'h a feizidi er manati lakaet dindan e anv ha muioc'h a binvidigezhioù evit ar menec'h war un dro.
Setu perak ez eus bet adkavet meur a vuhezskrid e latin, dezho an talbenn « Vita + anv latin ar sant ». Diwar-benn un nebeud sent ez eus bet savet daou pe dri doare, berr pe hir pe werzaouet. 

Un hir a roll a vo da sevel ha lakaet e vo en araok seizh sant hag a zo bet anvet « seizh sant diazezer Breizh » peogwir, hervez an hengoun, o deus diazezet er Grennamzer Uhelañ seizh eskopti ar vro ; war a seblant o deus kemeret ur perzh dibar er mare ma tivroas ul lodenn eus Brezhoned Enez Vreizh. An degouezh-mañ a voe an abeg evit reiñ anv Britannia minor, Breizh vihan da gornôg Arvorig galian-ha-roman.
Seizh sant diazezer Breizh eo :

Hervez un hengoun e vije « seizh mil seizh kant seizh sant ha seizh-ugent » e Breizh, da lavaret eo 7 847.
E Lanriware e weler ur bez ledan a-walc'h hag ennañ e vije bet beziet 7 847 soudard a vije marvet diwar un emgann en amzer galian-roman.

Setu amañ roll an dud santel a gaver en deiziadurioù brezhonek.

Ur den lakaet evel sant diwar ijin ar bobl :

Galleg :

Brezhoneg :




#Article 51: Poellad frank (434 words)


An dro-lavar poellad frank a zo evit treiñ an hini saoznek free software. Amjestr an dro-lavar-se e saozneg pa free a dalvez evit frank hag evit digoust ivez. Kavet e vez ivez al lavarenn vrezhonek meziant frank.

Pa oa krouet al lavarenn-se gant Richard M. Stallman e oa kaoz eus ar frankiz evit an holl (arveridi pe diorroerien) seveniñ, eilañ, dasparzhañ, studiañ, kemmañ ha gwellaat ar seurt poellad-se.E gerioù resisoc'h ez eus kaoz eus peder frankiz roet da neb zo e kerz ar poellad ha displeget e-barzh an aotre-implij a zeu gantañ.

Ar frankizoù-se a oa ez-reolenn eus 1960 da 1980 e metoù an urzhiataerezh ha ne oant ket dibarderioù. Kod ar reizhiad oberiañ a oa roet d'ar brenidi kenkoulz hag ar gwir kemmañ tra pe dra lakaet splann war skrid. 
Er mare-se, ne vije bet kavet un embregerezh, pa gouste un urzhiataer kement ha gopr ur sterniad ugent bloaz-pad, a vije prest kouezhañ dindan kazel-ge an oberiataer.

Ken kemmet e oa ar reizhiad oberiañ (un DOS bennak e anv) implijet gant urzhiataerioù-kreiz an embregerezh Total ma'z aent en-dro gant un reizhiad liesprogrammek ha ne oa ket bet savet ar perzh-mañ en derou. (orin : 01 Informatique, 1978).

Dre astenn e vez graet gant endalc'h frank m'eo posupl braslenn hag eilañ endalc'h teuliadoù zo ha suroc'h c'hoazh m'eo posupl kemmañ an endalc'h da neb a fell dezhañ, da skouer gant endalc'hioù dindan an Aotre-implij hollek Teulierezh Frank GFDL, evel re ar Wikipedia. Koulskoude e vez lavaret gant lod n'eo ket ken frank ar GFDL (hervez tud o seveniñ ar raktres Debian).

Patrom ar poellad frank a zo aet war wel er bloavezhioù '90 ha gant Linux a zo gwelet bremañ evel ur mod-produiñ en e blom hag a ya da glokaat ar modoù all. 

N'eus bevenn ebet diouzh ur breou anavezet evit implij ar mentrezhoù-mañ

Gourdad ar poellad frank a oe Unix pa oa posupl, ijinañ un toullad bras a adstummoù evit ar reizhiad oberiañ-mañ. 
Mammennoù all eo bet mezarc'hioù (libraries e saozneg) krouet gant embregerezhioù zo. Da skouer, an ACM skrivet en Algol pe reoù krouet gant IBM evit e urzhiataerezioù kentañ pe reoù DEC evit ar PDP pe reoù Data General evit ar Nova.

Krouerien ar poellad frank o doa miret en o spered ar pezh eo erruet gant ar reizhiad Unix p'en deus aet da vezañ bruzunet en un niver bras a zoareoù ken dizurzh e oa bet an diorren. Linus Torvalds en deus pouezet bras, dre skouer, ma vo lakaet da genglotañ produioù evit endro Linux evel Gnome ha KDE. Klenglotañ a reont bremañ gant ur c'holl bihan er mont-endro.




#Article 52: Holloueziadur (1054 words)


Un holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a lavarer e brezhoneg eus ul levr a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe gouiziegezh ennañ, diwar-benn danvezioù a bep seurt.

Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar skiantoù. Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war pladennoù ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul lec'hienn war ar Genrouedad.

Koulskoude, daoust d'ar strivoù, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh. 

Savet eo ar ger holloueziadur diwar ar gerioù holl, ha gouez-, ur wrizienn a gaver er verb gouzout hag en anv gouiziegezh, gant al lostger -adur a gaver e-barzh geriadur pe yezhadur. Tost eo d'ar ger gwyddoniadur a gaver e kembraeg evit envel ar seurt oberenn ha d'ar ger kernevek godhonyador.

Ur ger all a zo bet e brezhoneg evit se : kelc'hgeriadur, zo savet diwar ar gerioù geriadur ha kelc'h, evit treiñ ar gresianeg Enkuklopaideia, a dalveze deskamant lakaet en ur c'helc'h, peogwir e vez enklozet ennañ deskamant an oberour(ien) betek o harzoù diwezhañ skeudennaouet gant ar c'helc'h. Ouzhpenn-se ne c'heller ket implij un holloueziadur urzhiet dre zanvezioù hep brassellout ouzh ur meneger hag a zo stumm eeunañ ur geriadur. 

Doareoù all da envel an dra-se a gaver c'hoazh. Frañsez Favereau a ra gant geriadur a ouiziegezh (Geriadur brezhoneg a-vremañ, 1992). Frañsez Vallée en doa kinniget levr kelc'houiziegez ha kelc'houiziegezadur. An termen kelc'hgeriadur zo bet kavet e-pad pell e geriadurioù brezhoneg-galleg Roparz Hemon.

Ret eo lavarout eo gant tud ar wikipedia brezhonek e vez implijet ar ger holloueziadur dreist-holl, rak n'eus nemet un holloueziadur e brezhoneg evit ar poent, ha hemañ eo.

Savet eo ar ger holloueziadur da dreiñ ar ger latin encyclopædia eta, ur ger latin savet da vare an Azginivelezh, er XVIvet kantved eta, hag a deu eus un droienn e gregach Ploutarc'hos, enkuklios paideia (εγκύκλιος παιδεία), da lavarout eo littéralement « kelc'h ar gouiziegezhioù » pe « chadenn ar gouiziegezhioù » (en: en, kuklios : kelc'h, ha paideia : deskadurezh). 

P'eo ar geriadur astennet da vezañ un holloueziadur, ledan pe arbennig he falioù, ez eus bet savet hollouezadurioù hentennek ivez. 

Holloueziadurioù gant ur framm ennañ rummoù urzhiet hervez ur poell savet a-ratozh ez int. Dre vras e vez bodet an deskamant dindan anvioù ar c'helennoù bras evit ma reas Aristoteles (Poellouriezh, Politikouriezh, Barzhegezh, Aritmetik, Oablouriezh, Fizik hag ar pezh a zo goude ar Fizik, ar Metafizik (Trabedoniezh e brezhoneg).
Ar patrom koshañ eo an holloueziadur hentennek evel ma weler gant ar Speculum Majus savet e latin gant Vincent de Beauvais, un oberenn a ziskouez sammad ar ouiziegezh a c'helle dastum en XIIvet kantved e Europa.
Er XVIIvet kantved e teuas e soñj al lederien deskamant implij al lizherenneg evit dispakañ pennadoù ha ne oant ket urzhiet dre o zemoù, met liammet etrezo gant adkasoù. Sellet ouzh skouerioù roet er rannbennad istorel izeloc'h.

En Henamzer e voe savet holloueziadurioù gant ar C’hresianed. Oberennoù Aristoteles ha Demokritos a yae pep hini anezho d'ober meni holloueziadurioù hag ar pezh a chom eus oberenn ar c'hentañ a c'hell bezañ gwelet evel an holloueziadur koshañ. Ar Roman Plinius kozh, er , en deus savet un Istor naturel (Naturalis historia) a oa ennañ meur a levr ha 37 anezho (diwar 160) a zo bet miret. Ennañ e oa anv eus fedoù gwir ha traoù faltazius. Sellout a reer ouzh an oberenn-se evel mammenn an holloueziadurioù zo deuet war-lerc’h.

En  e teuas er-maez an holloueziadur sinaek kentañ, dindan an anv Melezour an Impalaer. An holloueziadurioù e Sina a oa un harp evit ar studierien en o arnodennoù. Lod anezho a voe savet a-hed meur a gantved. Ar Statudoù Ledan da skouer a voe savet da gentañ gant Du Yu en 801 hag a voe kendalc’het da skrivañ betek an .

Cheng Zu, an impalaer eus Sina eus rummad ar roueed Ming a lakaas sevel an holloueziadur Yongle, an oberenn vrasañ eus ar seurt-se. Echuet e oa bet er bloavezh 1408 hag ennañ e oa 11 000 levrenn dornskrivet a chom war-dro 400 anezho. 

En IXvet kantved e voe embannet an holloueziadur arabek kentañ, savet gant Ibn Qutayba. Dek levrenn a oa en oberenn, ha plediñ a rae gant an danvezioù-mañ : ar galloud, an noblañs, an temz-spered, ar c’hloer, ar garantez, ar boued, ar maouezed…, oc’h ober gant krennlavarioù, barzhonegoù…

Lavarout a reer peurvuiañ ez eo gant ar Saoz John Harris e voe savet ar c’hentañ holloueziadur modern, e stumm ul levr ennañ pennadoù renket hervez urzh al lizherenneg. E 1704 e teuas er-maez e Lexicon technicum. E dibenn an  e teuas er-maez an Encyclopaedia Britannica, e stumm teir levrenn embannet etre 1768 ha 1771. Hiziv an deiz c’hoazh ez eo an holloueziadur brudetañ ha pouezusañ er bed saoznek. D’an hevelep mare e voe embannet e Bro-C'hall an Encyclopédie gant Diderot. E 1772 e voe echuet. Ennañ e oa pennadoù gant Voltaire, Rousseau, d'Alembert ha Montesquieu, kefredourien vras d’ar mare-se. Gant an Iliz katolik ha gant lez ar Roue e voe gwelet Encyclopédie Diderot evel un oberenn awenet gant ur spered disuj koulz lavaret. D’ar mare-se ivez e voe savet en Alamagn holloueziadur Brockhaus.

An holloueziadurioù, anezho oberennoù ledañ deskamant e stumm pennadoù a ra dave an eil re d’ar re all, a c’hell mat-tre bezañ lakaet war un urzhiataer. Kalz aesoc’h ha buanoc’h e kaver ar pezh a glasker evel-se. Ouzhpenn-se e c’heller lakaat war un urzhiataer traoù ouzhpenn ar pezh a vezer boas da gavout el levrioù : sonioù, videoioù ha kement danvez liesvedia a c’heller ijinañ. Ur roll brasoc’h-brasañ zo gant an holloueziadurioù-se war dachenn an deskadurezh elektronek.

E brezhoneg n’eus bet embannet holloueziadur ebet war baper morse betek-henn. Bremañ, gant Wikipedia, ha gant kenlabour an holl vrezhonegerien a youl vat, emeur o klask sevel ur benveg par d’ar pezh a gaver e yezhoù all, ha kaout deskamant war a bep seurt traoù en hor yezh.
Koulskoude ez eus bet un seurt holloueziadur savet e Breizh hag e oa kalz a vrezhoneg ennañ daoust dezhañ bezañ skrivet e galleg. Geriadur Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec an hini eo, savet e-doug an Dispac'h gall ha chomet diembann e zornskrid betek dibenn 2008. Un astenn da c'heriadur Loeiz ar Pelleter eo gant addisplegoù gouiziek da bep ger.




#Article 53: Geriadur (456 words)


Ur geriadur zo ul levr dave a dalvez da adkavout titouroù diwar-benn gerioù, anvioù, pe meiziadoù, renket hervez urzh al lizherenneg peurliesañ. A bep seurt geriadurioù zo. Ar geriadurioù ar muiañ anavezet eo ar geriadurioù yezh, evel Geriadur brezhoneg an Here pe geriadurioù divyezhek.

Ret eo lakaat kemm etre ar geriadurioù, an holloueziadurioù, hag ar geriadurioù holloueziadur. 

Ar c'hentañ geriadur skrivet er bed a vije bet savet gant ar Vabilonianed er VIvet kantved kent J.K..

Ar c'hentañ geriadur skrivet e sinaeg, ar Shuowen Jiezi, a oa skrivet e-tro ar bloavez 100. Hervez bloazdanevelloù Bro-Japan, e oa skrivet ar c'hentañ geriadurioù japaneg e 682, daoust ma oa ar c'hentañ ur geriadur evit lenn an arouezlunioù sinaeg. 

Ar c'hentañ geriadurioù a oa geriadurioù divyezheg alies. Geriaouegoù gerioù galleg, saozneg, Italianeg pe Latin, e oant, en Europa, gant pep a droidigezh pe a zisplegadenn e yezh an aozer. 

Ar c'hatholicon eo ar c'hentañ geriadur brezhoneg. Skrivet e oa e 1464 hag embannet evit ar wezh kentañ e 1499 gant Jehan Lagadeuc, person e Plougonven. Ur geriadur teiryezhek e oa, latin, galleg brezhoneg. Ar c'hentañ geriadur galleg eo ivez. Savet e oa bet evit skoazell ar gloareged a yae da studiañ d'ar broioù krec'h ha na ouient ken latin pe brezhoneg.

Ar c'hentañ roll eus 8000 ger saozneg a oa The Elementarie skrivet gant Richard Mulcaster e 1582. Ne oa ket urzhiet ar gerioù hervez urzh al lizherenneg.
Ar c'hentañ geriadur saozeg urzhiet hervez urzh al lizherenneg a oa skrivet gant ar c'helenner Robert Cawdrey e 1604.

Kavout a reer geriadurioù unyezhek ha lod all skrivet gant gerioù eus meur a yezh. Talvezout a reont da gavout titouroù diwar-benn gerioù hag anvioù ur yezh bennak. Bodañ a reont gerioù ar yezh-se renket dre urzh al lizherenneg, ar penngerioù, a vez skrivet d'o heul ur pennad gant titouroù pe troidigezhioù.

Ar geriadurioù unyezhek zo skrivet penn-da-benn en ur yezh. Ar penngerioù hag an titouroù a denn dezhe zo skrivet er memes yezh. Ar geriadurioù-se a c'hall kaout un niver implijoù disheñvel. Ur skoazell int evit ar re a sav testennoù pe a lenn anezhe. 

Peurliesañ e kaver er pennad un termenadur eus ster(ioù) ar pennger urzhiet e melladoù disheñvel, skouerioù, ha distagadur ar pennger. A-wezhioù e kaver ivez notennoù etimologiezh ha yezhadur a denn dezhañ ivez.

Lod anezhe zo geriadurioù deskrivañ. renabliñ a reont ar gerioù hag o implijoù er yezh komzet pe skrivet. Lod all zo geriadurioù reolata.

Peurliesañ ez eo geriadurioù divyezhek.

Gallout a reer kavout geriadurioù prederouriezh, istor, skiant, arz.

Lod eus ar geriadurioù a ginnig ditouroù diwar-benn an distagadur, an deveradurioù, an istorioù, ar gerdarzh, ar skeudennoù, an implij, an hentenn ha skouerioù frazennoù. Stumm ul levr pe meur a levr eo ar stumm kavet an aliesañ.




#Article 54: Osismied (172 words)


An Osismied (Osismii e latin) a oa unan eus  pobloù galian Arvorig.

Anv anezho a ra ar moraer gresian Pytheas gant an anv Ostimioi. Edont o vevañ e-kichen ur c'hab Kabaion hervezañ. N'ouzer ket hag-eñ e oa Beg ar Raz pe Penmarc'h ar c'hab-se. 
O anv a dalv pe ar re uhelañ pe ar re eus penn ar bed. Er c'hontrol d'ar braz eus an anvioù pobloù galian all eo aet o anv da get en deiz a hiziv el lec'hanvadurezh.
 
Bro an Osismied e oa an douaroù a zo Kernev, Leon, Treger ha Goueloù bremañ.

E  Karaez e oa kêr-benn an Osismied, ha Vorgium e oa hec'h anv latin, savet gant ar Romaned. Ur gêr all o doa, e Vorganium (e  Gwineventer e-kichen Landerne), hag un oppidum er Gozh Yeoded e-kichen Lannuon.

Kavet e vez menegoù anezho e-barzh testennoù an skridaozerien-mañ : Kaezar, Plinius an Henañ, Strabon.

Kemer a rejont perzh en emsavadeg ar Weneted e 56 kent JK hag Osismied a oa en arme deuet war sikour Verkingetoriks sezizet en Alesia.




#Article 55: Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù (366 words)


Graet e vez gant Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù (SDL) eus an holl anaoudegezhioù hag ar chemoù hag e tle bezañ meret gant an dud karget gant ul levraoueg pe gant un greizenn-ditouriñ.
Savet eo bet al lavarenn diwar a saozneg Library and Information Science (LIS).

Meur a dalvegezhioù a zo dindan al talbenn peogwir un dachenn e-kenver. Kaoz ez eus merañ an ditour ha n'eo ket heñvel ouzh an hentennoù a zo perzh meur a Skiantoù an Den.Bez'ez eus temoù teorikel (pe damkanel) koulz hag temoù diwar-benn an ensavadurioù hag ar pleustriñ war treuzkas an Ditour.Dre vras e vez kavet e Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù an tachennoù-mañ.

Koulskoude ez eus diforc'hioù etre an dud a-vicher diwar-benn endalc'h hag harzhoù an dachenn skiantel-mañ.

Al lavarenn Skiant an Ditour a zo bet krouet er bloavezhioù 1960 er Stadoù-Unanet hag er bloavezhioù 1970 e Bro-C'hall.

Studiañ perzhioù hollek an ditour (natur, krouiñ, efedoù) eo danvez pennañ skiantoù an ditour hag a zo renket bremañ e skiantoù ar gevredigezh hag evelto e klaskont tennañ frouezh eus kelennoù evel ar prederouriezh, ar psikologiezh, ar politikerezh, , an armezh, ar yezhoniezh, ar sokiologiezh, ar matematik, an urzhiataerezh,, ar gwir hag all. Evel ar skiantoù sokial, o fal a zo kompren ar fedoù sokial ha sevenadurel ha lakaat war wel ezhommoù darempred a ya gant ar vuhez gevredigezhel. 
Er broioù diavaez eus ar Frañs ne vezont ket nag un neudennerez skolveuriek o vodañ an Ditour hag ar C'hemennadur nag un troc'h etre an Teulierezh hag al Levraouegouriezh.
Pa vez ar C'hreizennoù-ditouriñ ur seurt levraoueg arbennig, n'eus ket un estonn o weled ez eus ur  er Rouantelezh Unanet hag er Stadoù Unanet.
Dre vras, ar vitologiezh a ya gant ar meizad Levraoueg (Bibliothèque) en deus pouezet ken kreñv n'eo ket gwelet an ensavadurioù-se evel modern ha gouest evit skignañ an Ditour (ha koulskoude e vezont modernoc'h-modernañ).
Setu perak, an deuliaouerien o deus klasket sevel ur c'helenn dezho hag e vez kavet an  koulz hag an . An hini kentañ a stumm meur a deuliaouer er gennad prevez hag an eil un tregontad a gargidi hag un nebeut estranjourien.

Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques. Skol Uhel ar Vro, 1996.




#Article 56: Levr (335 words)


Ul levr (liester : levrioù ha levroù e Bro-Wened)a zo un teul skrivet hag/pe moulet hag/pe skeudennet hag a zo hezoug hag a zo un unanded savet a-ratozh. 

Daoust ma seblant splann an dra d'an darn vrasañ eus an dud, n'eo ket degemeret an divizadur-mañ gant lod ha diaes eo sevel unan resis awalc'h.

Hervez Littré, ul levr a zo dastum graet gant meur a follennoù hag a zo ur paron evit un testenn dornskrivet pe voulet warnañ.En Nouveau dictionnaire universel (1870), Maurice La Châtre a skriv m'eo al levr strobadur meur a follennoù paper, leuegen, parch, moulet pe dornskrivet, holl wriet evit kaout stumm ul levrenn goloet gant ur follenn baper, kartoñs, parch, maoutken, leuegen, ler-Marok hag all...

Diwar an deskrivazur danvezel e c'heller dispartiañ 3 c'harg :

Met e wechoù e vez divizet natur al levr diwar an traoù nes ha n'int ket heñvel-rik :
Ul levr n'eo ket levr un enskrivadur war ur savadur  pa n'eo ket hezoug
Ar vedalennoù, er c'hontrol, a zo gwelet a-wechoù evel levrioù
Ul levr n'eo ket nag ur gelaouenn nag ur mareadeg pa n'int ket ur c'henstroll peurglok
Ul levr n'eo ket ur paperenn  dornskrivet pe voulet, rak-se n'eo ket bet savet evit-se.
Ul levr eo a-dra-sur ur c'helc'hgeriadur moulet, met n'eo ket memestra evit ur c'helgeriadur war sederom pe war Internet.

Mesket eo bet un tamm levr ha levrioù gant ar ger eurioù, a anve gwechall al levrioù da bediñ. D'ar poent-hont, al levrioù implijetañ e oa an eurioù-se. An hini anavezetañ a zo Eurioù Briz, diouzh anv e aozer. Un eurioù a c'hell bezañ klevet evit lavarout ul levr e Bro-Leon. Evel reizh e rank bezañ miret evit envel ar Brevial, levr-pediñ ar veleien, levr Liderezh an Eurioù, da bep eur eus an deiz : mintin, kreisteiz, gousperoù, komplidoù, ofis al lennadennoù. Ur palevarzh eus Liderezh nevez an Eurioù en Iliz katolik a zo bet moulet da skouer e 2009 a zo e dalbenn Liderezh an Eurioù, Azvent, Nedeleg, e ti Imbourc'h, 1200 p.




#Article 57: Weneted (110 words)


Ar Weneted a oa unan eus meuriadoù galian Arvorig. Klotañ a ra o ziriad kozh gant Bro-Wened a-vremañ mui-pe-vui. Kêr-benn ar Weneted a oa Gwened a greder (Darioritum e latin).

Anavezet int abalamour d'ar perzh bras o deus kemeret e Brezel Galia. Caius Julius Caesar en deus kontet en e Addisplegoù war Brezel Galia penaos o doa ar Weneted klasket sevel un emsavadeg a-enep ar Romaned e Kornôg Arvorig pa oant merdeerien a-zoare hag o doa listri-brezel bras.Kaezar en doa lakaet galeoù da vezañ fardet e genoù al Liger. An emgann bras war vor a grogas etre listri ar Weneted ha listri Kezar e 56 kent Jezuz-Krist e-tal ar Mor-Bihan.




#Article 58: Pinyin (159 words)


Ar Pinyin (拼音 pīnyīn) zo ur reizhiad skrivañ a dalvez da romanekaat ar mandarineg (da skrivañ anezhañ ent fonetikel gant al lizherenneg latin) hag a vez implijet e Republik Pobl Sina. Pinyin, ger-ha-ger, a dalvez e sinaeg distagañ ar sonioù. Ur verradenn eo evit hanyu pinyin (汉语拼音 hànyǔ pīnyīn, da lavaret eo : distagañ sonioù yezh an Han-ed »). Diazezet eo bet e 1958, ha deuet eo da vezañ ar reizhiad implijetañ evit romanekaat ar sinaeg tro-dro ar bed.

Mar krog ur silabenn gant ur vogalenn war-eeun, ha ma tegouezh e-kreiz ur ger, e vez lakaet ur skrab en he raok. Da skouer « Xi'an » (div silabenn) n'eo ket « Xian » (ur silabenn).

Ar mandarineg zo ur yezh gant tonioù, gant peder zonenn, skrivet e pinyin gant ar sinoù diakritek-mañ :

Ar sin diakritek a vez lakaet war unan eus vogalennoù ar silabenn.

(An niverennoù merket da heul a dalvez evit skrivañ ar vogalennoù pinyin e HTML).




#Article 59: ISBN (148 words)


An ISBN (International Standard Book Number = Reolniverenn etrebroadel al levrioù) a zo un niverenn implijet er bed a-bezh evit anavezadur pep levr embannet. Evit euunañ ar c'heveriañ dre urzhiataer eo bet ijinet ma vije simploch labour al levrdierien, al levrouegerien, an dasparzherien levrioù hag all. Graet e vez ivez gant al lavarenn kod ISBN.

N'eo ket memestra eget an ISSN (International Standard serial Number = Reolniverenn etrebroadel ar mareadegoù) hag a vez enskrivet war ar mareadegoù da lavaret eo ar c'helaouennoù, ar c'hazetennoù ha ivez evit niverenniñ dastumadegoù levrioù.

An niverenn ISBN a ziskouez 3 heuliadenn sifroù kemmus o hirder hag un heuliadenn stabil he hirder, 10 sifr a ya e-barzh evit ober an holl hirder. 
An 3 heuliadenn : A, B, C, D

Evit menegiñ un ISBN goude deskrivadur reoliataet ul levr, n'eus nemet arverañ ar patrom  ; da skouer, evit Geriadur Ménard,  a ro .




#Article 60: Unicode (538 words)


Ur standard er stlenneg eo Unicode ®, bet savet gant Unicode Consortium e Mountain View (Kalifornia) hag embannet e 1991 evit ar wezh kentañ a-benn kemer lec'h ar c'hodoù evel ISO 8859-1, pa oa meur a hini anezho evit meur a rumm yezh.

Unicode a ro da bep arouezenn e ne vern peseurt reizhiad doare-skrivañ, un niver, un anv hag ur c'hodadur hepken en un doare unvan, a ya en-dro dre ne vern peseurt reizhiad urzhiataerezh pe veziant.
E gwirionez n'eo ket bet enboneget an holl reizhiadoù skritur c'hoazh, abalamour da labourioù enklask ret n'hallont bezañ graet nemet gant arbennigourien, evit arouezennoù dibaot-kenañ pe reizhiadoù nebeut-anavezet pe aet da get. An darn vuiañ eus ar reizhiadoù a vez implijet er bed zo dija en Unicode koulskoude.

Liammet eo Unicode Consortium gant ar reolad etrebroadel ISO/IEC (International Electrotechnical Commission) 10646 hag a labour war an hevelep tachenn, met ar reolad ne bled na gant ar sevel arouezennoù na gant o sterva.
Unicode a ra war-dro al lizherennegoù hag an doare da gevreañ al lizherennoù hag an arouezennoù diakritek, da skouer ñ, Ç ha ش.

En doare UTF-8 e c'hall ar reolad Unicode labourat gant ar reolad ASCII (American Standard Code for Information Interchange).

Unicode 12.0 eo ar stumm nevesañ abaoe ar 5 a viz Meurzh 2019 : 137 928 arouezenn zo ennañ.
Kudennoù a chom c'hoazh gant an arouezlunioù sinaat, a vez implijet e meur a yezh gant kemmadennoùigoù a c'hall bezañ pouezus evit al lennerien.

Re strizh e oa ar reoladoù kozh : un heuliad bitoù a dalveze evit ul arouezenn ; gant 7 bit e ra ASCII, hag ar reolad ISO/CEI 8859-1 a implij 8 bit evel an darn vuiañ eus ar yezhoù. Tud Unicode o deus dibabet ober gant bitoù evit termeniñ al arouezennoù ha bitoù all evit o c'hodiñ : 16 bit (2 okted) a voe implijet er stummoù kentañ, ha 32 vit (4 okted) a voe e stummoù kentañ ar reolad ISO/CEI 10646.
Unvanet eo bet an daou zoare dre implijout 20 pe 21 bit dre arouezenn.

Ar furmad hollek UTF-x (Universal Transformation Format) a vez degemeret gant Unicode hag ISO/CEI 10646 ; x eo an niver bihanañ a vitoù implijet e vit kodiñ.

Unicode ne ra nemet listañ arouezennoù ha reiñ un niverenn da bep hini anezho. Ne reoilh ket an doare d'o diskwel war ar skramm pe war ar paper. N'eus liamm ebet etre tres un arouezenn hag he niverenn, pa'z eus unan en ur font ASCII pe ISO/CEI 8859-1 (Latin1, implijet en Afrika, Amerika, Europa ar C'hornaoueg hag Okeania).
Da skouer, daou zoare zo da godiñ an arouezenn ñ : dre un niverenn hepken (arouezenn ragaozet) pe dre niverenn al lizherenn n heuliet gant niverenn an dildenn hep foet (arouezenn liesparzh).  Evit ar lagad e vez gwelloc'h implijout arouezennoù ragaozet.
Gant reizhiadoù skritur evel an devanāgarī  pe al lizherenneg arabek e vez labourus-tre ragaozañ ereadurioù  : kemm-digemm e vez ar grafemennoù hervez o lerc'h er ger ha hervez ar grafemennoù amezek.

Setu emañ skoemp komz eus fontoù Unicode rak sevel ur font gant an holl lizherennoù pe arouezlunioù kevret gant o arouezennoù diakritek hag o ereadurioù n'eo ket a-walc'h : ret eo kaout ur benveg gouest da zivizout peseurt hini implijout.




#Article 61: ISO (150 words)


An ISO (Aozadur etrebroadel evit ar reolatañ pe e saozneg International organization for standardization) a zo un aozadur gant dileuridi aozadurioù ar reolatañ e pep stad hag he fal a zo embann reoladoù etrebroadel evit ar c'henwerzh hag ar greanterezh. Emañ sekretourva kreiz an ISO e Jeneva e Suis. Reiñ harp a ra da bep ezel war tachennoù melestradurel ha teknikel hag e kenurzh ar programm digreizennet evit sevel ar reoladoù. Embann a ra ar reoladoù etrebroadel.

Notenn : Lod a ra gant norm evit reolad.

Bez ez' eus meur a seurt izili :

Evit Bro-C'hall, an ezel rik a zo an AFNOR.

Ur fazi a vez graet alies pa intenter an anv ISO evel pennlizherennoù International Standards Organization pa zeu evit gwir eus ar ger gresianeg isos hag e talvez kevatal. Dibabet eo bet an dra-se ma ne vo ket a diforc'hioù evit envel an aozadur e pep yezh.




#Article 62: Levraoueg (215 words)


Ul levraoueg zo un dastumad levrioù hag ul lec'h ma tastumer anezho. Savet eo ar ger levraoueg diwar ar ger levr gant an dibenn -aoueg, ul lostger hag a dalvez z eus ur c'hementad bras eus ar penngef.

E kerz un den prevez e c'hell bezañ ul levraoueg, met an darn-vuiañ anezho  a zo paeet ha meret gant ur gêr pe un ensavadur. Ar pal a zo reiñ tu d'un toullad  a dud mont da genimplij levrioù ha ne vijent ket gouest kaout ez-prevez. Ur roll bras a zo bet hini al levraouegoù evit treuskas an anaoudegezhioù, al lennegezh ha pep elfenn sevenadurel a c'hell bezañ skrivet pe enrollet pe lakaet war skeudenn.
Koulskoude ez eus bet ijinet meur a baronoù ( e galleg) evit enderc'hel testennoù, skeudennoù ha ditouroù a bep seurt. Teul a vez implijet ivez evit pep a baron un ditour pe ditourioù ennañ. Bremañ e vez kavet e meur a levraouegoù pladennoù (sonerezh pe ditouroù niverel), skeudennoù, oberezhioù arz, bandennoù enrollet, kartennoù (douaroniezh), mikrofichennoù hag all.Muioc'h-muiañ e vez kavet e-barzh al levraouegoù ur mont-tre foran d'an diazezoù-ditour ha d'ar c'henrouedad Internet.
E fin ar XXvet kantved. eo erruet ar chañchamant-mañ bras pa liesseurt eo roll al levraouegoù ha pa teu enno muioc'h-muiañ a ditouroù diavaez n'int ket klozet gant o mogerioù.




#Article 63: Georges Brassens (382 words)


Georges Brassens, ganet d'an 22 a viz Here 1921, e Seta (Cette a veze skrivet neuze), e Bro-C'hall,  ha marvet d'an 29 a viz Here 1981 e Saint-Gély-du-Fesc (16 km en Norzh da gêr Montpelhièr, zo ur  sonaozer-kaner gall, savet gantañ ur bern kanaouennoù.

Ober a ra e studi e lise Sète, daoust da baourentez e dud pa oa e dad ur mañsoner hag e tap e vachelouriezh goude studioù e skolaj Sète hag e lise Montpellier. Entanet eo gant ar varzhoniezh. 
Mont a ra ur wech da Bariz e 1940 hag e teu di en-dro e 1942. Evit chom hep mont da servij al labour rediet — an STO — e kav repu e ti ur Vretonez, Jeanne Le Bonniec, 30 vloaz koshoc'h egetañ ha genidik eus Lannolon.
Homañ eo La Jeanne evel ma rae eus e ostizez hag ez eus kaoz anezhi e div ganaouenn (La cane de Jeanne ha La Jeanne). Chom a raio en he zi ouzhpenn ugent vloaz (en Hent-Dall Florimont eus 1944 betek 1966).
Kaoz ez eus ivez eus madelezh pried Jeanne, Marcel Planche, en ur ganaouenn brudet-tre, l'Auvergnat.

E 1951 e teu da vezañ brudet-tre pa ra berzh e ganaouennoù e tavarnoù-kanañ Montmartre gant harp ar ganerez Patachou. Dre ar skingomz (radio) hag ar pladennoù ez a e vrud er bed gallek a-bezh hag eo bet troet e varzhonegoù-kanaouennoù gant Paco Ibáñez e spagnoleg hag gant Visbor Narod e rusianeg. 
Kanañ a ra e Bro-C'hall koulz hag e Bro Velgia ha e Kebek, met bep bloaz e kan e Bobino, ur sal er rue de le Gaîté e-kichen an Ti-gar Montparnasse, e Pariz.

Ur Breton all en deus laosket e verk e buhez Brassens: Armand Robin. O-daou e oant er memes isstrollad anarkour. 
Armand Robin a vanke dezhañ arc'hant atav, hag e gamalad, deuet pinvidik a-walc'h gant e ganaouennoù, en doa prestet arc'hant dezhañ. Met Robin oa aet d'ar bed all hep rentañ gwenneg ebet en-dro. Memes tra en doa kemeret Brassens un dra digantañ : e anv, rak implijet eo bet gantañ e-barzh ar ganaouenn Bécassine :

Brassens a oa deuet meur a wech da Vreizh, abaoe 1956 betek 1981. Prenet en doa un ti e Lezardrev, ha kroget e oa da zeskiñ brezhoneg.

Un nebeudig eus e ganaouennoù zo bet lakaet e brezhoneg.




#Article 64: ISO 8859 (300 words)


ISO 8859, pe formelloc'h ISO/CEI 8859, a zo un norm eus an ISO hag eus ar CEI war-un-dro, evit kodiñ arouezennoù war 8 bit a-benn tretiñ testennoù dre an informatik. Ar standard a zo rannet etre 15 isstandard, eus an ISO/CEI 8859-1 betek an ISO/CEI 8859-16.

Ma'z eus a-walc'h gant an 96 arouezenn moullapl eus an ASCII evit eskemm stlennoù e saozneg, ez eus ezhomm arouezennoù ouzhpenn evit ar yezhoù all a ra gant al lizherenneg latin, da skouer ar ß (alamanek), an å (yezhoù norzhek), ù, ñ... evit ar brezhoneg. ISO 8859 en deus klasket diskoulmañ ar gudenn-se oc'h ober gant an 8vet bit, laosket dizimplij gant an ASCII, pezh a c'hall roiñ plas evit 128 arouezenn all. Pezh a zo, bez' oa estreget 128 karakter hag a vanke. Setu emaint bet lodennet etre 15 taolenn.

An norm ISO 8859 a zo bet savet evit eskemm stlennoù hepken, pas evit tipografiañ anezhe kaer. Mankout a ra e-barzh arouezennoù e-giz ligaturioù, tiredoù 'zo, traoù all... setu e vez implijet gant ar sistemoù-moullañ sofistiket taolennoù dezhe o-unan, pe (gwelloc'h) Unicode.

E-barzh an ISO 8859, evit c'hoarzh, e kaver an 15 taolenn-mañ :

Pep rann a zo bet divizet evit servij da yezhoù hag a amprest an eil gant eben. Pa c'hoarvez un arouezenn e meur a rann, ez eus bet klasket lakaat anezhañ e-barzh ar memes plas e-barzh pep hini...

E-barzh an daolenn-se emañ ar 20 (32) ar « gwenn », hag an A0 (160) ar « gwenn didroc'hus » (NBSP, pe no-break space e saozneg). AD (173) a zo un tiredig ha na vez ket diskouezet gant browserioù 'zo (SHY, pe soft hyphen e saozneg). Ar c'hodoù etre 00 (0) hag 1F (31), hag ar re etre 7F (127) ha 9F (159) ne vezont ket implijet gant an ISO 8859-1.




#Article 65: Management (129 words)


Ar management a zo penaos merañ ha kas war raok un aozadur, kenwerzhel alies, pe ul lodenn deus ur aozadur, en doare efedusañ, o tispakañ hag oc'h ober gant an danvezioù zo (tud, arc'hant, benviji, korvoderioù dizanvezel). Talvezout a ra merañ pe mererezh met diwar-benn an embregerezhioù peurliesañ.

Dont a reas war-wel en XIXvet kantved er SUA. E penn-kentañ an XXvet kantved e hantero Max Weber e termenadur ar management. E touez skiantoù verañ an armerzhour alaman e kaver mererezh ar c'hoskor, strategiezh an embregerezh, skiant an arc'hant pe ar marketing.

Ar ger gallek mesnagement (diwezatoc'h ménagement) a levezono emdro ster ar ger saoznek management er XVIIvet ha XVIIIvet kantved.
Ar wikipedia spagnolek a lâr Gestión empresarial, merañ an embregerezhioù, hag ar wikipedia e portugaleg Gestão comercial, mererezh gerwerzh.




#Article 66: Doare-lennegezh (101 words)


Un oberenn lennegel bennak a vez klenket atav en ur rumm hervez an doare-lennegezh meret gant an oberour. 

Renkañ al levrioù hervez o doareoù-lennegezh ne c'hell ket bezañ graet hep klask termeniñ an doare krouiñ hag ar stumm lennegel a intenter diwar o lenn, evit heñchañ an danvez-lennerien. Ober ar renkadur-se zo lodenn labour boutin al levraouegerien hag ar werzherien levrioù, al levrierien en o zouez.

Ne vern an doare lennegezh a vo klenket ennañ un oberenn n'eo nemet ur sell diresis a vo spisaet gant al lenner. 

Bez ez eus daou rumm gennadoù pennañ : ar faltazi hag an nann-faltazi.




#Article 67: Roll skrivagnerien Emgleo Breiz (110 words)


E 1946, un nebeud a dud, an darnvuiañ anezhe mistri-skol kar-o-yezh hag o doa kemeret perzh er Rezistañs, pe er stourm a-enep an Alamaned, a oa bet aotreet gant an Deskadurezh Vroadel da zerc'hel ur c'hamp-hañv e Gwaien. 

Da c'houde, ar strollad-se a grouas an Entente culturelle bretonne, Emgleo Breiz. E 1955 e tegemeras skrivagnerien ar bodad-se an doare-skrivañ savet gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, kelenner e Skol-Veur Roazhon d'ar poent-se, graet e voe an doare-skrivañ skolveurieg anezhañ. 

E 1957 e voe krouet ar gelaouenn lennegel viziek Brud a zeuas da vezañ Brud Nevez diwezhatoc'h.

Daveoù :

Favereau, Francis. Littérature et écrivains bretonnants depuis 1945. 'Skol Vreizh, n° 20, 1991




#Article 68: Lennegezh (609 words)


Skrivet gant ar stumm lennégez e oa moulet ar ger e 1821 gant ar Gonideg e-barzh ar geriadur en devoa graet. Savet eo gant lenn, deuet eus ar ger latin legendum : pezh zo da lenn, hag al lost-ger -egezh.

Kevatal eo ouzh ar gerioù galleg ha saozneg littérature ha literature, deuet eus ur ger latin ivez : litteratura (skritur, yezhadur, kultur). Red an amzer a cheñchas ster ar ger e yezh ar broioù-se. Skouer ar galleg eo : An holl skriturioù (), ar c'hultur dre vras () hag adalek an  e talc'h ar ger an doare a intentomp anezhañ hiziv. Da lavaret eo :

E brezhoneg bemdez e karg ar ger skrivagner pouez ar skriv : pep hini a skriv zo ur skrivagner : skrivagner publik ivez ha tout. Arroudet aboae 1499 e teufe ar ger eur al latin pobl *scribenum. A-fed lennegezh ez eus bet rannet an dud etre ar re a skriv levrioù ingal, ar re-se zo skrivagnerien. Douget eo bet aze ster nobl ar re zo skrivañ levrioù o labour. Skriver zo ledanoc'h e ster ha bodet eo an holl a skriv lennegezh, pennadoù da lenn en un doare disuit dindan an anv a skriver, ul levr a lizheradur da nebeutañ.

Pal al lennegezh eo ar gened. Lamet eo al lizheradur hag an holl levrioù na vez ket o danvez krouiñ un oberenn eus ar gened evel levrioù war an istor, war ar brederouriezh, war ar politikerezh. E-maez emañ al levrioù dijapl (Penaos deskiñ saozneg ?, Desevel ma bugale), daoust ma voe skrivet ul levr a sekredoù kegin gant Flaubert. Doareoù al lennegezh a veze a-hed an istor tost eus he skorioù. Pa voe krouet un dra anvet levr gant follennoù nij karrez staget e levrennoù ha bodet a-gevret dindan ur golo e voe cheñchet an doare da resev ar skriturioù, da lenn, da skrivañ. Levrioù moulet a voe un cheñchamant all eus an doare da resev al lenn ha da ober gant ar skrivañ. Traoù nevez a vezo ijinet e korf an oberennoù lennegel war-bouez implij ar Rouedad. Tammoù lies-media a vezo paket e-touez ar skriturioù.
E-book, ger saozneg evit ul levr elektronek, a zo ur chañs bras evit an holl n'o devez ket darempredoù gant hanterourien ar c'hultur evel al levraouegoù, ar skolioù, ar skolioù-meur… en Trede Bed. Er C'hornôg, avat, e vez divizoù war gwirioù an aozerien. Penaos d'an dud kendelc'her o micher a skrivagnerien, e-barzh strolladoù musik, evel treserien bannoù-treset… ma vez roet ar c'hultur d'an dud evit mann.

Pa skriver e raer gant stummoù ha furmoù dibabet : . Ne vez ket termenet fin a-wezhioù met e vez sentet an diforc'h etre ur romant, ur barzhoneg pe ur pezh-c'hoari. Dibabet eo lusk ur skrid hag is-rummadoù a vez rannet : du evel ma vez romantoù polis zo, karantez leun ar pajennadoù evit al lennegezh roz, levrioù hag a vez skrivet gant tud gour evit ar re yaouank eo lennegezh ar yaouankiz. Ne vez ket bevennet resis hag er bed ma vevomp ez eus tremen eus un doare d'unan all.Degemeret e vez stummoù evel gwir lennegezh ; disprizet e vezent un amzer zo bet gant kelennerien war al Lizhiri : Skiant-faltazi, romantoù polis…

E-pad pell ez eus bet ur pal d'ar studi lennegel : rannañ pezh a veze bet skrivet mat, hervez reolennoù klasel diouzh an holl oberennoù, lezet a-gostez.Bremañ e vez degemeret muioc'h a zanvezioù ha liesseurt eo deuet da vezañ ar studiañ lennegezhioù. Kemeret e vez an oberennoù en o amzer, sklêrijennet gant oberioù ar skrivagner, piv en devoa levezonet anezhañ. Hag al lennegezh keñveriet a laka keñver-ha-keñver lennegezhioù a bep seurt evit gouzout mont en-dro al lennegezh studiet.




#Article 69: Kontadenn (354 words)


Ur gontadenn a zo un istor a vez kontet, pe lavaret da gentañ penn. 

En istor-se e vez kaoz eus tudennoù faltaziet, hag eus darvoudoù ijinet, hep klask gwirionez ebet, hep klask bout gwirheñvel e doare ebet. 

Se zo kaoz e vez graet a-wechoù gant ar ger marvailh (eus ar galleg merveille), a zo heñvel e ster. Marvailher a zo dezhañ ar memes ster ha konter.

Kalz tud a ra bremañ gant ar moliac'h  pe marzh ivez. 

Orin kontadennoù'zo a zeu eus an amzerioù kozh-tre, hag int bet treuskaset dre gomz. Setu perak e vez graet kontadennoù hengounel eus lod anezho.
Pa vez treuskaset un istor dre gomz e vez kemmet atav tra pe dra ennañ: al lec'h, an anvioù, an amzer, ar stumm lennegel (eus ar varzhoniezh d'ar c'homz-plaen, da skouer), ar framm hag all.

Kontadennoù hengounel a vez kavet er bed-holl o-deus ur pe vuioc'h steuñv-dezrevell kozhpatromel (ger da wiriekaat).

Rummataet eo bet ar steuñvou-dezrevell-se gant ar folklorour finlandad Antti Aarne (1867-1925) ha kendalc'het eo bet al labour gant un Amerikan, Stith Thompson. 

Ur folklorour rusian, Vladimir Propp en-deus studiet framm ar c'hontadennoù moliac'h hengounel ha Bruno Bettelheim en-deus diskouezet penaos e veze stag ar ar steuñvoù-dezrevell ouzh ar frammoù digemm lakaet wae wel gant ar bsikologourion pe ar bredelfennerezh. Gantañ eo bet renevezet elfennadur ar c'hontadennoù brudetañ (Kroc'hen-azenn, da skouer).

A wechoù e vez adkrouet ar c'hontadennoù hengounel gant skrivagnerien'zo. An Danad Hans Christian Andersen hag an Alaman Ernst Hoffmann eo ar re anavezetañ. 

E Breizh, Yann ar Floc'h, Ivon Krog hag Erwan ar Moal o deus savet seurt kontadennoù, darn anezho ijinet diwar patrom an hengoun.

A-gozh, ar c'hontañ a zo bet dibunet ha treuzkaset gant ar merc'hed a veze o wiata pe o nezañ. E Bro-Dreger e vezent anvet nozvezhioù hag e veze kontet istorioù er filajoù-se.  
Ar vagerezed o-deus treuskaset hep ehan keid ar c'hantvedoù miliadoù a gontadennoù ivez.
Hag evit gwir, ar merc'hed o deus kroget er XVIIvet ktvd treuzskrivañ kantadoù a gontadennoù en un dastum bras, Le cabinet des fées, meur a levrennoù gantañ. E-touez ar merc'hed-se e kaver Madame d'Aulnoye (Contes de ma mére l'Oye).




#Article 70: Roll al livourien e Breizh en XXvet kantved (191 words)


Anv al livourien o deus labouret e Breizh en .

Henri Barnoin
Jean Bazaine
Adolphe-Marie Beaufrère
Eugène Béjot
Pierre de Belay
Émile Bernard
Edmond Bertreux
Paul Bloas
Bernard Buffet
Camille Bryen

Renée Carpentier-Wintz
Jean-Claude Carsuzan
Henry Cheffer
Marie-Renée Chevallier-Kervern
Jean Chièze
P E Clairin
Michel Colle
Ernest Corelleau

André Dauchez
Fernand Daucho
Jean Degottex
Maurice Denis
Louis-Marie Désiré-Lucas
Jean Deyrolle
Émile Dezaunay
François Dilasser
René Duvillier

Caroline Espinet
Yves Floc'h
Lionel Floch
Jean Frélaut
Othon Friesz

Germaine Gardey
Georges Géo-Fourrier
Ernest Guérin
André Hardy
Emma Herland

Yvonne Jean-Haffen
André Jolivet
Lucien Jonas
Xavier Josso

Yvette L'Héritier
Élodie La Villette
Jean Émile Laboureur
Dan Lailler
Charles Lapicque
Jean Le Merdy
Simone Le Moigne
Maurice Le Scouézec
Henri Le Sidaner
Joseph-Marie Le Tournier
Maurice Lederlé
Henry Leray

Albert Marquet
Henri Marret
Maxime Maufra
Hervé Méheust
Mathurin Méheut
M Ménardeau
Robert Micheau-Vernez 
François Moal
Paul Morchain

Michel Noury
Norbert Nüssle

Roderic O'Conor
Ortiz de Zarate
Michel Pagnoux
Jules Paressant
Pierre Péron
Georgette Piccon
Yves Picquet
Yves Plusquellec
Ferdinand du Puigaudeau
René Quéré

Yvan Ropars
Pierre Roy
Joseph Alexandre Ruellan
Paul Sérusier
Jim Sevellec
Tal-Coat
Jean-Paul Thaéron
Yves Tanguy
Félix Valloton
Édouard Vuillard
Charles Wislin




#Article 71: Maloù (304 words)


Maloù zo ur manac'h brezhon deuet da vezañ ur sant meur, unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh. Anavezet eo evel saint Maclou e ranvroioù 'zo eus Bro-C'hall (Maclovius pe Machutus e latin, hervez an testennoù kozh ). 

Dont a ra an anv eus an  hengeltieg, mac'h + low, a dalvez evit gouestl lufrus. Lidet e vez gouel sant Maloù d'ar 15 a viz Du.

Ganet e oa Maloù e Gwent, Kembre e fin ar . Mont a reas d'ar skol da vanati Llancarfan. Echu e studi gantañ, e chomas ar paotr yaouank er manati evel manac'h. Kontañ a reer e vije bet badezet Maloù gant Sant Brendan hag e vije deuet da vezañ unan eus e ziskibled. 

Anvet e voe da eskob, hervez ur vojenn hag e kuitaas e vro c'henidik. Bet e vije gant Sant Brendan e-pad e veaj kentañ da glask ar Baradoz. Treuziñ a reas ar mor un eil gwech gant kompagnuned hag e-pad an eil beaj-se e vije bet avielet inizi hanternoz Bro-Skos gantañ. Douarañ a reas en diwezh en enez vihan ar penitiour Aaron. Alese ez eas da gêr Aled, ma teuas da vezañ ar c'hentañ eskob anezhi. Eno en em lakaas da brezegenniñ, mes ar pezh a lavare ne blije ket d'an holl. En em dennañ e reas neuze e Bro-Saintonge. Eno e varvas d'ar 16 a viz Du eus ar bloaz 649.
Ul lodenn eus e relegoù a zeuas en-dro da Aled, sez an eskopti kaset goude pelloc'h war ribl ar mor e-lec'h m'emañ kêr Sant-Maloù hiziv. 
Maloù a zo unan euzh ar seizh eskob diazezer a ya ar birc'hirined da welout o fennilizoù  pa reont Tro Breizh.

Skrivet eo bet  Vita S. Maclovii (buhez Sant Malou) war-dro 870. Embannet e voe e 1636 gant Alberzh Meur (Albert le Grand), manac'h dominikan eus Montroulez.




#Article 72: Doareoù-skrivañ ar brezhoneg (501 words)


Meur a zoare-skrivañ zo bet en istor ar brezhoneg skrivet.

Studiet mat eo bet gant ur c'helenner eus Skol-Veur Roazhon anvet Léon Fleuriot hag en deus savet ur geriadur hag ur yezhadur eus an henvrezhoneg diwar an holl dornskridoù bet lennet gantañ.

Ar C'hatolikon, pe levr hollek, eo anv ar geriadur kentañ bet savet en brezhoneg, pe en krennvrezhoneg, ar yezh evel ma oa d’ar c’houlz-se er , ha hennezh ivez eo ar geriadur kentañ bet graet en galleg zoken, hag ouzhpenn-se, e vez kavet ivez troidigezh latin pep ger, rak an teir yezh a zo bet lakaet kichen-ha-kichen, ar ger brezhoneg da gentañ, al latin goude hag ar galleg da ziwezhañ. Savet eo bet ar geriadur-mañ gant Yann Lagadeg (pe Jehan Lagadeuc) eus Plougonven. Moullet e voe e Landreger er bloavezh 1499, un toullad bloavezhioù hepken goude ma voe ijinet ar moullañ.

Diwezhatoc’h, e-kerzh ar XVIIvet kantved| hag an  ez eus bet meur a hini all o labourat war ar brezhoneg. 

Re levezonet e veze o yezh gant ar galleg avat. Tapet o devoa bet moarvat an aozerien anezhe o gouiziegezh dre al latin hag ar galleg a veze implijet er studioù klasel evel ma oa kelennadurezh an holl gloareged d’ar c’houlz-se. Evelkent, pa seller ervat e-touez ar bern gerioù gallekaet ijinet gante, e kaver e-leizh a c’heriennoù brezhoneg brav ha pinvidik mat da vezañ miret e geriadurioù ar yezh a-vremañ.

En , avat, e vo sklaeraet an traoù, didoueziet ar gerioù mat a vrezhoneg eus mesk ar pezh a oa bet dastumet a-raok. Se a voe labour ar Gonideg. Hennezh a vez graet anezhañ unan eus tadoù ar yezh. Daoust ma c’hall tud ’zo kavout rebech en e oberoù, en deus graet ul labour a oa ret ober : skrivañ brezhoneg en un doare unvan (ar soniad [k] a ranke bezañ skrivet K atav, da skouer), stummañ ha frammañ ar yezh a-benn gallout mont pelloc’h ganti hag implijañ anezhi evel n’eus forzh petore yezh all. Amable Troude, e-kreiz an  kantved, a savas ur geriadur galleg-brezhoneg troet kalz war rannyezh Leon, skrivet en doare-skrivañ kinniget gant ar Gonideg. Ennañ e kaver ivez ur c’heriaoueg klotennoù da sikour ar varzhed. Émile Ernault, kelenner skol-veur, a studias rannyezhoù Treger ha Gwened hag a savas meur a c’heriadur pinvidik-bras a zo c’hoazh gwall zedennus gant ar gerioù resis o tennañ d’an danvez-se.

En doare-skrivañ-se e voe embannet Geriadur Frañsez Vallée hag ar gelaouenn  Gwalarn, betek 1941.
Roparz Hemon, penngaser Skol Walarn, a savo ur bern geriadurioù ha yezhadurioù, en o zouez ar geriadurig a vez gwerzhet c’hoazh bremañ (nevesaet e zoare-skrivañ).

Setu pezh a weler hiriv:

Ar reolennoù-mañ n'int ket evit diskouez distagadur ar gerioù, nemet evit merkañ o rumm yezhadurel.

Yezhoù
[cy] Kembraeg
[fr] Galleg
[hb] Henvrezhoneg
...

Parlantoù-kornad
[K] Kerne
[L] Leon
[T] Treger
[Gw] Gwened
[KT] Kerne ha Treger
...

Levrioù
[C] Catholicon
[TDE] Geriadur Troude
[ERN.V] geriadur gwenedek Émile Ernault
[FV] Geriadur François Vallée
[RH] Geriadur Roparz Hemon
[JG] Levrioù Jules Gros
[GBV] Francis Favereau: Geriadur ar Brezhoneg a-vremañ




#Article 73: Kaourintin (sant) (359 words)


Unan eus ar seizh sant diazezer eo Sant Kaourintin (Corentin e galleg). Hervez an hengoun, e oa kentañ eskob Kemper er . 

Ganet e oa bet sant Kaourintin e Bro-Gerne, unan eus broioù Breizh. En em dennañ a reas e-pad meur a vloavezh da ren eur vuhez a benitiour (pe ermit) e koad ar Porzhe e-harz Menez C'homm. Deuet e oa ar roue Kerne, Grallon, evit goulenn d'ar sant hag-eñ e felle dezhañ mont da eskob Kemper.
Gwelet a reas ar roue penaos e tenne Kaourintin e voued diwar ur burzhud pemdeziek: ur peskig a oa o vevañ en ur feunteun nes d'ar peniti ha bemdez e kemere diouti ar penitiour al loenig evit troc'hañ un darn gig a oa e damm boued evit an deiz. Met, goude bezañ bet adlakaet en dour  e teue ar c'hig war gein ar peskig en-dro.
Kaourintin a zeuas da vezañ kentañ eskob Kemper, met rannañ a reas e vuhez etre e labour a eskob hag e vuhez a lean a zalc'has atav.Skuizh gant ar garg e klaskas kinnig anezhañ da sant Ronan, e amezeg, met ur wiadenn-gevnid vurzhudus a viras ouzh Kaourintin a zigeriñ dor peniti sant Ronan. Marteze e varvas war-dro 530. Gourdisten, abad Landevenneg, a savas e veuleudi war-dro 800. 

E relegoù, strewet e meur a vro (e Marmoûtier; en Abington, Waltham ha Glastonbury e Breizh-Veur) pa sailhas an Normaned e Breizh, a zo bet, darn anezho, rentet da Iliz-veur Kemper, el lec'h ma vezont enoret.

Lidet e vez e meur a lec'h evel chapel Leskobed e-barzh Ploudiern (hag e weler  o vont di ar feunteun vurzhudus), Enez Sun ha Kerne-Veur. Roet en deus e anv da iliz-veur Kemper. E Kernev-Uhel ez eus anv anezhañ Bourc'h-Kintin ha Sant-Konan. Ur chapel a zo war e anv e Skrigneg, e Toull-ar-Groaz bet adsavet gant Yann-Vari Perrot, hag eñ person ar barrez, a voe lazhet e 1943 en ur zistreiñ war droad eus ar pardon.

Kaourantin, Kaourant, Kaour(ig), Tin(ig), Kaourintina, Kaourantina, Kaoura, Tina(ig). Ar stumm henvrezhonek a zo cobrant. N'eo ket sklaer ar ster. Pe eo ar ster nes d'an heniwerzhoneg cobair = sikour pe nes d'ar ger keureug a dalvez evit eog-red.  




#Article 74: Menez C'homm (290 words)


Menez C'homm a zo un dorgenn, 330 m hec'h uhelded, hag a zo e kornaoueg Breizh. Penn pellañ ar Menez Du eo.
Rannet eo etre kumunioù Dineol, Ploudiern ha Sant-Vig dreist-holl.
Teir uhelenn a zo gant ar menez: 

Dont a ra anv ar menez eus e stumm moarvat, ar ger komm, hag a gaver alies el lec'hanvadurezh keltiek, hag a dalvez ur seurt kib etre daou venez (keñveriañ gant anv Kommanna da skouer). Evit Menez C'homm eo an tamm dinaou a weler etre an daou veg uhelañ.
Ouzh harz ar menez e kaver ar stumm digemm en anv ar gêriadenn Kergoad-Komm.

Anavezet e oa gant merdeerien an Henamzer dre an anv latin Mons occidentalis p'eo un mell arouez-aod.
Hervez tud 'zo, evel Léon Fleuriot, e c'hallfe bezañ ivez ar Cruc Ochidient meneget gant Nennius (Historia Brittonum , rann 27) hag a ro bevennoù an dachenn roet d'ar Vrezhoned kentañ er pezh a zeuy da vezañ Breizh diwezhatoc'h:

Meurvein a oa war ar menez gwechall, kalzik a zo bet distrujet e-kerzh ar brezel bed diwezhañ. Chom a ra c'hoazh taol-vaen Menez Lie.
War-du ar Su e kaver ur chapel savet er  gouestlet da Itron-Varia Menez-C'homm el lec'h ma veze foarioù e kroaz an hentoù Kraozon-Karaez ha Brest-Kemper. Pelloc'h, e su ar menez, e kaver ivez al lec'h ma oa sañset peniti sant Kaourintin e parrez Ploudiern. Aze, e kêriadenn Leskobed, ez eus ur chapel vodern en anv ar sant.
E tu ar gevred, e Sant-Vig, e kaver ur chapel anvet sant Kom, dre heñvelebiezh gant anv ar menez hep mar.

Ouzh tor ar menez, eus tu ar reter, ez eus ur bern mein hag a vije, hervez ar vojenn, bez ar Roue Marc'h.

Treuzet eo Menez C'homm gant ar GR 37.




#Article 75: Skinwel (167 words)


Ar skinwel a zo un teknik dezhañ e bal treuzkas, dre orjal pe dre wagennoù skindredanel, skeudennoù fiñv pe arvestoù bev, a-gevret gant ur son peurvuiañ, da vezañ gwelet war ar prim war ur skramm, keñver un ardivink resever a reer skinweler anezhañ.

skin + gwel evit treuzskrivañ ar galleg radio(télé)vision. Kavet e vez ivez an televizion hag ar bellwelerez. Gerioù nes : skignerezh, skingaser, skingasadenn, skingomz, skinpeul.

Ret e voe kavout un tu da dreuskas, dre ur red-tredan pe dre ur skin, elfennoù ur skeudenn lerc'h ouzh lerc'h goude bezañ o dezrannet poent ha poent, linenn ha linenn.
En deroù e voe embreget ur wikefre a-benn ergerzhet un teskad marellek a gelloù fototredanek, met kavet e voe un doare efedusoc'h en ur skannañ anezho gant ur feskennig elektronioù.

Ar marelladur a zo bet deskrivet gant George R. Carey (Amerikan) e 1877.
Ar skannañ a zo bet deskrivet gant Constantin Senlecq (Gall) e 1879 en ur télectroscope gant ur holldreser (pantograf) a-dreñv d' ur skramm treuzwelus. .




#Article 76: Oded (314 words)


An Oded a zo ur stêr a ziskenn eus ar Menez Du er gwalarn da Roudoualleg (Kerne - Mor-Bihan) betek ar Mor Atlantel etre Benoded ha Kombrid. Emañ e andon e kumun Sant-Wazeg, e Yeun ar Vouster. Dont a ra Benoded eus Ben + Oded : ur ger kozh eo ben evit diwezh ur stêr, ar genoù anezhi.
Treuziñ a ra Kemper, kêr-benn Bro-Gerne ha pennlec'h Departamant Penn-ar-Bed.
Evel meur a stêr e Breizh eo froudel e renad ken e tegas dourioù-beuz e-pad an diskaramzer hag ar goañv dre n'hell ket an dour-glav silañ don er c'harregadoù dizintrus a gaver e pep lec'h. Grevusoc'h eo ar gudenn gant ar c'hêriekaat pa zeu an douaroù da vezañ dizintrusoc'h-dizintrusañ hag ouzhpenn-se, er bloavezhioù 1960-70 eo bet diskaret ar c'hleuzioù a vire ouzh an dour da redek d'an dourredennoù diouzhtu.
E miz Kerzu 2000 eo bet beuzet darn eus kreiz-kêr Kemper pa ziruilhe an Oded 100 m³/sec.
A-raok skeiñ war-du Kemper e treuz an Oded ur ganienn strizh ha roc'hellek anvet ar Stangalar (Stank Alar, marteze) ha priziet mat gant ar valeerien.
Ez-ofisiel e krog an Oded morel adalek ar palez-justis hag e tiskenn d'ar mor war 18 km, met al lanv a ya betek ar porzh-houarn, 2 km uheloc'h.
Ur porzh-kenwerzh anvet Kornigell a zo bet staliet e penn an aber: ouzh ur c'hae, 500 m a hirded, e vez ereet listri-karg bihan ha listri-sabl.
En e benn, e Kemper, aber an Oded, 20 km he hirded, goude ur ganol-vor strizh, a ya d'ober ul vorlennig anvet Bae Kerogan, met strishoc'h-strishañ e teu da vezañ pa ziskenn, etre Ploveilh ha Pluguen, en ur ganienn goadek hag a zo ul lec'h touristel a c'heller gweladenniñ gant listri-treizh.
Kavet e veze gwechall anv ar stêr en anv gallek kumun Brieg (Briec-de-l'Odet) hag e-pad an Dispac'h gall, Montagne-sur-Odet e oa an anv nevez roet da Gemper evit abegoù politikel.




#Article 77: Roll berradurioù e tachennoù politikel, armerzhel ha kevredigezhel (128 words)


	
		  Brezhoneg         Anv en e hed     Galleg       Saozneg   
	

		ABKAozadur Bedel ar C'henwerzh OMC WTO
	 
	
		ABU Aozadur ar Broadoù Unanet ONU UNO
	
	
		ANG Aozadur nann-gouarnamantelONG NGO
	

		B8 Bodad an 8G8 G8
	

		KAE Kumuniezh Armerzhel EuropaCEE EEC
        

		KEE Kumuniezh Ekonomikel EuropaCEE EEC
	 

		KSDKenglad ar Stadoù Dizalc'h CEI ISC
	

KSDKuzul an Norzh KN ISC
	

		MDM Merk Diorren Mab-denIDH HDI
	

		POBOL Politikerezh boutin war al Labour-douarPAC 
	

		PBG Produadur Broadel GrosPNB GNP
	

		PDG Produadur Diabarzh GrosPIB GIP
	

		PDK Produadur Diabarzh KrizPIB GIP
	

		RDA Republik Demokratel AlamagnRDA GDR
	

		RFARepublik Federal Alamagn RFA GFR
	

		SME Sistem moneiz EuropaSME ECS
	

		SWS Stadoù war straniñPMA LAC
	

		SWZ Stadoù war ziorrenPVD DC
	

		SNG Stadoù nevez greanteletNPI NIC
	

		UE Unaniezh EuropaUE EU
	

		SUA Stadoù-Unanet AmerikaEUA USA
	

		TFA Takad frankeskemm Amerika an NorzhALENA NAFTA
	

		URSS Unaniezh ar Republikoù Sokialour SoviedelURSS USSR
	




#Article 78: Enez-Sun (180 words)


Enez-Sun a zo un enezenn er c'hornôg da vBreizh hag ur gumun ivez. Suniz a reer eus annezidi Enez-Sun, pe Enezourien kalz aliesoc'h en Enez. E kostez Leon e vez distaget Sizun pe Suzun.

Deskrivañ a ra Pomponius Mela Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezh an drouized.

Da lâret eo 133 Sunad, etre 14 ha 54 bloaz...

Al lestr-kenwerzh S.S. War Song a voe kaset d'ar strad gant tennoù ul lestr-spluj alaman d'ar 15 a viz Genver 1918, 19 kilometrad er c'hornôg d'an enez, e-kerzh ar Brezel-bed kentañ.

Emañ e 8 km rik er c'hornôg da Veg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet e Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'harregoù-tarzh pellañ eo bet savet en  kantved tour-tan ar Maen.
Hec'h anv a zo ivez hini ar c'hab a zo en tu all d'ar Raz anvet ar C'hab Sizun (ar C'hab e genoù an holl).

Rust eo ar mor el lec'hioù-se ma vev lod eus an enezourien eus ar peskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat.




#Article 79: Pontekroaz (390 words)


Pontekroaz (distagadur: ) a zo ur gumun lec'hiet e Kerne-Izel, e kanton Douarnenez, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh.

Heñvel a-walc'h eo lec'hiad Pontekroaz ouzh hini Kemper p'emañ an div gêr en un uhelgompezenn a-us d'ur stêr (a-us div stêr e Kemper) o redek eus ar C'hornôg hag e traoñ dezho e ra ar stêr bennañ un droenn a-serzh evit diskenn d'ar mor.
E genoù stêr Waien, 6 km pelloc'h e kaver ur porzh hag a zo Gwaien e anv ivez hag ur porzh all, a-dal da Waien, Poulwazeg e anv (e kumun Ploeneg).
A-gozh ez ae ar bigi-samm a-hed an aber betek Pontekroaz e-lec'h ma kave ur pont e fin dourioù dous ar stêr. Diborzhiañ a rae Pontekroaz produioù labour-douar (edoù, legumaj) hag enporzhiañ a rae gwin eus Bourdel ha holen Breizh.
Kanienn ar Stêr-Waien a ya a-hed un ugentad a gilometradoù war un ahel eus he mammennn e Pennwaien e Ploneiz betek ar gammdro war-zu ar Su, met div stêr all a gaver en ur foz tektonek er c'hornôg en ur vont betek Bae an Anaon etre Beg ar Vann en Norzh ha Beg ar Raz er Su.

Ar Bonterien pe tud ar Pont a vez graet eus an annezidi. Stumm hir hag anv ofisiel brezhonek: Pontekroaz; anv war ar pemdez: ar Pont.

Er  ez eo ar familh Rozmadeg eus Terrug a ya da c'hounit an dreistrenk hag a vo anvet d'ar c'hargoù uhelañ: un eskob hag un den a fiziañs e-kichen ar Roue-Dug e penn ar .

E savadurioù ar c'hloerdi e oa bet staliet ur skolaj-lise prevez dindan baeroniezh sant Visant serret hiziv (ar skolaj a zo bet dilec'hiet da skol gatolik Itron Varia Roskudon). Ennañ e oa bet lojet lod eus an archerien vobil kaset da Blougoñ e 1980.

Ul lec'h evit stalioù ar c'henwerzh dre vras eo kêr ar Pont hag e teu d'en em staliañ enno muioc'h-muiañ a dud a justis (notered, urcherien), a varc'hadourien, a artizaned. Kavet e veze ivez letioù pa greskas an touristerezh hag e dibenn ar c'hantved e oa bet savet gant ar C'huzul-departamant ul linenn hent-houarn gant roudenn strizh hag a yae eus Douarnenez da Waien hag ivez ul linenn hent-houarn hag a yae eus Pontekroaz da Bont-'n-Abad (graet a veze an treñ youtar eus al linenn-se dizimplijet e 1946).

Pontekroaz a oa penn kanton betek 2015.




#Article 80: Porzh (bagoù) (125 words)


Ur porzh zo ul lec'h ma c'hall bigi pe listri kaeañ. Porzhioù zo war an aodoù pe war ribloù ar stêrioù. Ober a reer porzh eus ul lec'h ma c'haller dont gant bag pe lestr. Met graet e vez porzh eus kement pleg-mor, bihan ha bras, ma c'heller lezel ur vag, gant ma vo posupl lakaat anezhi er goudor.
En Henamzer e oa porzhioù bras koulz war ar mor ha war ar stêrioù. Tennet e veze splet eus an enezennoù pe evit bezañ goudoret a-dreñv dezho pe evit sevel un hent a-dreuz ar stêr (war roudouroù pe war bontoù) hag e veze krouet ul lec'h-kenwerzh.
Skouer un enezenn a-raok ur porzh : Douarnenez, Konk-Kerne, Rosko, Sant-Maloù.
Skouer un enezenn war ur stêr : Naoned, Pariz.




#Article 81: Kumun c'hall (221 words)


Ar gumun eo bihanañ rann ar melestradur tiriadel e Bro-C'hall ; 36 699 a gumunioù zo e 2014 goude m'eo deuet Mayotte da vezañ un departamant gall d'an 31 a viz Meurzh 2011, pa'z eus 8 072 kumun en Italia d'ar 1añ a viz Genver 2014.

Anvioù nes d'ar ger kumun a zo roet e broioù all (Alamagn, Beljia).
Er broioù ma vez komzet ur yezh a orin latin e vez graet gant gerioù tennet diwar al latin municipium.

Bihanañ rann velestradurel gall eo bihan he gorread keitat e-keñver re ar broioù all. Meret e vez gant ur c'huzul-kêr hag ur maer en e benn.

Krouet e voe ar c'humunioù diwar al lezenn votet d'an 11 a viz Du 1790. Re ar parrezioù kozh eo harzoù ar c'humunioù dre vras, met un darn vat zo bet krouet diwar ur patrom all :

Er raktres kentañ e oa bet kinniget ma vije savet kumunioù bras karrez 6 lev o ment, da lavaret eo war-dro 24 km.
An anv gall commune a zeu eus an emvodoù bourc'hizien a oa bet aotreet gant ar galloudoù (roueed, eskibien, aotrounez) e kêrioù 'zo evit ar merañ armerzhel ha surentel.

Dastumet eo an testennoù koulz lezennel ha reolel e Kod hollek ar strollegezhioù tiriadel (Code général des collectivités territoriales - CGCT) a zo bet embannet e 2000.




#Article 82: Añjela Duval (536 words)


Añjela Duval, Marie-Angèle Duval ent-ofisiel e galleg, «Dual» pe «Dualenn» an anv-familh-mañ e brezhoneg, a zo ur varzhez hag a skrive e brezhoneg, bet ganet d'an 3 a viz Ebrel 1905 er C'houerc'had, e-tal kichen Plouared (Aodoù-an-Arvor), hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Du 1981, en Lannuon.

Añjela Duval 'zo bet ganet e 1905, merc'h da Erwan Duval ha da vMari-Soaz an Olier. E-kreiz maezioù Bro-Dreger e oa he zud o terc'hel ur menaj bihan, e Traoñ-an-Dour, e parrez ar C'houerc'had. Eürus eo bloavezhioù kentañ ar plac'hig, daoust ma n'eus bugel all ebet nag en ti, nag er gêriadenn. Al loened hag ar plant eo he mignoned kentañ. Ar skol, ur bed kriz, a laka un harz d'ar mare eürus-se. Er skol e chom betek he daouzek vloaz.

Da bemzek vloaz, e 1920, e wisk Añjela ar c'hoef. Ur plac'h yaouank eo bremañ. Gant merc'hed en oad ganti e vez gwelet er pardonioù hag er frikoioù. Ur goantenn, pe ur bleumpenn an hini eo. Plijout a ra da baotred an terouer. Lizheroù a skrivont dezhi evit goulenn an aotre da zaremprediñ pennhêrez Traoñ-an-Dour. Ne blij hini ebet d'ar vamm. Tud Añjela o deus ezhomm eus o merc'h e-barzh er menaj. Aet int war an oad : an tad zo bet ganet e 1861 hag ar vamm e 1867. Labour a-walc'h zo : start eo ar bloavezhioù 30-36 evit ar gouerien rak ar prizioù zo aet d'an traoñ... Hag e 1939 e tarzh ar brezel. N'he devez ket Anjela kalz amzer da soñjal en dimeziñ. Labourat a ra kement hag ur mevel. Degas a ra yaouankiz e-barzh he zi ivez.

E 1941 ez a an tad da Anaon. Ar vaouez yaouank a gemer penn ar menaj. Bez' e plij al labour-douar dezhi. Desket he deus ar vicher digant he zad. Heuliet he doa kentelioù labour-douar dre lizher ivez. Pounner eo ar samm avat. E 1951 e varv ar vamm. Pa zeu an noz e vez Añjela hec'h-unan ouzh taol. Ur vaouez 46 vloaz eo, merket he c'horf gant al labour. Pell emañ koantenn Traoñ-an-Dour.

Goude ar brezel e cheñch al labour-douar. Adalek 1954 e vez prenet traktorioù ha goroerezed. E 1958 e kroger da adlodennañ an douaroù... Implijad ar bank a gemer, tamm-ha-tamm, plas ar person. Mestrez Traoñ-an-Dour a gompren ne vo ket a blas eviti el labour-douar nevez.
Lenn brezhoneg a rae-hi abaoe yaouank, met ne oa ket bet gouest da skrivañ anezhañ kent ar bloavezhioù 1960. D'ar mare-se, ma oa-hi o klask ur gelaouenn vrezhonek, e oa bet roet anv Ar Bed Keltiek dezhi.

Emsaverez ha broadelourez e oa-hi, ar pezh a oa dibaot a-walc'h evit ur beizantez.
Difenn a rae ivez an natur, hag ur gristenez gredus e oa ivez.

Deuet e oa-hi da vezañ anavezet e-maez bed ar brezhoneg goude un abadenn-dele, Les Conteurs, e 1971. 

Skrivet he deus bet e-barzh Al Liamm, Barr-Heol, Ar Bed Keltiek hag Hor Yezh.
Hec'h Oberenn glok zo bet embannet er bloaz 2000. 1 000 skouerenn a oa bet tennet eus ar levr ; gwerzhet int bet buan. Un embannadur all a zo bet e 2005.

Meur a wech eo bet kanet he barzhonegoù gant arzourien liesseurt. Gwelet : Kanaouennoù savet diwar barzhonegoù Anjela Duval.




#Article 83: Pondi (602 words)


Pondi zo ur gumun hag ur gêr e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.

Hervez ar richenn e oa bet krouet Pondivi gant ar manac'h sant Ivi er .

Trubuilhoù a voe e kêr d'an 21 ha d'an 22 a viz Gouere 1675 ; taget e voe ti ur bourc'hiz hag evet ar gwin a oa eno. Aloubet e oa bet kêr Bondivi d'an 21 « gant 2000 peizant a lonk pe skuilh 400 muid eus feurm an deverioù » ; dieubet eo bet gant « e vourc'hizien » d'an 21 a viz Even. 
Digolloù a voe paeet gant parrezioù Noal-Pondivi (8 000 lur), Malgeneg (1 500 lur), Stival (500 lur) ha Bizhui-an-Dour (400 lur) d'an aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg .

Krouet e voe ar gumun e 1790 e departamant ar Mor-Bihan. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h ur c'hanton, hini Pondivi, gant kumun Pondivi ennañ hepken, ha da benn ur bann, seizh kanton ennañ : Baod, ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Noal-Pondivi, Pluniav ha hini Pondivi. E 1795 e voe dilamet ar bann. E 1800 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h arondisamant Pondivi bet krouet gant al lezenn eus ar 17 a viz C'hwevrer 1800. Brasaet e voe kanton Pondivi dindan anv Kanton Pondivi ivez gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix .

Adalek an 9 a viz Du 1804 betek ar 14 a viz Ebrel 1814 e oa anvet Pondivi Napoléonville war urzh an diktatour ha danvez-impalaer Napoleone Buonaparte. Evel La Roche-sur-Yon, Napoléonville e Vendée, e oa bet soñjet gant Napoleon e vefe ur gêr pouezus evit derc'hel kornôg Frañs ha Breizh. C'hoant en devoa da sevel adal ar gêr 3 000 annezad enni « er peoc'h, ur greizenn-genwerzh veur, hag er brezel, ur greizenn vilourel bouezus ».

Napoleon a soñje gantañ e oa Pondivi ur gêr a c'hellje bezañ pouezus-tre ma vije kleuzet kanolioù evit al listri-brezel a c'hellfe treuziñ Breizh pell diouzh re ar Saozon a oa mistri war ar mor : kanol ar Blavezh ha kanol Naoned-Brest.Krouet e oa bet diouzhtu ur c'harter nevez gant ur blasenn-armoù, un isprefeti, ur c'hazarn hag ul lise.

D'an 29 a viz Genver 1806 e voe staget kumun Stival ouzh kumun Pondivi .

Krouet e voe kumun Ar Sorn d'ar 1 a viz Meurzh 1869 diwar lodennoù eus tiriadoù kumunioù Bizhui, Gwern, Malgeneg, Pondivi ha Stival .

Brezel 1870-1871 :  pevar gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel.

Tremen 3 000 repuad deuet eus hanternoz Bro-C'hall a oa e Pondivi e miz Even 1940 .
D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Pondivi. .
E miz Here 1940 e voe harzet ar gantreidi er Mor-Bihan ; bac'het e voent e kamp Toulboubou e Pondivi, 18 tiegezh hag eizh den o-unan, da lavaret eo 32 waz, 28 maouez ha 56 bugel ; war urzh an Alamaned e voent kaset gant un tren betek kamp-bac'h Maezon-ar-Stêr e miz Du 1940 .
E miz Gouere 1944 e voe kemeret 150 000 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs .
D'ar 4 a viz Eost 1944 e voe dieubet Pondivi. 
D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant ; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman. 
Mervel a reas 96 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel . 

 




#Article 84: Yezh Ausbau (249 words)


Ur yezh diwar danzen pe ur yezh Ausbau (e alamaneg : Ausbausprache ) a zo ur seurtad yezhel a zo bet lakaet d’ober ur yezh dizalc’h evit abegoù kevredadel pe bolitik.

Savelet eo bet ar meizad gant Heinz Kloss e 1967. Diazezet en deus hemañ daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh : unan kevredadourel, evit ar yezhoù diwar danzen, hag unan yezhoniel, evit ar yezhoù diwar pellder. En enep d’ar yezhoù diwar danzen, hag a zo liammet gant o ferzhioù strukturel, e vez kemmet amañ ar yezhoù diouzh ar re all diwar o arc’hwelioù kevredadel pe bolitik.

Ur yezh diwar danzen a zo ganti un doare-skrivañ hag ur yezhadur reizhennet hag ur c'heriaoueg ledan ha resis a-walc'h, pan eo bet « stummet pe adstummet, doareet pe addoareet – ne vern peseurt degouezh e ve – evit dont da vezañ ur benveg skoueriekaet evit an ezteuler lennegezh ». Daou seurtad yezh hag a c'heller ober gante en un doare komprenus kenetreze a c'hell bezañ sellet e-giz div yezh disheñvel ma'z eo pep hini ur yezh diwar danzen, da skouer : ar serbeg hag ar c'hroateg, an daneg hag an norvegeg, an izelvroeg hag an afrikaans, ar finneg hag an estoneg pe c'hoazh, met nebeutoc'h, an hindeg hag an ourdoueg.

Evit Heinz Kloss e pourchas ar yezh diwar danzen un doenn (e alamaneg : Dach) d’ar seurtadoù en he dalc’h. Ur yezh-to eo neuze.




#Article 85: Yezh Abstand (225 words)


Ur yezh diwar pellder pe ur yezh Abstand (e alamaneg : Abstandsprache ) a zo ur seurtad yezhel ken disheñvel diouzh an holl yezhoù all ma ne c'hallfed ket lavaret ez eo-hi ur rannyezh eus nikun anezho. Ne dalv ket kement-mañ n'he deus liamm ebet gant yezh all ebet, met kentoc'h n'eus yezh all ebet a c'hallfed ober ganti, pe dre gomz pe dre skrid, evit bezañ komprenet gant an dud a ra gant ar yezh-se.

Savelet eo bet ar meizad gant Heinz Kloss e 1967. Diazezet en deus hemañ daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh : unan yezhoniel, evit ar yezhoù diwar pellder, hag unan kevredadourel, evit ar yezhoù diwar danzen. En enep d’ar yezhoù diwar danzen, hag a zo liammet gant ar politik pe ar sevenadur, ne vez kemmet amañ ar yezhoù diouzh ar re all nemet diwar o ferzhioù strukturel.

Da skouer, yezhoù diwar pellder eo ar brezhoneg, an euskareg, ar galleg, ar c’hastilhaneg hag ar c’hembraeg, rak ne c’hell ket yezherien ar yezhoù-se en em gompren kenetreze. Koulskoude ez eo kar ar brezhoneg hag ar c’hembraeg eus un tu, hag ar c’hastilhaneg hag ar galleg eus un tu all.

Kloss, Heinz (1967), 'Abstand languages' and 'ausbau languages', Anthropological Linguistics, 9 (7): 29–41, JSTOR 30029461.




#Article 86: Akrolektenn (156 words)


Ul live-yezh uhel eo un akrolektenn.

Er bloavezhioù 1970 e krouas Derek Bickerton an termennoù akrolektenn, mezolektenn ha bazilektenn a-benn deskrivañ ar c'hemm-digemm yezh ('code switching') a rae gantañ implijidi yezhoù kreolek hag a ouie komz madik a-walc'h ivez ar yezh unvan hag a savas ar yezh kreolek diwarni. War-lerc'h e voe ledanaet stêr an tremennoù-se, hag o implijout a reer hiziv evit deskrivañ ar c'hemm-digemm yezh etre n'eus forzh peseurt yezhoù, kreolek pe get.

E meur a geñver e c'heller lâret ez eo un akrolektenn doare komzet ur yezh lennegel, rak peurliesañ eo disheñvel an akrolektenn diouzh ar yezh komzet en un doare boutin e-keñver an distagadur, ar gerva hag ar yezhadur. Muioc'h e vez doujet ouzh reolennoù ar yezh unvan pa reer gant un akrolektenn kentoc'h evit gant ar yezh voutin. Implijet e vez an akrolektenn dreist-holl da geñver darvoudoù relijiel pe c'hoazh politikel hag e forzh peseurt darvoud formel-all, da skouer el lez-varn.




#Article 87: Yezh-to (241 words)


Ur yezh-to (e alamaneg : Dachsprache ), diwar ur meizad bet savelet gant Heinz Kloss e 1967, a zo ur seurtad yezhel a dalvez da yezh skoueriek evit meur a rannyezh. 

Da skouer, an alamaneg unvan a dalvez da yezh-to evit an holl rannyezhoù alamanek a gaver e Suis.

Un doare yezh-to eo ar brezhoneg lennegel a-vremañ dre ma'z eus anezhañ ur yezh unvan diliamm diouzh ur rannyezh lec'hel resis hag a c'hell bezañ implijet gant an holl vrezhonegerion/ezed dre skrid pe dre gomz tra ma c'hell bezañ implijet gante ivez doareoù yezh disheñvel a-walc'h an eil re diouzh ar re all dre gomz.

Evit Heinz Kloss e pourchas ur yezh diwar danzen un doenn (e alamaneg : Dach) d’ar seurtadoù en he dalc’h, ha rannyezhoù didoenn eo ar seurtadoù nann-skoueriek hep skouer. Implijet en deus an termen yezhoù c’hoar rannyezhekaet tost evit ar seurtadoù toet gant ur seurtad skoueriek ez int liammet a-dost gante hep ma c’hellfe o yezherien en em gompren kenetreze, evel an alamaneg izel e-keñver an alamaneg skoueriek, okitaneg ha kreoleg Haiti e-keñver ar galleg skoueriek, hag ar sardeg e-keñver an italianeg skoueriek.

Muljačić en deus degaset an termen yezh-to (alamaneg : Dachsprache) evit ur seurtad a dalvez da yezh skoueriek evit rannyezhoù disheñvel. War ur didorrenn yezhel e vefe ar rannyezhoù-se peurvuiañ, met ken disheñvel e c'hellfe bezañ ar rannyezhoù-se an eil diouzh eben ma ne c'hell ket an dud o c'homz en em gompren kenetreze.




#Article 88: Eusa (116 words)


Eusa, pe Enez-Eusa, a zo un enezenn hag ivez ur gumun, e Bro-Leon, e gwalarn Breizh, e departamant Penn-ar-Bed. An enezourien a vez graet Eusaiz anezho, pe Isañviz, ha Maoutiged eo o lesanv. Lambaol eo ar vourc'h hag an tolpadur-tud brasañ.

Eusa a zo un anv-lec'h deveret eus ar galianeg Uxisama, an Uhelañ en brezhoneg. Anvet eo Ouessant e galleg, hag Ushant e saozneg.  War ar c'hartennoù kozh e kaver Heißant e nederlandeg.

Eil Brezel-bed:

An aluzenner kanadian a varvas e-pad ar Brezel-bed kentañ .

Eusa a zo un enezenn eus Breizh, er-maez da aodoù kornôg Bro-Leon. An douar pellañ eus Breizh war-du ar c’hornaoueg eo.

Abaoe 2010 he deus Enez Eusa deus un tartan: .




#Article 89: Yezhoniezh (101 words)


Ar yezhoniezh eo studi ar yezhoù en un doare ledan.

Deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù eo kefridi ar yezhoniezh, da lavarout eo deskrivañ ar yezhoù, en un doare objektivel, dres ma vezont implijet gant an dud, hep klask barnañ pe 'mat' pe 'fall' eo an implijoù anezhe a vez graet er yezhoniezh a-vremañ. 

Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe c'her gant an dud.

Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-hen:

Peurliesañ e vez isrannet ar yezhoniezh teorikel e meur a dachenn-studi resis pe resisoc'h :

    




#Article 90: Roazhon (804 words)


Roazhon (distaget ['rwa:zõn] peurliesañ ) eo eil brasañ kêr Breizh goude Naoned, e kember ar Gwilen hag an Il e reter ar vro, e Breizh-Uhel. Ur rol melestradurel ha armerzhel pouezus he deus. Kêr-benn  ha sez prefeti rannvro velestradurel Breizh eo, pennlec'h ha sez prefeti departamant Il-ha-Gwilen, sez ar Rannvro vilourel Kôrnog, Akademiezh Roazhon ha lez-varn galv Roazhon lec'hiet e savadur Breujoù Breizh. Lakaet eo da vezañ unan eus div gêr-benn Breizh gant Naoned. 216 815 annezad en deus ar gêr e 2017, 335 092 en tolpad kêrel, 447 429 en tolpad-kêr ha 727 357 en tolead kêr (e 2016).

Ur rol a-bouezh en deus c'hoariet Roazhon e Istor Breizh. En he Iliz-veur e veze kurunet Duged Breizh. Sez Breujoù Breizh e teuas da vezañ goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall. Aze e tarzhas Emsavadeg ar paper timbr e 1675 ha an Dispac'h gall e 1789. Un tann-gwall bras a zistrujas ul lodenn eus ar gêr kozh e 1720, adsavet er giz klasel.

E Roazhon emañ sez mediaoù rannvroel evel Ouest-France ha France 3 Ouest, embregerezhioù er greanterezh (labouradeg PSA La Janais, an TNKK) hag er genad tredeel. Ur pol imbourc'h eo ivez. 

Diazez Kêr Roazhon en em gav ouzh kember ar stêrioù Ill ha Gwilen.

A-raok amzer an doare-skrivañ peurunvan e veze kavet meur a stumm skrivet : Roazon e Leon, Kerne ha Treger, dre vras, ha Roahon, Roéhon, Roaon e Gwened.

Roazhoniz a vez lavaret eus tud Roazhon.

E galleg e skriver Rennes, distaget , hag e gallaoueg e skriver Resnn pe Renn.

 * 1 841 den a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,32% ag ar boblañs  hervez an niveradeg bet graet e 1911 .

Istorourien Breizh hag all  o deus kemeret Roazhon evit Redonum, anv ur gêr eus Galia roet gant Jafrez Menoe, kêr bet tapet gant Maximus (Magnus Clemens Maximus) ha Konan Meriadeg, goude o dilestradeg hag o trec'h war Himbaldus war an aodoù, d'an nevez-amzer 383. Ar Redonum se e vije bet tapet war un taol, d'an abardez. 

Un dra diaez da grediñ ma vez laret hag o devoa dilestret e Plougerne, pe dost da Sant-Maloù, pe c'hoaz e Naoned, hag abalamour da se kaset da vojenn.

Ur gammgemeradenn e oa, dre ma vez mesket ha luziet Aremorica an amzer se ha Breizh a-vremañ.

Diskoulmet eo bet ar gudenn se pa'z eo bet dizoloet, dre ur skeudenn arkeologiezh dre nij, hag ar villa Himbaldus e oa e le-Vieux-Rouen-sur-Bresle, ha Château-Hubault e Saint-Germain-sur-Bresle, e-kichen, en tu all d'ar stêr Bresle, an div kumunn se o vezhañ en Aremorica kenkoulz ha Roazhon. Ar ger Vieux-Rouan e dalv kement hag hen-roudour, pe vicus ar roudour. Ur wrizienn *rit- a zo e-gevred etre Roazhon ha le Vieux-Rouan-sur-Bresle.

War un hent roman, aet da hent ar pesked war lec'h, etre Saint-Valery-sur-Somme (Leuconos), le Tréport, ha Pariz, emañ le Vieux-Rouen-sur-Bresle. An emgan etre Maximus ha Grasian e zigouezhas e-kichen Pariz. Grasian e oa laket war dec'h.

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

.

Abaoe meur a vloaz e vez distrujet tier ha tachennoù glas evit sevel savadurioù uhel da lojañ muioc'h a dud, evel e straed an Alma pe e straed Sant-Brieg.

Implijet e vez an tachennoù labouradegoù ha kazarnioù kozh, evit dastum annezidi nevez ha kreskiñ ar boblañs. Gant-se e kresk ar c'hudennoù stag ouzh an dezougen.

D'ar 24 a viz Genver 2008 e oa bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. 

Roet e oa bet d'an deiz-se ivez al label Ya d'ar brezhoneg live 1 da gumun Roazhon.

Sinet e oa bet d'ar 4 a viz C'hwevrer 2014 gant Nathalie Appéré, maerez Roazhon, live 2 ar garta, gant ar pal tizhout al label live 2 e 2017.

Abaoe deroù an  ha savidigezh ar gador geltiek e skol-veur Roazhon ez eus diorroet ur vuhez vrezhonek virvidik e Roazhon. Meur a zen brudet eus an Emsav zo bet o vevañ er gêr-se, evel Taldir Jafrennoù en deus tremenet eno an dezenn gentañ e brezhoneg, Per Jakez Elias, Per Denez, bet e penn ar gevrenn geltiek e-pad-pell, Roparz Hemon, pe Lena Louarn, e-touez ur bern re all. Talvezet he deus ar skol-veur da vodañ en-dro dezhi studierien yaouank kar-o-yezh ha kar-o-bro. 

Meur a intrudu talvoudus-kaer evit hor yezh zo bet loc'het eus Roazhon evel ar gevredigezh Skol an Emsav e 1969, ar gelaouenn Yod-Kerc'h e 1972, pe ar gazetenn vrezhonek Bremañ e 1980. Bet eo Roazhon sez meur a gevredigezh ha kalzik a gevredigezhioù breizhek o deus burevioù eno, evel Skol-Uhel ar Vro gwechall, Kuzul Sevenadurel Breizh, Dastum pe Ofis Publik ar Brezhoneg.

Gevellet eo gant 13 kêr :

Div goñsuliezh hollek a zo e Roazhon : Maroko staliet boulouard Sevigneg hag ar Stadoù-Unanet kae Chateaubriand. Un Ensavadur gall-hag-amerikan a zo ivez abaoe fin an Eil brezel bed.




#Article 91: Semantik (129 words)


Studi sterioù ar gerioù, strolladoù gerioù pe frazennoù eo ar semantik pe steroniezh.  

Plediñ a ra ar steroniezh gant studi ster n'eus forzh peseurt unded yezh, hag a reer « termen » anezhañ. Graet e vez « sterva » eus skiant ar studi-gerioù hervez o ster. A-hend-all e c'hell ar steroniezh studiañ ster frazennoù a-bezh pe c'hoazh darnoù gerioù (kengerioù, ar bennrann, dibenn-ger, h.a.).

Ar steroniezh a c'hell bezañ teorikel pe kantouezel, da lavaret eo sevel damkanoù diwar disoc'hoù arnodennoù pleustrek, dreist-holl war tachenn ar bredyezhoniezh.

Un dachenn-studi steroniel all a denn d'ar gerioù kevrennek, ha re all a denn da studi al liammoù etre ster termenoù disheñvel, da skouer an termenoù kenster, an enepster, al liesterioù, hag all

Ar steroniezh poellel a denn da studi gwirionez ar frazennoù.




#Article 92: Kevrinelezh (169 words)


An termen mistik a zo deuet eus ar verb gresian 'μυάω' ('muaô') hag a dalvez kement ha « tevel », « chom sioul ». Implijet e vez ordinal evit komz eus « un hentenn arnodel war-zu Doue » hag a vefe digehentus dre natur. 

Ar mistisism a zo neuze ur formalizasion pe ur sistematizasion eus an doare-se da vevañ.

Lod a laka da heñvelsterioù ar gerioù « mistik » ha « mistisism ». Met lod all a ra un diforc'h etre ar mistisism, hag a vefe kentoc'h teorik ha doktrinal, hag ar mistik, hag a vefe ar pleustr deuzoutañ (tizhet goude un asez speredel).

Implijet e vez ar ger-se evit ur bern traoù a bep seurt, setu e klever komz eus mistisism Platon, mistisism Broioù ar Reter, hini Juan de la Cruz, Bernard de Clairvaux, Meister Eckhart, pe forzh peseurt tudenn speredel, hep ma vefe diforc'het a-walc'h an holl zoareoù-speredelezh posupl, ar mareoù, ar stadoù-spered, nag ar variezon ken real koulskoude, e-touesk an esperiañsoù stadet hag o eztaolioù lennegel.




#Article 93: Fonologiezh (591 words)


Evit kompren mat petra a dalv ar fonologiezh eo mat he c'heñveriañ gant ar fonetik : plediñ a ra ar fonetik gant studi ar sonioù a c'heller kavout er yezhoù ('fonennoù'), ar fonologiezh, avat, a denn d'ar perzh a c'hoari ar sonioù en ur yezh resis (d.l.e. ar 'fonemoù'). Da skouer eo fonologel an diforc'h e brezhoneg etre ar vogalennoù hir hag ar vogalennoù berr, rak daou c'her disheñvel eo kannañ ha kanañ pa n'eus kenetreze nemet an diforc'h fonetikel-se keit ha ma c'heller ober an hevelep sonioù berr hag hir e galleg hep cheñch ster d'ar gerioù dre-se : n'eo ket fonologel an diforc'h fonetikel-se e galleg, neuze.

Penaos renabliñ fonemoù ur yezh

Pal ar fonologiezh a zo kavout an holl ziforc'hioù fonetik hag o deus ur perzh strukturel da c'hoari en ur yezh resis, da lavarout eo dizoleiñ peseurt sonioù a dalvez da fonem|fonemoù] er yezh-se. Graet e vez kement-mañ dre glask parioù nebeutañ, da lavarout eo parioù gerioù hag a zo gerioù disheñvel en ur yezh dre cheñch perzh ur son nemetken.

Ret eo d'ar fonemoù en ur par nebeutañ kaout ur re berzhioù fonetik boutin, da skouer :

posupl eo keñveriañ :

/p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh 

/b/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent mouezhiet 

met n'eo ket posupl keñveriañ:

/p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh 

/g/ kensonenn dre serriñ drekstaon divouezh 

N'eo ket heñvel dre-ret, anat eo, fonemoù ur yezh resis ha re ur yezh all.

Alofoniezh (saoz. 'allophony')

Ouzhpenn ar fonemoù eo ret komz ivez eus an alofonennoù. An alofoniezh a zo anezhi an doareoù disheñvel a zo da zistagañ ur fonem hep cheñch ster ur ger. Da skouer  e c'heller distagañ an /r/ e brezhoneg e meur a zoare disheñvel hervez al lec'h, met komprenet e vez ez eo un 'r' memestra. Alofonennoù int.

Un doare alofonenn ispisial anavet 'alofonenn lec'h' a gaver hervez al lec'h ma kaver ur fonem en ur ger. Da skouer  e vez distaget e saozneg en un doare disheñvel ar fonem /p/ hervez ma vez kavet e penn ur ger, e lost ur ger pe etre vogalennoù - met ur /p/ a vann memestra.

Al liveadur (saoz. 'neutralisation')

Setu ur c'hoarvoud a gaver e brezhoneg. Pa'z a da get un diforc'h fonologel hervez reolennoù resis, da skouer hervez al lec'h ma kaver ur fonem ennañ, e vez graet 'liveadur' eus an darvoud-se. Da skouer ez eo fonemoù disheñvel /p/ ha /b/ e brezhoneg pa vezont kavet e lost ur ger e lec'h ma teu an daou da vezañ /p/ nemetken – da lavarout eo e vez liveet an diforc'h etre kensonennoù mouezhiet ~ divouezh e dibenn ur ger.

An heñveladur (saoz. 'assimilation')

Ret eo ober an diforc'h etre al liveadur diouzh un tu hag an heñveladur diouzh an tu all. Lavaret e vez eo bet heñvelaet ur fonem pa vez livet gant perzhioù ar fonemoù a deu war he lerc'h (heñveladur war-raok) pe en he raok (heñveladur da heul). E brezhoneg e vez kavet c'hoarvoudoù a seurt-se pa vez distaget mat eo /madeo/ rak mouezhiet e vez an /t/ e dibenn ar ger abalamour ma eo ar mouezhiañ ur perzh fonetikel eus ar vogalenn da heul.

Ar fonologiezh dreistskizhel (saoz. 'suprasegmental phonology') 

Studiet e vez ar c'hoarvoudoù deskrivet a-us gant ar fonologiezh elfennek (saoz. 'segmental phonology').  Gant ar fonologiezh uselfennek, avat, e vez studiet c'hoarvoudoù na dennont ket da sonennoù ar yezh o-unan evel taol-mouezh ar gerioù (saoz. stress), taol-mouezh ar frazennoù (saoz. intonation) hag an tonennoù evel ar re a gaver e yezhoù evel ar sinaeg gant ar fonologiezh.




#Article 94: Lec'h distagañ (297 words)


PENNAD DA ADWELET HOGOZIK PENN-DA-BENN

Hervez al lec'h, er genoù, ma vez  distaget ar c'hensonennoù, e kemm an doare d'o distagañ, ha dreist-holl ar son anezho.

Setu roll al lec'hioù ma vez distaget ur sonenn gensonel:

Lec'hioù distagañ pennañ

Friadur (saoz. 'Nasalisation')

Peurliesañ e vez lakaet ar friadur e-touez an doareoù distagañ, met e gwirionez ez eus anezhañ un lec'h distagañ a c'heller bezañ ken distaget gant n'eus forzh pesuert hini all eus al lec'hioù distagañ pennañ deskrivet a-us. Pa vez distaget ur sonenn dre fri e vez izelaet ar stoan evit mar c'hell an aer tremen dre ar fri.

Kensonennoù a-gostez (saoz. 'Laterals')

Pa vez distaget ur sonenn a-gostez e vez leusket an aer da dremen dre kostezennoù an teod ha n'eo ket dre penn an teod. E gwirionez e rankfe lâret ez eus anezhañ un doare distagañ kentoc'h evit ul lec'h distagañ.

Kendistagadur (saoz. 'Coarticulation')

Yezhoù 'zo a ra gant kensonennoù kendistaget, da lâret eo e vezont distaget e daou lec'h distagadur war un dro. Setu un nebeut doareoù kendistagadur:

$$REFAZER

Diweuzadur: lakaet e vez an diweuz da vezañ ront pe serret pa vez distaget ur sonenn. Peurliesañ e vez treuskrivet gant /w/, d.s. 'gwelet'

Palatalizadur: lakaeet e vez kein pe korf an teod da dostaat ouzh toenn ar genoù keit ha ma vez distaget ur sonenn all. Peurliesañ e vez treuskrivet gant /j/, d.s. 'tune' e saozneg.

Stañvadur ('velarizadur'): lakaeet e vez kein an teod da dostaat ouzh ar staon. N'eus doare eeun ebet d'e deuzskrivañ.

Kendistagadur dre c'hwezhañ: (saoz. 'Fricative coarticulation') peurliesañ e vez kendistaget ar gensonenn-c'hwezh /X/ pe ur gensonenn-gourlachenn keit ha ma vez distaget ur sonenn all

Kenstokadur: (saoz. 'Stop coarticulation') div gensonnenn stokus a vez distaget war un dro, d.s. /kp/. Kavet e vez alies seurt sonennoù er yezhoù bantouek




#Article 95: Fonetik (185 words)


Studi ar sonioù a vez savet gant ar vouezh eo ar fonetik. Disheñvel eo diouzh ar fonologiezh neuze, rak keit ha ma vez studiet gant ar fonologiezh doare mont-en-dro ar sonennoù hervez struktur ur yezh resis, gant ar fonetik e vez studiet perzhioù ar sonennoù sonenn hag an doareoù d'o froduiñ gant ar vouezh. Fonennoù a vez graet eus ar sonennoù yezh studiet gant ar fonetik, disheñvel-mik diouzh ar fonemennoù a vez pledet ar fonologiezh gante.

Gallout a c'heller isrannañ tachennoù-studi resis ar fonetik evel-mañ :

fonetik an distagañ : (saoz. articulatory phonetics) a denn da studi an doare ma vez produet ar sonennoù gant ar genoù, an dent, an teod, h.a. ;

fonetik ar sonioù : (saoz. acoustic phonetics) a denn da studi ar gwagennoù-son a sav diwar sonennoù disheñvel ;

fonetik ar c'hleved : (saoz. auditory phonetics) a denn da studi an doare ma vez merzet ar sonennoù

Peurliesañ e vez treuskrivet sonennoù ar yezhoù hervez al lizherennoù ispisial (Lizherenneg fonetik etrebroadel) bet savet gant KCevread Etrebroadel ar Fonetik, met muic'h-mui e vez kavet istemoù all, dreistholl evit ar c'henwiad, evel an X-SAMPA.




#Article 96: Doare distagañ (443 words)


Er yezhoniezh e vez implijet an termen doare distagañ (saoz.: ) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus an doareoù disheñvel zo da broduiñ ur gensonenn hervez fonetik an distagañ.

Setu roll ar an doareoù distagañ pennañ:

Dre fri:

Leusket vez da dremen an aer dre ar fri hepken, dre serriñ ar genoù, d.s. /m/, /n/

Dre serriñ:

Mont war gresk er genoù a ra gwask an aer o tont eus ar skevent pa vez stanket anezhañ penn-da-benn dre dostaat betek serriñ elfenn fonadur evel an dent hag ur weuz, an diweuz, kein an teod hag ar staon, d.s. /p/, /b/. Bez' e c'hellont bezañ tarzhus pe get, hervez an doare da leuskel nerzh ar gwask da vont kuit, pe d'un taol (kensonenn darzh) pe tamm-ha-tamm (kensonenn didarzh)

Dre daravat:

Tostaet e vez div elfenn fonadur an eil diouzh eben hep o serriñ penn-da-benn evit leuskel an aer da dremen etreze. Damharzet e vez memestra red an aer en ur dremen, setu ma ra trouz hag e sav ur sonenn diwarnañ, d.s. /f/, /s/.

Dre fic'hal:

Kregiñ a reont evel kensonennoù dre serriñ ha mont war-lerc'h evel kensonennoù dre c'hwezhañ, d.s. /tS/, /dZ/.
    

Dre dostaat

Damserret e vez an organoù fonadur met nebeutoc'h c'hoazh evit gant ar c'hensonennoù dre c'hwezh. N'eus tamm frotadur evbet neuze rak ne vez ket harzet red an aer, d.s. /w/, /r/. Dre ma n'eus tamm frotadur ebet gant red an aer e vez graet hantervogalennoù ha hantergensonennoù anezhe.

A-gostez:

Kensonennoù dre dostaat ispisial eo ar re-mañ. Graet e vezont dre tostaat kostezennoù an teod ouzh mogerioù ar genoù, d.s. /l/

Dre stlakat:

Skoet pe lopet e vez ur wezh dre serriñ ha digeriñ diouzhtu war-lerc'h red an aer o tont eus ar skevent. 

Dre froumal:

N'eo ket ur wech met meur a wech e vez skoet buan-ha-buan, ds. er spagnoleg 'carro'. 

Dre strakal:

Kensonennoù stokus ispisial eo ar re-mañ. Gante e vez produet kresk gwask and aer hag an tarzh kreñv a deu war-lerc'h e-barzh ar genoù dre serriñ an hogedenn ha n'eo ket gant al lien-kig evel boaz. Kavet e vez seurt sonennoù e yezhoù evel an amhareg. 

Dre entarzhañ:

Kensonennoù stokus ispisial eo ar re-mañ ivez. Kaset e vez an aer da redek en tu gin dre lakaat an hogedenn da vont war izelaat. Kavet e vez seurt sonennoù e meur a yezh en Afrika.

Klikoù:

onennoù ispisial eo ar re-mañ kavet dreist-holl er yezhoù Khoi-San e Su Afrika. Kavet e vezont ivez e yezhoù afrikanat all evel ar zouloueg pe ar xhosaeg dre al levezon gant ar yezhoù-se. Damheñvel eo ouzh an trouz a reer evit lakaat ar c'hezeg da vont war-raok.




#Article 97: Heñveladur (yezhoniezh) (151 words)


Er yezhoniezh e vez implijet an termen heñveladur (saoz.: ) war tachennoù ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma c'hell kemmañ perzhioù resis ur fonem dre levezon ur fonenn all tost outañ, da skouer amforenn ma c'hell bezañ distaget [ɱf] e lec'h [mf] dre ma teu da vezañ distaget al lizherenn m gant ar gweuz izelañ o stekiñ ouzh dent krec'h kentoc'h evit gant an diweuz o stekiñ an eil ouzh eben dre levezon ar gensonenn gweuz-dent [f] a deu diouzhtu war he lerc'h. 

Tennañ a ra an heñveladur kensonennoù koulz ha vogalennoù, da skouer lavarit  livirit e rannyezhoù brezhonek 'zo, pe zoken tonennoù (s.o. ivez sandhi) ha gallout a ra bezañ skrivet pe get hervez reolennoù reizhskrivañ pep yezh ha hervez pep degouez resis.

Pevar doare heñveladur disheñvel ez eus:

Ha bez' a c'hell bezañ levezonet n'eus forzh psuert perzh eus ur fonem, da lâret eo:




#Article 98: Neutralizadur (191 words)


Er yezhoniezh e vez implijet an termen neutralizadur pe liveadur (saoz.: neutralisation) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma teu da vezañ liveet un diforc'h etre daou fonem. Da lâret eo e kenarroudoù fonetikel pe fonologel 'zo ne vez ket enebiet ken fonemoù resis dre ma'c'h a da get an diforc'h etre perzhioù resis:

Neutralizadur al lec'h distagañ
Bez' ez eus e saozneg tri fonem dre fri enebiet an eil ouzh ar re all peurliesañ:

Ne vez ket enebiet ar sonennoù dre fri-mañ avat dirak ar c'hensonennoù dre serriñ (/p, t, k/) e diabarzh an hevelep morfem:

Neutralizadur ar vouezh:
E brezhoneg, evel meur a yezh all, en o zouez an alamaneg, an izelvroeg, an turkeg hag ar ruseg, e vez divouezhiet ar c'hensonennoù dre serriñ e dibenn ur ger, da lâret eo e vez liveet an diforc'h /t/ ~ /d/, /p/ ~ /b/, /k/ ~ /g/ e dibenn ar gerioù, d.s. boaz (anv-kadarn) distaget dres evel boas (anv-gwan) daoust d'an doare-skrivañ.

En afrikaneg da skouer e teu meur a c'her da vezañ heñvelson abalamour d'al liveadur, d.s. hard (kalet) distaget dres evel hart '(kalon).




#Article 99: Kensonenn (245 words)


Ur sonenn eo ur gensonenn implijet e yezhoù mab-den. Disheñvel eo rummad ar c'hensonennoù diouzh hini ar vogalennoù dre ma vez strishaet pe serret penn-da-benn trakt ar vouezh en ul lec'h resis bennak pe c'hoazh e meur a lec'h war un dro.

Bez' ez eus ivez un isrummad kensonnennoù ispisial a c'hell bezañ implijet a-wechoù evel vogalennoù hag evel kensonnenoù gwechoù-all. E saozneg, da skouer, ez eo an /m/ ur gensonenn er ger 'mud' met silabennek eo dres evel ur vogalenn er ger 'prism'.

Brasoc'h eo an niver a gensonnenoù a zo da gaout e yezhoù ar bed eget an niver a vogalennoù.

En un doare eeun e vez deskrivet pep kensonnen hervez fonetik an distagañ gant tri ferzh pennañ:

da skouer: [p]: kensonenn diweuz dre serriñ divouezh

$$Ouzhpenn...

An doare analañ: Doareoù disheñvel a zo da lakaat an aer da redek betek ar genoù evit distagañ sonennoù. Dre vras e vez kaset an aer gant ar skevent er-maez eus ar genoù pe ar fri (saoz. 'egressive pulmonic airstream mechanism'). Doreaoù analañ all a vez implijet evit distagañ sonennoù evel ar c'hlikoù.

An hirder : bez' e c'hell ur gensonenn bezañ distaget berr, hir pe hir-tre. Pouezus-tre eo an diforc'h-mañ e meur a yezh, d.s. an arabeg hag ar finneg.

Tud zo a gomz ivez eus nerzh an distagadur oc'h ober gant an diforc'h fortis (evit ar re divouezh) ha lenis (evit ar re vouezhiet) met n'eo ket sklaer hag-eñ eo ken gwir-all ar perzh-se.




#Article 100: Yezhoù koiek-sanek (325 words)


Yezhoù orin su ha reter Afrika eo ar yezho koiek-sanek. E su Afrika e vezont komzet gant ar C'hoied hag ar Saned hag e reter Afrika gant an Hadzaed hag ar Sandawiz. Brudet ez int evit o c'hlikoù hag-eñv n'int ket ar yezhoù nemetiñ d'o implijout.

Ar familh yezhoù Afrika bihanañ e rummadur Greenberg ez int. N'asantont outi tout at glaskourien, avat, ha implijet e vez alies an dermenn koek-sanek gant un dalvezidigezh douaroniel kentoc'h eget genel, evel papouek pe aostraliek. Posupl eo ez eo Yezhoù Juu-ǂHoan ha Yezhoù Tuuek heñvel a-walc'h abalamour d'ur Sprachbund afrikan kentoc'h eget abalamour d'un darempred genel tra ma'z eo ar yezhoù koek embroidi nevez a-walc'h er rannvro. Ouzh ar sandaweg e kreiz Afrika e c'hellfe bezañ liammet ar re-mañ. 

Kent astennadur ar vBantoued e komzed ar yezhoù-se e-barzh an holl reter ha su Afrika. Hiziv, avat, ne vezont kavet nemet e dezerzh Kalahari hag e kreiz Tanzania.

En arvar da vont da get ez eo darn vrasañ ar yezhoù-se ha darn vrasañ anezho n'o-deus ket skritur ebet. An hini nemeti gant un niver bras a-walc'h a gomzerien a zo an namaeg, komzet e Namibia gant 250.000 a dud, tra m'eo ar sandaweg implijet gant 40.000  a dud e Tanzania.

Dre ma n'eus prouenn ebet ez eo liammet ar yezho koiek-sanek e weler evel familhoù distag ar peurliesañ

Digenvez eo hadzaeg war a seblant hag ar c'herent tostañ eus an hadzaed a c'hellfe bezañ ar bigmeed eus kreiz-Afrika

Gallout a rafe ar sandaweg bezañ liammet ouzh ar yezhoù koek. Heñvel a-walc'h ez eo ar raganvioù hag un niver vat eus gerioù roll Swadesh met pas a-walc'h da brouiñ an darempred etrezo. Liamm ebet o-deus ar Sandawiz gant a hadzaed.

An hini niverusañ ha liesekañ eus ar familhoù koek-sanek eo ar familh goek. Enderc'hel a ra seizh yezh vev ha muioc'h eget 250.000 a gomzerien. Daoust ma n'anavezer nemet nebeut traoù diwar-benn o istor ez eus strivioù da adsevel ur c'hentyezh




#Article 101: Vogalenn (490 words)


Ur vogalenn a zo ur sonenn implijet e yezhoù ar bed. Disheñvel eo rummad ar vogalennoù diouzh hini ar c'hensonennoù dre ma vez leusket an aer da redek en un doare frank kentoc'h evit strishaat pe serriñ trakt ar vouezh.

Peurliesañ e vez kavet ur vogalenn e kreiz ur silabenn keit ha ma vez kavet ar c'hensonennoù pe e penn pe e lost ur silabenn.

Perzhioù ar vogalennoù

Vogalennoù disheñvel a vez produet dre lakaat an teod e lec'hioù disheñvel e-barzh ar genoù. Rannet e vez toull ar genoù hervez tri ment pennañ.

En daolenn-mañ da heuilh e vez diskwelet penaos e renker ar vogalennoù hervez o ferzhioù distagadur pennañ. (Pa weler vogalennoù par-ha-par ez eo plaen an hini gentañ ha ront eben).

Perzhioù pennañ

Vogalennoù digor ha vogalennoù serr (Ment a-serzh)

Uhelder ur vogalenn a denn da begen tost emañ an teod da doenn ar genoù. Er vogalennoù uhel evel [i] hag [u] emañ an teod tost da doenn ar genoù hag e vogalennoù izel evel [a] emañ an teod pelloc'h diouzh toenn ar genoù.

Peurliesañ e vez graet gant seizh live uhelder:

Vogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv (Ment a-led)

Diskrivet e vez ur vogalenn ivez hervez ma vez lakaet an teod pe war du penn a-raok ar genoù evel [i] pe war-du penn a-dreñv ar genoù evel [u].

Peurliesañ e vez graet gant pemp live:

Vogalennoù ront ha vogalennoù plaen

Tu zo ivez d'ober an diforc'h etre ar vogalennoù ront ha vogalennoù plaen pe nann-ront hervez stumm an diweuz.

Vogalennoù a gentañ renk ha vogalennoù a-eil renk

E meur a yezh e vez ront atav an diweuz gant an holl vogalennoù a-dreñv ha plaen an holl vogalennoù a-raok: vogalennoù a gentañ renk (saoz. 'cardinal vowels') a vez graet dioute.

Met yezhoù zo, en o zouez ar brezhoneg, a ra ivez gant vogalennoù all, d.s. vogalennoù a-raok ront evel [y]: vogalennoù a eil renk (saoz. 'secondary vowels') a vez graet dioute.

Perzhioù all

Dre izelaat an hodegedenn e c'heller leuskel un tamm aer da dremen dre ar fri keit ha ma'z a kuit ivez dre ar genoù: vogalenn fri a vez graet eus ar re-mañ. Pa dremen an aer dre ar genoù nemetken e vez graet vogalenn genoù diouti.

An doare fonadur

Peurliesañ e vez mouzhiet an holl vogalennoù. Met gant yezhoù zo, dreistholl yezhoù genidik eus Amerika evel ar cheyenneg, e vez graet un diforc'h etre vogalennoù mouezhiet ha vogalennoù divouezh.

Bez eus ur re doareoù fonadur all evel ar vouezh fraoñv (saoz. 'creaky voice') pe ar vouezh c'harv (saoz. 'breathy voice').

Yezhoù zo, ar brezhoneg en o zouez, a ra un diforc'h fonologel etre vogalennoù hir ha vogalennoù berr, d.s. mel ha mell.
A-wechoù e chench ivez perzhioù all ar vogalennoù hervez ma vezont berr pe hir evel er saozneg, d.s. 'bit' ha 'beat'.

Un nebeud yezhoù evel an estoneg a ra ivez gant tri live hirder, d.l.e. vogalennoù berr, vogalennoù damhir ha vogalennoù hir-tre (gw. kronem).




#Article 102: Fonadur (635 words)


Er yezhoniezh e vez implijet an termen fonadur (saoz.: ) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus an doare ma vez implijet al larinks evit produiñ sonennoù a c'hell bezañ kement o ferzhioù da c'houde gant an organoù fonadur all.

Gwezhall e kredjod e oa ar fonadur kevatal da live stennadur an troc'h-avel liammet strizh ouzh mouezhiadur ur fonenn. Bremañ, avat, a-drugarez d'an teknologiezhioù nevez e ouezer eo kalz luzietoc'h ar fonadur e meur a yezh komzet dre ar bed hag implijet e vez meur a elfenn fonadur all ouzhpenn an troc'h-avel evit produiñ meur a zoare fonadur fonemek disheñvel. 

(Gwelit ar pennañ pennañ: Mouezhiadur)

Mouezhiet e vez ur son pa vez lakaet da daravat kerdenn ar vouezh gant red an aer o tont eus ar skevent. Pa vez laosk kerdenn ar vouezh ne daravont ket pa dremen an aer dreze ha divouezh e vez ar son neuze.

Mouezhiet pe divouezh a c'hell bezañ ar c'hensonennoù ha tra ma c'hell bezañ divouezh ar vogalennoù ivez e vezont mouezhiet peurliesañ.

 
Pa vez peurlaosk kerden ar vouezh e c'hell redek an aer hep o lakaat da daravat ha neuze e vez produet ar fonadur divouezh implijet stank gant ar c'hensonennoù dre serriñ.

Pa vez peurserret an troc'h-avel e vez stanket red an aer da vat gant kerden ar vouezh evit produiñ sonennoù evel an taol troc'h-avel.

Etre digeriñ ha serriñ da vat ez eus ul live digeradur ma vez produet un taravadur leun anvet mouezh plaen (saoz. modal voice) hag hennezh eo an doare fonadur kavet an aliesañ e yezhoù ar bed evit distagañ ar vogalennoù ha kensonennoù heson.

Liveoù digoradur kentetre zo ivez avat hag a vez implijet gant yezhoù 'zo evit produiñ doareoù fonadur all. 

E goudjarateg da skouer e kaver vogalennoù gante un doare fonadur damloask anvet mouezh sourrus hag e burmeg e kaver vogalennoù gante un doare fonadur damstegn anvet mouezh wigourus.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e vez implijet sinoù diakritek ispisial skrivet dindan bep o arouezennoù bennañ evit merkañ an doareoù fonadur-mañ: un umlaut evit merkañ ar vouezh sourrus hag un dildenn evit merkañ ar vouezh wigourus. 

E rannyezh Jalapa ar mazatekeg e tiforc'her etre tre doare fonadur fonemek disheñvel, enebiet an eil re ouzh ar re all:

E javaeg ne vez ket implijet ar vouezh plaen gant ar c'hensonennoù dre serriñ ma vez enebiet daou zoare fonadur all anvet mouezh laosk ha mouezh reut.

E shanghaieg e kaver kensonennoù laosk o fonadur enebiet ouzh kensonennoù tenuis hag ivez ouzh kensonennoù c'hwezhet.

Setu ur gensonenn gevig dre serriñ gant ar seizh doare fonadur disheñvel hervez digoradur an troc'h-avel: 

Disheñvel eo emdalc'h fonologel hag istorel ar c'hensonennoù troc'h-avel diouzh hin ar c'hensonennoù all dre ma n'o deus na doare distagañ na lec'h distagañ ebet estreget stad an troc'h-avel, da lavarout eo:

Deskrivet eo bet a-wezhoù ar fonennoù-mañ evel fonadurioù hepmuiken kentoc'h evit kensonennoù.

E yezhoù 'zo, ar mazatekeg en o zouez, emañ distag an tonennoù diouzh an doareoù fonadur implijet gant ar yezh-se. E meur a yezh all avat, ar burmeg en o zouez, e vez implijet doareoù fonadur a-gevret gant tonennoù en ur reizhiad unvan, da lavarout eo emañ stag un donenn ouzh un doare fonadur resis evel e burmeg. Graet e vez rezioù ouzh ar c'hevreadoù-se enne un donenn hag un doare fonadur resis war un dro.

N'eo ket ken pell ma'z eo bet anavezet ar fed ma c'hell bezañ produet doareoù fonadur all el larinks a-bezh  :

Bez' e vez implijet gant yezhoù ar bed d'an nebeutañ daou zoare fonadur produet dre gemmañ al larinks a-bezh:

Da skouer, gant rannyezh borek an dinkaeg e vez enebiet vogalennoù distaget gant ar vouezh plaen, ar vouezh sourrus, ar vouezh kleuz, hag ar vouezh c'harv ouzhpenn teir zonenn, da skouer: 

Treuzskrivadurioù ad hoc:   mouezh kleuz;  mouezh c'harv




#Article 103: Izoglos (183 words)


Un izoglos a zo ul linenn war ur gartenn-yezh hag a verk ar vevenn etre daou stumm disheñvel da lâret un dra pe da distagañ ur ger en ur yezh bennak. Da lâret eo, merkañ a ra ar vevenn etre stummoù rannyezhel, da skouer al linenn etre al lec'hioù ma vez distaget pevar hag al lec'hioù ma vez distaget pewar pe al lec'hioù ma lârer beure hag al lec'hioù ma lârer mintin, h.a.

Un izoglos a c'hell tennañ d'an distagadur, d'ar gerioù a vez implijet pe c'hoazh d'an doare da sevel frazennoù, da sk. implij disheñvel ar c'hemmadurioù hervez al lec'hioù e brezhoneg.

Disheñvel eo pep doare yezh lec'hel (pe 'rannyezh') a-drugarez da veur a izoglos (komzet e vez eus torkadoù izoglosoù).

Kavet e vez en anv ar gwriziennoù 'izo' (heñvel) ha 'glos' (yezh). Savet eo bet evel un anv izogramm, e-giz izobar da skouer ; koulskoude, n'eo ket un izoglos ul linenn da liammañ poentoù kenetrezo gant ur memes talvoud, mes kentoc'h ur linenn evit dispartiañ poentoù (marteze e vefe tu da lavaret eo ul linenn da liammañ poentoù hep talvoud resis).




#Article 104: Seurtad (yezhoniezh) (113 words)


Ur seurtad yezhel, pe, ent krenn, ur seurtad, a glot gant an doare ma vez komzet e degouezhioù zo. Argemmañ a ra ar yezh gant an amzer, gant an egor, gant ar strollad kevredigezhel, gant ar blegenn pe gant ar reizh.

Rak-se ez eus eus meur a zoare seurtad yezhel, da skouer :

En enep d'ar yezhoù, d'ar rannyezhoù ha d'ar parlantoù, hag a zo diazezet war o ferzhioù strukturel, n'eo ket diazezet an doareoù all a seurtadoù war dezverkoù yezhoniel rik. Neoazh e c'hall c'hoarvezout d'ar seurtadoù diazezet war an egor bezañ heñvel oute, dre ma emdro an doare ma vez komzet gant an darempredoù etre ar strolladoù tud war o ziriadoù.




#Article 105: Diglosia (306 words)


Un doare divyezhegezh kevredel ispisial eo an diglosia.

Hervez ar yezhoniezh, e c'heller komz eus diglosia kentoc'h evit divyezhegezh pa vez implijet d'an nebeutañ div yezh disheñval, peurliesañ an eil tost d'eben, gant tud o vevañ en ul lec'h bennak hag e lec'h e roer implijoù kevredel d'an unan eus an daou doare yezh-se hag implijoù kevredel izel d'egile. 

Levezonet e vez alies ivez ar yezh izel gant ar yezh uhel.

Krouet e oa bet an termen diglosia diwar an henc'hresianeg διγλωσσία (diglōssia) evit ar wech kentañ gant ar yezhonour Iannis Psycharis. War-lerc'h e voe implijet gant an arabegour William Marçais e 1930 evit deskrivañ stad an traoù el lec'hioù ma komzer an arabeg. Brudet eo deuet da vezañ, avat, a-druagrez d'ur pennad-skrid savet gant Charles Ferguson, Diglossia e 1959. Er skrid-se e implijas Ferguson an dermenn da deskrivañ un doare divyezhegezh kevredel el lec'h ma'z eus ur yezh uhel (H, saoz. 'High') kichen-ha-kichen gant unan izel (L, saoz. 'Low') hervez an doareoù ma vezont implijet er gevredigezh.

Hervez Ferguson, evit gallout komz eus diglosia e rank an daou doare yezh H ha L bezañ tost an eil d'egile. Fishman an hini eo, neuze, a skrivas evit ar wech kentañ diwar-benn diglosia etre yezhoù disheñvel a reas diglosia ledan (saoz. 'extended diglossia') outañ, d.s. an alzaseg evel yezh izel (L) hag ar galleg evel yezh uhel (H) en Alzas.

Hervez Ferguson ez eo skwerioù mat an arabeg rannyezhel / arabeg unvan a-vremañ pe klasel hag ar gresianeg Katharevousa e-keñver ar gresianeg Dhimotiki.

Kloss, diouzh e du, a ra un diforc'h etre exoglosia' evel hini an Alzas hag endoglosia evel etre an alamaneg suiseg hag an alamaneg unvan.

Pa c'heller komz eus endoglosia dreistholl, an doare yezh izel (L) a c'hell bezañ ur vasilektenn pe ur vezolektenn keit ha ma vez ar yezh uhel (H) an akrolektenn.




#Article 106: Yezhoù Europa (131 words)


An darn vrasañ eus ar yezhoù a vez komzet en Europa a zo yezhoù indezeuropek. Amañ er roll-mañ e vo kavet kement ar yezhoù a vez komzet en Europa (gw. ivez Yezhoù Unaniezh Europa) ha yezhoù all liammet gant ar re-mañ hag a vez komzet en tu all da Europa, d.s an afrikaneg.

N'eus liamm yezhoniel ebet etre ar yezh-mañ ha yezh ebet all.

N'eus nemet an esperanteg hag a vez implijet aliezik a-walc'h.

Un isfamilh eo ar yezhoù-mañ renket e-touez familh ar Yezhoù ouralek.

Graet e vez kent-indezeuropek eus ar yezh voutin e savas an holl yezhoù indezeuropek diwarni. .

(diorroet diwar an Henskandinaveg)

(savet diwar ar Goteg)

Savet diwar al latin komzet gant an alouberien Roman en Europa a-bezh.

Setu un nebeut yezhoù all a vez komzet en Europa:




#Article 107: Yezhoù Unaniezh Europa (516 words)


Degadoù a yezh a vez komzet er Stadoù Unaniezh Europa.

En o zouez e kaver ar re a zo bet lakaet da ofisiel en Unvaniezh hag a glot dre vras gant yezhoù ofisiel ar Stadoù kement ha yezhoù all ha n'int nag ofisiel penn-da-benn evit treiñ holl labourioù Unvaniezh Europa daoust dezhe bezañ yezhoù ofisiel ur Stad-ezel, evel an iwerzhoneg, pe ivez an holl yezhoù ha n'int ket ofisiel er Stad e lec'h ma reer gante, d.l.e ar yezhoù minorelaet evel ar brezhoneg.

Troet hag embannet e pep yezh ofisiel e vez holl zivizoù UE ha bez' e c'hell an neb skrivañ ha bezañ respontet dezhañ e n'eus forzh peseurt yezh ofisiel eus UE. 

Servijoù jubenniñ war-ar-prim a reer gante evit emvodoù UE a bep seurt ha dre ret e vez jubennet holl emvodoù Parlamant Europa ha Kuzul Europa. 
Setu penaos e vez savet skridoù UE e meur a yezh: 

Daoust m'eo ofisiel an turkeg e Republik Kiprenez hag al luksembourgeg e Luksembourg, n'o deus ket goulennet an div stad-se e vijent yezhoù ofisiel en Unaniezh Europa.
 
E 2004 o doa gouarnamant Spagn hag hini Iwerzhon klasket tapout ur statud ofisiel a-berzh UAE evit an euskareg, ar c'hatalaneg hag ar galizeg diouzh un tu hag an iwerzhoneg diouzh an tu all.

Pa oa deuet Republik Iwerzhon e-barzh an Unaniezh he doa asantet ne vije ket roet ur statud ofisiel leun d'an iwerzhoneg, daoust ma'z eo yezh ofisiel kentañ ar Republik, a-raok ar saozneg. Ne oa bet troet nemet un nebeud testennoù diazez en iwerzhoneg ha gant ar saozneg e rae dileuridi Republik Iwerzhon en ensavadurioù Unaniezh Euroa. Bremañ avat ez eo ofisiel an iwerzhoneg en Unaniezh, abaoe ar 1 a viz Genver 2007.

Daoust ha ma vez komzet gant meur a vilion a dud, kalz muioc'h evit un nebeut yezhoù ofisiel zo, n'eus gantañ statud ofisiel ebet e Unvaniezh Europa.

Embannet e oa bet ez-ofisiel Raktres Bonreizh Europa en 20 yezh ofisiel UE, en iwerzhoneg hag ivez e yezhoù teir bro a oa o c'hortoz gouzout hag-eñ e vefent laosket da vont e-barzh UE, d.l.e roumaneg, bulgareg ha turkeg.

Ouzhpenn yezhoù kenofisiel Spagn hag an iwerzhoneg, bez' eus eus meur a yezh all a vez komzet e broioù UE hag a reer yezhoù rannvro pe yezhoù bihanniver anezhe hag n'o deus tamm statud ofisiel ebet e UE, daoust dezhe bezañ anavezet a-wechoù en o bro orin gant ar Stad-ezel e lec'h ma vezont komzet. 

A-wechoù zoken e vez komzet ar yezhoù nann-ofisiel-se gant muioc'h a dud evel re yezhoù ofisiel bihan-niver evel ar malteg.

En o zouez e kaver ar re-mañ:

N'eo ket ofisiel ken an doare yezh gresianeg anvet katharevousa.

Daoust ha n'eo ket ul lezenn, Stadoù-ezel UE zo o deus sinet Karta Europa evit ar Yezhoù rannvroel pe minorel.

War daolenn-mañ bet savet e 2000 e vez diswelet ar c'hementad a dud a lâre komz pep yezh ofisiel UAE pe evel yezh-vamm pe evel yezh estren:

Notenn: En daolenn-mañ e vez anv eus yezhoù ofisiel UE pa veze enni 15 Stad-ezel, rak n'eus bet betek-henn keloù fresk diwar-benn stad an traoù er Stadoù-ezel nevez.




#Article 108: Bevoniezh (216 words)


Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev-, ur penngef hag a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet anezho.
Implijet e vez ivez an termen biologiezh, savet diwar ar gregach βίος = buhez ha λόγος = gouiziegezh.

Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo ha gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet :

Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er  kantved renkañ anezho e daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur.

Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ ar mikro-organegoù hag a zo ar bakteri, ar c'huanobakteriennoù (?) hag ar mikroplasmoù, met an darn vuiañ eus ar vevoniourien n'eo ket evit sellout ouzh ar viruzoù, ar viroidoù hag ar prion evel bevien.

Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an dafar genetek rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukarioted anezho.

Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o dafar genetek strewet e-barzh o c'hitoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokarioted anezho.




#Article 109: Yezh minorelaet (218 words)


Yezh minoralaet (saoz. minorised language) e vez graet eus kement yezh a vez komzet war un dachenn resis kichen-ha-kichen gant ur yezh all hag e lec'h e vez roet gwir (lezenn)ioù disheñvel d'an div yezh - aliesik a-walc'h n'eus gwir ofisiel ebet evit ar yezh izel hag a vez anezhi peuliesañ yezh c'henidik an dachenn-se. Minoralaet pe 'bihanaet' e vez ar yezh-se dre ret gant ar yezh all. 

Neuze, pa reer gant an termen-mañ e vez keñveriet statud kevredel an eil yezh gant hini eben evel hini ar brezhoneg hag hini ar galleg.

Un nevez-c'her savet diwar ar saozneg eo hemañ evit ober an diforc'h etre yezhoù a seurt-se ha daou dermen all yezh bihan-niver pe yezh nebeut implijet:

Yezh bihan-niver

Tennañ a ra an termen-mañ (saoz. 'minority language') d'an niver a dud a vez komzet ar yezh-se gante. N'eo ket kevatal atav na dre ret ur yezh yezh minoralaet evel ar c'hatalaneg hag a vez komzet gant kalz muioc'h a dud evel gant yezhoù ofisiel Unaniezh Europa evel ar malteg da skouer ha n'int ket yezhoù minorelaet.

Yezh nebeut implijet

Setu an termen a vez implijet gant Burev Europa evit ar Yezhoù Nebeut implijet. Ha koulskoude n'eo kevatal atav gant ur yezh minoralaet evel ar galizeg hag a c'hell bezañ implijet kalz gant ur bern tud bemdez.




#Article 110: Niver (yezhoniezh) (113 words)


Ur renkad yezhoniel eo an niver a denn da hini un anv-gwan hag a c'hell levezoniñ ivez ar c'hlasoù yezhadur all evel ar verb hag an anv-kadarn.

Peurliesañ e vez graet gant daou niver diazez nemetken : an unander (un dra) hag al liester (meur a dra). 

Yezhoù all, ar brezhoneg en o zouez, a ra gant niveroù all :

Peurliesañ e vez merket an niver dre morfemennoù yezhadurel ispisial, d.s. '-où' e brezhoneg.

Ar verboù a c'hell bezañ merket hervez niver ar sujed; skouer :. 'amañ e komz' (unander) hag 'amañ e komzont' (liester).

Gerioù all a c'hell merkañ an niver ivez evel e saozneg 'this sheep' (unander) ha 'these sheep' (liester).




#Article 111: Nominativel-akuzativel (195 words)


Er yezhoniezh e vez implijet an termen nominativel-akuzativel pe akuzativel hepmuiken evit komz eus ur yezh ganti ur steudadur morfologel-kevreadurezhel a verk en he morfologiezh ha/pe en he c'hevreadurezh arguzenn bennañ ur verb amtranzitivel (S: rener) en un doare heñvel ouzh graer ur verb tranzitivel (A), disheñvel merkadur o-daou diouzh un tu neuze diouzh hini arguzenn amskouer ur verb tranzitivel (O: renadenn), da lâret eo:

S = A; O/P disheñvel

Er yezhoù gante ur sistem morfologel anvet troadoù e vez merket ar renadenn eeun hervez reolennoù ar troad akuzativel ha rener ar frazenn hervez an troad nominativel.

Setu ur skouer tennet diwar an alamaneg:

Der Mann kam. An den a deuas
Der Mann sah den Jungen. An den a welas ar paotr

Merket e vez amañ an nominativel gant ar ger-mell gourel unander 'der' pa vez rener ar frazenn ha gant stumm akuzativel ger-mell gourel unander 'den' pa denn da renadenn eeun en eil frazenn tranzitivel.

Ahendall, er yezhoù na implijont ket seurt sistemoù morfologel e vez merket an hevelep diforc'h hervez urzh an elfennoù er frazennoù. E saozneg, da skouer, e teu rener ar frazenn dirak ar verb hag an renadenn eeun da heul.




#Article 112: Ergativel-absolutivel (133 words)


Er yezhoniezh e vez implijet an termen ergativel-absolutivel pe ergativel hepmuiken evit komz eus ur yezh ganti ur steudadur morfologel-kevreadurezhel a verk en he morfologiezh ha/pe en he c'hevreadurezh arguzenn bennañ ur verb amdranzitivel (S: rener) en un doare heñvel ouzh arguzenn amskouer ur verb tranzitivel (O: renadenn), disheñvel merkadur o-daou diouzh un tu neuze diouzh hini graer ur verb tranzitivel (A), da lâret eo:

S = O; A disheñvel

Er yezhoù a seurt-se ez eo rener ar frazenn a verv merket hervez reolennoù morfologiezh ar yezh-se, keit ha ma chom hep merk morfologel ebet pa vez rener ur verb amdranzitivel. Ne vez ket merket ivez renadennoù ar frazenn.

Setu ur skouer tennet eus an euskareg:

'Ni gizon naiz' Me'zo un den ('ni': absolutivel) 

'Nik dut diru' Me am eus arc'hant ('ni': ergativel)




#Article 113: Renadenn verb (258 words)


Hervez ar yezhoniezh eo ar renadenn verb (saoz. object) unan eus arguzennoù pennañ ur verb tranzitivel o tennañ, peurliesañ, da pal ar verb-se.

Da skouer, ar verboù unandranzitivel-mañ (saoz. monotransitive) da heulh o deus renadennoù eeun (merket gant lizherennoù druz) nemetken:

Ar verboù daoudranzitivel (saoz. ditransitive) o devez, diouzh o zu, div renadenn, anvet ar gouzañver (saoz. patient) hag ar resever (saoz. recipient).

Merket e c'hell bezañ gant morphologiezh ar yezh ar perzhioù yezahdurel-se (Gw. Nominativel-akuzativel).

E meur a yezh e vez merket gouzañver ur verb daoudranzitivel en ur mod heñvel-mik ouzh an doare ma vez merket renadenn nemeti ur verb unandranzitivel. Neuze e vez graet renadenn eeun diouti.

Merket en un doare disheñvel e vez resever ur verb daoudranzitivel hag e vez great renadenn dieeun outi.

Peuliesañ gant ar yezhoù a implij kasoù yezhadurel evel al latineg, e vez merket ar renadenn eeun hervez reolennoù morfologel an akuzativel keit ha ma vez merket ar renadenn dieeun en un daore disheñvel hervez reolennoù an dativel.

E yezhoù all evel ar brezhoneg na implijont ket kasoù yezhadurel e vez anavet perzhioù ar renadennoù, eeun pe dieeun, hervez o lec'h er frazenn hag gant araogennoù, d.s.:

('me' - rener; 'ul levr' - renadenn eeun; 'ar paotr' - renadenn dieeun)

E brezhoneg e talvez ar rannouigoù-verb 'a' hag 'e' hag ar c'hemmadurioù da diwel perzh an renadennoù en ur frazenn. 

E darn vrasañ yezhoù ar bed e teu ar renadenn verb goude ar verb.

Bez' e c'hell renadenn ur frazenn dont da vezañ rener ar frazenn dre implijout an tu-gouzañv, d.s. 




#Article 114: Renadenn dieeun (145 words)


Ar verboù daoudranzitivel (saoz. ditransitive) o devez div renadenn, anvet ar gouzañver (saoz. patient) hag ar resever (saoz. recipient).

E meur a yezh e vez merket gouzañver ur verb daoudranzitivel en ur mod heñvel-mik ouzh an doare ma vez merket renadenn nemeti ur verb undranzitivel. Neuze e vez graet renadenn eeun diouti.

Merket e vez resever ur verb daoudranzitivel en un doare disheñvel hag e vez graet renadenn dieeun outi.

Peurliesañ, gant ar yezhoù a implij troadoù yezhadurel evel al latin, e vez merket ar renadenn eeun hervez reolennoù morfologel an akuzativel keit ha ma vez merket ar renadenn dieeun en un doare disheñvel hervez reolennoù an dativel.

E yezhoù all evel ar saozneg, avat, e vez merket perzh pep renadenn hervez al lec'h ma vezont kavet er frazenn.

E brezhoneg e vez merket seurt perzhioù gant ar rannigoù-verb 'a' hag 'e' hag o c'hemmadurioù.




#Article 115: Ploeneg (122 words)


Ploeneg a zo ur gumun eus Kerne-Izel e kanton Douarnenez, e departamant Penn-ar-Bed, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh. Graet e vez Ploenegerien eus an dud a zo o chom enni.

Plouhinec eo an anv ofisiel gallek. Ur gumun all e departamant ar Mor-Bihan a zo anvet Plouhinec ivez e galleg, met Pleheneg e brezhoneg. Lavaret ez eus e oa savet an anv diwar hini sant Winog, met faltazius e vije hervez lod. Dont a rafe kentoc'h eus ploe hag ethin (lann e henvrezhoneg hag e kembraeg), hag an dibenn -eg (evel en anv Banaleg).

Karrnijour e oa. Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed d'an 19 a viz Kerzu 1942 pa gouezhas e garr-nij Harrow marilhet K7011) er mor.




#Article 116: Yezh ofisiel (442 words)


Ur yezh ganti ur statud ispisial en ur Stad, ur vro pe un dachenn resis eo ur yezh ofisiel. Aliezik a-walc'h e klot honnezh gant ar yezh a vez implijet evit sevel hag embann lezennoù ur vro bennaket, met broioù 'zo a c'hell ober ivez gant meur a yezh ofisiel pe kenofisiel ivez.
Ret eo ober an diforc'h ivez etre ur Yezh bihanniver anavezet en un doare ofisiel gant ur Stad pe ur vro bennaket hag ur yezh ofisiel-rik, rak daoust ha ma c'hell bezañ implijet ur yezh e skolioù ur vro pe c'hoazh evit kemennadennoù ofisiel ne dalvez ket dre ret kement-mañ e vefe anezhi ur yezh ofisiel. Da skouer e vez anavezet al ladineg hag ar sardeg gant Italia, met n'int ket yezhoù ofisiel ar Stad-se.
An hanter eus holl vroioù pe Stadoù ar bed a zo gante ur yezh ofisiel. En o zouez emañ ar re a ra gant ur yezh ofisiel nemeti evel Albania, Frañs pe Lituania, ha koulskoude er broioù-se ez eus yezhoù lec'hel all hag a vez komzet enne. Broioù all, avat, a ra gant meur a yezh ofisiel evel Afghanistan, Belarus, Belgia, Bolivia, Kanada, Eritrea, Finland, India, Paraguay, Suafrika ha Suis.
Broioù all evel Irak, Italia, Rusia pe Spagn o deus anavezet en un doare ofisiel ur yezh ofisiel nemeti evit ar Stad en he fezh e-kichen yezhoù all hag a dalvez da yezhoù kenofisiel e takadoù resis 'zo, da skouer ar spagnoleg a zo yezh ofisiel Stad Spagn a-bezh keit ha m'emañ kenofisiel ar spagnoleg gant ar galizeg e Kumuniezh emren Galiza.
Un nebeud broioù pe Stadoù all, en o zouez Aostralia, Sveden hag ar Stadoù-Unanet n'o deus, diouzh o zu, yezh ofisiel ebet, nemet eo lodenn ar Stadoù diabarzh divizout pe yezh ofisiel a zo dezho (saozneg ha spagnoleg e Mec'hiko-Nevez, da skouer).
Bez' e ranker ivez ober an diforc'h etre yezh ofisiel meur a vro bet trevadennet gant broioù Europa en amzerioù kent, aliezik a-walc'h saozneg pe galleg hag ar yezhoù a vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud o vevañ eno.
Diouzh an tu all, avat, a-drugarez d'ar vroadelouriezh hag ar stourm evit an iwerzhoneg e oa bet lakaet ar yezh vroadel-se da yezh ofisiel pennañ Republik Iwerzhon er mellad 8 eus he Bonreizh daoust ma vez komzet ar yezh-se gant un niver kalz bihanoc'h a dud er vro-se evit ar saozneg, anavezet evel eil yezh kenofisiel ar Republik.
Ne glot ket atav, neuze, yezh ofisiel un takad pe ur vro hag ar yezh vroadel, d.s. bez' e c'heller lâret ez eo c'hoazh ar galleg yezh ofisiel nemeti e Breizh, met ar brezhoneg an hini eo ar yezh vroadel. 




#Article 117: Mor-Bihan (272 words)


Ar Mor-Bihan (distaget: ), Morbihan e galleg hag ent-ofisiel (distaget: ), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E su-kreiz ar vro emañ, a-hed ar Meurvor Atlantel, Gwened eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 56 an niverenn roet dezhañ.

Pa oa bet krouet departamant ar Mor-Bihan e 1790 e voe darbet dezhañ bezañ anvet Côtes-du-Sud (Aodoù-ar-C'hreisteiz), peogwir e oa dres a-dal d'an departamant all Côtes du Nord. 

A-benn ar fin e voe anvet Morbihan diwar anv ar Mor Bihan, anv brezhonek ar pleg-mor a gaver er c'hreisteiz da gêr Gwened. Ar Mor Bras a vez graet eno eus ar Meurvor Atlantel hag ar Mor Bihan eo al lenn-vor, morlenn pe pleg-mor.

Bevennet eo gant departamantoù Penn-ar-Bed er c'hornôg, Aodoù-an-Arvor er norzh, an Il-ha-Gwilen er reter, al Liger-Atlantel er gevred, hag ar Meurvor Atlantel er su.

Meur a aber a gaver war aodoù ar Mor-Bihan, hag anvet e vezont stêr e Bro-Gwened. E-leizh a inizi a zo er pleg-mor en deus roet e anv d’an departamant: Enizenac'h hag an Arzh eo ar re vrasañ anezho.

Er-maez d’an aodoù ez eus pemp enez bras a-walc’h, peder anezho a zo annezet:

Hañv-c'hoañv e vez klouar-tre an hin. Lec’hioù 'zo e-giz Ledenez Kiberen pe ar Gerveur a zo brav-eston o hin (mikro-hin).

E 1790 eo bet savet an departamant gant an darn vrasañ eus Bro-Wened, lodenn gevred Bro-Sant-Maloù, ul lodenn eus Kernev (er gwalarn, gant Gourin hag ar Faoued), ha darnoù eus Bro-Sant-Brieg ha Bro-Naoned (lez kleiz ar Gwilen).

Evel Aodoù-an-Arvor eo divyezhek departamant ar Mor-Bihan. Komzet vez brezhoneg er c'hornôg ha gallaoueg er reter.




#Article 118: Politikerezh yezh (628 words)


Meur a vro o deus savet ur politikerezh yezh a-benn sikour pe herzel ouzh ur yezh resis bennaket da vont war-raok er gevredigezh. Daoust ha m'emañ gwir ez eus bet savet seurt politikerezhioù a-hed an amzer da reiñ harp d'ur yezh ofisiel resis en ur chom hep ober mann ebet evit ar yezhoù all e oa tu da gavout eno ez eus bremañ muioc'h-mui a vroioù gante politikerezhioù yezh ispisial evit gwareziñ ha lakaat da vont war-raok yezhoù all hag a zo en arvar da vont da get.

Er bed a-vremañ e vez komzet tost da 6 000 yezh disheñvel, met an hanter anezho a zo en arvar da vont da get a-raok fin an 21vet kantved. Meur a faktor a c'hell levezoniñ stad an traoù, da skouer an niver a dud a ra gant ar yezh-se, he statud kevredel hag all. Pal ar politikerezhioù yezh neuze a c'hell klask pe gwellaat pe gwashaat ar faktorioù-se a-benn lakaat ar yezh da vont war-raok pe war-gil.

Meur a zoare politikerezh yezh resis a zo. Setu amañ da heul perzhioù an doareoù pennañ:

Ur politikerezh enteuziñ a zo e bal gwanaat ur yezh bihan-niver dre lakaat an dud a ra ganti da vont kentoc'h gant ar yezh pennañ. Meur a wech e vez klasket dre lakaat e pleustr seurt politikerezhioù kreñvaat unvaniezh ur Stad bennaket daoust d'an diforc'hioù a c'heller kavout enni.

Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer :

Seurt politikererezhioù yezh-mañ a laosk stad an traoù etre ar yezhoù komzet en ur vro da ziorren hep lakaat ar stad d'a emellout. Anat eo e vez gwashaet stad ar yezh minorelaet kazi bewech ma vez lakaat e pleustr seurt politikerezhioù. Talvezout a ra e gwirionez kement hag ober ez-ofisiel hep tamm politikerezh yezh ebet.

Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù-mañ, da skouer :

Angola - Arc'hantina - Aostralia - Aostria - Benin - Burkina Faso - Chile - Republik Demokratel ar C'hongo - Aod an Olifant - Kuba - Republik Tchek - Dominika - Ecuador - Gabon - Ghana - Alamagn - Jibraltar - Ginea -- Jamaika - Japan - Liechtenstein - Mali - Nicaragua - El Salvador - Arabia Saoudat - Senegal - ar Rouantelezh Unanet - Venezuela

Gant seurt politikerezhioù e vez roet ur statud lezennel ispisial d'ur yezh resis a-benn klask lakaat tud a ra gant yezh disheñvel da vevañ kichen-ha-kichen war ur memes takad. Peurliesañ, gant seurt politikerezhioù, e vez gwarantet gwirioù yezhel ar re a ra gant ar yezh pouezusañ pe muiañ komzet keit ha ma c'hell bezañ gwarezet war an dro gwirioù yezhel a ra gant ur yezh bihan-niver, h.a.

Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer:

Un doare politikerezh troet war-du an unyezhegezh a zo anezhi n'eus forzh peseurt politikerezh a seurt-mañ a glask kreñvaat plas ur yezh ofisiel. A-wechoù e vez klasket kreñvaat ur yezh vroadel, ha gwechoù all avat e vez klasket kreñvaat yezhoù trevadennel evel ar saozneg pe ar galleg dreist-holl abalamour d'ar pouez o deus er bed a-bezh.

Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer :

Gant seurt politikerezhioù e vez klasket diorenn kevredigezhioù divyezhek. Meur a zoare diheñvel a vez da lakaat e pleustr seurt politikerezhioù.

Gant ur politikerezh troet war-du an divyezhegezh diazezet war gwirioù hiniennel ha distag diouzh un takad resis e vez anavazet gwirioù pep hini d'ober gant n'eus forzh peseurt yezh ofisiel ne vern al lec'h m'en em gav er Stad-se.

Gant ur politikerezh troet war-du an divyezhegezh diazezet war gwirioù hiniennel met stag ouzh un takad resis e vez anavazet gwirioù pep hini d'ober gant yezhoù resis disheñvel hervez al lec'h m'en em gav er Stad-se.

Setu un nebeud liammoù da lec'hiennoù web ofisoù yezh




#Article 119: Katalaneg (831 words)


Ar c'hatalaneg (Català, Valencià) a zo anezhañ ur yezh romanek komprenet gant tost da 12 milion a dud e takadoù zo e Spagn, Frañs, Andorra hag Italia. An darn vrasañ eus an dud a ra gant ar c'hatalaneg a vez kavet e Spagn avat, dreist-holl e Kumuniezh Emren Katalonia.

An niver a dud a ra gant ar c'hatalaneg a zo etre 4 ha 12 milion. ,.

Komzet e vez katalaneg el lec'hioù-mañ da-heul (eus an Hanternoz d'ar C'hreistez:

Graet e vez Broioù Katalanek (Katalanek: Països catalans) eus an holl lec'hioù-mañ, dreist-holl gant ar vroadelourion. 

Yezh ofisiel Andorra eo ar c'hatalaneg. Kenofisiel eo ivez e Spagn e Ranndirioù resis zo, d.l.e. Katalonia, an Inizi Balear ha Valensia, hag ivez e kêr An Alguer e Sardigna en Italia. N'en deus statud ofisiel ebet el lec'hioù ma vez komzet en Aragon nag e lec'h ebet all ma ra an dud gantañ, da sk. e Frañs. 

E 1861, Manuel Milà i Fontanals a savas un doare d'ober an diforc'h etre rannyezhoù ar c'hatalaneg a c'heller rannañ e daou du pennañ: katalaneg ar reter ha katalaneg ar c'hornôg.

N'eus bevenn resis ebet etre an eil rannyezh hag eben abalamour d'an takadoù tremen a gaver kazi atav kenetreze (nemet, evel-just, evit ar pezh a denn da rannyezhoù an Inizi).

Ouzhpenn-se, ez eus meur a isrannyezh disheñvel e-barzh pep rannyezh pennañ hag a c'heller isrannañ evel-mañ:

Hogos pep skol-veur a zo ha tost an holl yezhourion a bled gant ar yezhoù romanek a zo a-du evit lavaret ez eo ar c'hatalaneg hag ar valensianeg an hevelep yezh, daoust d'an diforc'hioù rannyezhel a gaver etre an takadoù, ha ne glot ket ho harzoù gant re ar C'humuniezhioù Emren eveljust.

Ur gudenn bolitikel kentoc'h evit yezhoniel eo neuze an diforc'h a vez graet etre an daou doare yezh-se, dreist-holl pa vezont lakaet da yezhoù disheñvel an eil diouzh eben. Trubuilhus a-walc'h eo evit gwir ar gudenn-mañ, avat, ha savet ez eus bet un doare-skrivañ ispisial evit ar valensianeg gant Akademiezh ar yezh-se a-benn brasaat an diforc'hioù etrezi hag ar c'hatalaneg a vez komzet e Katalonia dreist-holl. 

Gwir eo e c'heller gouzout dre e gomz hag-eñ e teu unan bennaket eus Katalonia pe eus Valensia, met ken gwir all ez eo n'o devez kudenn ebet evit en em glevet an eil gant egile. E gwirionez eo tostoc'h an doare yezh-se evit an doareoù yezh katalaneg a gaver en Inizi Balearez hag a vez diaes a-walc'h da gompren a-wechoù, ha koulskoude eo ral a-wech e vez klevet ez eo doareoù yezh an Inizi-se yezhoù disheñvel diouzh ar c'hatalaneg.

Ar c'hatalaneg a voe diorroet en  diwar al latin poblek e pep tu eus ar Pinineoù e Rousilhon, Empuries, Besalú, Cerdagne, Urgell, Pallars ha Ribagorça). 

Tost-tre e oa ar yezh-se ouzh an Okitaneg ha d'ar penn-kentañ e oa hogozik ur rannyezh okitanek hepmuiken.

Pa deuas mare ar Reconquista e voe ledanaet tachenn ar yezh, kaset pelloc'h-pell betek Barselona, Tarragona, Lleida ha Tortosa, Rouantelezh Valensia o tizhout an Inizi Balearez hag ar gêr anvet l'Alguer e Sardinia.

Etre an XIIIvet kantved| hag ar  e teu ar c'hatalaneg da vezañ ur yezh pennañ tro-dro d'ar Mor Kreizdouar. Barselona a oa anezhi dija ur gêr a-bouez rak servijout a rae dreist-holl da borzh evit Impaelouriezh Aragon.

D'ar mare-se, an holl skrivagnerion a save skridoù (estreget barzhoniezh avat) a implije an anv 'katalaneg' evit ar yezh-se e pep korn ma veze graet gant doare komz katalanek, da sk. Ramon Muntaner e Katalonia ha Ramon Llull e Mailhorka.

Evit meur a abeg ez eas levezon Valensia war greskiñ ivez etre ar XVvet kantved| hag ar  ha neuze e krogas an dud d'ober 'valensianeg' evit ar wech kentañ eus ar yezh a veze implijet gante kentoc'h eget 'katalaneg'. E-kerzh an  kantved e cheñchas yezh an darn vrasañ eus kargidi uhel Valensia en ur gomz ha dreist-holl en ur skrivañ kentoc'h e spagnoleg eget e katalaneg. Al labourerion hag ar peurrest eus ar bobl o chom pe war ar maez pe er c'hêrioù a gendalchas d'ober gant o yezh-i avat.

E penn-kentañ an  e tegouezhas an emsav sevenadurel a reer Renaixença anezhañ. Gant-se e teuas meur a hini e-touez renkadoù uhel ar vro d'ober en-dro gant ar c'hatalaneg hag ar valensianeg. Santet e vez efedoù pozitivel an emsav-se hirie an deiz c'hoazh.

E-pad diktatouriezh Franco (1939-1975) e oa difennet ober gant ar c'hatalaneg pe gant n'eus forzh peseurt 'yezh rannvro' all, da lavaret eo an euskareg hag ar galizeg. Goude marv Franco avat e voe roet ur statud kenofisiel d'ar c'hatalaneg ha bremañ e vez implijet er vuhez politikel, er skolioù hag all. Bez' ez eus ivez meur a bemdezieg e katalaneg, da skouer Avui, El Punt hag El Periódico de Catalunya (embannet e spagnoleg hag e katalaneg). Chadennoù skinwel ha skingomz publik ha prevez a zo ivez e katalaneg: Televisió de Catalunya (TVC), TV3 ha Canal 33 hag ivez ur chadenn geleier 24/24 anvet 3/24. Meur a chadenn lec'hel a zo ivez.

Sed un nebeud frazennoù implijet alies e katalaneg:




#Article 120: Divyezhegezh (388 words)


Pa gomzer eus divyezegezh e vez pe diwar-benn tud gouest da gomz div yezh pe diwar-benn traoù divyezhek (skridoù, filmoù), pe diwar-benn skolioù, ha broioù zoken. 
Meur a zoare da vezañ divyezhek a zo e gwirionez avat. 

Ez-ledan e c'hellfer lâret eo divyezhek an neb a oar ober gant div yezh pe en un doare pasivel pe en un doare aktivel e vefe. Peurliesañ avat e vez implijet en un doare strishoc'h an termen divyezhek evit tud a zo gouest d'ober gant div yezh en un doare ken flour hag unan bet desket ar yezhoù-se da yezh kentañ. Implijet e vez an termenoù damheñvel teiryezhegezh, pederyezhegezh ha liesyezhegezh evit an dud a oar teir, peder yezh pe ouzhpenn.

Isrannet e vez an divyezhegezh hiniennel hervez barregezh an den war bep yezh:

Sañset eo uhel live kognitivel an dud en daou rummad divyezegezh kentañ (kempouez ha kevrennek) hag aezetoc'h eo dezhe dre vras deskiñ yezhoù all warlerc'h evit an dud na oar nemet ur yezh.

Divyezhegezh kevredel

En ur gumuniezh divyezhek n'eo ket an holl o chom enni a dle bezañ divyezhek dre ret avat. Pa c'hell an holl dud en ur gumuniezh ober gant ur par yezhoù e vez ranket an divyezegezh kevredel-se a seurt-mañ :

Divyezhegezh ha darempred

Pa en em gav tud disheñvel e sav diwar an emgav-se un doare darempred. Pa fell d'an dud diswel kengred gant ur re dud bennaket e vez klasket perzhioù boutin kenetreze, da skouer ober gant ur yezh anavezet gant an holl. D'ar c'hontrol, avat, e c'hell kavout c'hoant an dud diskwel ez int disheñvel diouzh ar re all ha neuze e vez klasket lakaat war wel perzhioù evit ober an diforc'h, evel ober gant ur yezh resis disheñvel diouzh an hini a ra a re all ganti.

Meur a dud divyezheg, met n'eo ket an darn vrasañ dioute avat, a ra gant ar 'kemm-yezh' (saoz. 'code switching'), da lâret eo kemm-digemm etre ur ur yezh hag eben. A-wechoù eo ar c'hoant diskwel ez eur a-du ha kengred gant ar re all abeg ar c'hemmoù yezh-se. 

Alies eo ivez un doare da ziskoulmañ kudennoù en ur glask gerioù en ur yezh chomet hep bezañ diorret pe pa n'eo ket bet skoliataet an dud dre ar yezh-se evel a degouezh gwall alies gant yezhoù evel ar brezhoneg hag ivez gant envroidi.




#Article 121: Yezhadur hollek (502 words)


Ar yezhadur hollek (saoz. 'Universal grammar') a zo anezhañ un deorienn yezhoniel a glask lakaat war-wel ar perzhioù yezhadur hollek, da lâret eo ar perzhioù boutin a c'heller kavout en holl yezhoù. Pal enklaskoù a seurt-mañ a glask displegañ penaos e vez desket ar yezhoù gant an dud evit ar wech kentañ rak krediñ a ra lod ez eo bezañ gouest da deskiñ ur yezh ur perzh a-ouenn evit an dud. 

Faos e vefe krediñ avat e souten an deorienn-mañ ez eo peurheñvel yezhadur pep yezh, met kentoc'h e vez roet ganti un nebeut reolennoù evit diswel liammoù don etre strukturioù yezhoniel zo a-benn displegañ, war e dro, panaos e ra ar vugale evit deskiñ sevel frazennoù reizh en yezh kentañ ken buan all.

Bountet e oa bet al labour war an dachenn-mañ evit ar wech kentañ gant Joseph Greenberg o labourat dreist-holl gant perzhioù boutin kevreadurezh 30 yezh disheñvel.

Ur perzh hollek a zo ur perzh hag a zo gwir atav evit pep yezh pe d'ur perzh a vez kavet alies e meur a yezh. 

Da skouer :

Liammoù strizh ez eus etre al labour enklask war an dachenn-mañ ha tachennoù all evel tipologiezh ar yezhoù hag an doare ma vez dielfennet ar yezhoù en empenn.

Graet e vez an diforc'h etre ar perzhioù hollek rik diouzh un tu hag ar re ampleg diouzh an tu all: 

Ar perzhioù hollek rik a zo gwir atav hag evit pep yezh, da skouer : 

Ret eo anzav n'eus ket kalz a reolennoù a seurt-mañ da gavout e-touez holl yezhoù ar bed e gwirionez, avat.

Ar perzhioù ampleg a vez urzhiet a seurt ma vez liammet ur perzh resis gant unan all, da lâret eo, 'bewech ma vez kavet X e vez kavet ivez Y', da skouer : 

A-hendall, hervez ar statistikoù, daoust ha ma vez faos ur perzh yezhadurel evit un nebeudik yezhoù zo, e c'hell bezañ c'hoazh ur perzh damhollek evit an darn vrasañ eus yezhoù ar bed. Seurt perzhioù damhollek a c'hell bezañ ampleg pe rik diouzh o zu ivez.

Setu ur skouer o tennañ d'ur perzh yezhadurel damhollek rik: 

An darn vrasañ eus ar perzhioù damhollek a zo ampleg avat, dres evel ar perzhioù hollek. 

Setu ur skouer o tennañ d'ur perzh yezhadurel damhollek ampleg: 

Tabutoù

Bez ez eus ivez ur re yezhonourion hag o deus savet a-enep d'an deorienn-mañ. Hervez Michael Tomasello, da skouer, ez eo gouest ar vugale da deskiñ yezhoù hep ma vefent ganet gant ur re reolennoù yezhadurel en o empenn endeo. Hervezañ, n'eus tu ebet da diskwel eo c'hell bezañ faos seurt teoriennoù rak ne raent nemet deskrivañ perzhioù yezhoù zo hep gallout mont pelloc'h ha reakwelet ar pezh a c'hellfe degouezhout en ur yezh bennaket pe get.

Ha koulskoude, alies e vez savet damkanoù a seurt-se gant ar re o deus fiziañs e gwirionez ar yezhadur hollek - re alies, marteze, rak n'eo ket ral dezhe rakwelet traoù na c'hoarvez ket e gwirionez pe c'hoazh chom hep rakwelet traoù a c'hoarvez e yezhoù zo.




#Article 122: Peurunvanidigezh (134 words)


Er fizik e vez klasket Peurunvanidigezh ar pevar nerzh a zo bet diskuliet betek-henn. An nerzhioù-mañ a zo abeg an etreoberioù a gaver e live ar molekulennoù, an atomoù hag ar rannigoù hag a zo enno (cf. Fizik ha Kimiezh).

Ar pevar nerzh diazez a zo :

Ma vije tizhet ar Peurunvanidigezh (hini teoriennoù ar fizik kwantek) e vije lakaet a-blom teorienn ar relativelezh hollek hag hini mekanikerezh ar c'hwanta. Emañ an hini gentañ war ur skeul vras hag an eil war ur skeul vihan. Klasket e vez unvaniñ anezho dre teorienn gravitadur ar c'hwanta. 

Ar glaskerien o deus graet berzh p'o deus unvanet teorienn an elektromagnetouriezh hag an etreober gwan evit sevel an teorienn elektrogwan.   

Teoriennoù all evit unvaniñ an nerzhioù n'o deus kendrec'het an holl fizikerien, met n'eo ket echu an enklask.




#Article 123: Euskareg (600 words)


Ur yezh digenvez eo an euskareg, pe euskara pe euskera, pe baskeg, yezh c'henidik Euskal Herria (pe Bro-Vask) etre mervent ar Stad c'hall e departamant gall ar Pireneoù-Atlantel ha biz Spagn, e kumuniezhoù emren Euskadi ha Nafarroa. 

Diaes eo goût orin an euskareg, met krediñ a reer e oa Euskariz pobl gentañ Europa a-raok donedigezh ar pobloù indezeuropek.

N'oa ket bet skouriekaet stumm skrivet a-raok 1968 diwar atiz an Ertzaindia a zo un atebegezh ofisiel ganti (un akademiezh roueel eo). Prientet e voe kinnigadennoù gant ur bodad skrivagnerien ha yezhoniourien a dalc'has abadennoù studi e Baiona (Lapurdi) e 1964-1965. Da geñver an 50vet bloavezh an akademiezh lidet e santual Arantzazu e voe degemeret furmoù unvan a-dreuz liesseurted an euskareg. Ar yezhoniour, politikour ha skrivagner, Txillardegi, en doa kinniget darnvuiañ ar grafoù. Pa veze troet an euskareg skrivet war zu stummoù Lapurdi ha Nafarroa, e yeas muioc'h war zu re Gipuzkoa. An euskareg skouer a vez graet an euskal batua hag e vez implijet ez-ofisiel er Gumuniezh emren, en deskadurezh ha muioc'h mui er mediaoù.

Komzet e vez, e meur a zoare disheñvel, e Kumuniezh Emren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (), ar strollad broadelour EAJ-PNV () en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleust ur politikerezh yezh efedus-tre.

Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra).

A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù-Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat). 

Ur statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa.

N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Republik c'hall.

Bez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel:

Perzhioù boutin en deus an eukareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa.

Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ mz'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel.

Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù-skoazell evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun ha hini ar renadenn ameeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da zisplegañ ar verboù en euskareg.

Da skouer :

Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din.
Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k  Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze. 

Renadenn eeun ar frazenn eo egunkaria. Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak  eugunkariak. Absolutivel eo an anv-kadarn-mañ neuze.

Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar verb] pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ: 

Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg. 

Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met diaes-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skouer: 

Troidigezhioù e brezhoneg. Da lenn evit netra war 




#Article 124: Verb (518 words)


Ar verb zo unan eus div elfenn ar frazenn, hag ar rummenn yezhadurel karget da verkañ an ober (d.s degas, lenn), pe un darvoud (d.s. kreskiñ, lugerniñ), pe ur stad (d.s. bezañ, bevañ). 

Stummoù ar verb a c'hell chench kalz a yezh da yezh. Setu un nebeut faktorioù a c'hell bezañ diskwelet gant ur verb (pe get): 

A-hendall e c'hell bezañ displeget evit klotaat gant:

Pep verb a c'hell kaout un niver a arguzennoù o vont da unan betek tri. fiz (saoz.valence pe valency) ar verb e vez graet eus an niver-se.

Renket a c'hell bezañ ar verboù neuze hervez o fiz:

Gant ar verboù-mañ ne vez nemet ur rener hepmuiken, d.s.: redek a ra pe kouezhañ a ra;

Ouzhpenn ar rener, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn eeun, 
d.s.: emañ o tebriñ pesk; komz brezhoneg a ra.

Ouzhpenn ar rener hag ur renadenn eeun, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn dieeun, 
d.s.: reiñ a reas ul levr dit; dezhi en doa kaset ar bleunioù

Kalz raloc'h eo verboù gante ur fiz kevatal da 0, da lâret eo hep rener. Kavet e verboù dipersonel seurt-se e portugaleg, d.s. chove hag ivez e brezhoneg glav a ra.

Ur verb-stagañ a zo anezhañ ur ger a dalvez da liammañ ur rener gant ur prezegad hag a zo kevatal gantañ, da skouer:

ma c'harr-tan eo hennezh
ma gwreg eo ar vaouezh-se 

E meur a yezh ez eus ur rummad verboù ispisial evit ober war-dro ar perzhioù-se hag a vez verboù-stagañ oute.

E meur a yezh, evel en arabeg da skouer, ne vez implijet verb-stagañ ebet, dreist-holl en amzer vremañ. Implijet e vez strukturioù disheñvel evit ober an diferc'h etre frazennoù deskrivañ ha frazennoù stagañ rik.

Da skouer en arabeg:

E yezhoù all evel ar sineg avat, e vez graet un diforc'h etre ar verboù a dalvez da zeskrivañ ar rener diouzh un tu (d.s. verb = 0 e sineg) hag ar verboù-stagañ rik (d.s. shí e sineg). 

Da skouer e sineg:

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus ur stumm ispisial anvet anv verb hag a dalvez da zeskrivañ ar pezh a vez graet gant ar verb-se. Talvez a ra ar stumm-mañ ivez da envel ar verb, ds. ar verb ober. 

Er yezhoù indez-europek ez eo kevatal stummoù an anv-gwan verb gant ar pezh a reer ivez partisipoù oute. Yezhoù evel ar saozneg hag ivez ar brezhoneg a ra un diforc'h alies ivez etre an anvioù-gwan aktivel hag ar re pasivel, da skouer:

Er yezhoù a ra gant lost-gerioù evit displegañ ur verb, peurliesañ e klot stumm ar verb gant arguzenn bennañ ar verb-se, d.l.e gant gour, niver ha jener ar rener). 

Daoust ha m'emañ sklaerik a-walch seurt reolennoù a reer emglev ar verb oute e yezhoù zo evel e galleg da skouer, e yezhoù all evel ar brezhoneg ez int luziet a-walc'h rak displeget e vez ar verb pe get hervez e lec'h er frazenn.

Yezhoù evel an euskareg a ra gant un doare displegadur liespersonel, d.l.e e vez displeget ar verb hervez perzhioù yezhadurel ar rener met ivez re ar renadennoù.




#Article 125: Teorienn an unifikasion vras (142 words)


E fizik, e vefe unifikasion vras an integrasion, e-barzh ur sistem-represantiñ ha kalkuliñ unik, deus ar pevar nerzh bet kavet betek-hen :

An integrasion-se a bermetfe da lakaad kompatibl ar relativite jeneral (a gerzh war ur skeul bras) hag ar mekanik kwantik (a gerzh war ur skeul bihan) ; an div deorienn-se so ken mad an eil hag he-ben e-barzh he tachenn ; pezh a zo, n'emaint ket kompatibl anezhe.

Meur a deorienn he-deus tizhet integrasionoù parsiel, beteg integriñ tri nezh ; ar muiañ konsideret a zo an deorienn elektrogwan, da unvaniñ an elektromagnetism hag an interaksion gwan. Memes-tra n'eo ket deuet heni-e-bed a-benn da brouviñ ema-hi mat-tout. Dalc'hen a ra ar glaskerien da glask, lod o komañs deus ar mekanik kwantik (gravite kwantik), lod all o komañs deus ar relativite (ar relativite skeulel...), lod all c'hoazh oc'h ijinañ frammoù teorik nevez-flamm.




#Article 126: Gravitadur (395 words)


Ar gravitadur a zo unan eus peder kenoberenn ziazez ar fizik.

Ar gravitadur zo e touez pevar nerzh diazez ar fizik.
An anadenn a vez desachet drezi daou gorf bennak eo(abalamour d'o mas hepken, evel ma vo diskouezet gant ar fizikourien). Gallout a reer gwelet e levezon bemdez abalamour da nerzh desach an Douar a zalc'h ac'hanomp war al leur.

Evit ar fizik klasel, ar gravitadur zo an nerzh desach a vez etre traoù o deus ur mas e-barzh an hollved.

Kerzhout a ra hervez ul lezenn kinniget gant Isaac Newton e 1687 ha displeget dre ar formulenn :

Hervez an deorienn-se e vefe gwelet anadenn ar gravitadur e-giz un nerzh, gant ster ar mekanik newtonian. Diouzh ar formulenn-se e kaver :

Gwelet a reer emañ ar formulenn-se kenglotus gant priñsip an aksionoù resiprokel.

Al lezenn-se zo bet gwiriet ez arnodel. Ez teknikel ez eo mat a-walc'h evit lakaat traoù pounneroc'h eget an aer da nijal, hag evit kas tud betek al loar. Hiriv an deiz ne vez ket kemeret mui nemet da gaout un tostadur da deoriennrelativour ar gravitadur.

Adalek 1915 ez eus bet kinniget gant Albert Einstein ur sell all ouzh ar gravitadur, e-barzh e deorienn eus ar relativelezh hollek. Ar gravitadur n'eo ket un nerzh mui, met diskuilhadenn un distummadur eus ar spas gant ar c'horfoù masek a gaver en ennañ.

Ar pezh en-doa lakaet Albert Einstein (ha memes Newton en e raok) da gaout diskred war displegadenn mekanik ar gravitadur, a oa an nerzh-se a ziskoueze bout « speredek ». Abalamour nep tra, ne vern e dolz, a vuane er memes mod diwar e bouez. Pezh ' zo, an dra-se a c'houlenne un dra div wezh pounneroc'h a vefe desachet div wezh muioc'h, ne vern e gompozadur.

Einstein en-deus dizoloet ar gudenn o evezhiañ e oa tu da zisheñvelaat daou meiziad tolz : 

Sañset al liamm etre an daou vas a rankfe kemm hervez ar c'horfoù, dres evel mas ha volum o deus liammoù disheñvel-tre. Setu 1 kg-pluñv hag 1 kg-plomm (da skouer), ar memes nerzh gravitadurel oc'h oberiañ warno, a rankfe buannad e modoù disheñvel, hervez o mas inert (an inertañ a vefe da vuanaat nebeutoc'h). ' Pezh n'eo ket gwir. An daou vas a zo atav kevatal, ' pezh a vefe, pe un taol degouezh burzhudus, pe ur c'heñver diazez, an hini ebannet gant ar relativelezh hollek just a-walc'h.




#Article 127: Fizik (334 words)


Ar fizik (eus ar gresianeg φυσική (physikos= naturel) a zo studi an energiezh hag e etreober gant ar materi (cf. kimiezh, bevoniezh). Abalamour da preveudi an energiezh e-keñver istor an Hollved hag abalamour pep rann ar materi a dlee etreoberiañ gant an energiezh ma vo eztaolet e berzhioù evit mont da dreuzfurmiñ hag abalamour m'eo an energiezh an abeg pennañ pa ya ar materi da vezañ puzuilhet en e rannigoù bihanañ, ar fizik a zo lakaet alies evel ar skiant diazezel.
Ar fizik a bled gant ar materi e meur a doareoù ha meur a endro abaoe an isrannigoù-kalonenn a ya d'ober ar materi (cf. fizik ar rannigoù) beteg holl emzalc'h an Hollved materiel (cf. : kosmologiezh).

Meur a berzhioù a studier er fizik a zo perzhioù an holl sistemoù materiel, peurvirerezh an energiezh, da skouer. Ar perzhioù-se a vez anvet lezennoù ar Fizik alies.

Ar fizik a zo liammet gant teoriennoù ar matematik pa teoriennoù ar fizik a vez eztaolet ingal dindan stumm daveadurioù matematikel ha matematik ar fizik a vez graet a zo kemplesoc'h eget re ar skiantoù all.
An diforc'h etre ar matematik hag ar fizik a zeu eus hini o zachennoù : ar bed materiel evit hemañ ha patromoù difetis evit ar re-se. 
Koulskoude n'eo ken splann an diforch pa 'z eus un dachenn etrezo hag e vez anvet ar fizik matematikel o tennañ da dispakañ ar frammoù matematikel a gaver dindan an teoriennoù fizikel.

E keñver ar skiantoù all e kaver un diforc'h pa weler eo kustum rannñ ar fizik etre ar fizik teorikel hag ar Fizik arnodel. Er 20vet kantved, an darn vuiañ eus ar fizikerien o deus en em arbennikaet pe e fizik teorikel pe e fizik arnodel.
Diorreet war hentoù disheñvel, pep skourr ar fizik a zepend an eil eus egile.
An araokadennoù a zeu alies pa arnodourien a lak war wel fenomennoù ha ne c'hell an teoriennoù displegañ anezho.
Ma ne vije a arnodoù e c'hellfe ar fizik teorikel mont war hentoù-dall.

Unanennoù ar fizik




#Article 128: Bredoniezh (193 words)


Ar vredoniezh pe psikologiezh (diwar ar gresianeg: psyche = bred halogos = ger) zo studi emzalc'h, spered ha preder an den da gentañ holl, met emzalc'h ha spered al loened a zo studiet ivez, pe evel ur gelenn he-unan (cf. gouiziaduriezh al loened pe an etologiezh)pe c'hoazh, ha daelioù a zo diwarnañ, evel un tu evit merzout traoù a bled gant ar vredoniezh denel (cf. bredoniezh keñverel).

Pleustret e vez war ar vredoniezh e doareoù skiantel ha nann-skiantel. Ar vredoniezh a vez graet ar muiañ ganti a zo pozitivour he diazez pa ra gant studioù kementadel ha gant an hentenn skiantel evit testiñ ha diskar ar martezeadennoù o vezañ graet en un doare arnodel. Ar vredoniezh a ra alies gant an diuzelouriezh, da lavarout eo e sach pep gouiezegezh a c'hell kavout e tachennoù skiantel zo evit klask displegañ ha kompren an emzalc'h.

Koulskoude ne vez ket heuliet an hentenn skiantel gant pep enklask bredoniezh. Arveret e vez gant an imbourc'h kementadel teknikoù jubenniñ evit sevel lod a zeskrivadurioù sachet diwar ar glinikenn hep arnod. Kavet e vez ivez bredoniourion, ar vredoniourion denelour, da skouer, ha n'int ket evit degemer un hentenn skiantel.




#Article 129: Renkadur hervez ar vorfologiezh (604 words)


Diorroet e voe an doare da renkañ ar yezhoù hervez perzhioù pennañ o morfologiezh (saoz. 'morphological typology) gant ar vreudeur Friedrich hag and August Wilhelm von Schlegel.

N'eo ket un doare-renkañ absolutivel. Da lâret eo, ne c'heller ket lâret ez eo ar sinaeg ur yezh dezrannel anezhi, met kentoc'h ez eo honnezh ur yezh anni muic'h a perzhioù sintezel eget en ur yezh all hag e vez kenveriet outi.

Ne gaver, tost pe tost, kemm morfologel ebet er yezhoù dezrannel (saoz. 'analytic language), da lâret eo ne vez ket implijet kengerioù evit diskwel ar perzh a c'hoarvez ur ger bennaket en ur frazenn. E lec'h ober gant kengerioù, seurt yezhoù a diskwel perzh ur ger pe rumm ur ger dre e blas en ur frazenn, d.s. chench urzh ar frazenn evit ober gant ar stumm-goulennata. A-hendall e reont ivez gant rannoùigoù pe gerioù all evit resisaat perzh ur ger, d.s. implijout 'meur a' evit sevel ul liester hep ober gant ul lostger evel e brezhoneg -où. 
E seurt yezhoù, neuze, eo eo kalz pouezusoc'h rol ar gevreaduriezh eget hini ar vorfologiezh.

Yezhoù dezrannel eo meur a yezh komzet e Azia ar Reter evel ar sinaeg hag ar vietnameg. Ur yezh damdezrannel eo ar saozneg ivez.

Ar yezhoù sintezel (saoz. synthetic languages) a ra gant gerioù savet diwar ur wrizienn hag un nebeut morfemoù ouzhpennet outi. N'eo ket ret atav, avat, ober gant morfemoù a c'heller ober an diforc'h gante hag ar wrizienn. Da lâret eo e c'hell ar morfemoù bezañ enteuzet gant ar wrizienn (ds. saozneg man  men) pe e c'hellont bezañ merket gant tonennoù pe perzhioù fonetikel all. N'eo ket ken pouezus urzh ar gerioù en ur frazenn en ur yezh sinteezel rak gallout a reont ober gant morfemoù ispisial evit merkañ perzh resis ur ger en ur frazenn bennak.
E seurt yezhoù, neuze, eo eo kalz pouezusoc'h rol vorfologiezh ar eget hini ar gevreaduriezh.

An darn vrasañ eus ar yezhoù indez-europat a zo techet war an tu-mañ.

Daou isrummad yezhoù sintezel a zo hervez ma vez aezet ober an diforc'h etre pep morfem er gerioù pe get:
 

Sklaer-tre atav e vez ar vevenn etre pep morfem ur ger bennak er yezhoù daspegel (saoz. agglutinative languages). Kengerioù eo ar morfemoù stag neuze. Dre vras o devez seurt yezhoù un nivel uhel a vorfemoù e pep ger implijet hervez ur sistem reizh ha rik-tre.

Yezhoù daspegel eo ar c'horeaneg, an turkeg hag ar japaneg.

Ar yezhoù enteuzel (saoz. fusional languages) a ra gant morfemoù diaezet a-walc'h da dielfennañ hag e c'hell bezañ meur a ismorfem enteuzet e-barzh pep morfem. N'eo ket sklaet atav e pelec'h emañ ar vevenn etre gwrizienn ar ger hag ar morfemoù all. Ar morfemoù a c'hell bezañ merket war-eeun war ar gwriziennoù evel tonennoù pe dre kemmoù e vogalennoù pennañ ar wrizienn, d.s. Ablaut evel er saozneg sit - sat - seat.

Gwechall e veze graet displegel (saoz. inflected) eus yezhoù a seurt-mañ ivez.

An darn vrasañ eus ar Yezhoù indez-europek a zo techet war an tu-mañ mui-pe-vui.

E 1836 e voe ouzhpennet un rummad gant Wilhelm von Humboldt: ar yezhoù liessintezel (saoz. polysynthetic language). Implijet e voe bet an termen liessintezelezh evit ar wezh kentañ avat gant ar yezhonour Peter Duponceau savet diwar un termen implijet er gimiezh. Gant ar yezhoù a seurt-se ez eo uhel-tre an niver a vorfemoù e pep ger. Ret eo anzav n'eo ket gwallsklaer avat e pelc'h emañ an diforc'h resis etre ur yezh sintezel hag unan liessintezel.

Setu ur re berzhioù pennañ o tennañ d'ar yezhoù liessintezel:

Meur a yezh komzet en Amerika a zo liessintezel evel an Inuktitut (eskimoeg), da skouer :




#Article 130: Albert Einstein (1554 words)


Albert Einstein (Ulm, 14 Meurzh 1879 – Princeton, 18 Ebrel 1955) a oa ur fizikour alaman a-raok bezañ anvroat (1896), suis (1899) ha stadunanat (1940).

Embannet en deus arlakadenn ar geñverelezh strizh e 1905 ha hini ar geñverelezh hollek e 1915. A-drugarez dezhañ ez eus bet graet araokadennoù bras el loc'honiezh pementadel hag er gosmologiezh.
Priz Nobel ar Fizik a voe deroet dezhañ e 1921 en abeg ma voe gouest da zisplegañ ar gwered luc'hdredan. Anavezet er bed a-bezh eo ar formulenn E=mc² a c'heller displegañ ganti peseurt galloud dibar a zeu eus an energiezh nukleel o tiskouez ar c'hevatalder etre danvez hag energiezh ur reizhiad.

E dad Hermann Einstein (Buchaun, 30 Eost 1847 – Milano, 10 Here 1902) a zimezas gant Pauline Koch d'an 8 a viz Eost 1876. Tri bloaz goude, d'ar 14 a viz Meurzh 1879, e voe ganet o bugel kentañ, Albert, en o ranndi en Ulm en Alamagn.
En e vugaleaj e tiwanas e atapi ouzh ar skiantoù : gant un nadoz-vor pa oa 5 bloaz, ha gant al levr Biblig ar ventoniezh, da drizek vloaz.

D'ar skol kentañ derez hag eil derez ez eas en Hochschule (skol-uhel) Aarau e Suis, ma tapas e skrid-testeni d'an 30 a viz Gwengolo 1896, oadet 17 vloaz. Disoc'hoù dispar en deveze e matematik, met nac'hañ a reas studiañ ar vevoniezh ha skiantoù an den, pa gave dezhañ e oa didalvez deskiñ danvezioù a oa bet studiet c'hoazh a-dreuz hag a-hed gant tud all. Dedennet e oa gant ar skiantoù evel frouezh poell mab-den hag ar preder. Goulenn a reas digant e dad reiñ dezhañ ar vroadelezh suis a-benn mont davet e diegezh divroet e Milano en Italia.

Lakaat a reas e anv e Skol lieskavezel kevredadel Zürich (ETH) e 1896, goude bezañ c'hwitet war e arnodenn gentañ avat.
Eno e teuas da vezañ mignon ar matematikour hungariat Marcel Grossmann (1878-1936), a skoazellas anezhañ diwezhatoc'h war dachenn ar ventoniezh aneuklidel. Anaoudegezh a reas ivez gant ar Serbez Mileva Marić (1875-1948), e bried kentañ. E 1900 e tapas e skrid-testeni. Anzav a ra avat en e vuhezskrid ne oa ket « gouest da heuliañ ar c'hentelioù, da skrivañ notennoù ha d'ober labour-skol » .
E-doug ar prantad-se e kreskas e anaoudegezhioù o studiañ e-unan hag o lenn levrioù dave, evel re ar fizikour ha prederour aostrian Ludwig Boltzmann (1844-1906), ar bevedour ha fizikour prusian Hermann von Helmholtz (1821-1894) ha re ar fizikour ha kimiour alaman Walther Hermann Nernst (1864-1941). Dre e vignon ar fizikour suis Michele Besso (1873-1955) e lennas labourioù ar fizikour ha prederour aostrian Ernst Mach (1838-1916) diwar-benn ar gouloù hag an tizh. 

Hervez buhezskridoù disheñvel e voe diaes e vuhez etre 1900 ha 1902 : lakaat a reas e anv evit meur a bost-labour hep bezañ degemeret. Nec'het gant kement-se e klaskas e dad kavout ur post dezhañ, en aner. Albert a blegas neuze da bellaat diouzh metoù ar skol-veur da gaout ur post er velestradurezh. E 1901 ez embannas e bennad skiantel kentañ en Annalen der Physik, diwar-benn e enklaskoù a-zivout ar silluskerezh.
E diwezh ar bloaz 1902 e voe ganet e Serbia e vugel kentañ, Lieserl, ur plac'h . E-pad pell ne voe ket anavezet ar bugel-se gant an istorourien, ha ne chom roud ebet eus e vuhez. Albert ha Mileva a euredas e 1903, ur wezh roet dezhañ e aotre gant e dad war e dremenvan. E 1904 o devoe ur bugel all, Hans-Albert († 1973), ha goude Eduard Einstein e 1910 († 1965).

E 1902 e kavas fred en ofis ar breouadurioù e Bern, ar pezh a roas dezhañ peadra da vevañ e-pad e enklaskoù.
E-keit-se e savas an Akademie Olympia gant ar matematikour suis Conrad Habicht (1876-1958) hag ar matematikour ha prederour rouman Maurice Solovine (1875-1958), a droas e oberennoù e galleg diwezhatoc'h. E Bern, 49 straed Kramgasse, en em vode an Akademiezh, hag a aoze baleadennoù er menezioù.
Einstein a rannas disoc'h e enklaskoù gant Conrad Habicht ha kas a reas dezhañ ar pennadoù a embannas e 1905 diwar-benn diazezoù ar geñverelezh strizh, arlakadenn ar pementadoù hag arlakadenn al loc'had brownian, a zigoras hentoù enklask nevez er fizik nukleel, e loc'honiezh ar stered hag all. Diazezet eo ar pennad diwar-benn argerzh Wiener (al loc'had brownian) war enklaskoù donaet diwezhatoc'h gant Einstein hag a gas d'e dezenn anvet Eine neue Bestimmung der Moleküldimensionen (Un didermenadur nevez eus mentoù ar molekulennoù), ha d'e ziplom doktorelezh d'ar 15 a viz Genver 1906.

E 1909 e voe anavezet Albert Einstein gant e getpared, gant ar fizikourien alaman Max Planck ha Walther H. Nernst peurgetket a bedas anezhañ da skol-veur Berlin. D'an 9 a viz Gouere 1909 e voe anvet doktor honoris causa gant skol-veur Genève. Kinnigoù labour stank a voe graet outañ. E 1911 e voe pedet da gentañ Kendalc'h Solvay e Belgia] hag a vodas ar skiantourien muiañ anavezet. Anaoudegezh a reas eno gant Marie Curie, Max Planck hag ar fizikour gall Paul Langevin (1872-1946). E 1913e voe anvet Albert Einstein en Akademiezh ar skiantoù Prusia.

E 1914 e reas e annez e Berlin, ma chomas e-pad meur a vloaz. Dont a reas da vezañ ezel eus Akademiezh roueel Berlin ar skiantoù hag al lizhiri. A-drugarez d'ar c'hinnigoù labour a reseve e teuas a-benn d'en em ouestlañ penn-da-benn d'e enklaskoù. Goude e zisparti digant Mileva e krogas da zaremprediñ ur genitervez eus Berlin, Elsa. Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ ez embannas e vennozhioù peoc'helour. Prometet he doa kêr Verlin pourchas un ti dezhañ, met dont a reas da vezañ perc'henn war un dachenn ma lakaas sevel un di gant e wenneien. Edo e Caputh, e-kichen lenn Havelsee, ul lec'h sioul ma c'halle bageal gant ur gouelier alies.

E 1916 ez embannas ul levr a zisplege e arlakadenn a-zivout ar c'herc'hellerezh, anavet hiziv evel arlakadenn ar geñverelezh hollek. E 1919, an astrofizikour saoz Arthur Eddington (1882-1944) a vuzuilhas diheñchadur gouloù ur steredenn pa dremen e-tal an Heol. An diheñchadur-se a oa unan eus rakweladennoù degaset gant arlakadenn A. Einstein, a dapas brud vras ken e krogas d'ober kalz beajoù dre ar bed adalek 1920. E 1925 e resevas ar vedalenn Copley, hag e 1928 e voe anvet da brezidant Kevre Gwirioù Mab-Den. Er memes bloaz e kemeras perzh e kentañ Davoser Hochschulkurse (Kentelioù skloveuriek Davos) e Davos, gant 33 c'hefredour all deuet eus Alamagn, Aostria, Bro-C'hall, an Izelvroioù ha Suis. E 1935 e resevas ar vedalenn Franklin.

Teñvalaat a reas an aergelc'h en Alamagn er bloavezhioù 1920, ma voe rebechet outañ e orin yuzev hag e vennozhioù peoc'helour. N'edo ket e surentez ken en Alamagn abalamour da nerzh ar strolladoù broadelour alaman ha da hini an nazied. Nebeut goude ma'z erruas Adolf Hitler e penn ar Stad, e deroù 1933, e klevas e oa bet preizhet e di e Caputh gant an nazied, ha divizout a reas ne zistroje ket d'ar Reich. Goude bezañ bet o chom pell war aod Belgia e reas e annez er Stadoù-Unanet, ma labouras en Institute for Advanced Study e Princeton. Pal e enklaskoù a oa sevel un arlakadenn da unaniñ ar c'herc'hellerezh hag an dredanwarellerouriezh, met ne zeuas ket a-benn ha kement-se a viras outañ marteze a ober kavadennoù all war tachennoù frouezhusoc'h.

D'an 2 a viz Eost 1939, dindan levezon ar fizikourien hungariat Eugène Wigner (1902-1995) ha Leó Szilárd (1898-1964), e skrivas ul lizher da Roosevelt hag en doe ur roll e deroù ar raktres Manhattan.

D'an 18 a viz Ebrel 1955 e varvas Albert Einstein diwar freuz un darvoll. Fennet e voe e ludu en ul lec'h dalc'het kuzh, diouzh e destamant. En desped d'e youl avat e voe laeret e empenn gant ar mezeg kelanskejour ha korfskejet, ar pezh a ziskouezas e oa brasoc'h al liamm etre an div hanterenn eget en darn vuiañ eus an dud ; e zaoulagad ivez a voe laeret, gant elagadour. 

E vab Eduard, a oa gant ur stumm skizofreniezh, a dremenas al lodenn vrasañ eus e vuhez en ur bredospital e Suis hag e vab all Hans-Albert a zeuas da vezañ ijinour e Kalifornia.

Frouezhus e voe ar bloaz 1905 evit Albert Einstein, pa voe embannet pevar fennad-skrid er gelaouenn Annalen der Physik.

Ar pennad kentañ, Diwar-benn ur mennozh heuristek a sell ouzh produadur ha treuzfurmadur ar gouloù, embannet e miz Meurzh, a zisplege ur mennozh dispac'hel diwar-benn natur rannigel ar gouloù, dre studi ar gwered luc'hdredan. Danevell a ra eno e enklaskoù diwar-benn orin ar c'has rannigoù, o kemer harp war labourioù Max Planck en doa savet, e 1900, formulenn ur skinadur muzuliet, da lavaret eo diskendalc'hus. Ret e oa bet da Blanck displegañ ar skinadur gouloù kaset gant ur c'horf tomm en un doare a sebeze anezhañ : da lakaat e formulenn da glotañ gant disoc'hoù an taolioù-arnod en doa ranket lakaat e ranne ar red rannigoù a-bloc'hadoù energiezh, a anvas quanta pementadoù, a zo liester quantum, pementad. Petra bennak ma soñje dezhañ ne oa ket eus ar pementadoù-se e gwirionez, stummet e oa e arlakadenn da labourat ha meur a fizikour a studias anezhi. Einstein a adimplijas disoc'hoù Planck da studiañ ar gwered luc'hdredan, ha klozañ a reas o lavaret en em zalc'he ar gouloù war un dro evel ur wagenn hag ur red rannigoù. Ar gwered luc'hdredan en doa pourchaset ur gadarnadenn eeun eus arlakadenn ar pementadoù savet gant Max Planck. Adalek 1920 e vez graet fotonioù eus ar pementadoù.




#Article 131: Morfem (149 words)


Hervez ar yezhour brudet Leonard Bloomfield ez eo ur morfem pe stummad an elfenn ster bihanañ, da lavarout eo dirannus, en ur yezh.

Da skouer :
Er ger adober ez eus daou vorfem : ad- a zo anezhañ ur morfem stag, d.l.e. ne c'hell ket bezañ implijet er yezh hepmuiken hag ober a zo anezhañ ur morfem distag, d.l.e. ur ger ennañ e-unan. 

Doareoù morfemoù

Ur morfem a c'hell ket bezañ implijet er yezh evel ur ger ennañ e-unan.

Ur morfem na c'hell ket bezañ implijet er yezh hepmuiken, d.s. lostgerioù evel '-ad' e 'dornad'.

Gant ar re-mañ ne vez ket cheñchet ster ur ger met kentoc'h e berzh en ur frazennoù. Merket e vez gant ar morfemoù yezhadurel amzer ar verboù, jener ha niver un anv-gwan, h.a.

Seurt morfemennoù a dalvez da grouiñ gerioù en ur c'hlas yezhadurel disheñvel, d.s. 'ober' (verb) - 'oberiant' (anv-kadarn - 'oberiantiz' (anv-gwan)




#Article 132: Inuktitut (524 words)


An inuktitut (ᐃᓄᒃᑎᑐᑦ, lit. 'evel an Inuited') eo yezh an inuited (eskimoed). Ar yezh-se zo eus ar familh-yezhoù eskimo-aleousian.

E gwirionez eo kentoc'h an inuktitut rannyezh an Inuited eus an Arktik-Reter e Kanada. Implijet e vez ar ger evit ar yezh en he fezh, peogwir eo-hi kentoc'h ur c'hontinuom rannyezhel eget ur yezh wirion ; ar c'hcontinuom-se a c'hall bout isrannet, dre vras, etre 16 seurt e 4 strollad: 

Etre tout ez eus tro-dro da 80 000 a gomzerien inuktitut. Evit an inuktitut sellet e-giz ur rannyezh ez eus 20 000 anezho.

Ar rannyezh inuktitut a c'hall bout isrannet etre teir isrannyezh pennañ ha strolladoù a bep seurt:

Ar c'h-keewatin a vez tuet da chom mirouroc'h, o talc'hen an darn vrasañ eus ar strolladoù kensonennoù, padal ar rannyezhoù nunavik a vez radikaloc'h (da skouer: ar ger keewatin Inuktitut a vez klevet Inuttitut en nunavik).

Kar eo d'ar yezh aleousian, asambles e reont ar familh eskimo-aleousian. N'eus ket gallet kavout kerentiaj a-bell ebet gant yezh all ebet, nemet ez eus tud hag a gred en defe an inuktitut liammoù gant ar yezhoù indo-european. 

An Inuktitut, e-giz ar yezhoù eskimo-aleousian all, a zo ur seurt dibar a yezh aglutinativ hag a vez lâret yezhoù polisintetik: lakaat a ra asambles ur wrizienn hag un nebeud morfemou yezhadurel evit krouiñ gerioù bras ken-ha-ken, ster ur frazenn dezhe.

Ur perzh deurus eo an anvioù-tud. Lod a zo : 'Ujaraq' (roc'h), 'Nasak' (tog pe kabell), 'Tupiq' (stal), 'Qajaq' (kaiak), gerioù mod-se. Anoioù loened vez implijet ivez: 'Nanuq' (arzh polel), 'Uqalik' (gad artik)... Un trede rummad eo an anvioù-tud a ra dave d'ur perzh dibar eus ar c'horf. Da skouer, 'Itigaituk' (hep troad), 'Usuiituk' (hep kalc'h), 'Tulimak' (kostenn), traoù e-mod-se (E-giz Penneg, Troadeg e brezhoneg).

Bez' ez eus ur richenn hag a lavar en defe an inuktitut un niver bras a c'herioù evit erc'h. N'eo ked gwir. Deuet eo an dra-se abalamour ma oa komprenet fall natur ar yezhoù polisintetik. E gwirionez ne gaver en inuktitut nemet un nebeud gwriziennoù evit erc'h: 'qanik', malzennoù-erc'h en aer, hag 'aput', erc'h war an douar. Gant an daou-se e vez savet gerioù brasoc'h, gant afiksoù evit lâret pegement a erc'h ez eus, e-lec'h ma vez implijet e brezhoneg anvioù-gwan pe raganvioù. 

En inuktitut ez eus 15 kensonenn ha 3 vogalenn (hag a c'hall bout hir pe verr). Ar c'hensonennoù a vez distaget dre bemp lec'h-distagañ : — bilabial, alveolar, palatal, velar hag uvular, ha tri mod-distagañ.   

Ar c'hensonnennoù a zo :

Hag ar vogalennoù :

Ma vez skrivet div wezh ur vogalenneo hiroc'h ar son.

Ar silabaer inuktitut implijet er C'hanada a zo diazezet war ar silabaer Cree, diazezet e-unan war ar silabaer Ojibwe. An daou a oa bet krouet gant ar missioner James Evans. Silabaer an inuktitut kanadian a oa degemeret gant an Inuit Cultural Institute in Canada er bloavezhioù 1970. An Inupiaq eus Alaska hag eus Greunland a ra gant al lizherenneg latin, pa vez implijet al lizherenneg kirillek gant an Inuited eus Sibiria.

An inuktitut a zo yezh ofisiel e-barzh an tachennoù-mañ :

E Kebek, (Kanada), eo an inuktitut ar yezh ofisiel en deskadurezh e-barzh an distriktoù-skol inuit en Nunavik (norzh ar C'hebek).




#Article 133: Ger-mell (262 words)


Ar gerioù-mell a zo anezho gerioù bihan a vez implijet dirak an anv-kadarn, peurvuiañ, da spisaat pe da resisaat da betra e ra dave an anv-kadarn-se.

Dre vras e vez graet un diforc'h etre ar ger-mell strizh en un tu hag ar ger-mell amstrizh en tu all.

Implijet e vez, dre vras, ar  ger-mell strizh  da ziskwel ez eo anavezet an anv-kadarn a reer dave dezhañ, (an davead,  pe referent e saozneg), pe da ziskwel e teuio war-lerc'h gerioù all (peurliesañ anvioù-gwan), hag ar re-se a denno d'an anv-kadarn daveeet dezhañ gant ar ger-mell-se, d.s. 

Implijet e vez ar gerioù-mell amstrizh evit diskwel ez eo diresis ha dispis an anv-kadarn a ra dave outañ, d.s.:

Da yezhoniourion zo ez eo an anvioù-gwan niverenniñ un isrummad gerioù-mell da vezañ renket e-touez ar re amstrizh ivez.

Peurvuiañ e komzer eus ger-mell amstrizh unan, met yezhoù zo, evel ar galleg, o deus ur ger-mell amstrizh lies:

E meur a yezh e voe krouet ar gerioù-mell, dreist-holl ar re strizh, diwar raganvioù pe anvioù-gwan, d.s.:

Ar gerioù-mell a c'hell talvezout da verkañ jener pe niver un anv-kadarn ivez, da skouer e portugaleg:

Bez e c'hellont merkañ ivez ar rol a c'hoarvez un anv-kadarn ur frazenn gant ar yezhoù a implij sistem ar c'hasoù, d.s. e gresianeg (gerioù-amstrizh gourel unander nemetken):

E brezhoneg, evel en arabeg dre gomz, e cheñch stumm ar gerioù-mell hervez ar sonioù a deul warlerc'h:

Yezhoù zo, evel re Skandinavia da skouer, a implij lostgerioù e lec'h gerioù-mell distag, da skouer e daneg:

Kavet e vez seurt lostgerioù e yezhoù all ivez, d.s.:




#Article 134: Alamaneg (561 words)


An alamaneg (pe Deutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strollad yezhoù germanek ar c'hornôg, e familh ar yezhoù indezeuropek. Ar yezh implijetañ en Unaniezh Europa an hini eo.

Ar yezh a vez komzet e seizh bro dreist-holl:  Alamagn, Aostria, Suis, Liechtenstein, Luxemburg, reter Belgia, su Tirol. En Elzas, Loren, hag e Nordschleswig (su Danmark) e vez implijet ar yezh gant ur vinorelezh eus an dud. Kumuniezhoù alamanek a vev ivez en Europa ar reter, e su Brazil, hag e Namibia.

Gaolet eo ar yezh etre alamaneg-uhel hag alamaneg-izel.

An Alamaned a ra Deutsch eus o yezh, ar ger-se zo liammet gant ar ger tud e brezhoneg. An daou a zeu eus indezeuropek *tewtéh₂ hag a dalvez meuriad. Anv an doue Teutates zo liammet ivez. Ar ger-se a vez implijet gant pobloù germanek dreist-holl.

Pobloù slavek a implij ar ger němьcь pe nemek. Ur ger evit lavaret mut peogwir e oa diaes en em gompren etrezo a-gaoz d'ar yezhoù disheñvel-tre.

Implijet e vez ar ger german- e saozneg hag er broioù levezonet gant ar yezh-se.

Implijet e vez ar ger alaman- gant pobloù romanek, keltiek hag er Reter-Nesañ dreist-holl.

Gant ar c'hentañ kemmadurioù-kensonennoù (erste germanische Lautverschiebung) e-tro ar  kantved kent JK e komañse ar yezh c'hermanek voutin a-ziwar ur rannyezh indezeuropek. Gant ar c'hemmadurioù-mañ e vez displeget an diforc'hioù a zo etre ar yezhoù germanek (alamaneg, nederlandeg, saozneg, h.a.) hag ar yezhoù indezeuropek all. Evit eeunaat an traoù e c'haller kinnig anezho er mod-mañ:

Komañs a reer d'ober anv eus an alamaneg pa c'hoarvez an eil kemmadur-kensonennoù er rannyezhoù implijet e mervent Alamagn (zweite germanische Lautverschiebung pe hochdeutsche Lautverschiebung), a vez lakaet e-tro ar VI kantved tamm-pe-damm. D'ar mare-se an heni e oa diforc'het alamaneg izel (Niederdeutsch), yezh an norzh. 

Ar gemmadenn fonetek a ziskouez un nebeud diforc'hioù etre an alamaneg a-vremañ ha, da skouer, an nederlandeg pe ar saozneg :

Etre an  kantved hag ar  kantved e tegouezhas an diftongennoù e rannyezhoù kornad-bro ar Mervent evit-fed vez disklipet dre zaou fonem evit ei, eu ha au. Gant-se e ouzomp penn d'an diforc'hioù a zo etre an alamaneg reolataet ha, da skouer, an nederlandeg :

Er c'hontrol eus Stadoù war an harzoù eo chomet ar c'hornadoù-bro germanek lodennet (Kleinstaaterei) anezhe a-hed ar Grennamzer tout kazimant, ar pezh a lako diforc'h diorroadur ar rannyezhoù a zo diforc'h-rik ha, gwech a ve, dibosupl da gompren evit daou zen é kaozeal eus kornajoù-bro disheñvel. Kaset eo bet peurunvaniñ an holl rannyezhoù gant ar varzhed hag o Mittelhochdeutsche poetik war-dro an  kantved, nawazh n'eo ket bet levezonet yehz an dud gant an dra-se, peogwir ne ouie an taol bras eus an dud na lenn na skrivañ. Hag ar mod-se zo bet e-pad pell un troc'h etre ar c'hornadoù-bro jermanek, div vro pe kornad-bro yezh :

E 1521 eo bet laket gant Martin Luther an Testamant Nevez en alamaneg reolataet a oa war ar stern, hag e 1534 an Testamant Kozh. Na bezañ ne voe ket Luther an hini kentañ o sevel ar yezh reolataet-mañ etre an holl gornadoù-bro - war ar stern abaoe ar  kantved - e servijo an adkempenn-mañ da lakaat an alamaneg reolataet er melestradur hag ar skolioù, ha memes e norzh Alamagn eo bet kemeret. 

Met beket diveroù an  kantved e chomas an Hochdeutsch ur yezh skrivet gwall alies. En norzh dreist-holl e veze desket ar yezh reolataet-se da yezh estren.




#Article 135: Rener (yezhadur) (227 words)


Hervez dielfennerezh ar yezhoniezh ez eo rener ur frazenn kevatal da arguzenn ar verb o tennañ, peurliesañ, da orin an ober deskrivet gant ar verb-se. Er yezhoù a implijont an tu-gouzañnv eo luzietoc'h un tamm peseurt elfenn ar frazenn a dalvez da rener honnezh rak ar rener a c'hell bezañ ivez pal ar verb ha n'eo ket orin ar verb evel boaz.

Peurliesañ ez eo ar rener an elfenn er frazenn gant an nebeuutañ a verkoù morfologel evit diskwel ar c'has rak nominativel e vez er yezhoù n'int ket ergativel.

Ouzhpenn-se e vez techet ar yezhoù da lakaat ar rener da gentañ p'en deus ur verr meur a arguzenn (d.s. ur renadenn eeun). Yezhoù zo a laka ar rener goude renadenn ar verb, met ral-tre eo seurt yezhoù.

P'emañ gwir evit meur a yezh en devez dre ret pep verb ur rener, ar brezhoneg avat a c'hell ober heptañ a-wechoù en ur ober gant verboù dibersonel. Keñveriañ:

Ne denn ar raganvioù implijet amañ da rener fetis ebet: graet e vez raganvioù faos (saoz. dummy pronoun).

Ret eo ober an diforc'h avat etre ar yezhoù a c'hell ober gant verboù dibersonel diouzh un tu hag ar re a c'hell implijout raganvioù pe get hag e vez graet pro-drop' languages oute e saozneg, da lâret eo e c'hellont leuskat ar raganvioù da gouezhañ, evel e galizeg, da skouer :




#Article 136: Morfologiezh (444 words)


Un dachenn-studi yezhoniel eo ar vorfologiezh a bled gant an doare da sevel ha da grouiñ gerioù.

Meur a zoare morfologiezh a zo e gwirionez, da skouer ar vorfologiezh diazezet war studi ar gerioù (saoz. word-based morphology). Dre vras, avat, e c'heller lavarout eo kevatal peurliesañ an termen morfologiezh gant studi ar morfem. Setu an doare teoriennoù a vo displeget er pennad-mañ.

Pep ger a vez savet diwar elfennoù nebeutañ anvet morfemoù. Klasket e vez reolennoù evit displegañ penaos e c'hell bezañ implijet pep doare morfem evit sevel gerioù diwarne.

Ret eo ober un diforc'h ivez etre an daou zoare morfemoù pennañ:

(Gw. kenger)

An deveradurezh hag an displegadurezh eo an argerzhioù morfologel pennañ.

Talvezout a ra an deveradur da gemmañ ster pe rummenn yezhadurel ur ger diazez keit ha ma talvez an displegadur da verkañ kefridioù ha perzhioù yezhadurel, da skouer : 

Displeget e vez ur ger pa vez staget morfemoù all outañ evit diskwel perzhioù yezhadurel ar ger-se er frazenn met hep cheñch na rummenn na ster ar ger, da skouer :

Argerzhadurioù morfologel all ez eus avat, en o zouez ar c'hevrennadur.

Ur ger kevrennek a zo anezhañ ur ger savet diwar daou pe vui a vorfemoù distag, da skouer :

Ur ger a c'hell bezañ krouet e yezhoù 'zo diwar daou vorfem-stag. Diouzh an tu all, avat, e c'hell morfemoù stag dont da vezañ implijet evel morfemoù distag. E saozneg e vez implijet da skouer an nevezc'her ism tennet diwar al lost-ger -ism (kevatal da -iezh e brezhoneg, d.s. socialism, conservatism, fascism hag ivez hinduism, buddhism) evit talvezout kement ha ur gredenn bennaket.

Bep morfem a c'hell bezañ distaget e doareoù disheñvel hervez reolennoù rik-pe-rikoc'h o tennañ, peurliesañ, da lec'h ar morfem-se hag ar sonioù all tro-dro dezhañ dreist-holl. E saozneg e vez distaget evel-se mouezhiet pe divouezh ar vorfemenn '-S' a dalvez da verkañ al liesterioù reizh a-benn klotaat gant doare distagañ ar sonenn gent:

Gant ar yezhoù enteuzel evel al latin da skouer, e vez enteuzet meur a vorfem yezhadurel en unan. Da skouer :

Disheñvel rik eo kement-mañ diouzh ar pezh a c'hoarvez gant ar yezhoù daspegel evel an turkeg e lec'h ma vez sklaer ar vevenn etre pep morfem gant pep a berzh resis.

Treuzstummadur (saoz. suppletion) e vez graet outañ pa vez implijet ur ger disheñvel-mik diouzh unan all evit diskwel ur c'hemm a c'hellfe bezañ graet a-hend-all dre implijout morfemoù, da skouer :

Ober a reer gant an termen alamanek Gesamtbedeutung evit deskrivañ perzhioù semantikel pennañ ur morfem hep derc'hel kont eus ar fed ma vez distag pe get. Da skouer e talvez e brezhoneg ar morfemoù -er hag -our da verkañ an oberour.




#Article 137: Kastell Brest (619 words)


Emañ Kastell Brest er gêr a zo hec'h anv Brest ivez, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh e Bro-C'hall. Lec'hiet eo e genoù ar stêr Penfell war riblenn unan eus al lennoù-mor ledanañ er bed, hini Vrest. Staliet eo en e greiz ar prefeti ar mor evit Mor Atlantel hag ur rann  eus Mirdi ar Verdeadurezh gall. Meur a velioù diabarzh ha diavaez a zo bet test eus pouez ar c'hastell-kreñv-mañ evit seveniñ ar galloud milourel, ken e veze kredet, er Grennamzer e oa dibosubl kemer anezhañ hag ur bomm a veze distaget : N'eo ket mestr Breizh neb n'eo ket mestr Brest. Ar c'hronikour Jean Froissart, er , en doa merzet e oa aze ur moult fort chastiel (ur c'hastell kreñv-tre).

Ur perzh a-bouez bras a zo bet gant kastell Brest p'emañ en ul lec'h bet evit ar wech ur plas kreñv pe sez ur veli vilourel a-hed triwec'h kantved.

Tu zo da grediñ zoken e oa dija ul lec'h kreñv pell a-raok ma voe savet ar c'hastell galian-roman a weler un tamm moger anezhañ ensterniet e-barzh moger-difenn an Norzh.

Lec'hiet eo ar c'hastell war ur grec'hienn difennet gant an dour mor war dri zu, war skouer ar seurt lec'hioù kreñv a veze savet e penn al ledenezioù e-kerz Oadvezh an Houarn. Diouzh tu an douar e veze savet ur voger gant mein ha prenn. Anvet e vez al lec'hioù-mañ oppidomoù stanket.

Kavet ez eus bet war meur a ledenez roudoù eus ar savadurioù-se, e Beuzeg-ar-C'hab da skouer (ledenez ar C'hastell-kozh) pe e Ploulec'h (lec'hienn ar Yeoded, houmañ e genoù ar  Leger, dres evel m'emañ hini Brest e genoù ar Penfell).

Deiziet eo bet bezañs ar C'halianed-Romaned diwar pezhioù-moneiz dindan anv an impalaer Postumus (193-211 goude Krist)) hag e klot mat gant neuz ar voger c'halian-roman hag a zo bet adkavet  a bep eil gant liveoù mein greuneg (pe gneiss) ha brikennoù kempennet diwar patrom an drein-pesk, ur patrom na weler ket implijet a-raok penn an eil kantved.

Ar c'hastell galian-roman a seblant bezañ bet unan eus ar re vrasañ er mare-se pa oa graet gant ur voger bevac'hornek, un daouzegad tourioù a-bep tu.

Hervez Léon Fleuriot (gwelet Origines de la Bretagne, Payot, 1987), ment ar c'hastell galian-roman a c'hell diskouez e oa Brest al lec'h kreñvañ e Keoded an Osismied betek fin an impalaerouriezh roman e Breizh. E div pe deir destenn savet war-dro an 8vet hag an 9vet kantved e seblant eo bet dilec'hiet sez ar galloud lec'hel evit kas anezhañ da Gastell-Paol. N'ouzer ket re vat perak eo bet divizet an dra-se, met marteze e pouezhe kreñv morlaeron Iwerzhon pe Skandinavia war bastell-vro Brest pe c'hoazh e oa bet kemeret ar c'hastell gant ar Vandaled pe ar C'hoted pe an Huned war-dro 452.

Marteze ur seurt degouezh en deus rediet an eskob sant Paol Aurelian da gas sez relijiel ha politikel ar gêr anvet Legio (pa vije bet Brest goudor ul lejion roman) da Castrum Pauli, da lavaret eo Kastell-Paol. Un toull a zo en testennoù istorel ha 4 c'hantved pelloc'h e lenner e Kronik an Naoned e oa bet muntret Roue Breizh  Salaun e 875 pa oa o tont eus un oppidom anvet Bresta.

E 1064 pe 1065, kont Leon, Morvan II, e bennlec'h e Lesneven, a zeu evit adsevel mogerioù ar c'hastell ha sevel evit e lojeiz un tour-meur war unan eus ar c'hognoù. Er gêr gloz endalc'het er c'hastell e sav ivez ur chapel dindan anv Itron an Drugarez.

E 1194, p'emañ ar c'hastell dindan beli konted Leon c'hoazh, eo bet lakaet e goudor ar priñs yaouank, Arzhur Iañ a Vreizh, mab da Jefrez Plantagenet ha pennhêr an dugelezh, a-raok ma vo-eñ muntret gant e eontr, Yann Dizouar, roue Bro-Saoz. 

Da vezañ kendalc'het




#Article 138: Penfell (111 words)


Ur stêr e Bro-Leon eo ar Penfell.

Ar Penfell (gallekaet e Penfeld diwar levezon touristel an alamaneg feld), a weler en e anv  ar ger penn hag an termen fell a adkaver en anvioù stêrioù all e Breizh. Diskenn a ra eus Gouenoù ha treuziñ ar gêriadenn anvet Penfell e Gwiler. Goude-se e tremen dre  gêr Vrest hag e tegas he dourioù da lenn-vor Brest dindan ar c'hastell-kreñv. E-barzh he zraoñienn, serzh he c'hostezioù, eo bet staliet porzh milourel Brest hag an darn gentañ eus arsanailh ar Roue er .

Meur a bont a zo bet savet warnañ : Pont ar Gernevez, Pont an Harteloire, Pont Rekourañs (ar Pont broadel gwechall).




#Article 139: Kenverb (293 words)


Er yezhoniezh e vez implijet an termen kenverb (saoz.: ) evit komz eus ur verb didermen a dalvez evit sevel islavarennoù adstagennek.

E´keñver ar framm kevreadurezhel e ren war ur c'henver ur verb all daoust ha ma n'eo ket kevatal ar c'henverb da arguzenn ar verb-se.

Gallout a ra talvezout ur c'henverb da adstagenn, da lâret eo da adverb, met n'hall ket talvezout da brezegad ur frazenn eeun na da arguzenn un islavarenn, N'hall ket talvezout ivez ur c'henverb da arguzenn un anv, da lâret eo na da rener na da renadenn ar frazenn.

Krouet e oa bet an termen er penn-kentañ evit deskrivañ mont-en-dro ar mongoleg hagg implijet e vez peurliesañ bremañ c'hoazh evit komz eus elfennoù resis yezhadur ar yezhoù mongolek ha turkek ouzhpenn ar sinaeg.

Daosut ha ma n'eo ket kevatal penn-da-benn mont en-dro-an araogennoù ha kenverboù, e sinaeg e vez implijet an hevelep termen 介詞 (pinyin: jiè cí) evit komz eus an div elfenn yezhadurel-se dre ma vez implijet er yezh-se ar c'henverboù evel ma vez implijet an araogennoù (pe ar lerc'hennoù) er yezhoù all.

Renket e vez ar c'henverboù e sinaeg e rummad ar verboù, rak daoust ha ma c'hellont bezañ implijet evel araogennoù e c'hellont bezañ implijet ivez dreze o-unan evel verboù pennañ.

Implijet e vez ar c'henverboù evit sevel savadennoù verboù renk-ouzh-renk (saoz. ), unan eus perzhioù pennañ yezhadur ar sinaeg, da skouer: 

(ger-ouzh-ger: me.sikour.te.kavout.eñ.)

Er skouer-mañ e vez implijet ar rannfrazenn enni ar c'henverb (bāng nǐ; sikour.te) a-gevret gant ar verb pennañ (zhǎo; kavout) ha kevatal eo d'ar rannfrazenn araogennek evidout e brezhoneg.

A-wezhoù e vez gant ur verb ur ster stre disheñvel pa vez implijet evel kenverb, da skouer  a dalvez degouzhout pa vez implijet evel verb ha da pa vez implijet evel kenverb. 




#Article 140: Araogenn (255 words)


Un doare rannig yezhadurel eo an araogenn a dalvez da ziskouez natur al liamm etre ur renadenn (peurliesañ un rannfrazenn anv hag un elfenn all er rannfrazenn pe er frazenn. Alies a-walc'h e tenn al liamm-se pe d'al lec'h ma vez kavet ar renadenn pe c'hoazh d'ar prantad pa voe graet, da skouer:

(Araogennoù e druz: frazennoùigoù araogennel e italek)

E meur a yezh, ar brezhoneg en o zouez (s.o. araogennoù brezhonek), e kaver daou doare araogennoù:

Rannfrazenn araogennek (saoz. prepositional phrase) an hini a vez graet eus ar stroll araogenn ha renadenn. Bez e c'hell bezañ implijet seurt rannfrazennoù araogennek-se evit spishaat rannfrazennoù anv pe rannfrazennoù verb evel pa vije anvioù-gwan pe adverboù anezhe, da skouer er frazenn aet e oa ar plac'h en he c'hoazez war ar gador e talvez ar rannfrazenn araogennek war ar gador da spisaat ar verb mont en koazez.

Brudet eo ar yezhoù keltiek evit displegañ araogennoù  evel pa vijent verboù, ds.:

Yezhoù zo, evel ar japaneg da skouer, a laka ar rannoùigoù liammañ a seurt-se goude o renadenn e-lec'h o lakaat dirazañ. lerc'hennoù ha n'eo ket araogennoù a vez graet eus ar rannoùigoù-se neuze.

Setu un nebeut skouerioù tennet eus yezhoù  a ra gant lerc'hennoù:

Techet e vez ar yezhoù a ra gant lerc'hennoù d'ober ivez gant an urzh rener-renadenn-verb (SOV). Yezhoù all avat a c'hell ober gant an urzh-se hep ober dre ret gant goudeennoù, da skouer al latin. Techet e vez ar yezhoù a ra gant goudeennoù da lakaat an anvioù-gwan dirak an anv-kadarn spishaet gante.




#Article 141: Ger kevrennek (717 words)


Ur ger kevrennek zo anezhañ ur ger bet savet diwar daou vorfem distag pe muioc'h.

An darn vrasañ eus ar gerioù kevrennek a vez savet diwar ur penn, da lâret eo an elfenn a ro ar ster ledan d'ar ger kevrennek, hag an elfennoù (spisaerion) all a dalvez da spisaat ster ar ger-se (saoz. modifiers). Graet e vez pennek (saoz. endocentric) eus gerioù kevrennek a seurt-se rak tennañ a ra o ster da ster an elfenn pennañ a zo enne. Da skouer e brezhoneg ti-post, hag a zo un ti (da lâret eo ur savadur) a dalvez da gas ha resev lizhiri (post). Un doare ti ispisial an hini eo.

Gerioù kevrennek all n'o deus penn ebet, avat ha ne c'heller ket divinout ster ar ger kevrennek en e bezh dre dielfennañ ster ar morfemoù a zo ennañ. Da skouer, e saozneg ar ger blue-collar « kolier glas, micherour » n'eo nag ur seurt « gouzougenn, kolier » (collar) nag un doare « glas » (blue). Hervez an termenadur o tont diwar ar sañskriteg e veze graet bahuvrihi eus seurt gerioù kevrennek. Hiriv e reer kentoc'h gant an termen « kevrennadur dibenn » (saoz. exocentric) o tiskwel n'o deus ar gerioù kevrennek-se penn yezhoniel ebet hag e teu ster ar ger eus er-maez eus ster ar morfemoù a zo ennañ.

Ouzhpenn-se ne denn ket dre ret rummad yezhadurel ar ger kevrennek da hini ebet eus rummadoù ar morfemoù a zo ennañ. Da skouer, e saozneg ur must-have a vez renket e-touez an anvioù-kadarn daoust ha ma 'z eo must ha have verboù o-daou.

Ret eo ivez ober an diforc'h etre ar c'hevrennadur diouzh un tu hag an deveradur, diouzh an tu all, e lec'h ma vez staget morfemoù stag (pe kengerioù) ouzh morfemoù distag .

Meur a doare disheñvel zo da sevel gerioù kevrennek hervez ar yezhoù.

Er yezhoù dezrannel-rik ar gerioù kevrennek a zo anezhe heuliadoù elfennoù an eil war-lerc'h eben hep liamm na verk ebet kenetreze, da skouer ki-dour (ki + dour hep elfenn ebet all).

Er yezhoù sintezel, diouzh an tu all, e c'hell bezañ merket al liamm etre bep elfenn er ger kevrennek. En alamaneg, da skouer, ez eo merket evel genitivel an elfenn Kapitäns (nominativel: Kapitän) er ger kevrennek Kapitänspatent evit diskuilh ez eo penn ar ger kevrennek an elfenn Patent (lisañs)).

Techet e vez ar yezhoù enteuzel da grouiñ gerioù kevrennek hir-tre dre pegañ meur a vorfem an eil war lerc'h eben. Met gouest int ivez da sevel gerioù kevrennek hep ouzhpennañ seurt morfemoù. Da skouer, ar ger japanek 神風 kamikaze a zo savet diwar daou anv-kadarn nemetken: kami (doue; spered) ha kaze (avel).

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed a implij anvioù-kadarn kevrennek hag a-wechoù ivez anvioù-gwan kevrennek. Lec'hiet e vez penn ur ger kevrennek hervez an doare ma vez techet ur yezh bennak da urzhiañ ar renadennoù e-keñver plas an arguzennoù pennañ (renadur ar penn). Diouzh un tu, ez eus yezhoù hag a zo techet da lakaat ar renadennoù da gentañ hag an arguzennoù pennañ (penn ar rannfrazenn) da heul (saoz. left-branching language), ha diouzh an tu all ez eus yezhoù all a ra ar c'hontrol-mik o lakaat ar renadennoù da heul ar penn (saoz. right-branching language). Da skouer:

Ret eo anzav, memestra, n'eo ket ken sklaer an traoù atav rak an darn-vrasañ eus yezhoù ar bed a ra kentoc'h gant un urzh evit traoù zo dre vras met a c'hell ober gant un urzh kontrol evit traoù all. Gwir eo kement-mañ ivez evit ar reolennoù a dalvez da sevel gerioù kevrennek.

Un doare ger kevrennek a gaver gwall alies e-touez holl yezhoù ar bed a vez savet diwar ur verb (displeget peurliesañ evel-hen: trede gour unander en amzer a-vremañ) mui un anv-kadarn (alies a-walc'h liester, met ivez en unander a-wechoù). 

Stank-tre e vez kavet seurt gerioù kevrennek, da skouer e spagnoleg rascacielos pe an italianeg grattacielo (drevezadenn hervez patrom ar saozneg skyscraper).

Ar saozneg, er c'hontrol, a ra kentoc'h gant un doare kevrennadur verb-anv ispisial e lec'h ma vez enteuzet arguzenn ar verb er verb e-unan ha dioutañ e vez savet un anv-verb achuet e -ing (merk ar gerondivenn) evel breastfeeding, finger-pointing, hag all.

N'eo ket ral kavout araogennoù kevrennek savet diwar un anv-kadarn hag un araogenn pe ul lerc'henn (saoz. ) hervez ar yezh, da skouer:




#Article 142: Dañs (113 words)


Un arz evit lakaat an den da c'hoari gant e gorf eo an dañs ken ma ra un heuliadenn a fiñvadurioù kenurzhiet diwar mentadur ar sonerezh d'an aliesañ.

Ur ger all e brezhoneg : Koroll (gwelet ouzh an anv-familh Koroller, Coroller, Le Coroller)

ren Loeiz XIV an dañs klasel a voe diorroet kalz korollarvestoù a oa bet krouet evit ar roue.

Hiziv-an-deiz evit dont da vezañ ur dañserez steredenn: ret eo kregiñ an dañs abred. Red eo kaout an TMD (technique, musice, danse). Mat eo mont en ur skol dañs vroadel met neo ket rediet. Ha goude ret eo gortoz bezañ choazet gant Opera pariz pa z'oc'h choazet e vez graet steredenn ac'hanoc'h.




#Article 143: Amprevanoniezh (260 words)


An amprevanoniezh a zo ur skourr eus al loenoniezh a zo e bal studiañ an amprevaned.

Kregiñ a ra an amprevanoniezh gant Aristoteles (-384/-322) hag a zispartias al loened gwad enno (Enaimaed) diouzh ar re all (Anaimaed). An amprevaned (Entomaed) a oa unan eus ar 4 familh a yae d'ober an Anaimaed hervezañ.

Er XVIvet kantved e labouras Ulisse Aldrovandi (1522-1605) war rummatadur al loened hag e renkas an amprevaned diouzh o lec'h-bevañ (douar pe dour) ha diouzh niver ha stumm o favioù hag o eskell.

Gant Jan Swammerdam (1637-1680) e voe savet an oberenn gentañ a blede gant korfadurezh an amprevaned.

Carl von Linné (1707-1778) a rummataas an amprevaned e 9 urzhad, diouzh stumm o eskell :

 
E 1736 ec'h embann Réaumur (1683-1757) Mémoires pour servir à l'histoire des insectes hag a vo a bouez bras en amprevanoniezh.

Lamarck, e 1800, a ginnigas un termenadur evit sklaeraat petra eo an amprevaned. Tost a-walc'h eo e dermenadur ouzh an hini implijet gant an amprevanoniourien a-vremañ.

Jean Henri Fabre (1823-1915) zo brudet evel skiantour, skrivagner hag arvester ouzh an amprevaned. Lakaet eo Fabre e-touez tadoù etologiezh an amprevaned. Deskrivañ a reas e arnodennoù hag e evezhiadennoù en e Souvenirs entomologiques. 

Pa'z eus bet diskoachet muioc'h-mui a spesadoù amprevaned ha ledander an anaoudegezhioù,  n'eus ket mui kalz a amprevanoniourien a bled gant dastumadoù amprevaned sec'het, met klask a reont kenlabourat gant kareziñ ar spesadoù en arvar.Koulskoude meur a hini a sav terrariomoù er gêr hag a ra gant an derrariomouriezh evel-se.--

Meur a implij a vez graet diwar ar c’helenn skiantel-mañ :




#Article 144: Gounezerezh (457 words)


Ar gounezerezh pe al labour-douar a reer eus al labour a vez graet evit hadañ ha gounit ar plant a gresk en douar.

Dont a ra ar ger eus ar verb gounit, a vez implijet amañ en ur ster strishoc'h pa vez kaoz eus tennañ frouezh eus an douar. Kenster eo gant labour-douar, a zo diaesoc'h sevel deveradoù diwarnañ. Gwelet ivez ar pennad Istor ar gounezerezh.

Gounideien ha kouerien a vez graet eus an dud a ra war-dro ar gounezerezh, met anvet e vezont labourerien-douar ivez. Statudoù a bep seurt o deus bet hag o deus bremañ. Ur roll a-bouez o deus bet en istor ar Bed abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh e Oadvezh ar Maen nevez (pe Neolitik), seizh mil bloaz'zo d'an nebeutañ.Ral eo bet ar mareoù hag ar gevredigezhioù o deus anavezet gounideien frank ha perc'henned war o douaroù hag o doareoù produiñ. Sklaved int bet e-leizh en Henamzer, served e derou ar Grennamzer en Europa ar C'hornôg ha betek 1861 e Rusia, feurmerien int d'an aliesañ (da lavaret eo e paeont ur feurm d'un den bennak). E meur a gevredigezh kozh hag en nebeut a gevredigezhioù a-vremañ n'eo ket perc'hennet an douaroù gant an dud, met gant kumuniezh ar gêriadenn (kumunouriezh ar gounezerezh). Alies e vez(e) dasparzhet bep bloaz lodennoù an douar da vezañ labouret warno gant pep familh.

A-viskoazh eo bet pal pennañ ar gounezerezh produiñ boued evit an dud hag o loened hag alies e vez merzet ne vije ket eus an Denelezh ma ne vije ket ar c'hounideien evit reiñ he boued dezhi. A-raok ma vije bet ijinet gounit danvezioù diwar an douar e oa bet kavet e c'helle meur a loen bezañ doñvaet evit tennañ boued diouto pe war-eeun o tebriñ anezho pe dieeun en ur dennañ o laezh pe o vioù pe o mel. Da-c'houde eo bet ijinet gounit plant evit o bouetañ e-lec'h lezel anezho da zebriñ plantoù gouez.Ar vagerien-loened a zo gounideien ivez pa tennont boued o loened diwar an douar.E mareoù an Istor eo bet kavet e c'hell ar gounezerezh produiñ danvezioù ha n'int ket evit bezañ debret pe evet (gwiad, livadenn, danvezioù sevel-tiez (ar feltr evit sevel lochennoù), danvezioù kimiek, trelosk). Atav ivez ez eus bet klasket gounit louzoù mat evit pareañ kleñvedoù goude m'eo bet kavet ar plant-se en ur stad gouez.

Renket eo er gounezerezh un obererezh kozh-tre, ar gwenanerezh (sevel ar gwenan) evit tennann o mel hag un obererezh nebeut kozh, ar vagerezh-pesked (en dourioù dous) hag un obererezh nevez a-walc'h, ar gounezerezh-mor (nevez evit magañ ar pesked, met kozh evit gounit ar c'hregin).
A-gozh eo bet klasket lakaat ar c'hoadeier da broduiñ prenn, koad-losk, glaou-koad ha gouzer. Ar c'hoadgounezerezh eo. 

Al loened-kig eo al loened maget evit tennañ o c'hig diouto

 




#Article 145: Laezh (202 words)


Al laezh a zo un dourenn, pe ul liñvenn, gwenn he liv, a vez furmet e bronnoù ar bronnegezed e-keit ma vezont o tougen re vihan. 

Ar magadur gwellañ, hag an hini nemetañ a c'haller reiñ d'an darn vuiañ eus ar bronneged bihan eo: ennañ e kavont pezh zo ezhomm da greskiñ. D'ar vugale e c'haller reiñ pe laezh o mamm, o vezañ m'eo ur vronnegez ivez, pe hini ul loen bronnek bennak all, laezh-saout dreist-holl en hon bro. 

Dre vras, pa vez kaoz a laezh e vez kaoz eus hini ar saout eta. Evit tennañ laezh digant ur vuoc'h, pe digant ur c'havr pe un dañvadez, pe ur gazeg pe ur gañvalez, e c'heller gwaskañ war begoù o bronnoù, ar pezh a vez anvet goro (ul loen). Er broioù diorroet e vez goroet ar saout (pe ar chatal all) gant un ardivink a reer goroerez anezhañ. 

Produet e vez al laezh e-kreiz atantoù bras er broioù diorroet ken e vez goroet diwar ar saout miliardoù a litradoù laezh, a vo evet pe debret e stumm boued-laezh. 

Peurliesañ e vez tennet an darn vuiañ eus an dienn: diziennet e vez al laezh, ha gant an dienn e vez graet amann.

hag ivez




#Article 146: Chokolad (172 words)


Ar chokolad a zo un toaz fardet gant greun ur vrousgwezenn, ar vrousgwezenn gakao hec'h anv ha kakao eo anv ar greun en deus ur glosenn kalet-tre (ar c'habos). Kaledet eo ar greun friket ha flastret gant sukr, vanilha pe traoù all. Ur boued eo hag a blij kalz da veur a zen. Malet eo evit bezañ kinniget e stummoù diniver : plakennoù, delwennigoù, gwiskadennoù evit ar gwastilli, madigoù, viou a vez kinniget e-leizh da vare Pask e broioù diwar al levezon kristen.

Pa vez lakaet e stumm ur boultrenn, ouzhpennet flour dezhañ, ez eus tu meskañ anezhañ gant dour pe laezh evit fardañ un died a vez evet gant kalz a dud ha gant ar vugale alies-tre.

Ar flavonoid a gaver er chokolad du a zo un danvezenn mat-tre evit ar yec'hed, siwazh, ar flavonoid a zo tennet kuit eus ar chokoladoù all (chokolad dre laezh, chokolad gwenn...) dre m'eo un tammig c'hwerv.

Dont a ra ar ger chokolad eus an nahouatleg xocolatl pe chocolatl a dalv « dour c'hwerv ».




#Article 147: Elektronek (217 words)


An elektronik eo rr skourr eus ar fizik hag a studi an anadennoù elektronek, da lavaret eo red an elektron hag ar rannigoù all karget gant an tredan en ardivinkoù. Ur skiant rik eo hag ur c'helenn teknikel evit ijinañ ha fardañ ardivinkoù elektronek.

Dre m'eo techet an tredan da heuliañ ur roudad e ranker ijinañ meur a seurt roudadoù evit sevel ardivinkoù elektronek, ar pezh eo al lodenn vras eus an ijinerezh  elektronek.

An implij liesañ eus ar roudadoù elektronek zo kontrolliñ, keweriañ ha dasparzhañ roadennoù en o stumm elektronikel hag ivez daskemm ar c'halloudezh tredanel. Ne c'heller ket ober an daou dra hep dinoiñ pe grouiñ maezadoù ha redoù tredanel. Dre vras e ra an darn vuiañ eus ar reizhiadoù elektronek pe gant kontrolliñ pe gant treuzkemenn.

Goude an implij eeun a veze graet eus an tredan gant ar pelleiler hag ar pellgomz eo bet mare ar roudadoù elektronek : goude hini ar skingomz e deroù an , kendalc'het ez eus bet gant ijinañ ar skinwel a-raok d'an ardivinkoù elektronek aloubiñ pep tachenn er vuhez en hogosik ar bed a-bezh.
Kement a reizhiadoù a-bouez a vez kontrollet ganto ma'z eus savet aon e c'hellfe e-leizh anezho chom a-sav diwar degouezhioù dreistordinal (oberiantiz an Heol, bombezenn atomek, melloù mein-kurun...) ha lakaat buhez an dud en arvar.




#Article 148: Yezh oligosintezel (185 words)


Oligosintezel a reer eus ar yezhoù enne neubeut a vorfemoù, da skouer en tu-mañ da vil. Talvezout a ra ar morfemoù-se d'ur yezh sintezel da sevel frazennoù kadarnaat.

An diforc'h pennnañ neuze etre yezhoù liessintezel diouzh un tu hag ar yezhoù oligosintezel diouzh an tu all eo an niver a vorfemennoù implijet gante : kalz bihanoc'h evit an eil re.
Ar yezhoù-se gante ur seurt oligarkiezh a vorfemoù a rankfe sevel dre ret gerioù kevrennek hir spontus, hiroc'h c'hoazh evit er yezhoù sintezel boutin, dre ouzhpennañ meur a vorfem an eil war lerc'h egile. 

Gwech ha gwech all ez eo bet kredet e oa ar yezhoù oligosintezel ur re yezhoù genidik eus Amerika evel an nahuatl and pe ar blackfoot (yezh an Niitsitapii) met disgwelet eo bet war-lerc'h n'eo ket gwir. Betek hiziv n'eus bet kavet yezh ebet a glotfe gant ar perzhioù a zo ret evit bezañ renket evel ur yezh oligosintezel.

Ne gav ket avat da darn vrasañ ar yezhonourion e vefe eus seurt yezhoù oligosintezel e gwirionez, ha betek-henn n'eus bet kavet yezh ebet, bev pena varv, a vije seurt perzhioù ganti. 




#Article 149: Yezh daspegel (288 words)


Gant ar yezhoù daspegel (saozneg : agglutinative languages) e vez savet gerioù dre sammañ morfemoù an eil war-lerc'h eben.
Gant ar yezhoniour prusian Wilhelm von Humboldt (1767-1835) e voe goveliet an termen agglutinierenden Sprachen (diwar al latin agglutinare) evit dont a-benn da renkañ holl yezhoù ar bed hervez o morfologiezh.

Renket e-touez ar yezhoù sintezel e vez ar yezhoù daspegel. Enne, pep morfem stag zo ur c'henger hag en devez ur ster resis nemetañ (evel gourel, amzer dremenet, liester, hag all). Seurt yezhoù ne implijont ket kemmoù diabarzh evit sevel gerioù nevez, evel korn → kerniel met kengerioù stag nemetken. Dreist-holl, pep morfem a c'hell bezañ disrannet diouzh ar re all ha morfem ebet ne verk meur a perzh. Da skouer, e turkeg :
göz (lagad)  gözlük (lunedoù) → gözlükçü (un den a werzh lunedoù) → gözlükçülük (gwerzhañ lunedoù) → gözlükçülükte (gwerzherezh lunedoù)

Setu un nebeud yezhoù daspegel : ar yezhoù ouralek, ar yezhoù altaek, ar japaneg, ar c'horeaneg, ar yezhoù dravidek, an inuktitut, ar swahilieg, ar malayeg hag un nebeud yezhoù mesoamerikanek evel an nahuatl, an huastekeg hag an totonakeg.
Gwechall e veze komzet yezhoù a seurt-se ivez dre ar Reter-Nesañ hag en Iran, evel ar  sumerieg, an elamiteg, an hurrieg, an urartieg, an hatieg, ar gutieg, al lullubieg hag ar c'hasiteg.

Yezhoù gante an hevelep doare morfologiezh n'int ket dre ret en un hevelep familh yezh, da skouer : yezhoù par eo ar finneg hag ar hungareg diouzh un tu met n'o deus netra da welet gant ar japaneg diouzh an tu all daoust dezhe bezañ holl yezhoù daspegel.

Meur a vorfem en devez pep ger dre vras er yezhoù dapsegel, ha peurliesañ e vezont yezhoù reizh-tre. E turkeg, da skouer, n'eus nemet ur verb amreizh.




#Article 150: Yezh dezrannel (354 words)


Er yezhoù dezrannel (saozneg : analytic pe isolating language), an darn vrasañ eus ar morfemoù zo morfemoù distag, da lavaret eo e c'hellont bezañ implijet evel gerioù hepmuiken
Ar c'hontrol-mik eo ar re-mañ diouzh ar yezhoù sintezel hag a ra diouzh o zu gant meur a vorfem stag evit merkañ perzhioù yezhoniel ar ger-mañ-ger. Er yezhoù dezrannel e verker perzhioù yezhoniel ar gerioù er frazenn hervez o urzh enni.

Ur yezh dezrannel anavezet mat eo ar sinaeg. Da skouer :

Evel ma tiskouez mat ar skouer-mañ, pep silabenn (pep eil a-wechoù) a dalvez d'ur mennad. Ouzhpenn-se e weler mat penaos e vez implijet daou c'her (pe daou vorfem) da dalvezout da holl (所有 suǒyǒu ha 都 dōu). Setu unan eus ar perzhioù kevreadel a gaver alies er yezhoù dezrannel.

Meur a yezh dezrannel all zo en Azia ar Gevred, evel an thai (pe taeg) hag ar vietnameg.

Pa geñverier ar frazenn sinaek gant he zroidigezh vrezhonek e weler splann penaos e vez implijet meur a vorfem stag (kengerioù) e brezhoneg evit merkañ perzhioù yezhoniel. Sklaeroc'h c'hoazh eo an diforc'h etre ar yezhoù dezrannel evel ar sinaeg hag ar yezhoù sintezel pa vezont lakaet keñver-ouzh-keñver gant yezhoù evel an alamaneg :

Peurliesañ e vez savet gerioù evit komz eus mennadoù difetis dre implijout meur a c'her (pe vorfem distag), da lavaret eo ez implij ar yezhoù dezrannel gerioù kevrennek kentoc'h evit gerioù savet dre zisplegadur en ur implijout morfemoù stag : kengerioù, da skouer.

Dre ma reont hep merkañ perzh yezhoniel pep ger dre ouzhpennañ morfemoù resis, ar yezhoù dezrannel a rank sevel o frazennoù hervez reolennoù kevreadel kalz strishoc'h evit er yezhoù sintezel evit merkañ perzh pep elfenn er frazenn.
E sinaeg, da skouer, e vez implijet rannoùigoù distag arbennik evit merkañ liammoù perc'hennañ ha n'eo ket ar genitivel evel e saozneg :

Techet e vez ar yezhoù dezrannel da rediañ ar gomzerion da lakaat o skiant-prenet da dalvezout , pa dennont da draoù na vezont ket lavaret evit kompren ar frazennoù, rak ne vez ket merket en un doare ken resis ha gant ar yezhoù sintezel al liammoù etre elfennoù disheñvel ar frazenn.




#Article 151: Yezh liessintezel (236 words)


Gant ar yezhoniour stadunanatEdward Sapir (1884-1939 e voe impljet an termenoù sintezel ha liessintezel (saozneg : polysynthetic) evit ar wech kentañ er bloavezhioù 1920 evit deskrivañ yezhoù enne niver uhel a vorfemoù e pep ger. Kalz uheloc'h eo an niver a vorfemoù er yezhoù liessintezel evit er re sintezel. 

Er yezhoù liessintezel e vez implijet alies ur ger hir-spontus hepken evit ober diouzh ur frazenn a-bezh er yezhoù n'int ket ken sintezel all, evel ar yezhoù dezrannel.

Meur a yezh liessintezel zo e Norzhamerika hag e Siberia : an inuktitut, ar mohawkeg, an ainoueg, ar yupikeg, ar tsalagi ('tcherokeeg), ar soraeg, al luoravetlan (tchuktchieg) hag an kalaallisut (groenlandeg) zo un nebeud anezho.

Pemp morfem zo er ger-mañ :

Ur frazenn eo r brezhoneg: « Poan-benn spontus am eus » (Skorik 1961: 102)

Daouzek morfem zo er ger-mañ :

Ar frazenn vrezhonek : « Koulskoude e lavarer ez eo un artist mat, met... »

Ret eo lavaret ne vez ket aezet atav lavaret hag-eñ ez eo ur yezh bennaket ur yezh liessintezel pe get kentoc'h evit ur yezh sintezel hepmuiken, rak diouzh un tu e c'hell bezañ diaes a-wechoù gouzout e pelec'h emañ ar bevennoù etre pep morfem, ha diouzh an tu all e c'hell ur yezh bezañ liessintezel war un dachenn yezhadurel resis, met nann sintetezel war un dachenn yezhadurel all. Disheñvel eo, da skouer, live sintezelezh ar verboù hag an anvioù er yezhoù Su Atabaskeg.




#Article 152: Italianeg (157 words)


An italianeg a zo ur yezh renket e-touez ar yezhoù romanek, ar re-mañ e familh ar yezhoù indez-europek. Meur a rannyezh (ha sokiolektenn) italek-romanek a vez kavet. En Italia hag e Suis (kanton Ticino) e vez komzet hag e kumuniezhoù an Italianed divroet er bed a-bezh.

Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskana. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh.
E toskaneg eo bet skrivet levrioù Dante Alighieri, Petrarca ha Boccaccio a vez sellet outo evel an tri skrivagner italianek brasañ.

Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez.

Deuet ez eus un nebeud gerioù italianek e brezhoneg, dre hanterouriezh ar galleg peurvuiañ.




#Article 153: Yezh sintezel (537 words)


Ur yezh sintezel (saoz. synthetic language) a zo ur yezh renket hervez he doare morfologiezh (Gw. Renkadur hervez ar vorfologiezh) ganti meur a vorfem e pep ger well-wazh. Ur pennad rummad morfologel eo ar sintezelezh, ennañ isrummadoù ispisial evel ar yezhoù liessintezel.

Dre vras, met n'eo ket dre ret, e klot seurt yezhoù gant an doare ma vez implijet ar morfemoù en ur yezh resis bennaket, d.s. peurliesañ e vez sintezel ur yezh daspegel. 

Alies e vez keñveriet ar yezhoù sintezel gant ar yezhoù dezrannel, met ret eo goût ez eo kentoc'h un heuliad (pe continuum) o vont diouzh ar re liesssintezel pe oligosintezel diouzh un tu d'ar re dezrannel diouzh an tu all. Etre an daou benn e vefe neuze ar re sintezel.

Meur a yezh sintezel a zo er bed holl, ha sintezel eo ivez an darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa. Setu un nebeut skouerioù: ar yezhoù indez-europek evel an alamaneg hag ar rusianeg; tost d'an holl yezhoù altaek (en o zouez an turkeg, ar mongoleg hag ar yezhoù toungousek); ar yezhoù ouralek (en o zouez ar finneg, an estoneg hag ar hungareg); ar japaneg, ar c'horeaneg; meur a yezh genidik eus Amerika evel an navac'hoeg, an nahuatl hag ar yezhoù irokwoyek (en o zouez armohawkeg hag ar c'hetchwaeg (runasimi).

Meur a doare zo da lakaat e pleustr ar sintezelezh en ur yezh :

Savet e vez gerioù kevrennek hir a-walc'h war diazez morfemoù a bep seurt, da skouer verboù, anvioù-kadarn, kengerioù, hag all:

(dieplegadur). Amañ e vez ouzhpennet morfemoù stag (ul kenger) ouzh ur wrizienn (d.s. ober  gwrizienn (g)ra) evit merkañ perzhioù yezhoniel ur ger:

Setu un nebeut skouerioù reis evit diskwel mont-en-dro an heuliad o vont d'ar yezhoù dezrannelañ diouzh un tu d'ar re sintezelañ d'an tu all:

tahiteg: Ua marere te manu na te ara = Un evn a nijas pell ac'han. Kazi pep ger a zo anezhañ ur morfem distag.

saozneg: He travelled by sailboat (Beajiñ a reas gant ar marc'h-du). Dre vras ez eo ar saozneg ur yezh techet war du an dezrannelezh met a-wechoù e sach ivez war-du an sintezelezh. Amañ, da skouer, ez eus daou vorfem er gerioù travelled (beajet) travel (gwrizienn verb) +ed (lost-ger) ha steamtrain (sail lien ha boat boat).

japaneg: Watashitachi ni totte, kono naku kodomo no shashin wa miseraregatai mono desu = Evidimp ez eo diaezet diskwel ar poltridi-mañ enne bugale o leñval. Kazi pep ger a zo ennañ ouzhpenn ur morfem hag en darn vrasañ anezhe ez eus kement ha 5 morfem.

finneg: Käyttäytyessään tottelemattomasti oppilas saa jälki-istuntoa = Ma ne vez ket fur e vo kastizet ar studier. Kazi pep ger a zo ennañ meur a vorfem hag ur ger a zo liessintezel.

mohawkeg: Washakotya'tawitsherahetkvhta'se = Kaset en devoe da ras he sae. Ger-ha-ger: Gantañ e voe lakaet divalav eviti ar pezh e vez lakaet war ar c'horf). Gant ur ger hepmuiken ez eo gouest ar yezh-mañ da lâret ar pezh a rankfe ur yezh nann-sintezel ober gant ur frazenn a-bezh.

Un isrummad yezhoù sintezel ispisial e vefe ar re oligosintezel enne nebeut-tre a vorfemoù en holl. Un deorienn an hini eo nemetken, ha n'eus bet kavet betek henn yezh ebet a c'hellfe bezañ renket evel ur yezh oligosintezel.




#Article 154: Yezh naturel (255 words)


Implijet e vez an termen yezh naturel evit ober an diforc'h, pa vez ezhomm, etre ar yezhoù a vez komzet gant an dud hag yezhoù savet a-ratozh kaer evit palioù resis, evel da skouer ar yezhoù kompodiñ implijet evit an urzhiataerezh (pe kompoderezh) hag ar sistemoù implijet gant ar poelloniezh jedoniel a reer yezhoù oute ivez. 

A-wechoù e kaver ivez an termen yezh boutin pe yezh ordin, dreist-holl pa vez kaoz eus filosofiezh ar yezhoù hag a zo kevatal da yezh naturel.

Gant an urzhiataerezh ez eo studi ar yezhoù naturel un isdachenn hag e vez implijet evit ober dave eus sistemoù ha termenoù enkas diazezet war patrom ar yezhoù implijet gant mab-den kentoc'h evit sistemoù diazezet war yezhoù kompodiñ rik.

Ret eo lâret ivez ez eo yezhoù naturel ar yezhoù dre sinoù implijet gant ar re vouzar hag a vezont implijet gant an dud evel n'eus forzh peseurt yezh naturel all hag enne strukturioù ha perzhioù heñvel oute.

Un nebeut yezhoù bet savet a-ratozh (saoz. constructed languages pe eeunoc'h conlangs) evel an esperanteg o deus gellet dont da vezañ yezhoù damnaturel diorroet-mat, rak tizhet ez eus bet gante tud d'o c'homz evel yezh kentañ. Met n'eo ket alies ma c'hoarvez kemendall gant seurt yezhoù

Abalamour m'o devez ur struktur luziet hag ur c'heriaoueg ledan gant kalz a amreizhterioù peueliesañ, ne dalvez ket ar yezhoù naturel evit an urzhiataerezh. Ret eo bet sevel yezhoù ispisial neuze evit ober war-dro an urzhiataerezh a vez graet yezhoù kompodiñ oute.

Yezh savet a-ratozh Yezh kompodiñ Yezh dre sinoù




#Article 155: Yezh kalvezadel (467 words)


Ur yezh kalvezadel pe yezh savet a-ratozh (saoz. constructed language pe conlang) a zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud. Da lâret eo ez eo ur yezh savet a-ratozh ar c'hontrol-mik diouzh ar yezhoù naturel diorroet a-hed an amzer gant an dud.

Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh oa bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel yezhoù etrebroadel ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat oa bet krouet evit meur a bal all, da skouer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re Dolkien, o klotaat neuze meur a wech gant bedoù savet a-ratozh ivez..., evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al lojban, evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (d.s. an awolang ) pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (d.s. ar cinpzy )

A-wechoù e vez implijet an termen yezh steuñvet (saoz. planned language) evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel evel an esperanteg, rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel yezh kalvezadel (saoz. artificial language) abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken naturel hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an esperanteg. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da lâret eo yezhoù sañset bezañ neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe yezhoù kentañ) evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.

Bez e c'heller ober an diforc'h etre daou doare yezh savet a-ratozh hervez o framm :

Diouzh an tu all e c'hellont bezañ renket ivez hervez o fal, da skouer :

Yezhoù zo a zo bet savet a-ratozh kaer evit diskouez hag-eñ eo gwir pe get Damkan Sapir ha Whorf, da lâret eo hag-eñ e vez levezonet an doare da soñjal gant frammoù ar yezhoù a gomz an dud, d.s. ur yezh evit ar maouezed eo al láadan  evit en em dizober eus techoù ar gevredigezh diazezet war berzhioù gourel pe c'hoazh ur yezh n'haller lâret nemet traoù dudius ha positivel ganti eo an toki pona 

A-hed ar c'hantvedoù, rak hir eo istor ar yezhoù savet a-ratozh, o deus un nebeut yezhoù a seurt-mañ bet tapet gante tud o deus o desket evel yezh kentañ. C'hoarvezout a ra kement-mañ dreist-holl gant ar yezhoù etrebroadel ouzhpenn evel an esperanteg komzet gant etre 200 ha 2000 a dud evel yezh kentañ, hag en 19vet kantved gant ar volapük. 

Kurius eo goût memestra e oa bet klasket kelenn ar yezh klingon  ijinet evit Star Trek evel yezh kentañ d'e vab gant d'Armond Speers, met ne deuas ket a-benn abalamour d'an diouer a c'heriaoueg er yezh-se, d.s. gerioù boutin evel 'kador pe taol.




#Article 156: Denoniezh (145 words)


An denoniezh eo e bal studiañ an Den evel ur spesad hag, ent-resis, e berzhioù a denn d'ar  gorfadurezh (pe anatomiezh), d'ar vevoniezh ha, dreist-holl, da studi e spered. Gwelet ivez Homo (doaread). Holistik eo an denoniezh, rak e tenn d'an Den e pep amzer ha e pep lec'h hag e pep ment an denelezh ivez.

Ar meizad pennañ eo ar c'hultur ha diwar an meizad-mañ e kadarner en deus spesad an Den ur varregezh hollvedel evit un emdroad davit kompren ar bed dre arouezioù a vez kelennet ha desket dre ar vuhez gevredigezhel, un emdroad evit lakaat ar bed hag e annezerien da vezañ treuzfurmet dre jeu an arouezioù-se.

Ur frapad-amzer'zo e veze dispartiet an denoniezh eus ar c'helennoù denel all diwar e dech da dreuzkenveriañ ar c'hulturoù, met bremañ e sav savboentoù disheñvel pa ya denoniourien'zo da studiañ kevredigezhioù pe strolloù en o-unan.




#Article 157: Yezhoniezh kognitivel (278 words)


Ur skol yezhoniezh eo ar yezhoniezh kognitivel hag he-deus da bal klask lakaat da genglotañ mont-en-dro ar yezhoù naturel hag ar pezh a ouzer diwar-benn mont-en-dro an empenn. Hervez ar skol-mañ ez eo ret neuze displegañ penaos vez implijet ha penaos e vez dielfennet ur yezh gant an dud en ur geñveriañ gant an doare ma vez urzhiet ar soñjoù en o empenn.

Div isdachenn a zo: 

Setu un nebeut yezhoniourion brudet evit o labour war dachenn ar yezhoniezh kognitivel: George Lakoff, Mark Johnson, Eve Sweetser, Leonard Talmy, Ronald Langacker, Mark Turner, Gilles Fauconnier, Zoltán Kövecses, Charles Fillmore, Adele Goldberg ha Chris Johnson. Daoust ha ma ra Ray Jackendoff ur yezhoniour generativel outañ e-unan, heñvel-tre eo an darn vrasañ eus ar pezh a skriv e-keñver ar yezhoniezh kognitivel.

Damkanoù a zo o tennañ d'ar yezhoniezh kognitivel hag a zo ar c'hontrol-mik diouzh ar pezh a vez kelennet gant ar yezhadur generativel. Gwiriekaet e vez an teoriennoù-se vez gant tud o labourat war dachenn ar bredoniezh hag ar yezhonouriezh bredoniel (pe psikoyezhonouriezh) evel Michael Tomasello, Raymond Gibbs, Michael Ramscar, Michael Spivey,  Teenie Matlock ha Benjamin Bergen.  

O labourat emañ meur a hini ivez evit lakaat da glotañ ar yezhoniezh kognitivel diouzh un tu ha skiantoù neurologel diouzh an tu all, en o zouez:  Tim Rohrer, Seana Coulson ha Lera Boroditsky.  

Disoc'hoù arnodennoù bet kaset da benn gant David McNeill o labourat war tachenn ar jestroù a dalvez da diskwel ez eo reizh damkanoù ar yezhoniezh kognitivel.

Tud all evel Jerome Feldman, Terry Regier ha Srinivas Narayanan o deus pledet gant al liammoù etre ar yezhoniezh hag an urzhiataerezh.

Setu gant peseurt tachennoù-studi pennañ e vez pledet ar yezhoniezh kognitivel:




#Article 158: Perzh lec'hel (yezhoniezh) (187 words)


Ur perzh lec'hel (saoz. aerial feature)a zo ur perzh a vez kavet e meur a yezh en hevelep lec'h hep ma vefe liamm tipologel ebet (Gw. da skouer Renkadur hervez ar vorfologiezh) kenetreze.

Peurliesañ e vez lakaaet a-stroll yezhoù disheñvel e familhoù yezh hervez ar perzhioù boutin kentereze o tont diwar ur yezh orin nemeti. Ar perzhioù lec'hel avat a denn da bezhioù yezhoniel a kaver entre meur a yezh dre en em levezoniñ an eil hag ebn abalomour ma vezont komzet gant tud o vevañ tost-tre an eil re ouzh are re all. 
A-wechoù ez eo diazet a-walc'h ober an diforc'h etre perzhioù boutin etre parioù yezh disheñvel o tennañ d'ur yezh voutin (tipologiezh) pe o tont diwar ul levezon kenetreze (perzh lec'hel).

Ur skouer vat a gaver e yezhoù Su Afrika: n'eus liamm orinel ebet etre ar yezhoù bantu evel an zulueg (isiZulu) hag ar xhosaeg (isiXhosa) diouzh un tu hag ar yezhoù Khoi-San diouzh an tu all. Kouskoude, kavet e vez ur re kensonennoù ral-tre anvet klikoù enne o-daou. E gwirionez voe bet ampreset ar sonennoù-se gant ar yezhoù bantu digant ar yezhoù khoi-san.




#Article 159: Silabenn (373 words)


Ar silabenn a zo anezhi un unded yezhoniel o tennañ d'ar yezh komzet. Pep silabenn he devez dre ret ur graoñell (peurliesañ ur vogalenn) ha sonennoù all a c'hell bezañ ouzhpennet outi. A-bouez e c'hell bezañ silabennoù ur yezh evit gouzout e pelec'h emañ an taol-mouezh e pep ger ha neuze evit ar metroù implijet evit sevel barzhonegoù hag all.

Setu struktur diazez ar silabenn:

Ar c'hraoñell eo an elfenn ret nemeti. 

Dre vras e vez kavet sonennoù mouezhiet e kraoñell ar silabenn, peurliesañ ur vogalenn pe veur a vogalenn. A-wechoù avat ez eus ur gensonenn silabennek e kraoñell ar silabenn, da skouer |[l]| pe |[r]|.

Ret eo da bep silabenn kaout ur graoñell dre vras. Ar silabenn a c'hell kaout ul lost pe get. Pa vez ul lost ouzh ar silabenn e vez gret silabenn serr anezhi ha silabenn digor a vez graet eus ar re n'o deus lost ebet. Da skouer (C = kensonenn; V = vogalenn):

Tost holl yezhoù ar bed a ra gant silabennoù digor, met n'eo ket an holl a ra gant silabennoù serr ivez.

Ar reolennoù fonotaktikel a dalvez da c'houzout peseurt sonioù a c'hell implijout ur yezh bennaket ha penaos e c'hellont bezañ implijet ganti. Da skouer e c'heller e brezhoneg kregiñ ur ger gant an div gensonenn s + k asambles (skol) met e portugaleg e ranker ouzhpennañ un e (escola). Struktur ar silabennoù a cheñch ivez a yezh da yezh hervez reolennoù fonotaktikel resis. 

Evel-se e ra yezhoù evel ar japaneg, daoust ha ma vez implijet silabennoù digor gant kazi holl yezhoù ar bed, gant silabennoù serr gant -n nemetken. Yezhoù evel ar sinaeg a rank ober gant silabennoù digor hag en o fenn ur gensonenn d'ar muiañ. Yezhoù all evel an arabeg a rank kregiñ pep silabenn gant ur gensonenn.

Alies a-walc'h ez eus ul liamm strizh etre lusk ar gerioù (an taol-mouezh) ha struktur ar silabennoù a zo enne. E latin e ouzer da skouer e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger dre zielfennañ struktur ar silabennoù.

N'eo ket sklaer ha bez' ez eus ur perzh hollek eus ar silabenn rak un nebeut yezhoù ral pe raloc'h evel an nuxálk (pe bella coola) a ra gant gerioù enne kensonennoù hepken, da skouer :




#Article 160: Adstrat (169 words)


Hervez ar yezhoniezh ez eo ur yezh adstrat ur yezh hag en devez ul levezon war ur yezh all hag e vez levezonet ganti hep ma'z afe da get nag an eil nag eben. Un doare levezoni etre yezhoù (saoz. linguistc interference) eo. (Gw. superstrat ha substrat).

Da skouer eo bet levezonet ar galleg gant an alamaneg hag levezonet eo bet an alamaneg ivez d'e dro gant ar galleg met n'eo ket aet da get nag an alamaneg nag ar galleg :

Ret eo anzav memestra ez eo bet levezonet an alamaneg gant ar galleg kalz muioc'h evit n'eo bet levezonet ar galleg gant an alamaneg, da lavarout eo ez eo ledanoc'h adstrat ar galleg en alamaneg evit ar c'hontrol. Anat eo abegoù seurt liammoù levezoni pa seller ouzh istor politikel ar yezhoù: ar yezh uhel e oa ar galleg e meur a vro eus Europa, en o zouez an Alamagn kantvedoù'zo, met n'eo ket deuet biskoazh an alamaneg da vezañ unan eus yezhoù uhel Europa estreget e Kreizeuropa.




#Article 161: Substrat (164 words)


Pa gemer ur yezh plas ur yezh all e vez graet substrat eus ar yezh a ya da get, ha superstrat eus an hini a vann. Un doare levezoni etre yezhoù eo (Gw. ivez superstrat ha adstrat).

Ar galianeg a deuas da vezañ ur yezh substrat pa gemeras ar galleg e blas. Daoust ha ma'z eo aet da get ar galianeg penn-da-benn e leuskas roudoù er yezhoù bet tapet e blas gante evel ar galleg.

Luziet-tre e c'hell bezañ klask gouzout peseurt perzhioù a gaver en ur yezh bennaket a deuas diwar ur yezh all, da lavarout eo ur substrat, dreist-holl p'emañ marv ar yezhoù-se. 

Teoriennoù dic'hortoz a zo ivez o tennañ da levezon ar substratoù war yezhoù a zo komzet hiziv an deiz. Evel-se e kred lod ez eo ar japaneg ur yezh ganti ur superstrat altaek savet war diazez ur substrat a orin aostronezek pe sinaek, pe c'hoazh e vefe anezhañ ur superstrat koreanek savet diwar ur substrat lec'hel a orin digenvez. 




#Article 162: Pladenn galet (349 words)


Ur beriferell, pe adstramm, eus ar reoù bouezusañ en ur c'hompoder eo ar b- pladenn galet. Posupl eo gwelet ar bladenn galet evel ur vagazenn a c'heller klenkañ madoù enni evit kerc'hat anezhe diouzh an ezhommoù.

An data eo ar madoù klenket en ur bladenn galet. Lavaret a reer ec'h eo ar bladenn galet un unvezh klenkañ data.

Graet eo ur bladenn galet gant pladennoù magnetek, a zo o roll miret an data enskrivet, gant pennoù lenn/skriv, gant ur wikefre plasañ ar pennoù ha gant ur sistem elektronikel a zo e labour tretiñ an data o tont eus ar c'hompoder, dre heuliañ protokoloù ren ha treuzdougen data evel ATA ha SCSI.

Bihanoc'h eget 1 milimetr eo tevder pladennoù ur bladenn galet. Graet int gant ur c'hendeuzad metal skañv ha goloet eo o gorreoù gant ur gwiskad tanav a bartikulennoù magnetizet a c'hell bezañ cheñchet o reteradur evit kodiñ an talvoudoù binarel 0 ha 1.

Kontrollet eo brec'h plasañ ar pennoù lenn/skriv gant ur c'heflusker pe motor pazenn-ha-pazenn. Dre un dilec’hiadur anklel e tremen ar vrec'h eus un eil roudenn enskrivañ d'eben. Gant un eil motor e-kreiz ar stramm e vez lakaet ar pladennoù da droial gant tizhoù etre 5400 tr.mun-1 evit ar reoù ar muiañ ordinal ha 15000 tr.mun-1 evit ar reoù varrekañ.

Dre un efed koldre-aer produet gant tizh troial uhel ar pladennoù e vez dalc'het distok ar pennoù diouzh gorre a-us ha gorre dindan ar pladennoù.

Rezañ a reont ar gorreoù a dostoc'h eget 1 mikron. Evel-se e c'hellont lenn pe skrivañ, dre intent pe dre cheñch reteradur ar partikulennoù.

Ur penn lenn/skriv zo da bep fas ur bladenn. Kensolut war ar memes brec'h eo an holl bennoù ha, dre se, e tiraezont d'ar memes koulz ar memes roudennoù war ar pladennoù. Formiñ ur silentr a ra ar memes roudennoù-se, dezhe ar memes niverenn urzh. Hag, abalamour da se ez eus kement a silentroù hag a roudennoù war bep fas da pep pladenn.

Neuze bez' e c'hell kement dataenn enskrivet war ur bladenn galet bezañ diraezet dre he chomlec'h fizikel termenet evel-mañ : pladenn, fas, roudenn, sektor.




#Article 163: Kafe (745 words)


Ar c'hafe zo ur blantenn, ur vrousgwezenn eus ar genad Coffea hag a ro greun, ha gant ar greun-se e vez graet un evaj hag a zo dezhañ efedoù bredoberiant.

Diorroet eo bet gounezerezh ar c'hafe er broioù trovanel ha krouet ez eus bet plantadegoù evit ezporzhiañ greun kafe d'ar bed a-bezh. E-touez ar gounezadoù pennañ emañ ar c'hafe hag ur vammenn arc'hant eus ar re bouezusañ eo evit ar pastelloù-bro e-lec'h ma vez produet. 

Dont a reas ar ger en Europa dre ar ger turkek kahve, deuet eus ar ger arabek قهو, qahweh. Dont a ra ar ger arabek pe eus anv Rouantelezh Kaffa e Kornog Etiopia, ma veze gounezet kafe, pe eus berradur an droienn qahwat al-būnn, a zo gwin ar favenn  en arabeg. 

Gwrez ha disheol war un dro a blij d'ar c'hafe. Gwelloc'h eo an douaroù uhel ha tomm evit ar brousgwez-kafe ha gwelloc'h eo dezho ivez bezañ e skeud gwez uheloc'h egeto ha gant delioù padus. Meur a spesad a vez kavet e-barzh ar genad Coffea, met Coffea arabica eo an hini a vez priziet ar muiañ. Gounezet e vez ar spesadoù all war douaroù e-lec'h ma n'haller ket gounit an arabica. An eil spesad gounezet a zo Coffea robusta. An holl gwez-kafe a ro frouezh bouedek, roz pe limestra, hag enno div galonenn hag a vez graet greun kafe anezho ivez.

Hervez ur vojenn arab eo bet diskoachet perzhioù ar c'hafe dre zegouezh en Abisinia (Etiopia, hiziv) war-dro ar c'hentañ milved.
Ur mollah, Chadelih e anv, a gejas gant ur mesaer bihan, Kaldi, en doa merzet e oa birvilh en e c'hivri pa zebrent delioù eus ur vrousgwezenn dibar. Ar mollah, p'en doa debret greun ar vrousgwezenn, a santas e spered lemmoc'h hag a gomprenas e vije mat tennañ gounid eus ar blantenn-se. Setu perak e vez gounezet kafe e-leizh en Etiopia hag e Yemen en tu all d'ar Mor ruz.
Er broioù muzulman eo seul brizietoc'h ha diorroetoc'h an evaj ma vez difennet an alkool gant an Islam. 
En Europa, e-pad ar Grennamzer, ne oa anavezet ar c'hafe nemet evel ul louzoù.
E Kergustentin, aloubet gant an Durked e 1453, e voe digoret an ostaliri-gafe gentañ. E 1669 eo e voe asantet gant ar roue gall Loeiz XIV evañ dour tomm diwar ar greun profet dezhañ gant ar Sultan Soliman Aga. Gant ar Sikiliad Procopio Cutelli e voe staliet kentañ kafedi Pariz, a zo war un dro ar c'hentañ hag an hini koshañ digoret e Bro-C'hall, pa 'z eo digor an ti dindan an anv Procope c'hoazh.
En em ledañ a reas ar c'hiz en , ha likor ar spered a voe graet eus ar c'hafe gant ar prederour Denis Diderot er pennad diwar-benn ar c'hafe en Encyclopédie). Gant ar c'hafe ez eus bet harpet meur a lenneg da chom gouest da labourat deizioù ha nozvezhioù-pad. Hiziv eo deuet an evañ kafe da vezañ ul lid sokial e meur a lec'h hag e meur a embregerezh.

Tennet e vez ar greun kafe eus ar vouedenn ha sec'het war-lerc'h. Kaset e vezont neuze da grazañ, da lavarout eo da dommañ, d'ur stal a vez graet ur grazerez anezhi, a c'hall bezañ pe ul labouradeg pe ur stal-genwerzh vihan. Dre-se e teuont da vezañ mouk ha frond a sav diwarno. Goude-se e vezont malet.

Evit kaout evaj eo ret lakaat ar c'hafe malet da c'hlec'hiañ e-barzh dour tomm, met pevar doare pennañ all a vez kavet :

A-benn gallout evañ ar gwellañ kafe eo ret malañ anezhañ, tre a-raok ar glec'hiañ, met kavet e vez bremañ kafe malet da werzhañ, e sac'hadoù bihan graet ar goullo enne, aesoc'h da embreger.

Doareoù buanoc'h zo da aozañ un tasad kafe:

An anaoudeien, anezho tud troet gant evañ ar gwellañ kafe a c'heller da gaout, ne vezont ket plijet gant ar seurt doareoù : dezho o n'eus ket a wir kafe ma n'eo ket graet diwar greun nevez valet hag en ur pod-kafe.

Gallout a reer lakaat meur a dra en un tasad kafe a-benn reiñ blaz dezhañ: 

Darn a blij dezho lakaat hini kreñv a bep seurt e-barzh (rom, wiski, lagout-chistr e Breizh gwechall).

A bep seurt anvioù a vez graet eus ar c'hafe, hervez an dro:

Un evaj tomm eo ar c'hafe dreist-holl. Koulskoude e vez aozet muioc'h-mui a evajoù yen-tre gant kafe e-barzh.

N'eo ket an holl a gav mat blaz ar c'hafe natur, hep lakaat netra ennañ, un evaj ken kreñv ha ken c'hwerv evel ma'z eo.

Te ruz




#Article 164: Amzer (yezhadur) (256 words)


Hervez reolennoù yezhadur pep yezh e vez implijet amzerioù da verkañ ar prantad ma c'hoarvez un ober bennak.

Alies e vez merket an amzerioù-se e stummoù ar verboù. Kement-se a c'hoarvez  e brezhoneg hag er yezhoù indezeuropek hag e meur a yezh all, hag abalamour da se e reer amzerioù-verb anezhe. A-wechoù avat e vez merket gant merkoù all distag diouzh ar verb, evel e sinaeg ha meur a yezh all komzet en Azia, pa dalvez an adverboù da verkañ an amzerioù yezhadurel hepmuiken
Setu amañ da skouer daou zoare da dreiñ ar bomm brezhonek « Mont a rin warc'hoazh » e saozneg :

Yezhoù all evel ar rusianeg avat a ra kentoc'h gant arvezoù, pa c'hellont ober hep amzerioù nemet p'o devez ezhomm diouto pe pa vez ret dezho eztaoliñ. 

Diaes e vez a-wechoù gouzout pet amzer yezhadurel a vez implijet gant ar yezh-mañ-'r-yezh, rak lod yezhoù a verk ivez en o verboù titouroù all hag a dennañ da wirionder ar frazennoù, h.a. Ne vez ket aezet atav ober an diforc'h ivez etre an amzerioù hag an arvezoù (Gw. pelloc'h).

E brezhoneg e vez graet an diforc'h etre stummoù arbennik ar verb bezañ/bout : ar boaz (vez), al lec'hiañ (emañ) hag ar stadoù all (zo/eo) ; ne c'heller ket displegañ pep unan eus ar stummoù-se e pep unan eus amzerioù ar verb avat. Hevelep stummoù arbennik n'eus ket anezho e verboù all ar yezh.

Ne glot ket dre ret an doare ma vez implijet an amzer-mañ-'n-amzer etre an eil yezh hag eben. Da skouer : 




#Article 165: Damkan Sapir ha Whorf (670 words)


Un deorienn o tennañ d'ar yezhoniezh eo Damkan Sapir ha Whorf (saozneg : Sapir-Whorf hypothesis). Hervez an deorienn-mañ e vefe ul liamm eeun etre framm ar yezh komzet gant un den bennak hag e zoare da gompren ar bed, e endro ha da vezañ ennañ. Savet e voe an deorienn-mañ gant ar yezhoniour ha denoniour Edward Sapir hag e studier Benjamin Whorf. 

N'emañ ket a-du meur a yezhoniour gant an deorienn-mañ evit meur a abeg disheñvel, hiziv an deiz. 

Kregiñ a reas istor teoriennoù a seurt-mañ p'eo bet liammet an doare da gomz gant an doare da soñjal er pennad Über das vergleichende Sprachstudium savet gant Wilhelm von Humboldt. Diazezet war dielfennadur rigourous Franz Boas eo Damkan Sapir ha Whorf avat.

Pa gejas Boas gant yezhoù genidik Amerika disheñvel-mik diouzh ar yezhoù indezeuropek pe semitek a veze studiet peurliesañ en Europa e teuas Boas da gompren pegen bras e c'hellfe bezañ an diforc'h etre an doare da vezañ d'ul lec'h d'egile ha dreist-holl pegen disheñvel e c'hellfe bezañ framm ur yezh diouzh hini eben. A-benn ar fin e voe troet da grediñ e veze merket ar yezhoù komzet gant an dud gant o sevenadur hag o doare-bevañ.

Unan eus studerion wellañ Boas e oa Sapir ha kenderc'hel a reas gant al labour bet boulc'het gant e vestr. Hervezañ e oa luzietoc'h al liamm etre sistem ar yezh hag an doare da soñj ha n'eo ket ken eeun hag ar pezh a gadarne Boas pa lakae kevatal ur ger hag ur meizad. E diwezh e vuhez e cheñchas un tammig Sapir e gredennoù avat hag eñ techet neuze da lâret e veze levezonet ar yezh gant an doare da soñjal kement ha ma veze levezonet an doare-soñjal gant ar yezh tro-ha-tro kentoc'h evit gwelet ar yezh evel un doare 'melezour' e-lec'h ma c'helle gwelet penaos e soñje an dud a gomze ar yezh-se.

Dre forzh studiañ ha dielfennañ strukturioù ha perzhioù yezhoniel e voe resisaet ar c'hredennoù-se gant Whorf a displege ar meno-mañ :

Dont a reas teoriennoù Whorf da vezañ brudet er bloavezhioù 1950. E 1955 e voe krouet gant James Cooke Brown ur yezh savet a-ratozh anvet Loglan evit gwiriekaat Damkan Sapir ha Whorf. Er bloavezhioù da heul avat e teuas da vezañ kalz brudetoc'h teoriennoù evel re Noam Chomsky a gred e vez ganet an dud gant ur seurt raktres ispisial en o empennoù (saoz. language acquisition device, pe LAD) evit deskiñ yezhoù - da lâret eo e vefe naturel ha n'eo ket sevenadurel an deskiñ yezhoù hag ar frammoù yezhoniel implijet gant an dud. Laosket a-gostez e voe neuze teoriennoù evel re Sapir ha Whorf a liamme ar yezhoù kentoc'h gant ar sevenadur. Hirie c'hoazh ne deu ket an holl yezhoniourion d'en em lakaat a-du pe get gant Damkan Sapir ha Whorf.

Diouzh un tu all ez eus tud hag a gred e soñj an dud hervez strukturioù ar yezh pe ar yezhoù komzet gante. Amplegadur yezhoniel kreñv (saoz. strong linguistic determinism) a vez graet eus kement-mañ. Hirie an deiz, avat, an darn vrasañ eus ar yezhonourion a zo a-du gant un doare amplegadur yezhoniel gwan (pe keñvelerezh yezhoniel), da lâret eo e c'hell bezañ levezonet an doare da soñjal an dud gant ar yezhoù ma komzont en ur anzav e vez savet strukturioù ar yezh ha dreist-holl an doare da didroc'hañ ar gwirvoud hervez an doare ma soñjont: diwar ar sevenadur e vefe ganet ar yezhoù ha meizadoù an dud neuze.

Gwir eo, da skouer, ne ra ket ar vrezhonegerion an diforc'h etre al livoù anvet 'bleu' ha 'vert' dre vras pa gomzont brezhoneg ha diwar se e c'hellfer krediñ ne vez ket 'gwelet' an diforc'h livioù-se gante. Ha koulskoude ez int gouest d'ober an diforc'h etre ar gerioù 'bleu' ha 'vert' pa deskont ha pa gomzont e galleg. Tu e vefe da lâret neuze n'eo ket pouezus evit ar verzhonegerion ober ar memes diforc'hioù yezhel evit ar c'hallegerion, met ne dalv ket kement-mañ ne raent ket pe n'int ket gouest da deskiñ ober an diforc'h-se.




#Article 166: Hidrosferenn (425 words)


En douaroniezh fizikel e liv an hidrosferenn (eus ar gresianeg Υδωρ) an dour kavet war, a-us pe dindan gorre ur blanedenn.

Kenaozet eo hidrosferenn an Douar eus ar meurvorioù dreist-holl, met enderc'hel a ra tout an dour kavet war gorre ar blanedenn : al lennoù, ar stêrioù ha an doureier isdouarel. Donder krenn ar morveurioù a zo 3 794 m, muioc'h eget pemp gwech uhelder krenn ar c'hevandirioù. War-dro 1.35 × 1018  ton e pouez ar meurvorioù, pee 1/4400 eus mas an Douar a-bezh.

Fonnusted an dour war an Douar a zo ur perzh ispisial a ziforc'h hon planedenn c'hlaz diouzh ar re arall e koskoriad an Heol. War-dro 70.8% eus gorre an Douar a zo goloet gant dour, 97% anezhañ er meurvorioù.

Er-maez ar c'helc'hiad lec'h ma c'hell dour chom liñvek emañ an Douar. Hep an efed ti-gwer e skornfe e veurvorioù. Div wech e oa c'hoarvezet e istor ar blanedenn, war a seblant. E-pad an neoproterozoeg he doa degaset berniadeg an oksigen en atmosferenn un diskarr eus ar c'hementad a zioksid karbon. Gwanaat a reas an efed ti-gwer ha betek ar c'hehider e tiskennas ar skornenn.

War Gwener e aezhenniñ ar meur vorioù, hag a oa, en deroù, ken vras ha war an Douar. Gant skinoù dreistlimestra an Heol e voe dielfennet an aezhenn hag achap a reas an hidrojen d'an ec'honder. An dra-se a zispleg petra n'eus dour ebet war ar blanedenn Gwener. Hep hidrojen e ezvan an oksijen gant ar reier.

War an Douar e warez ur gwiskad ag ozon aezhenn an atmosferenn ouzh ar skinoù dreistlimestra. Ne c'hell an ozon bezañ krouet nemet ma z'eus kalz oksijen frank en atmosferenn. Ur vaezenn-vagnetek greñv a zo ret ivez da wareziñ an atmosferenn ouzh krignerezh an avel heoliek.

Kas a ra ar menezioù-tan aezhenn en atmosferenn en un doare dibaouez tra ma stag tektonik ar plakennoù dour ha karbon e reier hag a zo isdougenet er vantell. Adakaset e vezint neuze gant ar menezioù-tan. Krediñ e reer e endalc'h ar vantel dek wech muioc'h a zour eget tout ar meurvorioù.

Kerc'hiad an dour a liv fiñvadennoù an dour e-barzh an hidrosferenn. Enderc'hel a ra an dour lec'hiet dindan an douar hag er reier (litosferenn), an dour er plantennoù hag e loened (biosferenn), an dour liñvel pe solut a c'holoe ar blanedenn, hag an aezhenn en atmosferenn.

Levezonet ez eo fiñvadennoù an dour e-barzh ar meurvorioù gant o zemperadurioù hag o holennekderioù. An dour tomm a zo skañvier eget an dour yen hag an dour holennek a zo pouneroc'h eget an dour dous.




#Article 167: Familh yezhoù (144 words)


An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet dre ar bed a c'hell bezañ rummataet e familhoù-yezhoù hervez ar perzhioù a zo boutin kenetreze. Pa ouzer ervat petra e oa kentyezh an holl yezhoù en ur familh-yezhoù bennaket e vez lavaret ez eus un unded fulogenetikel  anezhi. Alies avat n'eus ket ken eus ar gentyezh ha ne c'hell ket bezañ studiet war-eeun. Dre lakaat e pleustr teknikoù dibar anvet an hentenn geñveriañ ijinet gant August Schleicher en  e c'heller dont a-benn da adkavout mui-pe-vui perzhioù ha frammoù pennañ kentyezhoù aet da get, dre lakaat keñver-ouzh-keñver perzhioù ha frammoù yezhoù ez eus anezho en hevelep kerentiad savet diwar ar gentyezh-se. Isrannet e c'hell bezañ ar familhoù e skourroù.

Graet e vez yezhoù digenvez eus ar re na zeuer ket a-benn da renkañ e-touez familh-yezh ebet.

Setu amañ roll ar kerentiadoù brasañ, 5 599 yezh enno  :




#Article 168: Kentyezh (106 words)


An termen kentyezh (saoz. proto-language) a c'hell ober dave da zaou dra zisheñvel:

Peurliesañ e vez implijet an termen evit komz eus yezhoù o doa talvezet da sevel yezhoù nevez diwarno. 

Peurliesañ ez eo aet da get ha menel a ra nebeudig-tre a roudoù fetis eus ar c'hentyezhoù-se. Rankout a reont bezañ adsavet neuze dre geñveriañ ar yezhoù bet diorroet diwarno kenetrezo. Adsavet e oa bet ar c'hentindezeuropeg (alies PIE), da skouer, dre geñveriañ perzhioù ha strukturioù boutin etre ar yezhoù indezeuropek komzet hiziv pe marv met chomet roudoù war o lerc'h (al latin d.s.). Implijet e vez un hentenn ijinet gant August Schleicher en .




#Article 169: Revelezh denel (481 words)


Ar revelezh denel a zo an holl obererezhioù, emzalc'hioù ha stadoù en em anaout sevenet gant an Den diwar an anien revel ha/pe reizhel.

Ne gomzer ket eus ar revelezh pa vez kaoz eus al loened, ar plant hag ar bevien all : implij a reer ar ger gouennadur.

Implijet e vez ivez gant lod ar ger reizh alies a-walc'h evit komz eus ar rev met gwelloc'h eo reiñ ur ster disheñvel ha liammet asambles: an efedoù sokial ma ren an dud hervez o spered e-keñver ar rev ken eo sokial ar rev ha bevoniel ar reizh.

Ar revelezh denel he deus meur a aspekt: argerzhoù (prosesusoù) fiziologel tuet war dro ar c'hanadurezh, stadoù trivliadel, reolennoù (pe reoladoù) kevredigezhel pe lezennel pe relijiel hag an hevelepted revel a c'hell bezañ eztaolet en diabarzh an hinienn koulz hag en e diavaez e stumm e duadurioù reizhel.

Ret eo ober an diforc'h neuze tre an tuadurioù reizhel diouzh un tu hag ar stadoù-den (pe identelezhioù revel diouzh an tu all:

Ar stadoù-den revel a denn d'an doare ma vez dibabet gant hini pe hini en em anaout pe en em deskrivañ hervez e/he revelezh. Un identelezh (pe stad-den) an hini eo hag a c'hell bezañ liammet ouzh emzalc'hioù reizhel pe get.

Peurliesañ e vez great an diforc'h etre teir revelezh pennañ diazezet gant rev an dud m'en en sant an neb sachet war e du:

Daoust ha ma hañval bezañ liammet stadoù-den revel-se ouzh an tuadur reizhel, n'eo ket eeun al liamm-se dre ret atav, rak unan a c'hell bezañ arallrevour ha kaout darempredoù gant paotred all gwech ha gwechall (s.o. MSM) pe c'hoazh heñvelrevour ha chom hep kaout darempredoù reizhel ebet.

Stadoù-den revel all ez eus, neoazh, ha n'o deus netra da welet gant an tuadur reizhel pe c'hoazh a savont a-enep d'an doare ma vez rannet ar revelezh gant ar gedredigezh hervez ar reizh hag ar darempredoù reizhel:

Alies e vez lakaet an termen koshoc'h-mañ implijet dreist-holl er bloavezhioù 1970-80 da vezañ heñvelster gant an termen nevesoc'h revelezh denel.

Talvoudus e c'hell bezañ ober un diforc'h etre an daou dermen a-benn gallout deskrivañ ar revelezh denel en un doare resisoc'h.

Gant ar skwerioù-mañ e c'heller diskwel gwellc'h an diforc'h etre ar reizh hag ar rev:

Ne glot ket ar rezih c'henel gant ar rev betek ma vo klasket kemmañ ar reizh c'henel evit ma klotfe ganti. N'eus netra da welet gant an tuadur, rak un den treurevel a c'hell bezañ heñvelrevel, arallrevel, hollrevel pe amrevel.

Ne glot ket dre ret an identelezh revel-mañ gant an emzalc'hioù hag an tuadur reizhel atav, rak bez ez eus tud arallrevel hag a glask darempredoù reizhel gant tud eus an hevelep rev a-wechoù hep m'en em deskrivfent evel tud divrvel (sellit ouzh MSM)

Bez e c'hell unn bennak deskrivañ e(he revelezh evel heñvelrevel hep kaout darempredoù reizhel ebet, amrevel e vefe an tuadur reizhel neuze.




#Article 170: Mezegiezh (345 words)


Ar medisinerezh , pe ar vezegiezh, a zo ur skiant, un arz hag un teknik- hag eo bet gwelet evel un arz ivez hag a zo e bal studiañ korf an den hag e vont-endro evit ma vo miret pe adroet ar yec'hed d'ar glañvourien. Ur ger all a vez implijet gant lod : ar vezegiezh (eus mezeg, ur ger a gaver e krennvrezhoneg) hag e teu eus al latin medicus moarvat.

Eus ur vicher lennegel a c'helle bout lavaret deusouti betek ar bloazioù 2000, pe ivez unan  e-touez ar micherioù dre gomz, e teu-hi da vout ur c'halvezerezh da lavaret eo ur sammad anaoudegezhioù (diwar-benn ar c'horf, ar c'hleñvejoù, al louzeier modern, hag an doareoù arnevez ivez da blediñ ganto, diwar bouez implijout ardivinkoù nevesoc'h-nevesañ). Estreget komz zo d'ober. Ur skiant pleustrek-tre e teu ar medisinerezh da vout, diazezet war draoù fetis, war anaoudegezhioù amprouet, hag e c'houll teknikoù nevez bemdez, ken evit elfennoù korf an den, ken evit aesañ d'ar re glañv, ken evit merat ar roadennoù a ya d'ober dosier pep hini. Tremenet eo amzer ar medisinerezh lennegel a vefe lavaret, panevet en deus d'ober gant tud; n'eus ket anezho nemet korf, hogen ivez elfennoù spered ha bred, abeg a-walc'h da virout tachenn d'an 'arz'.

Rak-se ivez, ar vezeien hag a lared e oa dleet dezho sammañ kiriegezh, n'eo ket war ar palioù, met war an doareoù d'o zizhout,  a bleg o c'hein bremañ rak pouez ar c'hemennoù hag a c'houl diganto e vent kiriek war ar palioù: ar c'hlañvour en deus droad da c'hoanagiñ ur serten derez disorc'h da barat ouzh an droug-mañ-droug- e-skoaz ergentaoù ev edo gouzañvat ar gevredigezh en he fezh a-fed disorc'hoù. Ouzhpenn youl vat hag emroüsted a vez gortozet, ha gourc'hemennet e vez ouzh atebeien ar medisinerezh, pe e vent ministred pe medisined, kaout krog war elfennoù diazezet ent-skiantel; ha respont d'ar goulennoù e kenkas ey aje a-dreuz doareoù plediñ gant sistem ar yec'hed, pe e savje kudenn gant emdroadur un doare oberata pe louzaouiñ, pe kelaouiñ. Evel e kement tachenn zo, ez eus birvidigezh er medisinerezh.




#Article 171: Mikroprosesor (553 words)


Ar mikroprosesor (pe korrgewerier) eo unvez kreiz tretiñ (UKT) ar c'hompoderioù. Graet eo gant un niver bras-tre a gompozantoù elektronikel - tranzistorioù hag elfennoù elektronikel all - munut-tre, kenstrollet war ar memes roudad integret semikonduer. Ar roudad-se vez anvet ivez skantenn : ur blakennig dafar semikonduer eo.

Roll ar mikroprosesor eo merañ labour ar c’hompoder dre jubenniñ ha peurgas stadamantoù ur program.

Eztaolet vez frekañs labourat ar prosesorioù e Hertz (simbol Hz). Ar frekañs labourat eo an niver a sikloù horolaj dre eilenn.

Un horolaj a zo ur c'hompozant elektronikel hag a ro d’ar prosesor e ritm labourat. Er bloavezh 2005 e kaver er c’hoñvers kompoderioù gant frekañsoù horolaj betek 4 GHz.

Seul brimoc'h an horolaj, seul vrasoc'h an niver a stadamantoù program peurgaset gant ar mikroprosesor dre unanenn amzer. Hogen daoust da IBM a gendalc'h da greskiñ frekañsoù e brosesorioù (tro 6 GHZ hini ar Cell) , e 2006 ha 2007 o deus cheñchet an embregerezhioù bras o zoare da sevel prosesorioù galloudusoc'h: e lec'h kreskiñ atav frekañs ar mikroprosesor o deus liesaet hemañ (Core 2 Duo eus Intel, AMD 64 X2 eus AMD, ha lod all da heul). E fin ar bloavezh 2007 e tlefe erruout ar c'hentañ prosesorioù gwerzhet d'ar brasañ niver gant pevar galon (pevar prosesor liammet kenetrezo). E 2010 ez eus bet kroget ur seurt nevez gant 6 kalon.

Er mikroprosesorioù ez eus daou seurt lodennoù a-bouez : an unvez kontroll (UK) hag an unvez jediñ anvet ivez unvez aritmetikel ha lojikel (UAL).

An unvez kontroll a ren doare labourat ar prosesor dre heuliañ stadamantoù ur program raktermenet. Eviti ne dret ket an data ac'h erru er prosesor : sekañsiñ ra an operadennoù da vezañ graet warne gant an unvez jediñ.

An unvez jediñ zo he labour ober an operadennoù aritmetikel ha lojikel war an data binarel pourchaset d'ar prosesor. Ouzhpenn un unvez jediñ a c'heller kaout en ur mikroprosesor.

Hirie an deiz e vez engravet ar mikroprosesorioù war ur galetezenn silisiom dre an doare-fardañ industriel anvet fotolitografiezh. Ar galetezenn silisiom vez anvet wafer (saozneg).

Ar wafer zo dezhañ un treuzkiz etre 20 cm ha 30 cm..

Da gentañ e vez oksidet gorre ar wafer dindan wrez ha gant oksigen pur, ar pezh a sav ur gwiskad dioksidenn silisiom (SiO2).

Da eil e vez goloet gorre ar wafer gant ur gwernis fotosantidik hag a c'hell bezañ disolvet diwar aktadur ar skinoù usmouk (UV).

An trede pazenn er hentenn-fardañ-se eo taoler bannoù skinoù UV war ar wafer a-dreuz ur maskl hag a zo anezhañ tresadenn ar roudad da vezañ aozet. Ar gwernis a gouezh warnañ ar skinoù UV a zo disolvet eta.

Gant un drenkenn e vez dilamet goude se an oksidenn ha n'eo ket gwarezet ken gant ar gwernis.

Evit echuiñ e vez disolvet ar gwernis ha n'eo ket bet taget gant ar skinoù UV.

E fin ar gont ne chom ket ken war gorre ar wafer nemet ar roudad elektronikel graet gant oksidenn silisiom.

Ar farderien a zeu a-benn d'ober engravadurioù munutoc'h-munutañ : en 2005 e veze engravet roudadoù elektronikel dezhe ar moander a 0,09 mikron (pe 90 nanometr), 2007 ez eo gouest an embregerezhioù da engraviñ e 65nm ha zoken e 45nm. Pall ar vihanadur-se a zo izelaat prizioù an unanenn: tu ' zo en ur vihanaat gorread 
ar prosesorioù lakaat muioc'h anezho war ur wafer.




#Article 172: Folklor (147 words)


Ar folklor a zo ar meizad implijet en dudoniezh evit deskrivañ ha studiañ ar c'hontadennoù, ar mojennoù hag ar c'hredennoù a c'hell bezañ kavet en ur boblad, da lavaret eo lodenn an istor dre gomz en ur c'hultur resis. Graet e vez eus gwerinoniezh eus studi an danvez-mañ.

An termen folklore a oa bet krouet e 1846 gant ur Saoz, William Thoms, hemañ o klask ur ger saoznek (saozneg kozh e gwirionez) e-lec'h popular antiquities.

Ar meizad a zo bet ganet eus al luskad romantik er XIXvet kantved, dezhañ un ideologiezh evit adstummañ an hengounioù evit servij mennozhioù modern. Er XXvet kantved eo bet staliet studi ar folklor dindan an arsell objektivel.

E-touezh an dud o deus bet ul levezon vras, eo ret menegiñ ar vreudeur Jakob ha Wilhelm Grimm hag o deus dastumet hag embannet e 1812 ur strobad kontadennoù alamanek anvet  Kinder und- Hausmärchen .




#Article 173: Touchennaoueg (urzhiataerezh) (477 words)


Touchennaoueg a reer er stlenneg eus un etrefas trobarzhel karget da euvriñ nodoù (lizherennoù, sifroù, arouezennoù).Drezi e c'heller kehentiñ gant un urzhiataer ha kas urzhioù dezhañ.
Diwar skouer ar bizskriverezoù e vezont savet evit ar pezh a sell ouzh al lizherenneg hag ar sifroù : ret eo pouezañ war ar stokell a zere evit kas an arouezenn-mañ-arouezenn d'an urzhiataer.
Pouezelloù arbennik evit ar stlenn zo bet ouzhpennet da douchennaoueg ur vizskriverez ; lod urzhioù a gaser dre bouezañ war div pe deir stokell war an dro.

E 1868 e oa bet ergrafet an douchennaoueg QWERTY e Milwaukee gant Christopher Latham Sholes dre adaozañ dasparzh stokelloù ur vizskriverez : stokelloù arveretañ ar saozneg a lakaas e rann uhelañ an douchennaoueg a-benn ma ne vije ket ar gwialennoù a zouge an nodoù o vont da gengroaziañ ha d'en em c'hennañ. E 1873 e voe gwerzhet an douchennaoueg-se d'an embregerezh E. Remington  Sons, a reas touchennaouegoù QZERTY ivez.
Diwezhatoc'h e voe ergrafet an douchennaoueg AZERTY evit ar broioù galleger evit abegoù ergonomiezh hag efedusted.

E 1936 e klaskas ur c'helenner e Skol-Veur Washington, August Dvorak (1894-1975), bezañ efedusoc'h c'hoazh dre vodañ 5 kensonenn implitañ qr sqowneg war al linenn uhelañ, an holl vogalennoù war al linenn greiz hag an 9 c'hensonenn all war linenn an traoñ, kement-se evit aesaat ar bizskrivañ gant an daou zorn. Un dro-wenn genwerzhel e voe touchennaoueg Dvorak avat, abalamour d'ar striv a ranker ober evit en em voaziañ outi pa vezer boaziet ouzh an doareoù QWERTY pe AZERTY.

E 2003 e voe ergrafet gant an ijinour Philippe Basciano Le Gall un douchennaoueg C'HWERTY, gant stokelloù a aesa e implij gant ar vrezhonegerien (c'h, ch, ù, ñ). 

E 1974 e voe lakaet war ar marc'had an urzhiataer personel kentañ, an Altair 8800 ; dre ur porzh a-steud DE-9 RS-232 e veze kennasket un douchennaoueg outañ.
Lod kompagnunezhioù a gavas gwelloc'h ober gant lugelloù DIN..
E 1987 ez ijinas an embregerezh IBM ar porzh PS/2 (Personal System/2) a badas betek ma voe roet lañs d'an touchennaouegoù USB er bloavezhioù 2000.
Pelloc'h e voe touchennaouegoù dinask a dizh porzh an unvez kreiz dre skindalmoù (Bluetooth) pe skinoù danruz.

Un douchennaoueg vras pe vihan a gaver stag ouzh kement ardivink ma ranker ebarzhiñ roadoù lizhersifrennel a c'heller gwelout war ur skramm : bilhedaouer, eilskeudenner, pellgomzer hag all. War skramm an ardivink end-eeun e vez aliesoc'h-aliesañ, a-drugarez d'an deknologiezh TFT (Thin-Film Transistor) : evel-se ez a ar poellgomzerioù hag an tablezennoù en-dro.
Un douchennaoueg c'halloudel zo war ho urzhiataer : diskouezet e vez war ar skramm, ha dre glikañ warni ez ebarzher nodoù — grit war-eeun gant ho pizied mard eo ho skramm unan TFT.

Pevar rizh touchennaouegoù zo evit an urzhiataerioù personel (PC, Personal Computer). Gant IBM e oa bet ergrafet an tri c'hentañ, gant Microsoft ez eo bet azasaet an hini diwezhañ evit e reizhiad korvoiñ Windows 95.




#Article 174: Kenwerzh (198 words)


Ar c'henwerzh a zo an eskemm madoù pe servijoù a c'hell bezañ etre daou geveler kempouezet gant ur sammad arc'hant. Eus un tu e kaver ur gwerzher a bourvez ar mad pe ar servij hag eus un tu all ar prener a resev an traou hag a bae ur priz gant moneiz.

Hervez ar Gwir, ne c'hell beañ un obererezh kenwerzh ma n'eo ket unan eus ar gevelerien ur c'henwerzher, dezhañ ar boas (hag ar gwir peurvuiañ) seveniñ un obererezh prenañ hag adwerzhañ. Pa vez gwerzhet traou etre tud prevez, n'eus ket kaoz eus ar c'henwerzh.

Un obererezh denel a-gozh eo ar c'henwerzh hag ar gavadenn a c'hell bezañ liammet gant hini ar skritur. Marteze eo bet kroget gant mirout soñj ar jedadennoù dre merkañ anezho war bizhier-koad pe draou all, met suroc'h, kavet eo bet ar skritur koshañ war an tablezennoù pri a weler e Mirdi Bagdad ha dispaket eo ur gonterezh evit ar c'henwerzh savet e mare ar Sumeridi, 5000 bloaz kent Jezuz-Krist.

Chomet eo an obererezh pennañ an armerzh, met kemplesoc'h-kempleshañ ha liesaetoc'h-liaesaetañ eo deuet da vezañ ken eo bet welet ur c'hresk divent e dasparzhañ ar marc'hadourezh hag bedeladur an eskemmoù er XXvet kantved.




#Article 175: Dizoueegezh (418 words)


An dizoueegezh zo ur preder a nac'h e vije un doue bennak.

An dizoueegezh a-vremañ a glask harp war ar skiantoù, ar brederouriezh, ar bredelfennerezh, hag a glask respont evel-se da emc'houlennoù an dud war o dazont. An dizoueidi n'int ket evit goulakaat e vije ezhomm d'an den krediñ en un doueegezh bennak, gwelout a reont ar c'hredennoù-se evel un harp evit ar spered pe ur seurt louzoù evit pareañ an diwaskadenn a c'hellfe bezañ trec'h war lod tud.

Lavarout a ra an dizoueidi ez eo dre o regredoni e vez ur spi gant ar gredourien e c'hellint kaout un eil vuhez en ur baradoz ijinet penn-da-benn.

Koulskoude ne vije ket reizh lavarout n'eo ket gouest an dizoueidi da vezañ trugarezus e-keñver o c'hempredidi, kredourien pe get.

E galleg e weler ar ger athéisme e 1555 hag ar ger athée e 1547, met dont a ra eus Platon : Αθεος atheos, dizoue ; treuzkaset eo bet d'al latin kristen atheos, ne gred ket e Doue.
En  e voe goveliet ar ger brezhonek dizoueegezh,  pa veze lavaret tud difeiz pe tud digredenn gwechall evit komz eus an dizoueidi.

An aknostegezh (eus ar gresianeg agnostôs, na c'heller ket anaout) zo ur brederenn a nac'h eo posupl sevel meizadoù a vije en tu all eus ar pezh a vez anavezet diwar ar poell : n'eus ket a draoù en tu all d'an Natur (Meta ta phuzika, ar pezh a heuilh ar fizik, an drabedoniezh pe usvedoniezh neuze). Evit an aknosteien, pa ne c'heller ket anavezout ne c'heller ket respont d'ar goulenn « daoust hag-eñ ez eus un doue ? » ha koulskoude e respont an dizoueidi n'eus ket a zoue, hep mar ebet.

An dizoueegezh a nac'h ma c'hellfe bezañ doueoù, da lavaret eo usboudoù hag a vije gouest da verañ tonkad an holl dud. Ne nac'h ket e vije dibosupl an anadennoù diheboell.
Ar boellelourien ne zegemeront ket ar martezeadoù ha n'int ket evit bezañ harpet war arguzennoù ha fedoù tennet diouzh ar poell, met ned eont ket da lavaret eo dibosubl krediñ ; p'eo dibosupl prouiñ ez eus un doue a c'hell bezañ degemeret evel un abeg evit krediñ : credibile est qui ineptum est, kredus eo peogwir eo diboell (Tertullianus).
N'eus ket ur poellelour eus pep dizouead, hag ar boellelourien o deus meur a savboent e-keñver ar feiz : lod a gred en ur seurt doue a-enep ar poell hag ar skiant, lod all ne fell ket dezho respont, lod all c'hoazh ne zegemeront ket meizad an doueegezh.




#Article 176: Park an Arvorig (169 words)


Ur bastell-vro, dezhi 172 000 hektar war 44 c'humun e Penn-ar-Bed eo Park an Arvorig. Krouet e oa bet e 1969 gant ul lezenn dindan anv Parc naturel régional d'Armorique (PNRA). E Bro-C'hall ez eus bet krouet 44 park naturel rannvroel evit ma vo gwarezet an endro hep ma vo difennet d'an dud bevañ ha labourat enno (ar c'hontrol bev eus reolennoù strizh a gaver er parkoù broadel). 

Emellout a ra er Park 44 c'humun, rak lakaet eo bet kêr Vrest evel kumun kevreet e mare ar c'hrouadur hag 4 all a zo bet degemeret evel kumunioù kevreet : Landerne, Kastell-Nevez-ar-Faou, Karaez ha Kastellin.

Daveiñ a ra anv ar Park d'an Arvor, muioc'h eget d'an Arvorig hag a zo un anv kozh deuet eus an Henamzer ha roet da Vreizh a-raok ma teuas embroidi eus Enez Breizh-Veur. Ha gwir eo e ra ar mor ur gouriz da veur a gumun pa'z eus inizi hag inizigoù e-leizh (en-dro da Enez Eusa, Molenez hag Enez-Sun) hag ur c'hourenez vras, hini Kraozon.




#Article 177: Biotop (170 words)


Ur biotop a zo un dachenn gant kondisionoù añvironamantal (fizik) uniform, o roiñ habitat (pe habitachoù) d'ur rummad plant ha loened bennaked. Komprened er mod-se, biotop hag ekosistem a vefe heñvel-rik ô ster. Memes-trà e kaver ekolojisted-so hag a limit ster ar ger biotop, da c'holoiñ faktorioù añvironamantal fizik hepken ; setu e sinifife dre vras : habitat ur gumuniezh-organismoù bennaked. Setu un espes so ur serten habitat eviti, met ar rummad-espesoù o partajiñ un ekosistem gant an espes-se, a bartaj neuze ur biotop. Memes-mod e-gis emañ un habitat war lec'h ma kaver ur serten espes ennañ, e vo ur biotop ar lec'h ma kaver ur serten kumunïezh violojik (pe viossenos) ennañ.
 
Ijined eo bet ar gomz biotop gant Arthur Tansley.

Arabat drougveskañ biotop gant biom.
   

Ar ger biotop a zo implijet ivez gant an dud o sevel pesked-aquarium, da zeskrivañ un doare da renkañ un aquarium à-benn drevesañ habitat naturel pesked so. Da gompren : reproduiñ kondisionoù hag espesoù (kenkoulz pesked ha plant) a-benn represantiñ ur serten biotop gwirion.




#Article 178: Mitologiezh (560 words)


Ar vitologiezh pe gwengelouriezh (diwar gwenn ha kel/où) eo  studi  an holl danevelloù (pe istorioù) a zo bet savet e-barzh pep sevenadur lakaet da wir ha liammet gant ur sistem relijiel pe kredennoù. Lod a ra gant ar ger mojennelezh, met gwelloc'h eo mirout ar ger-mañ evit treiñ ar galleg légendaire ha mitenn evit mythe hag ivez mojenn evit légende.
 

Dre vras, ar mitennoù a zo istorioù (lavaret e vez mojennoù pe gontadennoù ivez) deuet diwar an hengoun hag peurliesañ e tisplegont dindan livioù an ijin:

 
Met, an displegañ n'eo ket abeg an holl vitennoù. En darnvuiañ eus ar mitennoù ez eus kaoz eus ur c'halloudegezh dreistnatur pe eus un doue, met meur a vojenn pe gontadenn tremenet a rummad da rummad a zo mitologel. Prouet eo bet gant ar Vreudeur Grimm e oa posupl kavout ur vitenn e-barzh pep kontadenn-wrac'h. Koulskoude, n'eo ket ur vitenn ar vojenn hec'h-unan.

Ha n'eo ket ur vitenn 

ur faltazienn wirlivek pe flemmus

Da betra servij ar mitennoù evit an Den? Ur moien eo evit liammañ perzhioù sevenadurel ur meuriad, ur geoded , ur vroad gant gwirionezioù hollvedel. Hag a-wechoù e ra splann ar vitenn, en ur doare speredel, ar gwir evit ur poblad delc'her e diriadenn.

Kavet e vez neuzioù ha tudennoù mitologel en darnvuiañ eus ar relijionoù ha kazi pep relijion a ra dave d'ur vitologiezh. Tud zo a soñj ez eus mitologiezhoù eus ar relijionoù hag e lavaront evel-se ez int faos ha douetus. D'an aliesañ e vez implijet an termen evit daveiñ da relijionoù ar c'hevredigezhioù aet da get hag e vez kaoz eus ar vitologiezh c'hresian, ar vitologiezh roman hag ar vitologiezh skandinaviat ha ne c'heller ket kavout feizad ebet dezho pe gazi.
Bez' ez eus tud ha ne welont ket ar pantheonoù keltiek ha skandinaviat evel mitologiezhoù, met tud all a ra relijionoù bev anezho, met n'eus kalz a draou gwirion e kredennoù ar feizidid a-vremañ. (Gwelet ivez : Nevez-paganiezh).
Ha gwir eo ne wel ket holl feiidid ar Yuzevegezh, ar Gristeniezh hag an Islam danevelloù krouidigezh o relijion evel deskrivadur resis an darvoudoù, met evel skeudennadur o c'hredennoù.
Dielfennet eo bet tudennoù ha temoù ar mitologiezhioù evel patromoù a gaver e meur a sevenadur ha meur a relijion. Kentpatromoù a vez graet anezho evit treiñ ar ger arkhetipos. Ar c'hentpatromoù a zo bet dielfennet gant al lennegourien hag ar vredelfennerien (Sigmund Freud, Carl Gustav Jüng).

Gwechall-gozh, er mareoù ma oa bev ar relijionoù a zo kaoz anezho er mitennoù e oa karget da zibunañ anezho tud hag a oa o micher ober se. Pe tud gant anaoudegezhioù relijiel (beleien c'hresian pe roman, drouized er broioù keltiek, seurt chamanoù e meur a vroioù). Koulskoude e weler n'eo ket ur reolenn evit ar varzhed Henc'hres evel Hesiodos (Kosmogonia) hag Homeros (An Ilias hag an Odysseia), ar varzhed heniwerzhonat, ar griotoù afrikat.
D'an aliesañ, ar vitologiezh he deus bet ur stumm barzhonegel, stumm ar barzhonegoù hir-kenañ da vezañ kanet hag eilet gant ar sonerezh. Met stumm ar c'hontadennoù e lavar plaen he deus bet ar vitologiezh e mareoù modern ha kempred ivez.

Meur a levr (Tarzan, 1984, Lord of the Rings), a film (Star Wars) ha meur a abadenn skinwel (Star Trek) zo perzhioù mitologel enno hag e c'hell bezañ liammet gant sistemoù prederourel. N'int ket mitologiezh, met ec'h implijont temoù mitologel a c'hell seveniñ ezhommoù psikologel meur a zen.




#Article 179: Zefyros (208 words)


Zefyros (Ζέφυρος e gregach) eo doue kuñv an avel Gornôg, unan a-douez an Anemoi (an Avelioù), e mojennoù Hellaz kozh.
Mab e oa da Eos ha da Aiolos hag e vreudeur e oa Boreas (avel an Norzh), Euros (avel ar Reter) ha Notos (avel ar Su).

E gevatal roman e oa Favonius hag hemañ a  oa mestr war ar plant hag ar bleuñv ouzhpenn.

Bevañ a rae Zefiros en ur c'hev e Thrakia (Bro-C'hres).
Skrapat a reas an nimfenn C'hloris hag e roas dezhi beli war ar bleuñv. O mibien a oa anvet Karpos, Mopsos hag Ampyks.

Bez' e oa ur priñs e Sparta, ur c'hoant a zen, Hyakinthos e anv, hag a oa deuet da vezañ amourouz Apollon. Hini Zefyros e oa bet ivez hag hemañ a oa savet gwarizi ennañ. Pa oa Apollon hag e amourouz o vannañ kantennoù e c'hwezhas Zefyros un barrad-avel ken kreñv ma'z eas ur gantenn da stekiñ ouzh penn Hyakinthos hag hemañ a voe lazhet moustDiwar e wad e krouas Apollon ar blantenn anvet hyakinthos e gresianeg (louzaouenn ar goukoug).

Pa oa Kupidon o klask karantez Psyc'he e voe kaset ar plac'h gant Zefyros betek kev Kupidon.

Daou vab all, Balios ha Ksanthos, a voe ganet dezhañ gant an Harpienn Podarge.




#Article 180: Kelennerezh (113 words)


Tennañ gouiziegezh pe varregezhioù dre ar studi, ar skiant-prenet pe ar c'helenn eo an deskadurezh. Diazezet eo ar prosesus war ar skiant-prenet hag evit an den a resev an deskadurezh e kemm war hir dermen e berzh-galloud e-keñver e gundu. Dre a perzh-galloud kundu e teskriver ar c'hundu a c'hell kaout un hinienn en dazont evit mont eus ar mare-mañ beteg ur pal e domani ar gouiziegezh hag ar skiant-prenet. 

Ober strivoù gant e askre evit lakaat tud all da vezañ kelennet (da gaout muioc'h a ouiziegezh hag a skiant-prenet) eo pal an deskadurezh.

Ur ger nes-tre d'ar c'helennadurezh eo ar stummadur.  

Amañ eo bet renablet teoriennoù ar c'helennerezh hag e isrummadoù : 




#Article 181: Istor an ekologiezh (838 words)


An ekologiezh eo ar skiant a vez studiet ganti an darempredoù etre ar boudoù bev hag o endro. Krouet eo bet ar ger Ekologiezh diwar oikos, pezh a dalvez ti, annez e gresianeg, ha gant logos (skiant). Savet eo bet ar ger gant Ernst Haeckel e 1886, anezhañ ur bevoniour alaman a-du gant darwin. E-barzh e levr Morfologiezh hollek an organegoù e termene ar ger evel-henn : 

Alies e vez sellet ouzh an ekologiezh evel ur c'heñver tric'hognek etre hiniennoù ur spesad, obererezh urzhiet ar spesad-mañ, hag an endro el lec'h ma vez kaset an obererezh-se da benn. An endro zo war un dro kenderc'h ha stuz an obererezh-mañ.

An ekologiezh a c’hall bezañ un ideologiezh politikel ivez.  Mont da welet ar pennad ekologiezh politikel evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar c’hraf-se.
 

Ar pezh a c’haller envel ar preder ekologour zo anezhañ abaoe ur prantad hiroc’h ha pennaennoù diazez an ekologiezh a oa diorroet tamm-ha-tamm,en un doare stag ouzh diorroadur danvezioù all ar vevoniezh. 
Unan deus ar c’hentañ ekologourien zo bet Aristotelez, marteze, pe unan eus e ziskibled evel Teofrastos o deus studiet o-daou kals spesadoù anevaled. Kerkent hag ar Ive kantved kent J.-K. e teskrivas an darempredoù etre al loened hag ivez etre al loened hag o endro.

Kalz naturalisted o deus kemeret an hent-mañ, da skouer Buffon pe Linneus. O labourioù a c'hell bezañ gwelet mui-pe-vui evel ragistor an ekologiezh vodern.

E-kerzh an  hag e penn kentañ an  zo bet graet a-berzh Bro-C'hall, Alamagn, ha broioù all mistri war ar mor, kalz beajoù evit ergerzhiñ ar bed en e bezh, reiñ lusk d'ar c'henwerzh-mor gant broioù all, kavout danvezioù naturel all, hag ober ur renabl eus an holl draoù-se. E penn kentañ an  e oa anavezet tost da 20 000 gouenn plant, ha 40 000 e fin an , hag hogos 400 000 bremañ. Kemer a rae kalz skiantourien perzh er beajoù ergerzh-se, louzawourien dreist-holl, hag en o-zouesk an ergerzher alaman Alexander von Humboldt. Sellet e vez eus outañ evel gwir diaraoger an ekologiezh. Hemañ eo an hini kentañ en deus en em roet da studiañ al liammoù etre an endro hag ar boudoù bev. Lakaet en deus anat al liamm a zo etre gouennoù plant evezhiet hag an hinoù, deskrivañ a reas kelc'hiadoù strud gant al lec'hed hag an uhelez, ar pezh a vo anvet douaroniezh ar plant diwezhatoc'h.

E 1804 da skouer ez eus bet degaset gantañ ur bern gouennoù plant eus broioù a bep seurt; klasket en deus displegañ an doare ma’z eo ingalet ar plant o kemer harp war fedoù an douarouriezh. Un oberenn vrudet eo l'essai sur la géographie des plantes (1805).

Louzaourien all a zo bet pouezus-tre, da skouer Aimé Bonplant, pe c'hoazh Eugénius Warming.

E-tro 1850, eo bet embannet gant Charles Darwin e oberenn diwar-benn Orin ar spesadoù. Adalek neuze e tilezer tamm-ha-tamm meizadenn ar spesadoù evel traoù diflach evit sellet oute evel traoù emdroüs.

Wallace, a-heligentañ gant Darwin ha kempred gantañ, a zo bet an hini kentañ o kinnig un douaroniezh eus ar spesadoù loened. Obererien zo, d'ar mare-se, o deus spurmantet n'eo ket distag ar spesadoù où an eil eus egile, hag o deus strollet anezho e rummadoù spesadoù plant ha rummadoù spesadoù anevaled ; diwezhatoc'h ez eus bet dizoloet e c'haller strollañ anezho ivez e kumuniezhoù boudoù bev (biokoinosoù). Ijinet e oa ar gomz-mañ e 1877 gant Karl Möbius.

Da vare an  ez eus bet implijet ar ouiziegezh bet dastumet er gimiezh gant Lavoisier ha de Saussure e-ser studiañ kelc’hiad an nitrogen.

Goude bezañ gwelet ne c'hall ar vuhez diorren nemet etre bevennoù strizh an tri c'hombod a zo an atmosferenn, an hidrosferenn hag al litosferenn, ar geologour aostrian Eduard Suess en deus kinniget, e 1875, meiziad ar [biosferenn|viosferenn. Suess a ginnig ma vefe roet an anv biosferenn d'ar c’holoennad buhez-mañ, na gaver betek-henn nemet war gorre an Douar hec'h-hunan, enni ar plant, al loened, ar maenegoù, kelc’hiad ar materi, ha kement zo c'hoazh.

Er bloavezhioù 1920, ar geologour rusian Vladimir Ivanovich Vernadsky, a resisa meiziad ar viosferenn en e oberenn Ar Viosferenn (1926) ha taolenniñ pennaennoù diazez ar c’helc’hiadoù biogeokimiek bras. Termeniñ a ra en-dro ar viosferenn evel hollad a écosystèmes.
A-du arall, ar freuzadennoù ekologel kentañ zo bet gwelet adalek an XVIIIvet kantved. An trevadennoù stank-oc’h-stank o deus digoadet takadoù zo forzh pegement. Kerkent hag an XIXvet kantved, da vare an dispac’h greantel, e tiwanas douetañs e-keñver efed obererezh Mab-Den war an endro. Diwan a reas ar ger ekologour e diwezh an XIXvet kantved.

Lakaet e vez kemm etre peder skiant ekologel :

An ekofiziologiezh : Studiet vez ganti an darempredoù etre ur patrom ispisial ha faktorioù e endro.

An demoekologiezh (ekologiezh ar poblañsoù): Studiet e vez ganti an darempredoù etre an dud hag o endro.

Ar sinekologiezh : Studiet e vez ganti an darempredoù etre ur gumuniezh, enni tud pe loened difer, hag o endro. 

An ekologiezh hollek : Savet eo bet ar skiant-mañ ugent vloaz zo nemetken. Klask a reer ganti studiañ an ekologiezh evit traoù bras-meurbet (ekosferenn pe biosferenn).

ISBN-13 : 978-2-922668-80-3 




#Article 182: Internet (475 words)


Internet zo ur rouedad urzhiataerel bedel. Diazezet eo war daou gomenad kehentiñ, TCP (Transmission Control Protocol) hag IP (Internet Protocol) lakaet asambles dindan an anv TCP/IP. Implijet e vez evit dispakañ meur a servij war skramm evel al lizheroù elektronek (posteloù e brezhoneg) hag ar World Wide Web. Troet eo bet an anv  Internet  gant ar ger kenrouedad ivez.

Evit ma vo luget an holl ardivinkoù a zo war ar rouedad ez eus bet savet ur reizhiad chomlec'hioù gant sifroù arabek, a anver chomlec'h IP. Pep ardivink e vez roet dezhañ ur chomlec'h IP neuze, a zo un heuliad sifroù ; padus pe war ar prim e vez ar chomlec'hioù IP, hervez an doare ardivink. Posupl eo ivez reiñ ur chomlec'h da neb en deus ezhomm. Ar chomlec'hioù o deus daou stumm, unan sifraouet a vez komprenet gant an ardivinkoù o-unan, hag unan all e gerioù lizherennet ha komprenapl d'an holl :  192.168.1.1  pe  br.wikipedia.org , da skouer.

Krediñ a ra da veur a zen n'eo Internet nemet ar reizhiad gourskridoù (saozneg : hypertext) anvet World Wide Web pe ar Web, abalamour ma oa hennezh ar servij brudetañ e kreiz ar bloavezhioù 1990.
Ar Web (ar Gwiad e brezhoneg) zo ur reizhiad dispakañ testennoù, skeudennoù ha sonioù a vez kinniget dindan stumm pajennoù e liv. Kavet e vez servijoù all c'hoazh, evel an anvonerezh war ar prim, an Internet relay chat, hag an eskemmoù restroù stlennegel dre ar c'hehentiñ peer-to-peer.
E miz Here 1972 e voe meneget an termen  Internet  gant Robert Elliot Bob Kahn (* 1938) e-kerzh ur c'hendiviz e Washington D.C.. Ar c'haoz oa war an internetting, da lavaret eo sevel liammoù etre ar rouedadoù (net = rouedad).
D'ar mare-se, meur a anv a veze roet d'ar reizhiad nevez : Interconnected Networks, Internetworking, International Interconnected Networks hag all. Erfin, d'ar 1añ a viz Genver 1973 e voe bet roet ez-ofisiel an anv Internet d'an ARPANET (Advanced Research Projects Agency Network, rouedad al lu amerikan) ha d'ar rouedadoù all kenluget gantañ, er skolioù-meur amerikan peurvuiañ.

An notennoù a oa bet skrivet e miz Gouere 1962 gant Joseph Carl Robnett Licklider (1915-1990), eus Massachusetts Institute of Technology (MIT) eo an testennoù koshañ zo anezho. Licklider a zeskrive enno an etregweredoù sokial a c'hallje bezañ gant ur rouedad urzhiataerioù. Rankout a rae aesaat ar c'hehentiñ etre klaskerien an Defense Advanced Research Projects Agency (DARPA) dreist-holl.
E miz Here 1962 e oa deuet Licklider da vezañ e penn ar raktres enklask en urzhiataerzh eus an DARPA. Kendrec'hiñ a reas e warlerc'hidi Ivan Edward Sutherland (* 1938) ha Robert William Bob Taylor (* 1932), kerkoulz hag enklasker ar MIT Lawrence G. Roberts (* 1937), pa lavaras dezho e oa talvoudus ar rouedadoù stlennegel.

Gant Leonard Kleinrock (* 1934) eus an MIT e oa bet embannet an destenn deorikel gentañ diwar-benn ar c'hehentiñ dre bakadoù e 1961, hag e 


#Article 183: India (409 words)


 

E Su kevandir Azia emañ Republik India, ent-berr India (Bhārat en hindieg). Gant Bangladesh ha Pakistan en em led war iskevandir Indez etre aradennad an Himalaya en Norzh ha Meurvor Indez, hemañ o vezañ a-dal d'hec'h aodoù Kornôg ha Reter. Ar 7vet brasañ bro er bed eo hag an eil pobletañ gant 1 210 193 422 a dud (2011), war-dro 1 miliard 200 milion eta.

Bodet eo 250 milion a dud en un harz-labour bras e miz Du 2020.

India a ya d'ober al lodenn vrasañ eus iskevandir Indez a zo etre plakenn dektonikel India ha lodenn gwalarn ar blakenn indiat-hag-aostraliat. Lod eus tiriad ar stadoù en norzh hag er biz zo lec'hiet e torosad an Himalaya. Ar peurrest eus India an norzh, ar c'hreiz hag ar reter zo tiriadoù strujus plaenenn ar Ganga. Er c'hornôg, e-kichenn gevret Pakistan emañ dezerzh an Thar. India ar su zo evit al lod brasañ pladennoù ledenezel an Dekkan, etre daou dorosad aodel gant un torosennadur diblaen, re Ghat ar c'hornôg ha re Ghat ar reter.

Treuzet eo ar vro gant meurstêrioù evel ar Ganga, ar Brahmapoutra, ar Yamunâ, ar Godâvarî, an Narmadâ hag ar C'haveri. Teir enezeg zo, en o zouez ar re Lakshadweep, hag a zo er-maez aod ar mervent. Bez' emañ ivez aradennad volkanek inizi Andaman ha Nikobar er gevred ha re Sunderban e delta ar Ganga e Bengal ar C'hornôg. An hin indiat a ya eus hini an trovanoù er su betek hini kerreishoc'h an norzh e-lec'h ma vez erc'h a-hed ar goañv e norzh an Himalaya. 

Hin ar vro zo levezonet gant an Himalaya ha dezerzh an Thar. An Himalaya ha menezioù an Hindu Kush e Pakistan a harz ouzh an avelioù katabatek deuet eus Kreizazia. Rak-se e chom an tommder e lod brasañ ar c'hevandir kontrol d'ar broioù lec'hiet er memes ledred. Evit dezerzh an Thar a sach avelioù gleborek monson an hañv etre Mezheven ha Gwengolo hag a zo pennkaoz da lodenn vrasañ kouezhadurioù India.

Ur c’hevredad stadoù eo India, pep hini gant e Barlamant hag e gouarnamant. Bez' zo eizh stad warn-ugent, c'hwec'h tiriad mui tiriad ar gêr-benn Delhi Nevez (New Delhi Capital Territory).

Kan broadel : Jan gana mana skrivet gant Rabindranath Tagore

Ger-stur : satyam eva jayate (ar wirionez hepken a zo trec'h)

Loen broadel : an tigr

Evn broadel : ar paun

Bleuñv broadel : al lotuz

Gwez broadel : ar banian

Frouezh broadel : ar mangez

Relijionoù pennañ: hindouegezh, islam, kristeniezh, boudaegezh, sikegezh, jainegezh.




#Article 184: Ijinerezh (126 words)


Pa studier ur raktres pe greantel pe skiantel pe kevredigezhel e tleer plediñ gant meur a doare-ober e-keñver an teknologiezh, an armerzh, an arc'hantañ hag an dud. An ijinerezh eo ar skiant evit lakaat anezho da c'hoari ingal. An ijinour a dlee bezañ gouest labourat gant meur a ostilh pe meur a ardivink hag eo ivez e garg jediñ ha gwiriekaat.

Lakaat disoc'hoù ar skiantoù da dalvezout evit diluziañ kudennoù fetis, greantel pe bemdeziek eo pal pennañ an ijinerezh. Alies e kemer perzh en imbourc'h skiantel an ijinourien, pe dre bleiniañ raktresoù imbourc'h o tennañ d'un dachenn greantel pe dre blediñ gant perzhioù fetis un imbourc'h. 

Evit resev un diplom ijinour e c'heller studiañ en ur skol-veur pe en ur skol-ijinourien e-pad 4 pe 5 bloaz. 

 




#Article 185: Indez (108 words)


Ur rannbarzh eus Su ha Gevred Azia eo an Indez, anv stag ouzh amzer an dizoloiñ bed hag an trevadenniñ gant an Europeaned. Anvet e vezent Indez ar Sav-Heol ivez, pa veze graet ivez Indez ar C'huzh-Heol eus Amerika. Indeziz (unander: Indezad) pe Indezidi (unander: Indeziad) a vez lâret eus an dud. Mont a rae ar rannved-se eus harzoù Pers hag Afghanistan betek ar Filipinez hag Indonezia a-vremañ (war-bouez Papoua ar C'hornaoueg a zo e Melanezia). Indez-Sina a veze lakaet en Indez ivez, da lavaret eo e klot dre vras Indez ar Sav-Heol gant ar pezh a zo Iskevandir Indez bremañ mui Azia ar Gevred.

Digejet e vez:




#Article 186: Kevandir (124 words)


Ur c'hevandir a vez lavaret en douaroniezh eus ur gorread bras a zouar, gant mor tro-dro dezhañ pe en-dro d'an darn vrasañ anezhañ. Ur ger eo a zo deuet eus ar c'hembraeg ,dre SADED, e dibenn an XXvet kantved, hag a vez implijet el levrioù-skol a-vremañ.

En doare-se ez eus pemp kevandir : Afrika, Antarktika, Eurazia (da lavarout eo Azia gant Europa), Norzhamerika, Suamerika (an daou-mañ stag gant ur strizh-douar), met a-wechoù e vez meneget enez divent Aostralia evel ar c'hwec'hvet kevandir.

Met aliesoc'h e vez mesket an doare douaroniezhel-se da welet an traoù gant un doare sevenadurel hag istorel, ha neuze en em gaver gant :

D'o zro e c'hall ar c'hevandirioù bezañ rannet e iskevandirioù. Kaoz a vez dreist-holl eus iskevandir Indez.




#Article 187: Pedagogiezh (135 words)


Ar bedagogiezh a zo ur ger dezhañ meur a ster, a zo ret spisaat kent mont pelloc'h, dre ma teu eus ar ger gallek pédagogie (diwar an henc'hresianeg: παιδαγωγέω paidagōgeō), hag a dalv ivez meur a dra. Gant ar gelennerien avat e vez kavet aes. 

N'eo ket e-barzh gweadur ar ster, un dra ordinal en istor ar gerioù, emañ an dalc'h, met e sterva ar ger: traoù disheñvel, ha re zisheñvel, a vije dindan ar memes ger: ar sevel-bugale, ar c'helenn-bugale, ar c'helenn-tud (bras ha bihan).

Ar ger nevez sciences de l'éducation zo bet krouet e galleg evit chom hep ober gant ar ger pedagogiezh. Ober a raio e hent marteze e brezhoneg diwar zreveziñ. Evit poent n'eo ket asur an droidigezh anezhañ: skiantoù an deskiñ, skiantoù ar c'helenn, daou dra disheñvel a-walc'h.

(da beurgempenn)




#Article 188: Urzhiataer (1606 words)


Un urzhiataer a zo un aveadur stlennek a ro an tu da verañ hag implijout stlennadoù hervez heuliadoù kemennadoù pe brogrammoù.

Stlenneg a reer eus an diskibliezh a bled gant damkaniezh, fardañ, hag implij an urzhiataerioù.

Da gentañ penn e veze implijet an urzhiataerioù evit jediñ (niveroù anterin, diwezhatoc'h niveroù skej fiñvus).

Evel m'hen diskouez e anv e talvez un urzhiataer da « urzhiañ » ar roadennoù, da lavaret eo o lakaat en urzh, o rummañ hag o renkañ, hervez ur poell bet dibabet.

An urzhiataerioù kentañ, an ENIAC savet er Stadoù Unanet pe ar Mark I savet e Breizh-Veur, a zo bet roet dezho an anv saoznek « computer » a dalveze da gentañ-penn evit an den a ra jedadennoù niverel gant skoazell ardivinkoù evel ar voulleg, ar reolenn-jediñ pe ar jederez vekanek.
Daoust da gresk barregezh an urzhiataerioù dibaoe, hag a ya kalz pelloc'h eget jediñ, ez eus bet dalc'het d'ar ger saoznek memestra. E galleg ez eo diwar goulenn skourr gall an embregerezh IBM ez eo bet kinniget ar ger « ordinateur », a zo testeniekaet evel anv-gwan e geriadur meur Emile Littré o talvezout evit « Doue o lakaat urzh er bed», gant ar yezhoniour Jacques Perret. Kavout a rae d'ar renerien e oa kalz re strizh ar ger « calculateur » – kevatal da « computer » – e-skoaz barregezhioù o ardivinkoù. Diwar un hevelep patrom eo bet krouet er bloavezhioù 1960 ar ger brezhonek « urzhiataer », en deus graet berzh daoust d'ar ger dazeilat « kompoder » bezañ bet kinniget e deroù ar bloavezhioù 1990.

N'eo ken nemet e deroù ar bloavezhioù 1970 he deus lezet ar vekanografiezh he flas d'ar stlenneg.

Diwar krouadur an nevezc'her e tiwanas troidigezhioù lies eus troiennoù evel supercomputer, goururzhiataer pe c'hourgompoder, ha quantum computer, urzhiataer kwantek pe gompoder kwantek. En degouezh diwezhañ-mañ ez eo soulwerzhet implij ar ger urzhiataer just a-walc'h dre m'emañ pell ar barregezhioù a c'haller rakwelet evit ar jediñ kwantek diouzh liesvarregezh un urzhiataer.

Gant ar skiant-prenet ez eus bet tapet digemmañ daou arvez en un urzhiataer, a oa bet ispriziet an eil hini anezho en deroù :

Un urzhiataer araokaet-kenañ a-fet teknik diouzh ar mare evel Gamma 60 ar gompagnunezh Bull na reas ket berzh evel a oa gortozet, ken nemet en arbenn ma oa nebeut a zoareoù da lakaat e pleustr aes e varregezhioù teknikel. Ar meziantoù – hag o c'hlokadur ar servijoù (stummadur, trezalc'h, h.a.) - a ya d'ober abaoe kreiz ar bloavezhioù 1980 ar braz eus koustoù an aveadur stlennek, tra m'eo bihanoc'h lodenn an dafar.

Kemmet a-galz eo an teknologiezhioù lakaet e pleustr dibaoe ar bloavezhioù 1940, ha deuet int da vezañ un teknologiezh da vat – da lavarout eo un teskad greantel aozet tro-dro da deknikoù – adalek ar bloavezhioù 1970. Kalz anezho a implij c'hoazh ar c'healioù termenet gant John von Neumann, daoust m'emañ an adeiladezh-mañ war gilañ : ar programmoù n'en em gemmont mui nemeur o-unan (ar pezh a vije sellet outañ evel un doare siek da brogrammiñ), hag an dafar a gemer kement-mañ e kont en ur zispartiañ fraezh hiziv mirout ar c'hemennoù hag ar roadennoù, er c'hrubuilhoù hag all.

Hervez Adeiladezh von Neumann, peder lodenn zo en un urzhiataer :

An unvez aritmetik ha lojikel (UAL) eo an hini a ra an oberiadennoù diazez (sammadurioù, lamadurioù ...), an oberiadennoù poell (HA, PE, NA...) hag an oberiadennoù-keñveriañ (da skouer ur geñveriadenn-gevatalted etre daou dakad-memor). An UAL an hini a seven jedadennoù an urzhiataer.

An unvez-kontrolliñ (UK) a gemer he c'hemennoù er vemor. Ar re-mañ a ziskouez dezhi petra urzhiañ d'an UAL, ha penaos e vo ret dezhi efediñ diouzh ret, hervez an disoc'hoù a vo pourvezet gant homañ. Ur wezh echu an oberiadenn, an unvez-kontrolliñ a ya pe d'ar c'hemenn a heuilh, pe d'ur c'hemenn all e-lec'h ma vo urzhiet dezhi en em skourrañ gant ar programm.

Aesaat a ra an unvez-kontrolliñ ar c'hehentiñ etre an unvez aritmetik ha lojikel, ar vemor hag an trobarzhelloù. Merañ a ra ar braz eus ar c'hemennoù sevenet en urzhiataer.

E framm ar reizhiad, ar vemor a c'heller gwelet evel un heuliad kelligoù niverennet pep a dammig stlenn enno. Ar stlenn-se a c'hall servijout da ziskouez d'an urzhiataer ar pezh a zo goulennet digantañ ober (kemennoù) pe delc'her roadennoù da dretiñ. Gant ar braz eus an adeiladezhioù stlennek ez eo ar memes memor a dalvez evit an daou arc'hwel.
Evit a sell ouzh ar jederezioù a-stur a-vras e tegemerer zoken e yafe kemennoù programmoù da erlec'hiañ lod all e-kerzh an oberiata gant ma tegas muioc'h a efedusted. Gwechall e oa kemend-all un doare boas d'ober, hogen redioù a helennded an ijinerezh meziantel o deus graet dezhañ mont war rouesaat, panevet en degouezh resis-mañ, abaoe meur a zekvloaziad.

Gallout a reer adskrivañ ar vemor-se kel lies gwezh ha mar bez ezhomm. Ment bloc'hoù ar vemor hag an teknologiezh implijet o deus kemmet hervez ar c'houstoù hag an ezhommoù : 8 bit evit ar pellgehentiñ, 16 bit evit an ardivinkañ (DEC) ha 64 bit evit pikoloù jederezioù skiantel (Control Data). Ur c'henasant zo bet kavet tamm-ha-tamm gant an okted da unanenn haezadus, ha kemennoù war ur vent a 4 pe 8 okted.

En holl zegouezhioù e chom haezadus an okted, ar pezh a eeuna ar skrivañ programmoù.

E-touez an teknikoù implijet evit oberiañ ar vemorioù e kaver azhenterioù tredantreloc'hel, korzennoù dre vevargant a veze ganet en o ser gwagennoù klev, transistorioù hiniennel, korennoù ferrit, hag en diwezh amredoù enframmet enno milionoù a drañzistorioù.

Ar gwikefreoù enkas/diskas a laka an urzhiataer e-tailh da gehentiñ gant ar bed diavaez. Ur c'halz anezho zo, eus an douchennaoueg betek ar skramm.

Perzh boutin an holl trobarzhelloù enkas eo amdreiñ ar stlenn tapet ganto en diavaez e roadennoù a c'hello an urzhiataer ober e vad ganto. Padal an trobarzhelloù diskas a zigod ar stlenn pourchaset gant an urzhiataer e seurt ma vefe spletus evit an implijer.

Al lodennoù disheñvel-se a zo liammet etrezo gant tri bus, bus ar chomlec'hiañ, bus ar roadennoù ha bus an urzhiadoù.
Ur bus a zo ouzh e ober un niver bennak a neudennoù tredan a sav ul liamm evit treuzdougen stlenn binarel kodet war veur a vit.

A-drugarez d'ar munutaat e c'haller enframmañ an UAL hag an unvez-kontrolliñ e-barzh un amred enframmet hepken a reer mikroprosesor anezhañ.

Ar c'hemennoù a c'hell un urzhiataer intent n'int ket re lavar mab-den. An ardivink ne oar seveniñ ken nemet un niver bevennet a gemennoù termenet-mat. Seurtoù kemennoù intentet gant un urzhiataer a zo traou evel « kopiañ endalc'had ar gellig 123 hag el lakaat e-barzh ar gellig 456 », « sammañ endalc'had ar gellig 321 ha hini ar gellig 654, ha lakaat an disoc'h e-barzh ar gellig 777 », ha « m'eo endalc'had ar gellig 999 kevatal da 0, seveniñ ar c'hemenn a zo e-barzh ar gellig 345 ». Met daou zakad a vez oc'h ober ar braz eus ar c'hemennoù : an eil o tiskouez petra ober, a reer ar c'hod oberiadenn anezhañ, hag egile o tiskouez pelec'h e ober, a reer oberantenn anezhañ.

E-barzh un urzhiataer, ar c'hemennoù a glot gant kodoù – 001 e vo kod ar c'hopiañ, da skouer. An teskad kemennoù degemeret gant un urzhiataer, a reer anezhañ e lavar-ardivink, zo un heuliad sifroù binarel dre ma n'eus ken nemet 0 (zero) hag 1 (unan) ouzh ober ar c'hemennoù hag ar roadennoù a vez intentet gant ar unvez-tretañ :0 = Ne dremen ket ar red tredan, 1 = Tremen a ra ar red tredan.

Peurvuiañ ne implij mui ar brogrammourien lavaroù a seurt-se, ober a reont kentoc'h gant ar pezh a anver ul lavar a live uhel, a vezo amdroet da c'houde e lavar binarel gant ur programm arbennik (ur jubenner pe ur c'hempuner, diouzh an ezhommoù). Da heul an treterezh-mañ, ar programmoù a vo meizadus gant an urzhiataer en e lavar genidik.

Lavaroù-programmiñ zo, al lavar gronnañ da skouer, a vez graet « lavaroù a live izel » anezho, rak ar c'hemennoù implijet ganto a chom tost-tre da re an urzhiataer. Da heul ez eo bet diorroet evitañ ar programmoù skrivet gant al lavaroù-se a zo liammet-kreñv gant ar savenn. Al lavar C, kalz aesoc'h da adlenn eget al lavar gronnañ, a ra d'ar brogrammourien bezañ ampletusoc'h. Setu perak ez eus bet graet gantañ muioc'h-mui a-feur ma tigreske koust ar periant ha ma kreske gopr ar brogrammourien.

Par da velloù rolloù kemennoù roet d'un urzhiataer eo ar meziantoù, a zo programmoù niverus a gaver enno milionoù a gemennoù, lod anezho adsevenet dizehan. Meur a vilmilion a gemennoù dre eilenn a vez sevenet gant un urzhiatazer personel bet kenderc'het e 2006.

Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1960 ez eus bet ijinet urzhiataerioù ha reizhiadoù a-benn ma c'hallfent seveniñ meur a brogram war un dro. Graet e vez lies-trevell eus ar barregezh-se. An degouezh eo gant an holl urzhiataerioù ha reizhiadoù a-vremañ.

E gwirionez ne seven ar prosesor ken nemet ur programm war un dro, en ur dremen eus an eil d'egile bewezh ma c'hall. Mar deo uhel a-walc'h tizh ar prosesor e-skoaz an niver a drevelloù da seveniñ e kavo d'an implijer ez eus meur a brogramm o seveniñ war un dro. Gant ar reizhiad korvoiñ, peurvuiañ, e vez meret ar malluster roet da bep programm.

Ar reizhiad korvoiñ eo ar programm-kreiz ennañ an elfennoù diazez ret da vont en-dro reizh an urzhiataer.

Ar reizhiad korvoiñ a zeverk loazoù fizikel an urzhiataer (amzer prosesor, memor, h.a.) d'ar programmoù liesseurt war seveniñ. Pourchas a ra ivez ostilhoù d'ar programmoù all (evel ar sturieroù) a-benn aesaat implij an holl drobarzhelloù, kuit dezho da gemer e kont munudoù fizikel ar re-mañ. Setu da heul ar reizhiadoù korvoiñ pennañ :




#Article 189: Pellgehenterezhioù (151 words)


 

Disheñvel diouzh ur skiant eo ar pellgehenterezhioù, pa'z int un hollad teknologiezhoù ha teknikoù lakaet da dalvezout. Dont a ra an termen eus troidigezh ar ger galleg télécommunications ijinet gant Edouar Estaunié, ijiner ar Postoù hag ar Pellskriverioù ha rener an École professionnelle des Postes et Télégraphes e Paris eus 1901 betek 1910.

O kreskiñ buan eo ar gennad-mañ abaoe ar bloavezioù 1980 p'emañ o tennañ frouezh eus araokadennoù ar skiantoù rik war tachennoù a zo :

E Bro-C'hall ez eus bet un diorren bras en enklask evit ar pellgehenterezhioù, hag e Breizh ez eus bet staliet daou arnodva brudet : ar Centre National d'Études des Télécommunications (CNET) e Lannuon, krouet diwar intrudu Pierre Marzin e 1970, hag ar Centre Commun d'Études de Télédiffusion et de Télécommunications (CCETT) staliet e Roazhon, ma voe ijinet ar Minitel. France Télécom R  D (Research  Development, enklask ha diorren) a reer hiziv eus ar c'hreizennoù-se.




#Article 190: Richennoù (192 words)


Hervez an etimilogiezh e vefe dav skrivañ rizhenn met lakaet eo bet e-mod-se e-keñver an doare da zisklipañ e brezhoneg a-vremañ. Dont a ra eus ar brezhoneg kozh rith hag a signifi furm pe skeudenn, ketpar eo d'ar c'hembraeg rhith hag a signifi furm, feson, arouez hag ivez d'an iwerzhoneg riocht (heniwerzhoneg richt). Dont a reont tout eus ar c'heltieg (p)rptu.

Er c'hontrol eus ar c'hontadennoù hag a c'hoarvez e-barzh ur bed diwar faltazi, emañ kentoc'h ar richennoù e-barzh ur bed hag a c'hellfe bezañ real. Gant ar studioù bet graed war-fed an dra-se, e vez komprenet diouzhtu ez eus daou rummad tud :

Ar richennoù 'zo peurliesañ etre ar ouiziegezh dre ar fedoù hag ar c'hredennoù, pe an traoù diwar faltazi. Koulskoude ne c'hell ket bezañ termenet ar gredenn gant ar richenn rak m'eo hiniennel dre benn-natur, ha cheñch a ra eus an eil d'egile. Evit renkañ un danevell e rummad ar richennoù eo ret diforc'hañ. Lâret e vez ar richenn dre 'n eñvor gant ur stil ha grataet gantañ un arouez gwirion : degouezhet eo bet an istor d'un den anavezet hag en ul lec'h determinet, ha traoù all c'hoazh.




#Article 191: Trovan (355 words)


An daou ledred ma c'heller gwelout an Heol er zenit da geñver ar goursav-heol eo an trovanoù. Anv an div drovan eo Trovan ar C'hrank (en norzh) ha Trovan ar C'havr (er su). Amprestet eo bet trovan digant ar c'hembraeg trofan ha kavet e vez tropik diwar ar galleg e testennoù 'zo.
Pa vez kaoz eus an trovanoù (s.o. an dro-lavar dindan an trovanoù) e vez meneget ivez an takad lec'hiet etre ledoù an trovanoù, da lavarout eo etre al ledoù 23° 17' N ha 23°27' S. hag emañ ar C'heheder etrezo ha kenstur dezho, en takadoù-se e c'hall an Heol bezañ er zenit ivez tro-pe-dro e-pad ar bloaz.
War linenn Trovan ar C'hrank e weler an Heol dindan ur c'horn 90° da c'hoursav-heol an hañv hag da c'hoursav-heol ar goañv war linenn Trovan ar C'havr. Kemeret eo bet anvioù an trovanoù diwar ar zodiak hag ez-resis eus anvioù ar steredegoù ma kreder gwelout an Heol tost outo goude ar goursavioù-heol.
Plant an trovanoù a zo ar re a zo o annez orin en takad trovanel. Pa vez hin an takad-se tomm ha glavus e reer trovanel eus pep takad a zo an hin-se dezhañ, met kavet e vez lec'hioù n'int ket evel-se dindan an trovanoù, er menezioù uheloc'h da skouer.
E renkadur an hinoù savet gant Peter Köppen e vez termenet evel trovanel un hin gant ar perzhioù-mañ : n'eo ket krin ha ned a ket keidenn ar wrez en ur miz dindan 18 °C.
Un takad tomm gant ur marevezh glaveier hag ur marevezh sec'h eo takad an trovanoù nemet pa dostaer ouzh ar C'heheder e kouezh muioc'h-muiañ a c'hlaveier ken e kouezhont bemdez e takad ar C'heheder. Tro-war-dro d'an trovanoù e vez nebeut a c'hlaveier hag e vez dezerzhioù bras evel hini ar Sahara, hini mervent ar SUA, hini Ledenez Arabia, hini ar Goudjarat (takad bihan en India), hini Atacama (Chile) hag hini Namibia. Koulskoude n'eo ket krin an hinad dindan an trovan en India, Tailand, Laos ha Viêt-nam diwar levezon ar monson, da lavaret eo ar glaveier bras ha puilh sachet bep hañv war ar broioù-se gant tolzenn yen an Himalaya.




#Article 192: Spanglish (278 words)


Komzet e vez eus spanglish evit neb meskaj etre ar spagnoleg hag ar saozneg (pe ar c'hulturioù d'o heul). An termen-se a zo ur ger-malizenn, savet diwar ar gerioù saoznek spanish hag english.

Da gentañ e veze implijet evit komz eus ar spagnolegerion disvroet, deuet d'ar Stadoù-Unanet eus Amerika Latin, hag eus ar fenomenoù-yezh savet diwar o destuziañ tamm-ha-tamm : diglosiezh, kalkoù ha code-switching.

Ar spanglish-se en-em ziskouez dreist-holl dre cheñchamantoù-yezh e-kreiz ar frazennoù. E-barzh ur memes frazenn e vo klevet pennadoù saozneg ha pennadoù spagnoleg. Da skouer : « I'm sorry I cannot attend next week's meeting porque tengo una obligación de negocios en Boston, pero espero que I'll be back for the meeting the week after. » Seurt traoù en em gav alies e-touesk tud rediet da vont-ha-dont etre div yezh.

An dra-se en em ziskouez ivez dre saoznegachoù : 

Ilán Stavans, kelenner war ar c'hulturioù hag ar yezhoù latino-amerikan e skol-veur Amherst (Massachusetts), en deus studiet ar fenomen-yezh-se, betek tostaat anezhañ d'ar Yiddish. Embannet e oa bet gantañ en 2003 ur levr war ar sujed, Spanglish: The Making of a New American Language, e-lec'h ez a betek treiñ pennad kentañ Don Quichotte e spanglish.

Kemennoù saoznek evel-se a zeu da verkiñ ar spagnoleg dre faot tout an traoù teknologiezh nevez e-giz Internet. Setu e vez graet gant browser, frame, cookie, chat, mail... peogwir n'int ket eeun da droiñ, pe gant gerioù e-giz chatroom, berroc'h eget sala de charla.

Un tammig e pep lec'h e vez langachoù evel-se :

N'eus netra nevez aze, peogwir e komze La Villemarqué dija, evit reiñ un anv d'ar brezhoneg gant bern pozioù galleg e-barzh, eus « jargon mixte » .




#Article 193: Aber (243 words)


An aber (anv gourel pe venel) eo lodenn izelañ ha ledanañ genoù ur stêr, ma teu ar mor enni, setu perak e vez izeloc'h pe uheloc'h an dour diouzh ma vez tre pe lanv. 

N'eo ket heñvel ar gwel war an aber  hervez liveoù al lanv : leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha lec'hidek d'an izelvor. Peurliesañ e vez aberioù brasoc'h ha hiroc'h war an aodoù roc'hellek ha pa vez bras al liveoù diwar tro al lanv. 

Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù armerzhel hag ekologiezhel.
E penn uhelañ an aberioù e kaver alies ar perzhier pennañ, evel  e Breizh. War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a gêr a vez staliet war daou du un aber.
War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan e kaver takadoù gleb, lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev amprevaned, buzhug, laboused hag meur a grigner. Eno e vev pesked ha kregin ha ur roll dibar o deus an takadoù gleb evit ar beskerezh.

Ar ger aber a gaver en un nebeud anvioù stêrioù e Bro-Leon hag e Bro-Gerne, ha muioc'h c'hoazh e Kembre. Un toullad anvioù a gaver e Bro-Skos ivez. 

Hir eo roll an anvioù-lec'hioù all: 

Un aspadenn int eus ar brezhoneg a veze komzet en Hanternoz kozh.

Kavout a reer aber e lec'hanvadurezh c'hallek Bro-Leon (Pays des Abers), met  a vez lavaret eus aberioù all Breizh. 




#Article 194: Sport (153 words)


Ar sport a zo un obererezh diduamant a gaver dindan meur a stumm er c'hevredigezhioù denel. Pa vez implijet ar ger sportoù e vez graet dave da bep seurt sport a c'hell bezañ.

Embregañ un sport pe vuioc'h a zo un obererezh naturel ha boutin da veur a sevenadur. Embreget eo bet a-gozh ar sport gant ar gouerien hag ar soudarded. Un doare bezañ prest seveniñ labourioù poanius eo hag e-touez ar gouerien e veze tutaet ar soudarded.E-doug o bugalejoù e embrege c'hoarioù polotenn, redadegoù, krogadoù gouren, kenstrivadegoù nerzh...
Embregadurioù sport ispisial a veze graet gant ar re o doa da c'hourc'hemenn ar soudarded, an ofiserien deuet eus renkoù uhelañ ar gevredigezh peurliesañ.

Gant ar C'hresianed kozh eo bet krouet ar C'hoarioù Olimpek, diwar anv ar gêr Olimpos. Eno e veze aozet kevezadegoù evit enoriñ an doue meur Zeus olimpat. Digor e ao ar c'hrogadoù d'ar baotred yaouank deuet eus pep keoded henc'hresian.




#Article 195: Stadegouriezh (167 words)


Ar stadegouriezh a zo ar skiant hag ar pleustr hag a zo o fal tennañ anaoudegezhioù diouzh anadennoù eztaolet dindan ur stumm a gementadoù. Diazezet eo war teorienn ar gwirheñvelder, ur skourr eus ar matematik da dalvezout.
Hervez teoriennoù ar stadegouriezh e vez lakaet da batromoù an arvarusted hag an amzivin. O pleustriñ war ar stadegouriezh e labourer evit sevel steuñverezh hag evit krennañ ha displegañ an arselloù, hep ankounac'haat lakaat da c'hoari ar c'hemmusted hag an amzivin e-barzh.

Dont a ra an termen brezhonek eus ar c'hembraeg  hag hemañ eus al latin stastisticum collegium (kuzul ar Riez pe Stad). Eus al lavarenn-mañ e teu ar ger italianeg statista (Den a riez pe bolitikour). Implijet e oe e 1749 gant an Alaman Gottfried Achenwall ar ger statistik hag e oe troet e saozneg ().
Sevel stadegoù a zo bet pleustr ar riezoù hag o melestradurezhioù. Bremañ e vez savet stadegoù gant embregerezhioù ha tud oc'h ober diwar-benn skiantoù an Natur, ar skiantoù kevredigezhel, ar medisinerezh hag all.




#Article 196: Ofis ar Brezhoneg (1809 words)


 

Ofis ar Brezhoneg a oa ur gevredigezh, savet e 1999 evit diorren ar brezhoneg, gant Lena Louarn dilennet da brezidantez adalek an deiz kentañ, hag a zo bet kemmet hec'h anv hag he statud e miz Here 2010 da zont da vezañ Ofis Publik ar Brezhoneg. 

Kemm zo bet e 2010, savet ur c'huzul-merañ nevez, ha kemeret un anv nevez, Ofis Publik ar Brezhoneg. 

Krouet eo bet Ofis ar Brezhoneg e miz Mae 1999 e ti-kêr Karaez-Plougêr. Ur gevredigezh bet savet diwar youl Rannvro Breizh eo. Kemeret he deus lec'h ha kefridioù Servij ar Brezhoneg, a oa ur rann eus Skol-Uhel ar Vro. Diorren ar Brezhoneg, skoazellañ ar strollegezhioù, an embregerezhioù, ar c'hevredigezhioù hag an hiniennoù da ober gantañ, dastum roadennoù war saviad ar brezhoneg eo palioù pennañ an Ofis. Arc'hantaouet eo gant Rannvro Breizh, Ministrerezh ar Sevenadur, pemp departamant Breizh ha kêrioù pennañ ar vro. E 2006 e laboure 20 den evitañ ha 100 ezel a-youl vat bennak a oa. Abaoe 2007 eo sikouret en e vont en-dro gant Rannvro Broioù-al-Liger ivez.

Gant berzh ar skolioù Diwan ha, diwezhatoc'h, krouidigezh ar c'hlasoù divyezhek publik kentañ e oa deuet ar goulenn sokial evit reiñ plas d'ar brezhoneg er vuhez foran da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ. E-kreiz ar bloavezhioù 80 e rene al luskad Stourm ar Brezhoneg stourmoù dalc'hus evit goulenn ma vefe ofisielaet ar brezhoneg. Dekmiliadoù a banelloù-hent a oa bet gwallaozet pe livet gant Stourm ar Brezhoneg dindan un nebeud bloavezhioù. 

Donedigezh François Mitterrand e penn ar Republik C'hall e 1981 a voe pennkaoz d'ul luskad digreizennañ kentañ a roas galloudoù nevez d'ar strollegezhioù lec'hel. Adal neuze e voe skañvoc'h krog ar Stad ha meret an hentoù-departamant war-eeun gant servijoù an departamantoù. Ne voe ket mui ret goulenn aotre ar prefed evit ober tra pe dra (derc'hel a ra ar prefeti da ren ul labour kontrolliñ war-lerc'h memes tra). E deroù ar bloavezhioù 80 e tivizas departamant Aodoù-an-Arvor, heuliet war-lerc'h gant hini Penn-ar-Bed, kregiñ da respont da c'houlenn an emsaverien vrezhonek. Mennadoù a-du a voe votet gant an daou zepartamant-se evit staliañ ur panellerezh divyezhek war o hentoù (en ul lodenn eus an departamant hepken evit Aodoù-an-Arvor). 

Goude vot an departamantoù e voe splann an ezhomm da gaout un aozadur teknikel war ar yezh gouest da harpañ melestradurezh an hentoù en he c'hefridi nevez. D'ar mare-se e oa krog Olier ar Mogn da luskañ ur bodad labour war ar yezh e diabarzh Skol-Uhel ar Vro. Pal pennañ ar bodad-se a oa harpañ ar velestradurezh ha divizout peseurt termenoù a oa da vezañ lakaet war ar panelloù. Dre ma kaver dreist-holl anvioù-lec'h war panelloù an hentoù-departamant e voe anvet ar bodad Bodad Enklask war an Anvioù-lec'h hag ar Panelloù-henchañ. Lukian Kergoat a yeas da gadoriad kentañ ar bodad. 

Unan eus labourioù bras kentañ ar bodad ma kemeras perzh degadoù a dud a-youl vat a voe diazezañ roll ofisiel stummoù brezhonek anvioù kumunioù Breizh, ul labour a badas meur a vloaz (egin servij glad yezhel Ofis ar Brezhoneg). War un dro e voe diazezet roll an termenoù pennañ kavet war ar panelloù-hent gant ar pal kenurzhiañ an troidigezhioù. Bodadoù termenadurezh tematek a voe aozet (egin TermBret servij termenadurezh an Ofis). E-kerzh ar bloavezhioù 90 e kreske an ezhommoù hag ez ae al labourioù war liesseurtaat : panelloù touristel, panelloù glad, levrigoù brudañ, panellerezh savadurioù foran... D'ar mare-se e voe staliet ar panelloù kentañ e diabarzh ar c'hêrioù bras ivez, en Oriant da gentañ, e Kemper da c'houde. Divi Kervella a gemeras ar garg kadoriad war-lerc'h Lukian Kergoat. Dre ma oa kreñvoc'h ha liesseurtoc'h goulennoù ar strollegezhioù e voe cheñchet anv ar bodad enklask a zeuas da vezañ anavezet dindan an anv a Servij ar Brezhoneg. 

Tamm-ha-tamm e kreske ar skipailh hag e 1996 e voe enfredet Fulup Jakez da genurzhier TermBret (ar greizenn dermenadurezh), da-heul Iwan Kadored. Olier ar Mogn o vezañ kenurzhier ar servij. E lodenn ziwezhañ ar bloavezhioù 90 e voe roet lañs d'an enklaskoù sokioyezhoniel kentañ diwar-benn stad ar brezhoneg er gevredigezh (egin Arsellva ar Brezhoneg) gant ar pal priziañ gwelloc'h stad diorren ar yezh war pep tachenn hag ober kinnigoù d'ar bolitikourien. Dre forzh studiañ emdroadurioù ar broioù all e teue da vezañ splannoc'h-splannañ an ezhomm da gaout ur benveg ofisiel evit ober war-dro ar politikerezh yezh e Breizh. War-raok ez ae ar preder e diabarzh Servij ar Brezhoneg a laboure 5 den ennañ d'ar mare-se (an hanter eus implijidi Skol-Uhel ar Vro). Bras e oa an ezhomm kreskiñ. Goude ur frapad e teuas da vezañ anat e vefe diaes kenderc'hel da greskiñ e diabarzh Skol-Uhel ar Vro, ur framm a oa ledanoc'h e gefridioù eget ar yezh. Sklaer e oa deuet da vezañ e oa deuet ar mare da lakaat ar yezh e-kreiz ar gevredigezh, en tu all da vevennoù ar bed sevenadurel ivez. 

Da-geñver ar preder renet evit lidañ 20 deiz-ha-bloaz ar Garta Sevenadurel e voe degemeret ar mennozh da grouiñ ur framm nevez gouestlet d'ar yezh : Ofis ar Brezhoneg. Dezrevellet fraezh eo bet an ezhomm da grouiñ ar benveg nevez el levr Ur sevenadur breizhek evit an  kantved kenembannet gant Skol-Uhel ar Vro ha Kuzul Sevenadurel Breizh e 1998.

E deroù 1998 ez eas ar maout gant Josilin a Roc'han en dilennadeg rannvro. Jean-Yves Cozan a zeuas da vezañ besprezidant, karget eus identelezh Breizh. E-touez ar raktresoù kinniget el levr ur sevenadur breizhek e tibabas krouiñ ar benveg nevez evit ar yezh a voe enskrivet diouzhtu er gevrat steuñv Stad-Rannvro; dre se e c'hallas an Ofis bezañ arc'hantaouet gant ministrerezh ar Sevenadur adalek ar penn-kentañ. Ar framm yezh kentañ bet savet biskoazh diwar youl pennadurezhioù Breizh eo Ofis ar Brezhoneg.

D'ar C'hentañ a viz Mae 1999 e voe pedet gant rannvro Breizh un 80 emsaver kar-o-yezh bennak d'en em vodañ e ti-kêr Karaez evit krouiñ ar gevredigezh Ofis ar Brezhoneg. Lena Louarn a voe dilennet da brezidantez ar benveg. Loc'het eus Roazhon e penn-kentañ, divizet e voe lakaat sez an Ofis e Karaez diouzhtu. Olier ar Mogn a zeuas da vezañ rener ar benveg nevez e Roazhon ha Fulup Jakez a yeas da eilrener, e Karaez. E miz Gwengolo 1999 e voe digoret burevioù an Ofis e Karaez gant Fulup Jakez d'an 8 bis straed Félix Faure, ma oa staliet kevredigezh an Erer Kozh a-raok. Da-heul e voe digoret kreizennoù all an Ofis evit gellout labourat ar muiañ posupl gant an dud war an dachenn, e Naoned da gentañ ha, goude, e Plañvour er Mor-Bihan hag e Kawan en Aodoù-an-Arvor.

Divizet e voe aozañ an Ofis e pemp servij : an Treiñ, ar Glad yezhel, hag an Dermenadurezh a yae en-dro e Servij ar Brezhoneg dija. Peurdiazezet e voe Arsellva ar Brezhoneg ha krouet an Ajañs Diorren evit broudañ an dud d'ober muioc'h gant ar yezh. Adalek ar penn-kentañ e voe divizet lakaat ar pouez war stummañ ur skipailh tud a-vicher niverus a-walc'h evit gellout respont d'an ezhommoù ha kenderc'hel da dresañ an dazont. Buan e voe 20 den leunamzer er skipailh.

Buan e reas berzh ar framm nevez a voe brudet e anv fonnus e-touez an dud a-drugarez d'ul labour kehentiñ efedus ha pozitivel. E 2001, diwar skouer ar c'houlzad brudañ Bai Euskarari e tivizas an Ofis reiñ lañs d'al luskad Ya d'ar brezhoneg. E penn-kentañ e oa troet Ya d'ar Brezhoneg war-du ar frammoù prevez a ya d'ober kevredigezh Breizh war ar pemdez : an embregerezhioù hag ar c'hevredigezhioù. Fellout a rae d'an Ofis ledañ implij ar yezh pelloc'h eget bed an emsav hag emskiantekaat lodennoù brasoc'h eus ar gevredigezh. Berzh a reas ar c'houlzad a vodas kantadoù a frammoù en un nebeud bloavezhioù. Gounezet e oa ar glaoustre, diskouezet e oa bet e oa prest ar Vretoned dre-vras da gemer perzh el labour kas ar yezh war-raok war o zachenn labour pe dudi gant ma vefent sikouret evit en ober.

E 2004 e voe divizet astenn Ya d'ar Brezhoneg d'ar strollegezhioù foran dre ginnig dezho ur roll oberoù resis da gas da benn dindan un amzer termenet, hervez ur skeul lieslive. Aze ivez e reas berzh ar c'houlzad. E 2007 e voe krouet ar Spilhennig gant Ofis ar Brezhoneg, ur arouez da vezañ spilhennet gant ar vrezhonegerien war o chupenn pe o mantell, a-benn reiñ da c'houzout d'ar c'hentañ gwel e c'haller mont e brezhoneg ganto.

Kalz e labour an Ofis war dachenn al lec'hanvadurezh. Enrollañ brezhonegerien a-vihanik a ra ar servij Glad Yezhel e pep korn eus Breizh-Izel. Goude studiañ an anvioù e vezont skoueriekaet (roet ur stumm skouer dezho), stumm da vezañ implijet war ar panelloù. Labourat a ra an Ofis evit ma vo ofisielaet lec'hanvadurezh brezhonek ar vro. E 2003 eo bet embannet gant an Ofis ar gartenn-hent kentañ e brezhoneg. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet savet ur bank titoutoù dibar, KerOfis e anv, ma kaver stummoù skrivañ reizh an anvioù e brezhoneg ha titouroù etimologel ivez.

E 2003 e kinnigas Jean-Yves Kozan d'an Ofis dont da vezañ ur framm publik. Distaolet e voe ar c'hinnig gant ar C'huzul-merañ a soñje dezhañ ne oa ket darev a-walc'h ar c'hinnig. E 2004 ez eas ar maout er rannvro gant skipailh Jean-Yves an Drian a embannas e felle dezhañ e teufe an Ofis da vezañ un Ofis Publik a-raok pell. 

E miz Kerzu 2007 e voe votet gant Rannvro Breizh lakaat an Ofis da zont da vezañ un Ensavadur Foran a Genlabour Sevenadurel hag e nevezamzer ar bloaz 2009 e voe votet statudoù Ofis Publik ar Brezhoneg gant ar c'huzul-rannvro. A-benn neuze e kinnigas ar rannvro d'ar Stad, da rannvro Broioù al Liger ha d'ar pemp departamant breizhat, bezañ ezel eus an Ofis Publik a-benn sevel ur politikerezh yezh publik boutin evit ar brezhoneg.

Betek 2006 eo bet Olier ar Mogn rener an Ofis ha Fulup Jakez eilrener gant un aozadur diazezet war pemp servij. E 2006 eo bet adaozet mont en-dro diabarzh ar framm en dro da daou bol, ur Pol Yezh bodet ennañ ar servijoù treiñ, termenadurezh ha glad yezh, gant Olier ar Mogn er penn anezhañ hag ur pol Studi ha Diorren, bodet ennañ servij an Arsellva hag an Ajañs Diorren, kadoriet gant Visant Roue. Deuet eo Fulup Jakez da vezañ rener hag Olier ar Mogn zo aet da Rener skiantel. 

Kinnig a ra an Ofis meur a ostilh digoust enlinenn evit harpañ ar vrezhonegerien d'ober gant o yezh. 

Pouezus eo TermBret evit ar Wikipedourien pa ginnig ouzhpenn 30 000 termen en e vank termenoù, TermOfis e anv. Ar bank termenoù a c'haller sellet outañ  . Gallout a c'haller ivez goulenn digant TermBret e vefe studiet termen pe dermen : skrivañ da selim.salem@ofis-bzh.org.

Kinnig a ra KerOfis stummoù brezhonek lec'hanvioù Breizh evel ma vezont implijet er panellerezh-hent. Kinnig a ra ivez stummoù brezhonek an anvioù-lec'h estren. Talvoudus-tre eo an diaz-se evit ar Wikipedourien ivez eta. 

Pemp kreizenn zo gant an Ofis, unan e pep hini eus departamantoù Breizh  :

Digor int d'an dud war ar sizhun.




#Article 197: Sevenadur ar bobl (160 words)


 
Daou ster zo d'al lavarenn sevenadur ar bobl. Diouzh an eil tu emañ sevenadur pobl ar gouerien ha pouezus-kenañ e chom an obererezhioù sevenadurel a zo bet legadet d'ar Vrezhoned gant o gourdadoù ; diouzh an tu all, deuet eo Breizh (hag holl vroioù Kornôg Europa) da vezañ ur gevredigezh levezonet-don gant gizioù ar c'hêrioù.Setu perak ez eo reishoc'h lakaat sevenadur ar bobl e-keñver ar saozneg , petra bennak ma'z eo disheñvel ster ar ger saoznek culture.
E-giz-se e c'heller renkañ an dañsoù breizhat, ar sonerezh breizhat ha sportoù hengounel Breizh evel ul lodenn eus sevenadur ar bobl e Breizh.

Sevenadur ar bobl a c'hall bezañ meizet evel ar saozneg folklore , da lâret eo sevenadur hengounel ur strollad tud. An dra-se a c'hallo bezañ hengounioù, kanaouennoù, kontadennoù, kredennoù, troioù-lavar. Ar folklore a gustume bezañ kaset a zen da zen dre gomz, mes en amzer-vremañ ez eus bet klasket mirout dre skrid ar sevenadur dre gomz eus meur a vro.




#Article 198: Frañsez Vallée (3270 words)


François Vallée (Plounevez-Moedeg, 26 a viz Gwengolo 1860 – Roazhon, 3 a viz Even 1949), Adolphe François Marie Vallée e marilh ar boblañs, Frañsez Vallée hervez e anv-pluenn brezhonek, Abherve hervez e anv drouiz ha Trefedig ivez diwar anv e vamm, a oa ur yezhadurour, ur geriadurour, ur barzh hag ur kelaouenner brezhonek.
Un den a studi anezhañ e kemeras perzh e luskadoù rannvroelour e amzer, Kevredigez Broadel Breiz hag Unvaniez Arvor. Unan eus an tri drouiz kentañ a lañsas an nevezdrouizelezh e Breizh e voe.

Graet e veze Tad ar Brezhoneg pe Tad ar Yezh anezhañ gant doujañs ouzh al labour ramzel en deus graet evit sevel levrioù skiantel da studiañ ar yezh hag evit unvaniñ he skritur, ha Tata Vallée diwar fent (tata = tad, e yezh ar vugale). Ne seblant ket en devije bet ur vuhez sokial er-maez eus ar brezhoneg, e studioù hag uhelvennadoù ar varzhed ; dizimez ha divugel e chomas.

Ganet e voe e Lokmaria, ur gêriadenn eus Plounevez-Moedeg e kanton Benac'h, ma oa e dad Victor Adolphe Vallée e penn ur vilin-baper. E vamm, Laure Rose Marie Trévédy, a oa merc'h da noter Kastellaodren, met he zud a oa eus ar Gemene. Unnek bugel o deus bet tud François Vallée da vagañ.
Brezhoneg a ouie mat e dad hag e dud-kozh, ha brezhoneg a gomze ivez labourerien ar vilin-baper deuet eus Montroulez gant an tad. Met, diwar e envorennoù e komprener ne voe ket desavet e brezhoneg, pa ne ouie ket ar yezh ar vamm hag an div vatezh a rejont war-dro ar bihannig.

Pa voe seizh pe eizh vloaz, e tiskoachas F. Vallée ur skouerenn eus Barzaz Breiz hag e teskas ar c'hanaouennoù a zo ennañ dre 'n eñvor.
Abalamour d'e yec'hed fall-difall ne voe ket kaset d'ar skol, met kelennet e veze pa oa 14 ha 15 vloaz gant ur beleg, Yves-Marie Durand (1849-1921), a skrivas e-barzh Kroaz ar Vretoned da c'houde.
Goude-se ez eas da Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg ma voe kelennet ha levezonet gant Emil Ernod. Latin ha henc'hresianeg a zeskas gant aked bras, koulz ha saozneg hag alamaneg. Dale a oa warnañ pa dapas ar vachelouriezh e 1884, pa oa 24 bloaz, dre ma veze klañv-diglañv dalc'hmat. Mont a reas da Skol-Veur Roazhon da studiañ ar brederouriezh a-benn 1885. Eno e heulias kentelioù soniadurezh keltiek Joseph Loth, kelenner war ar yezhoù keltiek hag e teskas ar c'hembraeg gantañ.
Klask a reas mont da gelenner hag e roas un nebeud kentelioù prederouriezh e Skolaj Sant-Visant Roazhon, met ur barrad terzhienn-empenn a viras outañ da labourat hag e tistroas da di e dud a oa pinvidik a-walc'h evit reiñ bod dezhañ. Foetañ korn-bro Benac'h a reas ha dastum lavarennoù brezhonek ha geriaouegoù, ha bet eo bet an den kentañ oc'h enrollañ kanaouennoù brezhonek war ur sonskriverez-dre-rolloù : enrollañ a reas mouezh Marc'harid Fulup, unan eus kanerezed Fañch an Uhel). Diouzh e enrolladennoù e tennas Maurice Duhamel e levr kanaouennoù brezhonek, gant tonioù ne veze ket dstumet c'hoazh . E kreiz-kêr Sant-Brieg ez eas da chom (straed Sant-Benead) e 1890, ma vanas betek 1946. Klask a reas ober sportoù a glotje gant e yec'hed ha a c'helle pleustriñ en e liorzh pe en-dro da di Meven Mordiern. Ul levrig brezhonek a savas war bep ar sportou-se e 1947 ha 1948. Pa oas yaouank e kemeras perzh e kentañ redadegoù kezeg-houarn (gant ur Bi bras) er c'horn-bro gant e vreudeur hag e gendirvi (L. Raoul).

E 1896 e voe fiziet ennañ kentelioù brezhonek da reiñ da nep lisead a gare e Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg. Frañsez Jaffrennoù a voe e wellañ diskibl hag a gemeras kentelioù kembraeg digantañ ouzhpenn.
E 1898 e voe F. Vallée e-touez diazezerien Kevredigez Broadel Breiz hag e stourmas evit kaout ur gevrenn gouestlet d'al lennegezh vrezhonek enni. Bloaz war-lerc'h ez eas da Gerdiz pa oa bet kouviet gant Gorsedd Kembre ha degemeret gant un ugentad Brezhoned all da varzh a enor gant an anv barzh Abherve. Ur bloavezh pelloc'h e voe anvet da zrouiz breizhat asambles gant Yann ar Fusteg hag Erwan Vertou pa voe krouet Goursez Vreizh e Gwengamp.
Dre forzh studiañ e-unan ha kenskrivañ gant ar c'houiezien hag ar pennadurezhioù e teuas da vezañ an den fur ha lenneg a veze gwelet mat gant ar re a rae war-dro adsavidigezh ar yezh hag an danvezioù sevenadurel e Breizh. Dre ma oa nes d'ar veleien a soutene ar brezhoneg e kavas harpoù kostez an Iliz katolik. Krouiñ a reas al levrioù kentañ evit deskiñ brezhoneg a zo bet aes da gaout.
Pa chomas dizimez hag asambles gant e vamm e kreiz-kêr Sant-Brieg e skignas skeudenn an den engouestlet evit degas sklêrijennoù war tonkad ar Vrezhoned, hêred d'ar Gelted, hendadoù kozh addizoloet, ur seurt manac'h pe drouiz a-vremañ. Kavet en deus F. Favereau e oa bet goulennet digant ar gouizieg war ar yezhoù (le savant linguiste) sevel ur geriadurig enklozet en ul levr diwar-benn douaroniezh an departamant da vezañ skignet er skolioù publik.
Ur c'hemm bras a zeuas en e vuhez, pa varvas e vamm e 1922 hag e teuas, un nebeud mizioù a-raok, Meven Mordiern (René Le Roux) da chom e-kichen Porzhig, un nebeud kilometradoù en norzh da Sant-Brieg. Kavet en doa ur seurt breur manac'h, paotr-kozh ha klasker ar brezhoneg glan eveltañ. E 1911 o doa boulc'het ar c'henlabour hag a echuas pa voe tizhet F. Vallée gant ar gozhni. Prantad e vuhez kent a oa bet hini ar gelaouenn brezhonek sizhuniek e oa atebek dirak eskob Sant-Brieg, Kroaz ar Vretoned, he zitl, etre 1906 ha 1920. E oberenn veur all a oa hini sevel ur geriadur bras galleg-brezhoneg embannet e 1932.E 1920 e voe rediet gant an eskob dilezel e garg rener Kroaz ar Vretoned evit abegoù politikel.
Staget gant ar c'hlask war ar gerioù nevez a vanke d'ar brezhoneg e oa ar c'henlabour gant Meven Mordiern hag Emil Ernod. Hennezh a zegase testennoù gallek maget gant e anaoudegezhioù war an Hengelted ha F. Vallée a droe anezho dindan sklerijennoù hemañ diwezhañ war ar yezhoù keltiek. Daou seurt a oberennoù e embannont, levrennoù skiantel ha ur romant e meur a lodenn diwar-benn Hengelted faltaziet. Ul labour war hir termen a rene p'en doa skrivet miladoù a fichennoù diboullet eus e droiadoù er maezioù hag eus lennadennoù puilh. Ur pikol geriadur galleg-brezhoneg e embannas e 1932 a vo ur sichenn ledan evit al Lizhiri hag ar Skiantoù brezhonek. Skrivañ a reas daou heuliad eñvorennoù embannet e 1941.

E 1937 e oa aet F. Vallée da beuzdall, setu ez eas kuit da Glañvdi leanezed e Sant-Laorañs, e-barzh Roazhon, e-lech ma oa unan eus e nizezed. Eno e kendalc'has gant e labour studi tamm pe damm, met e stad a yeas war wanaat hag e varvas pa voe nes da nav bloaz ha pevar-ugent.

Ober a reas obererezhioù liesseurt evit ma vo kelennet ar brezhoneg, hag eñ an hini kentañ a voe kefridiet d'ober kentelioù brezhonek en ul lise, a-drugarez d'ur goulenn  graet gant ur Comité de préservation de la langue bretonne en doa kinniget F. Vallée d'an “Association bretonne” sevel. Goude bezañ goulennet e ali d'an eskob e voe digoret ar c'hentelioù gant 9 skolajidi, met e voe ar c'hentelioù daouhanteret da c'houde. Bet e oa bet Fransez Jaffrennou an diskibl a vroudas ar re all evit goulenn hag e teuas da vezañ e wellañ studier ken e teskas ar c'hembraek gantañ hag e troas Hen Wlad fy Nhadau gant e harp emichañs. Kenlabourat a reas an daou varzh, drouiz ha danvez drouiz, a-hed un hanter-kant bloaz, evit diorren ar brezhoneg hag e lakjont da embann Gwerzioù gant Abherve ha Taldir, un teskad barzhoniezh kembraek ha brezhonek, e 1899.
Diouzh-se e komprenas e oa ezhomm sevel levrioù da vezañ implijet gant an deraouidi : ur yezhadur, Leçons élémentaires de grammaire bretonne (1902) hag ur dornlevr kelennadurezh, La langue bretonne en 40 leçons (1909). Kompren a reas ivez pegen start e veze kendelc'her gant ar yezh ma ne veze ket krouet ar gerioù rekis pa oa kement a draezoù nevez oc'h erruout e buhez pemdez ar Vrezhoned. Pa 'z eas da Gembre e 1898 e welas al luskad yezhel ha sevenadurel kembraek o kreskiñ hag kadarnaet e voe e dech evit ar yezh keniterv ken e savas un dornlevr evit deskiñ kembraeg dre ar brezhoneg.
@

Abaoe ma oa bet kroget gant Yann-Frañsez ar Gonideg al lusk davet ar c'hlanyezhouriezh e oa un tech bras evit chom hep sevel gerioù nevez diwar ar galleg da gentañ holl, al latin pe an henc'hresianeg, ha F. Vallée a zegasas dour d'ar vilin dre silañ kalz a c'herioù kembraek brezhonekaet en e c'heriadurioù ha geriaouegoù. E 1907 e krouas Emgleo ar skrivagnerien dindan paeroniezh Breuriez-Veur ar brezoneg, hag eñ sekretour anezhi, evit adreizhañ hag unvaniñ reizhskrivadur ar brezhoneg en darn vuiañ eus ar rannyezhoù. Kinnigoù graet gant Emil Ernod ha gantañ a voe degemeret hag an doare-skrivañ KLT a voe graet anezhañ, diwar Kerne, Leon ha Treger. Testenn Emgleo ar skrivagnerien Leon, Treger ha Kerne a embannas F. Vallée e lost kentañ embannadur Langue bretonne en 40 leçons (1908) hag e voe erbedet gant Breuriez-Veur ar Brezhoneg (Académie bretonne). Krouiñ a reas an bodad-se e stumm un akademiezh ha n'anavezer ket mat piv a oa ezel anezhi. Krouiñ ur “yez lennegel unvan” a oa bet lakaet da bal gantañ e 1911 (Favereau). Koulskoude ne fellas ket dezhañ reiñ re a blas da reizhskkrivadur ar gwenedeg, hervez goulenn Loeiz Herrieu. A-du e oa evit silañ kemmoù bihan nemetken.
Evit ledanaat tachennoù ar yezh e talc'has da sevel gant sikour Meven Mordiern hag Emil Ernod, un geriadur bras ar brezhoneg, galleg-brezhoneg, evit reiñ ur ostilh efedus d'ar re a felle dezho implij ur brezhoneg arnevez. Ma 'z eus bet rebechet da gerioù zo bezañ goveliet (pe forchet) e reas berzh an oberenn veur-se embannet e 1931. Ur stagadenn, titlet Supplément au grand dictionnaire français-breton, a zeuas er-maez e 1948, met e oa bet savet gant Aogust Bocher ha Gwilherm Berthou-Kerverzhiou. Embannet eo bet gant Skridoù Breizh a oa bet ti-embann Strollad Broadel Breizh. Diouzh al labour-se e teuas brud F. Vallée, ken e voe graet Tad ar brezhoneg gant an holl.

Gant Emil Ernod e tiazezas ar pezh a zo anvet ar sturyezhouriezh, da lavaret eo mont pelloc'h eget ar yezhoniour a glask deskrivañ ar yezh, dre sevel reoladoù etrerannyezhel evit unaniñ an eztaoladur, lakaat ar yezh da vezañ gwevnoc'h hag aesoc'h da azazaat d'an amzer a-vremañ. Disklêriañ a reas mat e oa ur gouizieg, ur spered a reizhadur gantañ, e raklavar  Vocabulaire français-breton ar Gonideg a adembannas hag a greskaas e 1919.
E 1911 e kejas ouzh Meven Mordiern, un den a studi hag ul leveour eveltañ ha ne oa ket brezhoneger a-vihanik, hogen techet da reolata ar brezhoneg dre ma studie pizh e istor hag e furmoù.
Sevel a reas an daou anezho hg e oa harpet gant Emil Ernod, Notennoù diwar-benn ar Gelted koz, 12 levrig embannet etre 1911 ha 1923. Embannet e voe tri levr all, doare ur romant, Sketla Segobrani e ditl (1923) a gont buhez ur familh kelt en amzerioù kozh. Evel anv-oberour e voe lakaet X3 war ar bajenn-ditl hag evit kelo e voe tri den o labourat evit ar sevel. Pal al levrioùigoù-se a oa diskouez e oa posubl sevel oberennoù skiantel ha levrioù leda deskamant evel ma skrivent (levrioù ledañ skiant a skrivfed hiziv).
Ur seurt trikon gant tri den gouiziek war ar yezhoù keltiek a yeas war wel e Sant-Brieg ma oa F. Vallée o chom eno, ha ma teue Emil Ernod di, pa oa eñ ginidik eus ar gêr-se hag e teuas da chom tost-tre. M. Mordiern, hag e oa yaouankoc'h,a zeue da di F. Vallée teir gwezh ar sizhun (dilun goude an oferenn, dimerc'her ha digwener) evit abadennoù studi. Kontant e voe F. Vallée ha M. Mordiern pa weljont al luskad lennegel Gwalarn o tont, rak, e 1941 e skrive F. Vallée diwar-benn ar Breur Konstansius  : M'hen dije bevet, e vije bet unan eus ar re genta o heulia skouer vat Gwalarn.
 

Klask a reas sevel liammoù gant ar veleien engouestlet evit diorren ar yezh, ha kenskrivañ a reas gant Kenvreuriez ar Brezoneg staliet e kloerdi bras Kemper. Ur mignon bras da Yann-Vari Perrot e teuas da vezañ. Pa oa ur c'hatolig kreder anezhañ e taremprede eskibien Sant-Brieg hag tud bennañ an ilz katolik lec'hel.
Kinnig a reas da rener ar pemdezieg La Croix, ur bajenn hollvrezhonek, 'Kroaz ar Vretoned he zitl. F. Vallée en deus disklaeriet penaos e teuas d'an obererezh-se :
{Quote} E miz Genver 1898 e voe savet Kroaz ar Vretoned. Da gentañ ne oa anezi nemet ar stagadenn da La Croix des Côtes-du-Nord. Ar gelaouenn-mañ a roe bep sizun d'e lennerien ur baperenn moulet e Pariz ha displeget warni buhez ur sant bennak. Goulenn a ris digant ar rener, a anavezen, rei din gwerz ur baperenn c'hallek na zeree tamm ebet ouz ar vrezonegerien hag e rajen en e lec'h bep sizun ur bajennag vrezhonek. Ar stagadenn-se a vefe gwelloc'h ganto eget ar baperenn c'hallek.{/Quote} (Envorennou eur brezonegour, 1941)
Un toullad a genlabourerien a zeuas diouzhtu, beleien ha liked, ken e kreskas ar stagadenn unfollek da beder bajenn skignet e 9 000 skouerenn. Menegiñ a ra, e-touez ar re gentañ, ur den anvet Gwiader, Eujen Herri, beleg, barzh ha geriadurour (ha breur-kaer da Emil Ernod), Klaoda ar Prad (Pluenzir), ar C'horonal Bourgeois, Hyacinthe Kerniliz, labourer-douar e Pont-'n-Abad (ha nompas eus Kastellin evel a skriv FV), Yann-Loeiz Herri (Ar Gwenaner), maer Lennon, François Caurel (Evnig Arvor), Erwan-Mari Lec'hvien, Charlez Frañsez Gwennou (Talhouarn), Yann Vourdoulouz (Barz Mabig Jesuz), Erwan Mari Biel Durand, Gabriel Le Febvre (Gab Liskildri), Fañch ar Mae (Meliaf), Pêr Vari ar Beskont (Eur Mignon), Yann-Loeiz Lahaye (Yann Naden), Jozeb ar C'hamm (An Eün), Erwan ar Moal (Dir na Dor) a voe gant Aogust Bocher (Ar Yeodet) skoazell pennañ er renerezh ar gelaouenn, Laouig ar Moal (breur da Erwan), Jos Pêr Mari ar Bras (Dirlemm), Ujan Mari Gweltaz Koroller (Gweltaz), Ivon Krog (Eostik Kerinek), Loeiz ar Floc'h (Ar Stourmer), Yann ar Floc'h (Pintig), Jorj ar Rumeur (Mathaliz), Hollsent ar Garreg,  Frañsez Gourvil, Konstantza ar Merer, Filomena Kadored (Koulmig Arvor), Loeiza Charran (a yeas da zimeziñ gant Klaoda ar Prad).
Goude abadennoù trenk gant an eskob e voe rediet F. Vallée dilezel ar renerez e 1916 ha kemeret ar stur gant Aogust Bocher hag Erwan ar Moal a voe kavet gwevnoc'h hag erfin e voe paouezet an embann e 1920.

Darempredoù strizh en doe F. Vallée, hag bet lakaet da zrouiz e deiz kentañ, gant Skolaj ar Varzhed (ar Goursez) a brezegenne evit galloudoù lec'hel hep ma vo chañchet enbezhiadezh Breizh e Bro-C'hall, met ne bledas ket ingal gant an aferioù politikel estreget ar yezhoù keltiek. Pa yeas darn bras ar Varzhed e-maez ar KBB e asantas F. Vallée bezañ ezel poellgor an Unvaniez Arvor ha pa voe adsavet an aozadur e 1920 ez eas da gadoriad e-pad un nebeut mizioù, a-raok  bezañ erlec'hiet gant Jean Choleau. 
E 1916 e embannas ur pennad e Kroaz ar Vretoned evit aprouiñ darsav Pask an Iwerzhoned ken e voe trenket ar soubenn gant an eskob Morelle hag ne zeuas ket mui ar stagadenn er-maez e-pad mizioù. Pa teuas war wel remziad ar vroadelourien e tegemeras anezho, ha Mordiern ivez, evel tud an dazont hag e teujont da gentañ abadenn foran Unvaniez Yaouankiz Breiz e 1923 (an anv kentañ a oa bet : Groupe régionaliste breton) a zo bet dalc'het e Sant-Brieg e 1919. Diouzhtu e kinnigas pennadoù o tennañ d'ar yezh (Perziou mat ar brezoneg e 1921) hag e anzavas Olier Mordrel e voe, e-pad daou vloaz, Breiz Atao !, ur gelaouenn digor d' an den gouiziek.
Dre ar pennad, Dismantrou da adsevel, embannet e derou ar bloaz 1923 e komprener mat spered politikel Vallée ha ne oa ket aon gantañ pa kave gwell sevel liammoù gant rannvroelourien yaouank. Ar re-se a boueze war ar brezhoneg evel arouez ar vammvro ha ne lavarent grik e-keñver ar stourmoù relijiel. En ur lenn ar frazenn diwezhañ e intenter ez eo mortuaj kuzh an eskob, met n'eo ket ur meuleudi. Ha pedomp ma teurvezo gant Doue pellaat diouzhimp gwalenn an eskobelezh divreizhat. (reizhskrivadur gant Hor Yezh). Marvet e oa Jules-François Morelle, eskob Sant-Brieg,d'an 6 a viz Genver 1923 hag hemañ n'en doa harpet implij ar brezhoneg en e eskopti morse. F. Vallée a gont m'eo bet disrannet ar brezhoneg etre Treger ha Leon, ha pa eo talet ouzh an dra gant Breuriez-veur ar Brezhoneg, …, ar c'helaouennou, war al leoriou er yez unvan evel an Notennou diwar-benn ar Gelted koz, ha dreist-holl war an deskadurez. Kendalc'h a ra gant obererezhioù ar veleien hag al leanezed divrezhonek o deus gallekaet ar barreziz. Ar pezh a ginnig F. Vallée a zo : kreski ha kreñvaat hor gwask broadel, maga a-walc' a garantez-vro evit mirout ouz Breiziz da vont, dindan daouarn estren, da lazerien hor mammvro end-eün.… a-enep d'ar C'hallaoued a sav fals-istorioù Breiz e sell a Vro-C'hall … savomp istorioù reizh, evel hini Danio, e sell a Vreîz ! Pelloc'h e kaver ar e weledur evit an dazont : … hag en em astenne ua c'han dre ar Bobl a gerze,…, dre hent reiz he Feiz kristen hag he Gouenn geltiek. N'eus ket da vezañ souezhet pa weler e padas ar genskriverezh gant Roparz Hemon un tregontad bloavezh.

Diskouez a ra Fañch Morvannou e savas eneberezhioù a-berzh skrivagnerien a gave dezho e briente F. Vallée hag e ziskibl Mordiern ur yezh re chimik (termen implijet gant Tangi Malmanche) hag lamet he startijenn boblel.  Loeiz Herrieu a gavas kalz a draou da rebech ivez. Koulskoude e tenne kalz a geriou arnevez diouzh ar re glevet ha diouzh al lennegezh, ken plegus e oa arv rakgerioù hag al lostgerioù. Gant ar geriadur bras eo bet talet ouzh digresk ar vrezhonegerien lennek, an darn anezho o vezañ ar veleien. Merzañ a ra F. Morvannou e implije Pêr-Jakez Helias gerioù nevez ne helle ket kavout estreget oberenn Vallée.  Ur meuleudi splann a voe graet gant Fransez Falc'hun : F. Vallée en deus savet al leoriou gwella a zo, hag a vezo c'hoaz e-pad pell amzer, etre daouarn kement hini a fell dezañ deski ma ar brezoneg…
Met, kreñvoc'h eo bet levezon an daou gouizieg war ar Walarnourien, Roparz Hemon e penn ar bagad. Hervez F. Favereau, (e vage hemañ) doujañs hag azaouez ouzh ar paotr kozh, kaer eo gouzout. N'eus ket da izelaat pouez ar c'hrouiñ dornlevrioù ha geriadurioù fardet en un doare skiantel evit ar remziad hanter-desket e brezhoneg hag ar Vreizhuheliz a zeue d'ar bolitikerezh vreizhat.
An drouiz, ur spered hollgeltieg gantañ, a gomprenas ar skouer bras a roe an Iwerzhoned o gounit o emrenerez e 1921 (an dizalc'hiezh evit gwir). Fallaenn ar brezhoneg iliz a gasas war hentoù politikel serzh hag ma chomas mut peurvuaiañ, ur paeron kuzh e teuas da vezañ evit ar re a groue ul lusk lennegel dispac'hel, pa ne oa ket lennegel e spered tamm ebet. Roparz Hemon, ha Frañsez Kervella ivez, a zo bet hêred Vallée war an talbenn yezhoniel.

E 1962 e voe krouet gant ur bagad stourmerien vreizhek ur greizenn sevenadurel gouestlet da yezh ha sevenadur Breizh. An anv kentañ a voe Oaled Abherve, bloavezioù-pad hag eo bet chañchet da Greizenn sevenadurel vreizhek Abherve. Da-geñver hanter-kant deiz-ha-bloaz marv F. Vallée e embannas ar Greizenn (e 1999) ul levrig brezhoneg-galleg a samme buhez hag oberennoù o faeron evit reiñ da anavezout an den a stourmas betek e varv evit ma vo diwallet ha savetaet yezh Breizh, hag ivez, reiñ d'ar re yaouank c'hoant kerzout war e roudoù.

Kavet e vez hentoù anvet diwar Frañsez Vallée e Brest, Plouzane, Kemper ha Roazhon.




#Article 199: Gwask (moullañ) (119 words)


Talvezout a ra gwask evit ar pezh a vez moullet ha skignet ur wech an amzer dindan ar memes talbenn.

Kazetennoù, kelaouennoù, magazinoù e vez graet eus ar mareadegoù-se. Dre astenn e teu an termen eus an ardivink anvet gwask pe gwaskerell, ar benveg pennañ pa voe ijinet ar moullañ en Europa gant Johannes Gensfleish war-dro ar bloaz 1450.
Lakaet e vez ar gwask er voullerezh koulz ha moulladur al levrioù, ar c'hartennoù moullet, ar skeudennoù moullet, ar c'hartoñsoù moullet, an tiketennoù moullet hag all...

Kaoz e vez war Gwask e-keñver ar frankiz a vez lezet d'ar gazetennerien pe d'ar gelaouennerien ha setu perak ez eo frankiz ar Gwask ur meizad a-bouez e kevredigezhioù Europa ha Norzhamerika d'an nebeutañ.




#Article 200: Skingomz (837 words)


Ar skingomz a zo bet ijinet e penn-kentañ  an .  Hervez lod e oa ar media kentañ a oa gouest da dizhout an dud a-vilionoù.  

Kavadenn ar radio zo un oberenn stroll, he doa kroget gant dizoloadenn ar gwagennoù tredanwarellek, gant kavadenn ar pellskriver, hag a zegouezhas da grouiñ an ardivinkoù kentañ evit kehentiñ hep fun : 

Prouet eo bet gant Tesla ez eo ar sinal radio ur frekañs, he deus ezhomm ur c'haser hag ur paker. Tesla en doa disklêriet daou vreved e 1897, a oa bet nullet e 1904 en erbed da vMarconi.

E miz Here Eugène Ducretet a ra ar liammañ pellskriver hertzian kentañ etre an tour Eiffel hag ar Pantheon e Pariz, pevar c'hilometr pell an eil diouzh egile.
D'an 8 a viz Du, e Madison Square Garden, Tesla a ginnig patrom ar vag pellurzhiet.

An arload heverk kentañ gant ar pellskriverezh hep fun eo ar diogel meurvor. E penn-kentañ an  kantved, ar mordreizherioù a vez aveet gant teknik ar skinbellskriverezh.

Al liamm kenwerzhel treuzatlantel kentañ a ya endro e 1907 etre Iwerzhon hag an Douar-Nevez.

Daou beñse brudet o deus diskouezet efedusted ar skingomz :

An Titanic a implij evit ar wezh kentañ ar c'hod SOS e 1912, 700 treizhad a zo saveteet gant ar vag Carpathia.

Goude ar brezel bed kentañ, e 1918, an embregerezh Telefunken he deus krouet eur skourr anvet Transradio, a verko an istor dre ziorren an treuzkas daoudu, e 1919. Savet he deus ur savlec'h bras e Batavia, a ya en dro gant ur galloudegezh bihan.

E miz Kerzu 1921 skingomz an Tour Eiffel a skign ar sonadeg kentañ gant ur skigner 900 W a hirder gwagennoù 2650m. Roet eo lañs d'ar BBC e 1922.

E miz here 1922 embregerezh gall ar skingomz tredan a zo roet an aotre dezhi da gas da benn, d'ul live arnodek, skignañ abadennoù skingomz pemdeziek.

Adalek ar 6 a viz Du 1922 e vez aozet sonadegoù Radiola a zo o vont da lakaat ur publik ledan da zizoleiñ ar skingas. Ar skingasadennoù Radiola a zo sevenet a-drugarez d'ur post skingomz-tredan gant al labouradeg S.F.R (Kevredigezh Gall ar Skinbellgomz) e Levallois gant ur galloudegezh skingasadenn 2 gilowatt.

E pad an eil brezel bed, labourvaoù ar vellerien a barfet un implij nevez :
Ar radar diorret gant an Alamaned, ar Saozon hag an Amerikaned, n'en deus ket bet amzer da gemenn un argad nij e koulz : hini Pearl Harbor.

Ar skin-merdeiñ, gant ar goniometr emgefreek e stern kroaziet, al LORAN, ar C'HONSOL, hag an DECCA.
Ar skin-brellañ, lakaet e pleustr en eur mod sistematek war Skingomz Londrez
Ar c'hodiñ gant ar c'hoder brudet Enigma lestr-splujerien alamanek.
An talkie-walkie a servij d'ober liammoù skingomz a-bell en ur vont war droad.

Miliadoù a skingaser-skinbaker hezoug a ave ar gweturioù, kirri-nij ha batimantoù gourc'hemenn. Ar gudenn boueta e 12V ha 24V a zo diskoulmet dre an amdroer-dro dynamotor pe gant amdroerien daskrenañ ha treuzfurmerioù.

Ar skingomz a servij d'ober propaganda, evel skingomz ar Reich, GroBdeutscher Rundfunk, padal e vez selaouet ar BBC e-pad ar c'heulfe, hag a dreuzkas war ar skingomz Londrez keleier kodet davet ar Resistañs.
Daou lugan a zo skignet dre ar BBC :

ha « galv an 18 a viz Mezheven 1940 » gwall vrudet,gant ar Jeneral De Gaulle a lako ar skingomz da vont tre en Istor.

P'emañ gouest ar garourien skingomz da vezañ aveet gant miliadoù a gaserien hag a bakerien diglaset gant al lu, e-barzh an « dreistadoù », er « fug » en Alamagn hag e « command set » Amerika, diorren ar skingomz evit ur publik ledan a ya war-raok hag ar paker evit an holl a vez skoueriekaet.

Ur paker «  pep gwagenn » o c'holeiñ GB (Gwagennoù Bras), Gb (Gwagennoù bihan), Gbe (Gwagennoù berr) a vez e-barzh an holl diegezhioù. Ur gourheterodin eo, gant 5 pe 6 korzenn a stern reterabl diabarzh, un drobarzhell moned « pick-up » evit selaou an ervennigoù kentañ, ul lagad hud evit reizhañ fin ar frekañsoù, un dremm gant spilhenn ha sifelenn o ren ur fetisaer argemmenn klokaat, un talbenn gwiad ha koad gwerniset. 

An dremm a verk anv ar chadennoù evel Radio Pariz, Pariz Inter, BBC, Radio-Luxembourg, pa vez diskouez ar chadenn rakdibabet gant ar spilhenn.

Ar pakerioù « pep red » hep treuzfurmer, zo skañvoc'h hag, a-drugarez d'ur re gorzennoù arbennik gant neudennoù a-steud dreist-holl, zo gouest da vezañ bouetaet gant ur red 110 V untu. Karterioù zo e Pariz o deus c'hoazh tredan gant ur red untu e 1950.

An tuellennoù munut a erlec'h an tuellennoù oktal, ar skingomzoù-karr zo krouet, gant un eñvoriñ ardivinkel eus ar chadennoù.

Ar skingomzer kentañ gant transistor er bloavezhioù 1960, a vo anvet « transistor » gant an dud buan-tre, a ro tu da selaou ar skingomz e pep lec'h, war al lec'h vakañsiñ, er straed, war an aod, er surboum, n'eo ket mui ar skingomz un ardivink evit an tiegezh met unan hiniennel.

Er bed micherel, an transistor a erlec'h an tuellennoù tamm-ha-tamm, ha da c'houde e vo posupl ober gant an amred enframmet, fiñvus. Istor ar skingomz a zeu da vezañ hini skingomz arnevez.

Skingomz vrezhonek




#Article 201: Kemennadur (222 words)


Ar c'hemennadur a zo argerzh kemmadur an ditour dre ur sistem-arouezioù boutin. Bez' ez eus ur skiant ar c'hemmenadur nes da Skiant an Ditour hag al Levraouegoù.

Ar ger latin communicare a veze implijet gant ar Romaned p'o-doa savet ur sistem evit kas lizhiri war hentoù an impalaeriezh a-bezh. Komprenet o-doa e tlee ar galloud bezañ ar muiañ ditouret hag ar gwellañ dastumer anaouedegezhioù.

Kalz a deoriennoù a zo bet savet evit deskrivañ ar c'hemmennadur etre an Dud.
Evit daouhanteriñ an anaoudegezh hag ar skiant-prenet e pleustr an Den gant ar c'hemennadur. Stummoù pennañ evit ar c'hemmenn a zo yezh ar sinoù, ar c'homz, ar skritur, ar jestroù hag ar skingaserezh. Etreoberiant pe treuzoberiant pe vennet pe divennet e c'hell bezañ ar c'hemennadur. Bez' e c'hell bezañ komzet pe nann-gomzet. Ouzhpen-se e c'hell bezañ intrapersonel pe etrepersonel.

Gant ar pellskriver (Chappe, 1805) e krog an teknologiezh da zispak e varregezhioù. Kreñvoc'h e teu da vezañ pouez an teknologiezh e kavadenn ar pellskriver tredan hag er XXvet kantved, ar pellgomz, ar skingomz hag ar skinwel a ginnig moienoù evit tizhout milionoù a dud ken e lavarer ez int mediaoù a-yoc'h.
Stummoù nevez evit an daouhanteriñ a zeu pa ya ar c'hemennadur dre skingaserezh eus an divizoù etre un nebeut a dud (kendiviz, kaoz dre skingomz) ha skignadenn a-stroll kemennoù simpl (skinwel ha sinema).




#Article 202: Stankell vordredan ar Renk (193 words)


Kantadoù a vilinoù-mor a zo bet savet e-kreiz ar Grennamzer war an aberioù ha kavet e vez meur a hini anezho e Breizh. Korvoiñ a reont red kreñv ar c'hasennoù a weler e gouzoug an aberioù. 
Ul lec'h dibar eo Bae Menez Mikael-ar-Mor p'eo Gourenez ar C'hustentin ur skoilh da wagenn ar mare pa dremen dre Vor Breizh. Setu perak war aodoù Bro-Sant-Maloù e vez un dilive a 13 metrad, an hini brasañ en Europa.

Pep milin-mor a veze staliet war ur chaoser pe tal-kichen evit stankañ an dour sall. Pa teue al lañv e veze lezet digor ar rañvelloù evit ma vefe leuniet an ouf. Ur wech aet al lanv war e uhelañ live e veze serret ar rañvelloù. Ar rod-vilin e veze implijet evit malañ evel pep milin war ur stêr. Met un diforc'h bras a oa : ne veze ket implijet ar vilin pa yae ar mare da daere, an hanter eus an amzer, dre vras.

Ar mennad da sevel ur stankell e genou ar Renk (dourredenn) a zo bet ijinet er bloavezhioù 1950 pa oa gouarnamantoù Bro-C'hall o klask kreskiñ produadur an tredan evit bastañ da ezhommoù ar greanterezh.




#Article 203: Krennamzer (102 words)


Ur prantad eus istor Europa eo ar Grennamzer. Hervez boaz an istorourien e krog gant diwezh an Impalaeriezh roman e 476 (digarget e voe Romulus Augustulus, impalaer roman diwezhañ, gant ar Vandaled) hag ec'h echu e 1492 (kavadenn Amerika gant Kristol Goulm (Christoforo Colombo).

Ar barzh italian Francesco Petrarca (1304-1374) eo an hini kentañ en deus meneget ur medium aevum. Evitañ hag evit an denelourien e oa ar prantad diaraok hini ar sevenadur gotek, da lavaret eo ur sevenadur na brizie ket kenedelezh an Henamzer. Ul lavarenn disprizañ e oa hag eo chomet e-pad pell.

Dre vras e ranner ar Grennamzer evel-henn:




#Article 204: Renk (stêr) (180 words)


Ur stêr e Reter Breizh eo ar Renk, hag a red dre vras eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz, da vont da aberiñ e Mor Breizh. 

Emañ hec'h andon e Gorre (Aodoù-an-Arvor) hag e tiruilh war 100 kilometrad. N'eus nemet gwazhioù bihan o vont enni : en o zouez, al Linon hag ar Gwenfroud (Guinefort).
Treuziñ a ra Dinan hag he genou a ya d'ober an harz etre Dinarzh ha Sant-Servan (bet teuzet gant kêr Sant-Maloù). Just a-raok dezhi tizhout ar mor eo bet staliet e 1967 stankell vordredan ar Renk evit produiñ tredan diwar monedone ar mor.
Bez' ez eus ur ganol a zo bet kleuziet evit liammañ traoñienn an Il gant hini ar Renk.

E taolenn Peutinger e weler ur gêr Reginca hec'h anv hag e vije a-walc'h hini Kêr Aled e Sant-Servan hag hini ar stêr asambles. Tostaet eo bet Reginca eus ar wrizienn c'halianek, enni ster un trouz graet gant ar strap. Trouz an dourioù o tiruilh gant an tre e vije enklozet e anv ar Renk neuze.
Stummoù kozh

Gwechall e oa gourel an anv gallek.




#Article 205: Ragistor (203 words)


Ur prantad eus istor ar Bed eo ar Ragistor. Hervez ar boazioù e krog ar Ragistor gant an den kentañ ha ne c'heller lavarout pedavare eo deuet e gwirionez. Kavet ez eus bet korf-eskern un den a veve en Afrika war dro tri milion a vloavezhioù'zo. Seblantout a ra bezañ un den pa ouie fardañ binvioù gros ha pa oa gouest da chom en e sav.
Mareoù ar Ragistor a vez anvet diwar an teknikoù evit kizellañ ostilhoù mein hag ar sevenadurioù diwar zoareoù lakaat ar re varv en o bezioù hag a-wechoù diwar stil al livadurioù a zo bet dizoloet e meur a gev ha c'hoazh diwar stil ha teknikoù ar priajoù.
Mareoù bras ar Ragistor :

Gaou eo lavaret ez eo an dinosaored loened ragistorel. Ar ger ragistor a dalvez da envel ar prantad a ya eus anadur Mab-Den d'ar c'hentañ skridoù. Hervez an termenadurioù resis a vez implijet e krog ar ragistor 5 milion a vloavezhioù zo. An dinosaored n'int ket laboused avat zo aet da get 65 milion a vloavezhioù zo. N'o deus ket bevet eta e-pad ar ragistor ha Hominida ebet ne'n em gavas gant unan anezhe. Loened eus an Eil hoalad, pe Mezozoeg int, ket loened ragistorel. 




#Article 206: Pomper (153 words)


Stourm ouzh an tanioù-gwall, an dourioù-beuz ha gellout reiñ sikourioù liesseurt eo micher ar bomperien. Kefridi bennañ ur pomper a zo gwareziñ an dud, ar madoù hag an endro. Ur vicher diazez eus ar surentez keodedel eo. Tud a-youl-vat eo an darn vuiañ anezho, met lod a zo ur seurt soudarded.

Daoust ma kemm kefridioù ha statudoù ar bomperien eus an eil bro d'eben ez eus diazezoù hollek:

Dont a ra ar ar ger pomper eus ar benveg a veze implijet gant ar bomperien er penn kentañ evit lazhañ an tan, da lavaret eo ur pomp dre zorn.

Dindan atebegezh ar c'humunioù ha kumuniezhioù kumunioù emaint, met muioc'h-muiañ a bomperien a vez gopret gant an departamantoù e Servijoù Departamant an tanioù-gwall hag ar sikourioù (Services départementaux d'incendie et de secours = SDIS). Daou rejimant al Lu gall a ra war-dro ar surentez keodedel ivez : Rejimant Pomperien Pariz hag ar Voraerion-Bomperien e Marselha.




#Article 207: Ofisialded (141 words)


An ofisialded, pe lez an Iliz, pe c'hoazh lez an eskob, a zo ul lez-varn stag ouzh an eskopti, rak gwir-dreist an Iliz e oa sevel he lezioù-barn dibar evit ma vo  tamallet ha kastizet ar gloer evit an torfedoù hag an drougoberoù a c'hellje bezañ bet graet ganto, pe neuze kement tra hag en doa da welet gant an Iliz (evit nullañ ar briedelezh hag all).
Unan eus ar brudetañ ofisialed pe barnerien ofisialded (juge à l'Officialité) eo bet sant Erwan (Erwan Helouri Gervarzhin) en , en eskopti Roazhon da gentañ, hag en eskopti Treger goude. Paeron an alvokaded hag an dud a lezenn eo evit se.

En deiz a hiziv, e rank ar vikel-barner pe an ofisial bezañ ur beleg, doktor pe aotreet war gwir an Iliz, tregont vloazh dezhañ d’an nebeutañ (kanon 1420 § 4 eus Lezenn gwir kanoneg).




#Article 208: Gourskrid (168 words)


Ar gourskridoù a zo anezho testennoù a vez diskwelet war skramm un urzhiataer pe un ardivink elektronek bennak gant daveoù (gourliammoù) war-zu testennoù all a c'hell al lenner diraez anezho war-eeun, dre ur c'hlik logodenn pe un heuliad touchennoù pouezet war ar c'hlavier peurvuiañ. Estreget testennoù red a c'heller kaout er gourskridoù : taolennoù, skeudennoù, ha doareoù kinnig all. Ar gourskrid eo ar meizad diazez a dermen framm ar Gwiad Bed, hag a laka anezhañ aes da implijout evit rannañ stlennoù dre ar genrouedad.

Gallout a ra an teulioù gourskrid bezañ statek (prientet hag enrollet en a-raok) pe dinamek (hag a cheñch dizehan diwar kasadennoù an implijer). Ar gourskrid statek a c'heller implijout evit sevel daveennoù kroaziet e-barzh teulioù, arloadoù, pe levrioù war CDoù. Ar reizhiadoù savet mat a c'hell degemer kenemglevioù implijer-etrefas all evel lañserioù ha linennoù urzhiañ. Gant ar gourskrid e c'heller sevel reizhiadoù liammañ ha daveañ kroaziet kemplezh-kenañ. Ar Gwiad Bed eo kefloueradur (emplementadur) brudetañ ar gourskrid, dispaket e 1992 evit ar wezh kentañ .




#Article 209: Gourliamm (213 words)


Ur gourliamm, pe ur liamm gourskrid, pe ul liamm traken a zo un daveenn en ur gourskrid a ro tro da dremen ent emgefreek eus an teul emeur o lenn d'un teul all liammet outañ. Implijet e vez ar gourliammoù er Gwiad Bed peurgetket evit reiñ tro da dremen eus an eil pajenn-wiad d'eben gant ur c'hlik hepken.

Ar gouliammoù o deus un orin hag ur pal. Pa vez gweredekaet elfenn orin ur gourliamm e c'heller tremen ent emgefreek d'e bal.

Peurvuiañ ez eo orin ar gouliamm un elfenn (ger, frazenn, skeudenn) eus un teul gourskrid. Ar pal a c'hell bezañ un elfenn all eus ar memes teul, lavaret e vez neuze ez eo ur gourliamm diabarzh. Un teul all, pe un elfenn resis eus un teul all zoken e c'hell bezañ ar pal ivez. Ne vezer ket sur ez eus eus ar pal-se gant reizhiadoù gourskrid zo : neuze e c'heller heuliañ gourliammoù torret, dall pe marv.

Graet e vez gourliamm daoudu eus gourliammoù a vez peurheñvel o fal hag orin keveskemm ar memes liamm. A-hend-all e lavarer ez int untu ha ne vez diforc'h ebet etre un elfenn bal ha forzh peseurt elfenn all. Pal ar gourliammoù, n'int ket teulioù gourskrid dre ret, ha neuze e vo untu ar gourliamm evel-just.




#Article 210: Yec'hed (169 words)


Evit reiñ da intent petra eo ar yec'hed e c'heller lavaret en un doare negativel eo an nann-kleñved, da lavaret eo kaout ar varregezh evit ober traoù ar pemdez, hag en un doare pozitivel eo stad kompez ar c'horf pe mont en-dro mat ar c'horf. Stad kempouez ar c'horf eo ivez ar c'hempouez dalc'het gant monedone an energiezh hag ar materi, er-maez hag e-barzh. 
  
Kemenn a ra Aozadur Bedel ar Yec'hed eo ar yec'hed ur stad ma chom disi mont en-dro ar c'horf e-keñver an natur, ar spered hag an darempredoù sokial ha n'eo ket hepken chom di-gleñved na di-vac'hagn. Hervez lod, n'eo ket gwir bater an droienn-mañ pa vije diyac'h etre 70 ha 95 % eus an dud ma vije degemeret doare termeniñ Aozadur Beded ar Yec'hed.

War un dachenn solutoc'h ez a ar medisinerezh pa lavar eus ar yec'hed a teufe eus un endro vat, eus ar vagadurezh hag eus diarbenn ar c'hleñvedoù. Posupl eo muzuliañ yec'hed an dud ha gwellaat anezhañ gant ur politikerezh arbennik.
 

Kleñved




#Article 211: HTML (244 words)


HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit Internet.

Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant baizennoù , da lavaret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskwel ar skrid.
Daou-ha-daou peurvuiañ e teu ar balizennoù, a vez skrivet er stumm skrid da gemmañ. Ar valizenn digeriñ a gemenn ar c'hemm a zo da zegas d'ar skrid hag ar valizenn klozañ a verk dibenn ar c'hemm. Da skouer, ar skrid Diskwel lizherennoù tev er ger-mañ! a zeuio evel « Diskwel lizherennoù tev er ger-mañ ! ».

E-barzh an elfenn  e lakaer :

Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioù CSS (Cascading Style Sheets), dalavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù.

E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer :

  
    
    Salud, mestr an dud !
    
      p {
       color:red;
       font-weight:bold;
      }
    
  
  
   Salud dit, mestr an dud !
  

a vo diskouezet war ar skramm :

Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML, ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML eo bet diazezet HTML war ar standard XML ; gant HTML4 ha dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.




#Article 212: Stadegoù (191 words)


Ur stadegenn zo, da gentañ sell, un niver jedet a-zivout ur boblañs. En un doare hollek, disoc'h arloadur un hentenn stadegel d'un teskad roadennoù a zo anezhi. Pa jeder ar c'heitad niveroniel da skouer, an treol a c'hoarvez eus jediñ sammadur an holl werzhadoù hag eus rannañ dre an niver a roadenn. E-se ez eus ur stadegenn eus ar c'heitad. Evit bout klok e deskrivadur arver ur stadegenn, dav eo deskrivañ e memes mod an treugennad ha teskad ar roadennoù.

En un doare furmel, ha daoust ma 'z eo arveret ral a wech, ur stadegenn zo gwehanadur ur rizh dibarek (kevreizhenn ur sturiadell kenaozet a lies arselladenn eus ur savelenn a zo anezhi). Kement-se a gevaraez peurgetket da ledañ d'ar stadegoù un niver bennak a zisoc'hoù war ar gwehanadurioù (doareen dizalc'h div stadegenn pergen) pe jediñ tebekter stadegoù.

E-touez ar stadegoù e servij ul lod vras o deus perzhioù dibarek etre traoù all e Trereadur stadegel evit ar prizadur stadegel. Ar prizerion a servij da brizañ arventennoù stadegel. Gwelladur ar prizerion a c'hell lakaat stadegoù harp da wiriekaat perzhioù 'zo hag a c'hell kevaraezañ da lakaat ar prizerion-mañ da gengerc'hañ buhanoc'h.




#Article 213: Antropologiezh (103 words)


An antropologiezh, pe c'hoazh an denoniezh, eo ar skiant a studi an Den e pep keñver : emdroadur, korfadurezh, bevoniezh, kleñvedoù, kevredigezh, sevenadur hag all. War un dachenn strisoc'h ez eo he fal studiañ ar c'hevredigezhoù nann-kornôgat, pe c'hoazh ar bihanniveroù kenelel kornogat. 

Meur a skol zo en denoniezh :

Troet gant tu arouezel ha tu kevredadourel an denoniezh eo ar C'hallaoued, ur skourr eus argevredadouriezh eo an denoniezh hervezo ; lod denoniourion e kav dezho ned a ket ar C'hallaoued don a-walc'h e studi danvezel ha fizikel ar c'hevredigezhioù.
Liesdiskiblezheloc'h eo an doare angl-ha-sakson, pa rann an denoniezh e pevar skourr :




#Article 214: Skiant (427 words)


Ar Skiant (eus al latin scientia, anaoudegezh) zo ur reizhiad da zastum anaoudegezh zo diazezet war an hentenn skiantel. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezh gounezet dre an enklask-se.. Ar skiant evel ma’z eo termenet amañ zo anvet a-wezhioù skiant glann evit lakaat kemm gant ar skiantoù pleustrek, a implij an imbourc’h skiantel da vastañ ouzh ezhommoù an dud.
An tachennoù skiant a vez rannet etre daou strollad pennañ peurliesañ :

Ar strolladoù-se a vod skiantoù arnodel, ar pezh a dalvez e rank an anaoudegezh a zastumont bezañ diazezet war anadennoù a c’haller evezhiañ hag a c’hell bezañ amprouet gant skiantourien all a labour er memes doare..

Ar jedoniezh, a vez lakaet a-wezhioù en un trede strollad skiantoù anvet skiantoù furmel, he deus war un dro heñvelidigezhioù ha disheñvelidigezhioù gant skiantoù ar vuhez hag ar skiantoù sokial. Heñvel int ouzh ar skiantoù arnodel abalamour ma renont ar studi diuntuek, urzhiek ha damantus eus un dachenn anaoudegezh ; disheñvel int abalamour d’an hentenn a dalvez da wiriañ an anaoudegezhioù hag a implij an a priori kentoc’h evit taolioù arnod. Ar skiant furmel, a gaver enni ivez ar stadegoù hag ar boelloniezh, zo diziouerus d’ar skiantoù arnodel. An araokadennoù bras er skiantoù furmel o deus degaset alies araokadennoù bras er fizik hag e skiantoù ar vuhez. N’haller ket dioueriñ ar skiantoù furmel da sevel martezeadoù, damkaniezhioù, ha lezennoù , war un dro evit dizoleiñ hag evit deskrivañ penaos ez a an traoù en-dro (skiantoù ar vuhez) ha penaos e soñj hag en em zalc’h an dud (skiantoù sokial).

Sellet ouzh ar pennad Istor ar skiantoù
 
Ar skiant a oa stag ouzh ar brederouriezh en deroù. E-pad pell oa bet un obererezh poelladiñ a oa e bal displegañ kevrinoù ar bed dre implij ar poell. E diwezh ar Grennamzer e krogas ar skiant da zistagañ diouzh levezon an deologiezh ha diouzh hini ar brederouriezh. E-kerz hec’h istor eo bet rannet he zachenn etre danvezioù disheñvel evel ar matematik, ar gimiezh, ar vevoniezh, ar fizik, ar mekanik, ar vezegiezh, al louzawouriezh, ar steredoniezh, an ekonomiezh, ha kement zo ….

Hiziv ar skiant zo war un dro un doare da soñjal diazezet war nac’hadenn ar penngredennoù hag un imbourc’h urzhiek eus ar bed gant ar poell a-benn sevel un hollad anaoudegezhioù zo gouest da herzel ouzh rd an amzer hag ouzh ar burutelladennoù poellek. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezhioù-se, frammet e kelennadurioù hag e patromoù (da skouer : kelennadur an tredanwarellegezh e tredanerezh, kelennadur ar c’hinnig hag ar goulenn en ekonomiezh, ha kement zo).

E-levrioù:

Skiant farsus:




#Article 215: Jacques Prévert (246 words)


Jacques Prévert zo ur barzh hag ur skriver-senario gall bet ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1900 e Neuilly-sur-Seine, ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 1977 en Omonville-la-Petite (Manche). E varzhonegoù zo brudet-bras, lakaet sonerezh warno, ha desket e-barzh ar skolioù.

Tremenet en deus e vugaleaj e Pariz diwar 1907, o kavout hir e amzer er skol. E dad, kritik-c'hoariva, a gase anezhañ alies da welet pezhioù. Broudet e oa da lenn gant e vamm. Tapet e sertifikad gantañ e tilez ar skol, hag eñ da labourat e-barzh ar stal vras Le Bon Marché. E 1918 eo galvet gant an arme ha ha kaset d'ar Reter-tostañ goude ar brezel.

Kemeret en deus perzh e-barzh emsavadeg an dreistrealouriezh, e-barzh bagad ar Rue du Château, asambles gant Raymond Queneau, Marcel Duhamel, Robert Desnos, ha tud all... daoust d'e spered bezañ re libr evit heuliañ strollad ebet, ne vern pehini. Krouet en deus un ti-produiñ en 1928, asambles gant e vreur Pierre, setu-eñ skriver-senario ha saver-divizoù evit anavezetañ filmoù gall ar bloavezhioù 1940. E 1932 eo stag da skrivañ evit ar strollad a vo anvet Octobre diwezhatoc'h. E varzhonegoù zo bet lakaet sonerezh warne en un doare brav-tre gant Joseph Kosma adalek 1933. Kompoziñ a ra ivez pezhioù-c'hoariva. E levr-barzhonegoù Paroles, embannet en 1946, en deus lakaet anezhañ da vezañ brudet-bras. Perzh en deus kemeret ivez e-barzh ar c'hCollège de Pataphysique diwar 1953.

Gant Jacques Prévert e oa bet skrivet senario ar filmoù hag an divizoù a-wechoù :




#Article 216: Barzh (189 words)


Ur barzh zo un den hag a skriv barzhoniezh.

Gant ar ger-se e vez graet e brezhoneg evel er yezhoù keltiek all. Kavet e vez barzhed un tamm e pep lec'h er bed kelt : bardos evit ar C'halianed, bard e gouezeleg, bardd e kembraeg, ha barth e kerneveureg.
E sevenadur keltiek an Henamzer e oa ar barzh ur c'haner ivez, a-bouez-bras er gevredigezh peogwir e lakae-eñ an hengoun dre gomz da beurbadoud. Beleion e oa ar varzhed, e-giz an drouized.

Dibaoe ar  pe war-dro eo deuet ar varzhoniezh da vout personel, hag ar varzhed veur zo bet taolet er-maez eus ar gevredigezh.

E lod yezhoù nann-keltiek e vez graet gant ur ger a zeu eus an henc'hresianeg, e.g. poet e saozneg, poète e galleg, poeta e spagnoleg.

E galleg ec'h implijer ivez ar ger barde, a zo bard e saozneg, deuet eus ar ger latin kar d'ar ger galianek bardos, evit envel barzhed kelt a-hervez.
Un dalvoudegezh romantel ha krennamzerel zo gant ar ger saoznek, evel ma oa gant ar ger gallek en  ; un dalvoudegezh folklorel ha disprizus a vez gant ar ger gallek en amzer vremañ.




#Article 217: Media (315 words)


Ar ger media a zo ur ger deuet eus al latin, kemeret e saozneg evit ober anv eus doareoù da embann keleier, pe evel a lavar lod, da gomunikañ pe da bellgehentiñ, da gas ditour da viliadoù pe da vilionoù a dud. 
Tro-dro d'ar bloaz 1920 e oa bet krouet ar ger gant ar saoznegerien, p’o doa-int gwelet ar radio o tiorren ha tizhout ar bobl war skeul ur vro a-bezh.moi

Talvezout a ra ar ger evit ar moaienoù komunikañ-mañ :

Krouet eo bet ivez, e fin ar 20vet kantved, an termen « multi-media » evit lâred binviji gouest da zispakañ traoù eus meur a natur (skrid, son, skeudennoù).

Ganet eo bet ar media er 20vet kantved, pa oa bet kavet posupl, diwar araokadennoù an teknikoù, kignañ titouroù dre :

Ret eo pouezañ war kavadenn an teknikoù elektronik e penn kentañ ar 20vet kantved : un doare bras int bet evit diorroadur ar radio hag ar skinwel, ha goude-se c'hoazh, evid niverelaat son, skrid ha skeudenn. An teknikoù niverelaat a zo bet implijet da gentañ evit ar pellgomz ha goude evit aar skinwel, ar skingomz (radio), ha evit lakaat an urzhiataerioù da gomz kenetreze koulz dre an orjalenn ha dre ar gwagennoù elektromagnetik.

Postañ arc'hant e-barzh industriezh ar mediaoù a zegas un distro a heuilh ur plan linennek : gounidoù a vez diwar pep skouerenn gwerzhet : ar c'houstoù a-unanennoù a zigresk pa gresk ar c'hementadoù. Setu perak ez eus bet savet pinvidigezhioù ken bras gant meur a embregerezh media.

E kevredigezhioù demokratel e c'hall ar mediaoù bezañ tuet da servij ar bobl (en o zouesk an elektourien) evit titouriñ an dud war draoù en balañs e-barzh ar gevredigezh: oberioù ar gouarnamant, oberioù an embregerezhioù, traou da evezhiañ, a beb seurt all... Lod a zo chalet gant ar strishadurioù war ar mediaoù a weler muioc'h-muiañ, betek soñjal emañ, diwar ar fedoù-se, an demokratelezh en dañjer.




#Article 218: Ijinerezh aerlestrel (156 words)


An ijinerezh aerlestrel  a zo ur micher hag a laka e pleustr an teknologiezhioù da ijinañ, sevel hag implij a bep seurt mekanikoù gouest da nijal : kirri-nij dreist-holl, fuc'helloù, biñsaskelloù... ha studiañ teknikoù ha skiantoù ar merdeiñ en aer hag ar binvioù implijet.

An ijinerezh aerlestrel a labour da ijinañ ha sevel frammoù-kirri-nij ha biñsaskelloù, oc'h implij reolennoù an aernerzoniezh ha diazezoù mekanik an heverennoù hag ijinerezh strukturel. Ouzhpenn-se ec'h enframm ar c'hefluskerioù (kefluskerioù alternativ, turbofanoù, troelldazloc'herioù ha turbobiñsoù) er frammoù-se a-benn sevel ar c'hirri da nijal. A-hend-all, an ijinerezh aerlestrel c'hoazh an hini a goñsev an aerborzhioù, a ijin hag a laka da dreiñ ar rouedadoù treuzdougen aerlestrel, hag a fard akipamantoù ha dafar ispisial all, e-giz armoù, loarelloù hag aerlistri.

Daoust m'eo diazezet ar labour-se war ar skiant, e vez implijet gantañ lunelloù ha prototipoù. Esaet e vezont pe e-barzh redoù-avel artifisiel pe e-barzh an aergelc'h digor. An urzhiata e vez implijet ivez.




#Article 219: Kêraozouriezh (430 words)


Ar gêraozouriezh a vefe un Hollad obererezhioù gant ar pall aozañ un dioroadur a genson, skianteg ha denel eus ar gêrioù. Un obererezh prederiet eo, a-benn mestroniañ an darvoudoù a denn eus ar gêrioù. Da skouer astenn ar gêrioù war ar maezioù, pe war an aodoù.

Un arz hag un teknik eo ar gêraozouriezh. O vezañ m'eo kozh-tre klask aozañ mat ar gêrioù, un hollad meizadoù eo harpet gant pleustroù lies hag un dachenn studioù ledan. Ur skiant eo ivez ar gêraouzouriezh pa glask ar c'hêraozour kenfeuriñ muzulioù diazez ar savadurioù evit plegañ ouzh kudennoù an tolpadoù-tud. Sevel ur c'hoari kemplez etre ar frammoù fetis ha red an oberezhioù armerzhel eo ivez. Erfin, e tenn d'ar politikerezh p'eo lodenn pennoù ar gêrioù klevout alioù ar gêraozourien evit lakaat an annezidi da vevañ en ul lec'h emsavoc'h.

Ar gêraozouriezh zo al labour studïañ, reguliñ, kontroliñ, ha planifïañ kêrioù bras. Ur skiant den apliket eo neuze, deuet da vezañ pouezhus-tre er bed a-vremañ gant e boblañs o kreskiñ hag o c'houlenn bevañ muioc'h-muiñ e kêr.
Ar gêraozouriezh a ra war-dro ijinañ hag ingalAñ ar gêrioù vras.

Setu ma vez neuze ar gêrsavouriezh un dachenn luziet a-walc'h ha lies-tachennel kenañ, o eskemm ingal gant an tisavouriezh, da gentañ-penn, gant aozadur an tiriadoù, gant an dizagn, ha gant ar politikerezh ivez dre m'eo ret da dud kirieg ar c'hêrioù bras, mar faot dezhe lakaat an dud da vevañ en ul lec'h aessoc'h, heuliañ alioù ar gêraozourien. Ret eo d'ar gêraozour en-em harpañ war gouiziegezhioù an ekologiezh, ar geologiezh, ar skiañtoù sokial, an douaroniezh ha sikañtoù all.

Ar gêraozouriezh a c'hall bezañ publik (graet gant ar Stad pe gant e tolpadoù tiriadel), pe prevez (graet gant burevioù-studiañ, ar re-se o labourat dreist-holl evit ar gêraozañ publik, e-giz maîtrise d'œuvre).

Ar gêraozer a rank bezañ arbennik war meur a dachennad neuze m'en deus c'hoant gellout aozañ ur c'hêr a feson.Diaes eo anavezout donn an holl dañvezioù a dostai eus tachenn ar gêrsavouriezh.
Neuze labourat a ra ar gêraozour en ur strollad tud hag a stroll baregezhioù disheñvel: un douaroniour, ur sokiologour, un ekonomikour hag all, enni. Alies er c'humuniezhioù kumun e vez seurt strolladoù o labourat asambles.

Pal ar gêraozour, berr-ha-berr, zo gwellaat ar vuhez e kêr. Labourat a ra evit kempenn a lec'hioù publik ha prevez, kenaozañ ar savadurioù, lodennañ an ekipamanchoù, ha dre-vras ingalañ stumm ar gêr-vras hag he rouedadoù.

Ar ger urbanismo a oa bet implijet evit ar wech kentañ gant an ijinour katalan Ildefons Cerdà pa oa ba-penn chantier brassaat Barcelona ba bloavezhioù 1860. 
Ba Frañs e anavezomp an termenadur-se abaoe 1910.




#Article 220: Teknik (108 words)


Un hentenn evit ober traou eo an teknik (diwar ar gresianeg Τεκνη). Talvezout a ra evit ar gouestoni a weler gant ar vicherourien oc'h ober labourioù-dorn, met ivez gant an hentennoù hag an doareoù-ober a vez kavet hag astennet gant an ijinerien.
An teknik (dre astenn) a zo bet pouezus-tre e istor an Den p'en deus e lakaet d'ober araokadennoù evit bevañ gwelloc'h. Pep pobl he deus diorroet he zeknikoù dezhi hec'h-unan.
Pleustret e vez gant an teknikoù evit an oberezhioù-mañ :

Graet e vez teknologiezh eus un hollad teknikoù a gaver en un dachenn greantel nevez. An dachenn-se a c'hell diorren ha kreskiñ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù.




#Article 221: Diwan (1389 words)


Diwan zo ur rouedad skolioù, kentañ derez hag eil derez, ma vez kelennet e brezhoneg.
Kevredigezhel hervez lezenn c'hall ar 1añ a viz Gouere 1901, lik, digoust ha digor d'an holl ez eo ar skolioù Diwan. Krouet e voe ar c'hevarzhe  hag, diouzhtu goude, ar skol gentañ e 1977. Ur c'hevredad kevredigezhioù eo pa vez meret pep skol, skolaj ha lise gant kevredigezhioùoù lec'hel. E Gwengolo 2016 e oa 47 skol, 6 skolaj hag ul lise, gant  skoliad enno (4,4% a gresk er c'hentañ derez hag 1,6% en eil derez e-keñver ar bloaz a-raok).
Kevredet eo an teir c'hevredigezh Dihun, Div Yezh ha Diwan a-benn diorren ar c'helenn e brezhoneg.

Dre ma chome diseblant politikerien Breizh ha re ar Stad C'hall ouzh dazont ar brezhoneg, ha dre ma ne oa lec'h ebet evitañ en deskadurezh c'hallek e voe krouet skolioù Diwan gant un dornad stourmerien, dezho bugale en oad da vont d'ar skol.
Kaoz a oa bet eus Garm evel anv d'ar rouedad, met skeudenn ar blantennig o tont a-rez d'an douar a voe kavet gwelloc'h pa arouezie ar bromesa da reneveziñ implij ar brezhoneg gant ar remziadoù nevez.

Reun an Ostiz (René L'Hostis), soner, ezel eus ar CGT hag eus an UDB, o welet ne oa lec'h ebet evit ar brezhoneg er reizhiad kelenn gall, a gendrec'has un dek bennak a familhoù, ar c'huzul-kêr hag ar senedour Alphonse Arzel da zigeriñ ur skol-vamm vrezhonek penn-da-benn.
Pa oa aet un nebeud tud eus ar c'hevarzhe Skol an Emsav da arsellout ouzh ar skolioù Ikastola e euskareg e Bro-Euskadi er bloaz 1975 e voe aozet un emvod foran e sal liessportoù Gwitalmeze e Mae 1976. An daou brezegenner a voe Yann Trellu (o chom e Euskadi) ha Reun an Ostiz. Ne voe savet goulenn ebet gant an tregont bennak a dud, ken divoas e oa ur seurt embregenn hervez deskrivadur Pêr-Vari Mallegol (Pierre-Marie Mallégol).
Hervez Reun an Ostiz e krogas un nebeud tud, hag eñ brouder anezho, da adneveziñ skol gozh Lambaol-Gwitalmeze en 1976 pa oa bet rakwelet bezañ prest e C'hwevrer 1977. Kînniget e voe krouiñ ur Greizenn evit ar vugale vihan da guzul ti-kêr Lambaol-Gwitalmeze d'an 21 a viz C'hwevrer 1977 hag e voe asantet feurmiñ al lec'h. Divizet e voe disklêriañ  ar c'hevarzhe Diwan goude ur emvod gant kerent Kemper o sevel ur raktres ivez e penn Meurzh 1977. Gweltaz ar Fur, hag en doa kinniget an anv, a voe lakaet da brezidant, Anna-Vari Chapalain da sekretourez ha Reun an Ostiz da deñzorer. D'an 17 a viz Ebrel 1977 e oa bet disklêriet ar c'hevarzhe kreiz e prefeti Penn-ar-Bed. Divizet e voe ampellaat raktres Lambaol, keit ha ma vo kavet ur sal-skol e Kemper.
D'an 23 a viz Mae 1977 e voe digoret ar skol Diwan gentañ, ur skol-vamm gant 5 bugel hag ur mestr-skol, Denez Abernot enni. Staliet e voe ar skol e savadurioù foran ur skol a oa bet serret pemp bloaz kentoc'h, feurmet digant ar gumun adalek miz Kerzu 1976. 

Ar skol-vamm-se a voe savet diwar batrom skolioù kevredigezhel Europa : Gaelscoileanna Iwerzhon, Ikastolak Euskadi, Calandretas Okitania, La Bressola Katalonia, hag all. 
 Un nebeud emvodoù etre tud kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha tud all a oa bet dalc'het er sizunvezhioù a-raok, an hini diwezhañ e Kastellin.
Gweltaz ar Fur a voe dilennet da brezidant (betek 1980) ha war e lerc'h Reun an Ostiz betek 1986, ha da heul e voe tro Andrev Lavanant (André Lavanant), seketrour ar gevredigezh e 1980, teñzorer e 1981 ha 1982, ha prezidant eus 1983 betek 1989 hag eus 1991 betek 1997.

Hiziv ez eo deuet ar gevredigezh Diwan Breizh da vezañ ur rouedad kelenn, enni skolioù-mamm, skolioù kentañ derez, skolajoù hag ul lise (e Karaez-Plougêr). Skolioù zo e 5 departamant Breizh, mui ur skol-vamm hag ur skol kentañ derez e Pariz.

Hiriv an deiz (2008) emañ ar skolioù Diwan gant ur statud prevez, o vont en-dro gant yalc'hadoù an aozadurioù lec'hel ha skoazell tud.

E 1972, ar program boutin, sinet gant ar strollad sokialour, ar strollad komunour ha strolladoù all an tu kleiz a bromete : Holl rannoù an deskadurezh diazez hag ul lodenn vras eus an deskadurezh peurbadus a vezo bodet en ur servij publik ha lik stag ouzh ministrerezh an Deskadurezh-Stad.

En hevelep doare e kinnigas François Mitterrand, e-kerzh dilennadegoù prezidantel 1981, staliañ ur servij bras foran unanet ha lik en Deskadurezh-Stad, pal hennezh o vezañ degemer an holl skolioù hag o implijidi, ar pezh en defe degaset Diwan da vezañ ebarzhet en deskadurezh foran.

Hogen ar raktres Savary stag ouzh an darempredoù etre ar Stad, ar c'humunioù, an departamantoù, ar ranvroioù, hag ar skolioù prevez a voe dilezet e 1984. Adalek 1983 avat e resevas ar gevredigezh skoazelloù digant ar Stad.

E 1986 e voe sinet ur raktres ebarzhiñ 31 skolaer gant ministrerezh an Deskadurezh-Stad. Met buan a-walc'h e voe kavet abeg er raktres-se. E 1988 e voe sinet un emglev a lakae sklaer mont en-dro ar skolioù Diwan, perzh arc'hantel ar Stad, an aozadurioù lec'hel ha Rannvro Breizh. Diwar neuze e voe kemeret 10 skolaer e karg.
E 1990, ur gevrat nevez sinet gant an Deskadurezh-Stad a gemeras e karg 51,5 post gant ar statud a vistri-skol gevratet. E 1993, un emglev frammañ a lakaas a-nevez kevrat 1990 e pleustr. Titlet e voe 3 skolaer da skolaerien foran, ha 6 all da renerien skol. Abaoe 1994 ez eus kevratoù kevredigezhel etre an Deskadurezh-Stad ha Diwan.

D'an 28 a viz Mae 2001, maodiern an Deskadurezh Stad Jack Lang ha prezidant Diwan, Andrew Lincoln, a sinas e Roazhon ur feur-emglev evit tremen ar skolioù Diwan dindan statud foran, ha kement-se a-enep da Guzul uhelañ an Deskadurez-Stad (0 mouezh a-du, 32 a-enep, 8 neptu, 1 n'en deus ket mouezhiet). Sindikadoù skolaerien a yeas a-enep an emglev hag a c'houlennas digant ar C'huzul Stad e derriñ ; nac'het e voe an emglev gant hennezh war zigarez ma oa an hentenn dre soubidigezh implijet gant Diwan a-enep lezennoù ha bonreizh Bro-C'hall, war ziazezoù ar melladoù L. 121-3 ha L. 312-10 eus kod an Deskadurezh, ar mellad 1 eus lezenn ar 4 a viz Eost 1994 hag ar mellad 2 eus ar vonreizh, a voe kemmet da vare sinadur feur-emglev Maastricht : Ar galleg eo yezh ar Republik. Prometet e oa bet d'ar mare-se ne vije ket implijet al lezenn a-enep ar yezhoù rannvroel.

Herzel a reaa an diviz-se ouzh Diwan a vezañ degemeret en Deskadurezh foran, war abeg e zivyezhegezh dre e hentenn dre soubidigezh. Padal, n'ez a ket a-enep an deskadurezh divyezhek gant un deskadurezh kempouez en div yezh (par an eurvezhioù kelenn), evel ma 'z eo testeniekaet gant mennad an 12 a viz Mae 2003 : Stag ouzh ar c'helenn divyezhek er yezhoù rannvroel, gant eurioù kelenn par, er skolioù hag er rannoù 'yezh rannvroel' er skolajoù hag el liseoù.

E diabarzh Diwan ez voe enebiezhioù etre ar re a felle dezho e vefe staget Diwan ouzh an Deskadurezh foran, difennet gant Andrew Lincoln, a oa prezidant abaoe 1997, hag ar re a felle dezho derc'hel ur statud kevredigezhel. Abalamour d'an enebiezh diabarzh-se e roas kuzul-merañ Diwan e zilezas d'ar 24 a viz Du 2002 e-kerzh ur vodadeg veur dreistordinal e Gwerliskin. Eno e voe taget politikerezh Andrew Lincoln.

Teñzorer kozh ar gevredigezh, Michel Le Tallec, a oa e penn ar strollad Bodañ Diwan hag a enebe ouzh ar renerezh kozh, a voe dilennet d'ar 1 a viz Kerzu da brezidant Diwan gant burev ar gevredigezh.

Er bloavezioù 1890 e talc'he ar gouarnamant gall da herzel ouzh implij ar yezhoù rannvroel en deskadurezh. Rebechet groñs e voe da lod mistri-skol terriñ ar reolenn zibleg deskiñ e galleg nemetken goude ma veze dic'hallek a-grenn ar vugale skoliataet.
Daou esae sevel un deskadurezh vrezhonek zo bet renablet : 

Ur skol-vamm hepken a oa da gentañ e 1977, savet war batrom skolioù damheñvel en Euskadi hag e Katalonia. 
Goude digeriñ meur a skol-vamm e voe krouet ar c'hentañ skol kentañ derez e 1980, ar c'hentañ skolaj e Brest e 1988 hag ar c'hentañ lise e 1994 er Releg-Kerhuon e-tal Brest.

Setu amañ taolennoù an niver a vugale er reizhiad Diwan er bloavezhioù-skol 2020-2021.
Kentañ derez

Estreget skolioù Diwan, n'eus ket a skolioù hollvrezhonek e Breizh.
Bez' ez eus klasoù divyezhek avat : 

E 2004 e voe savet ur gevredigezh hervez lezenn 1901 hag a stroll ar skolidi bet e Diwan,  Diwanet  hec'h anv.




#Article 222: Drougsant (243 words)


Dindan e furm ez eo an drougsant ur c'hleñved-spered hêrezel unan dleet da labeziou en empenn. Ober a ra e reus dre c'hloazioù, reuted e tout an izili hag ur barr-krenañ er c'horv en e bezh, dïalanañ, ur seurt eon e pleg ar muzellou beket koll e anaoudegezh. Ur waskenn, ar gwall g-« kelhienn » a vez degouezhet alies a-rôk kouzhañ e drougsant. Cheñch a ra temz-spered an den a-damm-da-damm, mil inervet bepred, tout an traoù a so sammus evitañ, koll a ra un tamm deus e skîant. Kretschmer a soñje gantañ e c'hellje prouiñ ez eo techet tout ar gwielennoù (tud gant ur skeledenn fortus ha  kaherek) hag ar re all distumm d’an drougsant.

E-pad pell ha betek bremañ zoken e veze sellet ouzh an drougsant evel un droug “santel“ (hag alese e teu an anv brezhonek) ; gw. : Droug- , -Sant) peogwir e krog e-barzh an den klañv evel pa vije « kaset » ar c'hleñved gant an  droukspered marteze pe ar speredoù santel, hag evit lod a-berzh Doue e-unan. Gant ar respet  kemmesket gant aon rak ar c'hleñved e weler un dra all a-bouez ivez : tud dispar zo bet tapet gant an drougsant a-sort gant un deus ar re vrudetañ deus an dud a ijin a oa gant an drougsant : Dostoïevski. Met evel an darn-vuiañ deus ar re zo gant an drougsant e oa kentoc'h tapet gant an arziotaj, tost-tre an arouezioù deus outañ hag ur c'hleñved-embredel-rik.




#Article 223: Ti-embann ar skolioù (116 words)


Ti-embann ar skolioù pe Ti-embann ar skolioù brezhonek, berraet e TES, a zo un embanner brezhonek diazezet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor, Breizh).

Krouet eo bet diwar un emglev politikel etre ar stad c'hall, Rannvro Breizh ha Departamantoù Breizh evit pourchas levrioù-skol pe dafar-kelenn a bep seurt all d'ar yaouankizoù a zo o teskiñ dre ar brezhoneg ha d'o c'helennerien.
Kaset e vez al levrioù da bep skol vrezhonek eus an teir rouedad skolioù, Dihun (Deskadurezh katolik), Div yezh (Deskadurezh-Stad), Diwan Breizh (Deskadurezh meret gant kevredigezhioù) kevreet.

En doare-skrivañ peurunvan eo embannet levrioù TES.

Ur rann eus Kreizenn-departamant an danvez kelenn (KDDK) Aodoù-an-Arvor eo TES.

Renet eo bet TES gant kelennerien eus an Deskadurezh-stad betek an deroù :




#Article 224: Reizhskrivadur (413 words)


Ar reizhskrivadur eo an holl reolennoù da seveniñ skritur ur yezh.

Peogwir emà ar yezhoù sistemoù kozh-tre, tradicionel-toud, oc'h evoluiñ war meur à b-plan (ar semantik, an distagadur, ar skritur), ne vez ked gante reolennoù ken lojik. Ha peogwir emaint deçantralised, ne vezont ked aes da gontroliñ. Dibaod mà hall aotorite-ebed reüssissiñ da lakaad reolennoù da vud aksepted gant an oll ; n'eus ked med un deskadurezh unik ken a vez gouest da skignañ ur « reolenn ». (Ha war-lerc'h, neb essae ewid chanch netrà, na pa vefe ewid normalisañ traou, na pa vefe un araokadur, en-em stok ordin deuzh ar norm embouded, ha deuzh boasioù (fall) an dud...)

Ar skriturioù so bed reizhed tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvejoù, buannoc'h e-barzh serten yezhoù. Hiziw an deiz, e vez skrived gant reolennoù, ferm pe fermoc'h, toud ar yezhioù bras. Pa tà ur yezh brassoc'h eged un dialekt pe ur yezh rejional, pa tà da vud skrived gant bern tud, emaer forsed da en-em renkañ war un norm, ewid d'ar skridoù bud aessoc'h da zigriptiñ, ar geriadurioù founussoc'h da implij...
Med an darn vrassañ deus yezhoù ar bed ne vezont ked skrived tamm, ewid lâred : n'eo ked bed red sevel ur reizhskrivadur ewite.

Pa vez droch ur sistem-ortograf (heni ar galleg a so, da skouer) e vez gwraed « siañs an asennoù » deusoutañ, peogwir emà ur deskamant e-lec'h e vez desked traou faoss ken alïes ha traou gwir (skriviñ « charrette » mes « chariot », « événement » pa zistager « évènement »...). Pa en-em vank un den e-barzh ar reizhskrivadur e vez komsed memestrà deus « des fautes d'orthographe » - ur « faute » a so tost da vud ur pec'hed en galleg.

E-pad pell eo bed un ortograf reizh ur sin lar un den oa desked. Desked ? pe sentus da reolennoù ? 

An ortograf a so e-gis un dilhad : ar c'hentañ tra e weler deus un den.

Ewid sevel un ortograf, ez eus daou hent (dre vras) :

Meur à reson a vez da gemer un ortograf etimolojik :

Skritur ar saosneg a so etimolojik tre. Setu ne haller divinañ distagadur ur ger deus é skritur, nà vice versa.

Skritur an alamanteg a so hanter-fonetik hanter-etimolojik. Kals reformoù o-deus fonetised anezi kals ; mes ar gerioù newez-gemered deus ar saosneg, ne vez ked jermanised ou skritur mui.

Kaved so bed lar gant yezhoù skrived fonetikamant e vez nebeutoc'h à z-disleksi, ha lar ar vugale a zesk skriviñ buannoc'h.




#Article 225: Tonenn (yezhoniezh) (427 words)


Pa vez implijet elfennoù a denn da uhelded ar yezh (saoz. pitch) gant ur yezh bennaket evit ober an diforc'h nemetañ etre gerioù disheñvel e vez graet un donenn anezhañ. Daoust ha ma vez implijet an ton, d.l.e. kemmoù hervez uhelded ar vouezh, gant holl yezhoù ar bed evit pouezañ war un elfenn resis, hag all, n'eo ket gant an an holl yezhoù avat e vez implijet an ton a seurt-se evit ober an diforc'h etre gerioù gante bep ur ster disheñvel. Pa dalvez tonioù ar vouezh d'ober an diforc'h etre gerioù a vefe heñvel-poch an eil diouzh egile e vez graet tonemoù (saoz. toneme) oute (Kv. fonem).

Daoust ha ma'z eo gwir ne ra ket an darn vrasañ eus yezhoù Europa gant seurt tonennoù, ken gwir all ez eo avat ma vezont implijet gant an darn vrasañ eus ar yezhoù all dre ar bed-holl, en o zouez ar re a vez graet ar muiañ gante evel ar sinaeg.

Implijet e vez tonennoù gant an darn vrasañ eus ar yezhoù er familh sinaek-tibetek, en o zouez ar sinaeg putonghua (pe 'mandarineg'), ar c'hantoneg pe c'hoazh an tibeteg. Gant lod all, koulskoude, ne vez ket implijet seurt tonennoù, sur-mat abalamour da levezon yezhoù all warne, d.s. an newareg kaozeet e Nepal. 

Kavet e vez yezhoù gant tonennoù e meur a familh yezh all, da skouer :

Peurliesañ ne vez ket implijet tonnoù gant ar yezhoù er familh aostronezek, d.s. ar yezhoù malayeg-indonezeg na gant ar yezhoù polinezek evel ar vitieg (pe 'fidjieg').

Daoust hag e vez lâret aliesik a-walc'h e vez implijet tonenoù gant un nebeud yezhoù indezeuropek evel al lituaneg, ar sloveneg, ar serbeg, ar c'hroateg, e gwirionez ez eo kentoc'h uhelder ar vouezh a cheñch ha n'eo ket tonennoù-rik ez eo a vez implijet gant ar re se. Diouzh an tu all avat e vez implijet tonennoù gwirionoc'h gant ar svedeg hag an norvegeg.

Setu un nebeud skouerioù eeun evit diskwel mont-en-dro an tonennoù er sinaeg (pe kentoc'h putonghua). Pemp tonenn disheñvel (o kontañ an donennn mann) zo hag a c'hall bezañ implijet evit ober an diforc'h etre gerioù a vefe heñvel-poch a-hend-all.

Setu an tonennoù:

Setu penaos e vez implijet an tonennoù evit ober an diforc'h etre silabennoù ha neuze etre gerioù damheñvel:

Ur frazenn oc'h implijout an holl gerioù a-is:

Bez' e c'hell an tonennoù en em levezonin an eil hag eben hervez reolennoù luziet pe luzietoc'h anvet sandhi tonennoù.

Dre vras e c'heller isrannañ ar yezhoù a ra gant tonennoù etre sistemoù o tennañ d'ar sonliv (saoz. 'register') pe d'ar c'heflusk (saoz. 'contour').




#Article 226: Apostazia (205 words)


An apostazia (diwar an henc'hresianeg απο: er-maez  ha στασις: en em lakaat) a dalvez kement ha nac'hañ ur relijion bennaket gant unan a oa bet ezel eus ar relijion-se.

Hervez an Iliz katolik e talvez da apostazia nac'h kaout feiz e Jezuz evit unan bennaket bet badezet. Rak pa vez badezet ur bugel e teu hennezh da vezañ war-eeun ezel eus an Iliz Katolik daoust dezhañ chom hep kompren tezennoù an Iliz ha daoust dezhañ chom hep gallout dibab bezañ badezet pe get. Sañset, hervez lezennoù an Iliz, e c'hell n'eus forzh piv a oa bet badezet apostazañ pa vez tizhet gantañ 18 vloaz mar fell dezhañ.

Strolladoù zo, evel dreist-holl al luskadoù evit difenn gwirioù an heñvelreizhourion pe c'hoazh ar re a sav a-du gant al laikelezh, a implij an apostazia evit stourm evit gwir pep hini da choaz ar pezh a fell dezhañ krediñ hag an doareoù da vevañ er gevredigezh. 

A-wechoù e vez implijet an apostazia ivez pa vez cheñchet relijion gant unan bennaket evit diskwel ne gred ket ken enni met kentoc'h er relijion nevez-dibabet gantañ.

Gwechall hag hiziv c'hoazh a-wechoù hervez ar relijionoù hag al lec'hioù ez eo an apostazia un doare pec'hed a c'hell bezañ kastizet gant ar marv.




#Article 227: Maoouriezh (1095 words)


Ar vaoouriezh pe kentoc'h Preder Mao Zedong (毛泽东思想) a zo un ideologiezh bet diorroet en XXvet kantved gant Mao Zedong pa oa e penn Republik Poblek Sina (Bro-Sina). Un ideologiezh komumour an hini eo, savet ez-resis war diazezoù ar varksouriezh-leninouriezh en ur ouzhpennañ kredennoù ispisial bet ijinet gant ar Prezidant Mao.

Politikerezh ofisiel Strollad Komunour Bro-Sina eo c'hoazh ha daoust m'eo bet cheñchet kalz abaoe ma krogas Deng Xiaoping gant e labour reformiñ e 1978 hag an darn vrasañ eus ar vaoourien dre ar bed a gav dezhe ez eo faos lâret ez eo Sina ur vro gomunour anezhi hiziv.

Hervez tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh a-gent e oa ar proletariezh a veve er c'hêrioù hag a laboure er c'hreanterezh an hini a ranke boutañ war-raok an dispac'h. Ar vaoouriezh avat a lakaas ar beizanted da vezañ unan eus ar renkadoù sokial a ranke bezañ e penn an dispac'h rak ar muiañ-niver e oant e Sina ha ne oa ket posupl tizhet o fal hep kontañ gante. Hervez ar vaoouriezh ez eo ret kevodañ ar beizanted en ur heñchañ anezhe en ur lakaat anezhe da anaout ha da gompren tezennoù politikel reizh. Evit Mao e oa ken pouezus diorroiñ al labourerezh-douar hag an dud a veve war ar maez hag ar c'hreanterezh hag an dud a veve er c'hêrioù.

Unan eus diforc'hioù pennañ ar vaoouriezh e-keñver an darn vrasañ eus an tezennoù politikel all, hag ivez ar gomunourien, eo ar fed ma vez liammet ganti he zezennoù politikel gant un toullad tezennoù milourel. Hervez ar vaoouriezh neuze ez eo ret aloubiñ ar galloud dre implij an armoù hag ar beizanted a deuy ar maout gante dre kregiñ gant brezel ar bobl. Kaset e vez da benn ar stourm-se e teir fazenn :

Pouezus-tre eo evit ar vaoouriezh gallout kevodañ ar bobl evit kas da-benn an dispac'h hag ivez ar sevel labouradegoù emren bihan e pep kêriadenn. Evel-se, dre lakaat ar galloud milourel ha greantel war-eeun etre daouarn ar bobl ez eo aezetoc'h difenn terc'hoù an dispac'h rak ar riskloù a sav re alies diwar sistemoù kreizennet.

Un diforc'h pennañ etre ar vaoouriezh ha teoriennoù komunour pennañ all a zo ar fed ma kred ar vaoourien e kendalc'h ar stourm etre ar renkadoù kevredel keit ha ma pad maread ar sokialouriezh. Da lâret eo, goude ma'z eo bet tapout ar galloud gant ar bobl da heul an dispac'h e c'hellfe ar vourc'hizion dont a-benn da adtapout ar galloud hag adstaliañ ar gapitalouriezh e lec'h ar sokialouriezh.

Just a-walc'h, unan eus abegoù pennañ an Dispac'h Sevenadurel e oa klask difenn diouzh an izili e-barzh ar Strollad Komunour hag a save a-du gant tezennoù dehour da dapout ar galloud.

Daoust ha m'he doa ar vaoouriezh c'hoariet ur roll a-bouez-tre o kas ar gomunourion d'an trec'h e Sina, etre 1949 pa oe savet ar Republik Poblek betek fin ar bloavezhioù 50 ez eo ar gomunouriezh soviedel an hini a veze lakaet e pleustr ez-ofisiel gant gouarnamant Sina.

Evit ar wech kentañ e tiskrogas Mao diouzh an doare-ober soviedel Mao pa grogas gant al Lamm Meur War-raok e 1959.

War-lerc'h ez eas an traoù war drenkaat etre an div vro pa tisklêrias Mao e oa bet restaolet ar gapitalouriezh en Unaniezh Soviedel dindan beli Nikita C'hrouchtchov. Ledanoc'h-ledanañ e teuas an dizemglev da vezañ e-touez an holl vroioù komunour hag etre ar gomunourion er broioù kapitalour ivez betek ma voe disklêriet an disparti en un doare ofisiel etre Sina hag an Unaniezh Soviedel e 1961-63. Ne oa er bed a-bezh nemet tri strollad a soutenas Sina: hini Albania, hini Indonezia hag hini Zeland-Nevez. Er broioù all e-lec'h ma'z eas ar maout gant ar strolladoù a save a-du gant an Unaniezh Soviedel, ar re a soutene politikerezh ha tezennoù Mao ez eas kuit pe a oa bet skarzhet Ar re-se, buan-tre anavezet evel maoourion, a savas strolladoù marksour-leninour bihan pe bihanoc'h harpet gant Sina. Distrujet e oa bet Strollad Komunour Indonezia, a-du gant tezennoù Mao, goude an taol bet gounezet gant an arme er vro-se ha Strollad Labour Albania a lakaas fin d'al liammoù gant Sina goude marv Mao.

A-bouez-tre e oa bet al luskadoù hag ar strolladoù maoour e meur a vro da vare ar stourm a-enep d'ar brezel e Viet-Nam er bloavezhioù 60s.

E meur a vro en Trede Bed hiziv c'hoazh e lec'h ma'z eus ur stourm armet e vez kavet ur strollad maoour en e bed alies a-walc'h evel en India, e Perou, e Nepal pe c'hoazh e Turkia. 

E 1969 e voe disklêriet an Dispac'h Sevenadurel. Mervel a reas Mao Zedong e 1976. War e lerc'h e teuas Deng Xiaoping hag a laoskas a-gostez ar vaoouriezh.

Goude marv Mao Zedong e oa bet lakaat fin d'an Dispac'h Sevenadurel gant ar rejim ha bac'het ar re e penn ar Strollad Komunour a save a-du gantañ anvet Bandennad ar Pevar).

Pouezus-tre e oa ar strolladoù maoour, hag ivez ar re varksour-leninour nann-maoour, da vare miz Mae 68 er Stad C'hall, ha brudet-tre e oa bet ar gelaouenn vaoour skoazellet gant Jean-Paul Sartre La Cause du Peuple. 

Er bloavezhioù 1970 e teuas war wel ur strolladig maoour a stourme gant an armoù e Japan anvet Darnad an Arme Ruz. 

Er bloavezhioù 1980 unan eus ar strolladoù maoour pennañ er bed a oa o stourm gant an armoù a-enep d'ar gapitalouriezh en em gave e Perou, anvet a-wechoù ivez an Hent Lugernus (spagnoleg Sendero Luminoso). Penn ar strollad komunour-se, Abimaël Guzman, anavezet evel «el Presidente Gonzalo» a oa bet tapet gant an arme ha kaset d'an toull-bac'h e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. Met daoust da se ez eo bev c'hoazh Strollad Komunour Perou.

E penn-kentañ ar 21vet kantved ez eo Strollad Kumounour Nepal (Maoour) ar strollad maoour brudetañ abalamour d'ar stourm emañ o kas da benn dre ar vro-se. 

Strolladour maoour all a vez kavet dre ar bed a-bezh c'hoazh, kement (ha marteze dreist-holl) en Trede Bed, da skouer en India e-lec'h ma'z eus meur a hini, hag ar C'hentañ Bed evel er Frañs, e Belgia hag en Alamagn pe c'hoazh e Zeland-Nevez hag ar Stadoù Unanet. Kreñv.-tre ez eo an ideologiezh maoour ivez e Turkia. Peurliesañ e vez stourmet gant an armoù gant ar strolladoù maoour en Trede Bed, met pas gant ar re er C'hentañ Bed.

Notenn: 
Ret eo anzav ivez e oa bet implijet an termenoù Kentañ Bed, Eil Bed ha Trede Bed gant Mao hag unan eus an diforc'hioù pennañ eo Tezenn an Tri Bed etre ar re a difenn ar vaoouriezh hag ar re a difenn ar varksouriezh-leninouriezh rik da vare an disparti ideologel etre Sina hag Albania.




#Article 228: Astureg (122 words)


Ur yezh romanek eus is-skourr ar yezhoù asturek-leonek eo an astureg, pe asturianegFabien Lécuyer er gazetenn Ya! :  (19/09/2016) hag  (08/11/2015). (asturianu er yezh-se end-eeun). Komzet e vez e Priñselezh Asturiez, pe Bro-Astur, hag en hanternoz León, e kornôg Kantabria hag e Miranda de Douro e Portugal ma'z eo anvet mirandes e yezh ar vro.
Anvet eo bable (trefoedaj, brizhyezh) en Asturiez, ma n'eo ket ofisiel.
Peurvuiañ ec'h anavezer teir rannyezh pennañ : hini ar c'hornôg, an hini dostañ d'ar galizeg ; hini ar reter, tostoc'h d'ar spagnoleg ; hini kreiz ar vro, he deus servijet da ziazez evit ar yezh skouer. Un 300 000 a dud a gomz astureg hiziv an deiz, ha war-dro 5000 a ra gant ar rannyezh virandek.




#Article 229: Jakez Riou (248 words)


Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Riou (Jacques Yves Marie Riou). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa d'n oad a 37 vloaz d'ar 14 a viz Genver 1937 e Kastell-Briant (Bro-Naoned).

Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da skolaj Hondarribia en Euskadi . Daou grennard all a oa gantañ, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien, a oa bet merzet gant beleien o farrez dre ma oa danvez beleien enno. Skrivagnerien vrezhonek vrudet eo deuet da vezañ an tri anezho.
Mont a reas goude, e 1916, da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Miranda Ebro, proviñs Burgos, e Spagn  ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel 1918 ; seizh vloaz e oa chomet pell diouzh e vro.
Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent en Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel).

Embann a reas istorioù ha kontadennoù er gazetenn Gwalarn renet gant Roparz Hemon, hag e 1928 e skrivas e bennoberenn « Geotenn ar Werc'hez », a voe embannet el levr anvet Geotenn ar Werc'hez ha kontadennoù all e 1934.

O vezañ ma n'eus ket gwirioù ken e c'haller adembann dinec'h levrioù Jakez Riou, ha setu a zo bet graet gant ar gelaouenn Aber e 2010, gant adembannadur an tri fezh-c'hoari :

Kemend-all en deus graet An Alarc'h gant adembannadurioù all (An ti satanazet, Troioù-kamm Alanig al louarn).




#Article 230: Marc'h-houarn (377 words)


Ar marc'h-houarn (pe marc'hig-houarn, pe bisiklet, pe belo zo un ardivink, anezhañ ur framm dir pe garbon ha divrod outañ peurvuiañ (met un ardivink unrodek, teirrodek, pe bederrodek e c'hall bezañ ivez a-wechoù), a vez kaset war-raok dre nerzh an den a zo warnañ hag a bouez gant e dreid war troadikelloù da lakaat ar rodoù da dreiñ. 
Dre fent e vez lavaret marc'h-gaol ha marc'h-treut a-wechoù.

A bep seurt marc'hoù-houarn a zo, ha marc'hhouarnerezh a reer eus ar mont war varc'h-houarn, a zo un doare da emzezougen, hag ur sport ivez gant redadegoù.

E deroù an  ez eo deuet an ardivink war wel en Europa. N'eo ket en 1790 na gant Mede de Sivrac (un den ganet e faltazi ur c'hazetenner broadelour gall) e voe ijinet ar c'hentañ marc'h-houarn, hogen gant un Alaman.

E 1817 e voe ijinet, gant an ijinour Karl Drais (1785-1851), ur mekanik koad, div rod dezhañ, hag ac'h ae en-dro gant an treid un den.
Abaoe dibenn an XIXvet kantved ez a en-dro gant ur chadenn ha troadikelloù.

Dre voaz ez a un den ordinal etre 16 ha 32 km an eur. Gant ur marc'h-houarn reder ez aio ur reder gourdonet-mat betek 50 km an eur war ar plaen, e-pad un herrad berr. Ar buanañ a zo bet gwelet war ar plaen a zo bet gant Sam Whittingham e 2008, en deus graet 132,5 km an eur war ur marc'h-houarn aerodinamek, ur rekord bedel. 

Teir pe beder gwech buanoc'h eget war droad ez eer war varc'h-houarn.

Dre ma ra droug d'ar yec'hed chom hep fiñval e ra vad bale war varc'h-houarn, daoust ma n'eo ket kenkoulz ha kerzhout, a vez lavaret alies. N'eo ket ken start ha redek, ha vad a ra d'ar galon. Erbedet eo gant an OMS ha Komision Europa evit stourm ouzh ar rebouez. En Izelvroioù eo ul labourer diwar dri hag a ya bemdez d'e zevezh war varc'h-houarn, hag ar re-se ne vezont ket klañv ken alies hag ar re all.

Ouzhpenn-se n'eo ket ur benveg dañjerus evel ar c'harr-tan.

Nebeut a energiezh a ya da ober ur marc'h-houarn, e-skoaz ur c'harr-tan, nebeutoc'h c'hoazh a vez devet ouzh e implij (dister a-walc'h eo ar roud ekologel laosket gantañ, evel a vez lavaret), nebeut a lec'h a ya gantañ.




#Article 231: Timothy Buckley (593 words)


Timothy Buckley a oa ur c'haner hag ur saver kanaouennoù ag ar Stadoù-Unanet. Ganet eo bet e 1947 hag aet da anaon e 1975 da heul kemer drammoù.

Mab d'un Iwerzhonad, monet a reas da chom e meur a lec'h er Stadoù-Unanet (a bep tu d'ar vro, Los Angeles, Washington ...). Kroget e oa ged kaniñ ha seniñ er lise, diàr levezon Bob Dylan peurgetket. Digor e spered da sonerezhioù a bep seurt, kani Stockausen kement ha kani hengounel a vro India.

Savet getañ ur strollad ged mignoned e sonas e-barzh festoù skol, ha diwezhatoc'h, ged ar brud, e-barzh tavarnioù e Los Angeles. Eno eo en em gavas get Frank Zappa. Dimeziñ a reas get Mary Guibert (ur mab a voe ganet a-benn nebeut, Jeffrey hag a vo graet Jeff anezhañ diwezhatoc'h, hag hemañ diwezhañ da vonet war roudoù e dad pemp ble àrnugent goude).

Redeg a ra ar brud, hag eñ da seniñ e-barzh tavarnioù ag ar choej. Engouestlet e voe get Elektra hag e bladenn gentañ a za er-maez a-benn nebeut (Tim Buckley didro !). Ur penn-oberennig eo dija, o kemenn ar penn-oberennoù meur a zay diwezhatoc'h.... Ur vouezh dibar ha kizidik da lakaat da leñvañ, ur sonerezh skañv met pinvidik ha rikamanet a-zoare avat, setu perzhioù dibar sonerezh ar paotr-se.

Ha eñ daet da vout ur mailh, kenderc'hel a ra da zigor bras e ziskouarn da bep seurt sonerezhioù, ha dreist-holl ar jazz (berzh a ra Miles Davies er mareoù-se, ha Thelonious Monk), hag an taboulinoù. Setu peadra da vagiñ e awen evit an amzer da zont. Tamm ha tamm e voe muioc'h a vejoñs e-barzh e sonerezh, a-drugarez d'an tredan ivez, hag a dap liv ar rock get benvigi a-zoare evit se (ograoù tredanel, gitar...). Setu dozvet getoñ ur bladenn arall : Goodbye and Hello,  brav-meurbet ur wezh ouzhpenn.

Liv ar blues a zegas Tim e-barzh e donioù adalek 1968. Cheñch a ra liv e sonennoù kozh en e sonadegoù, a-zoc'h awen e spered d'ar mare-se, ha pinvidikaat kempennadur e sonennoù get ouzhpenniñ un doare gzilofon bras (vibrafon pe fraoñverezh) e-barzh ar jeu. Brav-tre e oa e bladennoù sonadegoù enrollet e London e 1968 (Dream letter ) ha gant ur vouezh ag ar re fromussañ. Ar bladenn Happy Sad a voe da heul, e 1969. Tostoc'h doc'h pezh a ra en e sonadegoù, sonet àr an toemm, hep re a gempennadurioù, blaz ar folk àr ar sonennoù el'kent, met blaz ar jazz iwez, sonennoù hiroc'h, huchadennoù, leñvadennoù get e vouezh ken fromus bepred. Berzh a reas e-touez selaouerion o divskouarn figus, met ne werzhas ket sammadoù pladennoù avat ! Ur brud mat en doa tapet memestra. 

Dre forzh furchal, arnodenniñ, diazeziñ levezonioù a bep tu, eh eas e sonerezh àr dachenn ar jazz free, get tonioù hir, hep lusk resis erbet enne, hep diskan, hag e vouezh d'ober he reuz bepred, àr un dro kreñv ha sklintin anezhi. 

Diàr neuze e vez kaset e sonerezh get ur strollad dezhañ un arliv jazz.

Kaset e voe dre e gantreadennoù da lakaat druzoni e-barzh e oberennoù, da dañviñ ar blues met ne zaas ket ken brav getoñ, neoazh e vez kavet perlezennoù e-barzh èlkent ! Ur maread dic'hoanag pa ne vez ket peurgomprenet e arz get tud 'zo, ha eñ da lonkiñ muioc'h-mui, ha drammoù kreñvoc'h-kreñvañ da heul, peadra d'er c'has d'an anaon e penn kentañ an hañv 1975... Ha eñ tapet e 28 vle hepken. 

ha pladennoù arall, daet er-maez àr-lerc'h marv Tim : 

hag un nebeud re arall a zo c'hoazh, dastumadegoù pe enrolladennoù chomet diembann d'ar mare-se anezhe.




#Article 232: Echedoù (151 words)


War un tablez 64 c'harrezennig gwenn ha du e vez c'hoariet an echedoù. Daou c'hoarier a stourm an eil a-enep egile. Enebet e vez ar re wenn ouzh ar re zu. Gant pep c'hoarier ez eus 16 pezh (pezhioù bihan e koad pe en ivor pe e metal), dezho stumm ur roue, ur rouanez, daou dour (pe gastell), daou varc'heg, daou furlukin, pe farouell (pe eskob) hag eizh pezh gwerin. Pep seurt pezh a ya en-dro en ur mod disheñvel. Pal ar c'hoari eo gennañ roue ar c'hevezer. Pa n'hell ket ar roue en em dennañ eo koll. Kemennet eo gant an den a zo trec'h en ul lavaret Mat (ha n'eo ket ar ger brezhonek, an dra-se a c'heller krediñ !). 
 
Lavarout a reer

Eus Persia e c'hellfe dont ar c'hoari-mañ a-gozh. Anavezet e oa ur c'hoari damheñvel gant ar Gelted kozh, ar gwezboell e anv.

Troet gant Serj Richard: 




#Article 233: Stadoù-Unanet Amerika (1477 words)


Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask en Amerika an Norzh eo Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: United States of America) (teskanv: SUA, saozneg: USA), stumm berr: (ar) Stadoù-Unanet ((the) United States). Aliezik e vez graet Amerika pe Bro-Amerika ivez dre verrdro, ha gant an teskanv amerikanek USA. Amerikaned pe Stadunaniz a vez graet eus o annezidi. Abaoe deroù an  eo ar Stadoù-Unanet ar riez c'halloudusañ er bed. 

Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo. Broudet en deus ar gouarnamant stadunanat ar broioù a fell dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel. 

Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci. Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ.

Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ, met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an  kantved).

Evel ma tiskouez splann an anv ez eo Stadoù-Unanet Amerika un unaniezh stadoù disheñvel. Abaoe 1960 ez eus 50 anezho.

Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poblek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad Alaska pe hini Texas. Ar bloc’had 48 stad, da lavaret eo an holl stadoù war-bouez Alaska ha Hawaii, a vez anvet « Mainland » a-wechoù, zo dezhañ ur stumm hag a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4 500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) . 2 500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. Ar stêr Missouri hag ar stêr Mississippi a zo 6 000 km a hed ganto o-div ha redek a reont dre greiz ar mainland. Ken hir int o-div hag ar stêr Amazon a zo o redek e Suamerika.

Un nebeud lec'hioù dibar: 

Liesseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet. En em led a ra a norzh da su dreist-holl. Er C'hornôg emañ ar Menezioù Roc'hellek (Rocky Mountains), al Lammoù-dour hag ar Sierra Nevada, 4 500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoù Colorado. Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er reter ez eus menezioù kozh, an Appalachoù o anv (Appalaches), dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor Atlantel.

An darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii :

An holl zoareoù hinoù a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glepañ (Gwalarn, Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù er Mervent). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo bet er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno.

Gorread hollek al Lennoù Bras zo war-dro 250 000 km², bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir.

An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habask hag en Alaska n'eo ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad stadunanat ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet.

En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro.
Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno  :

An Indianed e oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat.

Er  kantved hag er  kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi ha da-heul e voe enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.

E 1607 e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth, Boston, Salem, Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù.

C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a oa bet degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a oa dalc'het ganto betek ar mare-se.

Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh diouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776. Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika e 1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se.

Disklêriet e voe ar Brezel Diabarzh e 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegoù fall an armerzh er Stadoù-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadoù a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an  kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornôg pa voe diorret an hentoù-houarn ahont.

En  eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dreist-holl war-lerc'h an Eil Brezel Bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hwitet war o zaol da vare ar brezel er Viêt-nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar galloud milourel peurgetket.

Ar vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a dachenn : ur c'hevread eo.

Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile.

Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar Strollad Republikan hag ar Strollad Demokratel.

Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet). E 2004 e oa bet dilennet en-dro. E 2009 e voe Barack H. Obama, eus ar strollad demokratel, dilennet da prezidant. Dilennet eo bet Donald Trump (Strollad Republikan) da brezidant d'an 8 a viz Du 2016.

Al lez-veur eo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel.

Gouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket digant e geodediz petra eo o feiz. Dispartiet eo ar relijion diouzh ar Stad kevreadel en ur mod ofisiel. Asuret eo ar bennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz krediñ. Ar stad kevreadel ne zegas skoazell ebet da skol relijiel ebet. Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ».

Enklaskoù prevez a bep seurt a ziskouez ez eus etre 75 % ha 90 % eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulskoude emaint 44 % o lavaret o deus cheñchet relijion ur wech da nebeutañ en o buhez. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez o c'hredennoù.

Ar brotestanted eo ar re niverusañ, met a-raok pell e vint dindan 50 %. Ur c'hard eus an Amerikaned zo katoliked roman. Bez' ez eus ivez tud dizoue (16%), yuzevien (1,7%), boudisted (0.7%), muzulmaned (0.6%), hindouisted ha kement zo.

Lenn ar pennadoù er .

Lenn pennadoù ar .

Lenn pennadoù ar .

Lenn ivez ar pennad Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika

Gwelet Sonerezh Stadoù-Unanet Amerika

Lenn pennadoù ar .

Lenn ar pennad Lennegezh amerikan.

Lec’hiennoù ofisiel:




#Article 234: Parlant Anjev (127 words)


Parlant Bro-Anjev a anver patois alies er rannvro m'eo komzet. Klotañ a rae mui pe vui e dakad gant tachenn istorel proviñs an Anjev. Sellet e vez peurliesañ parlant Bro ar Mée (Bro Gastell-Briant e Breizh) evel ur parlant anjevek. Hiziv an deiz e c'hoarvez ar memes tra gant parlant Anjev ha parlantoù oil all evel ar gallaoueg pe an normaneg. Beuzet eo bet tamm-ha-tamm er galleg standard ha ne chom nemet gerioù pe troioù-lavar bev gant ar braz eus an dud.
Ul lennegezh zo e parlant Anjev: dreist-holl ar rimiaux, pezhioù barzhoniezh poblek savet gant klotennoù. Mistri ar varzhoniezh-se eo Marc Leclerc hag Emile Joulain. Heñvel eo an doare-skrivañ ouzh hini ar galleg gant un nebeud kemmoù da lakaat ar skrid da glotañ gant ar gomz.




#Article 235: Hieroglifoù Egipt (1211 words)


Ur reizhiad skrivañ eo ar Hieroglifoù. Implijet eo bet e-pad Henamzer Egipt. Mesket e veze enni elfennoù lizherennek, silabennek ha skeudennek. Anvet int linennadoù-skritur e Sketla Segobrani.

Diwar ar gresianeg e teu ar ger hieroglif. Eus ar gerioù ἱερογλύφος (hieroglúphos) hiero- (ἱερός), a dalvez sakr, ha glif (γλύφειν), a dalvez benañ. Treuzskrivañ a reer ar frazenn egiptat a dalvez kement ha hieroglifoù evel mdw nṯr skrivet alies medu netjer; ger evit ger gerioù Doue].

E-pad bloavezhioù eo bet Pladenn Narmer an enskrivadur hieroglifek kentañ anavezet. Kavet e oa bet e-doug furchadegoù Hierakonpolis (Kaoum al-Ahmar hiziv) e-tro 1890. Bloaziataet e oa bet e-tro 3000 kent JK. E 1998, koulskoude, ur skipailh arkeologourien alaman a oa o furchal en Abidos (Umm al-Qa'ab hiziv) a zizoloas bez U-j a oa d'ur penn-bras rakdinastek; eno e voe adkavet 300 tamm kleiz a oa skrivet kent-hieroglifoù warno. Bloaziataet eo bet ar bez-se e-tro 3400 kent JK.

Tri doare arouezennoù a ya d'ober ar hieroglifoù: arouezennoù fonetek, en o zouez arouezennoù unkensonennek, evel al lizherenneg, met ivez un toullad a verk div pe deir c’hensonenn, skeudennoù, zo evit ur ger, ha dezverkerioù, a verk rummad ster ur ger dilizherennet hep merkañ e dalvoudegezh resis.

A-feur ma'z ae ar skrivañ war-raok e-touez Egiptiz ez eus deuet lizherennoù eeunoc’h war wel. Setu ar pezh a anver ar skritur hieratek (implijet gant ar gloer) hag ar skritur demotek (implijet gant an dud dre vras). Aesoc’h e oa ober gant ar stummoù nevez-se war ar papiruz. N'eo ket evit kelo-se avat ma'z eas ar skritur hieroglifek war ziskar. Kentoc’h e oa meur a zoare implijet keñver-ha-keñver. War Maen Rosetta e kaver war un dro ar skriturioù hieroglifek ha demotek.

Dalc’het e voe d'ober gant ar hieroglifoù dindan ren ar Bersed (a-frapadoù etre ar 6vet hag ar 5vet kantved kent JK.), goude aloubadeg Egipt gant Aleksandr Veur, hag e-pad marevezh Makedoniz hag hini ar Romaned da c’houde. Evit doare, kemplezhded ar hieroglifoù a c’hoarvezas evel ur respont, evit darn, d'ar saviad politikel distabil a oa o ren. Lod a gred dezho o deus c’hoariet ar hieroglifoù ur roll evit lakaat kemm etre 'gwir Egiptiz' hag an alouberien estrañjour (hag o mevelien eus ar vro). Kement-se a c’hall displegañ kraksoñjoù ar skrivagnerien c’hresian ha roman zo deuet betek ennomp diwar-benn ar hieroglifoù. Un displegadenn all eo an emzalc’h peurzoujus zo bet gant ar C’hresianed hag ar Romaned e-keñver ar sevenadur egiptat dre vras. Desket ganto e oa eus ar hieroglifoù testennoù sakr eo bet sellet gant an aozerien gresian-ha-roman ouzh reizhiad kemplezh met poellek ar hieroglifoù evel ouzh un doare alegorek, hud zoken, da dreuzkas kevrinoù, gouiziegezh kuzh. Diwar an doujañs-se n'eo ket dedenn zo deuet met diouiziegezh.

A-benn ar pevare kantved goude Jezuz-Krist, ne chome mui nemeur a Egiptad gouest da lenn hieroglifoù ha mojenn ar hieroglifoù a yae war gresk. Paouezet e voe da implijout hieroglifoù war monumantoù pa voe bet lakaet serriñ an holl demploù digristen e 391 goude Jezuz-Krist gant an Impalaer roman Theodosius Iañ; An diwezhañ enskrivadur anavezet zo diwar un templ pell-pell er c’hreisteiz nebeut goude 391. 

Er pevare kantved ivez e voe embannet ar Hieroglyphica gant Horapollo, un displegadenn eus tost 200 arouezenn. Al labour-mañ, hag eñ faziek evit ar pep brasañ, a zispakas pell-pell e aotrouniezh war studi ar hieroglifoù hag e voe kaoz dezho da chom dizispleg e-pad ken pell. Ma'z eo bet lakaet ar pouez war orin gresian ar Hieroglyphica gant ar skolveuridi e penn-kentañ, e vez klasket kentoc’h bremañ diskouez an oberenn-se evel ur striv spontus a-berzh ur gouizieg egiptat da saveteiñ un amzer dremenet aet da get da vat. Bras e voe levezon ar Hieroglyphica war arouezouriezh an azginivelezh, peurgetket e levr Andrea Alciato, hag en o zouez Hypnerotomachia Poliphili Francesco Colonna.

A-hed ar c’hantvedoù e klaskas meur a ouizieg displegañ ar hieroglifoù, peurgetket Johannes Goropius Becanus er  hag Athanasius Kircher er ; C’hwitadennoù ne voe ken eus ar strivoù-se pe displegadennoù toull diazezet just war ar strollañ soñjoù, diouzh ijin pep hini. Al labour talvoudusañ bet savet war an displegañ hieroglifoù a voe kaset da benn gant Thomas Young ha Jean-François Champollion e deroù ar bloavezhioù 1800. Dizoloadenn maen Rosetta gant bagadoù soudarded Napoleon e-pad aloubidigezh Egipt a roas an alc’hwez hollret a dalvezas da Champollion da zisplegañ koulz lavaret an holl hieroglifoù e-tro 1830. Ur pezh trec’h e oa evit diskiblezh nevez an Egiptouriezh.

Treuzvevañ a ra c’hoazh ar hieroglifoù hiziv e daou stumm: war-eeun, dre ur 6 glif demotek bennak ouzhpennet el lizherenneg c’hresian pa vez skrivet e kopteg; hag en un doare dieeun, dre m'en deus awenet al lizherenneg semitek zo mamm d'an holl lizherennegoù all bet implijet biskoazh, ha d'hon hini ivez.

Ur reizhiad kemplezh eo, ur skritur skeudennek, arouezek ha soniadurel war un dro, mesk-ha-mesk en hevelep testenn, en hevelep frazenn, krediñ a rafen lavaret en hevelep ger Lizher da M. Dacier, 27 Gwengolo 1822

Savet eo ar skritur hieroglifek diwar 24 arouezenn unson pennañ (arouezennoù a glot o zalvoudegezh gant ur son hepken, evel lizherennoù ar brezhoneg); Bez' ez eus ivez ouzhpenn kalz a arouezennoù daouson ha trison daoust m'eo rouesoc’h ar re-mañ diwezhañ.

Heverk eo ne vez ket skrivet ar vogalennoù er skritur hieroglifek; aesaet e vez an distagadur oc’h ouzhpennañ un son e etre ar c’hensonennoù. Da skouer: nfr - nefer = brav, mat.

Ar reizhiad treuzskrivañ implijet en daolenn a-is zo ur c’hantved kozh. Mont a rae d'ober an esae gwellañ bet d'ar mare-se evit tostaat da zistagadur an egipteg. Meur a arouezenn difetis pe dizanv o zalvoudegezh zo enni evel 3. Kalz a araokadennoù zo bet graet abaoe daoust m'eo c’hoazh digor an tabut war munudoù zo. Krediñ a reer bremañ, da skouer, e c’hallfe ar son 3 bezañ bet evit  en henegipteg, ha bet kollet war-lerc’h e krennegipteg. Ar c’hensonennoù merket evel mouezhiet (d, g, dj) a c’hall bezañ bet strinket (pe, daoust ma n'eo ket ken asur, gargadennet evel kensonennoù kreñvaet ar yezhoù semitek. Un deskrivadur mat a c’haller kaout gant Allen (2000). Evit munudoù o tennañ da reizhiadoù treuzskrivañ all, sellet ouzh ar pennad Transliteration of ancient Egyptian (e saozneg).

Skrivet e vez ar ger 'Ptoleme' gant hieroglifoù evel-mañ:
p:t-wA-l:M-i-i-s

Setu al lizherennoù a glot gant hieroglifoù ar gartouchenn a-us:

Sellet e vez ouzh ii evel ouzh ul lizherenn hepken ha treuzskrivet e vez i.

Ur skouer all evit diskouez penaos ez a ar hieroglifoù en-dro eo sellet ouzh div dalvoudegezh ar ger egiptek pr (vogalennet peurliesañ evel per). Ti eo e dalvoudegezh kentañ hag e daolennadur hieroglifek zo:
pr:Z1
Aze ez a ar hieroglif en-dro evel ur skeudenn zo evit ar ger taolennet ganti: ur ger a glot gant un un arouezenn. Al linenn serzh dindan ar hieroglif zo un doare boas da verkañ emañ an arouezenn evit un ideogramm.

Gallout a ra ivez ar ger pr talvezout kement ha 'mont kuit', 'mont er-maez'. Pa vez skrivet ar ger-se e vez implijet an 'ti' hieroglifek da arouez fonetek:
pr:r-D54
Amañ e talvez an ti hieroglifek evit ar c’hensonennoù pr. Ar genoù hieroglifek a-is zo ur stagadenn fonetek: lennet e vez r, ar pezh a greñva al lenn fonetikel evit pr. Un deskriver eo an trede hieroglif; un ideogramm eo a ro d'al lennerien talvoudegezh dre vras ar pezh zo skrivet: amañ e verk ur verb dilec’hiañ.




#Article 236: Dider (111 words)


Un anv-badez brezhonek eo Dider. Anv ur sant breizhat eo ivez.

Dont a ra eus al latin Didius. 

Ganet e oa Dider e Roazhon er VIIvet kantved, hag eno e voe beleget. Anvet e voe da eskob gant ar gristenien. Mont a reas da birc'hirinañ da Roma. Distreiñ a reas dre Alamagn. Muntret e voe p'edo o treuziñ ar Vojoù, a-gevret gant pirc'hirined all. Kement-se a c'hoarvezas, a-hervez, d'un 18 a viz Gwengolo, hag en deiz-se e vez goueliet ar sant.

Kavet e vez ivez e yezhoù all dindan meur a stumm all :

An anv -se eo a gaver en anv-lec'h Plouider, tud ar barrez a vez graet Plouiz-Dider anezho.




#Article 237: Dramm (2482 words)


Un dramm zo un danvez tennet eus loened pe eus plant pe genaozet, a vez mezv pe divemoret an den kerkent pe peuzgoude bezañ e lakaet en e gorf e doare pe zoare.

Evel ar boeson e c'hoari gant ar sistem nervennek kreizennel hag e laka an den da vezañ dizalc'het en e spered. Ar skiantoù a zegouezh diwezhat a-walc'h e diorroadur an den eo a vez tizhet pergen : ar soñjal difetis, ar fed d’en em soñjal ha soñj al lavar. Tognet eo an den penn-kil-ha-troad ha kemm-digemm e vez an imor muioc'h-mui. Drammoù hag a vez fardet diwar kaktegened, evel ar ar meskalin, pe an drammoù kenaozet a-seurt gant an LSD, a laka spisadenn ar merzadennoù-santout da greskiñ, ha diwanañ a ra eus kreizik-kreiz ar c'horf un nerzh a chom dalc'hmat en diveiz.

An den a ziskouez bout evit dont en-dro d’e stad natur ha lemel nask ar sevenadurezh diwarnañ. Ha pa zeu an den da zivoemañ ez a a-ziwar-se ar boan vlev d'ober e reuz. Met kregiñ a ra en den ober seurt maritell, poan-benn ivez, ha fallik e teu da vezañ war-lerc'h. Kerse a vez stag ennañ ha ret e vez dezhañ butuniñ pe lonkañ dramm en-dro evit dienkrezañ; dre-se en em zramm muioc'h-mui anez e teuio da vlinañ. Ur boazadur war-gresk bepred a c'hoari gant ar vetabolegezh. Pa vez an den var yun a zramm, peuzgoude bezañ dihanet da lonkañ pe da vutuniñ, e teu morboan dezhañ en un taol. Bezañ dindan dalc'h an dramm zo dougen d'ur c'hleñved retolz ha grevus. Evit mont war-dro an dud tapet gant an dramm ec'h eo ret o lakaat en ospitalioù arbennikaet, met eno zoken eo ral d'an dud klañv treiñ ar rod betek penn.

Aotreet gant al lezennoù c'hall eo an diedoù alkoolek hag ar butun (Nicotiana tabacum).
Gouzout a ouzer ar c'hementadou gwerzhet ; n'eo ket aezet avat gouzout resis doare butuniñ ha doare evañ an dud ; ar pezh a ouzer eo e chom stabil niver ar vutunerien e-tro 40 %, ar merc'hed o kreskiñ o niver, hag ez eo e-tro o 18-24 bloaz emañ ar barr en e uhelañ. Digreskiñ a ra ar sifroù goude tamm-ha-tamm. Gouzout a ouzer ivez ec'h eo bet disteraet ar gwin hag ar bier, d’ar predoù en ur ober ugent vloaz, ha ne vezont ket evet ordinal kement, hogen startoc’h ha war-glask eus mezventi. En em vadaouiñ a glask al lonkerien ober.

Abaoe pemp-dek vloaz emañ an abadenn-mañ o washaat e-touez ar yaouankizoù, hag ez eus deuet kenwerzhourien da lakaet war ar marc’had bieroù kreñvoc’h ha traoù anvet premix, ha marc’had-mat a-walc’h : an hanter eus ar re 11-18 vloaz a ev aliesik hervez enklaskoù.

Pa vez eus kel a zramm ez eo arabat disoñjal an drammoù boaziet e pep lec'h ha ma tenn gwenneien ar Stad diouto, goude ma rank ivez mirout ouzh he sujidi a ober drougimplij anezho. Eno evel e lec'h all ez eus galloudoù (lobbies) evit derc’hel gant an traoù evel m’emaint. Ha diaes eo bet, dre lezennoù eo bet ret mont, evit mirout na vefe graet bruderezh war ar mogerioù, war kement kelaouenn zo, war hobregonoù ar gweturioù-sport, war ar c'hoarierien mell-droad ha kement zo. Ne ouzer ket ken : e 1999 e veze leun an holl ardoù-media gant bruderezh broudus da vutuniñ ha da evañ hag hep ma vije bet lakaet e oant noazus d’ar yec'hed ; mard oa bet bec'h oc'h enebiñ gant ar broduerien e oa dre ma ouient al levezon a zo gant ar bruderezh. Dieubet ar mogerioù, an tachennoù sportva, ar skinwel ha setu ar bruderezh o tont dic'hizet war dirennoù-tan, boestoù-alumetez, kreionoù hag all, T-shirtoù, kasketennoù hag all.

Kement-se ha muioc’h a c'heller lavarout a-fed drammoù e-maez lezenn pe, kentoc’h, difennet gant lezennoù.

Abaoe an amzerioù koshañ ma kaver roud eus obererezh mab-den en un endro lakaet ec'h eo bet pouezus ar struj m'en em vage, ma tenne dioutañ e voued, ar plantennoù-se, hag ar foue : ar roz-moc'h-kousket, an deliennoù koka, ar c'hanab indian ha reoù all.
Ar roz-moc'h-kousket (Papaver somniferum) eo ar struzh koshañ ; diwarno e farder an opiom, ar morfin hag an heroin, en Egipt ha Spagn abaoe pevar pe bemp mil bloaz zo.
Nevesoc’h eo hengoun aziat an tier opiom, a veze pourchaset gant kenwerzhourien arab e-tro an .

Koka (Erythroxylum coca) a vez implijet e zeliennoù a-bell zo ivez e broioù andat : Bolivia, Kolombia ha Perou peurgetket. Eno e oa un temz amzer dibar, hag ez eus bepred, hag un hengoun sevenadurel-istorel-kevredigezhel hag ivez evel-just marc'hadoù un armerzh a-bezh diazezet war an dramm-se. An deil koka a dalveze chaoket er genoù hep bout lonket, betek ar bloavezhioù 1850 ma eo bet eztennet diouto ar c'hokain. Lesanvet eo coke pe snow erc'h pe gant an anvioù sudamerikan all. E-touez an drammoù gwashañ evit ar yec'hed emañ ar c'hrack-bazenn ; distag ar c'hokain ez eo.

Hengounioù all e meuriadoù diseurt a zo stag outo ar peyotl (Lophophora williamsii)), kaktuz bihan a denner meskalin dioutañ, implijet abaoe tri mil bloaz gant Mec'hikaned e-kerzh o lidoù chamanek ; ouzh anv an Azteked emañ liammet anv ar psilosib, hag a zo un tog-touseg a gaver e Breizh ivez.
Amanit lazher-kelien (Amanita muscaria)), datura (Datura stramonium), gwrizioù mandragon (Mandragora officinarum), mallc'heot (Hyoscyamus albus, Hyoscyamus niger), benede (Atropa belladonna), hag all e c'heller kavout roudoù eus pleustradegoù relijiel bet er Grennamzer en Europa hag e lec’hioù all.

Ar c'hanab indian (Cannabis sativa,) eo an dramm naturel a vez implijet ar muiañ hag a-bell e 120 bro ha gant meur a gant milion a dud. E kreiz Azia emañ e orin, ma veze gounezet evit fardañ kerdin ha funioù, sandalennoù, ha paper, hag an hadoù a dalveze da voueta ar chatal.
Marijuana a reer ivez eus ar c'hanab indian ;  zamal eo e anv war Enez ar Reünion ; kif ha hachich eo anvioù arabek ar rousin a vez tennet dioutañ.
An dramm e-maez lezenn ar muiañ anavezet ha strewet dre ar bed-holl eo ar c'hanab indian. 90 % eus ar seizh milion a dud a lavar o deus graet un tañva eus dramm pe dramm, a ra anv anezhañ e Bro-C'hall.
Un tamm digresk a oa bet etre mare ar bloavezhioù 1970 ha 90 ; un adlañs zo abaoe deroù ar bloavezhioù 2000, en Europa a-bezh. Bremañ ma'z eo bet boutinaet ar fed butuniñ kanab e anzav aesoc'h ar pratikoù o boazioù ken ez eus bet ur c'hresk bras er sifroù nevez 'zo. Moarvat ez eus ivez ur c'hresk anat ha splann er boazioù, er c'hoantoù, da heul pe a-raok pourvezadurioù brasoc’h : harzoù-bro digor, ar polis nebeutoc'h sellus, kerent ar yaouankizoù nebeutoc'h sellus pe dinerzh pe hep galloud, lezennoù laosk e savadurioù zo, goude ma 'z eus bet savet lezennoù all evit gwareziñ diouzh ar moged ar re na vutunont ket. 

Pemp mil bloaz zo eo bet implijet ar rezin evit he c'hoari war an empenn, ha gweredoù war bred mab-den da vout spisoc’h. Butunet e vez an tammoù uhel hag an deil. 

Heroinomaned zo etre 150 000 ha 200 000 anezho e Bro-C'hall. Lod anezho zo aet d'ar metadon e-lec'h an heroin. Lod a gemer nebeut ha ral : hag-eñ ez eus diouto ? Dre ar [gwazhienn|gwazhied e teu an dramm er c'horf. Kreizennoù zo ezhomm d'o dizoniñ pa garont, d'o heuliañ, hag ouzhpenn talañ ouzh ar riskloù HIV hag avuad B pe C a zo stag ouzh ar gwad kontammet. Ret eo dezho arverañ nadozioù naet, da implijout nemet ur wech ken, hag all, hag ivez dañjerusted gant drammoù dibur, pa gaver enno a bep seurt, pe lisiv pe poultr.

E pep lec'h, e kement renkad eus ar gevredigezh, war ar maez koulz hag e fabourzhioù kêr pe e kreiz-kêr - ha mar seblant an abadennoù gourdoenad (regorfad) bout stabilaet ha disteraet o niver -,  e vez dav teurel evezh, a-fed heroin.
Crack a vez e rannvro Bariz hag en Antilhez ha Gwiana. Ar c'hokain eo kentoc'h e meteier aes e vefe, tapet e vez bernioù met ne vez ket gouezet mat gant piv ha penaos e vez bevezet.
Ecstasy a zo diouzh ar c'hiz : un designer drug a vez graet anezhañ, ha re all a vo. Marteze drammoù diouzh ho muzul, hep ket a var da c'hounit arc'hant digant ar re a fell da lod tud tizhout. Ur c'hresk spontus en ur ober seizh, eizh vloaz. En abadennoù rave party, e tiez dañsal, ma'z eo diouzh ar c'hiz an drammoù kenaozet. An LSD, brudet er bloavezhioù 1970, a zistro ivez hag e vo muioc'hik anezho holl er bloavezhioù a zeu : war ziskenn o friz, war greskiñ al live THC (TetraHydroCannabinol) a vez er butun drol.

Hentoù an dopamin en empenn eo hentoù ar blijadur hag ivez ar boazamantoù emzrammañ.
Mab-den a vez war-lerc’h ar blijadur dre anien, goude ma vez taget gwech a vez gant barradoù kablusted hag anken ha n'int ket emsavoc'h na yac’hoc'h eget an emzalc’h kentañ. Ur gudenn all eo marteze daoust ma vez liammet an holl arvezioù er vuhez pemdez.
Klask ar blijadur ned eus kudenn ebet gantañ nemet pa ziheñch war-du ifern an dalc'h. Neb a lavar plijadur a lavar poan. Ar boan evit ar pratiker drammoù eo ar barrad diouer.

Ned eus ket traoù speredel, distag diouzh ar vevoniezh, eus ar mennozhioù a blijadur hag a boan. Bez' ez int diazezet start ha don war ar c'horf, an nervennoù, kimiezh ar c’horf, en empenn dreist pep tra hag e kement lec'h a zo, ha war organoù arbennik ar gorfadurezh. Amañ e tlefed komz eus arnodennoù kaset da benn abaoe un hanter-kant vloaz bennak war razhed ha loened all, hag a ziskouez ez eus un tamm eus an empenn a c'heller broudañ hag a zegas plijadur : ar razhed a vounte o-unan war an droadikell da zegas tredan en o boulienn ma oa bet staget elektrodoù war an tamm resis anvet diwar neuze takad ar blijadur. Ken e tisoñjent debriñ hag evañ ha kousket ken gant ar c’hoant bountañ war an droadikell da gaout plijadur tredanek hag a implij hentoù an dopamin : eno ez eus kelligoù, nervennoù paot enno an dopamin, a zo un danvezenn bouezus e kimiezh an empenn, da gas ditouroù a bep seurt a-fed plijadur. Eno e c’hoari an drammoù. An dopamin, anezhi un danvezenn gimiek evit kas ar red eus un nervenn d’un all, a labour war meur a dachenn all estreget ar blijadur, da lavaret eo ar memor hag an trivliadoù.
Lakaomp e vije troc’het d’ar razhed o hentoù dopamin, ne zeu ket an anevaled ken da vountañ war an nozelenn da vroudañ tredan en o zakad a blijadur. Heñvel a c'hoarvez mar bez roet dezho un danvezenn all enebet ouzh an dopamin hag a sparl an hent dezhi.
War gorre ar c'helligoù ez eus bet lakaet anat lec'hiennoù arbennik evit kement dramm zo : kokain, morfin, heroin, nikotin, amfetamin] ha reomù all. P'en em gav an dramm el lec'hienn e teu an dopamin da greskiñ e-keñver efedoù ha bec'h. Ne ouezer ket pep tra.

An noradrenalin zo un danvezenn all a-douez reoù all hag a zo a-bouez ivez : danvezenn da vroudañ hag a zo kiriek evit un tamm mat d'ar boan a sav pa zigresk an dramm el lec'hiennoù ret. Hag ivez d'ar c’hoant divuzul da adstagañ ganti, d'en em zrammañ en-dro.
Endorfinoù a reer eus danvezennoù kenderc'het gant an empenn e-unan hag a c'hoari heñvel, nemet berroc'h o fad ha gwanoc'h o efed.
Pa vez tapet heroin, kokain, amfetamin hag all e teuont da blantañ reuz e-mesk an danvezennoù prizius-mañ ; lod a zigresk : an endorfinoù ha n'eus ket ezhomm anezho kement a blas a zo gant an heroin lakaomp, hag a vo ezhomm bras divuzul, anezho pa vo diouer, ha ne vint ket galloudus a-walc'h betek ur serten poent ma labourint endro : aze emañ ifern ar mank, an diouer, an digompezted trumm ha poanius.
N'eus ket displegadurioù anat hag aes evit kement darvoud diouer. Ar barrad euzhus diouer a c'hoarvez alies a-greiz-holl, pell bras war-lerc’h bout troc'het kement bevezadur, goude mizioù zoken ha nep arouez, nep argel a ziouer diskouezet e korf ar c'hlañvour – rak da neuze ez eus ur c'hlañvour anezhañ, hag unan diaes. Start ar vuhez evitañ  hag evit ar re a ra war e dro.
Ar re a zeu peurgrog – estouat ouzh an dramm – o doa dibarderioù temz-spered pe temz-korf d'o rentañ kizidikoc'h ouzh an drammoù. Anevaled ranell ha kurius, bev-buhezekoc'h eget ar re all ouzh kement stress, pe nevezenti, a ziskouez bout taget aesoc'h, donoc'h.
Ur c'hleñved da badout e teu da vout. En em zizober e c'hall an drammgaezhiaded gant bout mennet start ha bout sikouret gant mezegadurioù skoazell.

Prenañ boued zo magañ marc'hadourien, prenañ dramm zo magañ gangsterien, armet aliesoc'h-aliesañ. Liammet eo gwerzh an drammoù hag an torfederezh. Abaoe kresket pouez Honduras e gwerzh an drammoù da SUA ez eo kresket ar feur torfediñ eno.
E Breizh ivez e kresk an torfederezh e kêrioù hag a oa brudet da vezañ sioul a-walc'h betek deroù ar  gant implij an armoù-tan. 

Eus pelec'h e teu an dramm da Vreizh? Eus Pariz alies, eus Maroko dre Spagn a-wechoù, eus an Izelvroioù, pan a Bretoned di da brenañ. 

Kemer drammoù a sikour ivez gansterien zo da grediñ kas da benn gwalloberoù ha ne gredfent ket ober a-hend-all.

Gourdrouzet e vez bugale evit o rediañ da werzhañ drogach  

Arsailhañ tud war ar straed pe en o zi, skeiñ ganto, laerezh anezho, a vez graet gant an drammezhommeien, evit kaout arc'hant da brenañ o lod drammoù. Skrapañ tud

Tud zo a implij drammoù evit kas gwalladennoù da benn : e 2010 e oa bet niveruzik ar seurt gwalloberoù e Roazhon.

Penaos bevañ e-kichen marc'hadourien torfedourien ? E Gwened, e karter Kergado, e oa diaesoc'h-diaesañ e 2016, hervez Ouest-France.. E kreiz-kêr Roazhon o deus ranket amezeien an ti-post klemm evit gallout mont ha dont diogel gant o bugale.. E Brest, e Pont-an-Ezen, ez eus bet serret ur greizenn sokial ma oa bet gourdrouzet un implijad (roet e zilez goude gant an aon), dornet ar renerez, gant marc'hadourien anavezet. 

Lod marc'hadourien a glask gwerzhañ  n'eus forzh petra : pa ne vez nemet geot da vihanañ, ne vez ket dañjerus. E lod meteier ez eo stankoc'h an drammoù, evel en hini ar rave-où .

Muioc'h a zrammoù a vez bevezet e Breizh eget er rannvroioù gall.

Lod karterioù eus Brest zo diaesoc'h bevañ enne abalamour d'ar varc'hadourien drammoù, prest da dennañ gant armoù, da lakaat an tan a-wechoù .

Brudet eo Gwened da vezañ unan eus brasañ kreñvlec'hioù marc'hadourien an dramm

Ul liorzh e Roazhon a vez aloubet gant marc'hadourien drammoù,  hag a glask aloubiñ lec'hioù arallLod trafikerien a laer kirri da zougen o marc'hadourezh hag a ginnig labour d'an dud Bugale a vez rediet da labourat evit an drafikerien

En island e klasker stourm ouzh an drammoù ha gwellaet eo an traoù e-touez ar yaouankizoù : 




#Article 238: Enver Hoxha (675 words)


Enver Hoxha [ɛnˈvɛɾ ˈhodʒa] (16 Here 1908 - 11 Ebrel 1985) a renas war Albania abaoe fin an Eil Brezel Bed betek deiz e varv e 1985 gant ar c'harg Kentañ Sekretour Strollad Labour Albania. Kentañ Ministr ar vro e oa bet ivez etre 1944 ha 1954, ha Ministr an Aferioù Diavaez etre 1946 ha 1953. Daoust ha ma vane didroc'het Albania diouzh ar peurrest eus ar bed, dindan beli Hoxha hag a-drugarez d'ar varksouriezh-leninouriezh lakaet e pleustr eno, e teuas ar vro diorroet e-keñver live ar c'hreanterezh pa oa bet ur vro damc'hladdac'hel anezhi a-raok.

Ganet e oa bet Enver Hoxha e Gjirokastër e kreisteiz Albania. Levezonet bras e oa bet gant e eontr Hyen Hoxha, sokialour anezhañ, hag a stourmas evit frankiz Albania hag ivez a-enep d'ar gouranamantoù mac'homer a renas war ar vro goude ma teuas da vezañ dishual, dreist-holl goude ma voe bet disklêriet Zog Roue Albania e 1928.

E 1930 e kuitaas ar vro evit mont da studiañ e Skol-Veur Montpelhièr. Etre 1934 ha 1936 e labouras da sekretour e Konsulad Albania e Belgia keit ha ma studie Gwir e Skol-Veur Brusel. Distreiñ da Albania a reas e 1936 ha kregiñ a reas gant e labour kelenner e Korçë.

Skarzhet e oa bet diouzh e bost kelenner e 1939 goude ma oa bet aloubet ar vro gant Italia rak nac'hañ a reas emezelañ ouzh Strollad Faskour Albania. Skoazellet e oa bet gant Komunourion Yougoslavia a-benn sevel Strollad Komunour Albania (anvet war-lerc'h Strollad Labour Albania) e 1941 hag ivez al luskad resistañs (a zeuas da vezañ Arme ar Frankiz Broadel) e 1944, gant Enver Hoxha en o fenn.

Goude bezañ bet dilennet gant 93% eus ar votoù e 1945 e krogas an Talbenn Demokratel gant al labour evit lakaat ur sistem dispac'hel e plas a-benn sevel ur gwir stad sokialour. 

Ur marksour-leninour rik e oa Enver Hoxha hag a douje da dezennoù Jozef Stalin. Pa droc'has Republik Pobl Kevreat Yougoslavia al liammoù gant an Unaniezh Soviedel e 1948 ec'h eas Enver Hoxha war-lerc'h da droc'hañ an holl liammoù etre Albania ha Yougoslavia, en ur lâret ne oa ket Yougoslavia ur vro sokialour anezhi.

Kemer a reas gouarnamant sokialour Albania, Hoxha en e benn, an douaroù digant ar berc'henned-douar pinvidik evit o c'henstrollañ. A-drugarez d'ar politikerezh-se e teuas Albania a-benn da vezañ emren e-keñver boued. Gantañ ivez e oa bet diorroet ar c'hreanterezh ha kaset an tredan d'an holl lec'hioù diwar ar maez. Evit achuiñ e oa bet skarzhet an holl gleñvedoù-red hag e voe desket d'an holl lenn ha skrivañ.

Kenderc'hel a reas Hoxha da zifenn tezennoù marksour-leninour hervez Stalin pa deuas Nikita C'hrouchtchov da gemer e blas en ur nac'hañ tezennoù Stalin. Troc'het e oa neuze Albania diouzh ar ar peurrest eus eus ar stadoù sokialour a soutene an Unaniezh Soviedel. E-kerzh an dizemglev etre an Unaniezh Soviedel ha Sina e savas Albania a-du gant Sina e 1960, hag e troc'has an holl liammoù gant an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel bloaz war-lerc'h. E 1968 e tivizas Albania tec'hout diouzh Emglev Varsovia pa oa bet aloubet Tchekoslovakia e 1968 gant and Unaniezh Soviedel.

E 1967, goude ugent vloaz bennaket o stourm a-enep d'ar relijionoù e c'hellas Enver Hoxha disklêriañ ez-ofisiel e oa deuet Albania da vezañ ar vro didoue kentañ er bed. Levezonet gant an Dispac'h Sevenadurel e Sina, e krogas da dapout lec'hioù relijiel a-bep seurt evit o adimplijout e servij an holl, da skouer meur a iliz hag a voskeenn a voe adimplijet da sinema pe da labouradeg.

Pa varvas Mao 1976 e didroc'has Enver Hoxha al liammoù etre Sina hag Albania o lâret ne oa ket sokialour ken ar vro-se. Goude an dizemglev-se ne vane nemet Albania evel stad a soutene c'hoazh en un doare ofisiel tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh rik. 

Aet koshig a-walc'h ez eas Hoxha war e leve mui-pe-vui en ul leuskel Ramiz Alia e karg eus ar vro. 

Goude marv Hoxha d'an 11 a viz Ebrel 1985 e krogas gouarnamant Albania da leuskel tamm-ha-tamm  diazezennoù ar varksouriezh-leninouriezh ha lakaet e oa fin d'ar sistem unstrolladel e 1990.




#Article 239: Marksouriezh-leninouriezh (518 words)


Al Leninouriezh a zo anezhi un deorienn bolitikel hag armerzhel bet diorroet gant Lenin war diazezoù ar varksouriezh rik bet diorroet gant Karl Marx. Lakaet e oa bet e pleustr an deorienn-se gant Lenin er penn-kentañ en Unaniezh Soviedel goude an Dispac'h ha goude trec'h ar volchevourion ha kendalc'het e labour war e lerc'h gant Stalin. 

A-wechoù e vez graet un diforc'h etre ar varksouriezh-leninouriezh, hag a dalveze da teorienn hollek ar strollad, diouzh un tu hag al leninouriezh rik diouzh an tu all hag a dalvez da deskrivañ an doare ma vez aozet ar strollad en diabarzh (d.s ar greizennouriezh demokratel, hag all).

Hervez tezennoù Lenin ez eo a-bouez-tre ar strollad komunour evit ledanaat spered hag emzalc'h dispac'hel ar broletarion. Evit se e vez lâret ez eo ar strollad komunour e penn an dispac'h. Ret eo, hervez al leninouriezh, d'ar strollad bezañ aozet en un doare resis-tre a-benn e greñvaat. An greizennouriezh demokratel e vez graet eus an doare aozadur ispisial-se.

Al leninouriezh a gelenn ez eo ret skarzhañ ar gapitalouriezh dre un dispac'h evit lakaat en he flas diktatorelezh ar broletarion kentoc'h dikatorelezh ar vourc'hizion. Dindan e veli e oa bet klasket ober kement-all dre sevel ar soviedoù.

Unan eus tezennoù pennañ al leninouriezh a denn d'an impalaerouriezh dielfennet ganti evel pazenn uhelañ ar gapitalouriezh. Koulz ar gapitalouriezh dre vras hag an impalaerouriezh es-resis na c'hell bezañ trec'h warne nemet an dispac'h. Da lâret eo ez eo ret o skarzhañ, rak ne c'hellont ket bezañ 'adwelet' pe 'adsoñjet' evit servij interesoù ar broletarion. 

An tezennoù bet savet gant Lenin diwar-benn an impalaerouriezh a dalvez da binvidikaat ha da glokaat tezennoù Marx war al live etrebroadel bet diorroet evit displegañ mont-en-dro ar gapitalouriezh war al live lec'hel pe broadel. 

Tezenn an impaelouriezh a zo ziazezet war ar fed m'emañ ar broioù kapitalour diorroet e-keñver an armerzh o diwall diouzh an dispac'h a savfe diwar ar broletaerion enne dre implijout ar broioù trevadennet gante evit en em dizober diouzh o froduioù a-re ha dreist-holl en ur implijout danvezioù trevadennoù hag en ur vac'homañ al labourerion a vev enne. Evel-se, neuze, ez eo aezetoc'h d'ar broioù kapitalour lakaat o froletaerion da chom disoursi. Neze e c'helle bezañ meret ar gapitalouriezh gant brientinelezh al labourierion hag ar strolladoù sokial-demokratel evit dec'hel diouzh an dispac'h er broioù diorroetañ (hervez skridoù Marx) hag an dispac'h a teufe neuze da gentañ er broioù impaelour gwanañ.

met ma vez kaset da benn un dispa'h en ur vro baour ha diziorroet ez eu amañ ur gudenn: ne c'hellfe ket hennezh, hervez tezennoù diazez ar varksouriezh, mont pelloc'h ha sevel ur sistem sokial enni rak ar sokialouriezh a zo anezhi ur bazenn ne c'heller tizhout nemet da heul pazenn ar gapitalouriezh.

Kavet e vez un diskoulm d'ar gudenn-mañ gant div arguzenn hervez al leninouriezh:

N'eus forzh penaos, ar sokialouriezh ne c'hell ket padout en ur vro baour hec'h-unan penn, hag abalamour da se ez eo an dispac'h dre ar bed-holl unan eus arguzennoù pennañ al leninouriezh.

Peurliesañ e vez dielfennet hollvedelezh ar marc'had a-hiziv evel un doare impaelouriezh gant ar strolladoù varksourion-leninourien a-vremañ.

Oberennoù Vladimir Lenin:




#Article 240: Impalaeriezh (190 words)


Un impalaeriezh a zo ur strollad broioù lakaet dindan beli un impalaer. Dont a ra ar ger eus al latin imperium (beli). Pa gomzer eus un impalaeriezh e vez kaoz eus tiriadoù divent ha liessevenadurel. Ur galloud milourel a ya atav gant mennozh ar framm politikel-kevredigezhel-se. Ur monarkiezh pe unpenniezh eo an impalaeriezh.

An impalaeriezhoù koshañ (ar re bet anavezet dre an enklask istorel) a zo bet hini Henegipt, hini Sina hag ar re staliet e Mezopotamia abaoe an 3e kantved kent Jezuz-Krist.

Graet e vez alies a-walc'h an impalaeriezh amerikan eus ar sistem emglevioù milourel ha kenwerzhel a ro ur galloud divent d'ar Stadoù-Unanet. Koulzkoude pa n'eo ket ur riez liesvro, n'eo ket dereat meskañ an dra gant an impalaeriezhoù a zo kaoz anezho amañ. Anvet e vez ar sistem emglevioù an impalaerouriezh. Savboentoù liesseurt a sav war ar meizad-se.

Hiziv n'eus nemet impalaer ar Japan a zoug an titl-se, met n'eus ket mui kaoz eus an impalaeriezh p'eo aet bihannoc'h tiriadoù ar Japan dre goll Korea hag ar broioù aloubet er XXvet kantved. N'eo ket mui ur riez liesbobl Japan, nemet e-keñver an Ainoù hag ar Goreidi envroet. 




#Article 241: Impalaer (188 words)


Impalaer zo un titl roet da vleinerien (pe rieien'zo. Dont a ra e orin eus titl an imperator a veze roet d'ar jeneraled roman kozh pa oant trec'h war enebourien o bro. Ar stêr penn uhel-tre a zo bet hini penn ar riez roman pa oa aet ar Republik roman da get e kreiz ar 1añ kantved kent Jezus-Krist. Ar rieg mod-nevez a dlee kaout pep a ditl uhel : koñsul hag imperator (trec'her) hep ehan.
Augustus (= An hini benniget) a zo bet gwelet evel ar c'hentañ impalaer roman (renet en- deus eus 27 kent Jezus-Krist betek e varv e 14 goude Jezuz-Krist). Titloù all eget impalaer hag augustus a ya gant hini an impalaer roman (kaesar ha princeps), met kavet e vez anvioù all e broioù gresian (basileus, autokrat, sebastokrat). E broioù slav e vez kavet tsar (eus kaesar). En Iran (bet anvet Bro-Bersia) ez eus bet un Roue ar Roueeden Henamzer hag ur Shah e-pad mareoù an Istor modern ha kempredel. 

Ne chom ket impalaer ebet hiziv nemet e Bro-Japan. Mikado eo e ditl. N'eus ket ken kalz a c'halloudoù gantañ abaoe an Eil Brezel-Bed




#Article 242: Kleñved (275 words)


Ar c'hleñved (liester : kleñvedoù pe kleñvejoù) a c'hoarvez pa vez gwelet pe santet un dra bennak direizh e mont-endro ar c'horf pe e hini ar spered a ya da grouiñ diaesterioù evit un den pe evit ar re zo en endro an den-se. Ar vedisined (pe mezeien) eo an arbennigourien a ra war-dro pare ar c'hleñvedoù. 

Dispartiet e vez ar c'hleñvedoù hag a zeu eus un abeg pe eus abegoù resis (lakaet asamblez dindan an anv a etiologiezh ar c'hleñved) diouzh an sindrom hag a zo un hollad sinoù pe arouezioù en em diskouez asamblez.

Studi ar c'hleñvedoù eo ar batologiezh hag an nosologiezh a studi rummatadur ar c'hleñvedoù.

Kleñvedoù a zo evit an anevaled hag ar plant ha dre-vras ne c'hellont bezañ treuzkaset etre o spesadoù ha setu perak e vez komzet eus harz ar spesadoù lakaet d'ar c'hleñvedoù etre ar vevien. Koulskoude nemedennoù a zo evel anoued an evned. Keid-all e c'hell tapout kleñved Aujeski ar c'hizhier p'eo hemañ tapet gant ar moc'h da gentañ.

Ar c'hleñvedoù stagus a zo kleñvedoù zo hag a c'hell bezañ treuskaset eus ur bev d'un all. Ul lankad (amprevan, mikroboù, foue...) a zo ret evit ma vo treuzkaset an droug. M'eo stagus-kenañ ar c'hleñved eo ur c'hleñved-red a c'hell mont buan-kenañ eus ur bev d'un all ken e vez taget un toullad bras a dud, a loened, a blant war takadoù bras zo. C'hoarvezout a ra kleñvedoù-red marvel a gas da Anaon miliadoù a dud (pe a vevien all).
E-touez ar c'hleñvedoù-red marvel e kaver :

E-touez ar c'hleñvedoù stagus a c'hell bezañ marvel e kaver

E-touez ar c'hlenvedoù stagus ha n'int ket marvel e kaver




#Article 243: Eurogomunouriezh (322 words)


An eurokomunouriezh a zo anezhi un ideologiezh politikel ha kevredel bet diorroet gant meur a strollad komunour e kornôg Europa war diazezoù tezennoù ar gomunouriezh er bloavezhioù 70. Pal pennañ ar gomunouriezh mod nevez-se a oa klask bezañ soutenet gant labourerion a renkad-etre hag izili al luskadoù kevredel a-bep seurt, da skouer ar venelouriezh hag al luskad a savet a-du gant gwirioù an heñvelrevourion.

War un dro e veze nac'het gante souten politikerezh an Unaniezh Soviedel en un doare dall hag e tifennent mui-ouzh-mui mont-en-dro ar sistemoù demokratel, da lâret eo an demokratelezh hervez ar sistemoù kapitalour europat.

Dre vras e oa ar strolladoù komunour kreñvañ, evel er PCF ((Strollad komunour gall) e Frañs hag ar PCI (Strollad komunour italiat) e Italia ar re a savas a-du gant tezennoù an eurogomunouriezh, keit ha ma vane feal ar strolladoù bihanoc'h d'an Unaniezh Soviedel.

Un nebeut strolladoù er-maez eus Europa a savas a-du ivez gant an ideologiezh eurogomunour, en o zouez al Luskad evit al Sokialouriezh e Venezuela, Stollad Komunour Japon ha Strollad Komunour Aostralia.

E meur a geñver, avat, kentoc'h evit un ideologiezh kreñv, e gwirionez ne dalvezas an eurogomunouriezh nemet da gas ar strolladoù a save a-du ganti d'un duenn ideologel disheñvel war-lerc'h : an darn vrasañ oute, a-seurt gant italianiz, a droas o c'hein d'ar gomunouriezh penn da benn dre vont ez-ofisiel war hent ar sokial-demokratelezh, lod all, seurt re an Izelvroioù a dibabas an ideologiezh c'hlas ha lod all a distroas d'ul linenn bolitikel tostoc'h kalz ouzh hini an Unaniezh Soviedel, evel, da skouer Strollad Komunour Frañs er bloavezhioù 1980's.

Disklêriet e voe ez-ofisiel an eurogomunouriezh 1977 goude un emvod e Madrid etre Enrico Berlinguer e anv Strollad Komunour Italia (PCI), Santiago Carrillo e anv Strollad Komunour Spagn (PCE) ha Georges Marchais e anv Strollad Komunour Gall (PCF).

Kritiket eo bet dre vras an eurogomunouriezh evit da abeg pennañ:

Ne blij ivez an eurogomunouriezh na d'an drostskourion na d'ar varksourion-leninourion:




#Article 244: Trotskiouriezh (325 words)


An drotskiouriezh (Trotski-ouriezh) pe, aliesoc'h trotskouriezh,  a zo anezhi un ideologiezh politikel bet savet ha diorroet gant Lyev Davidovitch Trotski. Skarzhet e oa bet Trotski eus Strollad Komunour Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (URSS) e 1927 ha ranket dezhañ tec'hel eus ar vro e 1929. 

Mervel a reas Lenin hep bezañ disklêriet a-ouez d'an holl piv an hini a felle dezhañ gwelout war e lerc'h e penn ar Strollad hag e penn an Unaniezh Soviedel. Zinoviev, Kamenev ha Jozef Stalin a savas o-zri a-enep da dTrokski pa fellas dezhañ kemer lec'h Lenin kerkent ha 1924.

Mont ar reas ar maout gant Stalin dre glask bezañ skoazellet gant Zinoviev ha Kamenev da gentañ ha gant Bouc'harin da c'houde. Bouc'harin a save a-du gant Stalin evit harpañ tezenn ar sokialouriezh da sevel en ur vro nemetken evel diazez ofisiel politikerezh an Unaniezh Soviedel. Gant Trotski, avat, e veze difennet an dezenn gontrol, da lavaret eo e oa ret skignañ an dispac'h er bed a-bezh a-raok gallout kregiñ da sevel ar sokialouriezh.

Goude bezañ klasket, en aner, sachañ war an  Etrebroadel evit mont war-du e dezennoù politikel, e 1938 e savas Trotski gant un toullad sokialourion ha komunourion all ar  Etrebroadel e Bro-C'hall. 

Daou vloaz war-lerc'h, d'an 20 a viz Eost 1940 e voe muntret Leon Trotski e Mec'hiko gant Ramón Mercader o labourat diwar urzhioù Stalin. Implijout a reas ur bigell-skorn evit skeiñ gant penn Trotski e-keit ma oa oc'h ober ur weladenn dezhañ a-hervez.

Barnet rust e oa bet politikerezh hag ideologiezh Stalin gant Troski a lavare difenn muioc'h a zemokratelezh e diabarzh ar Strollad Komunour. Koulskoude en doa bet Trotski skarzhet diouzh ar Strollad an holl re na savent ket a-du gant tezennoù ar volchevouriezh er bloavezhioù kent.

Hiziv an deiz e vez kavet Strolladoù trotskiourien a bep seurt dre ar bed a-bezh hag e-barzh ouzhpenn 50 bro disheñvel. Kreñvik a-walc'h int deuet da vezañ e Bro-C'hall, da skouer ar c'hKevre Komunour Dispac'hel (LCR).




#Article 245: Gwinizh-du (376 words)


Ar gwinizh-du  (distaget [ˌgwinisˈtyː] pe [ˌgɥinisˈtyː]), pe ed-du (distaget [e'tyː]), Fagopyrum esculentum, a zo ur blantenn gounezet hag a renker e familh ar poligonakadezed.  Gwelet eo evel unan eus an edoù (el liester e vez lavaret an ed-du), met n'eo ket ur geoteg evel an ed all.

Anvet eo ar sarrazin e galleg hag an trigo sarraceno e spagnoleg ha portugaleg, rak anavezetoc'h eo bet e Kornôg Europa e mare an aloubadegoù arab ( kantved goude Jezuz-Krist) pa oa boued pennañ al luioù muzulman (sarrazined a veze graet anezho ivez).

Da vare Oadvezh an Houarn e oa erruet en Europa o tont eus Azia. Gounezet e vez e Sina e-leizh. Mat eo dezhañ an douaroù trenk evel ma vez kavet en tiriadoù vulkanek hag herkinek. N'en deus ket ezhomm eus un douar strujus ha gellout a reer silañ anezhañ en ur sistem treiñ-eostoù pa chom an douar-tomm naetaet goude an eost. Ur gounid ha n'en deus ket ezhomm d'ober kalz war e dro p'emañ en e gresk ha setu perak eo bet gounezet e-leizh e broioù paour evel m'eo bet lodennoù bras Breizh eus ar XVIvet kantved betek kreiz an .

Implijet e vez bleud graet gant greun ar gwinizh-du evit fardañ krampouezh ha yod ivez (fardet e vez gantañ ur polenta du e Bro-Italia).  Evit kaout bleud eo ret malañ ar greun, met pa ne veze ket ar bleud da vezañ miret e-pad pell e veze kustum ar gouerien da fardañ kementadoù bihan gant milinoù da vezañ lakaet da vont en-dro gant an dorn. Implijet e vez ivez evit fardañ boued ar moc'h hag ar yer.

Kreskiñ a ra buan ar gwinizh-du ha plijout a ra dezhañ douaroù paour ha trenk. Ret eo dezho bezañ dizouret mat, avat. Un dreistmuzul a demz a vez o vihanaat an ampledoù. Kizidik eo ar blantenn ouzh ar wrez ha ret eo, e hinadoù tomm, hec'h hadañ diwezhatoc'h er mare-bloaz.

A-wechoù e vez talvoudekaet evel un temz glas pe evit gwareziñ an douaroù a-enep ar c'hrignerezh.

Degas a ra magneziom, fosfor, houarn, fluor ha kalsiom pa vez debret. Aes eo da enteuziñ pa endalc'h proteinoù (10%) enno trenkennoù aminek a-bouez : lizin, arginin, kistin... ha dreist-holl triptofan. Pa n'endalc'h gluten ebet eo mat evit ar re o deus allergiezhioù.




#Article 246: Enep-adwelouriezh (156 words)


Un ideologiezh komunour kevatal d'ar varksouriezh-leninouriezh rik hervez tezennoù Stalin pe Mao eo an enep-adwelouriezh.

Implijet e voe an termen-mañ evit ar wech kentañ e dibenn an 19vet kantved da vare an dizemglev hag an disparti etre ar leninourion hag ar sokialourion demokratel. Fellout a rae d'an eil re adwelet tezenn bennañ Marx a gelenne ne c'helle lakaat ar gevredigezh da vont war-raok hep rankout kas da benn an dispac'h dre ret. A-enep da seurt tezennoù sokial-demokratel e save al leninourion neuze o nac'hañ e oa ret adwelet tezennoù politikel pennañ ar varksouriezh.

Da c'houde e voe adimplijet an termen enep-welour evit ar re a save a-enep d'al linenn bolitikel bet diorroet gant Nikita C'hrouchtchov (Unaniezh Soviedel) goude marv Stalin dreist-holl hag ivez hini Tito (Yugoslavia).

Goude an disparti etre an Unaniezh Soviedel ha Sina, Sina dindan beli Mao hag Albania dindan beli Enver Hoxha en em disklêrias enep-welourion hag a nac'has linenn bolitikel C'hrushchev ez-foran.




#Article 247: Juche (377 words)


Ideologiezh ofisiel Republik Poblel ha Demokratel Korea (RDPK) eo ar Juche Sasang. E koreaneg, an termen juche a dalvez kement hag emvasterezh, da lâret eo an doare ma c'hell ur stad evel RDPK (pe Korea an Norzh) talvezout drezi hag eviti hec'h-unan. Hervez ideologiezh ar juche neuze e rank ur vro gallout tizhout an dispac'h a-drugarez da labourerion ar vro hec'h-unan kentoc'h evit dre ’n em harpañ ouzh ur vro all. Kaset e vez da benn an ideologiezh emvastañ da benn e pep keñver: armerzh, gounezerezh, surentez milourel, h.a.

Diazezet eo an ideologiezh juche war tezennoù Kim Il-sung. Ingal e vez kredet ez eo an ideologiezh juche kevatal d'ar stalinouriezh, met e gwirionez ez eo disheñvel-bras an eil diouzh eben e meur a geñver.

Skignet eo bet an ideologiezh juche gant gouarnamant RDPK dre ar skolioù abaoe ma oa bet implijet an termenn-se evit ar wech kentañ en un diviz graet gant Kim Il-sung e 1955. Er penn kentañ e oa an ideologiezh diazezet war daou boent pennañ:

Evit ar pezh a denn d'an armerzh e kelenn an ideologiezh juche ez eo ret gallout emvastañ e-keñver ezhommoù armerzhel ha servijoù an dud en ur virout da gas war-raok dellezegezh hag emrenerezh ar vro he he fezh. Strivoù bras zo bet graet gant gouarnamant ha tud ar vro evit tizhout ha kenderc'hel gant ar pal-se abaoe ar bloavezhioù 1960. Bountet eo bet war an ijinerezh pounner dreist-holl met klasket eo bet diorroiñ ivez surentez vilourel arr vro hag al labourerezh-douar war un dro.

Dre m'he doa lakaet e pleustr ur politikerezh armerzhel diazezet war an ideologiezh juche anvet Chollima (da c'houde Taean) er bloavezhioù 1960 e teuas a-benn ar vro da vezañ emren dre aiorroiñ an armerzh en un doare buan-tre.

E 1977 e voe kemeret plas ar varksouriezh-leninouriezh gant an ideologiezh juche er vonreizh, lakaet neuze eta da ideologiezh ofisiel RDPK.

Tud 'zo o deus lâret ez eo an ideologiezh juche un doare filozofiezh relijiel, met nac'het e vez kement-se gant gouarnamant Republik Demokratel Poblek Korea. 

Daoust ma voe savet an ideologiezh juche a-ratozh-kaer evit servij ezhommoù Korea e vez studiet gant meur a hini en Europa ha dre ar bed a-bezh evit gwelet penaos tennañ gounit diouti evit he lakaat e pleustr en ur vro all.




#Article 248: Emsav (397 words)


An anvioù Emsav pe emsaver a vez graet eus aozadurioù pe tud o stourm a-gevret war un dachenn bennak: emsavioù politikel da gentañ, hogen emsav sevenadurel ivez, pe arzel zoken.
 
Amañ e vo kaoz eus an emsav a ra war-dro danvez Breizh ha pergen ar brezhoneg a zo, evel ma vez gwelet en Istor an Emsav, elfenn diazez stourm an Emsav.
  
An Emsav (distaget em-zao dre vras) a vez implijet evit termeniñ luskadoù politikel, en ur ster ledan-tre, a zo bet gwelet e Breizh abaoe dibenn an XIXvet kantved. Talvezout a ra evel en em sevel sonn adarre hag evel ar relèvement e galleg hag ar Risorgimento, luskad politikel italian an XIXvet kantved. 

E dielloù al luskadoù brezhonek pennañ o deus klasket ren e brezhoneg ur venoziadeg klok da ziazezañ o obereriantiz politikel Emsav Stadel Breizh hag Emsav Ar Bobl Vrezhon e c'haller kavout termenadurioù heñvel a-walc'h ouzh hemañ : 

Anv a zo bet ivez gant ESB pe EBV eus al Ledemsav da envel al luskadoù rannvroelour.

Metoù ar vretoned o stourm well-wazh evit Breizh emrenoc'h, Breizh Unvan, a-du gant brezhoneg ha zoken, evit lod, gant ar gallaoueg. Ur metoù eo, ur seurt 'familh', ha n'eo ket ur strollad. 

An Emsav sevenadurel ez eo, derc'houezet dreist-holl gant Kuzul Sevenadurel Breizh. 

Amañ e vo anv eus istor an Emsav dre-vras, koulz sevenadurel, yezhel, ha n'eo ket politikel hepken rak, evel ma vo gwelet an arvez politikel en em ziskouezo da ziwezhañ e dibenn ar pezh a anvet ar c'hentañ Emsav.

Istor an Emsav n'emañ ket da zrouk-kemer evit istor ar boblañs vrezhon, rak kement-se a aparchant d'ar gkevredadouriezh.

Marevezhioù diforc'h a c'heller studiañ : amañ eo implijet ar marevezhioù boas, hogen ne oufed ket reiñ d'ar rannadur-se un dalvoudegezh c'hroñs.

E 1843 e voe savet an Association Bretonne, anvet Breuriezh Breizh e dibenn ar c'hantved.
E gwirionez ez eo kellidet goustadik an emsav a-dreuz ar chouanterezh, ar marevezh impalaerezhel gall hag adsavidigezh ar roueelezh e Pariz.

E 1907 e voe sinet Emglev ar skrivagnerien

Adalek 1945 betek 1985.

Biskoazh n'eus bet un talbenn gwirion o liammañ an holl re a stourm evit kaout muioc'h a frankiz evit Breizh. Meur a strollad zo anezho hiziv : an UDB, Strollad Breizh, Emgann, Adsav, ar CBIL. Ar strollad koshañ ha brasañ eo an UDB, en deus pevar dilennad e Kuzul-rannvro Breizh. Dilennidi he deus ivez e tiez-kêr zo, evel Strollad Breizh.




#Article 249: Kim Il-sung (138 words)


Kim Il-sung (15 a viz Ebrel 1912 - 8 a viz Gouhere 1994) a oa bet e penn Republik Poblel ha Demokratel Korea adalek 1948 betek ma varvas d’e 82 vloaz. E anv gwirion a oa Kim Song-ju, mes kemeret en doa anv Kim Il-sung evit enoriñ an den brudet-tre-se hag a stourmas a-enep da aloubidigezh Korea gant Japan.

Kentañ ministr e oa bet Kim Il-sung etre 1948 ha 1972 ha deuet da vezañ prezidant ar vro e 1972. Sekretour meur Strollad Labour Korea an hini e oa ivez. Hervez ar vonreizh eo lakaet da vezañ Prezidant peurbadel ar vro, goude e varv zoken.

Brudet eo evit bezañ ijinet ha diorroet an ideologiezh juche hag evit bezañ difennet groñs na vije adunvanet Korea. 

E vab Kim Jong-il a zo bet anvet da rener ar Republik war-lerc'h e varv.




#Article 250: Stalinouriezh (533 words)


Kentoc'h evit un ideologiezh politikel ez eo ar stalinouriezh an doare da lakaat e pleustr ar varksouriezh-leninouriezh bet diorroet gant Stalin d'ar mare ma oa e penn an Unaniezh Soviedel.

Abalamour da se e c'heller kompren neuze ez eo un termen a vez implijet dreist-holl gant ar re (komunourion pe get) n'emaint ket a-du gant ar varksouriezh-leninouriezh evit deskrivañ ar re a gred ne reas Stalin nemet chom feal d'al linenn bolitikel bet ijinet ha diorroet gant Marx ha Lenin. Un diforc'h a zo avat etre ar varksourion-leninourion a savas a-du gant politikerezh Mao Zedong diouzh un tu hag ar re a savas a-du gant hini Enver Hoxha goude an disparti politikel etre Republik Poblek Sina hag Albania hag a-wechoù e vez implijet an termen stalinourien evit ober dave d'an eil re.

Hervez ar stalinourion e oa Stalin gwir hêr Lenin hag e chomas feal d'al linenn bolitikel bet diorroet gantañ. Gant an drotskourion avat, a sav a-enep groñs d'ar stalinouriezh, e oa Trotski a hini a ranke degouezhout e penn ar Strollad Komunour goude marv Stalin. Enebiezh vras ez eus bet - hag ez eus c'hoazh - etre ar stalinourion hag an drotskourion diouzh un tu ha war-lerc'h etre ar stalinourion e-keñver an eurogomunouriezh hag an adwelouriezh.

E tezennoù pennañ ar stalinouriezh e kaver:

Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en Unaniezh Soviedel er bloavezhioù 1920 ha 1930. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an houarn hag ar glaou.

Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h.

Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an  meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en Unaniezh Soviedel evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al leninouriezh da gentañ ha war ar stalinouriezh war-lerc'h.

Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour Nikita C'hrouchtchov hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da distalinikaat ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.

Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an Unaniezh Soviedel dindan beli C'hrouchtchov o vont war hent an eurogomunouriezh hag o leuskel war lerc'h diazezennoù ar varksouriezh-leninouriezh.

Republik Poblek Sina avat a savas a-nep da bolitikerezh adwelour o kenderc'hel da zifenn ar varksouriezh-leninouriezh hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar vaoouriezh da ideologiezh ofisiel Sina e lec'h ar varksouriezh-leninouriezh-rik e savas Enver Hoxha a-enep dezhañ. Ur renad stalinour-rik e oa hini Albania neuze.




#Article 251: Diktatour (241 words)


Un diktatour zo un den e penn ur stad, o ren anezhi e unan, pe hogozig, en ur mod aotrouniek. Torgammet e vez gwirioù mab-den gantañ. An diktatouriezh a vez graet eus seurt renad politikel. 

Ar ger dictator - « an hini hag a gomz » hervez an etimologiezh - a veze implijet e Roma an Henamzer pa veze ur vagistraturenn dreist-ordinal, ma veze roet ar galloud a-bezh d'un den e-unan e-pad ur prantad. 

Evit renerien-bro eus ar maread modern (goude ar bloavezhioù 1930) e vez implijet ar ger-se evit ober anv eus ar pezh vefe bet un tirant gwechall e-pad amzer ar roueed hag an impalaerien (Loeiz XIV a Vro-C'hall ha Napoleone Buonaparte da skouer).

Dre vras e vez lavaret eo rener ur vro un diktatour pa vez gantañ ar galloud a-bezh, implijet en ur mod aotrouniek-tre. Kalz diktatourien a gemer penn o bro goude ur poutch (en Amerika Latin da skouer) pe goude ur brezel diabarzh (Francisco Franco e Bro-Spagn da skouer). Lod all memestra a zo bet dilennet en-demokratel, hag en em lakaet diktatourien goude (Adolf Hitler da skouer).

E-penn rejimoù hollveliour an  kantved (Alamagn nazi, URSS...) zo bet diktatourien a-leizh.

Plijout a ra d'an diktatourien reiñ ul lesanv sklokus dezho o-unan, evel impalaer, roue, komandour, tad, levier pe c'hoazh ar rener meur. Lesanvet Fürher e oa Hitler, tad bihan ar pobloù Stalin, il duce Mussolini, al levier meur Mao Zedong, el caudillo Franco ha diktatourien spagnolek all.




#Article 252: Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (336 words)


Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Сою́з Сове́тских Социалисти́ческих Респу́блик), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР e rusianeg), krouet e 1922, a zo ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Rusia impalaerel, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.

En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe dispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Rusia warlerc'hiadez an URSS.

Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e oa krouidigezh an URSS.

Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vije renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.
 

Un aozadur politikel hepken a oa aotreet; Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS hag hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gê ar Strollad.

Er bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, da derriñ an diskar-mañ dre politikerezh ar Perestroika (« Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (« Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e oa diflosket an impalaerezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.

War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :

Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.

Republikoù aet da get




#Article 253: Erich Honecker (545 words)


Erich Honecker (25 a viz Eost 1912 - 29 a viz Mae 1994) a oa anezhañ ur politikour komunour alaman bet e penn Republik Demokratel Alamagn (pe 'Alamagn ar Reter') etre 1971 ha 1989.  Goude ma oa bet adunvanet an Alamagn e tec'has betek an Unaniezh Soviedel met kaset e oa bet en-dro d'an Alamagn e-lec'h ma voe bac'het ha tamallet da vezañ kiriek da dreitouriezh ha torfedoù all kaset da-benn e-kerzh ar Brezel Yen. Laosket e voe da vont kuit eus an toull abalamour ma oa o vervel gant ar c'hrign-bev. Mervel a reas e Chile nebeut amzer war-lerc'h.

Ganet e oa bet Honecker e Neunkirchen er Saarland (Alamagn). Ezel ar Yaouankiz Komunour (Jugendverband) e oa abaoe 1926 o vont da ezel Strollad Komunour Alamagn (KPD) e 1929. Kaset e voe er bloaz-se da vMoskov evit studial e Skol Etrebroadel Lenin. Distreiñ a reas da Alamagn e 1931 ha harzhet eno gant an nazieed e 1935. Barnet e voe e 1937 da dek vloaz toull-bac'h evit bezañ komunour ha menel a reas en toull betek diwezh an Eil Brezel Bed.

Da diwezh ar brezel e krogas Honecker en-dro da lakaat e pleustr e gredennoù komunour dindan beli Sekretour Meur ar Strollad, Walter Ulbricht. E 1946 e oa Honecker etre izili gentañ Strollad Unvaniezh Sokialour Alamagn (SED), ennañ ar Strollad Komunour (KPD) hag ar sokial-demokratourion eus reter Alamagn. Goude ma eas ar maout gante er vouezhiadeg bet dalc'het e 1946 e teuas Honecker da vezañ dileuriad er breujoù ar vro. Ne badas ket gwall bell, neoazh, rak disklêriet e voe Republik Demokratel Alamagn d'ar 7 a viz Here 1949 en takad aloubet gant an Unaniezh Soviedel, gantañ ur vonreizh nevez. Er sistem nevez-se, damheñvel ouzh hini e pleustr en Unaniezh Soviedel, e oa anezhañ ezel-kannad Sekretouriad ar Poellgor Kreiz e 1950 o vont da ezel-leun e 1958.

E 1961 e voe lakaet Honecker e-karg eus ar voger a oa da vezañ savet e Berlin o troc'hañ ar Republik Demokratel er reter diouzh ar Republik Kevreadel er c'hornôg. Soutenet gant an Unaniezh Soviedel e teuas a-benn da vezañ lakaat e penn ar Strollad Komunour e-lec'h Walter Ulbricht hag e 1976 e voe anvet Kadoriad Kuzul ar Stad (Staatsratsvorsitzender). 

Daoust d'ar strivoù bet graet gant Mikhail Gorbatchev evit digeriñ ar renad komunour en Unaniezh Soviedel goude 1985, e kendalc'he Honecker da chom feal ouzh al linenn bolitikel a-gent en ur nac'hañ adwelet ar renad. Met muioc'h mui a vroioù er Bloc'had Soviedel a grogas da sevel a-du gant politikerezh Gorbatchev ha pouezet e voe war Honecker d'ober kemend-all ivez. Dre ma kendalc'he da vont war an hent-se e voe rediet Honecker da reiñ e dilez gant izili ar Burev Politikel d'an 18 a viz Here 1989 o lakaat Egon Krenz en e blas.

Goude ma voe bet dismantret Republik Demokratel Alamagn ez-ofisiel e chomas Honecker en ur c'hlañvdi soviedel nepell diouzh Berlin a-raok tec'hel kuit da vMoskov. Kaset e oa bet en-dro da Alamagn e 1992 pa'z eas an Unaniezh Soviedel da get. 

Barnet e oa bet e 1993 met leusket e oa bet da vont kuit abalamour ma oa klañv. Mont a reas da Chile da chom ha mervel a reas gant ar c'hrign-bev en harlu e Santiago de Chile nebeudig war-lerc'h e miz Mae 1994.




#Article 254: Tuad an Arme Ruz (1473 words)


Tuad an Arme Ruz (en alamaneg: Rote Armee Fraktion; RAF), anavezet alies gant an dud dre an anv bet roet gant ar c'helaouennoù ar Strollad Baader-Meinhof, a oa anezhañ strollad pe luskad kleizour pennañ oc'h ober gant ar feulster e Alamagn goude an Eil Brezel Bed. Oberiant e oa etre ar bloavezhioù 1970 ha 1998 hag int deuet da vezañ ur gudenn vras evit ar vro en diskar-amzer e 1977 dreist-holl. Lazhet e oa bet meur a den a-bouez gante en un 20 vloaz bennaket.

Savet e oa ar strollad er penn kentañ diwar luskadoù ar studierion en Alamagn er bloavezhioù 1960. Pa teuas Mohammed Reza Pahlavi, Shah Iran, da weladenniñ Berlin ar Reter ez-ofisiel d'an 2 a viz Mezheven 1967 e troas al luskad studierion da daol-strap. Da heul ar manifestadegoù en o fenn Iraniz en harlu harpet gant ar studierion alaman ez eas ar Chah d'an opera. Da geñver-se e varvas ur studier alaman, Benno Ohnesorg e anv, pa oe tennet warnañ gant polis Alamagn ar Reter.

Abalamour da se hag ivez d'ar stourm a-enep d'ar brezel e Viêt Nam ec'h en em gavas Thorwald Proll, Horst Söhnlein, Gudrun Ensslin hag Andreas Baader evit ar wech kentañ. Divizout o doa graet neuze lakaat an tan e-barzh ur re stalioù bras en Alamagn. Da vare o barnedigezh goude bezañ harzhet e 1968 e savas ar gelaouennerez Ulrike Meinhof un nebeut pennadoù pozitivel diwar o fenn evit ar gazetenn bolitikel Konkret. 

Aet e oa Baader hag Ensslin da guzh goude o barnedizgezh, met adtapet e oa bet Baader e miz Ebrel 1970. D'ar 14 a viz Mae 1970 e tec'has kuit diouzh an toull-bac'h dre un taol feulster. Da c'houde ez eas Baader, Ensslin, Mahler ha Meinhof d'ar Reter Kreiz evit tapout un tamm stummadur milourel.

O tont en-dro d'an Alamagn e voe kroget gante ar stourm a-enep d'an impalaerouriezh hag ouzhpenn lakaat an tan e-barzh lec'hioù milourel ar Stadoù Unanet staliet en Alamagn ha komiserdioù e voe laeret en tiez-bank dre feulster evit dastum an arc'hant o deveze ezhomm dioutañ. 

D'ar mare-se e voe embannet un disklêriadur bet savet gant Meinhof e-lec'h ma veze implijet evit ar wech kentañ an anv RAF (Tuad an Arme Ruz) hag arouez ar steredenn ruz enni ur vindrailherezig. Tapet e oa bet Baader, Ensslin, Meinhof, Holger Meins ha Jan-Carl Raspe e 1972 goude meur a viz a strivoù taer o klask war o lerc'h.

Bac'het e oa bet bep izel eus an Tuad war e-benn e-unan, didroc'het diouzh ar re hag ivez diouzh ar brizonidi all. Kavet e voe an tu gant Ensslin avat da gas lizhiri kenetreze oc'h implijout anvioù faos evit pep hini. Evel-se o doa gellet kas da benn ur re stourmadoù nac'hañ-debriñ a-unvan. Rediet e oant bet da debriñ bewech, met a-benn ar fin e varvas Meins d'an 9 a viz Du 1974].

War o lerc'h a vat e teuas an eil rummad a stourmerion nevez hep liamm eeun ebet gant ar brizonidi. Gante e oa bet skrapet e 1975 Peter Lorenz, danvez-maer evit Berlin hag ezel eus strollad Unvaniezh Kristen-Demkratel Alamagn (CDU) ha rediet e oa bet ar gouarnamant da leukskel da vont ar prizoniad Lorenz en eskemm. 

Kregiñ a reas ar Proses Stammheim d'ar 21 a viz Mae 1975 evit barn Baader, Ensslin, Meinhof ha Raspe began. Marteze a-walc'h e oa anezhi barnedigezh polemikoc'h e istor an Alamagn, rak Breujoù ar vro (ar Bundestag) en doa cheñchet al lezennoù evit ma ne vefe ket posupl d'un toullad alvokaded reiñ difenn an damallidi o vezañ ma oant bet tamallet int-i d'o zro ivez da vezañ bet implijet evit ma c'hellfe ar brizonidi kenderc'hel da gaout liammoù kenetreze keit ma ma oant en toull.

D'an 9 a viz Mae 1976 e voe kavet Ulrike Meinhof marv en he c'hellig, mouget gant ur serviedenn. Hervez an enklask ofisiel he doa en em lazhet, met meur a hini n'hen gred ket.

Kenderc'hel a rae an taolioù-feulster a-hed ar prosez ha lazhet e oa bet zoken Prokulor ar Republik Siegfried Buback hag e vlenier gant daou ezel eus ar RAF e 1977.

A-benn ar fin ec'h echuas ar prosez d'an 28 a viz Ebrel 1977 goude 192 devezh ha barnet e voe an tri damallad a chome bev da vezañ bac'het betek fin o buhez goude bezañ disklêriet kablus da veur a vuntr, meur a vuntr c'hwitet ha da vezañ krouet un aozadur sponterezh.

Skrapet ha drouklazhet e oa bet Jürgen Ponto Penn Ti-bank Dresdner e miz Mezheven 1977 dirak e di. Kiriek e oa Brigitte Mohnhaupt, Christian Klar ha Susanne Albrecht, merc'h-bihan Ponto.

Skrapet e voe ivez e miz Gwengolo 1977 Hans-Martin Schleyer, bet un ofiser en SS ha d'ar c'houlz-se Prezidant kevredigezh Implijerion Alamagn ar C'hornôg. Lazhet e oa bet en un taol tri archer a yae da heul gwetur Schleyer hag e vlenier gant pemp ezel eus ar RAF.

Da heul e voe resevet ul lizher gant ar Gouarnamant o c'houlenn groñs e vefe leusket da vont 11 den a oa en toull, en o zouez ar re bet barnet e Stammheim. Ar c'hañseller, Helmut Schmidt, a divizas chom hep plegañ dezhe hag a klaske gounit amzer evit diskoulmañ an afer. War an taol e oa bet difennet groñs kavout darempred etre an damallidi ha difennet e oa bet dezhe bezañ gweladennet nemet e vefe gant tud ar gouarnamant pe veleien an toull-bac'h.

Padout ouzhpenn miz a rae an afer keit ha ma vefe klasket an dorfedourion gant ar polis. Ha neuze ez eas an traoù kalz war washaat e-kreiz miz Here pa voe skrapet ur c'harr-nij sañset da vont eus Palma de Mallorca da Frankfurt gant ur strollad ennañ pevar arabat. Pa degouezhas ar c'harr-nij e Roma e voe disklêriet gant penn ar skraperion ar memes tra a oa bet goulennet gant ar re o doa bet skrapet Schleyer, ouzhpenn leuskel da vont daou brizoniad palestinat bac'het e Turkia hag ivez 15 milion a dollaroù.

Gant Bonn voe divizet chom hep kilañ ha kenderc'hel a reas ar c'harr-nij da vont gant e hent betek Oman e lec'h ma voe lazhet ar c'habiten. Loc'hañ a reas ar c'harr-nij adarre war-du Muqdisho, kêrbenn Somalia. D'an 18 a viz Here e voe saveteet an dud skrapet a-drugarez d'un arsailhadenn kaset da-benn gant begennoù gwarded an Alamagn, o lazhañ tri skraper diwar ar pevar a gemeras perzh en taol. 

Daoust da vec'h an arsailhadenn e doa bet hounnezh efedoù grevus-tre evit izili ar RAF a vane c'hoazh en toull, rak goude selaou ar c'heleier ouzh ar skingomz e oa bet kavet marv en e bep e gell Baader, bet tennet warnañ gant ur bistolenn, hag Ensslin, bet mouget. Mervel a reas ivez Raspe en antronoz en ospital. Gloazet e oa bet Irmgard Möller ha leusket e voe da vont kuit eus an toull-bac'h e 1994. Ur wech all e voe disklêriet e oant en em lazhet ar vac'hidi, met diaes eo krediñ pa soñjer pegen dibosupl e vije bet ma vije tapet ur bistolenn e mod pe vod gant Baader.

An deiz war-lerc'h, d'an 19 a viz Here 1977 e tisklêrias skraperion Schleyer e oa bet lazhet gante.

E deroù ar bloavezhioù 1980 e voe krouet liammoù etre izili nevez deuet da RAF hag ar strollad gall Action Directe. Met goude ma voe skarzhet ar gomunouriezh diouzh an ez-Unaniezh Soviedel ne vanas nemet re RAF ken da geñver ar bloavezhioù 1990.

Betek ar bloavezhioù 1990 e kendalc'has RAF da gas da benn taolioù feulster. Da skouer : muntr ar greantour meur, Ernst Zimmermann; an taol bombezenn a-enep da aerborzh milourel ar Stadoù Unanet tost da Frankfurt ha tri den lazhet; marv Karl-Heinz Beckurts lazhet gant ur vombezenn bet lakaet en e garr-tan; marv Gerold von Braunmühl, unan eus kargidi veur Ministr alaman an Aferioù Diavaez, lazhet gant un taol pistolenn. 

Tamallet eo bet RAF da vezañ kaset da benn meur a daol all, da skouer muntr Alfred Herrhausen, met n'eo ket diskwelet e oant-i kiriek e gwirionez. 

Goude Adunvanidigezh an Alamagn e voe dizoloet e oa bet roet arc'hant ha harp all da RAF gant servijoù kuzh Republik Demokratel Alamagn. Gant Alamagn ar Reter e oa bet kuzhet izili RAF ha neuze e c'hellfent bezañ adkavet ha barnet.

An oberiadenn diwezhañ a-enep da RAF kaset da benn e 1993 a echuas gant harzhadenn Birgit Hogefeld ha marv Wolfgang Grams. Ez-ofisiel en em lazhas Grams, met lod a gred e voe lazhet evit dialañ Rüdiger Newrzella, un archer a varvas en afer-se.

E 1992 e tisklêrias RAF e oa bet divizet gante izelaat live ar feulster o chom hep kas da benn taolioù a-enep d'an dud. Degouezhout a raes an taol diwezhañ e 1993 pa voe tarzhet un toull-bac'h nevez-savet e Weiterstadt. 

D'an 20 a viz Ebrel 1998, Reuters a resevas ur belleilenn, 8 pajennad enni, o tisklêrian e oa bet divodet ar strollad da vat.




#Article 255: Ar roue Ubu (516 words)


Ar roue Ubu (Ubu Roi e galleg) zo ur pezh-c'hoari bet skrivet gant Alfred Jarry (1873-1907). C'hoariet e voe Ubu Roi evit ar wech kentañ er bloavezh 1896. Abaoe eo bet troet e meur a yezh, hag e brezhoneg nevez zo, gant Goulc'han Kervella eus Strollad ar Vro Bagan.

Kroget e oa bet e-pad ma oa Jarry er skol e Roazhon. An Tad Ubu a oa Monsieur Hébert, ur c'helenner war ar fizik hag a veze goapaet gant al liseaned el lise Zola. Degemeret fall e oa bet Ubu Roi pa oa bet embannet ha c'hoariet, mes goude eo deuet Ubu da vezañ un dudenn hollvedel. Gwir eo e oa un diktatour, a-raok ma oa deuet mod ar renadoù hollveliour. Daou bezh all zo bet skrivet gant Jarry e gloar Ubu, Ubu Cocu hag Ubu Enchaîné.

Bountet eo an tad Ubu gant e wreg ar vamm Ubu da uhelaat er bed. Drouklazhañ a ra roue Polonia ha dont da vezañ roue en e lec'h. Ur roue laer ha avius, aonik ha gros, skouer ar waskourien, e teu da vezañ. Kabestret eo pep frankiz en e vro, gwasket ar bobl ; diskleriañ a ra ar brezel da Rusia... 

Tro-dro 1888-1889 eo bet skrivet Ar Roue Ubu.
Er c'hentañ klas e oa neuze ar skrivagner. Lisead labourus pemzek bloaz, c'hoant gantañ, evel lod eus e gamaladed klas, farsal diwar-benn o c'helenner fizik..
Ur wezh lennet Ar Roue Ubu, eo anat eo bet heñchet ar skrivagner gant kenseurted all. Pouezus eo gouzout ; a-raok ma skrivfe al levr e oa nevez-flamm marv Viktor Hugo, Emile Zola, Maupassant... Verlaine ha Rimbaud a zae d'an anaon. Nevez ganet eo Apollinaire eus e zu.
Abadenn Dreyfus, lezenn Jules Ferry, an Tour-Eifel, ar c'harr-tan... Pep-tra zo ijinet ha savet nevez zo !
Birviñ a ra ar vuhez d'ar mare-se, ha d'ar mare-se e voe skrivet Ar Roue Ubu.

Ijinañ a ra gerioù ha troioù-lavar o tistreiñ alies en e levr. Evit kemer un nebeut anezho ; Kaoc'h Kri, Dre va c'hantol gwer, Kornjidouilh, Niskouarn, Czar, Boufred, an Aotrou Duk...
Gerioù 'zo zo adimplijet e skridoù all Alfred.  Implijet e vez ivez kalz a c'herioù groñs all, anavezetoc'h ha klaseloc'h.
Levezonet eo bet gant ur bern skrivagnerien all (gwelet e vez kalz a zamgerioù warno). Adkavet e vez da skouer Aragon (lec'h resis ma tremen Le Cid, Corneille, ha Ruy Blas, V. Hugo), pe to be or not to be evit Hamlet...
C'hoarzet e vez ivez diwar-benn ar c'hoariva skrijus (pe dragediezh) pa varv roue Polonia (ar roue Vanceslas).

Ur freuz bras a voe e Pariz d'an 10 a viz mae 1896 pa voe displeget ar pezh evit ar wech kentañ. Ur pezh dispac'hel oa, disheñvel-krenn diouzh pep pezh a oa bet skrivet en e raok. Pismigañ a ra ar galloud, ar brezel, ar relijion... Evelse ez eo chomet Ar roue Ubu ur pezh-c'hoari eus an amzer a-vremañ.

E 2007 ha 2008 eo c'hoariet Ar roue Ubu e brezhoneg gant Strollad ar Vro Bagan.

Setu an arvest kentañ, lakaet e brezhoneg, ispisial evit ar Wikipedia-mañ (disheñvel e c'hall bezañ skrid Strollad ar Vro Bagan):




#Article 256: Stoikegezh (263 words)


An stoikegezh, pe stoikouriezh , a zo ur skol a brederouriezh ganet en Henamzer ha krouet gant Zeno eus Kition. Unan eus ar prederouriezhoù pennañ an Henamzer gresian eo ouzhpenn an epikuriegezh hag an amgredoniezh. Embann a ra ur preder hollpboellour a oa bet boulc'het gant prederourien all evel Heraklitos (hemañ o komz eus ul logos hollvedel), evel ar c'hunourien (pa oa bet Zeno eus Kition stummet gant ur prederour kunour) hag evel Aristoteles (diwar un nebeud eus e vennozhioù).
Dre vras e kelenn ar Stoikianed eo ret bevañ a-unan koulz gant an natur hag ar poell evit tizhout ar furnez hag an eürusted.

Dont a ra an termen eus al lavarenn c'hresian Stoa poikile hag e oa an dra-mañ ur porched en Agora (ar blasenn foran vras e Aten) e-lec'h ma keje ha kelenne ar Stoikianed. Ur ster boutin a vez roet d'ar stoikegezh pa ne dalvez nemet evit ar vuhezegezh a ya ganti : ar varregezh evit chom diseblant d'ar pistig ha ar galonegezh e-tal diaesterioù bras.

Ne chom nemet bruzunoù eus skridoù ar Stoikianed gentañ evel Zeno eus Kition (344-262 kent Jezuz-Krist) ha Kleanthos. Chom a ra oberennoù hir a-walc'h savet gant Seneka, Epiktetos ha Markus Aorelianus. Gant Kikero eo deuet heklev an daelioù a vage prederourien ar bed hellenistel. Enebourien ar stoikegezh, Ploutarchos ha Sextus Empirikus o-deus treuskaset un nebeut mennozhioù ar preder-se.
Ar pezh a anavezomp war o c'helennoù war ar poellad, ar fizik hag ar vuhezegezh a ziskouez e oant tud dibar a spered uhel ha o-deus bet ul levezon war istor ar C'hornôg betek hon amzer.




#Article 257: Henamzer (213 words)


An Henamzer a zo ur prantad eus an Istor evel m'eo c'hoarvezet en Europa ar C'hornôg dreist-holl. E-doug ar mare-se a ya eus deroù ar sevenadurioù bras e Mezopotamia (war-dro 7000 kent Jezuz-Krist) betek diwezh Impalaeriezh Roma e 476 goude Jezuz-Krist e vez gwelet diorridigezh ar sevenadurioù gresian ha roman hag ivez hini ar relijionoù bras diwanet er Reter-nesañ (yuzevegezh ha kristeniezh).

War-dro ar bloaz 8000 kent JK e krog an dud da labourat an douar er c'h-Kresk Strujus.
Gant an dreistad boued a zegasas gounezerezh an douar e kreskas ar boblañs hag e voe ijinet a bep seurt micherioù a denne d'an artizanerezh ha pergen d'ar vetalouriezh : hini an arem, an houarn hag an dir, a feur ma voe gouestoc'h-gouestañ an dud da sevel fornioù uheloc'h-uhelañ ar wrez a c'hellent tizhout, a-benn teuziñ ar metaloù.

Evelkent ez eo gant ijinadenn ar Skritur an hini eo e komzer eus penn-kentañ an Henamzer. Aes eo kompren ez eo deuet betek ennomp kalz muioc'h a vunudoù diwar-benn ar sevenadurezhioù o doa ur skritur eget gant ar re a oa a-raok. Dre-se e vez renkennet ar sevenadurezhioù o devoe ur Skritur e-barzh an Istor rik, hag ar re a oa en a-raok er Ragistor.

Meur a sevenadurezh a vez renkennet e prantad an Henamzer :




#Article 258: Meurvor Atlantel (114 words)


Unan eus meurvorioù ar blanedenn Douar eo ar Meurvor Atlantel, er reter da gevandir Amerika, hag er c'hornôg da Europa hag Afrika, hag an eil brasañ eo ivez. Goleiñ a ra tost d'ur bemvedenn (1/5) eus gorread ar blanedenn.

E Norzh ar Meurvor Atlantel e kaver Meurvor Arktika, hag er Su Meurvor ar Su.

Dont a ra e anv eus hini Atlas, a oa un Titan e mojennoù Hellaz kozh. Talvezout a ra kement ha Mor Atlas eta. Koshañ meneg anezhañ a gaver en Istorioù Herodotos war-dro 450 kent JK.

Evit al ledanded a ya eus 2 848 kilometrad etre Brazil ha Liberia da ur 4 830 kilometrad etre SUA hag Afrika an Hanternoz.




#Article 259: Doueed an Olimpos (516 words)


Hervez mojennoù Hellaz kozh e vije bet daouzek doue olimpat (pe Daouzek Doue an Olimpos) o chom en ur vro veneziek ha dreist-diraez. Hervez lod e oa ar vro-se hini ar Menez Olimpos, menez uhelañ Bro-C'hres.
Hervez ar c'hontadennoù hag ar barzhonegoù e seblante an doueed veur bevañ evel ur familh, ha chabouz etrezo alies. Ha koulskoude o doa galloudoù bras-tre, galloud da ren nerzhioù bras an Douar hag an Neñv, galloud da cheñch an traoù hag an darvoudoù, galloud an hud ivez.

Hervez an hengoun ne oa nemet daouzek doue olimpat, c'hwec'h doue, ha c'hwec'h doueez. 
Meur a gemm zo bet el listenn-se hag en niver avat, hervez ar marevezhioù. 

Honnezh eo doueez ar garantez, ar c'hoant-paotr hag ar c'hoant-plac'h, ha hini ar gened. Gouez da Hesiodos e oa ganet diwar sper Ouranos taolet er mor : alies e vez diskouezet o sevel e-maez eus an dour. Kiprenez eo hec'h annez. Alies e vez he mab Eros ganti. Dimezet eo da Hefaistos, met re e kar ar garantez evit bout feal, ha karet he deus Ares, Adonis, ha meur a hini all.

 Da c'houzout hiroc'h lenn ar pennad Afrodite.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Apollon.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Ares.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Artemis.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Athena.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Demeter.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Dionysos.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Hades.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Hefaistos.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Hera.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Hermes.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Hestia.

Breur eo da Zeus ha da Hades. Doue ar mor hag ar c'horventennoù eo. Gantañ eo bet krouet ar c'hezeg, ha desket en deus d'an dud mont war varc'h. Bec'h zo bet etre Atena hag eñ da c'houzout piv anezho a vije doue-mestr war gêr Aten. Aet ar maout gant an doueez peogwir he devoa kinniget d'an dud ur barr olivez, arouez ar peoc'h. E arouez-eñ eo an tridant.

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Poseidon.

Zeus, mab da gKronos ha da Rea eo mestr an doueed, an tan-taran hag an aigis eo binvioù e c'halloud, aozet evitañ gant ar Gikloped. Ur merc'hetaer touet eo, hag ur ribitailh bugale en deus e pep tu. An erer eo e arouez. 

 Da c'houzout hiroc'h lennit ar pennad diwar-benn Zeus.

Divarvel e oa an doueed olimpat. Met hervez tud Hellaz kozh ne oa ket ur perzh peurbadel peogwir e oa ret dezho evañ ul likor ispisial, difennet d'ar vevien all, an ambrozi. Un doare all a veze : bezañ soubet e dour ar stêr Styks, stêr an Ifern, met ne voe ket ken efedus-se gant Akilles. 
Evañ a raent ivez an nektar, lipousañ evaj a c'hellje bezañ. A-hend-all, pa ne ouient ket petra ober, e tiskennent war an douar da sevel o fri, da sikour den pe zen, d'ober troioù kamm da re all, ha da verc'heta pe da baotreta. Evel-se eo e voe ganet tud hanter zoueed, evel Herakles.




#Article 260: Action Directe (320 words)


Action Directe a oa anezhañ ur strollad kleizour kiriek da vezañ kaset da benn un heuliad taolioù feuls, muntroù en o zouez, e Bro-C'hall er bloavezhioù 1980.

Krouet e oa bet Action Directe e 1977 dre unvaniñ daou strollad kleizour-pellañ anvet Groupes d'Action Révolutionnaire Internationalistes (GARI) ha Noyaux Armés pour l'Autonomie Populaire (NAPAP). E 1979 e teuas da vezañ un aozadur brezelig-kêr o kas da benn taolioù feulster a-enep d'an impalaerouriezh hag o tifenn interestoù ar proletariad. 

Berzet e oa bet ar strollad ez-ofisiel gant ar gouarnamant gall e 1982. 

E 1984 e voe savet ur c'henemglev etre Action Directe ha Tuad an Arme Ruz en Alamagn.

En holl, Action Directe a gasas da benn ur hanter-kant bennaket a daolioù feuls, en o zouez un arsailhadenn gant ur vindrailherez e sez Kreizenn vroadel ar batromed c'hall (Centre national du patronat français) d'ar 1 a viz Mae 1979 ha taolioù all a-enep da savadurioù ar gouarnamant gall, d'an arme, da Stad Israel hag a-enep d'ar greanterezh a sav hag a werzh armoù.

Laeret eo bet gante ivez, anvet gante oberiadennoù evit restaolañ d'ar proletariad, muntroù, bet lazhet gante da skouer an ijinour a werzhe armoù, René Audran e 1985 ha Georges Besse e 1986, bet e penn Renault.

Harzet e voe izili pennañ Action Directe Jean-Marc Rouillan, Nathalie Ménigon, Joëlle Aubron ha Georges Cipriani d'ar 21 a viz C'hwevrer 1987 ha kaset d'an toull war-lerc'h, barnet da venel eno betek fin o buhez. Harzet e oa bet dija Régis Schleicher e 1984. Leusket e voe Joëlle Aubron da zont e-maez e 2004 abalamour d'he c'hudennoù yec'hed. Marvet eo homañ diwar grign-bev ar skevent d'ar 1 a viz Meurzh 2006.

Bez' ez eus c'hoazh tud hag a stourm evit ma vefe leusket da zont e-maez eus an toull-bac'h izili Action Directe a chom eno c'hoazh. Hoel Mahe a skrivas ur pennad a-zivout ar strollad-se e kentañ niverenn Nidiad e miz Genver 2010.




#Article 261: Lizherenneg c'hresianek (195 words)


Al lizherenneg implijet evit skrivañ ar gresianeg zo bet ijinet tro-dro an . Hiziv e vez implijet atav evit skrivañ ar gresianeg modern, ha gant skiantoù evel ar matematik pe ar steredoniezh.

Araozañ e veze graet gant ur silabenneg anvet al linear B.

Deveret e vije bet eus un adstumm eus al lizherenneg semitek, bet degaset da C'hres gant marc'hadourion fenikian. N'eo ket boas al lizherenneg semitek da notenniñ ar vogalennoù, ar pezh zo ezhomm evit ar gresianeg evel evit an holl yezhoù indezeuropek. Azasaet eo bet al lizherenneg evit skrivañ ar gresianeg evel m'eo dleet. Evit se ez eus bet amprestet un nebeud arouezennoù fenikian diezhomm e gresianeg evit skrivañ ar vogalennoù. Diwar ar soñj-se eo bet aesaet kalz an treuzskrivañ ar yezhoù europat da-c'houde.

Setu taolenn al lizherenneg, gant distagadur al lizherennoù e henc'hresianeg hag e gresianeg a-vremañ. Implijet eo bet ar sistem SAMPA (etre //), hag an API ouzhpenn (etre []), m'emaint disheñvel.

Lamet eo bet kuit al lizherennoù Fau, San, Qoppa ha Sampi eus al lizherenneg a-raok mare ar gresianeg klasel. Pa ne oa ket eus al lizherennoù bihan pa oant c'hoazh en implij, n'eus ket bet savet lizherennoù bihan evite.




#Article 262: Herman Melville (387 words)


Herman Melville (1añ a viz Eost 1819-28 a viz Gwengolo 1891 e New York) a zo bet ur romantour, saver arnodskridoù ha barzh amerikan, gwelet evel unan eus ar skrivagnerien amerikan pennañ. Brudet e oa e-doug kentañ lodenn e vuhez lennegel, met disoñjet e oa bet e anv en diwezh ha goude e varv. E bennoberenn, Moby Dick, a zo bet addiskoachet e penn kentañ an .

Ganet e oa bet Herman Melville e kêr New-York ha desavet e voe eno ivez. Ur beajour e oa e dad, ur c'henwerzher etrebroadel hag alies e klevas digantañ danevelloù e droiadoù leun a wagennoù divent, a venezioù uhel-tre, a wernioù krommet gant an avel, a vorioù rust hag a zeskrivadurioù porzhioù evel re an Havr-Nevez pe Liverpool.
Pa oa 12 vloaz e varvas e dad goude graet freuz-stal gantañ hag e rankas ar familh (8 breur ha c'hoar en doa Herman Melville) mont da chom da gêriadenn Lansingburg, pelloc'h, war ribl ar stêr Hudson. Eno e rankas ar c'hrennard gounit e vara koulz ha mont da skol Albany, kêr-benn stad New York. Evel un Yannig e vil vicher e teuas da vezañ tro-ha-tro mevel war ar maez, implijad en un ti-bank, martolod war ul lestr-karg ha skolaer. E 1841 e oa degemeret evit bezañ martolod war al lestr-balumeta Acushnet. E 1842 e kuitaas al lestr en Inizi Marquesas hag goude ur prantad hir ez eas da Dahiti hag da inizi Hawaii. Eno en em ouestlas er morlu amerikan, met goude bezañ distroet d'ar Stadoù-Unanet e oe divartolodet (Here 1843). E 1847 e timezas Melville ha goude ur veaj en Europa en em stalias e kêr Pittsfield, Massachusetts, e skeud menezioù ar Bershires. Eno e kavas an awen evit kregiñ gant ur mell oberenn, Moby Dick, ur romant hag a zo kaoz ennañ eus ar balumeta p'en doa graet ar vicher-se 10 vloaz en a-raok. Siwazh ne reas ket berzh al levr, nag an eil, nag an trede kennebeut. Istimet gwelloc'h e voe e zanevelloù embannet a dammoù er c'helaouennoù. Implij a rae e skiant-prenet e bourzh al listri hag e tiskoueze en e skridoù listri o verdeiñ da vare Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet pe a-hed ar Mississippi, pe etrezek an Inizi Galápagos.

Herman Merville ha Mark Twain e voe ar skrivagnerien gentañ o skrivañ saozneg e mod amerikanek.




#Article 263: Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du (562 words)


An Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du (e gresianeg Επαναστατική Οργάνωση 17 Νοέμβρη) a oa anezhañ ur strollad marksour  a gasas da benn taolioù feuls e Gres. Gant gouarnamant ar Stadoù Unanet eo bet lakaet war o renabl sponterion.

Anv ar strollad a glot gant an deiziad ma savas studerion Skol-Veur Boliteknikel Aten a-enep d’ar renad milourel pa voe lazhet daou studier. Soutenet e veze ar renad milourel gant ar Stadoù Unanet evit mirout d’ar gomunourion hag abalamour da se eo bet interesoù ar Stadoù Unanet palioù pennañ ar strollad

Ar strollad, anavezet ivez evel ‘’N17’’ diwar e anv e gresianeg, a zo kiriek da vezañ kaset da benn taolioù feuster abaoe  1975. Betek 2002 avat ne oa bet na dizoloet na harzet ezel ebet eus ar strollad.
An taol kentañ a deuas e  miz Kerzu 1975 pa voe lazhet gant ar strollad penn ar CIA e Aten. Er penn kentañ e veze lakaet gante da bal kargidi amarikan pe gresian, war war ledanaat a ae o falioù, o kas da benn taolioù a-enep da Unvaniezh Europa er bloavezhioù 80 e 90.

Fellout a rae d’ar strollad skarzhañ arme ar Stadoù Unanet diouzh ar vro, lakaat fin da aloubidigezh milourel Kiprenez gant Turkia hag ivez troc’hañ al liammoù etre Gres hag  Unvaniezh Europa hag ar Broadoù Unanet.

E 2000 e voe lazhet gant ar strollad un den a laboure evit Ministrerezh Difenn ar Rouantelezh Unanet, Stephen Saunders e anv. 

E 2002 e teuas a-benn ar polis da dapout Savvas Xiros. Dre c’houlennata anezhañ e oa bet tu da dizoloiñ da di implijet evit kuzhet izili ar strollad hag ivez c’hwec’h den all sañset da vezañ izili an Aozadur. Un den 58 vloaz, Alexandros Giotopoulos, a voe anvet evel penn ar strollad hag harzet e voe war enezenn Lipsi. Nebeut amzer war-lerc’h e voe anvet Dimitris Koufodinas evel penn oberiadennoù ar strollad hag en em rentañ a reas. En holl e voe tamallet 19 den da vezañ kiriek da 2,500 torfed bet kaset da benn e anv an Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du.

Kregiñ a reas proses an damallidi e Aten d’an 3 a viz Meurzh 2003. D’an 8 a viz Kerzu e oa bet kavet kablus 15 den dioute, en o zouez Giotopoulos ha Koufodinas. Didamallet e oa bet  pevar den all dre diouer a brouennoù. Bac’het e oa bet Giotopoulous  betek fin e vuhez 21 ha Koufodinas 13 gwech..

Gant alvokaded an damallidi hag ivez gant ur re stolladoù evit difenn gwirioù mab-denn e voe pouezet war ar fed ma oa bet kaset da benn ar proses un un doare direizh-kenañ en ul lêz-varn ispisial, serr he dorojoù ha difennet ma vefe enrollet ha skignet gant ar skinwel. Meur a hini e-touez an damallidi, en o zouez Alexandros Giotopoulos, a nac’has betek penn bezañ kemeret perzh en taolioù. Hervez Giotopoulos e oa anezhañ gouzañver un taol politikel evit diskwel e oa bet tapet penn ar strollad. Dimitris Koufondinas duiouzh e du, avat, a anzavas e oa kirikiek ez-politikel da holl oberiadennoù ar strollad. Gantañ e voe deskrivet un aozadur e-lec’h ma veze kemeret an divizoù dre daputal etreze an izili kentoc’h evit dre urzhioù ur rener bennaket.

D’ar 17 a viz Gwengolo 2004 e voe kroget ur stourmad gant ar vac’hidi o nac’hañ debriñ a-benn lakaet da c’hoût pegen kriz eo o buhez en toull, didroc’het diouzh ar brizonidi all.




#Article 264: GRAPO (190 words)


GRAPO a zo teskanv ar strollad Grupos de Resistencia Antifascista Primero de Octubre e spagnoleg, da lâret eo Strolladoù Resistañs Enepfaskour 1añ a viz Here. Lodenn vilourel Strollad Komunour Spagn (adsavet) pe PCE (r) eo ar GRAPO.

Krouet e oa bet e 1975 evit skarzhañ arme ar Stadoù Unanet diouzh Spagn hag evit lakaat ur renad marksour-leninour e plas ar renad faskour er vro. 

Ne oa ket gwall uhel an niver a dud a savas a-du gant ar strollad-mañ, kalz nebeutoc'h da skouer e-keñver ar souten a veze roet da ETA gant ul lodenn vras eus ar bobl euskarat er mare-se. 

Hervez ar polis e vefe damheñvel framm diabarzh ar strollad ouzh hini ur skarenn. 

Gant ar GRAPO ez eo bet graet laeroñsi e tiez-bank, lazhet tud ha lakaet bombezennoù da darzhañ e savadurioù o tennañ d’ar gouarnamant ha da embregerezhioù meur. En holl ez eus bet lazhet 90 a dud gant an aozadur. 

A-drugarez da strivoù ar polis e Spagn o kenlabourat a-wechoù ivez gant hini Frañs eur bet deuet a-benn da dapout ha da herzel meur a ezel eus ar strollad, en o zouez meur a rener ivez.




#Article 265: Gres (bro) (262 words)


Gres, pe c'hoazh Hellaz (gregach: 'Ελλάς, Hellás  Ελλάδα; gresianeg a-vremañ: Elládha ) a zo ur riez e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo Republik Hellenek (e gresianeg: Ελληνική Δημοκρατία Ellīnikī́ Dīmokratía, ). E penn ledenez ar Balkanioù emañ-hi. E tu an norzh he deus harzoù douarel gant Bulgaria, Makedonia an Norzh hag Albania, ha gant Turkia e tu ar reter. En em ledañ a ra Mor Egaios a-hed aodoù ar reter hag ar Mor Kreizdouar a-hed aodoù ar gevred p'emañ Mor Ionia er mervent hag er c'hornôg. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a enezeg, a vez kavet er c'hornôg hag er reter.
     
Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 vloaz kent Jezuz-Krist betek 200 vloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'he deus bet ul levezon don ken e Europa, ken en Azia hag en Afrika ivez. 

Dont a ra an anv brezhonek Gres dre ar galleg eus al latin Graecia, savet, d'e dro, diwar anv Γραίκος (Graikos), mab Thessalos, roue Fthia hervez .

Abaoe amzerioù Homeros d'an nebeutañ, avat, o deus ar C'hresianed o-unan graet Ἑλλάς (distaget  e henc'hresianeg hag  e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañ Ελλάδα () eus o bro, brezhonekaet dindan ar stumm Hellaz a-wezhioù. Savet e oa an anv-se diàr div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- heol, skedus, k.v. ήλιος, elios, heol) + λάς (las roc'h, maen), da lâret eo Hellaz: bro heol ha roc'h.




#Article 266: Yorgos Seferis (187 words)


Yorgos Seferis (Γιώργος Σεφέρης) (19vet a viz C'hwevrer 1900 e Smyrna (İzmir, Turkia) - 20 a viz Gwengolo 1971) eo anv-pluenn ar barzh gresian Yorgos Seferiadis. 

Kelenner gwir e oa e dad er skol-veur, hag unan eus gwellañ troerien barzhonegoù Lord Byron e gresianeg.
Studiañ a reas ar mab en Aten ha goude ez eas da Bariz da genderc'hel e studioù gwir evit ren micher un diplomat. Met gant al lennegezh e oa troet dreist-holl. Er bloavezhioù 1930 e voe embannet meur a skrid gantañ hag e voe brudet e anv ken e Gres ken e Bro-C'hall. E 1963 e voe roet dezhañ Priz Nobel al lennegezh. Levezonet eo bet Seferis gant Konstantinos Kavafis, T.S Eliot hag Ezra Pound. Skrivañ a rae e varzhoniezh e gresianeg glan, ur yezh e veze komzet gant ar C'hresianed desket. Klask a reas silañ e skiant-prenet e danevelloù an Istor hag ar vitologiezh. Evitañ e oa an Odysseia, pennoberenn Homeros, evel un dremmwel ha ne c'heller ket mont dreistañ ken e vourre o treuzkas anezhi er bed a-vremañ da ziskouez d'an holl ne cheñch ket an den a rummad da rummad. 




#Article 267: Gwir (lezenn) (102 words)


Un hollad reolennoù evit ar gundu diavaez savet gant an dud eo ar gwir. Da staliañ an darempredoù sokial ha kendelc'her anezho dre ur sistem kastizadurioù foran e servij ar gwir. Kinnig ar gastizadur foran ma n'eo ket pleget d'ar reolenn publik, setu ar pezh a ya d'ober ur reolenn gwirel ha ne weler ket an dra-mañ evit reolennoù all evel re ar vuhezegezh hag ar sevended. E kevredigezhioù ma reer gant ar skritur e embanner ar reolennoù gwirel dre skrid a reer lezennoù eus outo.
En Europa, awennoù ar gwir a zo o tont eus ar Gwir Roman, Gresian, ha german.




#Article 268: Brigadennoù Ruz (839 words)


Ar Brigadennoù Ruz (italianeg: Brigate Rosse) a zo anezhe ur strollad marksour-leninour en Italia sañset da vezañ krouet gant Renato Curcio, ur studier e Skol-Veur Trento e 1969. Pal pennañ ar Brigadennoù Ruz (BR) a zo klask kas an traoù d’ur stad dispac’hel dre ar stourm armet a-benn tennañ kuit Italia diouzh an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA) .

Er penn kentañ ne oa oberiant ar strollad nemet e Milano hag e Torino e lec’h ma veze stourmet gantañ a-enep d’an tu dehoù pellañ. Gant izili ar strollad – dreist-holl laboureion/ezed ha studeierion/ezed – e veze distrujet mekanikoù ha burevioù al labouradegoù. E 1972 e voe kaset da benn skrapadeg gentañ ar strollad, mestr-micherour ul labouradeg bet dalc’het gante a-raok leuskel anezhañ da vont kuit.

Goude 1974 ez eas war ledanaat tachenn ar Brigadennoù Ruz betek Roma, Genoa, ha Venezia ha kregiñ a rejont ivez da skrapañ tud a-bouez er vro.

Hervez an disklêriadur bet embannet gant ar strollad e 1975 en deveze da bal: skeiñ kalet a-enep da galon ar Stad rak ar Stad a zo anezhi ur sammad embregerezhioù impaelour liesvroadel. Kregiñ a rejont da skeiñ kentoc’h war balioù o tennañ d’ar polis, servijoù ar surentez hag ivez ar strollad a veze da neuze e penn ar vro, Democrazia Cristiana. 

E miz Mezheven 1974 e voe lazhet evit ar wech kentañ gant ar Brigadennoù Ruz pa varvas dreze daou ezel eus ar strollad faskour, Movimento Sociale Italiano. Da geñver an deiziad-se e voe leusket a-gostez gante hogozik penn-da-benn o labour war an dachenn etre al labourerion.

E 1976 e voe harzet un nebeud izili eus ar Brigadennoù Ruz ha lazhet unan gante ivez. Ar bloaz war-lerc’h e tisklêrias ar strollad e oa bet krouet gante ar Strollad Stourm Komunour evit “kas renkad al labourerion war an hent mat”. 

Mont war washaat a rae niver ha krizder an taolioù kaset da benn gant ar strollad a-enep da g-carabinieri ha da varnerion evit pouezañ war ar lêzioù-barn da didamall pennoù an aozadur bet harzet ha kaset d’an toull. Muioc’h mui a studerion a eas da ezel er strollad, ha neubeutoc’h nebeutañ a labourerion a veze kavet etreze. 

E 1978 e voe skrapet ha lazhet gant ar Brigadennoù the Brigades ez-Kentañ Ministr Italia Aldo Moro abalamour ma oa bet deuet hennezh a-benn da gaout ur c'henemglev etre Strollad Komunour Italia ha Democrazia Cristiana.

A-drugarez da vuntr Aldo Moro e krogas servijoù surentez ar stad da chaseal ar Brigadennoù da vat. Meur a hini eus an tu-kleiz hag ivez ez-pennoù ar BR en toull zoken a savas a-enep da vuntr ar politikour ha gant ar strollad e voe kollet neuze souten ar boblañs dre vras. Harzet e oa bet kalz a dud liammet ouzh ar Brigadennoù e 1980.

E 1981 e vo skrapet gant ar BR un ofiser eus arme ar Stadoù Unanet, James Dozier, dieubet war-lerc’h gant ar polis. Gallout a reas ar polis herzel izili all en afer-se ha dreze e oa bet tu da herzel meur a hini all da heul.

E 1984 e tisrannas ar Brigadennoù e daou duad: al darn vrasañ eus an izili e Strollad Stourm Komunour (BR-PCC) hag ar re all e Unvaniezh ar Stourmerion Komunour (BR-UCC). Hag er memes bloavezh e voe nac’het ar stourm armet o lâret ne gase da vann ebet gant pevar eus pennoù an aozadur en toull-bac’h, Curcio, Moretti, Ianelli and Bertolucci.

E 1984 e tisklêrias ar strollad e oa bet lazhet Leamon Hunt gante.

E 1985 un nebeud izili italian o chom e Frañs a distroas da Italia. Mont war gresk a rae an niver a dud harzet gant ar polis d’ar c’heñver-se. E miz C’hwevrer 1986 e lazhas ar BR-PCC ez-maer Firenze ha klask lazhañ ivez kuzulier ar C’hentañ Ministr Bettino Craxi. E miz Meurzh 1987 e lazhas ar BR-UCC ar Jeneral Licio Giorgieri e Roma. Hag e 1988 e voe lazhet gant ar BR-PCC ar senedour Roberto Ruffilli. Taol bras diwezhañ ar strollad eo hennezh a-drugarez da niver bras an izili bennañ bet tapet gant ar polis.

Lazhañ a raes ar strollad Massimo D'Antona, kuzulier d’ar C’hentañ Ministr Massimo D'Alema e 1999. Lazhet e voe evit ar wech diwezhañ gant ar BR e miz Meurzh 2002 pa varvas ar c’helenner war an armerzh ha kuzulier da Silvio Berlusconi Marco Biagi goude bezañ tennet warnañ gant ar memes pistolenn bet implijet evit lazhañ D'Antona . 

D’an 3 a viz Meurzh 2003, daou ezel eus ar Brigadennoù Mario Galesi and Nadia Desdemona Lioce a dennas war ar polis en un tren e porzh-houarn Terontola. Mervel a reas Galesi hag Emanuele Petri eus ar polis. E miz Here 2003 e voe harzet c’hwec’h ezel eus ar BR e Firenze, Sardinia, Roma ha Pisa liammet ouzh muntr Massimo D'Antona.

Hiziv an deiz ez eo diaezet goût pet a tud a souten c’hoazh politikerezh ar Brigadennoù Ruz, met nebeutoc’h evit 50 den moarvat. Ouzhpenn an daou duad istorel pennañ ez eus komz ivez eus daou duad posupl nevez ivez: Kelloù Proletaer Armet (italianeg Nuclei Armati Proletari) ha Linenn Gentañ (italianeg Prima Linea).




#Article 269: Norzh (276 words)


An norzh (pe hanternoz, met hemañ hepken er rann eus an hantervoul norzh a zo etre ar penn-ahel ha Trovan ar C'hrank, pe Sterenn a-wechoù), a zo unan eus ar pevar avel, an tu-enep d'ar su, pe kreisteiz.

E sevenadur Europa e kemerer harp war an Norzh a zo lakaet da zurc'hadur pennañ, hag adalek an Norzh eo e vez graet anv eus ar roudoù-avelioù all peurvuiañ. 

Da skouer, ar bevennad e laez ur gartenn a zispak bevennad Norzh an tiriad m'eo ar gartenn evel ur skeudenn tennet dioutañ hep ezhomm da resisaat an dra. En tu enep d'ar Su emañ an Norzh hag a-skouer d'ar C'hornôg eus un tu ha d'ar Reter eus un tu all.

Norzh a c'hell bezañ : 

Priziet eo an Norzh gwarellek peogwir eo posupl kavout ur roud a c'hell bezañ gwelet evel hini an Norzh douaroniel diwar un nadoz-vor. An diforc'h etre ar roud-se hag hini an Norzh douaroniel a vez anvet an distroenn warellek. Dre vras e vez posupl chom hep klask jediñ ur roud resisoc'h en ur degemerout ar roud evel m'emañ. Koulskoude e vez ezhomm a-wechoù kaout ur reizhadenn pe e spered an den pe dre un ardivink bennak.
Cheñch a ra ankl an distroenn hep ehan, met dre vilvedoù, setu perak e vez roet war kartennoù zo e dalvoud evit ar bloaz m'eo bet savet ar gartenn.

E mojennoù Hellaz kozh e oa un doue a c'hwezhe an avel o tont eus an Norzh ha Boreas e anv. Setu perak e vez kavet el lennegezh, da skouer e testennoù Platonos, meneg an Hiperboreidi (pe Dreistvoreidi) a vefe tud mitek o vevañ e Norzh pellañ ar bed.




#Article 270: Strollad Komunour Nepal (Maoour) (347 words)


Krouet e oa Strollad Komunour Nepal (Maoour) e 1994. Ur strollad milourel diazezet war ar vaoouriezh eo, en e benn Pushpa Kamal Dahal a vez graet 'Kadoriad Prachanda' outañ.

D'an 13 a viz C'hwever e krogas gant ar brezel diabarzh anvet Brezel Pobl Nepal ha gant ar strollad ha deuet a-benn da vezañ mestr war kalzig eus ar vro hiziv. Lakaat a reont e pleustr ar strategiezh bet diorroet gant Mao Zedong a reer Brezel ar Bobl outi, da lâret eo klask lakaat dindan o beli an takadoù war ar maez a-benn sernañ ar c'hêrioù. Evel-se e ne rankont derc'hel diouzh an arme, niverusoc'h hag gant muioc'h a armoù evite, nemet pa vezont sur da c'hallout gounez a-drugarez d'o strategiezh guerilla.

Pal pennad ar strollad a zo skarzhañ ar rouantelezh evit staliañ en he flas un Demokratelezh Nevez, da lâret eo ur renad marksour-leninour e lec'h ma vefe ar bobl en he fezh perc'henn war ar araezioù produiñ.

E 2001 e krogas arme Nepal da glask stourm a-enep d'ar vaoouriom, dreist-holl e Kornôg ar vro ha harzhioù-tan zo bet gwech ha gwechall.

An dud a sav a-dud gant ar varoourion a embann emaint o klask dieubiñ ar bobl dre skarzhañ sistem ar c'hastoù, oc'h ingalañ gwirioù ar maouezed hag oc'h en em dizober diouzh ur rouantelezh a vac'hom ar bobl. Diouzh an tu all, avat, e vez lâret ivez gant ar re a zo a-enep d'ar strollad maoour e vez implijet re a feulster gante hag un un doare kriz a-benn tapout ar galloud. Lâret e vez zoken emaint o vont tamm-ha-tamm war hent Strollad Komunour Kambodia (pe ar C'hmer Ruz).

Staget ouzh Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (saoz. Revolutionary Internationalist Movement) eo Strollad Komunour Nepal (Maoour) (SKN(m)) hag ezel ivez eus ar Poellgor evit Kenurzhiañ Strolladoù Maoour Su Azia (saoz. Co-ordination Committee of Maoist Parties and Organizations of South Asia).

Lakaet eo bet SKN(m) war renabl an sponterion bet savet gant gournamant ar Stadoù Unanet ha dispignet ez eus bet ivez gant an eil re 20 milion a zollaroù o sikour gouarnamant Nepal da stourm a-enep d'ar vaoouerion.




#Article 271: Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour Unvan) (133 words)


Meur a aozadur ledan a zo bet savet gant ar strollad ivez e tachenn pe dachenn, d.s. war dachenn ar studerion/ezed, ar maouezed, ar sindikadooù, evit kas da benn e bolitikeresh er gevredigezh war-eeun. 

E miz Kerzu 1994 e voe krouet gant SKN(MLU) ur gouarnamant bihan-niver a badas 9 miz. Dilennet e voe Man Mohan Adhikari evel Kentañ Ministr ha Madhav Kumar evel Ministr an Aferioù Diavaez.

E 1997 e kemeras perzh SKN(MLU) er gouarnamant o tont gante post an eil Kentañ Ministr.

Er vouezhiadeg evit ar parlamant e 1999 e teuas gant SKN(MLU) 31,61% eus ar mouezhioù.

Adunanet e oa SKN(MLU) ha SKN(ML) d'ar 15 a viz C'hwevrer 2002.

SKN(MLU) a zo a-du evit klask un diskoulm d'ar brezel diabarzh dre gaozel betek tizhout un emglev gant Strollad Komunour Nepal (Maoour) .




#Article 272: Arme Ruz Japan (373 words)


Arme Ruz Japan (japaneg: 日本赤軍, Nihon Sekigun) a zo un aozadur etrebroadel krouet gant Fusako Shigenobu e miz C'hwevrer 1971 pa droc'has gant Kevre Komunour Japan - Tuad an Arme Ruz.

Ne oa bet biskoazh ouzpenn 40 ezel en holl er strollad met daoust da se e oa hennezh unan eus ar strolladoù a rae gant ar feulster a vez ar muiañ a aon razañ. 

Liammoù strizh en deveze Arme Ruz Japan (ARJ) gant Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP). Da dibenn ar bloavezhioù 80 ne veze kaset da benn taol ebet e Japan gant ARJ ha sujet e oa deuet da vezañ da d-TBDP evit an arc'hant, ar stummadur hag an armoù en deveze ezhomm oute. 

Pal ARJ a oa skarzhañ gouarnamant Japan hag ar rouantelezh ha kregiñ gant an dispac'h dre ar bed-holl.

Harzet e voe Fusako Shigenobu e miz Du 2000 e Osaka pa zistroas dre guzh da Japan eus Liban tamallet da vezañ bet e penn eus meur a daol dre feulster, en o zouez skrapadennoù ha meuntroù.

Meur a ezel a zo bet harzet ha bac'het gant Japan, met lod all a van en entrenvro a diaezet eo da Japan barn pe bac'hañ anezhe rak a broioù e-lec'h m'emaint a nac'h o c'has en-dro da Japan. Da skouer, Kozo Okamoto a gemeras pèrzh en taol bet kaset da benn en un aerborzh e Stad Israel ha barnet ha bac'het ivez du-hont. E 1985 avat e voe dieubet da vare un eskemm etre prizonidi israelat ha palestinat. Goude bezañ bac'het e oa bet en-dro e Liban tamallet da vezañ savet tremen-hentoù faos e voe bet roet bod politikel dezhañ gant ar ar vro-se hag a nac'has kas anezhañ en-dro da Japan abalamour m'en doa stourmet a-enep da Israel. 

Lod all a vez kavet ivez e Republik Poblek ha Demokratel Korea (Korea an Norz), bet roet bod dezhe gant gouarnamant ar vro-se ivez. C'hoant en defe Japan e vefent kaset en-dro d'o bro evit ma c'hellfent bezañ barnet eno, met nac'hañ a ra Norz Korea. Ur skoilh demokratel eo hennezh etre an div vro-se.

Etre ar bloavezhioù 97 ha 80, Arme Ruz Japan a gasas da benn meur a daol kriz pe grisoc'h dre ar bed, da skouer :

 




#Article 273: Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (470 words)


Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP) (arabeg الجبهة الشعبية لتحرير فلسطين) a zo un aozadur marksour-leninour ha broadelour bet krouet e Palestina e 1967 da geñver Brezel ar C'hwec'h Devezh.

Sevel a reas TBDP diwar al Luskad Arabek Broadelour (Harakat al-Qawmiyyin al-Arab) (LAB) bet e krouet e 1953 gant George Habach, ur palestinad a-orin kristen.

Un aozadur broadelour e oa LAB oberiant e meur a vro arabek, en o zouez Libia, Koweit hag Arabia Saoudat (dindan beli ar Rouantelezh Unanet c'hoazh d'ar mare-se). Mont a reas an aozadur war-du ar sokialouriezh e-keñver an doare da diorren an armerzh ha sevel a reas ur strollad stourm anvet Harozet an Distro (Abtal al-Audah). E-kreiz 1967 en em glevas gant ur strollad all anvet Yaouankiz evit an Dial ha gant Talbenn Dishualded Palestina evit sevel Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP), gant Habach en e benn. E 1968 e oa bet stummet gant TBDP ouzhpenn tri mil a stourmerion. Arc'hant e veze roet d'ar strollad gant Siria e-lec'h ma veze kavet ivez e sêzva.

Dont a reas an Talbenn war wel er bloavezhioù 60 ha 70 dreist-holl abalamour ma oa bet kaset da benn gantañ taolioù feuls, da skouer :

En em stagañ a reas TBDP ouzh an talbenn ledan Aozadur Dishualded Palestina (ADP) e 1968, o vezañ an eil strollad ennañ war-lerc'h al-Fatah, met kuitaat a rejont ADP e 1974, o tamall Aozadur Dishualded Paletina da gilañ war ar pal pennañ, da lâret eo distruj Stad Israel penn-da-benn pa savas a-du TBDP gant un diskoulm dre sevel div stad, Palestina hag Israel, kichen-ha-kichen.

Dilennet e voe Abu Ali Mustafa evel Sekretour meur ar strollad e-lec'h Habach da geñver ar 6vet Kendael Broadel dalc'het e 2000, met lazhet e voe Abu Ali Mustafa e 2001 gant arme Stad Israel dre tennañ war e vurev diouzh ur viñsaskell. Diouzh o zu e voe lazhet da heul Ministr Douristelezh Stad Israel, Rehavam Zeevi. 

Dilennet e voe war-lerc'h Ahmed Sadat evel Sekretour Meur e 2001. Harzet ha bac'het e voe hennezh gant meur a ezel all avat e 2002 gant Pennadurezh Palestina, goude ma oa bet pouezet warne gant ar Stadoù Unanet hag ar Rouantelezh Unanet. Daoust ha ma voe didamallet gant lêzvarn uhel Palestina e voe nac'het e dieubiñ gant Pennadurezhh Palestina.

Daou duad o zo deuet diwar Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina: Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina - Stur pennañ (saoz.  Popular Front for the Liberation of Palestine - General Command (PFLP-GC)) ha and the Talbenn Demokratel evit Dishualded Palestina (saoz. Democratic Front for the Liberation of Palestine (DFLP)).

Aet e oa war wanaat levezon an talbenn goude ma teuas da get an Unaniezh Soviedel hag ivez abalamour d'ar fed m'emañ ar strolladoù islamour evel Hamas ha Jihad Islamek Palestinao vont war gresk er broioù arabek hag e Palestina ivez.




#Article 274: Terra Lliure (480 words)


Terra Lliure (Bro Dieub e katalaneg) a oa un aozadur broadelour a rae gant ar feulster. Krouet e 1979 ez eas da get ez-ofisiel e 1995.

Setu palioù pennañ ar strollad:

An darn vrasañ eus izili kentañ Terra Lliure a deuas er bloavezhioù 80 eus aozadurioù ha strolladoù all, dreist-holl Epoca (Arme Pobl Katalonia), FAC (Talbenn Dishualded Katalonia), PSAN (Strollad Sokial evit an Dishualded Broadel), IPC (Dishualded evit ar Broioù Katalanek) ha JERC (Yaouankiz Tu-kleiz Republikanour Katalonia).

Embann a reas Terra Lliure disklêriadur kentañ ar strollad anvet “Galv ur Vro Dieub”  d'an 24 a viz Mezhven 1981, nebeut war-lerc'h ma voe bet klasket gant an arme en em ober gant ar galloud adarre dre an taol c'hwitet er parlamant Bro-Spagn, ar Cortes d'an 23 a viz C'hwevrer kaset da benn gant ar c'horonal archer (guardia civil) Tejero. Skignet e oa bet ar c'halvadenn-se e-kerz ur vodadenn veur anvet “La Crida a la Solidaritat” (Galv ar C'hengred) dalc'het e stadiom melldroad Barselona. 

Kaset e oa bet da benn taol kentañ ar strollad e miz Mae pa voe tennet war ar c'helaouenner Federico Jiménez Losantos, o c'hloazañ anezhañ en e c'har.

Mervel a reas un ezel eus Terra Lliure, Martí Marcó i Bardellaevit d'e 19 vloaz, evit ar wech kentañ pa voe tennet warnañ gant ar polis d'ar 26 a viz Genver 1979. Pemp miz war-lerc'h e varvas Fèlix Goñi “Bruc” o kas ur vombezenn. Mervel a reas Josep Antoni Villaescusa e 1984 o fardañ ur vombezenn. E 1985 e voe lazhet Quim Sánchez pa darzhas ur vombezenn.

Etre 1981 ha 1984 e klaskas Terra Lliure kaout souten digant renkadoù labourerion Katalonia a-benn pouezañ war politikerezh ar vro. D'ar mare-se  e veze skoet gant ar strollad war palioù resis: ar skinwelioù, embregerezhioù gall ha spagnolek, polis Spagn. O lakaat ur vombezenn da darzhañ en ul lêz-varn e voe lazhet gant ar strollad ar sivil nemetañ, anzavet evel ur fazi bras gante da heul.

Daoust ha ma voe harzet un nebeut pennoù eus an aozadur etre 1984 ha 1989 e teuas a-benn Terra Lliure da derc'hel penn ha diorroet e oa gante daou strolladig all evit harpaña anezhañ: ar c'hKomite Kengred ar Vrogarourion Katalanek (CSPC) hag al Luskad evit Difenn ar Vro (MDT). 

En hañv 1988 e dalc'has Terra Lliure e IIIde Kuntell diazezet war tri skrid o teskrivañ ideologiezh terorikel ar strollad hag o tielfennañ levezon gwirion al luskad broadelour er gevredigezh. Abalamour da drubuilhoù diabarzh e krogas Terra Lliure da vont war wanaat hag e disklêrias d'ar mediaoù unan eus izizi kentañ ar strollad, Pere Bascompte, e oa an aozadur e-ser vezañ divoded.

Abalamour d'ar strivoù graet gant ar barner Garzón e 1992 da geñver ar C'hoarioù Olimpek e voe harzet 60 den sañset da vezañ liammet ouzh Terra Lliure.

E miz Gwengolo 1995, goude un nebeut mizioù hep taol ebet, e disklèrias ar strollad e oa bet divodet da vat.




#Article 275: Luskad Maoour Etrebroadelour (385 words)


Al Luskad Maoour Etrebroadelour (LME) (saozneg Maoist Internationalist Movement (MIM)) a zo ur strollad marksour-leninour-maoour  staliet er Stadoù Unanet dreist-holl. 

Hervez ar strollad e talvez da genstrollañ meur a strollad maoour etrebroadelour staliet er broioù saozneger impalaerour hag ivez er broioù bet trevadennet pe damdrevadennet c'hoazh gant ar re-se. Ouzhpenn-se ez eus el Luskad-mañ strolladoù maoour etretroadelour staliet e Belgia, Frañs ha Kebek hag ivez strolladoù spagnolegour staliet e impalaerouriezh ar Stadoù Unanet, da lâret eo re Puerto Rico.

Krouet e oa LME e 1983 diwar RADACADS a laboure kichen-ha-kichen gant tud o tont eus Studierion evit ur Gevredigezh Demokratel. Er penn kentañ e veze anvet Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (LDE) (saozneg Revolutionary Internationalist Movement (RIM)), met cheñch a reas e anv e 1984 goude ma voe tapet an anv LDE gant ar Strollad Komunour Dispac'hel. 

Al Luskad Maoour Etrebroadelour a zo hogozik ar strollad maoour (pe c'hoazh komunour zoken) e bal dezhañ stourm evit difenn gwirion an heñvelrevelourion/ezed.

An diforc'h pennañ etre LME ha strolladoù all staliet er broiou impalaerour a denn d'o c'hredennoù politikel a-zivout brientinelezh al labourerion, da lâret eo ar renkad kevredel a vez kavet er broioù impalaerour a denn muioc'h a c'hounid diwar o labour graet dre ma teu dezhe ivez ul lodenn eus ar gounidoù a sav diwar mac'homañ an Trede Bed. Evit LME neuze eo ret difenn groñs gwir ar broioù mac'homet da vezañ emren evit terriñ al liammoù trevadennel a laka anezhe dindan beli ar broioù impalaerour.

Hervez tezennoù LME emañ kazi an holl labourerion wenn er Stadoù Unanet da vezañ renket e brientinelezh al labourerion, abalamour dezhe neuze ez eo diaezet kas an dispac'h betek penn.

Dizanv eo ar pennadoù embannet e kelaouenn al Luskad MIM Notes (Notennoù LME), skignet gante dre ar Stadoù Unanet a-bezh, dreist-holl er skolioù-meur.  Sinet e vez ar pennadoù gant un doare kod, d.s. MC5, da lâret eo Kamalad LME niverenn 5.

Brudet eo LME rak skrivet e vez gante gerioù boutin zo hervez reolennoù ispisial, d.s womyn (maouez - evit ober an diforc'h gant man, gour) persyn (den), I$rael, Kanada, ha united $nakes of ameriKKKa (Stadoù Unanet Amerika - o c'hoari gant KKK a ra dave da Ku Klux Klan ha d'an naered, snakes e saozneg).

Kalz en deus prederiet LME ivez war an darempredoù etre ar wazed hag ar maouezed.




#Article 276: Unión do Povo Galego (121 words)


Unvaniezh Pobl Galiza (galizeg Union do Povo Galego (UPG) a zo ur strollad broadelour ha marksour-leninour. 

Krouet e 1964 en deus da bal emrenerezh Galiza ha difenn interestoù ar renkadoù labourerion. 

Savet e oa bet gant UPG talbennoù broadelour ledan: da gentañ Bodadenn  Vroadel Pobl Galiza (galizeg Asamblea Nacional Popular Galega (ANPG) ha war-lerc'h Bloc'had Broadelour Galiza (BBG) (galizeg Bloque Nacionalista Galego (BNG)). Abaoe 1982 emañ UPG unan eus ar strolladoù ezel eus BBG.

Bautista Goyel Álvarez Domínguez eo prezidant ar strollad. Sekretour Meur UPG, Francisco Rodríguez Sánchez, a zo ivez kannad evit  BBG e Breujoù Spagn. 

Embannet e vez gant UPG ar gelaouenn Terra e Tempo. 

Dalc'het e oa bet XIvet Kuntell Broadel UPG e Santiago de Compostela e 2005.




#Article 277: Su (348 words)


Ar Su a zo unan eus ar pevar avel ha merket eo war an nadoz-vor. En tu kontrol d'an Norzh emañ hag e ra ankloù skouer gant ar C'hornôg hag ar Reter. 

Ar C'hreisteiz a vez lavaret anezhañ ivez, diwar lec'hiadur an Heol d'an eur a greisteiz, met kement-mañ n'eo gwir, evit a sell an douaroniezh, nemet en hantervoul an Norzh, ha dreist-holl a-us Trovan ar C'hrank: en hantervoul ar su emañ an Heol en norzh da greisteiz.

Dre ur reolenn voutin e vez kempennet ar c'hartennoù evit ma vo d'an traoñ lodenn su an diriad a weler treset warno.

Emañ ar Su douaroniel e penn traoñ an ahel ma'z a ar voul-Douar da dreiñ en-dro dezhañ hag e vez ar pol Su eus ar poent-se. E kevandir Antarktika emañ. 

Emañ ar Su gwarellek (pe vagnetek) e poent m'emañ ar pol Su gwarellek, da lavarout eo ar poent e-lec'h ma kaver ar brasañ nerzh gwarellek negativel. En Antarktika emañ ivez, un nebeud kantadoù a gilometradoù pelloc'h eget ar Su douaroniel. 

Implijet e vez an termen Su evit menegiñ takadoù bras ha bihan hag a zo gwelet er Su gant an arseller. Dre hollegezh e vez termenet evel broioù ar C'hreisteiz ar re a zo e Su Norzhamerika hag Europa : alies ec'h intenter evel-se ez eus diforc'hioù e-keñver araokadur ar galvezoniezh. An darn vrasañ eus broioù ar Su a vez kavet en hemisferenn su. 

Evel pep tu eus rod an avelioù e c'hell ar ger Su bezañ  un anv, un anv-gwan hag un adverb, an daou ziwezhañ gant un s bihan.

A-wechoù e vez lavaret dehou eus ar su, evel en droienn ar mor dehou, a gaver e korn-bro ar C'hab hag Enez-Sun dreist-holl.

E kembraeg ivez e talv ar ger de kement ha dehou (enebet ouzh chwith) ha kement ha kreisteiz (enebet ouzh gogledd neuze), hag an eilstumm deau zo kement ha dehou ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv Deheubarth (Dehoubarzh e brezhoneg, da lavarout eo parzh an dehou, pe tolead ar c'hreisteiz).

 Pelec'h emañ an Heol da greisteiz e pep lec'h war an Douar? 




#Article 278: Bodadenn vonreizhañ vroadel (209 words)


Evit sevel ur vonreizh e vez bodet ur vodadenn vonreizhañ. Ur vonreizh a zlee bezañ skrivet evit ur bobl hag e tlee bezañ degemeret asant ar bobl goude. Graet e vez gant ur referendom d'an aliesañ. Patrom ar vodadenn vonreizhañ eo ar Vodadenn vonreizhañ vroadel c'hall a oa bet krouet diwar votadeg kannidi Breujoù meur Rouantelezh Bro-C'hall e 1789.   

An darn vrasañ eus ar gannaded a oa bet bodet e Versailhez diwar urzh ar roue Loeiz XVI ne oant ket evit gouzañv ne vije ket asantet gant an Noblañs hag ar Gloer cheñch sistem-merañ Bro-C'hall. D'an 21 a viz Mezheven e tivizjont embann, goude ur votadeg, ez ajent d'ober ur vodadenn nevez, he fal dezhi sevel ur vonreizh hag hec'h anv, ar Vodadenn vonreizhañ vroadel.

O welet ne oa ket ar roue evit bleniañ labourioù ar Breujoù meur ec'h embannas e vije lakaet un arsav war o daelioù hag e voe serret dorioù ar sal-vodadeg. D'an 22 a viz Mezheven, pa welas ar gannaded e oa bet serret an dorioù e voe kinniget gant un nebeud kloer ma vije graet ar vodadeg en Iliz Sant-Loeiz e Versailhez. Kant nav c'hannnad ha daou-ugent eus ar Gloer ha daou gannad eus an Noblañs a yeas da vodañ gant kannaded an Trede-urzh.




#Article 279: Nadoz-vor (148 words)


Un ardivink hag a zo bet ijinet evit kavout e vleinadur p'emañ o verdeiñ eo an nadoz-vor. Ennañ e vez kavet un nadoz metal gwarellek o treiñ e kreiz un dremm kelc'hiek skrivet rod an avelioù warnañ. Diskouez a ra an Norzh gwarellek. Diwar ur fenomenn fizik anvet ar gwarellegezh e teu treiñ an nadoz gwarellet. P'emañ nerzhioù park gwarellek ar voul-Douar dispartiet etre ar pol Norzh hag ar pol Su ez eus un nerzh pozitivel kreñvoc'h en Norzh hag un nerzh negativel kreñvoc'h er Su. Polarizet eo an nadoz gwarellek ivez ha setu perak e tiskouez an Norzh gwarellek ar penn negativel hag e tiskouez ar Su gwarellek ar penn pozitivel. Hervez pennreolenn ar gwarellegezh, an danvezioù kontrol o folarizadur en em zesach an eil egile (fenomen an desach gwarellek pe zesach magnetek). Evit gwir penn su an nadoz eo hag e tro dave an Norzh gwarellek.




#Article 280: Gwarellegezh (189 words)


Gwarellegezh a zo ur anadenn studiet er fizik ha drezañ e weler dafaroù o tesach pe o tiboulzañ dafaroù all. Un nerzh desachañ pe un nerzh diboulzañ a zo un nerzh gwarellek (diwar gwarell, anv an dafaroù o deus ar barregezhioù-se). Komzet e vez eus an nerzh magnetek ivez. Bez' ez eus dafaroù anavezet evit fardañ gwarelloù mat pa ziskouezont aes-tre o barregezhioù gwarellek : an houarn, diroù'zo hag ur c'hailh anvet ar magnetid. Evit gwir an holl zafaroù a zo dindan levezon ur park gwarellek, met ret eo implij ardivinkoù arbennik evit e zedektiñ.

An nerzhioù gwarellek a zo nerzhioù diazez ar bed fizik hag eo dilec'hiañ ar c'harg tredanel a zo o abeg. Dre gevatalennoù Maxwell e vez deskrivet abegoù ha diorren ar parkoù m'eo renet an nerzhioù-se ganto. (Sell ivez ouz Lezenn Biot-Savart). En berr e teu ar gwarellegezh diwar fiñvadurioù ar rannigoù karget a dredan. P'en em laka an elektronoù da fiñval e korf un red tredan e teu anadenn an elektromagnetegezh : dont a ra eus fiñvadur orbital ha mekanikel-kwantikel an elektronoù en-dro da galonenn atomek, heñvel ouzh troial ar planedennoù en-dro d'an Heol.




#Article 281: Bloque Nacionalista Galego (278 words)


Un talbenn broadelour eo Bloc'had Broadelour Galiza (BBG) (galizeg Bloque Nacionalista Galego (BNG)) krouet e 1982. 

Pal diwezhañ BBG eo emrenerezh Galiza dre ur strategiezh diazezet war kemmoù an eil war-lerc'h egile e-keñver ar strukturioù politikel e plas hiziv. da lâret eo dre ledanaat tachenn an aferioù m'emañ Galiza kiriek dezhe kentoc'h evit Stad Spagn.

Embanner broadel ar BBG a zo Ana Pontón. 

Abaoe 2001 betek ar mouezhiadegoù e Kumuniezh Damemren Galiza e oa BBG an eil aozadur politikel e Breujoù Galiza, gantañ 17 dileuriad, un tammig muic'h evit Strollad Sokialour Spagn (PSOE). E 2005 avat, daoust a ha ma voe kollet neubeudig a voezhoù gante, ez eas ar maout gant PSOE er mouezhiadegoù o tiskenn niver dileuridi BBG betek 13. Cheñch a reas penn d'ar vazh koulsjkoude, rak kollet e voe d'ar c'houlz-se ivez ar muiañ-niver gant ar strollad dehour Strollad Poblek (PP) ha neuze e vo gouarnet ar vro gant Strollad Sokialour Spagn asamblez gant Bloc'had Broadelour Galiza.

Tapet e oa bet ivez gant ar Bloc'had 0,8% eus ar mouezhioù evit Breujoù Spagn e 2004 gant daou dileuriad.

Kollet e voe dileuriad nemetañ BBG e Breujoù Europa da geñver ar mouezhiadegoù e 2004.

N'eo ket ar Bloc'had nag ur strollad nag ur c'henstrollad politikel, met kentoc'h un talbenn, da lâret eo daosut ma'z eus en diabarzh un nebeut strolladoù, an darn vrasañ eus izili ar Bloc'had n'int ket ezel eus strollad pe strollad all ha pep ezel eus ar Bloc'had en deus an hevelep gwirioù hiniennel pa vez ezel eus ur strollad diabarzh all pe get. Diazezet war ur sistem bodadennel eo ivez.

Setu roll an aozadurioù ha strolladoù politikel a gaver e diabarzh ar Bloc'had:




#Article 282: Mouezh Aztlan (170 words)


Mouezh Aztlan (spagnoleg La Voz de Aztlán) a zo anv ar strollad Nation of Aztlán (Bro Aztlan) staliet e Kalifornia er Stadoù Unanet.  Pal ar strollad-mañ a zo krouiñ ur stad nevez anvet Aztlán, ennañ Mec'hiko evel m'emañ hiziv, met ivez Teksas, Mec'hiko Nevez, Kalifornia, Arizona, Utah, Nevada ha takadoù eus Oklahoma. 

Krouet e voe ar strollad gant Hector Carreon, ijinour a vicher, bet ezel eus ar Beredoù Gell (saozneg Brown Berets).

Liammoù en defe ivez marteze La Voz de Aztlán gant ar strollad chicano. Tamallet eo bet ivez gant ar Southern Poverty Law Center (Kreizenn Gwironiezh evit Re Baour ar Su) da vezañ ur strollad gouennelour, dreist-holl abalamour ma sav groñs a-enep d'ar sionouriezh.  

Gant ar c'hKevre a-enep d'ar Gwallvrudañ (saozneg Anti-Defamation League)   e e vefe Mouezh Aztlan ur strollad  enep-yuzevour o nac'hañ e oa bet lazhet yuzevion gant an nazied en Alamagn hag enep-heñvelrevour. Diaezet eo goût, avat, pegen neptu eo an tamalloù-se abalamour ma'z eo ar C'hevre un aozadur hag a sav a-du kreñv gant ar sionouriezh. 




#Article 283: Mec Vannin (167 words)


Mec Vannin (Mibien Vanav) a zo ur strollad broadelour diazezet en Enez-Vanav, ha bet krouet e 1962. Goulenn a ra ma vo torret ar statud a Zalc'h Kurunenn Breizh-Veur a zo gant Enez-Vanav bremañ hag he lakaat d'ur republik dizalc'h.

Setu palioù pennañ ar strollad:

Gounit an dishualded vroadel evit Enez-Vanav gant ur stumm gouarnamant republikan. Difenn ha kas war-raok Enez-Vanav. Gwareziñ gwirioù hiniennel ha boutin he fobl.

E dilennadegoù 1976 e kinnigas dek danvez kannad. Unan nemetken a voe dilennet, Peter Craine. MHK nemetañ Mec Vannin e chom, daoust ma oa aet meur a ezel kozh ar strollad, evel Phil Gawne ha Hazel Hannan da MHK goude ma oant aet kuit eus ar strollad.

Mont kuit a reas Peter Craine eus ar strollad e 1977 da grouiñ e strollad dezhañ e-unan, Manx National Party. Nebeut a verzh en deus bet avat ha divodet eo bet e 1981.

Embann a ra ar strollad ur gazetennig div wech bep bloaz: Yn Pabyr Seyr .

Kargidi bennañ ar strollad:




#Article 284: Benede (115 words)


Ar benede (pe pabu-(n)aer), eus e anv skiantel Atropa belladonna, a zo ur blantenn c'heotennek vevek eus kerentiad ar Solanaceaeed. Eus genad an Atropa, da c'houzout dimp, n’eus ken ‘met ar benede a zo bet kavet betek-henn. E-barzh en Europa nemetken e vez kavet.

Ur blantenn vras an hini eo hag a zo 1,50 metr dezhi, bodennet anezhi, hirgelc'hiek ha lemm he delioù, lostigoù delienn dezhi, stumm kloc'higoù war he bleunioù, rousdu. Ar frouezh zo bouloù du lufr a-vent gant hor pabu. Pistrius eo ar blantenn evit an dud, frouezh hag all toud. Bez' ez eus 'barzh a bep seurt alkaloidoù, da skouer an hioskiamin hag ar pezh a vez anvet louzoù benede (pe atropin).




#Article 285: Hachich (816 words)


An hachich zo ar pezh a vez graet eus ar rousin kanab India. Dont a rafe ar ger-mañ eus eus an arabeg حشّاشين (haššāšīn), sañset, a oa anv ur sektenn vuzulman brudet evit en implijout. Heñvel eo ivez, dre zegouez, ouzh ar ger arabek حشيش foenn (حشيش مخدر e vez lâret hachich en arabeg).

Kalz lesanvioù en-deus en o zouez hâch, chichoñ, choñ, tarbouif, teuteu, teuch, chit, teuchi, bedo, spif, charras, butun drol, baz-butun, chokolad ha na pet ha pet all c'hoaz… .

An hachich a vez graet gant ar c'hanab indian (Cannabis sativa indica). Adalek an henamzer e vez debret an hachich . En  kantved e krogas arzourien d'ober gantañ, med ar re-se a veveze an hachich mesk-ha-mesk gant absint ouzhpenn da se, pezh so dañjerusoc'h evit ar yec'hed, anat deoc'h.

Bremañ ne vez ket debret kalz hachich ken e-barzh broiou ar c'hornôg, ret eo goût ne oa ket kement-se a d-THC a-raok ha moaien a oa da zebriñ anezhañ hep mont da fall, da-lâret-eo zo bremañ dek gwech muioch a d-THC met n’eo ket aze emañ an dalc'h : N’emañ ket an aour g’an dilerien war ar raden (d’o soñj dreist-holl) ha gwell e vez gante lakaat mesk-ha-mesk traoù a-bep-seurt zo tout gant hachich, traoù louz lies gwech : hennezh, kaoc'h kañval, produ evit skaota listri, dour Javel, ha kokaïn ral a wech evit lakat an dud da brenañ digant ar memes diler en-dro. Toudt an traoù-mañ a lak anezhañ da vezañ skildrenk hag a daol blaz fall warnañ, dreist-holl evit an hachich a vez graet tcherno deus outañ (berradur eus tchernobil moarvat). An demz a zepant deus ar pezh a vez laket e-barzh hag ivez eus orin an hachich : spegus pe druz, solut pe sec'h. Hiziv an deiz e vez butunet kentoc'h evel ur sigaretenn (ur feilhenn pe ziv, pe muioc'h c'hoazh) pe gant ur c'horn-butun (dre zour ivez, pri poazh hemañ, houarn, koad…)

Meur a zoare zo da fardañ an dramm-se.
Dont a ra ar rousin kanab diouzh bleunioù ha delioù ar plantennoù barez. Daoust dezhe da gaout THC ar bodennoù mal ne doalont ket rousin.

Lakaet e vez ar bleuniou e glec'h e-barzh ur beñseliad aozadoù chimik ha naturel. Mesket ha tommaet e vez. A-ziwar ar meskad-se e krou un toaz rous-du (pe du evit an *hachich afghan). Dont a ra da vezañ solut a vuzul ma yena, sed pezh a zeu da vezañ an hachich.

Abalamour ma vez fardet ha mesket gant traoù lous e c'hell bezañ pistrius evit an dud. Evel zo bet lâret a-us e vez laket traoù a-bep-seurt e-barzh an hachich :

Bremañ e vez aozet ha gwerzhet an hachich en doare plakennigoù, lavnennou pe belkadoù heñvel ouzh soavonetezoù. Paliset eo aes a-walc'h ar produ ha gant-se zo moaien d’an drafikerien koachañ kementadoù bras e-barzh kuzhiadelloù bihan-kenañ.

Ar plakennigoù a vez en-dro dezhe un tamm selofan serret kloz, kuit ne'z afe aer pe dour e-barzh. Laket e vez e-barzh pakadennoù all gant an drafikerien.
Ijinet ez eus bet ur bern kuzhiadelloù. Bezañ zo bombezennoù evit dresañ ar pneuioù, dezhe ur sichenn lemm-laka, bokoù Koka-Kola faos a vez fardet ivez evit ober ar memestra ha kalz traoù all zo c'hoazh.

E-barzh broioù e lec'h a vez aotreet gant al lezenn evel an Izelvroioù e kaver stalioù arbennik a werzh hachich.

O vezañ ma'eo aozet an hachich diwar ganab India emañ dindan ar memes lezennoù.

Renket e vez an hachich e-barzh tri rummad pennañ : 

Abaoe un nebeud amzer ez eur staget da broduiñ hachich e Bro-Suis dindan guzh. Pourchaset e vefe war-dro 5% eus ar goulenn zo war an hachich er vro gant ar produerezh-se. Tri seurt zo a vez anvet hervez ar menez e lec'h ma tiwan an trevadoù, da lâret eo : ar Säntis, ar Pollux ha Palü.

En eneb-kàer emañ an hachich diouzh ar marijuana, n’eo ket naturel. Ha dram-a-ze teu a-zivar da ze a-bep-sort efejou ha diêzamañchou gwéch a ve. Barradoù kridiennoù ha poan benn pistigus hag a hell digouèo pa vé tranket pé butunet trow fall. Skuiz-divi e teu da vé an nén a-zivarnehoñ. A-damm-da-damm 'n-om gustum ar horf deuh an hachich, ha deus 12 gramm bep miz ’h a da veket 12 gramm bep sizhun. Bar vro vé gwèrzet sortou hachich louz ha pistrius evid an dud. N’eus ken méd an aïa hag an afghan hag a vefe « mad » méd maleüruzamant é réd dan nén mon'd ta beked ar Broiou-Izel evid taped krog barzh. Herver or studïadenn bét renet gant Le Nouvel Observateur zo 70% eus ar sortou hachich a zo bar vro hag a vefe n'enne or flakadig sustañsou pistrius evid an dud. Alies goude bé 'n om vaget gozig méd ga hachich hed pad michou zo heller kouèo en diwaskadenn, enkrez hag anken pa ne vez ket hachich ken en ti hag é réd ‘ta foeta bro evid prenë on tamm shit ha n’é ked tcherno anahoñ.




#Article 286: Kornôg (297 words)


Unan eus ar pevar avel eo ar c'hornôg (pe kornaoueg) ha merket eo war tu kleiz an nadoz-vor. En tu enep d'ar reter emañ hag a-skouer gant an norzh, a zo el laez, diouzh an eil tu hag ar su, a zo merket en traoñ, diouzh an tu all.

Un anv, un anv-gwan pe un adverb a c'hell bezañ ar ger « kornôg » ; implijet e vez evit ar reteradur hag en douaroniezh.

Dre voaz e vez treset war kostez kleiz ar c'hartennoù lodenn an tiriad lec'hiet er c'hornôg; hini an norzh e oa ar c'hostez kleiz war ar c'hartennoù hen, el laez e veze ar Reter hag en traoñ e veze merket ar c'hornôg: alese an anvioù Breizh-Uhel (er reter, e laez ar gartenn gwechall), ha Breizh-Izel (er c'hornôg, en traoñ). 

Kavet e vez an tu kornôgel dre sellet ouzh al lec'h ma'z a an Heol da guzh e mare rik ar gedez, rak enep red an horolaj e tro ar voul-Douar warni hec'h-unan.

Mard afec'h dizehan etrezek ar c'hornôg e heuilhfec'h ur c'helc'h anvet ledred. O kregiñ war ar c'heheder e heuilhfec'h ar c'helc'h brasañ.

Graet e vez « ar C'hornôg » dre vras eus un toullad broioù europat ha Norzhamerikan – eus Aostralia ivez a-wechoù, zoken p'emañ er Su – a zo diorroet mat e-keñver an deknologiezh.
E-pad ar Brezel Yen e vezed kustum da enebiñ ar broioù-se, « ar C'hornôg » neuze, ouzh « ar Reter », da lavaret eo an Unvaniezh soviedel, ar riezoù dindan e veli, ha Republik Pobl Sina, Norzhkorea ha Mongolia.
A-wechoù ez eneber « ar C'hornôg » ouzh « ar Su » ivez, war dachenn an armerzh pergen rak sellet e vez ouzh « ar C'hornôg » evel broioù pinvidik e-tal re ar Su a vefe paour.




#Article 287: Breizh (514 words)


Breizh zo ur vro geltiek e kornôg Europa. Ur vroad eo ivez abaoe an , pa oa unanet gant Nevenoe, he roue kentañ. Bretoned a vez graet eus he fobl.

Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar  a-raok bezañ enframmet e rouantelezh Bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep an arme c'hall en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Emren eo chomet Breizh betek dibenn an  a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an Dispac'h gall a grouas an departamantoù.

Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an  ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit an daou drederenn eus he foblañs.

Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e kornôg Europa, etre Bro-C'hall hag an inizi breizhveuriat. War un tiriad strategel emañ, etre Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel, adal da gevandir Amerika. Un hin veurvorel he deus, neuze e vez dous ha gleb he goañvioù ha fresk he hañvioù daoust da vezañ tommoc'h gant tommadur an hin en .

Evit ar poent eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel :

Naoned eo kêr-benn velestradurel ar rannvro – kêr-benn Breizh eo bet keit ha ma oa dizalc'h Breizh diouzh Bro-C'hall.

Unvan eo Breizh evit a sell ouzh ar justis, pa dalvez lez-c'halv Roazhon evit Breizh en he fezh. 

Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammoù melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da vevañ evel un unanenn vroadel. Ar merkoù anatañ eus kement-se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, dañsoù, c'hoariva, gizioù emwiskañ hag all), he yezhoù (ar brezhoneg hag ar gallaoueg), hec'h armerzh (gant luskadoù evel Produet e Breizh), labour an Emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammoù etrebroadel niverus a vez maget gant pobloù all, ha youl ar Vretoned da vevañ en ur vro unanet en-dro.

Bet eo bet Breizh unan eus ar riezoù koshañ en Europa da vare diskar an Impalaeriezh roman, met kavet ez eus bet roudoù niverus eus obererezhioù mab-den e takadoù tost d'an aodoù ha war an inizi peurvuiañ. Roudoù un tantad ken kozh ha 500 000 a vloavezhioù zo bet kavet e Ploeneg, ar re goshañ kavet en Europa. En enez Eusa ez eus bet meur a vonedonea gant annezidi a bep seurt abaoe hoalad an Neolitik. Etre 4 000 ha 1 200 kent J.K. e savas tud ne anavezer kalz a draoù diwar o fenn meur a savadur mein : peulvanoù, mein sonn, taolioù-maen hag alezioù toet. Sevenadur ar meurvein en em astennas war Europa a-bezh, met e Breizh e tizhas un diorren bras, seul vui m'eo roc'hellek-kenañ an douar.

Div bastell-vro vras zo e Breizh : Gorre-Breizh (Breizh-Uhel) ha Goueled-Breizh (Breizh-Izel).

Hervez an niveridigezh ofisiel diwezhañ e oa 4 687 381 a dud o chom e Breizh e 2016 (3 306 529 e Rannvro Breizh hag 1 380 852 Liger-Atlantel), ar pezh a Breizh etre Zeland-Nevez ( e 2018) ha Palestina ( e 2014).

Lod eus Breizh zo e rannvro Breizh. Implijout a ra ar rannvro-se an anv Breizh eta, met n'eo ket Breizh a-bezh.

Al lodenn all eus Breizh zo lec'hiet e rannvro Broioù-al-Liger (departamant al Liger-Atlantel).




#Article 288: Louzawouriezh (129 words)


Skiant ar plant pe ar struzh eo al louzawouriezh pe botanik (diwar ar gregaj βοτάνη = geotenn, plantenn). Meur a iskelenn e endalc'h ar botanik hag e vezont liammet kreñv gant ar skiantoù all gouestlet da studi ar bevien.
 
Gant ar botanik hollek e vez studiet an daksinomiezh, da lavaret eo rummatadur ar plant, morfologiezh ar plant, histologiezh ar plant, biogeographiez ar plant ha klenvedouriezh ar plant. Bez' ez eus kelennoù, e-touezo ar gwezouriezh, evit studiañ ur rumm plant hepken. 

Dre anaoudegezhioù a zastumer war ar plant e kaver traoù da dalvezout en apotikerezh, e dibaberezh ar plant hag o gwellaat, er gounezerezh, el liorzherezh hag er goadegouriezh.

Ijinet eo bet rummatadur kentañ ar plant gant an naturour svedat, Carl von Linné (1707-1778), met n'eo ket mui implijet bremañ.




#Article 289: Dihun (196 words)


Kevredigezh ar gerent o deus bugale e klasoù divyezhek brezhoneg-galleg ar skolioù kristen e Breizh eo Dihun. 4 971 skoliad a zo enne e miz Gwengolo 2013. Yannig Baron a zo prezidant ar gevredigezh.

E 1989 e oa krog ar seurez Anna-Vari Arzur e bro Leon ha Yannig Baron e bro Gwened da glask digeriñ ar skolioù kristen d'ar gelennadurezh divyezhek brezhoneg-galleg.
Diwar o labour pennek e voe digoret ur c'hlas divyezhek e skol Sant-Gwenn e Gwened gant 29 bugel hag ur c'hlas divyezhek all e Gwiseni d'an distro-skol 1990.
D'ar 26 a viz Here e voe fiziet dezvadoù Dihun-56 e prefeti ar Mor-Bihan.
E miz C'hwevrer 1993 e teuas Dihun Penn-ar-Bed da vezañ ur gevredigezh kerent hag e miz Mezheven 1993 e voe krouet Dihun-Breizh.

E 2006 en deus ranket ar prezidant Yannig Baron ober yun evit diskouez pegen drouklaouen e oa ar gevredigezh gant enebiezh renerezh ar skolioù katolik ouzh mont war-raok ar c'helenn brezhoneg. War a seblant e vije deuet a-benn da lakaat ar renerien da blediñ da vat gant ur c'helenn ne oant ket gwall nec'het gantañ a-raok. Da vihanañ eo evel-se eo bet kinniget an danevelloù embannet e dibenn ar yun.




#Article 290: Jeannie Robertson (225 words)


Jeannie Robertson (1908 - 13 a viz Meurzh 1975) a oa ur ganerez hengounel eus Bro-Skos.

Savet e oa bet e-touesk ur familh termaji hag oa brudet-tre, e Breizh-Veur a-bezh, evit kalite he roll-kanaouennoù hengounel (ur familh ha ne oa ket mui kantreat kemend-all d'ar mare-se, o chom e oant en Aberdeen). 

Desket he-doa he roll-kanaouennoù, unan deus ar re vrasañ e Breizh-Veur, gant he mamm, ha gant kanerion hengounel all ivez, bet kejet ganti war an hentoù. 

Adalek ar bloavezh 1953 he doa gallet kanañ dirak an dud e-barzh ar c'hentañ festivalioù folk. Er memes bloavezh e oa bet enrollet (hag aterset) gant ar sonour brudet Alan Lomax. Kanet he doa dezhañ un doare eus Andrew Lammie (Mill o' Tifty's Annie) hag a badas ouzhpenn 13 munut (ha lârout a rae hi c'hoazh ne oa ket aze nemet an hanter deus ar werz).

Graet e veze c'hoazh ganti arvestoù all, pladennoù, abadennoù-radio ha tele, betek fin ar bloavezhioù 1960. Dekoret e voe gant ar Rouanez, e 1968, da Ezel eus Urzh Impalaeriezh Breizh-Veur (MBE). 

Ouzhpenn he gwerzioù klasel, e kane c'hoazh kanaouennoù farsus evel Never Wed an Old Man. 
He c'hanaouenn vrudetañ hiziv an deiz eo I'm a man you don't meet every day pe Jock Stewart, ha zo bet adkanet gant Archie Fisher, The Dubliners, The McCalmans, The Tannahill Weavers ha The Pogues. 




#Article 291: Struzh (110 words)


Hollad ar plant eus an tolead eo ar struzh ha studiet e vez o sevel rolloù ar spesadoù-plant (spesadoù struzhel) a c’heller kavout en ur spas douar bennak pe un trevreizhad (ekosistem). Lakaet e vez e-tal al loened lec’hel.

Al levrioù skeudennet ma kaver enno renabloù ar spesadoù-plant evit o teskrivañ hag o anavezout a vez graet plantennaouegoù eus outo.

Miret e vez dastumadegoù ar spesimenoù (da lavaret eo plant lakaet da vezañ kraz) el louzaouegoù. Ur rouedad louzaouegoù a zo bet savet er bed a-bezh ken eo a-bouez evit ar votanikourien bezañ gouest pe adkavout a pezh a zo bet diskoachet dija ha d'ijinañ anvioù-plant nevez mar bez ezhomm.




#Article 292: Luc'hskeudennerezh (1586 words)


Ar luc'hskeudennerezh (pe ar fotografiezh) a zo :

Krouet gant materi ha teknikoù simpl, e c'hellas tennañ splet eus nevezadurioù a-leizh teknologiezhioù ha teknikoù war tachennoù an optik, ar gimiezh, ar mekanikerzh, an tredan, an elektronik hag ar stlennegezh.

Abaoe pell amzer e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Abaoe Aristoteles e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan(stenop) en ur « gambr du » (camera obscura) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar gloridenn arc’hant da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas Jacques Charles, anavezetoc’h p’en doa ijinet an aerlestr c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn arc’hant (AgCl). Thomas Wedgwood (1771-1805) a reas arnodennoù peuzheñvel gant an nitrat arc’hant (AgNO3.) ; sevel a reas ur c’hounskrid diwar-benn an dra-se e 1802. Evit John Herschel, deskrivañ a reas perzhioù an hiposulfit natriom (Na2S2O3, 5H2O,), deuet da vezañ ar stabilaer, e1819.

Joseph Nicéphore Niépce, ur ijinadennour eus Chalon-sur-Saône, a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù staen goloet a der-douar Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù (1826 pe 1827) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e Saint-Loup-de-Varennes (Saône-et-Loire). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. . Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.

Pa oa aet Nicéphone d’an Anaon e 1833 e kendalc’has Louis Jacques Mandé Daguerre da wellaat an doare-ober. Dizoloet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat ar frapad paouezadenniñ. War-dro dek munut a oa trawalc’h neuze. E 1839 en doa lakaet ar gouzieg ha kannad François Arago da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.

E 1839 e oa bet kinniget ijinadenn Daguerre, an dagerotip, da Akademiezh skiantoù Frañs. Er bloavezh-se eo e vez lavaret neuze e oa bet krouet al luc’hskeudennerezh. Gwellaet e oa bet ijinadenn Nièpce, evit gwir, ha netra ken. Dont a reas ar Stad c’hall da vezañ perc’henn an ijinadenn dre baeañ ul leve-bevañ bloaziek a 6000 lur da z-Daguerre hag a 4000 lur da Isidore Nièpce, mab da Nicéphore, ha reiñ a reas an ijinadenn e donezon d’ar « bed » da c’houde.

Gant an dagerotip e teued a-benn da gaout skeudennoù goude un hantereurvezh paouezadenniñ « hepken » (pa vez digoumoul an oabl). Abalamour da se eo un tammig arvarus tapout luc’hskeudennoù : ar straedoù e Pariz a seblant bezañ didud, ha pa vefe tud a-leizh enno pa oa bet tapet al luc’hskeudennoù. Krouet e oa bet al luc’hskeudennerezh avat. Al luc’hskeudenn gentañ o taolenniñ tud a vo graet diwezhatoc’hik : ur c’hoarer-straed o koarañ botoù un tremeniad. Difiñv ha diflach e oa chomet an daou zen e-pad un nebeud munutennoù.

Emdreiñ a reas buan-kenañ al luc’hskeudennerezh da c’houde. Disoc’h an enklaskoù, evit gwir, a voe akuitizet gant ar Stad c’hall ha pep hini en doa gallet buan-kentañ gwellaat al luc’hskeudennerezh.

Gallout a c’haller rummañ an araokadennoù e teir lodenn : 

William Henry Fox Talbot (1800-1877) a reas enklaskoù ivez adalek 1833, pa oa Niépce ha Daguerre oc’h ober kemend-all. E 1840 en doa krouet ar « c’halotip, un argerzh negativel-pozitivel a roe an tu da liesskignañ skeudennoù.

Enklaskoù all a oa bet graet da c’houde hag e-se e oa bet gwellaet perzhioù ar skeudennoù tamm-ha-tamm, kizidigezh al lurelloù tener, hag eeunaat ar skeudtapañ ; 1847 « argerzh an albumin » (Claude Félix Abel Niépce de Saint-Victor, ur c’henderv da Nicéphore), 1850 « argerzh gant kolodion gleb » ha 1851 « ambrotip » (Frederick Scott Archer), 1852 « ferotip » (Adolphe-Alexandre Martin).

Félix Tournachon, anavezet gwelloc’h dre e lesanv « Nadar », a reas un implij kenwerzhel anezhañ. Poltredoù eus pennoù-bras ar mare-se a reas, hag e 1858 al luc’hkeudenn gentañ dre nij e Bièvres : ul luc’hskeudenn eus Pariz a dapas e bourzh un aerlestr.

Al luc’hskeudennoù kentañ (gwenn ha du pe aotokrom) a veze graet war plakennoù gwer bras, pounner ha bresk-mat. E 1884 ez ijinas George Eastman lurelloù kizidik ha gwevn : ar film e keluloid. Gallout a raed stokañ meur a skeudenn warnañ e-barzh ar benveg-luc’hskeudenniñ. Distroadet e voe ar plakennoù gwer neuze. Gant ar binvioù luc’hskeudenniñ a oa deuet da vezañ bihanoc’h e oa aesoc’h tapout skeudennoù (hogos) e pep lec’h hag e kement degouezh zo.
Ar C’hodak a vo ar benveg-luc’hskeudenniñ kentañ a oa bet aozet gant ar gompagnunezh Eastman. Gallout a raed enrollañ ur c’hant skeudenn bennak war ur skor gwevn. Ur wech louc’het ar filmoù, ar binvioù a veze adkaset da Rochester (NY) ma vezent diskuliet. Ur wech tennet al luc’hskeudennoù e vezent adkaset d’ho perc’henn, asambles gant ar benveg adkarget.

E 1909 e oa bet ar Gall Étienne Mollier gant ar soñj da implijout ar film en e venveg luc’hskeudenniñ lesanvet ar Cent-Vues, un benveg « godell » a dape kant luc’hskeudenn 18/ diouzh renk. Ar Cent-Vues a voe produet e 1910 ha garedonet e oa bet gant ar Vedalenn aour er Genstrivadeg Lépine. Kenwerzhekaet e oa bet met ne reas ket berzh-kaer . E 1913 e savas Oskar Barnack kentpatrom kentañ al Leica, a voe kenwerzhekaet adalek 1925 hag a oa bet an hini kentañ eus ar binvioù a rae er furmad 24 x 36 mm, a oa bet implijet peurliesañ betek dibenn an  kantved.

War-dro 1948 e savas an doktor Edwin H. Land ar benveg kentañ da ziskuliañ war ar prim, ar Polaroid, hag e 1962 e azasaas ar argerzh ouzh al liv.
Ar stummoù kentañ eus ar polaroid a oa un etrenegatif enno. Er bloavezhioù 1980 e oa bet gwellaet an teknik evit chom hep ober gant an etrenegatif hag evit kaout ur pozitif eeun gwirion.

Unan eus an enklaskoù kentañ war al luc’hskeudennerezh eo koulskoude. Labourat a raio ar Gall Bayard war an dra-se war-dro 1838-1839, e-keit ma oa Niépce ha Daguerre o plediñ gant an dagerotip. Anavezout a reer Bayard peogwir en doa graet an emboltred kentañ (zo anvet « l'Autoportrait en noyé ») dre implijout an teknik-se.

Dre ma oa bet ijinet ar stereoskopiezh a-raok al luc’hskeudennerezh (Wheatstone, 1838), o doa kroget luc’hskeudennerien da dapout luc’hskeudennoù bosek adalek 1841. Graet e oa daou baouezadur diouzh renk met gortozet e oa ur pennadig etre an daou skeudtapadur.
Evit ar poltredoù ne oa ket posupl d’ober an daou skeudtapadur e div wech hag evit se e oa bet savet luc’hskeudennerezioù gant daou lagad adalek ar bloavezhioù 1850.

Gant an teknikoù urzhiataerezh e c’haller treuzfurmiñ ur skeudenn en un heuliad poentoù, ar pikseloù, a vez dewerzhet o ferzhioù dre sifroù. Gant an niverelaat ez eo posupl da adsevel ar skeudennoù diouzh an druilh war trobarzhioù urzhiataerezh azasaet : gallout a reer evel-se tretañ anezho gant meziantoù tennañ hag eilaozañ ha goude moullañ pe skignañ anezho er furmad niverel.

Diaes eo plediñ gant an deknologiezh-se, zo disheñvel-mik diouzh an argerzhoù fizik-ha-kimiek kentañ, abalamour da empentiñ kaptorioù elektronek ar skeudenn a gemer lec’h ar film. Emdreiñ a ra buan-kenañ diarunusted ar pikseloù, da lavaret eo an niver a bikseloù a c’haller genel dre skeudenn hag ar gizidigezh. N’eo ket dister dra an niver a fotositoù dre vilimetr-karrez, ha pa vefe perzhded ar skeudenn, evel evit an teknikoù kozh, diouzh arventennoù niverus all, evel ment ar c’haptor, a glot gant galloud disrannañ al lagadoù implijet. En ur implijout un hevelep lagad eo gwelloc’h perzhded al luc’hskeudennoù graet gant ur c’haptor 12 milion a bikseloù furmad leun eget ar re a vez graet gant kaptor ur benveg niverel, dezhañ an hevelep niver a bikseloù.

Gant al luc’hskeudennerezh niverel e c’haller eiltretañ hag eilaozañ ar skeudennoù gant un urzhiataer hag ur meziant tretañ niverel. Gant ar meziantoù-se e c’haller krouiñ diouzh e c’hoant, adalek reizhañ ar goulou, an dargemm pe al liv betek an eilaozañ pe ar c’henaozañ skeudennoù.
 
Gant ar rouedadoù kehentiñ, ar Genrouedad hag ar servijoù kumuniezhel a luc’hskeudennoù enlinenn a oa deuet war-wel e 2003 e vez implijet al luc’hskeudennerezh niverel e meur a zoare. Gant ar blogoù hag ar servijoù rannañ luc’hskeudennoù evel Pikeo pe Flickr, e c’hall al luc’hskeudennerienn verdeerien kaout binvioù ha servijoù evit kehentiñ, eskemm pe diskouez o luc’hskeudennoù niverel d’o familh, d’o mignoned, da dud o c’humuniezh pe d’an dud er bed ed a-bezh. Gant ar servijoù e vez kinniget doareoù korvoiñ enlinenn a-leizh : merañ an darempredoù, kinnigoù luc’hvannoù, lec’hiadur douaroniel, h.a. An arzourien hag ar vichereien a gav o c’hont peogwir e vez muioc’h a dud o selaou pe o welet anezho, kalz muioc’h eget ma vefent dirak tud en ul lec’h bennak.

Ar merkoù luc’hskeudennerezioù niverel zo : Canon, Fujifilm, Kodak, Leica, Nikon, Olympus, Panasonic, Pentax, Samsung, Sony

Er steredoniezh, un teknik  pouezus eo p'eo bet graet dizoloadennoù diniver en ul luc’hskeudenniñ an astroù.

Pennad dra ar munud : Roll al luc'hskeudennerien.

Saloñs al luc'hskeudennerezh 2010 e Pariz

Rummad gouestlet : Mirdi pe palier al luc'hskeudennoù

Frañs

Arz al luc'hskeudennerezh




#Article 293: Republik Roma (271 words)


Republik Roma, pe ar Republik roman, a voe savet war-dro 509 kent Jezuz-Krist pa voe skarzhet ar roue etrusk Tarquin le Superbe, gant uhelidi Roma. Padout a reas betek -44, pa voe lazhet Julius Caesar, daoust ma ne voe flastret nemet e -31 gant emgann Actium, ha ne voe ofisiel ar fin anezhi nemet pa voe roet an titl a Augustus da Octavius e -27. 

Ar res publica, ar republik, eo tra ar bobl, an holl.

Renet e oa Roma gant magistraded dilennet gant an holl geodediz, met evit ur bloavezh hepken. Votet e oa al lezennoù gant an holl geodediz ivez. Ur Sened, tri-c'hant henvagistraded ennañ, a veze i izili anvet gant ar sensored, an uhelañ magistraded. Ne rene ket ar Sened, met e roe alioù a-bouezh bras ha den ne grede chom hep heuliañ anezho dre aon e c'hoarvefe dezhañ darvoudoù fall. Embann a rae ar Sened Senatus-consultum ha ma veze ar republik en argoll e c'hell votiñ un urzh evit ar goñsuled : Caveant consules ne quid detrimenti res publica capiat (Ra ziwallo ar gonsuled na c'hoarvezfe d'ar republik digoll ebet). Ma oa un arvar milourel bras e c'hellfe ar Sened envel un diktator hag ur mestr ar varc'hegiezh evit kondui an armeoù.

Ur seurt demokratelezh e oa e Kêr Roma pa veze votet an holl lezennoù gant bodadeg ar Bobl, ar C'homitia tributa (bodadeg ar meuriadoù) e veze graet eus outo. Koulskoude e oa un vodadeg bihan ha ne veze aotreet dibab an izili nemet d'ar re binvidik. Ar C'homitia centuriata-mañ a oa karget envel ar vagistraded uhel. Dre vras e rene aferioù Roma ar re binvidik.




#Article 294: Touristerezh (158 words)


Pleustriñ war an touristerezh a zo beajiñ ha chom pell eus ar gêr e-pad ouzhpenn un nozvezh. 

Er penn-kentañ ne veze komzet eus touristerezh nemet pa veze baleet evit en em ziduiñ (ha fall ha fonnus, ouzhpenn-se, alies a-walc'h). Bremañ e c'holo industriezh an touristerezh an holl obererezhioù ekonomikel (treuzdougen, letioù, pretioù, hag all) a vez implijet p'en em ziblas un den en un doare digustum.
Hag e c'hall bezañ evit ober aferioù (touristerezh aferioù) pe evit ur pirc'hirinaj (touristerezh relijiel).

Dedennet e vez an tourist gant ar sevenadur ha gant natur al lec'hioù gweladennet gantañ. E-pad pell eo bet miret an oberiantiz-se evit an dud pinvidik. Dibaoe eo deuet an touristerezh da vezañ un industriezh wirion, pa oa en em lakaet da vale bro tud à renk etre eus broioù ar c'hornog (Frañs, Bro-Saoz, SUA...). An dra-se a zo bet posupl goude kresk live ar vuhez, ha goude an araokadennoù bet graet war tachenn an treuzdougen ivez.




#Article 295: Impalaeriezh roman (588 words)


.

Impalaeriezh Roma eo an anv a reer eus ar Stad  a gemeras lec'h  ar Republik roman adalek ar bloaz 27 KJK.

Daou dra war un dro a roer da intent gant al lavarenn Impalaeriezh roman (latin : imperium rōmānum, gresianeg krennamzerel : Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων Vasileía tón Romaíon Rouantelezh ar Romaned , italianeg : Impero romano) : 

Staliet e voe ar renad gant Caius Julius Caesar Octavianus (Aogust), gourniz hag advab Caius Julius Caesar, goude ar brezelioù diabarzh a c'hoarvezas er Republik roman e dibenn ar Iañ kantved kent JK. Peurvuiañ e lakaer ar bloaz 27 kent Jezuz-Krist da zeroù renad an impalaeriezh roman, ar bloaz ma voe roet da Octavius gant ar Sened roman an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ.
Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel saviad  ar riez abaoe Emgann Actium  pevar bloaz a-raok, e 31 kent Jezuz-Krist, pa oa bet trec'h Octavius war armeoù Marcus Antonius ha Kleopatra. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an unpenniezh abaoe mare diktatouriezh Caius Julius Caesar.

Biskoazh n'eus bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell ec'h eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o deveze ar Romaned ma vije renet ur c'hemm enep an henvoazioù hag enep youl an doueoù marteze.
Hervez an istor ofisiel, diwar o intrudu en em lakae ar Republik, ar Bobl hag o Sened etre daouarn un den hepken. Princeps senatus (penn ar sened) e oa e ditl boutinañ, ha ne oa nemet hini ar senedour en doa aotre da gomz a-raok an holl. Ur wech c'hoazh e oa ur ster relijiel kuzh pa grede ar Romaned e oa an den kentañ o komz an hini awenet gant an doueoù hag e veze selaouet pizh outañ.
Abalamour d'an aon rak ar c'hemm e vezed kustum ivez er mareoù kentañ da reiñ d'ar princeps an titl a gonsul, a oa ar rezhaouer uhelañ er Republik. 

Aogust, hag eñ an advab, en doa lakaet anv caezar (impalaer) a-raok e anv-familh, ha diwar ar skouer-mañ ec'h eo bet graet heñvel gant an impalaerien a voe war e lerc'h. Un titl eo deuet da vezañ, ha tsar, pe c'hoazh ksar, zo anvioù a enor a veze roet da impalaerien Rusia, Bulgaria ha Serbia, ha kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian.

Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar princeps, hag imperator en o zouez ; eus ar ger imerator e teu impalaer. D'ur jeneral trec'hour e veze roet gant e soudarded a-raok ar boaz d'e reiñ d'ur senedour.

An Impalaeriezh roman e voe ar Stad galloudusañ a-fed armerzh, sevenadur, politikerezh  hag arme en e vare. Chomet eo unan eus ar brasañ impalaeriezhoù a zo bet biskoazh. En e barr dindan ren an impalaer Trajan e oa ledet war 5 milion a gilometradoù karrez. En e zalc'h e oa e-tro 70 milion a dud, 21% eus poblañs ar bed er mare-se.
Dre ma padas pell ha war un tiriad bras ez eo chomet an impalaeriezh roman un diazez evit ar yezhoù gresian ha latin, a-fed sevenadur, relijion, ijinerezh, savouriezh, prederouriezh, Gwir ha stummoù gouarnamantoù evit kantvedoù goude ma oa aet da get. En Europa ar Grennamzer e voe klasket adsevel impalaeriezhioù par d'an hini roman : Impalaeriezh Latin ar Reter (1024-1261) goude ar pevare Kroaziadeg, hag an impalaeriezh roman Santel German. Dre nerzh trevadenniñ Europiz goude mare an azginivelezh, hag ar stadoù krouet goude, ar sevenadurezh c'hresian-goman ha yuzev-kristen a voe ledet dre ar bed, hag a yeas da ziazez ar bed a-vremañ.




#Article 296: Mor Kreizdouar (183 words)


Ul lodenn eus ar Meurvor Atlantel eo bet ar Mor Kreizdouar, met kazi kaeet eo bet gant an douaroù. En Norzh eo klozet gant Europa, er Su gant Afrika hag er Reter gant Azia. N'eo digor nemet eus tu ar c'hornaoueg gant strizh-mor Jibraltar na ra nemet 14,4 km.
Gant ar vorourien e vez graet ar Mor Kreizdouar Euroafrikan pe Mor Kreizdouar Europa anezhañ evit ober ar c'hemm etrezañ hag ar morioù kreizdouar all.
 
Un hent bras-kenañ evit an treuzdougerezh dre vor eo bet er Ragistor hag en Henamzer pa zeuas da vezañ anat d'ar pobloù o doa ezhomm d'ober kenwerzh ha da sevel liammoù politikel ha sevenadurel, en o zouez pobl Egiptiz kozh, pobl ar C'hresianed, pobl ar Romaned ha pobloù ar Reter, Semited (an Arabed, ar Fenikianed hag ar Yuzevien en o zouez) ha Persed.
Unan eus mammennoù pennañ sevenadur ar C'hornôg eo bet ar pezh a zo c'hoarvezet a-gozh war aodoù ar Mor Kreizdouar.

Kreizdouar (kreiz + douar) a zeu eus troidigezh rik an anv-gwan latin mediterraneus, hemañ o treiñ ar gregaj mesogeios (μεσογεῖος).
Bez' ez eus (bet) anvioù all :




#Article 297: Latin (621 words)


Ur yezh italek eus kerentiad ar yezhoù indezeuropek eo al latin. Yezh ar Romaned en Henamzer e oa hag e voe implijet gant an diplomatiezh betek ar . Ur yezh voutin d'an holl vroioù europat ha kristen e oa diwar ar pouez a oa gant an Iliz katolik roman. Chomet eo un danvez-studi ret evit ar grennarded hag ar studierien en Europa betek derou an  goude Jezuz-Krist.

Renket eo al latin e-touez ar yezhoù aet da get ha koulskoude e chom unan eus an teir yezh ofisiel ma ra ar Sez Santel ganto goude bezañ bet yezh ret al liderezh katolik er C'hornôg (hag e chom implijet evit-se el liderezh tridentek). Ne vez ket mui desket d'an danvez-kloareged er c'hloerdioù, met e skolioù-meur pabel e Roma, e Breuriezh Sant Pius V hag e Breuriezh Sant Pius X ivez.
  
Un toullad tud o devez plijadur o komz e latin hag embann testennoù gant nevezc'herioù e-leizh (ober a ra ar Sez santel an dra-se ivez). N'eus nemet teurel ur sell ouzh , un doare latin eus Wikipedia ouzhpenn 120 000 pennad ennañ.
 

Yezh-vamm ar yezhoù romanek eo al latin pa zeu meur a yezh europat eus al latin poblel, ha n'eo ket eus ar yezh lennegel tamm ebet.

Ar yezhoù romanek :

Ha yezhoù nann-romanek o deus degemeret ul lodenn vras eus o gerioù : an albaneg hag ar saozneg (gerioù gallek deuet er Grennamzer pa oa ar galleg, yezh ofisiel ar roueed saoz a oa bet duged Normandi e Bro-C'hall.
 
P'eo bet al latin yezh ar ouiziegezh hag an deskadurezh alies ha yezh an Iliz katolik roman e-pad kantvedoù, n'eo ket dic'hortoz m'en deus bet ul levezon bras war un toullad mat a yezhoù europat.
 

A-wechoù e vez graet gant latin izel evit termeniñ al latin skrivet eus diwezh an Henamzer betek mareoù kentañ ar Grennamzer. Goude e vez komzet eus latin ar Grennamzer. Latin klasel a vez graet eus ar yezh skrivet gant CiCero ha Jul Kaezar er c'hantved kent ar C'hrist. E latin ar Grennamzer ez eus en em silet gerioù deuet eus ar yezhoù germanek hag ivez eus termenoù cheñchet o sterioù dindan levezon ar gristeniezh. Da skouer : Credo, scriptorium.
Ezhomm a oa en Europa ar Grennamzer eus jubennourien ha troourien evit mont eus al latin d'ar yezh lec'hel hag ar c'hontrol. E galleg e veze graet latiniers eus outo hag e brezhoneg latinerien. Chomet ez eus roud eus ar ger-se e Breizh pa gaver an anv-familh Latimier c'hoazh.
Ar c'hentañ geriadur embannet e Breizh (hag e Bro-C'hall) eo bet ar C'hatolicon (1499), ur geriadur teiryezhek, brezhoneg-galleg-latin. Kelennet e veze al latin e brezhoneg evel e tiskouez an Donoet, ur yezhadur latin e brezhoneg.

Betek fin an  e veze ret kinnig hag embann e latin tezennoù war ar medisinerezh ha war ar skiantoù. Paeet e veze ur studier latineger evit an droidigezh.

Chomet eo al latin yezh diplomatiezh ar Vatikan, met muioc'h-muiañ a ziaesterioù o devez ar gloer evit ober gantañ. Diaes eo d'ar gardinaled komz ha skrivañ ul latin a-zoare. Ne chomfe nemet daou gardinal e-doug bodad Sened-kardinaled 2005 (evit dilenn ar Pab) a zo bet gouest da gompren hag ar Pab nevez en o zouez.
 
Ur servij evit al latin modern ha kempred a ren ar Sez Santel ha 60 000 ger a zo bet ouzhpennet abaoe daou c'hant vloaz evit lakaat ar yezh a-blom gant ar bed kempred. Ne c'heller ket krediñ n'eo ket mui bev al latin c'hoazh ha pa vije lavaret ar c'hontrol d'an aliesañ.
 

 Ur wech an amzer ec'h implij Unaniezh Europa al latin pa ne c'hell ket ober gant al liesyezhegezh ofisiel. Setu perak e ra gant formulennoù simpl e latin evel he ger-ardamez (sell ouzh ar foto).

Da vezañ kendalc'het




#Article 298: ISKCON (Hare Krishna) (814 words)


Anv ofisiel ar strollad-mañ eo Kevredigezh Etrebroadel evit Anaoudegezh Krichna (saozneg International Society for Krishna Consciousness (ISKCON)), met peurliesañ e vez graet ar re Hare Krichna oute gant an dud.

Ul luskad relijiel nevez, pe evit lod ur sektenn, eo ISKCON, diazezet war gredennoù ar vichnouegezh mod Gaudiya, da lâret eo e c'hell bezañ renket e-touez familh ar relijionoù a denn d'an hindouegezh. Diazezet eo ISKCON war ar bhakti yoga, da lâret eo kanañ meleudi da gKrichna hag e genseurtez Radha.

Degaset e voe ar c'hredennoù-se evit ar wech kentañ da broioù ar C'hornôg gant A.C. Bhaktivedanta Swami Prabhupada p'en em stalias e New York e 1966 evit prezegenniñ eno. 

Anavezet e vez al luskad Hare Krichna gant an dud dre vras a-drugarez d'an izili a c'heller gwelet (nebeutoc'h-nebeutañ e gwirionez) gwisket evel menec'h eus India o tañsal hag o kanañ ar mantra meur dre straedoù bras kêrioù pennañ broioù Europa.

Dont a ra lesanv al luskad diwar ar ganenn kanet gante a-hed ar wech a vez graet er maha mantra outi, da lâret eo ar ganenn veur.

Kavet e vez ar ganenn-se e skriturioù sakr an hindouegezh, da skouer an Upanichad Kali-santarana, ha skignet e voe dreist-holl gant Chaitanya Mahaprabhu, bet ganet e Mayapur (India) e 1486. Brudet-bras eo ar ganenn-se en India a-bezh ha kanet e vez gant an dud n'emaint ket e-barzh al luskad ISKCON ivez. 

Setu pozioù ar ganenn:

               
Kanañ a ra meuleudi da anvioù an doue Chiva, Krichna ha Rama.

Evit izili ISKCON ez eo Krichna kevatal da Vichnou ha hennezh e penn an holl zoueed. Kregiñ a reas ar bhakti yoga da geñver ar maread ar Vedaoù, met diorroet ha kaset da benn e oant dreist-holl gant Sri Caitanya Mahaprabhu e kornôg Bengal er bloavezhioù 1500s. Abalamour da se emañ renket ISCKON evel un doare hindouriezh vishnour gaudiya, da lâret eo e mod Bengal. 

Kalz a dud a zo aet war hent ar vichouegezh doare goadiya en India dre vras, dresit-holl e kornôg Bengal hag Orisa abaoe ar grennamzer. Unan eus an diforc'hioù pennañ etre ar vichnouegezh doare gaudiya ha doareoù hindouegezh all, vichnoueger pe get, a denn d'ar fed ma vez kredet ez eo ene pephini un bezañs evitañ e-unan ha ne deu ket na netra dre vezañ enteuzet en netra.

Prabhupada an hini eo a degasas an doare hindouegezh-se d'ar C'hornôg dre krouiñ ISKCON hag ivez dre dreiñ meur a skritur sakr an hindouegezh diwar ar sañskriteg hag ar bengaleg, evel da skouer ar Bhagavad Gita, ar Srimad Bhagavatam hag ar Chaitanya Charitamrita.

Pa voe savet ISKCON gant Prabhupada e 1966 e tisklêrias en deveze al luskad seizh pal pennañ:

Klasket e vez gant tud ISKCON skignañ o c'hredennoù ha lakaat muioc'h-mui a dud da grediñ enne, dreist-holl dre brezegenniñ er straedoù en ur gannañ pe o werzhañ levrioù. Meur a gumuniezh hare krichna a zo dre ar bed a-bezh, gante tiez-debriñ, tiez-feurm ha skolioù zoken. 

Daoust ma m'eo aet ISKCON mui-ouzh-mui war hent ar c'hornaouekaat, an holl izili a dremen hep debriñ kig, hep ober gant ar c'hoarioù arc'hant, hep evañ alkool pe c'hoazh tamm dramm ebet hag ivez hep kaout darempredoù revel nemet e vefe evit genel bugale gant ur c'houblad dimezet.

Gant Prabhupada e oa bet krouet ISKCON ha gantañ e oa bet diorroet ha lakaat da greskiñ a-hed e vuhez. 

Goude marv Prabhupada d'ar 4 a viz Du 1977 e teuas 11 ezel da vezañ gouroued veur (saozneg initiating gurus):

Diwar an 11 den-se, hiziv n'eus nemet 4 dioute a zo c'hoazh ezel eus ISKCON.

Hiziv emañ aferioù ISKCON dindan beli ur C'huzul Merañ (saozneg Governing Body Commission), bet krouet gant Prabhupada e-unan. Cheñchet kalz en deus ar C'huzul-se abaoe ma oa bet krouet gant Prabhupada ha kritiket kalz eo bet gant izili zo. Devamrta Swami eo anv Prezidant ar C'huzul Merañ.

Goude marv Prabhupada ez eo bet kemmet meur a gredenn ivez. 

A-hed an amzer eo bet tamallet pennoù ISKCON da vezañ kaset da benn skrapadennoù, krizeri war ar vugale ha flod. E penn kentañ ar bloavezhioù 80 e oa bet savet a-enep dezhe meur a brosez gant ISKCON barnet da baeañ gant kalz a arc'hant hag ivez gant pennoù zo eus al luskad lakaet en toull .

Hervez John Hubner ha Lindsey Gruson en o levr diwar-benn ar re Hare Krishna er Stadoù-Unanet Monkey on a Stick: Murder, Madness and the Hari Krishnas  o doa kemeret perzh izili eus ar strollad e gwerzhañ struj hag armoù hag kiriek e vefe bet lod ivez da vezañ lazhet izili all.

Ar skandaloù braña a dennas d'an doare ma oa bet mac'homet bugale eus skolioù an aozadur gant pennoù ISKCON, dreist-holl gwalloberioù revel, bet anavezet ez-forna gant ISKCON e 1998 .

Goude ma oa bet tamallate ar strollad da baeañ 9,5 milion a dollaroù e lâras 430 den all o doa bet gouzañvet seurt gwalloberioù ivez ha freuzstal he doa ranket disklêriañ ISKCON 




#Article 299: Veda (199 words)


Ar Veda pe ar Vedaoù (ved en hindi ha veda e sañskriteg) a c'hoarvez eus ur stroll testennoù relijiel, anezho sichenn ar vedegezh hag an hindouegezh.

Kar eo ar ger veda d'ar wrizienn vrezhonek gouez- (gouzout). Gouezoniezh eo ster ar ger veda.

Graet e vez veda ivez eus testennoù all, da skouer : ar sthāpatya-veda (gouezoniezh an diazezañ) a zo anezhañ an tisavouriezh pe an adeiladiñ ; an Āyur-veda (gouezoniezh an hirhoal) a zo anezhañ ar medisinerezh. Met pa ne vez ket resisaet e talv ar Veda kement hag ar Ouezoniezh hec'h-unan. Ar śruti eo ar Veda-se. Dont a ra ar ger śruti eus ar wrizienn sañskritek ŚRU (klevet) a zo kar d'ar brezhoneg KLEV. Hervez an hengoun vedek e vez graet śruti eus an testennoù a zo bet klevet gant richied ha treuzfurmet e sonioù ganto. Lakaet e vez kemm etre ar śruti a zo bet diskuilhet d'ar richied, hag ar smrti a zo bet eztaolet gant mistri zenel.

Ar vedaoù a zo enno ar meulganoù, al lidoù hag ar mantraoù. Kontañ a reer 4 veda: ar Rg-veda, ar Yajur-veda, ar Sāma-veda hag an Atharva-veda.

An tri veda kentañ a vez graet anezho trayī vidyā: ar ouezoniezh tripl.




#Article 300: Sahaja Yoga (122 words)


Ur strollad relijiel eo ar Sahaja Yoga diazezet war kredennoù doareoù resis an hindouegezh krouet gant an indianez Nirmala Shrivastava a reer ivez outi Shri Mataji Nirmala Shrivastava, Shri Mataji Nirmala Shrivastava ha Shri Mataji Nirmala Devi, bet ganet e 1923. 

Hervez ar strollad, ur sektenn evit lod, ez eo ar sahaja yoga an hentenn nemiti a c'hell kas d'an emanaoudegezh dre dihuniñ nerzh ar c'h-kundalini. Diazezet eo neuze war sistem ar chakraoù.

Tud zo o deus savet groñs a-enep d'ar sahaja yoga o lâret ez eus ur sektenn anezhañ a walc'h empenn an izili dre evezhiañ ouzh o buhez en un doare strizh. Tamallet e vez da wallimplijout kredennoù ar yoga evit gounit ar muiañ a arc'hant posupl digant an izili.




#Article 301: Iliz Satan (305 words)


Iliz Satan (saozneg Church of Satan) a zo un aozadur didoueour gouestlet d'ar satanouriezh hervez Bibl ar Satanouriezh skrivet gant Anton Szandor LaVey e 1969.

Diazezet emañ kredennoù an Iliz dre vras war Satan pe Satanaz ar gKristeniezh, o kelenn ober dres ar c'honrtol diouzh ar pezh e vez kelennet gant ar relijionoù hengounel, dreist-holl dre disklêriañ emañ pep hini e karg eus e vuhez hag e dazont ha n'emañ kiriek nemet outañ e-unan.

N'eo ket evite neuze Satan un doare enep-doue a dlefer pep hini sentiñ outañ, met kentoc'h ez eo ar stanouriezh un hent relejiel kleizour a gas an dud war hent an emanaoudegezh drezi o-unan a dre ober diouzh o c'hoantoù hep soñjal er re all nag en un doue bennaket, forzh pehini e vefe.

Krouet e oa bet an Iliz e San Francisco d'an 30 a viz Ebrel, da geñver Gouel ar Gwrac'hed, e 1966 gant Anton Szandor LaVey, bet Beleg Meur an Iliz betek e varv e 1997.

Nac'hañ e ra an Iliz ar statud didailh er Stadoù-Unanet a c'hellfe kaout dre wir evel iliz m'emañ rak krediñ a ra e dlefe pep hini bezañ kiriek dezhañ e-unan evit ar pezh a ra. 

Ne glask ket izili nevez dre vrudañ an Iliz, ha pep ezel nevez a rank bezañ ouzhpenn 18 vloaz. Ret eo ivez da izili an Iliz sentiñ ouzh lezennoù ar vro e lec'h m'emaint o chom.

Goude marv LaVey e 1997 e voe staliet e wreg Blanche Barton e penn an Iliz ha kenderc'hel a ra hounnezh da labourat gant an Iliz. E 2001 avat e roas he fost d'ur c'houblad izili abaoe pell Peter H. Gilmore a deuas da vezañ Beleg Meur an Iliz gant Peggy Nadramia da Velegez Veur.

Sêzva an Iliz emañ hiziv e New York e-lec'h m'emañ ar c'houblad Beleion Veur o chom. 




#Article 302: Gresianeg (221 words)


Ar gresianeg () a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropat.  Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met  gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.

Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.  

Gregaj – dismegañsus a-wezhioù, o taveiñ d'ur yezh lenneien digomprenus – ha gresim – ger lennek – a vez implijet ivez evit envel an henyezh.  
  

Komzet ez eus bet gresianeg e Ledenez ar Balkanoù adalek an eil milved kent Jezuz-Krist evel m'eo bet lakaet war wel pa oa bet diskoachet tablezennoù al Linenneg B eus 1500 kent Jezuz-Krist. Koulskoude n'eus ket liamm ebet etre al Linneneg B hag al lizherenneg c'hresian hag hemañ a zeu eus al lizherenneg fenikian, doare-skrivañ an abjad (war-dro 1000 kent Jezuz-Krist). N'eus ket bet kalz a cheñchamant abaoe.

Dre voaz e vez rannet istor ar gresianeg etre ar mareoù-mañ :   

 

 

ur c'hendalc'h d'ar c'hoine eo bet ar yezh ofisiel ha vernakular a veze komzet en Impalaeriezh Bizantion e-pad ar Grennamzer. Anvet e vez gresianeg Bizantion ivez. 
 

Da vezañ kendalc'het




#Article 303: Stêr Aon (167 words)


Ur stêr e Kornôg Breizh eo ar Stêr Aon pe an Aon. War 145 km e tiskenn adalek hec'h eienenn e-kichen Lohueg (Treger ; Aodoù-an-Arvor) betek lenn-vor Brest etre Rosloc'hen (Kerne - Penn-ar-Bed) ha Landevenneg (Kerne ; Penn-ar-Bed). Graet e vez Richer Kastellin eus hec'h aber pa ya al lanv betek ar gêr-se a-hed un hir a wazhenn.
War an hanterad izel eo bet kanoliet er bloavezhioù 1830 evit bezañ ul lodenn eus ar Ganol Naoned-Brest etre Meilh-ar-Wern ha Pont-Triffen, poent-kej etre an teir c'humun Speied, Kledenn-Poc'hêr ha Landelo hag etre ar Stêr Aon ha lodenn ganoliet ar stêr Iêr.

En tu dehoù

En tu kleiz

Meur a wech ez eus bet dourioù-beuz diwar ar glaveier diehan a c'hell kouezhañ war he diazad-doureier. Goude dourioù-beuz bras e 2000 ez eus bet divizet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ma vefe savet ur stankell e Meilh-ar-Wern e-lec'h skluz ar Gilli C'hlas. 8 rañvell a ya da glozañ, ez-aotomatek, an hent pe d'an dour dous pe d'al lanv hervez al liveoù anezho.




#Article 304: Falun Gong (272 words)


Falun Gong (sinaeg hengounel: 法輪功; sinaeg eeunaet: 法轮功; treuzskrivadur pinyin: Fǎlún Gōng; Ober gant Rod al Lezenn) pe Falun Dafa (sinaeg hengounel: 法輪大法; sinaeg eeunaet: 法轮大法; treuzskrivadur pinyin: Fǎlún dàfǎ; Lezenn Veur Rod al Lezenn) a zo ul luskad speredel a orin sinaat. E Sina e vez klasket flastrañ al luskad-mañ rak hervez gouarnamant Republik Pobl Sina ez eus ur sektenn anezhañ.

Hervez al luskad e-unan ez eo Falun Gong ur skol-breder qigong (氣功; qìgōng) diazezet war kredennoù hengounel Sina kar d'an Taiqi Quan.

Aet eo kalz war gresk abaoe ma oa bet digoret Falun Gong d'an holl ez ofisiel e 1992 gant an den a oa bet krouet gantañ, Li Hongzhi (李洪志) hag a zo o chom hiziv er Stadoù-Unanet) betek tapout tro-dro da 80 milion a izili e Sina e 1998 hervez sifroù ofisiel Sina. Aet eo war vrasaat ivez an niver a izili dre ar bed a-bezh, dreist-holl er Stadoù-Unanet, e Kanada, Aostralia hag Europa.

E Sina e vez klasket mougañ  al luskad Falun Gong ha lazhet ez eus bet gant ar gouarnamant un 260 ezel bennaket ha savet ez eus bet luskadoù dre Europa o c'houlenn groñs e chomfe a-sav Sina da heskinat izili Falun Gong.

Hervez gouarnamant Sina ez eo Falung Gong ur sektenn hepmuiken hag hervezañ e vefe an aozadur kiriek da varv ouzhpenn 1600 den bet nac'het reiñ louzoù dezho. N'eo ket gwall sur seurt tamalloù, avat, evit aozadurioù a zifenn gwirioù mab-den evel Amnesty International.

D'an 23 a viz Genver 2001 eo marvet un den goude bezañ lakaet an tan ennañ e-unan e Plasenn Tiananmen, un ezel eus Falun Gong anezhañ hervez gouarnamant Sina.




#Article 305: Sandhi (207 words)


Graet e vez sandhi (diwar ar sañskriteg संधि 'saṃdhi'; liamm) gant ar yezhadurourien (da heul re India) eus kemmadurioù fonetikel a c'hoarvez gant ar soniadoù e degouezhioù 'zo. Arabat kemmeskañ ar c'hemmadurioù a c'hoarvez e brezhoneg hag e yezhoù all diwar abegoù yezhadurel hag ar sandhioù a c'hoarvez diwar abegoù fonetikel.

Pa c'hoarvez ar sandhioù e penn kentañ pe e dibenn ar gerioù e vez graet diavaez anezho ha pa c'hoarvezont e diabarzh ar gerioù e vez graet diabarzh anezho.

Renablet ha studiet pizh e oa bet ar sandhioù sañskritek hag ar reolennoù a ren anezho abaoe ouzhpenn 2500 vloaz zo en oberenn ar yezhadurour sanskritek Pānini (560-480 kent JK), an astādhyāyī. Lod anezho a zo heñvel e brezhoneg hag e sañskriteg.

Pa vez heuliet kensonenn dibenn ur ger gant ur vogalenn e teu, dre vras, ar gensonenn-se da vezañ mouezhiet:

Ar gerioù a echu gant s + kensonenn a chom divouezh:

A-wechoù, war-lerc'h ur gensonenn-dibenn, e c'hell ur gensonenn deroù-ger kaletaat ha dont da vezañ divouezh:

Gallout a reer kavout sandhioù diabarzh e brezhoneg pa vez savet gerioù diwar meur a elfenn, ur rakger hag ur wrizienn da skouer.
Skouerioù:

Sandhioù a c'hell c'hoarvezout gant tonennoù daou c'her kichen-ha-kichen. Graet e vez sandhioù tonennel anezho .




#Article 306: Stêranvadurezh (134 words)


Ar stêranvadurezh eo ar skiant a bled gant studi anvioù ar stêrioù hag an dourredennoù dre vras. Klasket e vez an anvioù e-keñver ar gerdarzh (orin ar ger, pe etimologiezh). Ur studi a bouez eo evit an douriawourien o deus ezhomm anavezout anvioù ar stêrioù a vez studiet ganto.

An anvioù stêrioù koulz ar re a gaver liammet gant an torosennadur (anvioù an uhelennoù hag ar menezioù, dreist-holl) a vez miret e-pad kantvedoù pe milvedoù alies. Alies-tre e chom ar penngef en ur yezh kozh hag aet da get dindan gwiskamant ur yezh all hag en deus aloubet an tiriadoù ma red ar stêr drezo. Koulskoude e vez diaes-tre bezañ sur ma kaver un anv ha ne vefe ket e yezh orin koshoc'h c'hoazh eget ar yezh lakaet evel e hini gant an arbennigourien.




#Article 307: Stêranvadurezh Breizh (192 words)


Studiet eo bet lec'hanvadurezh Breizh hag e skourr stêranvadurezh Breizh dre glask penngefioù galianek pe vrezhonek. Koulskoude ne c'heller ket bezañ sur ne vije ket penngefioù en ur yezh indezeuropek pe nann-indezeuropek koshoc'h eget ar galianeg ha marteze eo c'hoarvezet d'ar brezhoneg degemer ha treuzwiskañ elfennoù ar yezh keltiek kevandirel (predeneg? galianeg?) ken tost e oa dezhi.

Hervez Herve ar Bihan e c'heller renkañ stêranvioù Breizh e tri maread :

Ret eo ouzhpennañ mare an anvioù gallek.

Evit an Don e kaver ar stumm latin Ultone e kartennaoueg abati Redon. Marteze e endalc'h anvioù kozh Oud ha Don (Breizh ha Rusia) ar wrizienn *ol- = flodiñ ivez

Met re zisheñvel eo ar stumm heniwerzhonek esc evit bezañ rakkeltiek.

Hervez Jean-Yves Plourin ha Pierre Hellocou, ar stêr a ya eus feuteun Toullaeron betek an Ele (etre  Ar Faoued ha Lannejenn) a zo Stêr-Laeron e gwir anv (ha n'eo ket an Inam, ur fazi graet er XIXvet kantved).
Dont a rafe eus lad- = flodiñ ha gronn = lagenn. Ur seurt geun eo gant dour o tont er-maez dioutañ. Ha n'en deus netra da welout gant al laeron o defe laeret ar stêr gwechall.




#Article 308: Lobsang Rampa (200 words)


Tuesday Lobsang Rampa a oa anv-pluenn Cyril Hoskins bet ganet e Plympton (Bro-Saoz). Mervel a reas e 1981. Hervezañ e oa Lobsang rampa anv spered ul lama tibetek a oa deuet da chom en e gorf-eñ. Ar rak-anv Tuesday (Dimeurzh) a deu diwar anv an devezh ma oa bet kemeret korf Hoskins gant al lama-se.

Skrivañ a reas meur a levr a-hed e vuhez o kontañ e yaouankiz e Tibet hag ar skiant en doa prenet eno. Deuet e oa da vezañ brudet-tre hag an darn vrasañ eus an dud a grede ennañ ne ouient ket e oa e gwirionez un den eus Bro-Saoz ha ne oa ket bet e Tibet biskoazh. Embannet e oa bet e levr kentañ, hag ivez an hini brudetañ, The Third Eye (An trede lagad) e 1956. War-lerc'h eo bet diskwelet e oa faos an traoù kontet gantañ el levr-se, met daoust da se e kendalc'he -- hag e kendalc'h c'hoazh -- tud da grediñ ha da fiziout ennañ. 

Gwech-ha-gwech-all e sav tud a-enep al levrioù-se a zo kaoz enne eus speredelezh Tibet ha doare boudaegezh ar vro-se hep ma vefe skrivet sklaer warne ez eo faltazi ha faos ar pezh a zo kontet enne.




#Article 309: Luskad Krouiñ (442 words)


Luskad Krouiñ (saozneg: Creativity Movement) a zo anezhañ un aozadur relijiel diazezet war ar ouennelouriezh hag an enepyuzevegezh. Savet e oa bet a-ratozh-kaer evel ar relijion nemeti evit Ar Re Wenn. 

Evit al luskad ez eo ar ouenn wenn an hini wellañ hag ar re all a zo dindani. Nac'het e vez gantañ ivez ma oa bet lazhet juzevion gant an nazied hag a sav a-du gant an nevez-eugenouriezh, da lâret eo klask doareoù da wellaat an dud dre chench ar genoù. Pal seurt taolioù-arnod a zo kas war-raok ar re wenn hag o gwareziñ diouzh ar gouennoù all. 

Etre 1996 ha 2002 e veze anavezet al Luskad Krouiñ evel Iliz Hollvedel ar C'hrouer (saozneg World Church of the Creator WCOTC) hag en diagent evel Iliz ar C'hrouer (saozneg Church of the Creator) etre 1973 ha 1996.

Krouet e voe al Luskad dindan an anv Iliz ar C'hrouer gant Ben Klassen e 1973 pa embannas e levr Nature's Eternal Religion (Relijion peurbadel an natur). War-lerc'h e oa bet staliet Matthew F. Hale e penn ar strollad betek ma voe bac'het e tamallet da vezañ iriennet lazhat ur barner meur. 

Staget e voe gerig Hollvedel ouzh anv al luskad gant Matt Hale e 1996 evit diskwel e klaske skignañ o c'hredennoù dre ar bed a-bezh a-benn skarzhañ ar re du hag ar juvezion diouzh ar bed-holl.

Setu ar 16 Gourc'hemenn constitute the stated doctrine of the organization:

Daoust ha ma vez disklêriet ez-ofisiel n'eun deus deus netra da welet gant ar feulster nag e sav a-du gantañ, e gwirionez meur a taol feuls ez eus bet kaset da benn gant izili al Luskad, ha gant pennoù ar strollad zoken.

E 1992 e voe tamallet daou ezel eus al Luskad, George Loeb ha Barbara Loebe, da vezañ gwalllazhet Harold Mansfield Jr., un amerikan du anezhañ, e 1991. Hervez ar strollad e oant bet lazhet o klask en em difenn met a-benn ar fin ez eas ar maout gant familh an hini marv ha rediet e oa bet an aozadur da baeañ ur milion a dolarioù. O klask hom hep papeañ e voe werzhet sêzva al Luskad gant Klassen ha lakaet Richard McCarty en e blas e pann ar strollad. Nebeudig war-lerc'h en em lazhas Klassen e 1993.

E 1999 e voe lazhet ur bern tud gant Benjamin Nathaniel Smith. Daoust ha ma roas e dilez nebeut a-raok, ur merzher evit al Luskad eo deuet da vezañ.

E 2002 e voe barnet daou ezel all tamallet da vezañ klasket tarzhañ meur a lec'h gouestlet d'ar juzevion pe d'ar re du e Boston o klask reiñ lusk da vrezel sakr ar ouenn (saozneg Racial Holy War)




#Article 310: Hlodwig Iañ (212 words)


C'hlodwig, pe Hlodwig (war-dro 466 – 27 a viz Du 511), a oa roue ar Franked Salian, war-lerc'h e dad Childerig Iañ, war-dro 480 goude Jezuz-Krist, en ur vro er c'hornôg d'ar stêr Roen, en-dro da gêr Tournai. Eñ eo ar roue frank kentañ a unvanas ar meuriadoù frank en-dro dezhañ. 
Dont a reas a-benn da astenn e veli war an darn vuiañ eus Galia. Gwelet e vez gant an istor ofisiel gall evel kentañ roue Bro-C'hall. Dont a reas e anv da vezañ skrivet Louis e galleg ha Loeiz e brezhoneg. 

Hlod a zo evit brud ha wig evit emgann e henc'hermaneg. Stumm alamanek hiriv: Ludwig ha stumm latinaet : Ludovicus. Penn al lignez roueed kentañ e Bro-C'hall eo bet Hlodwig, anvet Meroveed diwar anv un tad-kozh.

E dibenn ar  goude Jezuz-Krist e oa aet beli an Impalaeriezh roman da get e Galia. Meur a bobl c'herman, a veze graet Barbared anezho, a oa o ren e rouantelezhioù bihan. 
  

Koulskoude e oa chomet milourien galian-roman hag a oa mestr war pastelloù-bro zo, evel hini Soissons e-lec'h ma rene Syagrius. 

Hlodwig, mab da Hilderik  ha da vBasina, a zeuas da vezañ roue war ur rouantelezh tro-dro da Tournai e Belgia a hiriv.

Gant ur vaouez dianv :

Dimezet e oa da Glotilde. 




#Article 311: Lizherennegoù jorjiek (250 words)


Meur a lizherenneg a zo bet implijet evit skrivañ ar jorjieg abaoe m'eur krog d'e skrivañ (gwelet pelloc'h). Hiziv an deiz e vez implijet an doare skrivañ anvet Mc'hedrouli (მხედრული, skritur milourel). 

Implijet e vez al lizherenneg jorjiek a-vremañ (mc'hedrouli) da skrivañ ar jorjieg dreist-holl, met ivez un nebeud yezhoù kaokazek all.

Teir lizherenn ha tregont a zo el lizherenneg a vez implijet hiziv an deiz evit skrivañ ar jorjieg a-vremañ. Lizherennoù all a zo bet implijet gwechall ivez (diskwelet e mouk en daolenn a-is):

Ne ra diforc'h ebet etre al lizherennoù bras hag ar re vihan. Klasket zo bet, koulskoude, implijout un doare skritur koshoc'h anvet asomtavrouli da dalvezout da lizherennoù bras:

Ijinet e oa bet doare-skrivañ koshañ anvet Asomtavrouli (lizherennoù bras, gwelet a-us) pe Mrgvlovani skritur ront e 412 a-raok Jezuz gant beleion jorjieg Matra (perseg Mithra), bet cheñchet un tammig gant ar roue Parnavaz I ag Iberia e 284 aJ.

Deuet e oa war wel un doare-skrivañ all en IXvet kantved anvet Nousc'huri (lizherennoù bihan) pe kutc'hovani (karezennek). Implijet e veze an asomtavrouli hag an nousc'houri, anvet a-stroll c'houtsouri (ხუცური, pe skritur an iliz), evit sevel skridoù relijiel ma talveze al lizherennoù asomtavrouli da lizherennoù bras.

Deuet eo war wel al lizherenneg a vez implijet hiziv anvet Mc'hedruli (მხედრული, skritur milourel) evit ar wech kentañ en XIvet kantved. Implijet e veze betek ar XVIIvet kantved evit sevel skridoù na dennent ket d'an iliz, met war-lerc'h e veze implijet al lizherennoù-se evit an holl skridoù, relijiel pe get.




#Article 312: Lizherenneg hebraek (301 words)


Div lizherenn warn-ugent zo el lizherenneg hebraek. Implijet eo evit skrivañ meur a yezh komzet gant ar yuzevion, dreist-holl an hebraeg met ivez ar yidicheg, al ladinoeg hag ar yuzev-arabeg. Klasket ez eus bet, met en aner, skrivañ an hebraeg gant lizherennoù latinek en Israel. Skrivet e vez a dehou da gleiz.

Ne oa ket ul lizherenneg e gwirionez er penn kentañ, met kentoc'h un abjad, da lâret eo ne veze skrivet nemet ar c'hensonennoù. Tamm-ha-tamm avat e oa bet ijinet doareoù da diswel penaos distagañ ar vogalennoù, da gentañ o oc'h implijet lizherennoù kensonennel evel matres lectionis ha war-lerc'h dre krouiñ ur sistem pikoù ha skrapoù bihañ anvet niqqud.

Savet e oa al lizherenneg hebraek diwar patrom al lizherenneg fenikek war-du diwezh an eil milved a-raok Jezuz.

Diorroet e oa bet ar stil a vez implijet hiziv hag a reer skritur karrezennek outañ en IIvet kantved a-raok Jezuz Krist diwar skouer al lizherenneg arameek a veze implijet gant ar yuzevion evit skrivañ en hebraeg abaoe ar  kantved a-raok Jezuz Krist.

Ne vez graet diforc'h ebet etre lizherennoù bras (pe bennlizherennoù) ha lizherennoù bihan, met lizherennoù zo o deus ur stumm ispisial pa vezont implijet e diwezh ur ger.

Peurliesañ ne vez implijet an niqqud nemet evit levrioù evit ar vugale pe c'hoazh evit levrioù sakr evit bezañ sur e vo distaget mat pep ger. Ouzhpenn ar sistem-se ez eus ur sistem skrapoù all a dalvez da diskwel penaos e rank bezañ kanet pep ger en Torah.

Pep lizherenn a dalvez ivez evel un niverenn (d.s. alef = 1) hag implijet e vez an talvoudoù niverennek-se er Qabbalah evit jediñ ster kuzh ar gerioù.

Pa weler en daoelenn daou stumm disheñvel evit an hevelep lizherenn ez eo an hini a-gleiz ar stumm a vez implijet pa degouez e diwezh ur ger.




#Article 313: Thaana (214 words)


Thaana eo anv an doare-skrivañ implijet evit an dhivehieg komzet er Maldivez. N'eo ket ul lizherenneg e gwirionez, met kentoc'h un abugida, da lavaret eo e vez skrivet pep kensonenn gant lizherennoù hag ar vogalennoù a vez lakaet a-is pe a-us gant sinoù ispisial evel en arabeg.

An nav lizherenn gentañ (h–v) a voe savet diwar stumm an niverennoù arabek hag an nav lizherenn da heul (m–d) a oa bet savet hervez stumm an niverennoù indezek. Ar peurrest (z–ch), a vez implijet evit skrivañ gerioù o tont eus yezhoù all ha dreist-holl evit treuzskrivañ gerioù o tont eus an arabeg a oa stummet hervez al lizherennoù heñvelson kemmet gant skrapoù estreget an y a-orin dianav.

Evel an arabeg e vez skrivet an thaana a zehoù da gleiz. Implijet e vez ar vogalennoù gant sinoù o tont eus an arabeg. Evit diskouez n'eus vogalenn ebet war-lerc'h ur gensonenn bennak eo ret implijout ur sin ispisial anvet soukoun. 

Implijet e vez al lizherenn alifu e tri doare disheñvel: evit dougen ur vogalenn hep kensonenn ebet; gant ar soukoun e talvez e vefe distaget hir ar gensonenn a deu war he lerc'h; pa c'hoarvez ur soukoun e dibenn ur ger e vez distaget /eh/. 

Notenn: Implijet e vez al lizherenn ޜ da treuzskrivañ ar son saoznek [Z]




#Article 314: Prezidanted ar Generalitat de Catalunya (675 words)


Amañ dindan a zo roll prezidanted ar Generalitat de Catalunya :
Berenguer de Cruïlles 1359-1362
Romeu Sescomes 1363-1364
Ramon Gener 1364-1365
Bernat Vallès 1365
Bernat Vallès 1365-1367
Romeu Sescomes 1375-1376
Joan I d'Empúries 1376
Guillem de Guimerà 1376-1377
Galceran de Besora 1377-1378
Ramon Gener 1379-1380
Felip d'Anglesola 1380
Pere de Santamans 1381-1383
Arnau Descolomer 1384-1389
Miquel de Santjoan 1389-1396
Alfons de Tous 1396-1413
Marc de Vilalba 1413-1416
Andreu Bertran 1416-1419
Joan Desgarrigues 1419-1422
Dalmau de Cartellà 1422-1425
Felip de Malla 1425-1428
Domènec Ram 1428-1431
Marc de Vilalba 1431-1434
Pere de Palou 1434-1437
Pere de Darnius 1437-1440
Antoni d'Avinyó i de Moles 1440-1443
Jaume de Cardona i de Gandia 1443-1446
Pero Ximénez de Urrea 1446-1449
Bertran Samasó 1449-1452
Bernat Guillem Samasó 1452-1455
Nicolau Pujades 1455-1458
Antoni Pere Ferrer 1458-1461
Manuel de Montsuar 1461-1464
Francesc Colom 1464-1467
Ponç Andreu de Vilar1467-1470
Miquel Samsó 1470-1473
Joan Maurici de Ribes 1473-1476
Miquel Delgado 1476-1478
Pere Joan Llobera 1478-1479
Berenguer de Sos 1479-1482
Pere de Cardona 1482-1485
Ponç Andreu de Vilar 1485-1488
Juan Payo Coello 1488-1491
Joan de Peralta 1491-1494
Francí Vicenç 1494-1497
Pedro de Mendoza 1497-1500
Alfons d'Aragó 1500-1503
Ferrer Nicolau de Gualbes i Desvalls 1503-1504
Gonzalo Fernández de Heredia 1504-1506
Lluís Desplà i d'Oms 1506-1509
Jordi Sanç 1509-1512
Joan d'Aragó 1512-1514
Jaume Fiella 1514-1515
Esteve de Garret 1515-1518
Bernat de Corbera 1518-1521
Joan Margarit i de Requesens 1521-1524
Lluís de Cardona i Enríquez 1524-1527
Francesc de Solsona 1527-1530
Francesc Oliver de Boteller 1530-1533
Dionís de Carcassona 1533-1536
Joan Pasqual 1536-1539
Jeroni de Requesens i Roís de Liori 1539-1542
Miquel Puig 1542-1545
Jaume Caçador 1545-1548
Miquel d'Oms i de Sentmenat 1548-1551
Onofre de Copons i de Vilafranca 1551-1552
Miquel de Ferrer i de Marimon 1552
Joan de Tormo 1552-1553
Miquel de Tormo 1553-1554
Francesc Jeroni Benet Franc 1554-1557
Pere Àngel Ferrer i Despuig 1557-1559
Ferran de Lloances i Peres 1559-1560
Miquel d'Oms i de Sentmenat 1560-1563
Onofre Gomis 1563-1566
Francesc Giginta 1566-1569
Benet de Tocco 1569-1572
Jaume Cerveró 1572-1575
Pere Oliver de Boteller i de Riquer 1575-1578
Benet de Tocco 1578-1581
Rafael d'Oms 1581-1584
Jaume Beuló 1584
Pere Oliver de Boteller i de Riquer 1584-1587
Martí Joan de Calders 1587
Francesc Oliver de Boteller 1587-1588
Jaume Caçador i Claret 1590-1593
Miquel d'Agullana 1593-1596
Francesc Oliver de Boteller 1596-1598
Francesc Oliveres 1598-1599
Jaume Cordelles i Oms 1599-1602
Bernat de Cardona i de Queralt 1602-1605
Pere Pau Caçador i d'Aguilar-Dusai 1605-1608
Onofre d'Alentorn i de Botella 1608-1611
Francesc de Sentjust i de Castre 1611-1614
Ramon d'Olmera i d'Alemany 1614-1616
Miquel d'Aimeric 1616-1617
Lluís de Tena 1617-1620
Benet Fontanella 1620-1623
Pere de Magarola i Fontanet 1623-1626
Francesc Morillo 1626-1629
Pere Antoni Serra 1629-1632
Esteve Salacruz 1632
García Gil de Manrique y Maldonado 1632-1635
Miquel d'Alentorn i de Salbà 1635-1638
Pau Claris i Casademunt 1638-1641
Josep Soler 1641
Bernat de Cardona i de Raset 1641-1644
Gispert d'Amat i Desbosc de Sant Vicenç 1644-1647
Andreu Pont 1647-1650
Pau del Rosso 1650-1654
Francesc Pijoan 1654-1656
Joan Jeroni Besora 1656-1659
Pau d'Àger 1659-1662
Jaume de Copons i de Tamarit 1662-1665
Josep de Magarola i de Grau 1665-1668
Joan Pagès i Vallgornera 1668-1671
Josep de Camporrells i de Sabater 1671-1674
Esteve Mercadal i Dou 1674-1677
Alfonso de Sotomayor 1677-1680
Josep Sastre i Prats 1680-1683
Baltasar de Muntaner i de Sacosta 1683-1686
Antoni de Saiol i de Quarteroni 1686-1689
Benet Ignasi de Salazar 1689-1692
Antoni de Planella i de Cruïlles 1692-1695
Rafael de Pinyana i Galvany 1695-1698
Climent de Solanell i de Foix 1698-1701
Josep Antoni Valls i Pandutxo 1701
Antoni de Planella i de Cruïlles 1701-1704
Francesc de Valls i Freixa 1704-1705
Josep Grau 1706-1707
Manuel de Copons i d'Esquerrer 1707-1710
Francesc Antoni de Solanell i de Montellà 1710-1713
Josep de Vilamala 1713-1714
Francesc Macià i Llussà (ERC) 1932-1933
Lluís Companys i Jover (ERC) 1933-1940
Josep Irla i Bosch (ERC) 1940-1954
Josep Tarradellas i Joan (ERC) 1954-1980
Jordi Pujol i Soley (CiU) 1980-2003
Pasqual Maragall i Mira (PSC) 2003-2006
José Montilla i Aguilera (PSC) 2006-2010
Artur Mas i Gavarró (CiU) 2010-2016
Carles Puigdemont i Casamajó (CDC) - PDeCAT (JxSí)  2016-2017
Joaquim Torra i Pla (PDeCAT (JxCat)  2018-




#Article 315: Abugida (248 words)


Ur vrizhsilabenneg pe c'hoazh un damlizherenneg (saozneg alphasyllabary) eo an abugida, da lâret eo ez eo un doare-skrivañ a implij lizherennoù a ra dave da bep ur gensonenn mui ur vogalenn. N'eo ket kevatal an abugida d'ur silabenneg rik rak kemmet e vez al lizherenn diazez evit diskouez penaos e ranker distagañ ar vogalenn a zeu da heul ar gensonenn. En ur silabenneg, avat, ez eus ul lizherenn diazez ispisial evit pep silabenn hep ma vefe heñvel stumm lizherennoù oc'h ober dave da silabennoù heñvel, da skouer e vefe disheñvel-poch al lizherenn implijet evit skrivañ ar silabenn ka diouzh an hini implijet evit skrivañ ar silabenn ki hag all evel e silabenneg an tsalagi (tcherokeeg).

Da skouer, en un abugida ne vefe lizherenn diazez ebet evit ar gensonenn k, met ul lizherenn diazez evit ar silabenn ka a c'hellfe bezañ kemmet e meur a doare evit lakaat anezhi da vezañ distaget ki pe ku, h.a. Sinoù ispisial a vez implijet ivez, mar vez ezhomm, evit diskwel ez eo mut ar vogalenn diazez el lizherenn silabennek diazez, d.s. kat e lec'h kata. Pa vez ezhomm hervez ar yezh ma vez implijet un abiguda evit he skrivañ e c'hell bezañ kemmet e meur a doare ivez al lizherennoù silabennek diazez evit skrivañ meur a gensonenn da heul hep vogalenn ebet kenetreze, d.s. apta e lec'h apata.

Kazi an holl yezhoù e India hag ivez dre Azia ar Gevred a vez skrivet oc'h implijout sistemoù abugida diazezet war ar skritur brahmi.




#Article 316: Silabenneg (191 words)


Ur silabenneg (pe silabennaoueg) a zo un doare-skrivañ ennañ ul lizherenn oc'h ober dave d'ur silabenn, da lâret eo ur gensonenn hag ur vogalenn.

En ur silabenneg rik n'eo ket heñvel stumm al lizherennoù implijet evit skrivañ silabennoù heñvel unan eus o fonem, da skouer e rankfe bezañ disheñvel-poch al lizherenn evit skrivañ ar silabenn ta diouzh an hini evit ti, to, hag all. 

Damheñvel ouzh ar silabennegoù eo an abugidaoù, met en eil re ez eo heñvel stumm al lizherenn gensonennel diazez a ra dave d'ur silabenn pa vez cheñchet ar vogalenn enni.

Ouzhpenn ar c'harakterioù o tont eus ar sineg (kanji 漢字) implijet dre vras evit skrivañ ar gwiriennoù pe ar gerioù diazez e vez implijet div silabenneg rik ivez gant ar japaneg: an hiragana (平仮名), implijet dreist-holl evit skrivañ ar rannigoù yezhadurel hag ar c'hatakana (片仮名) implijet evit treuzskrivañ gerioù o tont eus yezhoù estren estreget ar sineg. Klotaat-brav a ra an doare-skrivañ-mañ gant ar japaneg a-drugarez da struktur e fonologiezh diazezet war silabennoù savet kazi atav war ur gensonenn + ur vogalenn.

Ral a-walc'h eo ar yezhoù ec'h implijer silabennegoù rik evit o skrivañ, en o zouez: 




#Article 317: Izotop (489 words)


E fizik nukleel e vez graet izotopoù eus div furm eus un elfenn gimiek a zo dezho ar memes niver atomek, perzhioù kimiek tost heñvel, met ur mas atomek disheñvel.

En abeg d'ar c'hemm a zo etre kenaozioù nukleüsoù an atomoù e sav kemmoù fizikel etre izotopoù ur memes elfenn : digemm e chom atav an niver a brotonoù a glot gant e niver atomek Z; an niver a neutronoù N eo a zo disheñvel eus an eil izotop d'egile.

Notet e vez an izotopoù gant o arouez kimiek, klokaet gant o niver mas A (kevatal da niver a nukleonoù an atom) lakaet en nec'h hag a-gleiz d'an arouez.

Da skouer: izotop ar c'harbon, 14 e niver mas, a vez notet 14C. 

Peurvuiañ e klokaer ar skrivad-se gant an niver atomek, lakaet en traoñ hag a-gleiz d'an arouez, evit deskrivañ un dazgwered kimiek a zo lodek un izotop enni.

Evel-se e vez notet ar c'harbon 14 .

Peurheñvel eo perzhioù kimiek izotopoù ur memes elfenn peogwir emañ ar memes niver ag elektronoù ganto.

Dre ma n'emañ ket ar memes niver a neutronoù en nukleüs eo disheñvel mas an atomoù avat. A-drugarez d'ar c'hemm mas atomek e c'heller dispartiañ izotopoù ur memes elfenn dre skalfadouriezh pe dre dronizherezh, ha difediñ anezho evel-se.
Ouzhpenn-se e c'hall an atom dont da vezañ distabil en abeg da genfeur an neutronoù en nukleüs: setu perak ez eus izotopoù a zo skinoberiek.

Bez' ez eus 92 elfenn gimiek disheñvel en natur, eus an hidrogen 1H betek ar plutoniom 94Pu. En o zouez, n'o deus an teknetiom 43Tc hag ar prometiom 61Pm nag izotop stabil, nag izotop skinoberiek dezhañ un hanter-vuhez hirbad a-walc'h.
Evit ar c'hantadoù a izotopoù naturel-se e seblant o niveroù ketep a brotonoù hag a neutronoù doujañ da reolennoù 'zo :

Gant ar c'harbon ez eus ur c'houblad izotopoù anavezet mat : ar pep brasañ eus ar c'harbon a vez kavet dindan stumm e izotop 12 e vas atomek (ar « c'harbon 12 »); a-hend-all e c'heller kavout kementadoù bihan-bihan eus an izotop 14 e vas atomek (ar « c'harbon 14 ») a zo peurheñvel a-fet kimiezh ouzh ar c'harbon 12 met skinoberiek eo avat, rak en abeg d'an neutronoù ouzhpenn en nukleüs e teu an atom da vezañ distabil. Digevanañ a ra en ur reiñ nitrogen hag en ur embann ur skinoberegeh β beta.

Argemmañ a ra kenfeur an izotop stabil e-keñver an izotop distabil tra ma tro an amzer. War an argemmadur-se eo diazezet an hentennoù deiziadur skinoberiek dre goubladoù izotopoù (an hini vrudetañ anezho eo hentenn an deiziadur dre ar c'harbon 14).
Sur a-walc'h ez eo an implij pouezusañ a c'heller ober eus an izotopoù. Gant an dreserien izotopek ez eus un implij all anezho.

Dont a ra ar ger izotop eus ar gresianeg isos, kevatal ha topos, lec'h, setu e talvez kement hag er memes lec'h, peogwir emañ holl izotopoù an elfennoù er memes lec'h war an daolenn beriodek.




#Article 318: Stankell (131 words)


Ur stankell zo un savadur arz savet a-dreuz ur stêr evit dalc'hen he dour.
Pa c'hall ur stankell bout goloet gant an dour e vez lâret ur chaoser, kentoc'h, pe un dig (un dig e vez lâret ivez pa vez kaoz eus kaniañ ur red kentoc'h eget krouiñ ur lennad dour).
Gant ur stankell war ur stêr, o krouiñ lennoù pe mirlennoù, e c'haller reolenniñ fonnder ar stêr (evit gwellaat monedone al listri), dourañ ar parkeier, ha diarbenn un tammig ar reuzioù naturel (dileunioù, liñvadennoù). Gant ur stankell e c'haller c'hoazh produiñ tredan (komz e reer neuze eus ur stankell dourdredan), en ur mod marc'had-mat a-walc'h.
Memes tra, evit sevel stankelloù re vras, e vez ret beuziñ traoñiennoù a-bezh, o tiblasañ kalz tud hag o tegas kalz a stroñs d'an endro.




#Article 319: Niqqud (154 words)


An Niqqud (pe Nikkud) a zo anv ur sistem implijet gant al lizherenneg hebraek evit diskwel dre skraboù ha pikoù penaos e vez distaget ar vogalennoù. Meur a sistem a oa bet ijinet er Grennamzer, met ar sistem a vez implijet c'hoazh hiziv eo an hini bet ijinet gant ar vasoreted a Diberia hag a vez graet tiberek outañ.

Sinoù bihanoc'h evit ar c'hensonennoù eo an niqqud ha skrivet e vezont a-is ha tro-dro dezho evit chom hep kemm stumm ar gerioù skrivet gant lizherennoù a ra dave d'ar c'hensonennoù nemetken.

Kudennoù a van c'hoazh evit diskwel war skramm an urzhiataerioù an niqqud e lec'h ma rankfent bezañ a-is d'ar c'hensonennoù, hag aliezik a-walc'h e vezont gwelet war o lerc'h evel en daolenn-mañ a-is.

Kemm-digemm eo an doare da distagañ pep vogalenn hervez pep hengoun yezhel. Roet e vez amañ an distagadur hervez an hebraeg a-vremañ evel ma vez komzet ez ofisiel en Israel.




#Article 320: Silabenneg inuktitut (164 words)


Implijet e vez ar silabenneg inuktitut (titirausiq nutaaqevit) evit skrivañ ar yezh komzet gant an Inuit e Nunavut hag e norzh Kebek.  Diorroet e voe diwar silabenneg ar c'hreeg bet ijinet er bloavezhioù 1870 gant Edmund Peck, ur misioner anglikan.

Kregiñ a c'hell ur silabenn gant ar sonennoù g, j, k, l, m, n, p, q, r, s, t, v, ng, ɫ, pe hini ebet hag ar vogalennoù a c'hell bezañ a, i, u pe hini ebet.

Divizet e oa bet nevez 'zo gant an Inuit Tapiriit Kanatami (aozadur ofisiel an inuit e Kanada)  resteurel ar silabennoù enne an diftongenn ai e lec'h implijout a + ᐃ rak aezetoc'h eo hiziv implijout meur a lizherenn a-drugarez d'an urzhiataerezioù.

Ne vez ket implijet ar silabenneg-mañ evit skrivañ ar yezh inuktitut e pep lec'h ma vez komzet, rak daoust ha m'emañ kenofisiel e Nunavut hag e Kebek e lec'h ma vez implijet aliesoc'h-aliesañ, e vez implijet al lizherenneg latinek e Kalaallit Nunaat (Groenland), Alaska, Labrador, h.a.




#Article 321: Niver mas (155 words)


An niver mas (A), anvet ivez niver mas atomek, eo an niver a brotonoù hag a neutronoù zo e nukleüs an atomoù. Bez' ez eus un niver mas hepken evit pep izotop ha skrivet e vez goude anv an elfenn pe a-gleiz hag en nec'h da arouez an elfenn. Da skouer ez eus 6 proton ha 6 neutron er c'harbon 12 (12C). Evit skrivañ arouez klok an izotop e ranker lakaat an niver atomek (Z) a-gleiz hag en traoñ da arouez an elfenn, dres dindan an niver tolz :
. Dre ma kenglot an niveroù atomek gant an elfennoù, n'eus ket ezhomm lavaret div wezh ar memes tra. Setu ne vez ket lakaet an niver atomek nemet pa fell deomp menegiñ an niver a brotonoù zo en nukleüs, d.s. en ur reaktadur nukleel.

Gant an diforc'h etre an niver mas hag an niver atomek () e c'heller gouzout pet neutron ez eus e-barzh an nukleüs. 




#Article 322: Silabenneg ar c'hrieg (213 words)


Ijinet e oa bet silabenneg ar c'hrieg er bloavezhioù 1840 gant James Evans, ur misioner saoz a laboure d'ar mare-se e norzh Manitoba evit skrivañ ar c'hrieg pa verzas ne gomprene ket e studerion penaos e c'helle un hevelep lizherenn latin bezañ distaget e meur a doare disheñvel e saozneg. Krouet e oa bet en ur geñveriañ gant an doare skritur prim-ha-prim bet ijinet gant Pitman. 

Eeun a-walc'h eo ar silabenneg, enni 9 stumm diazez oc'h ober dave pep hini d'ur silabenn. Dre dreiñ ar stummoù-se e vez cheñchet ar vogalenn hag implijet e vez pikoù evit diskwel ez eo hir ar vogalennoù. Abalamour m'az eo heñvel stumm pep silabenn a grog gant ar memes kensonenn ez eo e gwirionez un abigida kentoc'h eget ur silabenneg-rik.

]

Aezet eo ar silabenneg da deskiñ ha buan a-walc'h e veze desket gant muioc'h-mui a dud, o vont war gresk an niver a dud a c'houveze lenn e krieg. 

Implijet e vez ivez, gant kemmoù pe get, evit skrivañ yezhoù all komzet en Norzhamerika, en o zouez an inuktitut.

Daou doare skritur a zo e gwirionez: silabenneg krieeg ar reter ha silabenneg krieg ar c'hornôg. Disheñvel eo an eil diouzh egile hervez an doare ma vez diswelet gante ar c'hensonennoù e fin ur silabenn.

Sellet ouzh  




#Article 323: Atom (1638 words)


Elfennoù diazez an danvez eo an atom . Diouzh savboent ar gimiezh ez eo an atomenn, dre dermenadur, lodenn vihanañ ur c'horf eeun a c'hell kediañ gant unan all.

Dont a ra ar ger eus an henc'hresianeg ατομος, atomos, « na c'heller ket rannañ ». Da veno prederourien c'hresian eus an henamzer e oa an atomenn an elfenn materi vihanañ.

Implijet e vez meizad an atomenn gant an damkaniezhioù liesseurt a ro tu da zisplegañ perzhioù fizikel ar materi, peurgetket en e stadoù gazus (kenwaskablentez ar gazoù), dourennek ha solut (aozadur ar c'hristalioù).

E kimiezh ez eo an atom an elfennoù diazez. Mont a reont d'ober ar materi ha furmet e vez ar molekulennoù ganto : disrannus e chom an atom e-pad ar reaktadennoù kimiek (pa lakaer a-gostez an eskemmoù elektronoù gwiskad diavaez).

Padal, abaoe penn kentañ an  ez eus bet lakaet anat gant arnodoù fizik nukleel ez eus partikulennoù diazez a vez furmet an atom ganto.

Ar pep brasañ eus mas un atomenn a vez kreizennet e-barzh ur volum bihan-bihan (treuzkiz war-dro 10-15 m) : an nukleüs a c'hoarvez eus daou seurt partikulennoù damheñvel, anvet nukleonoù.

Dre m'eo tost-tre mas ar protonoù da hini an neutronoù ez eo aes dezverkañ an nukleüsoù dre o niver a nukleonoù, anvet niver mas.

Tro-dro d'an nukleüs ez eus ur « goumoulennad » partikulennoù peurheñvel, an elektronoù ; treuzkiz ar « goumoulenn elektronek », war-dro un angström (10-10 m) a glot gant hini an atomenn.

Ur garg tredanel negativel o deus an elektronoù, kevatal dae = 1,602 189×10-19 C ha kevatal da hini ar protonoù dre o zalvoud absolut ; kalz bihanoc'h eo o mas eget hini an nukleonoùme = 9,109 53×10-31 kg

Neptu eo karg tredanel an atomennoù peogwir eo kevatal niver elektronoù (karget ent-negativel) ar « goumoulenn elektronek » d'an niver a brotonoù (karget ent-pozitivel) a furm an nukleüs. Dre se en em null ar c'hargoù tredanel diouzh ur savboent meurselladel.

Gallout a ra an atom dont da vezañ karget ent-tredanek dre c'hounid (dont a ra ar garg da vezañ negativel) pe dre goll (dont a ra ar garg da vezañ pozitivel) unan pe meur a elektron : komzet e vez neuze eus ionoù.

Perzhioù fizikel ha kimiek an atomoù zo da gentañ-penn diouzh an niver a brotonoù a zo en o nukleüs. Dre se e vez renket an atom hervez an niver-se, anvet niver atomek.

Urzhiet eo bet an elfennoù kimiek naturel pe gevanaozet liesseurt hervez o ferzhioù e-barzh taolenn beriodek an elfennoù.

A-hed Istor ar skiantoù ez eus bet diorroet meur a batrom eus an atom, bep ma veze dizoloet perzhioù ar materi. Hiziv an deiz e vez implijet meur a batrom disheñvel, rak kemplezh a-walc'h eo ar patrom nevesañ, ha gant patromoù kozh pe damfaos, met simploc'h, e vez aesoc'h kompren, ha dre se, deskiñ ha prederiañ.

Abaoe an henamzer c'hresian e soñje d'an dud e c'helle ar materi freuzañ a-dammoù bihan betek kaout greun na c'hellent ket bezañ freuzet ken, evel « poultr er gouloù » e oa. Gant arnod Rutherford e voe tizhet ar c'hreunenn-se : dihentet e vez ar partikulennoù alfa pa dreuzont ar materi, dre se e c'hellor gouzout penaos eo renket ar « poultr »-se.

Re bell diouzh ar wirionez emañ ar patromoù diskouezet amañ dindan evit bezañ implijet. Diskouezet e vezont amañ en abeg d'o zalvoudegezh a-fet istor.

Gant dizoloadenn an elektron e 1897 e ouied e oa savet ar materi diwar div lodenn : an eil negativel, an elektronoù, hag eben pozitivel. Er patrom ijinet da neuze gant Joseph John Thomson e veze soubet an elektronoù, anezho partikulennoù lec'hiet, e-barzh ur « soubenn » bozitivel, evel ar prunev er farz forn (pe ar plum-pudding evit ar saozon). Diwiriekaet e voe ar patrom-mañ e 1911 gant arnod unan eus e studierien gozh, Ernest Rutherford.

Gant arnod Rutherford, e 1911, e vez anataet n'eo ket « ledet » ar c'hargoù pozitivel etre an elektronoù, met kreizennet int e poentoù munut. Bombezañ a reas ur follenn aour gant ur bann partikulennoù alfa (nukleüsoù heliom, dezho ur garg pozitivel). Evezhiañ a reas e veze dihentet un nebeud anezho tra ma veze treuzet ar follenn gant un toullad mat anezho. Ma vije bet an atomoù evel ma vezent deskrivet gant patrom Thomson, n'o dije ket ranket treuziñ anezhi.
Ijinañ a ra neuze Rutherford ar patrom koskorel : kenaozet eo an atom gant un nukleüs pozitivel a dro elektronoù negativel en-dro dezhañ. Goullonder bras a zo etre an nukleüs, bihan-kenañ e-keñver an atom (war-dro 100 000 gwezh), hag e elektronoù.
Buan-tre e voe kavet sioù er patrom-se gant kevatalennoù Maxwell eus un tu, a ziouganent e vez skignet energiezh gant kement karg a vez buanaet, ha gant an arnodoù a ziskouez kwantifiadur al liveoù energiezh eus un tu all.

Ar bouloù andistummadus eo ar patrom simplañ evit taolennañ an atomoù. Graet e vez gant ar patrom-mañ e kristalografiezh. Ar molekulennoù a c'hell bezañ gwelet evel meur a voul stok-ha-stok, ar c'hristalioù evel bouloù berniet an eil war eben. A-wezhioù e vez graet gant un taolennadur « diskloz » : taolennet e vez an atomoù evel bouloùigoù, ichou etrezo, ereet gant linennoù. Gant se e vez lakaet war-wel an durc'hadurioù pennañ hag ar c'hornioù.

Klotañ a ra mat ar patrom-mañ gant perzhioù 'zo eus ar materi, da skouer an diaes m'eo gwaskañ an dourennoù hag ar soludoù, pe ar fed eo lintr-mat talioù ar c'hristalioù. Met n'hell ket displegañ perzhioù all avat, da skouer stumm ar molekulennoù : ma n'eus durc'hadur pennañ ebet d'an atomoù, penaos displegañ ez eus ur c'horn resis d'an ereadoù kimiek ? 

Gant Niels Bohr e voe diorroet ur patrom e 1913 diwar ar perzhioù anataet gant Planck ha Rutherford. E patrom ar sferennoù kalet ez eus un draezenn anterin, n'haller ket digompozañ, eus an atom. Padal e ouezer abaoe kreiz an  kantved e c'heller tennañ partikulennoù, dezho ur garg negativel, diouto : an elektronoù.
E patrom Bohr eo kenaozet an atom gant un nukleüs, dezhañ ur garg pozitivel, ha gant elektronoù a dro en-dro dezhañ, tra ma n'hell skinoù (radiusoù) orbitennoù an elektronoù kemer nemet talvoudoù resis.

Kreizennet-kenañ eo an nukleüs, dezhañ un diametr etre 10-15 ha 10-14 m dre vras, ar pezh a sinifi eo kant mil gwezh betek ur milion a wezhioù bihanoc'h eget an atom ; ur garg elektrek pozitivel a vez douget gantañ. Bez eo ivez al lodenn bounnerañ eus an atom dre ma ya 99,95 % da nebeutañ eus mas an atom gant an nukleüs.

Poentel eo an elektronoù, ar pezh a sinifi e tegemerer eo peuznull o skin (radius) (bihanoc'h eget ar pezh a c'heller istimañ). Ur garg negativel a vez douget ganto. Evit ma vefe helenn, n'eo a-skeul ar chema amañ dindan, nag e-keñver mentoù an nukleüs hag an elektronoù, nag e-keñver skinoù (radiusoù) an orbitennoù (notomp n'eo ket diouganet an niver a elektronoù war bep orbitenn gant ar patrom).

An doare-se da welet an atom a ro an tu da zeskrivañ ar fenomennoù spektrometrek diazez : penaos e vez euvret pe embannet hirderioù gwagenn (pe livioù) gouloù pe skinoù X 'zo. Rak dre ma n'hell an elektronoù treiñ nemet war orbitenoù termenet e lammont eus an eil orbitenn d'eben en ur euvriñ pe en ur embann ur c'hementad termenet a energiezh (kwantom).

Pa zigompoz an atom e div lodenn, un nukleüs hag ur goumoulenn elektronoù, eo resisoc'h patrom Bohr eget patrom ar sferennoù kalet e-lec'h ma klot gorreenn ar sferenn gant orbitenn an elektronoù diavaez.

Koulskoude ez eus un diaezamant bras gantañ evel gant an holl batromoù planedel : elektronoù war orbitenn en-dro d'an nukleüs zo kargoù buanaet, setu e rankfent skignañ energiezh, ... ha kouezhañ war an nukleüs. Ne vez ket displeget furm ar molekulennoù gant ar patrom kennebeut.

Ar patrom diorroet gant Erwin Schrödinger e 1926, ha da c'houde gant Paul Dirac e 1928 a ro tu da zisplegañ stabilded an atom. Er patrom-mañ, n'eo ket mui an elektronoù kanetennoù lec'hiet war orbitennoù, met koumoul probablentez bezañs. Iskiz e c'hell bezañ ar sellboent nevez-se er penn kentañ. Koulskoude e teue an taolennadur kent eus an elektronoù (kanetennoù bihan) diouzh ar furmoù a veze gwelet er bed makroskopek, ha kaset hep prouenn ebet d'ar bed mikroskopek. Ret eo kaout soñj eo diazezet kement tra a ouezer diwar-benn an elektron war anatadurioù dieeun : tredan (red elektrek), tub katodek (pellwelerez)... 

Abaoe ar bloavezhioù 1930 e vez patromet an elektron gant ur « fonksion gwagenn » a vez taolennet « douester ar brobablentez bezañs » gant karrezad he norm. Evit taolennañ a-dost perzhioù an elektron, n'eus nemet fonksionoù matematikel luziet. Meur a fizikour a vez digalonekaet c'hoazh gant an difetisadur-se. Emaomp o vont da glask reiñ ur skeudenn eus meizad ar fonkion gwagenn-se, a vo dibeurvat dre ret.

Pa vez er-maez eus an atom e vez taolennet an elektron gant ur pakad gwagennoù a c'hell bezañ sellet outañ, betek ur serten poent, evel ur ganetenn vihan. Gant mekanikerezh ar c'hwanta e vez prouet en em led un hevelep pakad gwagennoù a-hed an amzer ; met pa vez stag ouzh un atom e peurvir an elektron struktur ar fonksion gwagenn stag ouzh an orbitenn dalc'het gantañ (keit ha ma ne vez ket strinket er-maez diouzh an atom). Setu e postul mekanikerezh ar c'hwanta n'eo ket furm (dianav) an elektron a vez peurviret, met integralenn ar brobablentez bezañs.
 
Gant patrom Schrödinger emañ koumoul an elektronoù diseurt an eil e-barzh egile ; n'eus ket anv da daolenniñ pep elektron war e orbitenn evel ma veze graet gant patrom Bohr. Seul vuioc'h ma 'z eus partikulennoù peurheñvel, andifedapl, eus an elektronoù. Diwar an efedoù eskemm e teuer da zegemer emañ pep elektron eus an atom war pep orbitalenn dalc'het war un dro (o klotañ gant un ardremmez elektronek roet). Neuze e c'heller taolennañ ionizadur an atom (tennadur un elektron diouzh an atom) gant ar brastres simplaet amañ dindan. 




#Article 324: Krieg (224 words)


Krieg (anavezet ivez evel Cree-Montagnais, Cree-Montagnais-Naskapi) eo an anv a roer d'un toullad yezhoù algonkek heñvel-poch an eil ouzh eben ha komzet gant un 50 000 den bennak, eus ar bobl kri (Cree e saozneg) e Kanada, en un takad o vont eus Alberta betek Labrador.
Lod a gont  117 000 a dud en holl e Kanada, ar pezh a laka ar yezh e renk kentañ ar yezhoù amerindian e Kanada.

An izoglos pennañ implijet evit isrannañ ar yezh (pe yezhoù) kriek a denn d'an doare ma tiorroas /l/ ar c'hent-algonkeg, e sav rannyezhoù y, th, n, l diwarnañ.

Nav rannyezh pennañ zo (o vont a gornôg da reter) :

Meur a c'her a orin kriek a gaver ivez el luc'haj tchinouk, ur yezh-kenwerzh bet krouet evit an darempredoù gant Europiz.

Ur yezh liessintentezel eo ar c'hrieg, a c'hell sevel gerioù hir-spontus, evel kiskinohamatowkamikw, skol,  da lavaret eo al lec'h ma vez lakaet da c'houzout an eil d'egile.

Implijet e vez silabenneg ar c'hrieg evit skrivañ ar c'hrieg dre vras, nemet e reter Kebek ha Labrador.

Kaozet e vez ivez un doare yezh kemmesk etre ar c'hrieg hag ar galleg anvet michifeg, a vez komzet ivez e Kanada.

Unan eus seizh yezh ofisiel Tiriadoù ar Gwalarn eo ar c'hrieg, met n'en deus ket ar memes statud e pep lec'h e Kanada ma vez komzet.




#Article 325: Michifeg (208 words)


Michifeg (pe Mitchif, Mechif, Michif-Cree, Métif, Métchif) a zo anezhañ ur yezh komzet gant ar bobl hiron (galleg métis) e Kanada, ganet diwar maouezed kreek ha gwazed c'hallegerion a Ganada.

N'eo ket ar michifeg ur yezh kreoleg met kentoc'h ur yezh kemmesk a deuas war wel un daou c'hant vloaz bennaket 'zo hag o tont da vezañ ur yezh staliet-mat etre 1820 ha 1840.

Gant ar michifeg e vez kemmesket elfennoù o tont eus ar c'hreeg diouzh un tu hag ar galleg evel m'emañ komzet e Kanada diouzh un tu all, hag ivez gant elfennoùigoù eus ar saozneg ha yezhoù amerikan all evel an ojibweg pe an Asiniboineg. 

Dre vras e teu pep tra a denn d'an anv-kadarn diwar ar galleg, da skouer fonologiezh an anvioù, ar gerioù, ar vorfologiezh hag ar gevreadurezh, keit ha ma teu an elfennoù a denn d'ar verb diouzh rannyezhoù kreeg ar plaenennoù. Dont a ra ar gerioù mell eus ar galleg hag ar gerioù diskouezañ eus ar c'hreeg.

Gwechall e veze komzet ar yezh-mañ gant meur a hini, met war digresk ez eas an niver a dud a rae ganti betek ma teuas da vezañ ur yezh en arvar, o vezañ ma ne oa e 1997 nemet 1 000 den barrek warni. 




#Article 326: Nukleüs (an atomoù) (273 words)


An nukleüs a zo ur stroll protonoù ha neutronoù a furm « kalonenn » patrom a-vremañ an atomoù.

Hervez ar patrom-se eo kreizennet an nukleonoù (protonoù ha neutronoù) e-barzh ur volum bihan-bihan: war-dro 10-15 m eo diametr an nukleüs, e-skoaz hini an atom a zo war-dro un angström (10-10 m).

Un nukleid X a zo anezhañ un atom spisverket gant e niver mas A hag e niver atomek Z; notet e vez:

Klotañ a ra an niver atomek Z gant an niver a brotonoù e nukleüs an nukleid, tra m'eo an niver mas kevatal da somad an niveroù a brotonoù hag a neutronoù. Dre se eo kevatal an niver a neutronoù da N = A - Z.

An nukleidoù dezho ar memes niver atomek Z a vez graet anezho izotopoù eus an elfenn a zo dezhi an niver atomek-se.
Da skouer eo an hidrogen , an deuteriom D pe  hag an triteriom T pe  tri izotop an hidrogen.

Graet e vez izobaroù eus nukleidoù elfennoù disheñvel a zo dezho ar memes niver mas A.
Da skouer ez eus izobaroù eus ar karbon 14|c'harbon 14]  hag an nitrogen .

Mas atomek izotopek un elfenn bennak eo ar mas a glot gant NA nukleid eus ar memes izotop. NA eo niver Avogadro. Dre dermenadur ez eo an niver a atomoù a vez e-barzh 12 gramad eus izotop 12 ar c'harbon:

Mas atomek un elfenn gimiek bennak eo keidenn liveet masoù atomek e izotopoù naturel. Elfennoù kimiek 'zo o deus izotopoù radioaktivel dezho periodennoù hir-tre, ha dre se ec'h emdro o mas atomek e-pad prantadoù hir-tre e-giz oadvezhioù geologel.

Emañ kont evel se gant an uraniom.




#Article 327: Yezh kemmesk (240 words)


Ur yezh kemmesk a zo ur yezh savet diwar darempredoù stank etre div yezh (hag a-wechoù muioc'h) ha pa vez uhel live an divyezhegezh etre ar gomzerion. 

N'eo ket kevatal ur yezh kemmesk d'ur yezh pidgin rak an dud a ra gant ur yezh kemmesk a zo barrek-tre war ar yezhoù orin, komzerion a-vihanig alies a-walc'h zoken, keit ha ma teu ur pidhin war wel m'emañ unan eus an daou du divarrek-tre war ar yezh all. 

Disheñvel eo ivez ur yezh kemmesk diouzh ur yezh kreolek abalamour ma ne grogas ket ur yezh kemmesk evel pidgin er penn kentañ. 

Orin ur yezh kemmesk a zo ar c'hemm-digemm yezhoù dibaouez a c'heller kavout gant tud barrek-tre war div yezh en ur gumuniniezh divyezhek, da skouer anv ar spanglish a ziskwel e z eo ar yezh-se ur c'hemmesk etre ar spagnoleg (saozneg Spanish) hag ar saozneg (English). Meur a doare saozneg ez eus a-seurt se o chench hervez a lec'h m'emañ komzet dre implijout gerioù o tont eus ar yezhoù lec'hel, da skouer:

E gwirionez ez eus yezhoù a diskwel bezañ yezhoù kemmesk met o sellet pishoc'h e vez gwelet ez int kentoc'h ur yezh resis levezonet gant unan all, dreist-holl o kemer gerioù diouti evel as ar franglais (galleg gant kalz a c'herioù a orin saoznek). 

Skouer gwellañ ur yezh kemmesk a rank bezañ ur yezh anvet michifeg, savet diwar ar galleg hag ar c'hreeg.

Setu un nebeut yezhoù kemmesk all:




#Article 328: Proton (238 words)


Ar proton a zo anezhañ ur bartikulenn isatomek a zoug ur garg elektrek 1,602.10-19 coulomb. Dizoloet e voe e 1919 gant Ernest Rutherford. Ur proton eo nukleüs izotop stankañ an atom hidrogen. Kompozet eo nukleüsoù an atomoù gant neutronoù ha protonoù dalc'het asambles gant an nerzh kreñv. Gant an niver a brotonoù en o nukleüs e vez determinet perzhioù kimiek an atomoù.

Pep proton a zo ennañ ur mas a 1,672 623 1.10-27 kg, ar pezh a zo war-dro 1 800 gwezh pounneroc'h eget un elektron.

Klaset eo ar protonoù e-giz barionoù ha kenaozet int gant daou gwark up hag ur c'hwark down, dalc'het asambles gant an nerzh kreñv douget gant ar gluonoù.

Dre m'eo kalz kreñvoc'h an nerzh elektromagnetek eget ar gravitadur ez eo ret da gargoù ar protonoù bezañ kevatal da gargoù an elektronoù (en talvoud absolut), a-hend-all en dije ar reveur a garg elektrek pozitivel pe negativel un efed mat war emledadur an hollved, hag evel se, war ar materi agreget dre c'hravitadur (planedennoù, stered, h.a.). Ar memes karg a zo d'ar pozitron ha d'an elektron met gant sinoù enep; ar memes tra zo gwir c'hoazh evit an antiproton hag ar proton.

E kimiezh hag e biokimiezh e c'hell ar ger proton daveañ d'an ion hidrogen en disolvadenn en dour (da lavaret eo, d'an ion hidroniom). En degouezh-se ez eus trenkennoù eus ar roerien protonoù, ha bazennoù eus an degemererien protonoù (gwelet ar reaktadurioù trenkenn-bazenn).




#Article 329: Bro-C'hall (852 words)


Bro-C'hall a zo ur riez hag emañ he ziriad brobennat en Europa ar c'hornôg. Gallaoued eo an dud zo o chom enni. Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved (nemet e oa Versailhez etre 1682 ha 1789 ha Vichy etre 1940 ha 1944) . 

Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger latin francia, a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok). En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo Belgia, Alamagn, Suis, Italia hag Spagn.

République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : an departamantoù ha tiriadoù tramor int. 

Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an euro hag eus Emglev Schengen eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.

Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atiz Charles De Gaulle, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez. 

Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour. Eus mare an Dispac'h gall e teu arouezioù pennañ ar Republik c'hall : he c'han broadel ar Marseillaise, he deiz broadel ar 14 a viz Gouere, deiz kemeridigezh ar Bastille, Marianne personadur ar Republik c'hall, hag he banniel krouet gant livioù Pariz (ar glaz hag ar ruz) etre liv ar roue (ar gwenn).

Ar ger Frañs a zeu eus an anv gallek France, deuet eus an anv Francia, ur ger latin hag a dalveze kement ha Bro ar Franked. Ar ger Frank zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur goaf, pe tud dizalc'h. Testeniet eo ar ger Frañs e brezhoneg abaoe dibenn ar  kantved.

An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ evit ul lod, gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia hag Alamagn. Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren.

Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ France e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe ar  kantved.

Hiziv hon deiz e talvez Frañs kement ha Bro-C'hall ha Breizh war un dro.

Emañ Bro-C'hall war ur strizh-douar e-lec'h ma kaver holladoù stummoù douarel pennañ Europa. Amañ e weler div aradennad-venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, an diazadoù brasañ ha lodenn ar gompezenn veur a ya eus Mor Breizh betek menez Oural. Diouzh-se e teu liesseurtegezh ar maezioù hag ar gweledvaoù.

Eil takad mor ar bed en deus Frañs, goude ar Stadoù-Unanet. Sed amañ ar morioù e lec'h emañ Frañs : Mor an Norzh, Mor Breizh, ar Mor Keltiek, ar Meurvor Atlantel, ar Mor Kreizdouar, ar Mor Karib, ar Meurvor Indian, ar Meurvor Habask, Meurvor Antarktika.

Diwar bebeiladur savadigezh ar menezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet an torosennadur :

Istor riez Bro-C'hall (latin : regnum Francorum e deroù ar Grennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh Gallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e 843. Ul lodenn eus an Impalaeriezh karolingat roet da Charlez ar Moal da-geñver hêrezh e dad-kozh Karl Veur. Met, ma veze graet eus an tiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kement Francia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant Bro-C'hall ha Frañs.

Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh roue Bro-C'hall dre savidigezh ar c'hladdalc'helezh er Grennamzer e talc'has heuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an domani roueel, bihan a-walc'h e - ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar brezelioù. Diwar ar rannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania, Breizh, Loren, Poatev...) e teuas war-wel ar proviñsoù evel ma oant klokaet (goude aloubadeg Elzas e 1675) e fin ar vonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gant priñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.

Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.

A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all...

E-barzh Kenvarc'had Unaniezh Europa emañ Frañs. An euro eo ar moneiz abaoe 1999. 10vet brasañ armerzh ar bed eo e parelezh galloud-prenañ e 2015, hag an eil en Europa. Ijinerezh ar gounezvouederezh, an armerezh, an ijinerezh aerlestrel, ar stroñs, an bankoù, ar gretadurezh hag an touristelezh a zo e-touez he gennadoù pennañ.




#Article 330: Krennlavar (187 words)


Ur c'hrennlavar pe ur proverb (deuet eus ar latin proverbium) zo ur frazenn berr ha lemm, bet lâret hag adlâret a-hed an amzerioù gant tud ur gumuniezh, enni ur gentel, ur wirionez, un tamm skiant-prenañ (pe meur a hini, pa vez kavet unan hag a zislâr egile). Krennlavaroù pe krennlavarioù, a vez laret el liester.

Ur c'hrennlavar gant ur reolenn-bevañ diazez ennañ, zo ur sturienn pe ur ger-stur. Ur frazenn stummet evel ur c’hrennlavar ivez, mes gant ur stil kaer, pe savet gant ur skrivagner pe ur prederour, zo ur pennlavar. Tost d'ar c’hrennlavar e kaver c'hoazh al lavarioù, laoskoc'h ar furnez ennañ, hag a denn kentoc'h d'an amzer a raio, d'ar micherioù, d'ar broioù, d'al loened.

Kavet e vez krennlavaroù hañval e-barzh sevenadurioù stok-ha-stok ha meur a wech e-barzh sevenadurioù pell an eil diouzh egile. Da skouer ar c’hrennlavar spagnolek Gato escaldado del agua fría huye, a zo kar-tost d'an hini gallek Chat échaudé craint l'eau froide, a zo kar a bell d'an hini brezhonek Kazh skaotet en devez aon rak dour bervet.

baremiologiezh ha krennlavaroniezh eo an anvioù a vez roet da studi ar c'hrennlavaroù.




#Article 331: Yezhoù kreolek (489 words)


Ur yezh kreolek a zo anezhi ur yezh pidgin diorroet a-hed an amzer ha deuet da vezañ yezh kentañ, pe c'hoazh yezh nemeti, ur strollad tud. 

Abalamour da istor trevadennerezh un nebeud broioù eus Europa emañ diazezet an darn vrasañ eu yezhoù kreolek ar bed war ar saozneg, ar portugaleg, ar galleg hag ar spagnoleg gante ur substrat o tont eus ur yezh lec'hel bennaket. 

Yezhoù eeun eo ar yezhoù pidgin savet war ar prim gant tud na ouzont ket yezh ur strollad tud all hag a rank mont e darempred gante e mod pe vod. 

Ma teu ur yezh pidgin da vezañ ur yezh kreolek avat e vez diorroet ganti ur yezhadur leun ha stabil, dreist-holl dre ma vez desket ar yezh pidgin-se gant ar vugale da yezh kentañ dezhe. N'eo ket dre ret e teufe pep yezh pidgin da vezañ ur yezh kreolek koulskoude, ha mervel a c'hellont ober a-raok bezañ bet desket hag implijet da yezh kentañ gant den.

Dre studial meur a yezh kreolek dre ar bed e voe diskwelet gant enklaskerion evel Derek Bickerton da skouer ez int heñvel a-walc'h an eil ouzh eben e-keñver o yezhadur. Gant lod e vez implijet ar perzhioù boutin-se kenetreze evit arguzenniñ ez eo gwir damkanoù ar yezhadur hollek. Lod all, avat, a lâr ez eo anat e vefent damheñvel o tont evel m'emaint eus yezhoù europek, heñvel a-walc'h d'o zro en ur arguzenniñ ez eo disheñvel a-walc'h ar yezhoù kreolek hep diazez europek evel an nubieg pe ar sangoeg.

Setu ur roll eus un nebeud yezhoù kreolek e-touez ar re vrudetañ:

Diazezet war an arabeg ha krouet en XIXvet kantved gant soudarded o tont eus ar Soudan e Kenya hag e Ouganda.

Div yezh kreolek diazezet war an izelvroeg a veze komzet e Guyana: kreoleg Berbice ha kreoleg Skepi. Marv eo an eil hag o vervel emañ eben. 

Yezh vroadel Vanuatu eo ar bislama (anvet a-raok Bêche-la-mar).

Komzet e Papoua-Ginea Nevez.

Komzet evel yezh kentañ gant poblañs Strizh-mor Torres.

Kaozeet e Jamaika.

Komzet e vez Kreyol ayisyen e Haiti dreist-holl.

Komzet evel yezh kentañ gant 80% eus poblañs Maoris.

Meur a rannyezh kreolek disheñvel a vez komzet e Martinik, Gwadeloup, Dominika, ha Saint-Lucia.

Komzet dreist-holl e Papoua-Ginea Nevez hag e biz Aostralia. War-nes mervel emañ.

Meur a rannyezh kreolek a vez komzet er C'hab Glas, diazezet war substratoù o tont eus yezhoù afrikanek disheñvel.

Teir yezh kreolek diazezet war ar portugaleg a vez komzet e São Tomé ha Príncipe: Forro, Lunguyê ha Lungua N'golá. Ur substrat bantu he deus Lunga N'Golá.

Ar yezh kreolek kentañ diazezet war ar portugaleg. Komzet e vez e Ginea-Bissau e-lec'h ma talvez da lingua franca hag ivez e Senegal.

Komzet e Aruba, Curaçao, Bonaire. Levezonet gant ar spagnoleg ivez.

Komzet e Surinam. Disheñvel-tre eo deuet ar yezh kreolek-mañ da vezañ e-keñver ar yezhoù orin hag e oa bet savet diwarne. Diorroet he deus ar yezh-mañ ur sistem tonioù zoken.

Komzet e Surinam.




#Article 332: Neutron (151 words)


An neutron a zo anezhañ ur bartikulenn isatomek. Krouet e voe ar ger neutron gant ar fizikour saoz Ernest Rutherford diwar bennrann ar ger latin neutral (dre m'en devoa kavet ar skiantour e oa neptu ar rannig-se) hag an dibenn-ger -on ; setu n'en deus karg elektrek ebet (na pozitivel, na negativel). An neutronoù hag ar protonoù eo kenaozantoù nukleüs an atomoù. Evit an atomoù e vez notet Z an niver a brotonoù (a vez anvet niver atomek pe niverenn atomek), A an niver a brotonoù hag a neutronoù . Setu eo  an niver a neutronoù.

Mas an neutronoù : mn = 939,56533 ± 0,00004 MeV/c2

Lodenn eo an neutronoù eus ar Barionoù (hadron furmet gant tri c'hwark) ha kenaozet int gant ur c'hwark up (karg 2/3 e) ha gant daou gwark down (2 garg -1/3 e).

Dizoloet e oa bet an neutron gant ar fizikour saoz James Chadwick e 1932.




#Article 333: Abjad (134 words)


 
Un abjad zo un anv roet d'un doare-skrivañ arbennik ma ne implijer nemet lizherennoù hag a dalv da gensonennoù. Gant Peter T. Daniels e oa bet krouet an termen.
Ne vez implijet ar seurt doare-skrivañ nemet er yezhoù semitek abalamour da berzhioù resis yezhadur ar yezhoù-se. 

Koulskoude, an darn vrasañ eus ar yezhoù semitek a-vremañ, evel an arabeg, a implij doareoù-skrivañ a c'hell bezañ abjadoù rik, eleze hep diskouez distagadur ar vogalennoù, pe c'hoazh damabjadoù hag a implij sinù diakritek evit diskouez distagadur ar vogalennoù (gw. niqqud).

Meur a zoare-skrivañ a zo bet diorroet diwar un abjad dre ouzhpennañ sinoù evit ar vogalennoù hag a zo deuet da vezañ dre-se lizherennegoù, da skouer al lizherenneg c'hresianek savet diwar an abjad fenikek. Gwechoù all avat int deuet da vezañ un abugida evel ar skritur etiopek.




#Article 334: Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel (281 words)


Ober a ra ar sistem unanennoù etrebroadel gant rakgerioù a c'hell bezañ lakaet dirak an holl unanennoù evit o lieskementiñ.

Da skouer:

Notenn : Ne vez ket graet gant ar sistem degel (diaz 10) en urzhiataerezh, met gant ar sistem binarel (diaz 2). Setu e tremener eus an eil unanenn d'eben dre lieskementiñ dre 210, pe c'hoazh 1024. Ne vez ket graet gant ar rakgerioù deka hag hekto en dachenn-se.

E-barzh deved an 18 germinal An III (7 ebrel 1795) e oa lodenn ar rakgerioù miria ha mirio eus rakgerioù ar sistem degel nevez (e-kichen al lieskementoù kilo-, hekto- ha deka-, hag ar ranngementoù desi-, santi- ha mili-). Talvezout a raent a-getep dek mil ha un dekmilvedenn. Implijet e voent betek 1960.

Gant an 11vet Conférence générale des poids et mesures (CGPM) e voe savet evit ar wezh kentañ e 1960 ur roll ofisiel eus rakgerioù ar sistem etrevroadel ne oa ket mui miria- ha mirio- ennañ. E 1960 e oa an daouzek rakger ofisiel: « tera-, giga-, mega-, kilo-, hekto- ha deka-, hag ivez desi-, santi-, mili-, mikro-, nano- ha piko- ».

Ur ster espleg a zo d'ar rakgerioù kentañ:

Savet eo bet ar rakgerioù da heul diwar gerioù a vez anvet traoù bras pe bihan ganto :

Savet eo bet ar lieskementoù da heul diwar an heñvelder a zo etre tera ha tetra (pevar e gresianeg), hag ivez dre m'eo 1012 = 1 0004 ; setu ez int sifroù gresianek o deus kollet pe gounezet ul lizherenn:

Rakgerioù all a oa bet savet er memes mod (hepta → hepa, okta → ota, nav e gresianeg → nea, deka → dea) met n'o deus ket bet biskoazh statud ofisiel ebet.

     




#Article 335: Devanāgarī (270 words)


An devanāgarī (देवनागरी; RLVK: devanāgarī) 'zo anezhañ un doare-skrivañ implijet evit skrivañ meur a yezh eus Indez, da skouer ar sañskriteg, an hindeg hag ivez an nepaleg. 

Dont a reas war wel an devanagari tro-dro 1000 goude Jezuz, diorroet diwar ar skritur siddhamek. Met ar skritur brahmek eo mammenn kazi holl skriturioù implijet e India, ar sañskriteg en o zouez.

Kentoc'h eget ul lizherenneg ez eo ar devanagari un abugida, da lâret eo e talvez pep lizherenn diazez d'ur gensonenn staget ouzh ur vogalenn diazez. Kemmet e vez ar vogalenn dre ouzhpennañ skrapoù ha pikoù a bep seurt a-us pe tro-dro d'al lizherenn diazez pe ivez evit lakaat ar vogalenn diazez da vezañ mut.

Stummoù diverret ispisial (lizherennoù kevrennek) ez eus ivez implijet pa vez skrivet ur gensonenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Skrivet e vez a gleiz da dehoù hep diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizhernnoù pennañ) ha lizherennoù bihan.

En holl ez eus 34 c'hensonenn (vyanjana) ha 12 vogalenn (svara).

En daolenn-mañ e vez diskwelet stummoù stag ar vogalennoù gant al lizherenn diazez p(a). Ar vogalenn a eo vogalenn diazez pep lizherenn diazez e devanagari. Diswelet e vez ivez distagadur pep lizherenn hervez an doare ma vezont distaget e hindeg a-vremañ.

Ar vogalenn a a zo e pep lizherenn diazez da heul ar gensonenn nemet ma vefe kemmet ar vogalenn dre implijout stummoù stag vogalennoù all pe c'hoazh pa vez mutaet ar vogalenn dre implijout ur sin ispisial anvet halant pe virama.

Ne vez ket implijet al lizherenn ळ e hindeg. Implijet e vez an holl lizherennoù e marateg (marathi).

Setu sifroù ar skritur devanagari:




#Article 336: Skritur kannadek (348 words)


Kentoc'h eget ul lizherenneg ez eo ar skritur kannadeg un abugida. Implijet e vez dreist-holl evit skrivañ ar c'hannadeg, ur yezh dravidek komzet e Su India. 

Nav lizherenn ha daou-ugent a zo en damlizherenneg-mañ hag heñvel-tre eo he struktur ouzh hini ar skriturioù indezek all savet diwar ar skritur brahmi, d.s. an devanagari. Da lâret eo e talvez pep lizherenn diazez d'ur gensonenn staget ouzh ur vogalenn diazez. Kemmet e vez ar vogalenn dre ouzhpennañ skrapoù ha pikoù a bep seurt a-us pe tro-dro d'al lizherenn diazez pe ivez evit lakaat ar vogalenn diazez da vezañ mut. 

Stummoù diverret ispisial anvet ottakshara ez eus ivez implijet pa vez skrivet ur gensonenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Renket e vez al lizherennoù diazez hervez tri rumm pennañ: swara (vogalennoù), vyanjana (kensonenn) ha yogavaaha (hantervogalennoù pe hantergensonennoù). 

Bez' ez eus 14 vogalenn en holl: ಅ (a), ಆ (aa), ಇ (e), ಈ (ee), ಉ (u), ಊ (uu), ಋ (rr), ೠ (between rruu and rrii); ಎ (a~), ಏ (ea), ಐ (ai), ಒ (o), ಓ (oo), ಔ (ou)

Graet e vez an diforc'h etre daou doare kensonenn disheñvel: ar re skrukturet hag ar re amstrukturet. Isrannet e vez ar re strukturel e pemp isrumm hervez al lec'h distagañ hag ivez hervez ma vezontñ mouezhiet ha c'hwezhet pe get.

Staon - ಕ (ka), ಖ (kha), ಗ (ga), ಘ (gha), ಙ (nga) 

Toenn ar genoù - ಚ (ca), ಛ (cha), ಜ (ja), ಝ (jha), ಞ (nya)

Tro-gil - ಟ (tta), ಠ (ttha), ಡ (dd), ಢ (ddha), ಣ (nna) 

Dent - ತ (ta), ಥ (tha), ದ (da), ಧ (dha), ನ (na) 

Diweuz - ಪ (pa), ಫ (pha), ಬ (ba), ಭ (bha), ಮ (ma)

Ar kensonennoù amstrukturet a zo an holl re a van a n'haller ket renkañ hervez al lec'hioù distagañ pennañ: ಯ (ya), ರ (ra), ಲ (la), ವ (va), ಶ (sha), ಷ (ssa), ಸ (sa), ಹ (ha), ಳ (lla)

Anusvara: ಂ (am) ha visarga: ಃ (ah)

Setu sifroù hengounel an doare-skrivañ kannadek: ೦ (0), ೧ (1), ೨ (2), ೩ (3); ೪ (4), ೫ (5), ೬ (6), ೭ (7), ೮ (8), ೯ (9)




#Article 337: Elektron-volt (107 words)


Un unanenn muzuliañ energiezh eo an elektron-volt e fizik. Dre dermenadur eo kavatal e dalvoud d'an enegiezh tapet gant un elektron buanaet gant un diferañs potañsiel ur volt. Setu e talv an elektron-volt war-dro 1,602 177 33 x 10-19 joul. Un unanenn er-maez eus ar sistem unanennoù etrebroadel (S.I.) eo, implijet e vez asambles gantañ, met dre arnodiñ e vez kavet he zalvoud.

Graet e vez gant an elektron-volt e fizik ar partikulennoù ha dreist holl gant ar megaelektron-volt hag ar gigaelektron-volt evit ezteurel al liveoù energiezh a gaver er buanaerioù partikulennoù hag er fuzion dermonukleel:

Diwar formulenn Einstein E=mc² (1 kg = 90 petajoul) e tezastumer:




#Article 338: Amper (168 words)


An amper (simbol A) eo an unanenn SI evit fonnder an tredan. 

Termenet eo bet an amper gant Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù e 1948.

Un amper zo, dre dermenadur, fonnder ur red digemm a brodufe un nerzh kevatal da 2 × 10-7 newton dre vetrad hirder ma vefe dalc'het e-barzh daou gonduer eeun ha parallelek, anfin o hirderioù, disterdra o zroc'h, ha war-hed ur metr an eil diouzh egile er goullonder.

Anvet ao bet an amper diwar André-Marie Ampère, unan eus dizoloerien bennañ an elektromagnetegezh .

Abaoe ma oa bet termenet talvoud digemenoù Josephson (CIPM (1988) Erbed 1, PV 56; 19) ha von Klitzing (CIPM (1988), Erbed 2, PV 56; 20) gant an SI, e c'heller kenaozañ an daou dalvoud-se (KJ = 4,835 979×10+14 Hz/V hag RK = 2,581 280 7×10+4 Ω) evit termeniñ an amper e-giz ur red elektrek digemm kevatal rik da 6 241 509 629 152 650 000 karg elfennel dre segondenn.

Diwar-benn ar BIPM (Burev Etrevroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù):




#Article 339: Coulomb (190 words)


Ar c'houlomb (simbol : C) eo an unanenn karg elektrek er sistem unanennoù etrebroadel (SI). Un unanenn deveret eo.

Dont a ra e anv diwar ar fizikour gall Charles de Coulomb.

Bez' eo ar c'hementad elektregezh a dreuz un troc'h eus ur c'honduer a red ennañ un red elektrek, 1 amper e fonnder, e-pad 1 segondenn (1 A.s).

Talvezout a ra ar garg elfennel e:

Kemeret en deus plas an unanenn franklin (notet Fr), diwar anv ar fizikour amerikan Benjamin Franklin. Graet e veze implij eus an unanenn-se er sistem CGS.

En elektrokimiezh e vez implijet c'hoazh ar faraday (notet F) diwar anv ar fizikour saoz Michael Faraday. Liesad ar garg elfennel dre niver Avogadro eo.

Hervez lezenn Coulomb e vez embreget un nerzh 9 × 109 N an eil war eben gant div garg poentheñvel pep a ur c'houlomb dezho ha war-hed ur metr an eil diouzh eben, da lavaret eo war-dro pouez nav c'hant mil (900 000) donenn. Un unanenn kalz re vras eo neuze ar c'houlomb evit ezteurel kementadoù kargoù statikel ha setu e vez graet gant e ranngementadoù e-giz ar mikrocoulomb (µC) pe an nanocoulomb (nC).




#Article 340: Katakana (111 words)


Ouzhpenn ar c'h-kanji e vez implijet div silabenneg evit skrivañ ar japaneg ar c'h-Katakana (片仮名) hag an hiragana. Ouzhpenn-se e vez implijet ivez ur sistem romanizadur latin anvet rōmaji).

Karezennek eo stumm lizherennoù ar c'h-Katakana ha sistem aezetañ da deskiñ diouzh holl doareoù-skrivañ ar japaneg an hini eo.

Implijet e vez pep silabenneg evit skrivañ traoù disheñvel. Graet e vez gant at c'h-Katakana evit:

Amañ e vez implijet ar romanizadur hervez Hepburn. Ne vez ket implijet ken al lizherennoù e ruz.

Implijet e veze karakterioù sinek isisial anvet man'yōgana evit diskwel penaos distagañ kanji diaezet. Tamm-ha-tamm e voent bet eeunaet dre skrivañ tammoù pep karakter nemetkn betek sevel silabenneg ar c'h-katakana:




#Article 341: Hiragana (204 words)


Ouzhpenn ar c'h-kanji e vez implijet div silabenneg evit skrivañ ar japaneg ar Hiragana (平仮名) hag ar c'h-katakana. Ouzhpenn-se e vez implijet ivez ur sistem romanizadur anvet r#333;maji).

Implijet e vez pep silabenneg evit skrivañ traoù disheñvel. Graet e vez gant ar hiragana evit:

Daoust ha ma'z eus 50 lizherenn diazez en holl anvet goj#363;on (五十音), ne vez implijet nemet 46 hiziv. 

Sinoù all a vez implijet evit kemm distagadur al lizherennoù diazez:

Amañ e vez implijet ar romanizadur hervez Hepburn. Ne vez ket implijet ken al lizherennoù e ruz.

Implijet e veze karakterioù sinek isisial anvet  man'y#333;gana evit diskwel penaos distagañ kanji diaezet.  Tamm-ha-tamm e voent bet eeunaet dre skrivañ tammoù pep karakter nemetken betek sevel silabenneg an hiragana er Vvet kantved

Ne voe ket bet degemeret gant an holl er penn kentañ, rak evit ar re uhelañ e oa ar sineg hag e doare-skrivañ an hini a ranke ar re desketañ ober gantañ. Implijet e veze da gentañ gant ar maouezed neuze rak ne oa ket tu dezhe da deskiñ lenn ha skrivañ e mod ebet all. Abalamour da se e vez graet skritur ar mouzezed (onnade, 女手) ouzh an hiragana ivez.

Hiziv, avat, e vez implijet kalz muico'h evit ar c'h-katakana.




#Article 342: Niver Avogadro (269 words)


Niver Avogadro eo an niver a atomoù karbon-12 a zo e-barzh 0,012 kg (pe c'hoazh 12 g, unanenn implijet e kimiezh) karbon-12. Notet e vez NA hag anvet evel se en enor da Amedeo Avogadro. An niver a elfennoù e-barzh ur mol eo ivez.

Un niver dibabet ent-arbitrel eo evit taolennañ kementadoù bras, an niver a atomoù pe a volekulennoù a zo e-barzh un nebeud gramoù materi pergen. Setu ne vez ket implijet gant ar c'harbon-12 hepken met ivet gant an holl sistemoù.

Evitañ da vezañ arbitrel e ro an tu da jediñ aes ar c'hementad materi hervez mas ha formulenn diaoz ur c'hompozad. Evit an elfennoù eo tost kevatal mas NA atom d'an niver a nukleonoù a zo en nukleüs (protonoù ha neutronoù).

An niver-se a atomoù a ya d'ober ur mol. Da skouer, dre m'eo kevatal mas atomek an houarn da 55,845 u e tezastumer diwar se e pouez ur molad atomoù houarn 55,845 g. Er memes doare ez eus NA atom houarn e-barzh 55,845 g houarn.

Dre ma ro an tu da liammañ ar mas gant ar c'hementad atomoù ez eo an niver-se an dave evit ar c'hementadoù materi.

Klotañ a ra ivez an niver-se gant al liesaer treiñ etre ar gram hag an unanenn mas atomek (u) :

N'heller ket anavezout talvoud rik niver Avogadro gant an teknikoù a-vremañ. Betek-henn e oa an talvoud nesaet a veze graet gantañ: 

E 2003 e voe determinet un talvoud nevez eus an digemmenn gant ur skipailh enklaskerien eus Ofis kevredadel alaman metrologiezh Brunswick:

(s.o. Determination of the Avogadro constant via the silicon route, Metrologia 40)

Istor niver Avogadro




#Article 343: Speredelezh (223 words)


Enebet e vez ar speredelezh (eus al latin spiritus = spered) da materi an Den hag e berzhioù (korf, anien, c'hoantegezh) ha talvezout a ra evit an oberezhioù a denn d'ar spered (komzet e vez eus buhez ar spered). Dont a ra eus ar pleg m'en-deus an Den d'en goulakaat war abeg e vuhezegezh ha war e blas en Hollved. Eus e santimantoù warno eo bet krouet sistemoù prederiañ hag ensavadurioù a bled gant menozioù kevrinel pe relijiel. 
  

N'eo ket ket kevatal ar speredelezh d'ar gredenn tamm ebet : er gredenn e vez kaoz eus pennaennoù speredel (dogmoù, doktrin).Seblantout a ra bezañ ur fed a-gozh ha degas a ra menozhioù boutin en istor an Denelezh. 

       

N'eo ket memestra ar elijion hag ar speredelezh, rak er relijion e kaver frammoù n'int ket boas pa gomzer eus ar speredelezh. Dre n'eo ket frammet ar speredelezh (er bazenn gentañ d'an nebeutañ) eo diaes skignañ dogmoù. Pa lavarer speredelezh e intenter purvuiañ ez eus meur a hent evit diskoachañ ur wirionez bennaK
 
Lod a wel ar speredelezh evel ur moien dibar evit tizhout anaoudegezh an Doueegezh pe un Trehontelezh. Hervez ar gevrinourien e c'heller bevañ un darvoud speredel ha neus tu da lakaat gerioù warnañ. Dre ar mont-tre-mañ ne gemerer ket hent ar poell pe hent ar meiz a ginnig tud all evel Jorge-Luis Borges, da skouer. 
 




#Article 344: Elektron (276 words)


An elektron a zo anezhañ ur bartikulenn elfennel dezhi ur garg elfennel negativel kevatal da -1,6 × 10-19 coulomb. War-dro 9,11 × 10-31 kg eo mas an elektron, ar pezh a glot gant war-dro 1/1 800 eus mas ur proton. Lodenn eo an elektron eus familh ar leptonoù (fermion), ha dre se e vez kontet da bartikulenn ziazez (da lavaret eo, n'hell ket bezañ freuzet e partikulennoù bihanoc'h).

Bihan-kenañ eo ar volum ac'hubet gant ar bartikulenn-se. Petra bennak a vefe he stumm, ma c'heller komz eus stumm evit un hevelep tra, ez eo mod-pe-vod bihanoc'h he ledander eget 10-18 metr, pe c'hoazh ur vilionvedenn eus ur vilionvedenn eus ur vilionvedenn metr.

Kenaozet eo an atomoù gant un nukleüs (hemañ e-unan kenaozet gant nukleonoù: ar protonoù hag an neutronoù) kelc'hiet gant ur koumoulennad elektronoù .

Ur fermion eo an elektron: setu en deus ur spin 1/2 hag e heuilh statistik Fermi-Dirac. 

Ar pozitron (pe poziton) eo an antipartikulenn stag ouzh an elektron.

Dizoloet e voe an elektron e 1897 gant J. J. Thomson e labourva Cavendish skol-veur Cambridge p'edo o studiañ ar skinoù katodek. Da neuze e oa bet savet ar ger elektron diwar ar ger saoznek electric a zo e orin dezhañ er ger gresianek ηλεκτρον a sinifi goularz. 

Gwelet ivez : Istor patromoù an atom

War dachenn mekanikerezh ar c'hwanta, pe kentoc'h an elektrodinamik kwantek, e vez deskrivet an elektron gant kevatalenn Dirac.

E patrom standart fizik ar partikulennoù e furm un doublad SU(2) gant an neutrino elektronek a interakt gantañ dre berzh an interaktadur gwan.
Daou geveler, dezho ar memes karg met brasoc'h o mas, en deus an elektron: ar muon hag an tauon.




#Article 345: Gurmukhī (347 words)


An doare-skrivañ gurmukhi (#2583;#2625;#2608;#2606;#2625;#2582;#2624; pe #2583;#2625;#2608;#2606;#2625;#2673;#2582;#2624;; RLVK: gurmukhī) a zo un abugida bet diorroet hag unvanet gant Gourou Angad Dev er XVIvet kantved diwar diazez ar skritur charadek (sharada) a-ratozh kaer evit skrivañ  ar panjabeg (#2602;#2672;#2588;#2622;#2604;#2624;). Skrivet e c'hell bezañ ar pandjabeg (punjabi) oc'h implijout doareoù-skrivañ all, evel hini an arabeg (skritur chahmukhie) e Pakistan, met deuet eo da vezañ ar gurmukhi skritur sakr ar sikhed a orin panjabat dreist-holl.  

Er gurmukhi a-vremañ ez eus ur gensonenn ha daou-ugent (vianjan) nav sin evit ar vogalennoù (laga matra) daou sin evit diswel ar friadur(bindi ha tippi) hag ur sin a dalvez da diskwel e vez distaget div wech ur gensonenn (addak).  

Ouzhpenn-se ez eus peder lizherenn gevrennek: tri stumm ispisial evit ar c'hensonennoù rara, haha ha vava hag un hanter-sin all evit yaiyya.

Ouzhpenn-se ez eus c'hwec'h kensonenn krouet dre lakaat ur pik (bindi) ouzh troad (pair) ul lizherenn diazez:

Nevez-krouet eo al lizherenn lulla paireen.

Heñvel eo mont-en-dro abugida ar gurmukhi ouzh hini an devanagari dre ma teu kazi holl doareoù-skrivañ India diwar an hevelep mammenn, da lâret eo ar skritur bramek (brahmi).

Implijet e vez teir lizherenn diazez ispisial evit dougen sinoù ar vogalennoù evit ober dioute vogalennoù distag, da lâret eo pa c'hoarvezh ar vogalenn e penn ur silabennn hep kensonenn ebet: ura (#2675;), aira (#2565;) hag iri (#2674;). 

Implijet e vez an halant (#2637;) evit treuzskrivañ gerioù o tont eus ar sañskriteg evit diskwel ez eo mut ar vogalenn el lizherenn silabennek diazez, da skouer :

Daoust ha ma'z eus sifroù hengounel evit ar gurmukhi e vez implijet aliesoc'h-aliesañ ar sifrou arabek:

Implijet e vez ar bindi (#2562;) hag antippi (#2672;) evit diskwel friadur ur vogalenn.

An arouez addak (#2673;) a dlavez da diskwel e vez distaget div wech ur gensonenn.

Ral a-wech e vez implijet ar visarg(#2563;). Talvezout a c'hell da diskwel ez eo bet diverret ur ger pe c'hoazh evit diswel e vez distaget un h da heul ar vogalenn evel er sañskriteg.

Ek Onkar (#2676;) eo anv un arouez ispisial implijet gant ar sikhed hag a dalv kement hag ‘un doue’.




#Article 346: Skritur etiopek (476 words)


Daoust ha n'emañ ket klok penn-da-benn an daolenn-mañ da heul, ez eo sklaer n'eo ar skritur etiopek nag ul lizherenneg enni lizherennoù disheñvel evit pep fonem, da lâret eo kensonennoù diouzh un tu ha vogalennoù diouzh un tu all, nag ur silabenneg rik, rak damheñvel eo stumm al lizherennoù silabennek diazez e pep renk, da lâret eo o kregiñ gant an hevelep kensonenn. 

Un abugida eo neuze ar skritur etiopek anvet fidel (ፊደል) a implij lizherennoù silabennek diazez enne ur vogalenn atav a c'hell bezañ kemmet dre cheñch stumm al lizherenn diazez gant skrapoù, pikoù hag all staget outi. N'eo ket un abjad kenneubet rak diskwel a ra ar skritur ar vogalennoù ouzhpenn ar c'hensonennoù.

Implijet e voe er penn kentañ evit skrivañ ar geuzeg (ur yezh sakr marbv anezhañ) ha bremañ e vez implijet evit skrivañ an amhareg dreist-holl met ivez yezhoù all komzet en Etiopia evel an tigrinyeg. 

Evit gellet gwelet al lizherenneoù etiopek ez eo ret diskargañ ul lizherenneg ispisial da vezañ staliet war an urzhiataer 

Daoust ha m'emañ heñvel-tre a-wechoù ar al lizherennoù pa vez kemmet ar vogalennoù, n'eo ket ur gudenn e gwirionez evit gellout lenn ar skritur-mañ rak implijet e vez evit skrivañ yezhoù semitek ha n'eo ket dav goût peseurt vogalennoù a zo e pep ger evit gallout o kompren abalamour m'emañ diazezet struktur ar gerioù er yezhoù a-seurt-se war gwriziennoù enne teir c'hensonenn.

Fidel an amhareg
  
      
    ä 
    u 
    i 
    a 
    e 
    #601; 
    o 
  
    p ፐ ፑ ፒ ፓ ፔ ፕ ፖ
  
  
    t ተ ቱ ቲ ታ ቴ ት ቶ
  
  
    c ቸ ቹ ቺ ቻ ቼ ች ቾ
  
  
    k ከ ኩ ኪ ካ ኬ ክ 

ኮ
  
  
    ኸ ኹ ኺ ኻ ኼ ኽ ኾ
  
  
    b በ ቡ ቢ ባ ቤ ብ ቦ
  
  
    d ደ ዱ ዲ ዳ ዴ ድ ዶ
  
  
    J ጀ ጁ ጂ ጃ ጄ ጅ ጆ
  
  
    g ገ ጉ ጊ ጋ ጌ ግ ጎ
  
  
    p’ ጰ ጱ ጲ ጳ ጴ ጵ 

ጶ
  
  
    t’ ጠ ጡ ጢ ጣ ጤ ጥ 

ጦ
  
  
    c’ ጨ ጩ ጪ ጫ ጬ ጭ 

ጮ
  
  
    k’ ቀ ቁ ቂ ቃ ቄ ቅ 

ቆ
  
  
    7 አ ኡ ኢ ኣ ኤ እ ኦ
  
  
    ts’ ጸ ጹ ጺ ጻ ጼ ጽ ጾ
  
  
    f ፈ ፉ ፊ ፋ ፌ ፍ ፎ
  
  
    s ሰ ሱ ሲ ሳ ሴ ስ ሶ
  
  
    S ሸ ሹ ሺ ሻ ሼ ሽ ሾ
  
  
    h ሀ ሁ ሂ ሃ ሄ ህ 

ሆ
  
  
    ሐ ሑ ሒ ሓ ሔ ሕ ሖ
  
  
    z ዘ ዙ ዚ ዛ ዜ ዝ ዞ
  
  
    Z ዠ ዡ ዢ ዣ ዤ ዥ ዦ
  
  
    m መ ሙ ሚ ማ ሜ ም ሞ
  
  
    n ነ ኑ ኒ ና ኔ ን ኖ
  
  
    ñ ኘ ኙ ኚ ኛ ኜ ኝ 

ኞ
  
  
    w ወ ዉ ዊ ዋ ዌ ው ዎ
  
  
    l ለ ሉ ሊ ላ ሌ ል ሎ
  
  
    j የ ዩ ዪ ያ ዬ ይ ዮ
  
  
    r ረ ሩ ሪ ራ ሬ ር ሮ
  

Setu sifroù ar skritur etiopek: 




#Article 347: Treuzlizherennadur (140 words)


Treuzlizherennadur a vez lavaret eus adskrivañ ur reizhad lizherennañ en ur reizhad lizherennañ all, evel treuzhlizherennañ un anv a zo el lizherenneg c'hresianek en hini latin. 
 
 lt;iota; lt;upsilon; and the letter combinations lt;epsilon;iota; lt;oiota; lt;upsilon;iota; are all pronounced [i] (in IPA notation).
A transcription consequently renders them all as lt;i,
but a transliteration still distinguishes them, for example by transliterating to lt;#x113; lt;i lt;y and lt;ei lt;oi lt;yi.
(As the old Greek pronunciation of lt;eta; was [#603;:],
this proposal uses the character appropriate for an Old Greek transliteration or transcription lt;#x113;,
an lt;e with a macron.)
On the other hand, lt;epsilon;upsilon; is sometimes pronounced [ev] and sometimes [ef], depending on the following sound. A transcription distinguishes them, but this is no requirement for a transliteration.

Some languages and scripts present particular difficulties to transcribers. These are discussed on separate pages.




#Article 348: Skritur tamilek (231 words)


Un abugida eo ar skritur tamilek diorroet, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet en India diwar ar skritur bramek (brahmi) ha tost-tre o stumm hag o mont-en-dro d'an devanagari. 

Ur yezh dravidek eo a tamileg ha daoust ha ma vez implijet gantañ ur skritur kar d'an devanagari diorroet er penn-kentañ evit skrivañ yezhoù indez-europek evel ar sañskriteg ez eo ar yezh disheñvel-tre diouzh an eil re-se. 

En abugida tamilek ez eus he 12 vogalenn ha 18 kensonenn. O kontañ an arouez ispisial anvet aaytha ezutthu ez eus 247 lizherenn diazez ha kevrennek en holl.

Isrannet e vez ar vogalennoù e tri rumm:

Isrannet e vez ar c'hensonennoù e tri rumm gant 6 kensonenn e pep hini anezhe:

N'eus er skritur tamilek na liziherenn gevrenneg ebet na kensonennoù mouzhiet ha c'hwezhet (kv. devanagari). 

Graet e vez ivez lizherennoù korf (mei) eus ar c'hensonennoù.

Bez' eus eus ivez un nebeut lizherennoù ispisial anvet grantha implijet evit treuzskrivañ gerioù o tont eus ar sañskriteg dreist-holl, hag eus ar saozneg a-wechoù ivez.

Great e vez ivez lizherenn an ene pe ar vuhez (uyir) eus ar vogalennoù. E pep lizherenn ez eus ur gensonenn hag ur vogalenn dre ma'z eus un abuged eus ar skritur tamilek. Pep lizherenn a-seurt-se a vez graet ul lizherenn vev (uyirmei) anezhi, da lâret eo gant ur c'horf kensonennel hag un ene vogalennel.

Amañ diskwelet gant ar gensonenn k.




#Article 349: Skritur malayalamek (198 words)


Un abugida eo ar skritur malayalamek diorroet, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet en India diwar ar skritur bramek (brahmi) ha tost-tre o stumm hag o mont-en-dro d'an devanagari. 

Tost-tre eo stumm ar skritur hag ivez ar yezh hec'h-unan eus an tamileg, met muioc'h a fonemennoù ez eus er malayalameg. Ur yezh dravidek eo ar malayalameg ha daoust ha ma vez implijet gantañ ur skritur kar d'an devanagari diorroet er penn-kentañ evit skrivañ yezhoù indez-europek evel ar sañskriteg ez eo ar yezh disheñvel-tre diouzh an eil re-se. 

Isrannet e vez al lizherennoù en abigida e daou rumm: ar vogalennoù (swaram) hag ar c'hensonennoù (vyanjanam). 

Setu taolenn al lizherennoù:

Ne vez graet diforc'h ebet etre lizherennoù bras (pe lizherennoù pennañ) ha lizherennoù bihan.

Implijet e vez skrapoù ispisial (vogalennoù stag) staget ouzh al lizherennoù silabennek diazez evit diskwel penaos e rank bezañ distaget ar vogalenn da heul ar gensonenn diazez. A-hend-all ez vez distaget a atav ar vogalenn er gensonenn silabennek diazez nemet e vefe mutaet gant ur sin ispisial.

Ouzhpenn al lizherennoù diazez ez eus ivez lizherennoù kevrennek evit diskwel kensonennoù o vont an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze. 

Setu sifroù ar skritur malayalamek:




#Article 350: Skritur kmerek (399 words)


N'eo ket ar skritur kmerek (អក្ខរក្រមខេមរភាសា: âkkhârâkrôm khémâraqphéasa) ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar c'hmereg. An testennoù koshañ bet kavet skrivet gant ar skritur khmererek a oa bet savet e 611 a-raok Jezuz.

Ne ra ar skritur khmerek diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizherennoù pennañ) ha lizherennoù bihan. Ouzhpenn-se e vez skrivet peurliseañ hep troc'h ebet etre ar gerioù. An troc'h a dalvez da diskwel emañ achu ur frazenn.

Er skritur khmerek n'eus ket a-walc'h a lizherennoù vogalennel, nag a bell, evit skrivañ holl pep vogalenn ar c'hmereg.  Evit diskoulmañ ar gudenn-mañ e vez isrannet al lizherennoù kensonennel diazez e daou rummad, gant pep rummad ur vogalenn disheñvel. Sinoù ispisial a vez implijet evit chench vogalenn ul lizherenn bennaket e vogalenn ar rummad all. 

Implijet e vez vogalennoù stag da diswkel pesuert vogalenn a ranker distagañ gant pep lizherenn silabennek diazez gant bep ur gensonenn digemm. 

A-hend-all e vez implijet ar vogalennoù distag pa ranker skrivañ silabennoù enne ur vogalenn hep kensonenn ebet.

Bez ez eus meur a stil disheñvel hervez an implij ma vez graet oute:

'Âksâr chriĕng'

'Âksâr chhôr'

'Âksâr mul' implijet alies a-walc'h evit titloù pe c'hoazh evit testennoù relijiel.

'Âksâr khôm'

Bez ez eus 33 kensonenn er khmereg evel m'emañ komzet hiziv, ha neuze ne vez ket implijet ken div lizherenn silebannek diazez. 

Evit sevel lizherennoù kevrennek, da lâret eo enne div gensonenn renk-ouzh-renk hep vogalenn ebet kenetreze, e vez skrivet an eil lizherenn kensonennel bihanoc'h evit an hini gentañ ha dindani ('cheung âksâr' (ជើង#8203;អ័ក្សរ).

Setu amañ roll ar lizherennoù silabennek diazez oc'h ober dave d'ur gensonenn mui ur vogalenn diazez. E gris emañ merket an div lizherenn re reer ket gante ken. 

Un nebeut lizherennoù ispisial ez eus bet krouet ouzhpenn evit skrivañ gerioù o tont eus yezhoù all (dreist-holl ar galleg hag an taieg) enne sonioù na vezont ket kavet er c'hmereg:

Bez ez eus 23 vogalenn distag sr#259;k niss#259;y (ស្រៈនិស្ស័យ) pe sr#259;k phsâm (ស្រៈផ្សំ) er skritur khmerek. 

Irannet e vez ar vogalennoù dres evel ar c'hensonennoù e daou rumm: rumm a ha rumm o.

Pa vez ret skrivañ ur silabenn enni ur vogalenn nemetken, da lâret eo hep ma vefe ur gensonenn ouzh he fenn, e vez implijet ar vogalennoù distag sr#259;k penhtu#335; (ស្រៈពេញតួ):

Setu ar sifroù khmerek. Implijet e vez ral a wech ivez ar sifroù arabek.




#Article 351: Skritur taiek (385 words)


N'eo ket ar skritur taiek (ตัวอักษรไทย) ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ an taieg (ภาษาไทย) dreist-holl.

Savet e oa ar skritur taiek war diorroadur ar skritur skritur hen-khmerek (อักขระเขมร) tro-dro 1283 gant ar Roue Ramkhamhaeng ar Meur (พ่อขุนรามคำแหงมหาราช) hervez an hengoun.

Er skritur ez eus 44 kensonennel (พยัญชนะ) ha 28 lizherenn vogalennel(รูปสระ) ha 4 sin ispisial evit an tonennoù(วรรณยุกต์). 

Ne ra ar skritur taiek diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizherennoù pennañ) ha lizherennoù bihan. Ouzhpenn-se e vez skrivet peurliseañ hep troc'h ebet etre ar gerioù, met n'eo ket diazetoc'h da lenn ha da gompren abalamour da se rak unsilabennek eo kazi an holl gerioù e taieg. An troc'h a dalvez da diskwel emañ achu ur frazenn.

Bez' ez eus ivez sifroù taiek (ตัวเลขไทย), met aliesoc'h-aliesañ e vez implijet ar re arabek (ตัวเลขอารบิก) 

Bez ez eus 44 c'hensonenn en holl oc'h ober dave da 21 sonenn disheñvel abalamour ma'z eus lizherennoù evit gerioù o tont eus ar sañskriteg hag ar paleg (pali) a vez distaget heñvel ouzh lizherennoù all e taieg. Talvoudus int ivez ober an diforc'h etre gerioù kenson. 

Isrannet e vez ar c'hensonennoù e tri rumm hervez tonenn ar silabenn: izel (L), etre (M) hag uhel (H)high.

Evit sikour an dud o teskiñ skrivañ e vez roet un anv ispisal da bep lizherenn, da skouer al lizherenn ข a vez graet outi kho khai (ข ไข่), rak kho a zo ar sonenn a vez skrivet ganti ha khai (ไข่) a zo anezhañ ur ger boutin (vi) a grog gant an hevelep son.

Div gensonenn (kho khuat and kho khon)ne vez ket implijet ken, marteze a-walc'h peogwir pa voe savet ar mekanik-biskrivañ taiek kentañ gant Edwin Hunter McFarland e 1892 ne oa plas ebet evit an holl lizherennoù ha nueze e oa bet kuitaet div anezhi.

Meur a gensonenn a vez distaget en un doare disheñvel hervez ma c'hoarvez e penn, e kreiz pe e dibenn ur silabenn evel m'emañ diskwelet en daolenn a-is.

Diskwelet e vez peseurt vogalenn a rank bezañ distaget gant pep lizherenn silabennek diazez dre ouzhpenn outi sinoù ispisial a reer vogalennoù stag oute.

Treuzskrivet e vez amañ lizherennoù ar skritur taiek hervez ar Sistem Roueel. 

Amañ e vez diswelet pep skrap staget ouzh ar gensonenn kor kai.




#Article 352: Skritur burmek (188 words)


N'eo ket ar skritur burmek ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar burmeg dreist-holl.

Pa vez ret skrivañ ur vogalenn hep kensonenn ebet dirazi e vez implijet ar stummoù distag-mañ:

အ အာ အား ဣ(အိ) ဤ(အီ) ဥ(အု)
a ā ā i ī u

ဦ(အူ) ေအ့ ဧ(ေအ) အဲ ေဩာ္(ေအာ္)
ū e ē ē ō

ဩ(ေအာ) အို အံ
ō ō an

Pep lizherenn diazez a ra dave d'ur silabenn enni ar vogalenn diazez a. Evit chench ar vogalenn diazez-se e vez implijet sinoù ispisial anvet vogalennoù stag. 

Implijet e vez vogalennoù distag disheñvel ivez hervez ma vez berr pe hir ar vogalenn ha ganti un donenn izel pe uhel

Setu al lizherenn “k” (က) gant ar vogalennoù stag a, i, u, e, e, o, o 

Vogalennoù berr gant an donenn gentañ:
က ကိ ကု ေက့ က့ဲ ေက၁့ ကိ့ု 

Vogalennoù hir gant an eil tonenn gentañ (izel):
ကာ ကီ ကူ ေက ကယ္ ေကာ္ ကို

Vogalennoù hir gant an trede tonenn (uhel):
ကား ကီး ကူး ေကး ကဲ ေကာ ကိုး

Er skritur burmek ez eus 33 kensonenn en holl:

 (e saozneg)




#Article 353: Katoligiezh (475 words)


Ar Gatoligiezh, pe relijion gatolik, a zo ur rann eus ar Gristeniezh roet da welet gant an Iliz katolik ha savadurioù anezhi. He dogmoù hag he fennsturiennoù a zo diazezet war An Testamant Kozh hag An Testamant Nevez. O vezañ ma 'z eo ar Gatoligiezh ur relijion gristen e vez diazezet war buhez ha kelennadurezh Jezuz-Krist. Un iliz eukaristik an hini eo ha krediñ a ra hec'h izili e bezañs Jezuz-Krist e Sakramant an Aoter. Diwar kelennadurezh Tadoù an Iliz hag ar senedoù-Iliz evel hini Trento (1545-1563), hini Vatikan I (1870) pe hini Vatikan II (1962-1965) e vez sturiet an Iliz-se. Evit ar Gatoliked, ar Skritur Santel hag an Hengoun a vez red kelenn ha kehelañ anezho.

Perzh pouezusañ an Iliz Katolik a vez anaoudegezh vat graet da aotrouniezh ar Pab, an aotrou 'n Eskob a Rom, warlerc'hiad Sant Per. Bodet e vez er Gatoligiezh Iliz Katolik ar C'hornog hervez al liderezh latin hag ilizoù katolik ar Reter.

Diouzh ar sifroù roet gant Rom hag embannet bep bloaz er Britannica Book of the Year, bez e vefe 1 131 milion a dud badezet en Iliz katolik. En o mesk, ouzhpenn 600 milion a dud en Amerika ha 275 milion en Europa. Er re-se ziwezhañ e vez kontet an 10 milion bennak a dud a zo katolik hervez liderezh ar Reter.

Da gentañ ne oa kaoz nemet eus kristeniezh, met adalek marevezh ar brotestantiezh, er XVIvet kantved e komzer eus katoliked, ha n'eo ket eus kristenien hepken. Evel ma weler mat e-barzh ar C'hredo, an Iliz a zo katolik evit tud an Ortodoksiezh, ivez.

Un diforc'h a vez red ober etre ar Gatoligiezh hag an Iliz Katolik. Ar ger-mañ a denn d'ar savadurioù ha d'an dud.

Ar ger « katoligiezh » a zeu eus ar ger gregach καθολικός / katholikós, a dalvez hollek pe hollvedel, da lavarout eo hollvedelezh kemenn ar C'hrist.

Ilizoù ar milved kentañ a rae ortodoksel ha katolik diouto abalamour ma vezent oc'h heuliañ pizh ar C'hredennoù Reizh (doxa ortho) hag o sentiñ pizh ouzh hollvedelezh kemenn Jezuz-Krist, pere a veze bodet er savadur nemetañ, Iliz kristen ar C'hornog hag ar Reter. Hervez ar gatoliked, ar ger katolik a sinifi meur a dra hag a glot an eil ouzh egile : hollvedel, bout unanet er C'hrist ha doujañ ar feiz reizh ha klok a venn an Aotrou Doue.

War a hañval, ar wezh kentañ ar ger-se da vezañ implijet a oa tro-dro d'ar bloavezh 112 gant Ignas Antioch en e Lizher d'ar Smirniotiz.

Sened-iliz kentañ Konstantinopl (381) a implij ar ger evit sevel ar C'hredo : « Krediñ a reomp en Iliz santel, katolik hag abostolig ».

Er yezh voutin e vez anv eus ar Relijion gatolik, hogen, e gwirionez e vefe ret komz kentoc'h eus ar gredenn gatolik, a zo resisoc'h, rak eus ar relijion gristen eo ez eus anv e gwirionez.




#Article 354: Doue (311 words)


Lakaet e vez gant Mab-den dindan anv Doue ur boud hollvedel ha peurbadel, ha fiziet ennañ perzhioù-mat ar peurvadelezh speredel (karantez, justis, gwirionez, gouiziegezh).

Kefridi Doue zo, er gevredigezh denel, displegañ krouidigezh ar bed hag orin Mab-den. Dre hanterouriezh un Diouganer e tispleg Doue reolennoù a ranker sentiñ oute evit mont gant e hent hag anavezout an eurvad, er bed-mañ pe en ur bed all, goude ar marv. Dre ar feiz hag ar sentiñ dreist-holl e c'hell Mab-den anavezout bezañs Doue, da lavaret eo en ur vezañ kreder en ur relijion. 

N'eo ket gant ar poell eta e tegemer Doue, un emzalc'h a laka tud nann-relijiel da vezañ Dizoue pe agnotisk ha soñjal ez eus kaoz aze eus mojennoù toull ha treuzwiskamant an tadelezh, evit derc'hel ar gevredigezh evel m'eo bet atav.

Ar ger Doue a zo ur ger a vez implijet pa vez anv a relijion hepken. Sell ouzh ar pennadoù war ar relijionoù. 
Evit rein ur ster dezhañ e ranker mont war dachenn ar brederouriezh.

Hervez ar brederourien eo Doue Tisavour an Hollved (termenadur roet gant ar frañmasonerezh), ar C'heflusker kentan (Tomaz Akwino), an hini a ro e urzh d'ar bed, da lavaret eo an urzhiataer (ster kozh), an Horolajer meur (Voltaire).

Hervez ar Bibl eo bet krouet ar bed hag an den kentañ gant Doue.
Doue zo unan, er c'hontrol d'ar relijionoù pagan a anavez meur a zoue, ha daoust d'an Testamant Nevez a embann ez eus tri ferson e doue. Doue zo eienenn ar vuhez. Divarvel eo, rak n'eus na deroù na diwezh dezhaén. Emañ e pep lec'h, ha n'eo ket en e demploù nag en e ilizoù hepken. Santel eo, da lavarout eo peurvat, ha kemenn a ra d'an dud kemer perzh en e beurvad.

An darn vuiañ eus ar relijionoù zo bet liesdoueek en istor an denelezh, en o zouez

Meur a relijion undoueek zo




#Article 355: Brazil (959 words)


Republik Kevreel Brazil (República Federativa do Brasil e portugaleg) zo ur vro dizalc'h, ar stad vrasañ ha pobletañ a zo en Amerika Latin, ha Brasília eo he c'hêr-benn. En em astenn a ra adalek arvor biz Amerika ar Su betek ar c'hreiz anezhi. Bevennoù he deus en norzh gant Venezuela, Guyana, Surinam ha gant Gwiana, a zo un departamant e dalc'h Bro-C'hall; an Arvor Atlantel a zo er reter. Er su he deus bevennoù gant Uruguay, Arc'hantina ha Paraguay ; er c'hornôg gant Bolivia, Perou, hag er gwalarn gant Kolombia. Setu emañ stok ouzh holl vroioù Suamerika war-bouez Chile hag Ecuador. Ouzhpenn an tiriadoù kevandirel-se eo lodek ivez eus Brazil enezennoù tost d'an aod, ha tammoù enezegoù hag inizigoù e kreiz ar Meurvor Atlantel.

Araok ma oa deuet an Europeaned, dibaoe penn-kentañ ar pempvet milved a-raok J.-K., e oa Amerindianed o chom war diriad Brazil, meuriadoù hanter-gantread an darn vrasañ anezho.

Pedro Álvares Cabral, ur merdeer eus Portugal, a vije bet an European kentañ deuet betek aodoù ar vro, d'an 22 a viz Ebrel 1500. An tiriad a zeuas diwar neuze da vout un drevadenn portugalat. Hepdale, a-benn korvoiñ danvezioù naturel an drevadenn, dreist-holl ar c'hoad brazil, ha reiñ tud da labourad evit an drevadennourien nevez-staliet, e oa bet degaset gant ar Bortugaliz sklaved bet paket war aodoù Afrika. E-pad ouzhpenn tri c'hantved e oa bed paket ha divroet milionoù à Afrikaned a-benn poblañ ar c'hevandir nevez. Ar sklavelezh-se zo bet torret d'an 13 a viz Mae 1888.

Brazil zo dizalc'h, ez-ofisiel, dibaoe ar 7 a viz Gwengolo 1822. Goude an drevadenn ez eus bet un Impalaeriezh, betek ar bloaz 1889, ha neuze e oa bet embannet Republik Brazil. Ur republik gant putschoù ha renadoù kreñv ingal a-walc'h, e-giz er broioù all en Amerika Latin d'an ampoent.

D'ar 27 a viz Here 2002 eo bet dilennet Luís Inácio da Silva (lesanvet Lula) da brezidant, kentañ prezidant sokialour Brazil, gant 61,4 % eus ar mouezhioù. Dilennet eo bet adarre d'an 29 a viz Here 2006 (a-enep da Geraldo Alckmin) gant ouzhpenn 60 % eus ar mouezhioù. War e lerc'h eo bet tro Dilma Rousseff, eus ar memes strollad, dilennet div wech ivez.

Ar goadeg amazonian a c'holo an darn vrasañ eus ar vro. Graet e vez anezhañ « o mar interior » (ar mor diabarzh). An Amazon, an eil stêr hirañ a zo er bed hag an hini kentañ evit he fonnder, a dreuz ar goadeg a-bezh kent mont d'en em daoler e-barzh ar Meurvor Atlantel e norzh ar vro.

Memestra e vez kavet ardremezioù a bep seurt e Brazil : hanter krin, meneziek, trovanel, istrovanel, gant hinoù à beb seurt ivez, sec'h e-barzh ar Sertão (biz), glavek (tomm ha dourek-kenañ) e kreiz ar vro, un tammig yenoc'h er Su.

Hervez Bonreizh 1988 eo Brazil ur Republik Kevredel Prezidantelour, ag awen stadunanat evit a sell stumm ar Riez. Memestra e heuilh ar reizhiad lezennel brasilian an hengoun roman-ha-german. Ar Galloud Seveniñ a zo embreget gant ar prezidant, dilennet bep pevare bloaz. Er memes mare hag an dilennadeg-prezidant e vez mouezhiet evit ar C'hendalc'h Broadel, sez ar Galloud Lezennel, dasparzhet etre div gambr : hini ar Gannaded, dezho ur leuriadur a bevar bloaz, hag ar Sened, a vez renevezet un trederenn ha div drederenn eus e izili a beb eil.

P'emañ heñvel pouez pep mouezh en dilennadegoù-seveniñ, n'eo ket an degouezh evit a sell ar re lezennel. Eus un tu, bez' ez eus tri Senedour evit dileuriañ pep UF (unvez eus ar c'hevread — 27 a zo anezho hiziv an deiz). Eus an tu all, ma seller ouzh ar patrom kevreadel klasel, e rank dileuriadur ar Gannaded bezañ diouzh poblañs peb UF; an niver-se a zo, evelato, bevenet etre 8 da nebeutañ ha 70 d'ar muiañ. A hend all, lakaet eo e pleustr ar reizhad muianiverek evit dilennadeg ar Senedourien hag hini kenfeurel evit ar Gannaded.

Evit echuiñ, bez' ez eus ar Galloud Barnerezhel, a zo e ensav uhelañ al Lez-Veur Kevreadel, ouzh e ober unnek barner anvet gant ar Prezidant goude ali ar Sened. N'eo ket renevezet penn-da-benn barnerien al LVK gant peb prezidant ; envel a ra ar prezidant ur barner nevez pa en em denn pe pa varv unan anezho.

Ar 27 unvezh eus ar c'hevread a zo strollet, evit abegoù stadegel hag ivez evit a bep seurt traoù all, da heñchañ an obererezh kevreadel, e pemp rannvro vras: Centro-Oeste, Nordeste, Norte, Sudeste ha Sul. Pep stad, ar Distrig Kevreadel hag all, he deus he frammoù seveniñ dezhi hec'h-unan (pennadurezh ar Gouarnour), lezennel (Bodadenn Lezennel ur gambr hepken) ha barnerezhel (lez-varn stadel). 

D'o zro e vez rannet ar stadoù e Kumunioù, hag a gemm o niver etre 15 (Roraima) ha 853 (Minas Gerais). An unvezhioù emzalc'h bihanañ eus ar C'hevread o deus hepken ur galloud seveniñ, embreget gant ur Prefed, ha lezennel, a zo e sez er c'huzul-kêr. An ensavadur diwezhañ-mañ en deus kantvloazioù a istor el Ledenez Iberek hag en takadoù trevadennet ganti.

Liesaet a-walc'h eo armerzh ar vro ha ennañ e kaver a bep seurtoù obererezh armerzhel ha greantel, a gaver e-touez ar re bennañ anezho :

Poblañs Brazil a gaver enni meur a ouenn hag a sevenadur : an Amerindianed, kentañ pobl ar vro ; an Europeaned, alouberien pe divroerien ; Afrikaned degaset da sklaved. Deuet 'z eus ivez un nebeudig tud eus Azia : ar brasañ diaspora Japaniz er bed holl, ouzhpenn 900 000 a dud, zo o chom e São Paulo.

Hiziv an deiz e tisklêr ar Vrazilianed o orin evel-henn : 53,7% gwenn ; 38,5% hironed, 6,2% du, 0,5% melen, 0,4% henvroidi ha 0,7% anspisaet. Ar meskañ gouennoù zo diazezet e sevenadur ar vro, sañset - mes an arc'hant a chom c'hoazh e-barzh daouarn ar re wenn, ha n'eo ket un tammig.




#Article 356: Trinded kristen (728 words)


An Drinded, pe an Dreinded, a vez graet anezhi An Dreinded Santel gant ar gristenien, a zo unan eus kredennoù ar feiz kristen. 

E skridoù an Ebestel eo e kaver evit ar wech kentañ diazezoù bongoel an Dreinded : 

E-kerzh ar c’hantvedoù kentañ he deus klasket an Iliz displegañ reishoc’h he feiz en Dreinded, koulz evit donaat he meizerezh hec’h-unan eus ar feiz hag evit he difenn enep ar fazioù ouzh he distresañ. Setu pezh a reas ar Senedoù, harpet gant labour teologel Tadoù an Iliz ha skoazellet gant santad ar feiz er bobl kristen.

Evit diskleriañ bongoel pe zogmenn an Dreinded, he deus ranket an Iliz diorren un termenadur piaouel gant skoazell naouadurioù deuet eus ar brederouriezh : “solwez”, “nouez”, “gouzerez”(hypostasis) “darempred” h.a.. N’he deus ket evit-se sujet ar feiz d’ur furnez denel met roet ur ster nevez, dibar, d’ar gerioù-se galvet da dermeniñ hiviziken ur mister dilavarus,” en tu-hont da gement a c’hellomp meizañ gant muzul denel.”

An Iliz a ra gant ar ger “solwez” (troet a-wechoù ivez dre “anien” pe zre “natur”) evit merkañ bezoud Doue en e unanded, an termen “nouez” pe “gouzerezh” evit envel an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel en o diforc’h gwirion etrezo, ar ger “darempred”evit spisaat ar pezh a ra an diforc’h an eil e-keñver egile.

 
Ne anzav ket ar Gristenien tri doue, met un Doue hepken en teir nouez (person) : an “Dreinded kennatur” (Sened Kêrgustentin). An nouezoù en Doue ne genlodennont ket an douevelezh unel, met pep hini anezho a zo Doue anterin :”An Tad a zo ar pezh ez eo ar Mab, ar Mab, ar pezh ez eo an Tad, an Tad hag ar Mab ar pezh ez eo ar Spered Santel, d.l.e. un Doue hepken dre natur”. “Pep unan eus an teir nouez a zo ar gwirvoud-se, d.l.e. solwez, anien pe natur Doue”

 
Doue a zo unel met nann digenvez” “ Tad”, Mab”, “Spered Santel”, n’int ket hepken gerioù o verkañ doareoù ar bezoud douevel, rak evit gwir ez int diforc’h an eil diouzh egile :” An hini a zo ar Mab n’eo ket an Tad, hag an hini a zo Tad n’eo ket ar Mab, nag ar Spered Santel n’eo ket an hini a zo an Tad pe ar Mab”. Disheñvel int an eil diouzh egile dre o darempredoù orinel :”An Tad eo a c’han, ar Mab eo a zo ganet, ar Spered Santel eo an hini a zeu anezho”. Unanded Doue a zo triat

Peogwir ne rannont ket an unanded douevel a zalc’h an diforc’h gwirion etre an nouezoù hepken e darempredoù e-keñver ar re all : ”En anvioù an nouezoù, an Tad a zo e-keñver ar Mab, ar Mab e-keñver an Tad, ar Spered Santel e-keñver o-daou; pa gomzer eus an teir nouez-se en ur sellout o c’heñveriadurioù, e kreder koulskoude en un natur hepken pe solwez.“ Pep tra end-eeun a zo unan (enno) e-lec’h n’eus ket enebiezh a geñveriadur”. “En arbenn d’an unanded-se ez eo an Tad anterin er Mab ; anterin er Spered Santel ; ar Mab a zo anterin en Tad, anterin er Spered Santel ; ar Spered Santel a zo anterin en Tad, anterin er Mab (Sened Firenza 1442). 
		 
Da Gatekizidi Kergustentin, Sant Gregor a Nazians, anvet ivez “Teologour” a ro ar berradur-mañ eus ar feiz en Dreinded :
								
A-raok pep tra, mirit din an endod mat-se a vevan hag a stourman evitañ, hag a fell din mervel gantañ, am lak da c'houzañv an holl zrougoù ha da zisprizout an holl blijadurioù : fellout a ra din lavarout : an disklêriadur a feiz en Tad hag er Mab hag er Spered Santel. He fiziout a ran deoc’h hiziv. Dre ar feiz-se emaon o vont bremaik d’ho splujañ en dour ha d’ho sevel dioutañ. He reiñ a ran deoc’h da geneilez ha da batronez ho puhez a-bezh. Reiñ a ran deoc’h un Douevelezh hag ur C’halloudegezh hepken, o vezañ Unan en Tri hag o terc’hel an Tri e doare diforc’h. 
Douevelezh hep disparelezh a solwez pe a natur, hep derez uheloc’h pe izeloc’h da lakaat a-us pe a-is … gant tri divevenn an natur zivevenn. Doue anterin pep unan sellet ennañ e-unan...
Doue o zri sellet a-gevret …. N’em eus ket kroget da soñjal en Unanded ma'z on soubet e splannder an Dreinded. N’em eus ket kroget da soñjal en Dreinded ma'z on adkroget gant an Unanded ….




#Article 357: Boudaegezh (409 words)


Dindan ar ger Boudaegezh (Pali बौद्ध धर्म Buddha Dhamma, Buddha Dharma e sanskriteg) ez eus anv peurliesañ eus relijion, hogen ur gelennadurezh ez eo a c'hell chom e par ar brederouriezh hepken. 
Diazezet eo en Azia ar Su hag ar Reter dreist-holl. En India eo e voe krouet er  kantved kent Jezuz-Krist gant Siddhartha Gautama, lesanvet ar Bouda, da lavaret eo an Hini Sklêrijennet (Bouddha e sañskriteg).
Diazezet eo war an Tri Bravig : ar Bouda (diazezer ar Voudaegezh), an Dharma (kelennadurezh Bouda) hag ar Sagha (kumuniezh ar venec'h voudaat)

Daoust m'emañ an niver brasañ a feizidi en Azia e kaver Boudaiz e pep lec'h er bed bremañ. Depantout a ra an niver a feizidi a gaver er bed eus an doare da dermeniñ ar fed da heuliañ ar voudaegezh. Emañ ar jedadennoù izelañ etre 350 ha 500 milion a dud er bed.

Daou skourr pennañ zo er Voudaegezh : an Theravada (Skol ar re henañ) hag ar Mahayana (Ar c'harbed bras). Stank eo diskibled an Theravada e Sri Lanka hag en Azia ar Gevred. Diskibled ar Mahayana a gaver dre-holl en Azia ar Reter ha heuliañ a reont hengounioù disheñvel evel Douar Glan, ar zen, ar voudaegezh nichiren, ar voudaegezh tibetan, ar Chingon, an Tiantai (Tendai) hag ar Shinnyo-en. Hervez lod ar Vajrayana, ur seurt boudaegezh a gaver e Tibet ha Mongolia, zo anavezet evel un trede skourr, e-skoaz re all a soñj dezhe ez eo ur skourr eus ar Mahayana.

Lakaet e vez kemm etre ar skolioù boudaegezh hervez ar sell disheñvel o deus diwar-benn an naoutur resis eus an hent a gas d'an dieubadur, ar pouez hag ar roll er c'hanon eus kelennadurezhioù ha testennoù zo, ha dreist-holl diouzh o boazioù. Kelennadurezh pennañ ar Pratītyasamutpāda eo ar gelennadurezh nemeti zo boutin d'an holl voudaiz eus an Theravada betek an Dzogchen ha d'ar skolioù zo aet da get. Diazez hengoun ha pleustrerezh ar voudaegezh eo an Tri bravig: ar Bouda, an Dharma (ar gelennadurezh), hag ar Sangha (ar gumuniezh). Repuiñ en Tri Bravig zo un disklêriadenn hag ur bromesa da vezañ boudaad hag a laka kemm etre ar voudaiz hag ar re n'int ket, hervez an hengoun. Pennaennoù all eus ar voudaegezh zo ivez heuliañ pennsturiennoù buhezegezh, harpañ kumuniezh ar venec'h, dilezel ar vuhez ordin ha dont da vezañ manac'h, diorren emskiant ha prederiañ, gwellaat e furnez hag e boell, studiañ an testennoù sakr, seveniñ oberoù deoliezh, lidoù, hag en hengoun ar Mahayana, pediñ boudaed ha bodhisattvaed.




#Article 358: Skritur telougouek (119 words)


Un abugida eo ar skritur telougouek diorroet, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet en India diwar ar skritur bramek (brahmi) ha tost-tre o stumm hag o mont-en-dro d'an devanagari. 

Ur yezh dravidek eo a telougoueg ha daoust ha ma vez implijet gantañ ur skritur kar d'an devanagari diorroet er penn-kentañ evit skrivañ yezhoù indez-europek evel ar sañskriteg ez eo ar yezh disheñvel-tre diouzh an eil re-se. 

Setu stumm distag ar vogalennoù:

E telougoueg pa vez staget ur vogalenn stag ouzh ul lizherenn silabenneg diazez e chench alies stumm honnezh. Amañ e vez diskwelet stumm pep vogalenn distag hep kensonenn ebet neuze:

Setu stumm silabennek diazez al lizherennoù all::

Setu penaos e vez skrivet ar sifroù:

 (e saozneg)




#Article 359: Skritur laoek (141 words)


N'eo ket ar skritur laoek ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ an laoeg (ພາສາລາວ) dreist-holl.

Savet e oa ar skritur laoek war diorroadur ar skritur skritur taiek er XIVvet Kantved.

Ne ra ar skritur taiek diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizherennoù pennañ) ha lizherennoù bihan. Ouzhpenn-se e vez skrivet peurliseañ hep troc'h ebet etre ar gerioù. An troc'h a dalvez da diskwel emañ achu ur frazenn.

C'hwec'h tonenn en deus al laoeg a vez graet dave oute dre rumm ar gensonnen (gw. skritur taiek) ha sinoù ispisial.

Evit diswkel ar vogalenn e vez implijet vogalennoù stag. Implijet e vez skouer al lizherenn silabennek diazez [kǝ] ກ en taolenn amañ da heul :

Setu stumm silabennek diazez al lizherennoù kensonennel :

Setu penaos e vez skrivet ar sifroù :




#Article 360: Skritur tsalagiek (163 words)


Ur silabenneg eo ar skritur tsalagiek bet ijinet ha diorroet gant George Guess (Sequoyah), tsalagiad anezhañ, e 1819 evit skrivañ ar tsalagieg (pe tcherokeeg), ur yezh irokwoyek komzet e Norzh Karolina hag Oklahoma.

War gresk ez eas an niver a dud a deskas ober gant ar silabenneg a-hed an XIXvet kantved hag e 1830, 90% eus an dud a ouie lenn ha skrivañ ar o yezh a-drugarez d'ar silabenneg-se.

Strivet re vez hiziv da resteurel ar skritur hag ivez da vountañ war tsalagiz da addeskiñ o yezh hag a zo bet o vont war washaat a-hed an XXvet kantved.

Er silabenneg pep lizherenn a ra dave d'ur silabenn. Ur silabenneg rik eo homañ rak n'emañ ket heñvelstumm al lizherennoù heñnvelson o kregiñ gant an hevelep vogalenn. Lizherennoù o a zo gwall heñvel ouzh al lizherennoù latin, met distaget e vezont en ur mod all.
(Notenn En treuzskrivadur e vez implijet al lizherenn v evit ober dave d'ur vogalenn greiz dre fri).

 (e saozneg)




#Article 361: Skritur goudjaratek (162 words)


N'eo ket ar skritur goudjuratek ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar goudjarateg dreist-holl.

Heñvel-tre e stumm lizherennoù ar skritur goudjaratek ouzh re an devanagari dre vras o kuitaat al linenn a-us. Disheñvel eo stumm un nebeut lizherennoù avat, evel an l hag an j. Disheñvel eo stumm ar sifroù ivez. 

Er gujarateg ez eus 14 vogalenn en holl. Pa vez ret skrivañ ur vogalenn hep kensonenn ebet dirazi e vez implijet ar stummoù distag-mañ:

Er goudjarateg ez eus 34 kensonenn en holl. Pep lizherenn diazez a ra dave d'ur silabenn enni ar vogalenn diazez [ǝ]. Evit chench ar vogalenn diazez-se e vez implijet sinoù ispisial anvet vogalennoù stag. Implijet e vez skouer al lizherenn silabennek diazez [kǝ] ક en taolenn-mañ da heul:

Setu stumm silabennek diazez al lizherennoù all::

Setu, da skouer, penaos e vez skrivet ar ger gudjaraatii (goujarateg): ગુજરાતી.

Setu penaos e vez skrivet ar sifroù:




#Article 362: Skritur tibetek (302 words)


N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg, un abugida eo evel an holl zoareoù-skrivañ krouet diwar skouer doareoù-skrivañ yezhoù India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar  hervez ar mojennoù.

Implijet e vez evit skrivañ an tibeteg hag ivez an dzongkha.

Daou stil pennañ a vez implijet dre vras : ar skritur u-can (Dbu-can), skrivet pe moullet gant ul linenn a-us al lizherennoù evel en devanagari hag ar skritur u-mey (Dbu-med), dibenn.

Luziet a-walc'h eo doare-skrivañ an tibeteg e-keñver distagadur ar yezh, rak er skritur e vez graet dave da kengerioù na vezont ket distaget. Abalamour da se e vez gwelet alies a-walc'h doareoù disheñvel evit skrivañ an tibeteg gant al lizherennoù latin : un treuzlizherennadur rik a diskwel pep lizherenn er skritur tibetek ha mut e vefe pe get, d.s. dbu-med ; hag un treuskrivadur a diskwel penaos e vez distaget pep ger hep ober van d'an doare ma vez skrivet hervez reolennoù ar skritur tibetek, d.s. u-mey.

Dre ma'z eo ar skritur tibetek un abugida anezhañ e talvez pep lizherenn diazez d'ur silabenn enni ur gensonenn digemm hag ur vogalenn diazez (a) a c'hell bezañ kemmet dre ouzhpennañ skrapoù a bep seurt anvet vogalennoù stag. 

Lizherennoù kevrennek a vez implijet ivez evit skrivañ meur a vogalenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Ouzhpenn-se e vez lakaet ur pik (tseg) etre pep silabenn. Dre ma'z eo unsilabenneg darn vrasañ gerioù an tibeteg e talvez kement-mañ hogozig da lakaat ur pik etre pep ger.

Setu an 30 lizherenn kensonennel diazez: 

Implijet e vez un nebeut lizherennoù ispisial dre dreiñ lizherennoù all evit skrivañ kensonennoù tro-gil o tont eus ar sañskriteg: 

Troet e vez ta, tha, da, na, sha  ཊ ṭa (Ta), ཋ ṭha (Tha), ཌ ḍa (Da), ཎ ṇa (Na), and ཥ ṣa.

Setu penaos e vez implijet ar vogalennoù stag : 




#Article 363: Doare-skrivañ (714 words)


Un doare-skrivañ pe skritur a zo anezhañ ur sistem arouezioù a dalvez da skrivañ ur yezh bennaket.

Kregiñ a reas an dud da skrivañ mod-pe-vod evit ar wezh kentañ tro-dro d'ar  milved a-raok Jezuz.

Kredet e vez e oa ar skritur sumerek ar sistem skrivañ klok kentañ, bet diorroet tamm-ha-tamm betek dont da vezañ ar skritur gennheñvel. Dont a reas war wel ivez ar hieroglifoù d'ar memes mare mui-pe-vui.

Ar skritur sinaek a voe diorroet tro-dro da 1200 a-raok Jezuz. 

Implijet e voe al lizherenneg kentañ en Egipt e-tro 2000 a-raok Jezuz.

Ur silabenneg (pe silabennaoueg) a zo un doare-skrivañ ennañ ul lizherenn oc'h ober dave d'ur silabenn, da lâret eo ur gensonenn mui ur vogalenn.

En ur silabenneg rik ne vez ket heñvel stumm lizherennoù implijet evit skrivañ silabennoù heñvel o son, da skouer e vefe disheñvel-poch al lizherenn evit skrivañ ar silabenn ta diouzh an hini evit ti, to, hag all. 

Damheñvel ouzh ar silabennegoù eo an abugidaoù, met en eil re ez eo heñvel stumm al lizherenn gensonennel diazez a ra dave d'ur silabenn pa vez cheñchet ar vogalenn enni.

Ouzhpenn ar sinalunioù a zeu eus ar sinaeg (kanji) implijet dre vras evit skrivañ ar gwiriennoù pe ar gerioù diazez e vez implijet div silabenneg rik ivez gant ar japaneg: ar hiragana, implijet dreist-holl evit skrivañ ar rannigoù yezhadurel hag ar katakana implijet evit treuzskrivañ gerioù o tont eus yezhoù estren estreget ar sineg. Klotaat-brav a ra an doare-skrivañ-mañ gant ar japaneg a-drugarez da struktur e fonologiezh diazezet war silabennoù savet kazi atav war ur gensonenn + ur vogalenn.

Ul lizherenneg a zo anezhi un doare-skrivañ diazez war un niver biah pe vihanoc'h a arouezioù (lizherennoù) a dalvez pep hini anezhe d'ober dave d'ur fonem en ur yezh bennaket, da lâret eo kement ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù.

Chench a ra ar yezhoù a-hed an amzer avat, buanoc'h peuliesañ evit ma vez chenchet an doare d'o skrivañ ha neuze meur a wech e vez kavet lizherennoù gante reolennoù skrivañ luziet a-walc'h evel hini ar saozneg pe hini ar galleg e-lec'h ma ne glot al lizherennoù gant bep a fonem.
  

Un doare-skrivañ ispisial eo un abjad a implij lizherennoù a ra dave da gensonennoù hepken. Krouet e oa bet an termen gant Peter T. Daniels.

Implijet e vez seurt doareoù-skrivañ gant ar yezhoù semitek nemetken a-drugarez da berzhioù resis yezhadur ar yezhoù-se. 

Koulskoude, an darn vrasañ eus ar yezhoù semitek a-vremañ evel an arabeg a implij doareoù-skrivañ a c'hell bezañ abjadoù rik, da lâret eo hep diskwel penaos e rank bezañ distaget ar vogalennoù, pe c'hoazh damabjadoù oc'h implijout skrapoù hag all evit diskwel distagadur ar vogalennoù (gw. niqqud).

Meur a doare-skrivañ a zo bet diorroet diwar un abjad oc'h ouzhpennañ sinoù evit ar vogalennoù hag o tont da vezañ dre-se lizherennegoù, da skouer al lizherenneg c'hresianek savet diwar an abjad fenisek. Gwechoù all, avat, int deuet da vezañ un abugida evel ar skritur etiopek.

Ur vrizhsilabenneg pe c'hoazh un damlizherenneg (saozneg alphasyllabary) eo un abugida, da lâret eo ez eo un doare-skrivañ a implij lizherennoù a ra dave da bep ur gensonenn mui ur vogalenn. N'eo ket kevatal un abugida d'ur silabenneg rik rak kemmet e vez al lizherenn diazez evit diswel penaos e rank bezañ distaget ar vogalenn a da ya heul ar gensonenn. En ur silabenneg, avat, ez eus ul lizherenn diazez ispisial evit pep silabenn hep ma vefe heñvel stumm lizherennoù oc'h ober dave da silabennoù heñvel, da skouer e vefe disheñvel-poch a lizherenn implijet evit skrivañ ar silabenn ka diouzh an hini implijet evit skrivañ ar silabenn ki hag all evel e silabenneg an tsalagi (tcherokeeg).

Da skouer, en un abugida ne vefe lizherenn diazez ebet evit ar gensonenn k, met ul lizherenn diazez evit ar silabenn ka a c'hellfe bezañ kemmet e meur a doare evit lakaat anezhi da vezañ distaget ki pe ku, h.a. Sinoù ispisial a vez implijet ivez, mar vez ezhomm, evit diskwel ez eo mut ar vogalenn diazez el lizherenn silabennek diazez, d.s. kat e lec'h kata. Pa vez ezhomm hervez ar yezh ma vez implijet un abiguda evit he skrivañ e c'hell bezañ kemmet e meur a doare ivez al lizherennoù silabennek diazez evit skrivañ meur a gensonenn da heul hep vogalenn ebet kenetreze, d.s. apta e lec'h apata.

 (e saozneg)




#Article 364: Neolitik (153 words)


Neolitik pe Nevezoadvezh ar Maen a vez graet eus mare diwezhañ ar Ragistor, a-raok penn-kentañ rik an Istor, a grog gant an Henamzer, pe Oadvezh an Arem.

Diaes eo lakaat harzoù resis d'ar prantad-mañ. Peurvuiañ e vez lavaret ez echu etre ar bloaz 8000 a-raok Jezuz-Krist hag ar bloaz 3000 a-raok Jezuz-Krist.

E Breizh e kaver skouerioù a-bouez-bras diwar-benn Nevezoadvezh ar Maen, rak paot eo an dilerc'hioù bet lezet gant tud ar mare-se :

D'ar poent ma krogas an dud da zilezel ar c'hutuilh, ar pesketa hag ar chase evit labourat an douar eo ez eas buan ar c'hemmoù da-heul e dibenn Oadvezh ar Maen.

Nebeut goude kavadenn al labour-douar eo e voe ijinet an doareoù kentañ da skrivañ. Neuze ez echu da vat amzervezh Nevezoadvezh ar Maen, ha hini ar Ragistor da-heul. Neze eo e krog amzervezh ar Hensevenadurezhioù ha pergen re an Henamzer, tro-dro d'ar Mor Kreizdouarel, war-dro 3000 a-raok Jezuz-Krist.




#Article 365: Henegipt (164 words)


Henegipt zo anezhi ur sevenadurezh kozh e biz kevandir Afrika, bodet a-hed ar stêr Nil, en ur vro anvet Egipt hiriv. 
Eus  ar bloazioù 3000 kent JK betek 332 kent JK e padas sevenadurezh Henegipt.

Soliet e oa berzh ar sevenadurezh-mañ war ar stêr Nil, a zegase ul lec'hid strujus bep bloaz war barkeier he zraoñienn, a-drugarez d'an dourgreskoù.

Daou brantad a gaver en istor Henegipt : hini an Rouantelezhioù (betek 2000 a-raok J.-K.) ha hini ar Faraoned (etre 2000 ha 332 a-raok J.-K.).

Hanter Den-Hanter Doue e oa ar Faraon. Abalamour da se eo e voe savet ar piramidennoù ken brudet. Abalamour da se ivez e oa diharz e c'halloud, ha kriz alies. 

Dizingal-tre eo urzhaz ar Stad henegiptad : dindan ar faraon edo ar vizir, a oa ur seurt maodiern kentañ, ha dindanañ ur bern amaezhidi : ar skribed.
Rannet eo an dud e tri rummad diforc'h mat :

Israelidi a oa un darn eus ar boblañs-se, a zivroas da ziazezañ Israel.




#Article 366: Hebreed (271 words)


An Hebreed zo ur bobl semitek| eus ar Reter Nesañ.

Ar pep heverkañ en istor an Hebreed eo al levr meur a zo bet skrivet a rummad da rummad da gontañ istor o fobl hag o darempredoù gant doue Abraham ; ar Bibl eo al levr-se, diwar ar gresianeg τὰ βιβλία tà biblía al levrioù. Bibl ar yuzevien (pe an Hebreed), anvet תנ״ך (Tanac'h) en hebraeg, eo an Testamant Kozh evit ar Gristenien.
Hervez al levr-se ez eas Abraham kuit eus Hur (en Irak bremañ) da vont da Genaan.
Abraham eo an den kentañ, hervez an Testamant Kozh, hag a zistaolas al liesdoueegezh : krediñ a reas en un doue unan. Sellet e vez evel diazezer an undoueegezh hag evel hendad ar yuzevien, ar gristenien hag ar vuzulmaned.

Izaag, mab Abraham, en devoe daou vab : Esau, hendad an Arabed, ha Jakob, lesanvet Israel, hendad an Hebreed.

Daouzek mab en devoe Jakob, a yeas d'ober daouzek meuriad Israel.

Divroañ a reas mibien Jakob da Egipt abalamour d'un naonegezh vras a oa deuet war ar vro. Liesaat a rejont a rummad da rummad betek bezañ pobl Israel.
Moizez, ur profed hervez an Hebreed hag ar gristenien, a gemeras penn an Hebreed d'o lakaat da zistreiñ da Genaan.

Diazezañ a reas an Hebreed ur rouantelezh e Kenaan, gant ar roue Salomon a savas Templ Bras Jeruzalem, hag e vab David, a vez lakaet war e gont un darn vras eus Levr ar Salmoù. 

Un istor trubuilhet-bras eo hini an Hebreed. Alies o deus ranket divroañ :

Neuze e voe addiazezet ganto o broad e Kenaan goude an Eil Brezel-bed : Stad Israel eo.




#Article 367: Lizherenneg (271 words)


Ul lizherenneg a zo anezhi un doare-skrivañ diazezet war un niver bihan pe vihanoc'h a arouezioù a reer lizherennoù eus anezhe hag a dalvez pep hini anezhe d'ober dave d'ur fonem (pe soniad) en ur yezh bennaket, da lâret eo kement hag ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù.

Cheñch a ra ar yezhoù a-hed an amzer avat, buanoc'h peurliesañ evit ma vez cheñchet an doare d'o skrivañ ha neuze meur a wech e vez kavet lizherennoù gante reolennoù skrivañ luziet a-walc'h evel hini ar saozneg pe hini ar galleg e-lec'h ma ne glot ket al lizherennoù gant bep a fonem.

Evit digresk pe nullañ an diforc'hoù etre ar fonemoù hag ar sistem aroueziañ gant al lizherennoù e c'hoarvez ma tud e karg a ginnig ma vo kemmet darn an lizherenneg, da lavaret eo adkempenn an doare-skrivañ. Divizet e vez etre arbennigourien ar yezh pa 'z eus ur riez evit lakaat an divizoù da vezañ ul lezenn ret evit an deskadurezh hag ar gwask. Evit ur yezh distad evel ar brezhoneg adkempennoù an doare-skrivañ (hag al lizherenneg asamblez) a zo bet kinniget ha degemeret gant ar skrivagnerien vrezhonek. Ar c'hemm brasañ a zo bet hini al lizherenneg kinniget gant Yann-Frañsez ar Gonideg p'en deus dilezet al lizherenneg gallek a oa hini an Tad Juluan Maner. Dilezet eo bet gantañ al lizherennoù c ha qu evit ober gant k en o flas, da skouer.

Dre astenn e vez graet al lizherenneg eus ar voest vras ha plad enni meur a gombodig e vez implijet gant ar voullerien pa vez prientet ar moulladur, lizherenn dre lizherenn : rouez-tre eo hiziv. Sellet ouzh ar voullerezh plom.




#Article 368: Lizherenneg kirillek (192 words)


Al lizherenneg kirillek (e rusianeg кириллица pe кирилиця e ukraineg pe Кірыліца e bieloruseg, Ћирилица e serbeg pe Кирилица e bulgareg) a zo anezhi ul lizherenneg implijet evit skrivañ ar c'hwec'h yezh slavek a-is ouzhpenn meur a yezh all a familhoù-yezh liesseurt komzet en ez-Unaniezh Soviedel, Azia hag Reter Europa.

N'eo ket gwall sklaer orin resis al lizherenneg kirillek : evit lod e vije bet krouet gant Sant Kiril ha Sant Metodius war eeun, evit lod all avat e vije bet diorroet diwar ar skritur glagolitek : dre vras, avat, ez eus bet diskwelet ez eo faos seurt kredennoù. Sur-mat e teu al lizherenneg war diazezoù al lizherenneg c'hlagolitek dre labourat warni gant Sant Kiril.

Setu penaos e vez implijet evit skrivañ ar rusianeg (evit gouzout penaos e vez implijet ez-resi evit meur a yezh all, sellit ouzh  (e saozneg):

Disheñvel a-walc'h eo a-wechoù an doare da skrivañ al lizherennoù gant an dorn diouzh o stumm moullet, tostoc'h diouzh ar stummoù stouet (italek).

E serbeg hag e makedoneg disheñvel eo stil italika al lizherennoù bihan бгдпт, tostoc'h a-wechoù ouzh an doare ma vezont skrivet gant an dorn kentoc'h eget ar stil moullet.




#Article 369: Roll ar yezhoù ar muiañ komzet er bed (287 words)


Roll ar yezhoù ar muiañ komzet er bed, renket dre milionoù an dud a gomz ar yezh merket hag hi o yezh-vamm

Ar World Almanac 2005 a ziskouez ar roll-mañ :

Ar CIA World Factbook a ziskouez tregantadoù diwar poblañs ar bed dasparzhet e pep yezh evel yezh-vamm evit ar bloaz 2000 ; jediñ e rae ar CIA e oa 6,081 miliard a dud e 2000. ).

Mammenn : 

An daolenn a ziskouez roll 100 yezh hag a zo bet dispaket war al lec'hienn Ethnologue e 1999. Sellet ouzh :
 
Un toullad jedadurioù a oa evit bloavezhioù kent 1999. Bewech eo bet meneget ma'z eus un diforc'h etre an daolenn-mañ ha sifroù Ethnologue.
 
Er roll orin e oa bet kontet komzerien ar serbeg-kroateg gant 21 milion a dud. N'eus ket mui a serbeg-kroateg sañset.

Mammenn:  

 Ne wel ket Ethnologue an Arabeg standard (Fusha) evel ar yezh-vamm, met evel ur yezh gant komzerien a-vihanik , hag e wel pep seurt arabeg komzet evel ur yezh distag. Pa gensdastumer jedadurioù evit pep a seurt (arabegerien standart komzet a-vihanik ha seurtoù arabeg komzet) e kaver war-dro 215 milion. E-touez ar seurtoù arabeg eo an arabeg egiptat an hini komzet ar muiañ (42,5 milion) ha war-lerc'h e kaver an arabeg aljerian (22,4 milion).

 Ethnologue a ziskouez 59 milion a durkegerien.

 Ethnologue a ziskouez 37 milion a italianegerien p'en deus lakaet dindan an italianeg nemet ar yezh standard hag evitañ eo yezhoù distag ar rannyezh venezianeg hag ar rannyezh sikilianeg.

Un diforc'h a ra Ethnologue etre daou seurt Pundjabeg : Pundjabeg ar C'hornôg (30,000,000) ha Pundjabeg ar Reter (26,013,000). 

 Ethnologue en deus rannet ar Perseg (Farsi) e div yezh : Perseg ar C'hornôg (7 milion) ha Perseg ar Reter (24.28 milion).
 --




#Article 370: Reter (156 words)


Unan eus ar pevar avel eo ar reter pe sav-heol. En tu enep d'ar C'hornôg emañ hag a-skouer d'an norzh ha d'ar su.
An anv sav-heol a glot gant tu enep ar c'huzh-heol. 

Dre reolenn, kostez dehou ur gartenn o skeudenniñ lod pe lod eus an Douar a zo hini ar Reter. Er c'hontrol, kostez kleiz ur gartenn steredennoù (kartenn an neñv) a zo hini ar Reter. 

Pa implijer un nadoz-vor evit ar verdeadurezh, e vez ret kemer un azimuth a 090°.
 
Sevel a ra an heol kostez ar Reter e poent ar gedez ha diouzh an dra-se e c'heller kompren ma tro an Douar war e ahel en ur vont war-zu ar Reter. Setu an abeg evit lañs listri egorel war-zu ar Reter ha dre-se e vez espernet an energiezh (nebeut a delta-v). 

Pa'z aer war-zu ar Reter hep ehan e heulier ur c'helc'h ledred hag eo hini a weler e C'heheder an hini hirañ. 
 

 




#Article 371: AC/DC (1625 words)


AC/DC a zo ur strollad sonerezh rock aostralian, savet e Sydney e-kerzh miz an Azvent 1973. A-c'houde an amzer-se e ra berzh ar strollad-se, gwerzhet e vez pladennoù a-vil-vern getoñ (muioc'h evit 200 milion er bed a-bezh). Ur strollad hard-rock pe heavy-metal a vez graet anezhañ get an darn vrasañ, pezh n'eo ket sur, tenniñ a ra e sonerezh d'ar blues ivez, gwir eo avat n'eo ket blues ar maezioù rak get tredan e trelosk ar gitaroù ha n'eo ket get dasson ar c'hoad. Gitaroù peurgarg pa lavarin mat. Kalavern, bejoñs a vez gete, setu ar pal.

Daou brantad amzer a zo e buhez AC/DC, hag a glota get daou ganer, an eil en doa kemeret lec'h an hani kentañ pa oa marvet hemañ diwezhañ, Bon Scott e anv, e 1980. Setu prantad 1973-1980, ha prantad 1980 betek bremañ (2013) get Brian Johnson é kaniñ. Karourion ar strollad a zo evit bep prantad nemetken, hag ul lodenn arall evit an daou ivez, daoust dezhe gouiet ez eus degouezhet un troc'h e 1980, èl ma vehe ur strollad arall àr-lerc'h.

E Bro-Skos e oa bet ganet ar vreudeur Yaouank, euh... Young... pa lârin mat, Angus ha Malcolm Young. Divroiñ a rezont get o familh da Sydney e Aostralia, a pa oant bugale anezhe c'hoazh. Malcom a voe an hani kentañ é tapout krog er gitar, ha da c'houde Angus da heul. Strollad kentañ Malcom a voe The Velvet Underground (arabat drougveskiñ get strollad Lou Reed ha John Cale avat !). O breur henañ, George Young, a oa bet e strollad brudetañ Aostralia er bleadoù tri-ugent, the Easybeats, ur strollad a reas berzh pa voe gwerzhet ur yoc'h pladennoù getoñ er bed a-bezh get ar sonenn Friday on my mind e 1967, ar wezh kentañ evit ur strollad aostralian !

Young hag e genezel er strollad Easybeats Vanda a yeas en-dro da vro Aostralia e 1973, ha setu int ec'h ober àr-dro ar sonerezh e-barzh Albert Productions, ur label pladennoù nevez savet get Ted Albert hag a rae àr-dro sonerezh the Easybeats adalek 1965 betek 1967. 

Ur strollad a voe savet get Angus, Tantrum e añv, ha goude the Velvet Underground e savas Malcolm ur strollad arall, muioc'h rock'n roll anezhañ, ha kinnig d'e vreur Angus da zoned a-barzh, hag engouestlet get ar label Albert nevez savet, get Vanda ha Young (o breur) ec'h ober àr-dro kempennadur ar sonerezh evit o fladennoù kentañ.

Ur bochad sonerion a dremenas er strollad d'ar mare-se, estreget ar vreudeur Young a oa izili diazez ar strollad anezhe. Da skouer Colin Burgess hag e daboulinoù, meur a soner gitar boud pe taboulinoù arall a voe. E miz Gwengolo 1974 e voe ur c'hemmadur a-bouez : kaner kentañ ar strollad (Dave Evans) a voe skarzhet kuit ha lakaet Ronald Bon Scott en e lec'h, ur c'haner lan a vejoñs hag ur vouezh dibar dezhoñ. Un tammig koshoc'h e oa Bon Scott, en doa tapet skiant-prenet pa oa é kaniñ e penn strolladoù pop e-raok, er bleioù 60 get The Valentines hag er bleioù 70 get ar strollad rock Fraternity. Ha setu brud ar strollad é tibradiñ. Berzh a reas adalek neuze, get sikour o doareoù àr al leurenn, hag ivez o neuz, dreist-holl kani Angus Young, perc'hennet gwiskamant e skol eil derez getoñ àr ar leurenn betek bremañ, gwiskamant Ashfield Boys' High, e skol e Sydney, hag hemañ daet da vout ur sapre mailh get ar gitar anezhañ ivez... pa nend ae ket betek dispakiñ e revr a-wel d'an holl dud àr al leurenn ! Ur vojenn arall a voe ma vize bet ganet Angus e 1959 (kentoc'h evit 1955), da lavaret eo e vize bet 14 vle e penn kentañ ar strollad e 1973 ! Ouzhpennit pozioù get seks dibunet a-vuzuliadoù .....

An anv AC/DC a oa bet kavet get c'hoar ar vreudeur Young (Alternating current/direct current e saozneg, lennet geti àr ur wriaderez ! Sañset...). Hep gouiet dezhe eh eus arlivioù arall d'ar lizherennoù-se, e-keñver dougoù seks an dud, a c'hell bout tu pe du (!). Setu pezh a soñje an dud en ur arvestiñ o doareoù glamm rock peotramant re Angus get e wiskamant skol, pe o dilhad lufrus... Tud arall o doa treuskomprenet ur ster arall : Anti-Christ/Devil's Children ! hag e voent sellet èl satanisted get darn !! Pep hani a c'hell kavet un dra bennak. Pep kouilhourenn a gav mat he c'heusteurenn ! Distaget vez Hey si di si da gustum met en Australia 've klevet Acca Dacca.

Etre 1974 ha 1978 e rae berzh spontus AC/DC, priset en Aostralia a-drugarez da abadennoù ingal gete er skinwel, Countdown. Setu o albumoù hag o fladennoù single é fringal uhel e listenn ar pladennoù gwerzhet du-hont. Da skouer unan ag ar re gentañ It's A Long Way To The Top (If You Wanna Rock and Roll), get biniou bras mar plij, e-ser degas Bro-Skos da soñj. 

Da c'houde setu gi en Europa, e Londrez a-benn gounit kalon (ha diskouarn !) tud ar c'hevandir kozh, àr-bouez troiadoù sonadegoù kement ha ma c'hallent ! Tapet skiant-prenet evit pezh a sell doc'h seniñ e-barzh stadiumoù bras èl ma veze ar c'hiz nevez get ar strolladoù hard-rock pe rock d'ar mare-se. Ha troiadoù get strolladoù arall ivez, e stumm festivaloù. Helebini a veze e-touesk ar strolladoù, ha meur a wezh e c'hoarveze gwalldaolioù àr-lerc'h an abadennoù, pa veze toemmet d'o fenn get an alkol ha muioc'h...

Ne voe harz erbed d'o berzh e-pad barrad ar prantad punk, àr-dro ar ble 1977, peogwir e kave d'ar gazetennerion sonerezh saoz e oant punk anezhe !!! Pezh ne oa ket gwir, gwazh a se ! pe gwell a se ! O sonadegoù skrijus, lan a startijenn, neuz Angus Young àr ar leurenn, kan dirollet Bon Scott, setu peadra da levezoniñ betek ar bunked o-unan, diàr pozioù kaner ar Sex Pistols e-unan, Johnny Rotten. Ur bochad strolladoù zo bet savet àr roudoù AC/DC...

Pladennoù AC/DC o deus graet berzh a bep tu d'ar mor vras Atlantel (Let There Be Rock e 1977, Powerage e 1978), ha muioc'h c'hoazh get Highway to Hell e 1979.

Ur gwall reuz a voe e miz C'hwevrer 1980, pa voe kavet Bon Scott marv àr azezenn a-dreñv oto e vignonez, mouget anezhoñ get e zislonkadur, goude lonkiñ re a alkol. Mantret izili ar strollad ha da neuze e felle dezhe gober un arsav, broudet e voent get tud Bon Scott da genderc'hel get ar strollad, ha neuze kavout ur c'haner nevez : pezh voe graet get Brian Johnson, hag a oa é 
kaniñ e-barzh Geordie, ur strollad a oa bet gwelet get Bon Scott e-unan e-raok, hag hemañ diwezhañ ne oa ket chomet diforzh pa oa bet klevet mouezh Johnson getoñ.

Setu gi é kenderc'hel get skriviñ sonioù hag an disoc'h a voe Back in Black hag a voe gwerzhet muioc'h eget biskoazh en e-raok, muioc'h eget un ugent milion bennak er Stadoù Unanet. 

Ar sonenn Back in black a zo bet savet evit enoriñ Bon Scott. Ar bladenn da heul For Those About To Rock, We Salute You (1981) a reas kement a berzh.

Lange (a rae àr-dro kempennadur ar sonerezh) a voe skarzhet kuit e 1983 hag an album Flick of the Switch voe graet gete o-unan. Kuitaet en doa Phil Rudd (paotr an taboulinoù) ar strollad goude tabuterezh get unan arall (hag a vehe Malcom Young, sañset), hag erlec'hiet get Simon Wright. Enrollet e voe pladenn nevez Fly On the Wall e 1985 (ar vreudeur Young a reas àr he zro), ur bladenn na reas ket berzh èl re daet er-maez e-raok.

Neoazh e voe gwerzhet muioc'h a bladennoù gete get sonerezh film Stephen King Maximum Overdrive (Who made who) e 1986. A-hend arall e voe ur bladenn best off (dastumet sonennoù brudet enni) d'ar mare-se hag a gavas fret. Ha neuze unan nevez arall Blow Up Your Video e 1988 get Vanda ha Young daet en-dro evit gober àr-dro ar sonerezh. Àr wellaat eh ae an traoù get houmañ, met pell a-walc'h ag ijin penn kentañ ar strollad.

... ha pa vehe pladennoù etre zoken, gwerzhet 'vez traoù gete bepred ! Pe video, pe pladennoù, ha sonadegoù bras a reont... Moned a ra buhez ar strollad get darvoudouigoù stard pe startoc'h (Brian Johnson distu ur wezh bennak, ar vreudeur Young a skrivas o-unan penn, Wright ne chomas ket er strollad, erlec'hiet get Chris Slade....). En neuziad nevez-se e voe The Razor's Edge frouezh o labourioù da neuze, hag àr-lerc'h Ballbreaker (1995) ha Stiff Upper Lip (2000)

Ar-lerc'h gwalldarzhadenn an 11 a viz Gwengolo 2001 e New-York e voe difennet skinañ un nebeud sonennoù AC/DC (7 en holl, hag en o zouez Highway to hell ha Hell's bells). E miz Gourhelen 2003, d'an 30 e voe ur sonadeg veur gete ha get The Rolling Stonese Sarsfest e Toronto (Ontario, Canada) : 500 000 a dud (evit skoazellañ stourm ar gêr-se a-enep kleñved-red SRAS). E 2003 e voe tizhet 20 milion pladenn Back in black gwerzhet er Stadoù Unanet (a zeuas da vout c'hwec'hvet pladenn muiañ gwerzhet du-hont !). 63 milion pladenn AC/DC a zo bet gwerzhet en holl er Stadoù Unanet (sifroù 2003, da lavaret eo ar pempvet strollad evit pezh a sell doc'h ar gwerzh, àr-lerc'h The Beatles, Led Zep, Pink Floyd ha The Eagles). Muioc'h a 100 milion pladenn a vehe bet gwerzhet gete er bed a-bezh, sanset !

Ur straed a voe anvet ACDC Lane e Melbourne, e 2004, tost d'al lec'h ma voe enrollet gete video It's a long way to the Top e 1975. 

    

Kala-gouiañv '73 - C'hwevrer '74

C'hwevrer - Ebrel '74

Ebrel - Gwengolo '74

Gwengolo '74 - Genver '75

Genver '75

Genver - Meurzh '75

Meurzh '75 - Mai '77

Mezheven '77 - C'hwevrer '80

Ebrel '80- kreiz ar ble '83




#Article 372: Arkitektouriezh c'hotek (412 words)


Ijinet eo bet an arkitektouriezh c'hotek en Enez-Frañs e-kreiz an XIIvet kantved. En Europa e teu da vezañ ar stil pennañ betek kreiz ar XVIvet kantved p'en-deus graet berzh an arkitektouriezh klasel dindan levezon an Azginivelezh italian. Implijet eo bet da gentañ-holl evit kement savadur relijiel bras ha bihan, iliz, chapel, abati, manati, prioldi, met ivez evit sevel savadurioù lik evel sezioù ar galloudoù (palezioù, tiez-kêr) hag etrepaouezioù. Meizet eo bet koulz evel un hollad a deknikoù hag ur preder. Diouzh-se e c'heller sellet ouzh an arkitektouriezh c'hotek evel unan eus brasañ pennvadoù ar Grennamzer. Addizoloet e voe an arkitektouriezh-se en XIXvet kantved hag e voe savet meur a savadur er bed a-bezh diwar ar skouerioù kozh, an arkitektouriezh nevezgotek pe ar stil nevezgotek a vez graet eus ar pleustradoù-se. 

Ar meizadoù pennañ a gaver en Europa e mare ar stil gotek a oa eus un tu an unvezh gant an urzh hag eus un tu all abegoù ha youl Doue.
 

Peurvuiañ, an arkitektouriezh romanek a oa implijet evit savadurioù ma veve enno ur gumuniezh venec'h a vourre an uvelded hag an arvesterezh hag er c'hontrol e veze savet ar savadurioù gotek evit krouiñ lec'hioù foran. Skeudennadur Jeruzalem an Neñvoù eo an iliz-veur c'hotek, ur galv da bignat koulz hag ur benveg evit lakaat splann braster Doue ha galloud e Iliz war un dro. 
Skeudennadur Keoded Doue o tegemer ar feizidi eo ivez. Met evit aroueziñ Rouantelezh Doue gant an arouelezh doueel hag gant e tres kemplezh hervez reolennoù ar skolbrederouriezh : rannoù hag isrann ar savadur a zo dasparzhet en un doare unvan.
Gant doueoniezh ar goulou eo levezonet ar arkitektouriezh c'hotek, evit gwir gant doueoniezh Tadoù an Iliz zo evel sant Aogustin a wele dindan ar goulou eztaoladur an doueelezh. Ken gwir eo ma n'eo ket deuet an teknikoù nevez eus un emdroad voutin, met eus klask ar goulou hag en deus broudet an arkitektourien da ijinañ anezho. 

Un oberenn bolitikel eo ivez p'eo bet roet al lañs gant un eskob hag an arc'hant gant an noblañs hag ar pennoù uhel. Ur benveg evit klask brud ha diwar-se eo bet ouzhpenn re un nebeud a esaeoù evit uhelaat ar bolzioù (kouezh bolzioù iliz-veur Beauvais e 1284). Setu perak e weler a-bell an tour (pe an tourioù). An delwennoù hag ar skeudennoù a ziskouez elfennoù an Aviel ha talvoudegezhioù speredel an Iliz. Un oberenn a bedagogiezh eo ivez seul vui ma vez savet an iliz evit un niver bras a dud.




#Article 373: Abostol (129 words)


Er Gristeniezh ez eo an daouzek abostol (liester : ebestel) (eus ar gregach απόστολος, apostolos, da lavaret eo kannad, misioner) daouzek den a voe dibabet gant Jezuz-Krist e-touez e ziskibled, da brezeg an aviel d'an dud en-dro dezho, d'ar Yuzevien da gentañ ha d'an dud all goude, war-lerc'h marv ar C'hrist.

E barzh Aviel Mazhev (III, 13-19) e kaver roll an ebestel a zivizas mont da-heul Jezuz-Krist ha bezañ testoù eus e gelennadurezh goude e varv. 

Hervez Mazhe e roas Jezuz-Krist an anv arameek Boanerges (Mibien ar C'hurun) da Jakez vab Zebede ha d'e vreur Yann.

Gant Kustentin Iañ, an impalaer roman e voe urzhiet e vije kaset archedoù an daouzek abostol da Gergustentin. Lakaet e voent e-kreiz Iliz an Ebestel-Santel e-lec'h ma c'houlennas Kustentin bezañ beziet e 337.




#Article 374: Profed (451 words)


Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour un doue, pe evel un diouganer,  pe c'hoazh evel un divinour.
Dont a ra an termen eus an henc'hresianeg προφήτης profetis jubennour un doue, dre al latin-iliz popheta, heñvelster.
Evel kannad un doue e teu, sañset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskuliañ ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reoù o relijion, ar feizidi a wel ar brofeded all evel faos.
 
Ar profed n'eo ket un divinour ordinal, rak hennezh a ziskuilh dazont an den pe an toullad tud o deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue emañ ar profed hag ec'h embann hervez e volontez. A-enep da venozhioù e gempredidi ez a ar profed, seul vui ma'z embann kemennoù ha dañjeroù da ziwall dezho.

E metoù ar yuzevegezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-lavar Ar Brofeded evit levrioù ar Brofeded a gaver e Bibl, e lodenn an Testamant Nevez evit ar gristenien). Troidigezh ar ger hebraek Neviim eo, da lavaret eo liester נביא nabi.
N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levrioù-se gant ar Yyuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted.

Jezuz Nazaret zo ur profed gant an islam, nemet gant ar gristenien ez eo Gwir Doue ha Gwir den, eil person an Dreinded, Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, an Emmanouel hag ar Mesiaz hirc'hortozet gant diouganerien (pe brofeded) an Testamant Kozh.

En Testamant Nevez, en Aviel, e kaver anv dre veur a wech eus Yann-Vadezour, ha lavaret e vez ur profed anezhañ : ur wech e lavar Lukaz (II- 36-38) eus ar brofedez Hannah (Anna) ha hi un intañvez kozh o prezegenniñ e-barzh Templ Jeruzalem diwar-benn Jezuz-Krist.

Meur a wech e vez kaoz eus profeded dizanv : hervez ar gristenien o dije bet resevet donezonoù ar Spered santel.

Pa vez kaoz eus profeded all eo eus re an Testamant Kozh e vez kaoz.

Er penn-kentañ e kaver Mohammed, a lavar eo-eñ siell ar profeded, ar profed diwezhañ neuze, p'en deus lakaet ar C'horan da vezañ diskuliet.
 
N'eus nemet 25 profed ha roet o anv er C'horan. En ur hadith (bomm-lavar Mohammed pennaouet goude e varv) eo bet meneget ez eo bet ur profed evit pep pobl ha 124 000 en holl. Ada eo bet an hini kentañ ; Noe, Abraham, Moizez ha Jezuz eo bet ar re veur a-raok Mohammed.
Meur a rasûl (rasoul, kannad) zo meneget er C'horan ivez, en o zouez patriarked ha n'int ket gwelet evel profeded er Bibl.

Er sourated XXI (Ar Brofeded), IV (Ar maouezed), et III (`Imran) eo bet meneget profeded e roll an dud reizh (الصَّالِحِين [aṣ-ṣāliḥīn]).




#Article 375: Azia (220 words)


Azia eo al lodenn kreiz ha reter eus kevandir Eurazia hag Azia eo Eurazia a-bezh war-bouez ledenez Europa. Koulskoude, e-keñver ar c'heologiezh hag an douaroniezh, n'eo ket Azia ur c'hevandir nag un iskevandir. En Azia e kaver war-dro 60% eus poblañs ar bed.

Diaes eo kavout harzoù resis, dreist-holl etre Europa hag Azia :

A-hed strizh-mor an Dardanelled, mor Marmara, strizh-mor ar Bosfor, a-dreuz ar Mor Du, a-hed aridennadoù ar C'haokaz hervez lod tud, er wantenn Kouma-Manych hervez lod all, a-dreuz ar Mor Kaspia, a-hed ar stêr Oural hervez lod, a-hed ar stêr Emba hag ar menezioù Oural hervez lod all hag enezeg Zemlya-Nevez.
 
E-keñver ar rannoù politikel e lakaer en Azia Eurazia war-bouez Rusia, met an inizi nes a gaver er Meurvor Indez hag er Meurvor Habask a vez lakaet da heul.
 

Dont a ra ar ger eus ar gresianeg kozh Ασία (Asia) dre al Latin, gwelet evit ar wech kentañ e testennoù Herodotos o taveiñ da Azia Vihanañ pe diwar-benn ar Brezelioù persat, o taveiñ d'an Impalaeriezh pers e-tal Bro-C'hres hag Egipt. Meneget eo bet gant Homeros un tiern  o ren meur a geoded ha kevredet gant Troaz, Asios e anv, mab da Hirtacos.

Ken bras eo Azia ma vez rannet alies e meur a rannvedig. Sed amañ an doare a zo degemeret gant Aozadur ar Broadoù Unanet:




#Article 376: Janig Stephens (146 words)


Ur yezhourez eo Janig Stephens. Tregeriadez ha brezhonegerez a-vihanik eo. O chom e Kembre nepell diouzh Kerdiz. Desavet he bugale ganti e brezhoneg.

Stephens, J. 1999. 'Aspects du bilinguisme précoce en Bretagne et au Pays de Galles', e-barzh Klask 5 ; Le bilinguisme précoce en Bretagne, pays celtiques et Europe atlantiquep. 35

Stephens, J. 1993. 'The Syntax of Noun Phrases in Breton', e-barzh Journal of Celtic Linguistics, 129-150.

Stephens, J. 1992. 'Structure du groupe nominal en breton', e-barzh Presses Universitaires de Vincennes  21.

Stephens, J. 1990. 'Non-finite Clauses in Breton', e-barzh Celtic Linguistics, Martin, Fife and Poppe, Amsterdam, John Benjamins.

Borsley, R.D. ha J. Stephens. 1989. 'Agreement and the Positions of Subjects in Breton', e-barzh Natural Language and Linguistic Theory 7, 407-428. 

Stephens, J. 1983. 'Talvoudegezh ``o hag ``en ur', e-barzh Hor Yezh 152, 23-31. 

Stephens, J. 1982. Word Order in Breton, tezenn (diembann), Skol-Veur London.




#Article 377: Den (383 words)


An Den, (liester : Tud ha Denennoù) a c'hell bezañ termenet diwar savboentoù bevoniel, sokial ha speredel.

Renket eo an Den er spesad Homo sapiens (e latin Den a oar traou) hag ur primat hag un draoudroadeg eo. Renket eo ivez er c'herentiad Hominidae gant un nebeud marmouzed all : ar chimpanzeed, ar gorilhed, hag an orangoutaned. En uskerentiad e vez kavet ivez marmouzed hucherien ha gibboned. 
An hominidae a zo ur c'herzhed sonn ganto hag e lez dieub an izili uhelañ evit doarnata an traezoù. Graet e vez an daoudroadegezh deus an doare kerzhout-se. Un empenn diorroet-tre o deus ivez hag a ro dezho ar varregezh evit ar preder difetis, ar c'homz, al lavar hag an imbroud-spered. Meur a ouizieg a gred eo deuet seurt emdroadur eus an Den diwar an ezhomm redek war dennadoù hir. Ha n'eus nemet un nebeud loened hag a zo gouest d'ober evel-se.

Perzhioù disheñvel an eil diouzh egile a zo da spered pep Den. 
Reiñ a ra dezhañ ur c'hundu kemplez hag ennañ al lavar. Kuriusted hag arsellerezh a vez lakaet alies evel abeg an emskiant hag hini al liammoù etre ar spered hag ar c'horf.
Evit studiañ mont-en-dro ar spered bet savet kelennoù ar bredoniezh, ar bredvezegiezh hag ar bredelfennerezh.E kredennoù a gaver er relijionoù e vez pouezet war meizad an ene evel perzh dibar ar vevenn denel ha war ezhomm azeuliñ un doue pe meur a zoue pe teuzioù|deuzioù.
Ar brederouriezh a glask kompren pep a veizad o tennañ d'ar spered denel e pep keñver.
Leun eo an arzoù, ar sonerezh hag al lennegezh eus oberennoù o fal dezho eztaoliñ ar meizadoù-se hag ar santimantoù. 

E-keñver ar gevredigezh hag ar sevenadur : 
An dud a zo bevien sokial dre hêrezh. Krouiñ a reont frammoù sokial kemplez, enno un toullad bras a strolloù o kenlabourat koulz hag o kevezañ an eil gant ar re all.
Gwelout a reer ar c'hunduioù etre broadoù, riezoù, strollerezhioù ha familhoù hag ivez e live ar c'humuniezhoù hag an hiniennoù.
Diouzh-se e teu diorroadur an deknologiezh hag ar skiant evel kenderc'hadoù ar gevredigezh ha re an ober hiniennel. 
Diouzh an etreoberioù-se e teu ivez ar sevenadur pa en em sil er gevredigezh talvoudegezhioù, kredennoù, gwengeloù, lidoù, hengounioù, boazioù, reoladoù kevredigezhel.

Meur a savboent zo diwar-benn natur ha sustañs an Den. 




#Article 378: Prederouriezh (271 words)


Ne c'heller ket kompren ar brederouriezh (pe : ar filozofiezh) evel ar c'hoant gouzout, a zo unan eus techoù kreñv an Den, rak broudet e vez ar vugale gantañ ha hep mar e veze renet an Australopithecus gantañ ivez pa'z ae er-maez eus e annez.
En Henc'hres e kaver orin prederouriezh ar C'hornôg rak gant ar ger Philosophia (Philo- = kar-; sophia = furnez) e rae an Henc'hresianed.

Hervez Nicola Abbagnano '1901-1990) en em ziskouez termen ar brederouriezh evel un anv roet d'ur seurt enklask ha n'eus ket anezhi, emezañ, e barzhoniezh Homeros hag Hesiodos.
Pythagoras en em ginnige evel ur sofegour (eus sophia) hag Herodotos, pa zanevellas un diviz etre Kresus ha Solonos a implijas an termen en e ster gerdarzhel gweladenniñ meur a vro en ur brederouriañ.
Thoukidides a zegasas deomp komzoù Perikles : Ni, Atenidi, plijet omp gant ar gened hep poan ha gant ar prederiata hep aon. Ne oa ket ar brederouriezh ur c'helenn c'hoazh. Skrivañ a reas Kikero e oa bet Pythagoras an hini kentañ oc'h implij ar ger pa lavare : Er vuhez e c'hoarvez evel er C'hoarioù en Olimpia pa zeu marc'hadourien evit kenwerzhañ, c'hoarierien evit ar c'henstrivadegoù hag reoù all dre guriusted hag e rae prederourien anezho. 
Heraklitos Efesos a lavare e tlefe ar philosophoi bezañ enklaskerien vat war meur a dra. Un seurt enklask e oa ar brederouriezh en he deroù. Platon a selle ouzh kelennoù, evel ouzh ar ventoniezh, ar sonerezh hag all, evel kammedoù kentañ war hent ar brederouriezh.

Sellout ouzh ar pennad Istor ar brederouriezh

Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar C'hornôg

Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar Reter




#Article 379: Unaniezh Europa (1695 words)


Unaniezh Europa (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 28 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 e voe degemeret an anv « Unaniezh Europa » dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.

Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennoù ar politikerezhioù foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferioù diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudoù a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennoù. Hervez an tachennoù-se e tenn muioc’h an UE da :

Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha merañ ur c’henvarc’had zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 18 eus an 28 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa. 

Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusañ anezho o vezañ Kuzul Unaniezh Europa, Kengor Europa, Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa.

Tammoù bras eus o riegezh zo bet treuzkaset d'an Unaniezh gant ar Stadoù ezel — muioc’h eget n'eus bet biskoazh treuzkaset d'un aozadur rannvedel anriegezhek all. Evel notet a-us, e tachennoù zo e krog an UE da gaout tres ur c’hevread pe ur c’hengevread. Daoust da se, war an dachenn lezennel, e chom ar Stadoù ezel mistri ar Feurioù-emglev, ar pezh a dalvez n'hall ket an UE treuzkas muioc’h a c’halloudoù dezhi hec’h-unan eus ar Stadoù hep asant ar Stadoù-se dre feurioù-emglev nevez. A zo muioc’h, war meur a dachenn n'eus ket bet treuzkaset nemeur a riegezh vroadel d'an UE gant ar Stadoù; dreist-holl e tachennoù ken bras an interestoù broadel warno evel an aferioù diavaez hag an emzifenn. Kement-se a ra d'an aozadur dibar zo eus an UE bezañ un aozadur sui generis, dle. un aozadur drezañ e-unan.

D'an 29 a viz Here 2004 eo bet sinet gant ar pennoù gouarnamant ar Feur-emglev a grou ur Vonreizh evit Europa. Gwiriekaet eo bet ar sinadur-se gant meur a Stad tra m'emañ da vezañ gwiriekaet gant lod all c’hoazh. Daoust da se, en deus falsvarchet an argerzh a gas d'ar gwiriekaat p'eo bet nac’het ar Vonreizh gant muianiver ar Frañsizien e-kerzh ur referendom d'an 29 a viz Mae 2005 ha se daoust ma votas ar Vretoned a-du evel m'o doa graet evit referendom feur-emglev Maastricht. Ar wech-mañ avat n'eo ket bet splann a-walc’h vot ar Vretoned evit lakaat Frañs da sevel a-du ha 54.7% eus ar mouezhioù zo aet gant an nann. Tri devezh war-lerc’h, d'ar 1añ a Vezheven eo bet tro Izelvroiz da lavaret nann ivez gant 61.6% dre ur referendom.

Da-heul nac’hadenn ar feur-emglev bonreizhel gant Frañs hag an Izelvroioù eo bet broudet an tabut politikel war statud a-vremañ ha da zont Unaniezh Europa etre ar Stadoù ezel. Eno e kaver savpoentoù disheñvel-mat ken etre ar Stadoù hag e diabarzh pep Stad.

Da skouer, e Breizh-Veur hag a zo o kadoriañ an UE, ez eus bet diskouezet dre stadegoù e oa diseblant pe e save a-enep an Unaniezh 75% eus ar boblañs. Deuet eo an UK Independence Party a sav a-du gant an emdennañ klok eus an UE da vezañ ur strollad da gemer e kont zoken. Broioù all avat a sav a-du gant un enframmañ brasoc’h — nebeut goude ma voe votet nann gant ar Frañsizien ha Nederlandiz a voe votet ya gant al Luksembourg.

Meur a graf pouezus-meurbet he deus an Unaniezh da dalañ outo er mare-mañ, en o zouez divizout ha degemeret, distaolet pe adreizhet e vo ar feur-emglev bonreizhel nevez, ober war-dro emled an UE war-du ar gevred (sellet a-is), nevesaat reolennoù an Emglev war ar Stabilder hag ar C’hresk, sevel ar budjed da zont ha plediñ gant ar Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL). 

Er C’hendalc’h Etregouarnamantel a zeu (KEG), hag a zo un emvod e-kreiz ar bloaz evit Stadoù ezel an UE, e ranko pennoù ar Stadoù hag ar gouarnamantoù divizout penaos e vo arc’hantaouet budjed an UE. Graet e vez Financial Perspective pe Diaweladenn Arc’hant eus budjed an UE. Advarc’hatet e vez bep seizh vloaz. An Diaweladenn Arc’hant a zeu a dalvezo evit ar prantad 2007-2013.

E-touez ar c’hrefen da dabutal warno e-pad ar c’haozeadennoù war ar budjed da zont emañ Distaol arc’hant Breizh-Veur, gounid Frañs diwar ar POBOL, skodennoù bras Alamagn hag an Izelvroioù da vudjed an UE, hag adreizhad ar Fontoù evit Diorren Rannvroioù Europa. Diouzh ali meur a hini ez eo gwirheñvel e savo diwar ar c’haozeadennoù-se disrann vras etre ar gouarnamantoù evel etre Frañs hag Alamagn da skouer a c’houlenn ur budjed brasoc’h evit mont war-du un Unaniezh kevreadeloc’h hag ar re, evel Breizh-Veur, a c’houlenn ur budjed bihanoc’h gant muioc’h a arc’hant postet war ar skiantoù hag an imbourc’h, hag en deus graet eus ar modernaat e c’her-stur.

Divizout a ranko ivez pennoù Europa divizout e-kerzh an emvod-se petra ober eus Bonreizh Europa. Gouarnamantoù zo a garfe a-walc’h e vefe skornet an argerzh gwiriekaat tra ma kav da lod all e ranker mont betek penn. Ma vez gwiriekaet ar Vonreizh gant 20 Stad ezel diwar an 27 zo e vo adkaset homañ dirak Kuzul Europa hag e c’hallo neuze ar pennoù Stad ha gouarnamant advarc’hata ar feur-emglev.

Rannañ a ra an UE harzoù douar gant 20 Stad hag harzoù mor gant 31 Stad. Sellet ouzh Broioù a-hed Unaniezh Europa

Abaoe savidigezh an UE gant 6 Stad ez eus bet 19 all oc’h emezelañ war meur a lankad emledañ:

Niveruzik eo an tiriadoù tramor ganto darempredoù strizh gant Stadoù zo eus an UE, en o zouez Greunland, Manav, an Azorez ha Madeira. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar re-mañ ha tiriadoù tramor all stag ouzh an UE, sellit ouzh ar Rannvroioù dreisttrobarzh ha  (hemañ e saozneg).

Klasket ez eus bet meur a wech, kent savidigezh ar Stadoù-Broad modern zoken, unaniñ broadoù liesseurt Europa. Ingal eo c’hoarvezet a-hed istor ar c’hevandir. 3 000 bloaz zo e oa mestr ar Gelted war Europa. Da-c’houde eo bet tro an Impalaeriezh roman a droe en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dre heg e c’hoarvezas seurt unaniezh. Unanet e voe tammoù bras eus Europa dre ur velestradurezh laosk e-pad meur a gantved da vare ar Franked, impalaeriezh Karl Veur hag an impalaeriezh santel roman german ivez. E deroù an  gant unaniezh valtoutel Napoleon Iañ hag adarre da vare aloubidigezh an nazied er bloavezhioù 1940 e voe unanet evit ur prantadig an darn vrasañ eus Europa adarre.
Gant al liesseurt m'eo yezhoù ha sevenadurioù Europa ne zeuas peurliesañ an taolioù-esae-se nemet dre un aloubidigezh soudardel lakaet dre heg war bobloù displijet-groñs. Kement-se a sachas d'e heul distabilder ha c’hwitadennoù. Unan eus ar c’hinnigoù peoc’hus kentañ evit unaniñ ar c’hevandir dre kenlabour ha kevatalder izili un unaniezh da zont a zeuas gant Victor Hugo ar peoc’hgarour e 1851. Diwezhatoc’h, goude spouron ar Brezel Bed Kentañ hag an Eil Brezel Bed e kreskas ar froud evit krouiñ ar pezh zo deuet da vezañ Unaniezh Europa abaoe. Kaset e oa an dud war-raok gant ar c’hoant da adsevel Europa ha d'ober a seurt ma n'hallfe ket biken brezel ebet ken sevel en-dro war dachenn Europa. A-benn ar fin, lusket gant ar santadoù-se, e voe savet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir gant Alamagn ar C’hornôg, Frañs, Italia ha broioù ar Beneluks. Kement-se a voe graet ent ofisiel dre Feur-emglev Pariz sinet e miz Ebrel 1951 ha lakaet da dalvezout e Gouere 1952.
Roet e voe an anv a Kumuniezh Armerzhel Europa (KAE) d'an unaniezh valtoutel gentañ, bet lesanvet prim da c’houde ar c’henvarc’had, a voe krouet dre Feur-emglev Roma e 1957 ha lakaet e talvoud d'ar 1añ a viz Genver 1958. Diwezhatoc’h e teuas anv ar KAE da vezañ Kumuniezh Europa a zo bremañ livenn-gein Unaniezh Europa. Eus un aozadur kenwerzhañ eo deuet an Unaniezh da vezañ ur framm kenlabour politikel hag armerzhel.

Meur a ensavadur a vez douget ganto mont en-dro an UE :

Meur a framm arc’hant zo :

Kavet e vez ivez meur a vodad aliañ an ensavadurioù : 

Hag ez euz ivez kalzik a aozadurioù all, savet peurliesañ a-ziwar ul lezennadur eil renk evit kas war-raok politikerezhioù dibar. Graet e vez anezho Ajañsoù Unaniezh Europa. En o zouez e c’haller menegiñ Ajañs Europa eit an Endro, the Ajañs Europa evit ar surentez dre nij hag ar Burev evit kendoniañ ar Marc’had diabarzh. 

A-benn ar fin emañ ivez an hanterourien europat karget da enklask ar c’hlemmoù gwallvererezh a c’hall bezañ a-berzh ensavadurioù Europa.

N'eus kêr-benn ofisiel ebet d'an UE ha strewet eo hec’h ensavadurioù dre veur a gêr : 

Lezennoù Unaniezh Europa a bled gant un niver bras a frammoù lezennel hag ensavadurel n'int ket atav digemmesk. Disoc’h un istor diazezet a-bazennoù eo, gant feurioù-emglev etrebroadel nevez oc’h en em heuliañ, pep hini anezho o tegas kemmoù hag o klokaat an emglevioù koshoc’h. Strivoù bras zo bet kaset da benn er bloavezhioù diwezhañ evit startaat hag eeunaat ar feurioù-emglev kentañ. Disoc’het eo ar strivoù-se war savidigezh an danvez Feur-emglev Krouiñ Bonreizh Europa. Ma vez degemeret ar vonreizh-se e kemero lec’h ar strobad emglevioù zo anezho betek-henn ha ne vo mui nemet un destenn.

Feur-emglev Pariz (1951) eo bet ar feur-emglev kentañ. E 1952 e oa bet lakaet e talvoud. Drezañ eo bet diazezet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir etre ur bagad 6 bro. N'emañ ket an emglev-mañ e talvoud ken, kemeret m'eo bet e lec’h gant emglevioù all war-lerc’h. Feur-emglev Roma, bet savet e 1957 zo c’hoazh e talvoud avat. Adveret-mat eo bet abaoe koulskoude, dreist-holl dre Feur-emglev brudet Mastricht bet degemeret e 1992. E Mastricht e voe degemeret an anv a Unaniezh Europa. Ar reizhadennoù nevesañ bet degaset e Feur-emglev Roma zo bet lakaet er feur-emglev emezelañ a-benn degemer 10 Stad ezel nevez. Ar pezh a voe graet kerkent hag ar 1 a viz Mae 2004.

Ma c’hwit feurm-emglev diazezañ ar Vonreizh nevez da vezañ degemeret gant an holl Stadoù ezel e vo ret addigeriñ ar c’hevraouiñ warnañ moarvat. A-du eo an darn vrasañ eus ar bolitikourien hag eus ar pennoù-bras evit lavaret n'hallo ket an UE kenderc’hel da vont en-dro plaen gant ar framm zo dezhi bremañ ma'z eus 28 Stad enni. hag emañ da genderc’hel da greskiñ. 




#Article 380: Reun ar C'halan (588 words)


Ur barzh brezhonek hag ur c'helenner skol-veur war al lennegezh c'hallek e oa Reun ar C'halan (René Galand hervez ar velestradurezh). Ganet e voe d'ar 27 a viz Genver 1923 e Kastell-Nevez-ar-Faou (Penn-ar-Bed). Marvet eo d'an 28 a viz Mae 2017 en Hingham (Massachusetts), d'an oad a 94 vloaz.

Ganet eo Reun ar C'halan d’ar 27 a viz Genver 1923 e Kastell-Nevez-ar-Faou (Penn-ar-Bed). Labourerien-douar e oa e dud.
Yaouankik e oa pa’z eas e dad da Stadoù Unanet Amerika, evel ma veze graet gant kalz Breizhiz eus ar c'horn-bro-se da neuze. E vamm a yeas da-heul he gwazh un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. E Breizh e chomas Reun ar C'halan, evel e c’hoar, o kenderc'hel gant e studioù. En e lise e voe lojet, e Kemper da gentañ hag e Brest da c’houde, pa voe e c’hoar er skolaj e Karaez hag e Kemperle. Tremen a raent ar vakañsoù er C’hastell-Nevez gant o zud-kozh.
E 1941 e tapas Reun ar C'halan e vachelouriezh war ar matematik, e Brest. Kenderc’hel a reas gant e studi e Roazhon goude, ma tapas e vachelouriezh war ar prederouriezh e 1942, hag un aotreegezh war al lizhiri e 1944. Berzh a reas ivez er genstrivadeg evit mont da Skol ofiserien an Tirlu gall e Gwern-Porc'hoed.
E dibenn 1942 e stagas da zaremprediñ ar Rezistañs. E miz Mezheven 1944, da vare dilestradeg ar Gevredidi war aodoù Normandi, e kemeras perzh en emgannoù evit dieubiñ Bro-C'hall. E miz Here 1944 e voe anvet da zanvez ofiser, ha kaset da Skol ofisourien Cherchell en Aljeria. Goude-se e voe adstaliet ar skol e Gwern-Porc'hoed. E miz Mezheven 1945 e voe anvet da isletanant ha kaset da Alamagn da zerc’hel ar vro eno.
E dibenn 1946 e roas e zilez eus an Arme hag e kuitaas Bro-C'hall a-benn mont d'ar Stadoù Unanet m’edo e dud hag e c’hoar o chom. Neuze ez eas war e studioù e skol-veur Yale. Eno e tapas e zoktorelezh war ar galleg e 1952. E 1951 dija e kelenne e skol-veur Wellesley (Massachusetts), ma chomas betek 1993 ; penn rann ar galleg e voe etre 1968 ha 1972. E Wellesley e roe kentelioù war al lennegezh c’hallek, dreist-holl hini an XVIIIvet kantved| hag an .

Arbennik e oa Reun ar C'halan war ar skridvarnouriezh hag embannet en deus e-leizh a studiadennoù hag a rentaoù-kont diwar-benn ar skrivagnerien c’hall hag o oberennoù, evel Chateaubriand, Ernest Renan, Alain Robbe-Grillet pe an OULIPO.
Savet en deus ivez pennadoù diwar-benn lod skrivagnerien amerikan, e-giz Herman Melville, Thomas Stearns Eliot, Lovecraft, Jack Kerouac ha spagnol, evel Jorge Guillén.

Ur skrivagner eus ar re wellañ e oa Reun ar C’halan, ha savet en deus un oberenn vrezhonek fonnus : ur buhezskrid, barzhonegoù, danevelloù, pennadoù diwar-benn al lennegezh vrezhonek ha rentaoù-kont. Embannet eo bet ar re-mañ e levrioù a-stroll hag e kelaouennoù a bep seurt, evel Al Liamm da gentañ, Skrid, Poésie-Bretagne, Pobl Vreizh, Barr-Heol, Keltoi, Bro Nevez, Proceedings of the Harvard Celtic Colloquium, Keltica, World Literature Today.
Kemeret en deus perzh e kendalc’hioù an Harvard Celtic Colloquium hag ar Celtic Studies Association of North America. Lod eus e skridoù zo bet troet hag embannet e yezhoù all, ar re-mañ en o zouesk : galleg, saozneg, alamaneg, kembraeg, nederlandeg ha poloneg.

Loreet e voe Marc’heg en Urzh ar Palmez Akademek e 1971 evit e labourioù war al lennegezh c’hallek. E 1979 e voe tapet gantañ Priz Zavier Langleiz, ha Priz Imram e 2003.

Ul lennadurezh klok zo bet embannet er gelaouenn Al Liamm e miz Eost 2005, niverenn 351, p. 98-117.




#Article 381: Prezidantelezh ar C'huzul europat (116 words)


File:Logo italian presidence 2014.png|thumb|upright=1.5|
Diouzh tro e vez meret prezidantelezh ar C'huzul europat anezhañ lec'h divizout pennañ Unaniezh Europa. Bep c'hwec'h miz e vez troet, en urzh lizherennek anv pep Stad ezel eus an UE en he yezh ofisiel.

Kadoriet eo kendalc'hioù Europa (kuzulioù europat) a vez dalc'het a-hed ar c'hwec'hmiziad gant Penn Stad pe Penn gouarnamant ar vro e penn ar C'huzul europat. An den-se eo ivez Prezidant ar C'huzul europat. 

Ma teu un deiz Bonreizh Europa da vezañ e talvoud, e teuio prezidant ar C'huzul europat da vezañ dilennet evit daou vloaz hanter gant izili ar C'huzul europat ha n'hallo ket mui sammañ kargoù en e vro e-keit-se.

Setu roll ar prezidantelezhioù diwezhañ :




#Article 382: Okarina (223 words)


An okarina a zo un benveg-seniñ dre c'hwezh, dezhañ ur stumm viheñvel, tost ouzh hini beg ur goaf pe penn ur waz — alese e anv : en italianeg e talvez « oca » kement ha « gwaz », hag « ocarina » kement ha « gwazig » —, bet krouet gant Giuseppe Donati, war-dro ar bloavezh 1860, diwar batromoù degaset eus mezoamerika. 

Fardet e vez an okarina peurvuiañ gant pri-poazh met meur a zanvez all, evel plastik, koad, gwer, ha metaloù, a c'haller implijout ivez. Sevel a ra e hed betek ur pemzek santimetr bennak. Evit el lakaat da seniñ e c'hwezher en ur pigos lec'hiet e kreiz ar benveg. Kleuzet e vez ennañ un niver a doulloù a gemm hervez ar patromoù (etre 4, 5, 8 pe 12 ar peurvuiañ), a ro an tu da gemmañ uhelded ar son.

Poblek-kenañ eo an ocarina er bed kornogât. Kavet e vez neoazh binvioù kar dezhañ en Amerika, en Afrika hag en Azia. Peadra zo da grediñ e oa bet fardeet ar re goshañ 12 000 bloaz 'zo. Binvioù ar seurt-se o deus bet ur pouez heverk e sevenadurioù Sinaat hag Mezoamerikan. Da heul aloubidigezh Amerika eo bet enporzhiet en Europa, lec'h ma 'z eus bet sellet outañ evel ur c'hoari, betek ma voe azasaet ouzh skeul diatonek ar sonerezh kornôgat gant Giuseppe Donati.




#Article 383: Lenn (dour) (213 words)


Ul lenn a zo ul ledennad dour gant douar tro-dro dezhi. An darn vuiañ eus al lennoù a zo leuniet gant dour dous. Kavet e vez an darn vuiañ anezho en emisferenn an Norzh, el ledredoù bras d'an aliesañ. Meur a lenn vras a vez anvet mor pe mor diabarzh ha meur a vor bihan a vez graet lenn anezho.
Koulskoude e kaver ledennadoù konkavel kazi hep dour enno hag a reer lennoù anezho. Da skouer : al Lenn Eyre en Aostralia e-lec'h ma ne vez ket a dour peurliesañ nemet pa gouezh glav puilh ur wech an amzer.
Ul lenn a c'hell bezañ naturel, met a-wechoù e vezont krouet dre stankañ un dourredenn pe meur a hini. Savet e vezont evit produiñ tredan (energiezh dourdredanel), evit pourchas dour d'ar c'hêrioù, evit an diduamant (neuial ha sportoù dour), hag all.
En tu-hont da 60% eus lennoù ar bed a vez kavet e Bro-Ganada, met graet e vez Bro ar Mil lenn eus Finland, ha pelloc'h c'hoazh ar Stad amerikan Minnesota a vez graet Bro an Dek mil lenn anezhi. Abeg ar c'hementad bras a lennoù e Kanada a vez displeget dre ur sistem dizouradur diaezhennet. Lennoù Meur Norzhamerika a zo bet krouet gant skornegoù divent Oadvezh ar Skorn.

Roll lennoù pennañ ar bed




#Article 384: Kazh (814 words)


Ar c'hazh (liester kizhier), pe kazh doñv, a zo ul loen-ti doñvaet gant an dud a bell zo. Flour eo e vlevenn. Miaoual a ra ha rouzmouzat, pe lavarout a ra e bater. Brudet eo ar c'hizhier da logota. Kelinañ a ra ar gazhez.

Ur bronneg bihan eo, ha kigdebrer, hag an hini anavezetañ eus ar c'hazheged. Renket e vez er c'herentiad Felidae hag en isspesad Felis silvestris catus p'eo bet e c'hourdad ar c'hazh gouez (Felis silvestris).

Bevañ a ra ar c'hazh nes-tre d'an den abaoe 3.500 vloaz d'an nebeutañ pa implije Henegiptiz kizhier a-leizh evit diwall o grignoloù diouzh al logod ha diouzh ar c'hrignerien all. Bremañ eo deuet ar c'hazh da vezañ al loen ti stankañ.

Enrollet e vez lignezoù kizhier 'zo evit ma vefent disklêriet evel kizhier a-ouenn hag ar marilh a vez anvet ar pedigree (ger saozneg). Kenstrivadegoù etre perc'henned ha saverien-kizhier a vez aozet evit keñveriañ al loened ha dibab pere a zo an nesañ d'ar patrom termenet evit pep gouenn pe pep isgouenn. Koulskoude, nebeutoc'h eget 1% eus niver an holl gizhier a zo loened a-ouenn.

Renket e vez ar c'hizhier all etre kizhier ti hir o blev ha kizhier ti berr o blev.

Pouez ur c'hazh a vez etre 2,5 ha 7 kilogramm (ral a wech en tu-hont da 10 ha betek 23 pa vezont dreistvaget). Bezañ dreistvaget n'eo ket mat evit yec'hed ar c'hazh hag en deus ezhomm bras da bleustriñ e gorf ha da gaout ur reol-voued aozet mat, dreist-holl pa vez miret ar c'hizhier er gêr. Ar c'hizhier bihanañ eo re ar ouenn treid-du (war-dro 2 gilogramm).

Pa vezont dalc'het e-barzh an tiez e c'hell ar c'hizhier bevañ e-pad 15-20 vloaz, hag anavezout a reer ur c'hazh hag en deus bet bevet betek 36 vloaz. Bevañ a ra pellikoc'h peurliesañ ar c'hizhier ti pa ne vezont ket aotreet da vont er-maez (izelaet eo an arvar diwar emgannoù ha gwallzarvoudoù) hag ivez pa vezont difrouezhet (kizhier-mamm) pe spazhet (targizhier). An oberatadennoù-se a zigresk ar riskloù krign-bev eus ar c'helloù pe ar vierezoù. Ar c'hizhier-mamm a c'hell chom hep tapout krign-bev en o bronnoù pa vezont difrouezhet a-raok kasha pe kaout ar c'hentañ klodad. Bevañ a ra ar c'hizhier dizoñv (deuet da vezañ gouez en-dro) war-dro daou vloaz (keidenn) pe nebeutoc'h peurliesañ (nemet paa vez graet war o zro gant tud a-youl-vat, evel e Roma).

An darnvuiañ eus ar c'hizhier o deus divskouarn sonn ha rouez eo an divskouarn pleget evel m'o deus ar chas. Pa vez fuloret pe spontet e kas ar c'hazh e zivskouarn en a-dreñv en ur grozal pe en ur bufal. E pep skouarn ez eus 32 gigenn hag e c'hell bezañ fiñvet ar skouarn hec'h-unan.

Evit mirout o energiezh e kousk ar c'hizhier muioc'h eget meur a loen ha mui-oc'h-mui en o buhez. Keitat an eurioù kousket bemdez a zo 13 pe 14, met 12 pe 16 ivez. A-wechoù ez a betek 20 eur diwar 24.

Gwrezverk normal e gorf a zo 39 pe 40 derez Celsius (37 evit an dud). 

Kredet e vez eo gouest ar c'hazh da bradañ bewech war e bavioù met n'eo ket gwir e pep degouezh. Gwir eo koulskoude e c'hell ar c'hazh, p'emañ o kouezhañ, lakaat e gorf da weañ dre dastaol. Dont a ra eus e varregezh evit lakaat e gorf gwevn war e gempouez. Kavet e vez unan eus an abegoù e-barzh e livenn-gein 60 mell enni (34 hepken evit an Den). Gant-se e c'hell al loen ober ur c'hamm don gant e c'hein.

Ar c'hazh, an dremedal hag ar jirafenn eo ar pevarzroadeged nemeto a c'hell keflusk pavioù ur gostezenn asambles (hag an hini all goude). Pa vez kaoz eus ar c'hezeg a lakaer d'ober evel-se dre ar pleustriñ e vez graet ar paz-inkane eus al lusk-se. E-touez al loened doñv n'eus nemet ar c'hizhier hag a vale war o bizied (evit-se e vezont anvet digitigradioù).
 

Mat-tre eo gweled ar c'hizhier e-pad an deiz, met dibar eo ar gweled e-pad an noz ivez. Pa vez skedus ar gouloù e teu an iris da vezañ ur faout moan-tre evit diwall ouzh ar retina a resev re a c'houloù, ken e vez strishaet tachenn ar gweled. Bez' e c'hell ar c'hizhier gwelout pa vez nebeut-tre a c'houloù p'o deus e-barzh al lagad un organ ispisial anvet an tapetum lucidum. Evel an darn-vuiañ eus ar breizherien, e wel o daoulagad war-eeun asambles ha diouzh-se n'eo ket mat ar gweled war ar c'hostezioù. N'o deus ket ar c'hizhier ur gweled aes gant an tri liv : pa sellont pell e teuz al livioù en o daoulagad.

Barregezh war ar c'hwesha a zo 14 gwech brasoc'h eget hini an Den, rak div wech muioc'h a gelliged santus zo e fri ar c'hizhier ken e c'hellont santout traoù na vezont ket santet gant an dud.

 

Kizhier a vez implijet gant mafia Sikilia da lakaat tan er c'hoadoù




#Article 385: Tabouioù envel (135 words)


Tabouioù envel zo bet o ren e Sina gwechall. Berzet e oa distagañ pe skrivañ (arouezennoù dibar) anvioù an impalaerien hag o hendadoù.

El lizheroù hag en teulioù diplomatel eskemmet etre klannoù e veze doujet mat da dabouioù envel pep klann.

E 1777 e skrivas Wang Xi Hou (王錫侯) anv an impalaer Qianlong war e levr. Kondaonet d'ar marv e voe a-gevret gant ar re kar dezhañ.

Tri doare a oa da chom hep implij un arouezenn bennak.

Daoust ma ne vez ket heuliet pizh an tabouioù-se ken ez eus kalzik a dud a chom hep reiñ d'o bugale tre an hevelep anv hag unan eus o hendadoù c’hoazh. Setu perak e talc’h Sinaiz a-vremañ da gavout diseven mont d'unan bennak dre e anv hag eo rouez-mat kavout un Sinaad anvet Jr. pe an trede.




#Article 386: Penn-ar-Bed (186 words)


Penn-ar-Bed (distaget: ), Finistère e galleg hag ent-ofisiel (distaget: ), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E kornaoueg ar vro emañ, Kemper eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 29 an niverenn roet dezhañ.

Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant. Ar prefeti a zo bet staliet e Kemper, hag ar prefeti mor e Brest. Anvet eo bet diwar un anv kozh roet er Grennamzer da Veg Lokmazhe (e kumun Plougonvelen) bet kredet bezañ ar c'hornôkañ lec'h e kevandir Eurazia, houmañ lakaet da lodenn bennañ ar bed. Hiziv an deiz emañ perzh eus Rannvro Breizh.

Evit sevel departamant Penn-ar-Bed ez eus bet kemeret ul lodenn vras eus Kerne, er su, kontelezh hag eskopti kozh Bro-Leon penn-da-benn, er biz ul lodenn eus Bro-Dreger, hag ul lodennig eus Bro-Wened er gevred, e-tro an Arzhanaou.

E Ploeneg eo bet kavet roudoù koshañ un tan oaled e Europa (deiziataet 400 000 bloaz).

E ardamezioù a zispak ul leon (ardamez Bro-Leon) tal-ouzh-tal gant ur maout (ardamez Kernev) gant pemp erminig a-us (evit 5 departamant Breizh).




#Article 387: Afrika (153 words)


An eil kevandir e-keñver gorread koulz ha poblañs eo Afrika. En em ledañ a ra war 30 221 532 km2 gant an inizi nes dezhi, da lavaret eo war 20,30 dre gant eus gorread an douaroù a gaver er Voul-douar. En e 54 riez ez eus 1 miliard (2010) a annezidi o vevañ, war dro 16 % eus poblañs ar bed.

Dont a ra an anv eus an hini roet gant ar Romaned, Africa terra = douar an Afri (Afer eo an unander e latin), pa n’anavezent nemet lodenn Norzh ar c'hevandir. Pa zeuas Norzhafrika da vezañ ur broviñs roman ne oa douar an Afri nemet Tunizia vodern, Kartada o vezañ ar gêr-benn d'ar mare-se.

Un nebeud martezeadennoù war gerdarzh an anv : 
 

Egipt a veze renket en Azia a-raok an douaroniour Ptolemaios (85 - 165), hemañ eo a lakaas an harz etre Afrika hag Azia a-hed Kanol Suez hag ar Mor ruz.




#Article 388: Paco de Lucía (806 words)


Paco de Lucía, pe Francisco Sánchez Gómez hervez al lezenn, ganet d'an 21 a viz Kerzu 1947 en Algésiras ha marvet d'an 25 a viz C'hwevrer 2014 e Cancún (Mec'hiko), zo ur gitarour flamenco ag ar re vrudetañ, adnevesaet stumm ar sonerezh-se gantan, ha modernaet àr un dro. 

Ganet eo Paco en Algésiras, e kreisteiz Bro-Spagn, nepell a strizh-mor Gibraltar, krouedur yaouankañ un tiad a bemp a vugale. Mab eo d'ar gitarour flamenco Antonio Sánchez, ha da Lucía Gómez. Breur eo d'ar c'haner flamenco Pepe de Lucía ha d'ar soner gitar Ramón de Algeciras.

Paco de Lucía, e anv arzour, a voe dibabet gantan evit enoriñ e vamm : Lucía Gómez. Tapet en doa krog er gitar pa oa 5 bloaz, n'en doa ket 'met sellet doc'h e dad pe e vreudeur.

Ar wezh kentañ ma voe àr ar leurenn dirak arvestourien a voe e 1958, ha eñ 11, e Radio Algésiras. Tapet e voe ar priz ispisial gantan e kenstrivadeg flamenco Jerez, e 1959. Troiadoù sonadegoù a reas adalek neuze, get strollad flamenco an dañsour José Greco e 1961. Seniñ a reas er Stadoù-Unanet get Greco, ha eñ 14 vle hepken ! Du-hont, e New York, eh en em gavas get Mario Escudero ha Sabicas, gitarourien spagnolek brudet anezhe, hag ar re-mañ da vroudañ Paco da seniñ e-unan penn.

Setu enrollet ur bladenn solo gentañ gantan e 1965, ur sonadeg en Teatro Real e Madrid àr ar marc'had, hag anavezet get an holl e varregezh, kement get metoù ar flamenko ha get an dud dre vras. Un ampartiz sebezennus ha touellus dezhañ, ur varregezh dispar evit aoziñ tonioù nevez en ur chom toemm doc'h an hengoun, setu adalek neuze tachennoù nevez da ergerzhet get e vizied ! Adkempenn a reas Paco de Lucía tonioù savet get an aozour-sonerezh meur Manuel de Falla, hag o enrolliñ, ha meur a vle diwezhatoc'h e vo perc'hennet hag enrollet gantan pennoberenn Joaquim Rodrigo, ar c'hConcerto d'Aranjuez. Kenlabourat a ray diwezhatoc'h get sonerien veur ar jazz evel Larry Corryel pe Chick Corea... 

Da c'houde, etre 1968 ha 1977, e reas berzh get e genseurt kanour Camarón de la Isla, ur sapre unan ken brudet arall ! Un dek pladenn bennak a voe frouezh ar c'henlabour-se. 

Ha tro ar ble 80 setu eñ é seniñ gant Al Di Meola ha John Mc Laughlin, sonerien jazz anezhe (ha muioc'h evit-se ! arnodennourion àr dachenn ar sonerezh kentoc'h). Enrollet eh eus bet pladennoù fiskal, ha troiadoù sonadegoù amañ hag ahont, er Stadoù-Unanet hag e lec'hioù arall. E 1981 e voe savet an trikon a-stroll get ar c'hitarourien-se. Ar bladenn « Friday Night in San-Francisco » enrollet e-pad un droiad sonadegoù er bed a-bezh a voe da heul hag a reas berzh. Passion, Grace and Fire, a zo ur bladenn fiskal arall savet gantan (1983).

Gouiet en deus teuziñ stumm ar flamenco mod kozh get ur stumm nevez, ijinet getoñ, a-benn sevel pladennoù ag ar choaz, dezhañ un doare da seniñ hag a vez prizet kement get tud an hengoun ha get selaouerien na oant ket toemm o diskouarn doc'h ar flamenco e-raok. Moned a ra pelloc'h evit ar flamenco, digoret en deus ar sonerezh-se d'ar bed a-bezh, piv ne vezhe ket bamet pa vez klevet e donioù, ha gwelet e vizied é redek àr troad e gitar ? Ur mailh àr ar picados hag ar rasqueados anezhañ !

A-hed ar wezh en deus kendalc'het Paco da seniñ get e strollad dezhoñ Paco de Lucía Sextet (get e vreudeur Ramón ha Pepe).

E-raok pleustriñ àr oberenn aozour-sonerezh Joaquín Rodrigo Concierto De Aranjuez e 1991 n'en doa ket desket biskoazh da lenn notennoù ar sonerezh. Neuze e teuas a-benn da seniñ lodenn vrasañ ar c'hConcierto memestra en ur selaou enrolladennoù kent. Marteze ne zouje ket rik doc'h an oberenn (ha doc'h an notennoù a-orin peurgetket) met kavout a rae dezhañ e oa pouezusoc'h ar lusk pa oa ur gwir sonour flamenco anezhañ.

Eilet en deus get e c'hitar kanerion flamenco, hag an hani brudetañ Camaron de la Isla, 10 album en deus enrollet gantañ, un eilerez doc'h an dibab evit mestr ar c'han flamenco.

Nevesaet en deus Paco de Lucía ar flamenco, levezon ur yoc'h gitarourien en e c'hoari sur aset. Setu a-drugarez dezhañ ha d'un nebeud re 'rall e oa bet kresket brud ar flamenco er bed a-bezh, pelloc'h evit bevennoù bed hengounel ar sonerezh-se, hep dinec'hiñ spered sevenadur ar flamenco. Bet en deus Paco De Lucía priz Priñs Asturia an Arzoù (paeroniet get Priñs penn-her rouantelezh Bro Spagn) e Oviedo (Asturia) e dilost-amzer 2004. Unan ag ar re wellañ e-touez kannadourien sevenadur bro Spagn er bed diàr pozioù ar juri hag ivez : Rac'h ar pezh a c'hell bout estaolet get 6 kordenn ur gitar a c'hell donet ag e zaouarn, get from don ar gizidigezh (pe un dra bennak tost a-walc'h !!!).




#Article 389: Skol Walarn (138 words)


Skol Walarn a vez graet eus an emsav lennegel bet krouet ha lusket gant Roparz Hemon etre an daou vrezel. Dont a ra anv al luskad eus hini ar gelaouenn lennegel Gwalarn savet gant Hemon e 1925. Meur a skrivagner brezhonek brudet zo stag ouzh al luskad-se. Tu zo da venegiñ Youenn Drezen, Jakez Riou, Abeozen, Xavier Langleiz ha Roparz Hemon e-unan.  Ijinet eo bet an droienn Skol Walarn gant Youenn Olier  

Pal ar walarnerien, evel m'eo bet graet eus outo, a oa modernaat ar brezhoneg en ur glask sevel oberennoù a c'hellfe bezañ war ar memes live ha reoù savet e yezhoù all. Evit reiñ patromoù d'ar skrivagnerien all, troet o deus forzhig oberennoù eus ar saozneg, ar spagnoleg, ar rusianeg, ar gresianeg kozh hag all.

Evit anaout anvioù ar skrivagnerien, sell ouzh Roll skrivagnerien Skol Walarn




#Article 390: Taksonomiezh (289 words)


An daksonomiezh, pe taksinomiezh (gresianeg ταξινομία taxis : rummatadur et nomos : lezenn) a zo unan eus kelennoù ar vevoniezh, he fal dezhi sevel rummatadur reizhiadek ar bevien. Kavet e vez ivez un termen nes da daksonomiezh e meur a yezh. 
 

An holl rummatadurioù a vez dispaket dindan stumm ur wezennad (ken e vez kaoz eus ur rummatadur gwezheñvel) o kregiñ gant ur wrizienn, houmañ oc'h endelc'her an holl vevien a zo eus outo pe a zo bet hag o pignat betek an hiniennoù.  

Pep skoulm ar wezennad a zo un takson, ennañ an istaksonoù diorroet diwar ar skoulm.

Carl von Linné, (1707 - 1778), ur skiantour svedat, en deus kinniget diazezoù ar rummatadur reizhiadek hag a zo bet kelennet betek kreiz an XXvet kantved. Diamzeret eo bremañ peogwir e oa bet ijinet diwar menozioù ar mare : denheñvelouriezh, krouidigezhouriezh pa ne oa ket bet dizoloet emdroaderezh.

An denheñvelouriezh a zo bet diskaret gant Charles Darwin pa ginnig e 1859 ur rummatadur diwar al lignezouriezh. Hervezañ, ma 'z eus bet un emdroadur, ret eo rummata ar spesadoù diwar derez ar gerentiezh o-deus etrezo.

Goude Darwin e oa klasket respont d'ar goulenn piv a zo diwar piv? hag e oa re pouezet war renabliñ al lignezoù. E kreiz an XXvet kantved eo bet komprenet eo pouezusoc'h hag efedusoc'h klask piv a zo nes da biv ha heuliañ tostadur ar filogeneliezh. 

Hervez ar filogeneliezh, e tleer kemer evit abegoù ar rummatadur derezioù ar gerentiezh. Gant ar bennaenn-mañ ez eus bet savet gwezennadoù filogeneliezhel o deus degaset muioc'h a gomprenidigezh p'eo posupl rakwelout bezañs spesadoù zo. Bez e c'heller lavarout eo bet tostadur ar filogeneliezh un disoc'h eus teorien an emdroaderezh, met ar gwezennadoù savet diwarni o deus kaset prouennoù an deorienn-mañ.




#Article 391: Argompezenn (202 words)


Pazenn gentañ an argompezenn a zeu diwar c'hrignerezh ar stêrioù. E takadoù 'zo, goude m'eo bet tizhet al live diazez gant red an dourioù e teu ar c'hrignerezh kostezel da grignañ an douaroù uhel etre ar stêrioù. Erfin, p'eo bet lamet kement takadig en nec'h e teu an takad da vezañ ur gompezenn hep merk a dorosennadur. Ma'z a ar gompezenn da vezañ plaen-tre e weler ar stêrioù o kildroenniñ pe o stummañ kanoligoù. Ma vez bountet da dizhout ul live uheloc'h diwar savidigezh menezioù nevez en tiriadoù nes e krign ar stêrioù an douaroù en-dro ken ez a ar c'hildroennoù da vezañ engravet hag e weler lammoù-dour.

En hoalad kentañ e savas ar plegoù herkiniat diwar plegañ ar c'hoc'hennoù deuet gant sav-disav ar mor (krag ha pri a bep eil). En eil hoalad e teuas Breizh hag an torosad Arvorig da vezañ un argompezenn. En trede hoalad, goude ma oa bet beuzet kazi holl Breizh gant ar mor oc'h uhelaat diwar teuzidigezh ar skornegoù e voe lakaet douaroù Breizh d'ul live uheloc'h diwar an nerzhioù o deus krouet an Alpoù. Fraihlet e voe meur a dakad, darn anezho uhelaet, darn all izelaet ha kleuzet e voe kaniennoù gant meur a stêr.




#Article 392: Pengő (235 words)


Ur moneiz hungarat kozh eo ar pengő. Implijet eo bet etre an 21 a viz Genver 1927 hag an 31 a viz Gouere 1946 ma voe erlec’hiet gant ar florin  (Forint) goude ur prantad gourmonc’hwezh spontus. Rannet e oa ar pengő e 100 fillér.

Goude ar Brezel bed kentañ he deus bet ar gurunenn Austrian-ha-Hungarat da c’houzañv ur feur monc’hwezh uhel. En Hungaria e voe degaset ur moneiz nevez, ar pengő, a dalveze kement a 12500 kurunenn. Ur c'hilogramm aour a dalveze 3800 pengő ent ofisiel. Kouslkoude, ne c’hoarvezas ket gant ar pengő an hevelep tra ha gant ar gurunenn ha morse ne voe produet pengő aour ebet.

Goude an eil brezel bed e kollas ar pengő e dalvoudegezh. Warnañ e kouezhas gwalenn ar gourmonc’hwezh uhelañ bet c’hoarvezet biskoazh. Adtalvoudekaet e voe ar pengő neuze. Met ne voe harz ebet d'ar gourmonc’hwezh ha troellenn ar prizioù a oa digabestr ken na voe ranket degas an niveradur uhelañ bet gwelet biskoazh betek tizhout ar mil trilion (mil miliard a viliardoù, 1021) a bengőioù. s.o. ar . Moullet e voe hep bezañ skignet gwech ebet. An niveradur uhelañ bet implijet eo bet 100 trilion, 1020 a bengőioù; s.o ar .

A-benn neuze, n'halle mui armerzh Hungaria bezañ stabilaet nemet dre ur moneiz nevez; kement-se a voe graet d'ar 1 a viz Eost 1946. Krouet e voe ar forint evit ur c’henfeur a 400 pevarlion (4times;1029) a bengőioù.




#Article 393: Gourmonc'hwez (109 words)


Graet e vez gourmonc’hwez (diwar gour + monc’hwez) eus ur monc'hwez uhel-kenañ. Philip Cagan a ra gant gourmonc’hwez pa vez uheloc’h ar feur monc’hwez miziek eget 50%.

En un toullad broioù latinamerikan eo savet ar prizioù betek feurioù uhel-kenañ er bloavezhioù 1980. Lod broioù o deus tizhet 400% monc’hwez ha re all muioc’h zoken. Un anadenn a vez graet gourmonc’hwez anezhi. Gant ar gourmonc’hwez e saver ur bazenn ouzhpenn. Ur saviad dibar eo, disheñvel diouzh ar monc’hwez boas, gant kudennoù dezhañ e-unan a c’houlenn displegadurioù ha diskoulmoù disheñvel. Pa vez gourmonc’hwez n'eo ket prest an dud da virout arc’hant ganto ken abalamour d'ar fonnus ma tigresk an dalvoudegezh anezho.




#Article 394: Monc'hwez (198 words)


Monc’hwez a zo ger malizenn savet diwar moneiz ha c'hwez. Ur ger all a zo: revoneizadur.

Monc’hwez zo un termen armerzhel. Implijet e vez evit dezverkañ kresk hollek live ar prizioù. 
N'ouzer ket mat perak e teu monc’hwez. Hervez an armerzhourien klasel e vefe un darempred kontrol anvet krommenn Phillips etre ar monc’hwez hag an dilabour. Milton Friedman koulskoude en deus dispennet an deorienn-se.

Pa ne vezer ket evit mestroniañ ar monc’hwez ken ha heñchañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a reer gourmonc'hwez dioutañ. Gant ar gourmonc’hwez e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwez war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar mont-en-dro an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwez bet c’hoarvezet en Alamagn (1920), e Rusia hag en Arc’hantina.

Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwez c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an danframmoù armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a argerzhadur bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwez da steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.




#Article 395: Gouren (232 words)


Ar gouren a zo ur sport emgannañ a-zaou hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh. Ne c'heller implij nep arm nemet reoù an izili hag ar c'horf. Meur a zoare a vez kavet e pep bro ken he deus Breizh he hengoun dezhi (gouren breizhek) hag e vez meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.

Ar gouren libr a zo bet degemeret er C'hoarioù Olimpek e 1901.Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren a veze pleustret en Olimpia e-pad ar C'hoarioù olimpek kozh hag e veze priziet gant Gresianed kozh p'en em gannent en noazh, met gwisket gant eoul olivez evit ma vije diaes kregiñ en izili ar gourener all. 

Daou stil gouren a vez kavet : ar gouren gresian-ha-roman m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog el lodenn eus ar c'horf zo dindan ar gouriz hag ar gouren libr. Ouzhpenn-se e weler gourenoù m'eo difennet chom e gourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel ar gouren breizhek hag ar gouren skosat) hag an darn vuiañ eus ar re all.

Peurliesañ e vez pleustret ar gourenoù gant amatourien. Ar broioù o deus kaset d'ar C'hoarioù olimpek ar c'hourenerien wellañ a zo bet Iran, ar Stadoù-Unanet, Rusia, Bulgaria, Hungaria, Sveden, Finland ha Turkia.

Dre skeudenn e vez implijet ar verb gouren evit ar ster zo gant stourm enep un dra fetis pe difetis.

 




#Article 396: Gouren breizhek (767 words)


Ar gouren, anvet ivez gouren Breizh pe gouren breizhek evit e zishañvalout diouzh ar gourenoù all, a zo un doare gouren na vez pleustret nemet e Breizh diwar un hengoun a c'heller kavet ar roudoù er Grennamzer pa veze priziet-kenañ gant an dudjentil. Pleustret e vez gant daou emganner a zo o fal dezho diskar an eneber. Arabat chom en e c'hourvez ha pa gouezh un emganner e tle en em lakaat war sav diouzhtu nemet m'eo kouezhet hag e divskoaz o stekiñ d'ar pallenn. Ober lamm  eo an dra-se, da lavaret eo eo aet ar maout gant an eneber chomet en e sav.

E 1455, an dug Pêr II, pa'z a da Vourges evit kejañ gant ar roue gall Charlez VII, a zo bet ambrouget gant ur skipailh gourenerien (en o zouez, Olier eus Rostrenn, Erwan eus Kergoad, Gwion eus Kergwirez ha Yann ar Moal).
Adnevesaet ar gouren breizhek gant ar FALSAB, un aozadur krouet gant an Doktor Charlez Kotonneg.

Ar gouren a zo ur sport hengounel e Breizh. Emporzhiet eo bet en Arvorig get bretoned Breizh-veur er 4vet kantved, d'ar mare ma'z int bet skarzet ag o bro get meuriadoù norzhel.

Dont a ra ar gouren ag ar vroioù keltiek. E-pad pell ez eo chomet ur boelladenn implijet dreist-holl get emgannerien breizhad. Gwarnet en deus eus an amzer-se ur spered marc’heger a vez adkavet hiniv er le dibunet get ar gourenerien a-raok pep krogad.

Tournezoù bras a zo aozet e Pariz, met memes get an taolioù-sikour-se e vez tamm ha tamm disoñjet ar gouren. 

Dibunnet get ar gourenerien a-raok pep kejadenn, tre dirak an tredeogour. Plaseet int e div golonenn an eil dirak egile. Ret eo dezho lakaat o brec'h dehou e memes uhelder ag o skoaz e-pad al le, ag a zo laret e brezhoneg da gentañ hag e galleg da c'houde. E fin an dibunadeg en em kemeront a-vriad get an hani a zo dirak.

Hag e Galleg

Ar feulster e-pad ar c'hrogad a zo difennet : n'ez eus ket ar gwir da skeiñ, tagellañ. Ur gourenadenn a c'hell bout kastizet m'he deus lakaet an enebour e dañjer. Kastizet e vez ivez ar feulster dre gomz, ma vez kunujennet an enebour pe an tredeog.

E pep stad ag an araokadenn eh eus diazezoù a rank bout mestroniet : div gourenadenn, disheñvel e-keñver ar rannig, met ivez anaoudegezh teknikoù ha reolennoù ar Gouren. N'eh eus nemet ar Monitourion Kevredadel o deus ar gwir da lakaat da dremen ha da reiñ ar Rannigoù.

	:

Dipand a ra eus ar rummad oad hag ar kampeonnad.

E-keñver ar rummad oad ha pouez e vez graet ar c'hampeonnadoù. Pe dre skipailh pe hiniennel int.

Reiñ a ra er fin klasamant ar c'hluboù e-keñver ar rummad oad hag unan all kentoc'h hollek anvet Kip Breizh ar Skolioù.

Ur c'hampeonad dre rummad pouez ha oad.

Tournez hinienel. Kej a reont ar gwellañ gourenerien ag an departamant.

Kejadenn ar gwellañ gourenerien ar mare-bloaz. Un tournez hinienel eo, get titr Kampion Kevredadel ar blez da c'hounit.

Pep 2 vlez eh eus Kampeonadoù Europa ar Gourenoù Keltiek Senior ha Spi. Ha pep vlez e vez aozet tournezoù etrevroadel e-barzh mar a vroioù european.

Stad kentañ ar stummadurioù eo. An holl gourenerien o deus 14 vlez da nebeutañ, get ar rannig orañjez, a c'hellont heuliiñ ar stummadur-se. E-penn kantañ e sikour an deraouer ar monitour e-pad ar prantadoù. Tu 'zo dezhañ kemer e karg ur strollad gourenerien (chom a reont memestra dindan karg ar monitour pe un den gour ag ar skol) evit ober tommadur ar c'horf, sterniañ ur c'hoari hag eilañ ar monitour er mare teknikel.

Ar monitour a zo koupabl da reiñ kentelioù er ur skol gouren. Gellout a ra bout sikouret get un deraouer. Koupabl eo da gemer perzh e buez ar c'hlub, er vuez kevredadel. Diouzh ar c'hoarvez e c'hell sikour e-barzhstummadur un deraouer. 

An diplom-mañ a zo digor evit ar gourenerien a zo dija monitour. Ouzhpenn gwiriekaat ar memes baregezhioù, e ro ur gopr. Un diplom ag ar stad eo, neuze eo ministrerezh ar sportoù a ro anezhñ. Evit an arnodenn-se eh eus :

Evit ar BEES 2 eo ret bout piaouer ag ar BEES 1 abaoe 2 vlez, kaout baregezhioù ar BEES 1 hag erruout da gaout ar re-se :

Bout eh eus 2 ziplom tredeog. An hani kentañ a ro tu da tredeogiñ pep kampeonad kevredadel, n'eus forzh al live. An eil hini a ro tu da tredeogiñ ar c'hampeonadoù etrevroadel él  .
Digor eo da pep hini, gourener pe tudoù.

Le Bris du Rest, Erwan. La lutte bretonne : un sport traditionnel. Musée de Bretagne, 1978.




#Article 397: Torosennadur (112 words)


An torosennadur a zo furmoù a c'heller gwelout war gorre an Douar pe dindan ar mor. Ar geomorfologiezh eo ar skiant a bled gant studi ar furmoù bras ha bihan krouet diwar fiñvoù diavaez ar Voul-Douar hag int a vez studiet gant kelenn an tektonik. An abeg brasañ eus ar furmoù a zo disoc'h ar c'hrignerezhoù a c'heller kavout e pep lec'h : krignerezh an dourredennoù, krignerezh an avel, krignerezh ar mor. Dre vras e vez krignet an uhelennoù hag en o zouez ar menezioù a vez krignet diehan. Koulskoude e kendalc'h uhelaat meur a venez, rak diwar ar c'hoari etre plakennoù tektonikel ar bluskenn e teu ar menezkrouadur (orogénie ?) ingal.




#Article 398: Tour-tan (229 words)


Un tour-tan a zo ur sistem arouezadur war ar mor staliet en un tour gant ur benveg goulaouiñ ouzh krec'h. Peurvuiañ e vez savet an tourioù-tan war an aodoù evit ma c'hellfe ar bigi hag al listri gouzout  e pelec'h emañ an dañjer: (kerreg, bazinier) pe e pelec'h emañ ar porzhioù.
Hiziv an deiz e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ an tourioù-tan gant al listri modern, pa implijont sistemoù lec'hiadur nevez dre skingomz, dre sonar ha dre loarelloù. N'eus ket muioc'h eget 1 500 tour-tan o vont en-dro er bed ken. 
  

En Henamzer, war a greder, e oa bet staliet an tourioù-tan kentañ evit bastañ da ezhommoù ar verdeadurezh c'hresian ha goude d'an hini roman pa oa war-gresk er Mor Kreizdouar. Evit diskouez lec'hiad an aodoù hag ar porzhioù e oant staliet. Gant tan e veze graet ar gouloù, diwar eoul peurliesañ.
An tour-tan brudetañ en Henamzer a oa an hini savet war enez Pharos (gwelet anv gallek an tour-tan : ) e perzhier porzh Aleksandria en Egipt. Adkavet 'z eus bet e dibenn an  kantved ul lodenn eus e vein-ben kouezhet er mor goude ur c'hren-douar c'hoarvezet kantvedoù 'zo.

E kembraeg eo goleudy hag e kerneveureg golowji, diwar skouer ar saozneg lighthouse, da lavaret eo goulaoudi; er yezhoù gouezelek eo ti-gouloù gant teach solais en iwerzhoneg, thie soilshee pe thie sollyshe e manaveg, ha tigh soluis pe taigh-solais e skoseg.




#Article 399: Mezozoeg (153 words)


Ar Mezozoeg, bet anvet Eil hoalad, a zo un hoalad douarouriezhel en deus padet etre -251 à -65,5 milion bloavezhioù. E korf an amzervezh-mañ en deus tarzhet spesadoù bronneged ha dinasaored. 
Echuiñ a ra gant Marvedigezh ar C'hleizeg. 

E deroù ar Mezozoeg e oa tolpet an holl douaroù divoret en ur dreistkevandir, ar Pangea. E korf an hoalad en em zisrannañ ar Pangea etre daou gevandir bras, Laurazia ha Gondwana.

Laurazia a ya d'en em zisrannañ ivez etre Norzhamerika ha Eurazia ha Gondwana a zo bet orin pevar kevandir : Suamerika, Afrika, Aostralia hag Antarktika.

Oadvezh an dinosaored a zo unan eus anvioù ar Mezozoeg hag en amzervezh-mañ eo bet gwelet diorroadur al laboused kentañ, ar bronnegeg kentañ hag ar plant angiosperek. Pep a stumm buhez a vez kavet ha pa ve dindan ur stumm kentidik (evit ar bronneged, da skouer).

Rannet e vez ar Mezozoeg etre tri sistem : 

Skeul amzervezhioù douarouriezhel




#Article 400: Kenozoeg (147 words)


Kenozoeg eo an anv a roer d'un hoalad douarouriezhel hag en deus kroget 65,5 milion a vloavezhioù 'zo, goude steuziadur an dinosaored e diwezh ar C'hleizeg. En hoalad-se emaomp atav.

Rannet e vez ar Senozoeg etre daou reizhiad:

Dilezet eo bet ar rannadur etre an Trede hoalad hag ar Pevare hoalad, ar re-mañ teuziet er Senozoeg bremañ.

Er rummatadur diwezhañ e veze meneget ar Pevare hoalad evel ur prantad a zeue goude an Neogenel (ennañ ar Pleistosen hag an Holosen), met bremañ e vez astennet an Neogenel beteg hon amzer-ni. 

Ar Senozoeg eo hoalad ar Bronneged, simpl o stummoù er penn-kentañ, o deus diforc'het e meur a skourrad loened douarel, morek hag aerel.

Emdroad an Angiospered a zo bet perzh bras all ar Senozoeg. 

E-keñver an douarouriezh e c'heller merkañ en deus kendalc'het dilec'hiadur ar c'hevandiroù betek o lec'hiadur a-vremañ :
 
Kendalc'het eo bet isrannadur ar Gondwana: 




#Article 401: Roparz Hemon (3112 words)


Roparz Hemon eo anv-pluenn Louis-Paul Nemo hag a oa ur skrivagner brezhon, bet ganet e Brest d'an 18 a viz Du 1900, hag aet da Anaon d'an 29 a viz Mezheven 1978 e Dulenn (Iwerzhon). E labour zo fonnus ha bet eo bet barzh, dramaour, embanner, geriadurour, kelaouennour, kazetenner skingomz, kelenner, romantour, troour ha yezhour.

Roparz Hemon zo gwelet evel skrivagner meur an , an hini en deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg en ugentved kantved hervez Remont ar Porzh. Ali eo al lod vrasañ eus ar vurutellerion war al lennegezh vrezhonek evel Abeozen, Fañch Morvannou, Youenn Olier, Yann-Ber Piriou pe Lukian Raoul.

Skrivañ a reas e-doug muioc'h eget hanter-kant vloaz, adalek deroù ar bloavezhioù 1920 betek ar bloavezhioù 1970. Pleustriñ a reas kement doare skrid a zo en ur sevel oberennoù barzhoniel, c'hoariva, komz-plaen, skridvarnerezh, troidigezhioù... Ur gouizieg war ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek e voe ivez.

Gouestlañ a reas e vuhez a-bezh d'ar brezhoneg ha meur a ziskibl en deus bet.

Ganet e voe Louis Paul Nemo d'an 18 a viz Du 1900, en ur ranndi e niverenn 32, Grand'Rue, e Brest, ar straed Pasteur hiziv-an-deiz. Tad Louis Paul Nemo a oa un emzivad bet kavet ha kaieret Nemo gant ar velestradurezh. Hemañ a laboure er velestradurezh vrezel. An tiegezh a oa bet o chom e Brest hag e Toulon hervez amstaeloù an tad.  E vamm, Julie Foricher he anv plac'h, a oa he familh eus Goueled-Leon ha skolaerez e oa eus he micher.

C'hwec'h bugel a oa en tiegezh : Marie, Louis Paul, Aimée ganet e 1902, Jean ha daou arall hag a varvas en o oad tenerañ., an holl anezho desavet en un doare bourc'hiz e galleg. Tost e chomas Louis Paul ouzh e c'hoar Aimée a-hed e vuhez ; honnezh a zeuas da vout renerez lise ar merc'hed e Brest en he oad gour.

A-vihanik e klevas brezhoneg en e diegezh dre hanterouriezh e vamm-gozh a-berzh mamm ha hini koskor an ti. Div eus ar mitizhien dreist-holl, Mari Urien ha Jeannette Omnes, o doa bet ul levezon war entan ar paotrig e-keñver ar brezhoneg pa ganent alies er yezh-se hag e lennent kontadennoù pobl dezhañ. Hervez e desteni e kenskrivas gant Frañsez Vallée adalek 1915, evit resev e gelaouenn Kroaz ar Vretoned.

Louis Paul Nemo a reas e studi e lise Brest, kent mont da Bariz, da lise Sant Loeiz, evit prientiñ kenstrivadeg an École Polytechnique (“Skol Boliteknik”) e 1918. Fellout a rae dezhañ, war atiz e gerent, dont da vout ofiser a vor. Peogwir e skoas klañv e nac'has kenderc'hel gant ar mennad-se hag e krogas da studiañ ar yezhoù.

Mont a reas da Vwcle (Kembre) e 1919 evit gwellaat e anaoudegezh eus ar saozneg. War-lerc'h e tremenas ur bloavezh studi e skol-veur Leeds.

Distreiñ a reas da Vreizh evit ober e goñje. En em gavout a reas en ur rejimant kanolerion war varc'h, a-gevret gant Jakez Kerrien, e Gwened evit ober e amzer soudard.

Adalek 1922 e oa studier e skol-veur La Sorbonne e Pariz betek bout skolveuriad war ar saozneg e 1924. D'ar c'houlz-se e oa krog da zeskiñ brezhoneg e kelc'h keltiek Pariz gant Yann-Eozen Jarl.

Anvet e voe da gelenner war ar saozneg e lise ar baotred e Brest adalek 1925 betek 1939. E-pad an abadenn neveziant e reas ur brezegenn diwar-benn “meuleudi al leziregezh”. Anvet e veze “an aotrou Nemo” gant al liseidi koulz ha gant ar gelennerion arall. Anavezet e oa evel un den sioul, sekred ha dilavar.

Mont a reas e darempred gant emsaverion p'edo o studiañ ar yezhoù e Pariz adalek 1922. Da heul e reas anaoudegezh gant ur yoc'h mat a dud eus an Emsav, tud yaouank ha tud kozh, koulz rannvroelourion, emrenerion ha broadelourion. En e levr An dud am eus anavezet e kaver e zezrevell eus an anaoudegezh a reas gant emsaverion ha yezhourion war ar brezhoneg e Pariz pe e Breizh evel Jakez Kerrien, Yann Sohier, Jakez Riou, Emil Ernod, Frañsez Debauvais, Meven Mordiern, Tangi Malmanche, Abeozen, Jarl Priel, Youenn Drezen pe Langleiz etre an daou vrezel-bed.

Dindan an anv Roparz Loeiz Hemon e sinas e bennad kentañ evit Breiz Atao e 1923, “An diouganer”. Klasket en doa lakaat ur pennad a-zivout dispac'h Iwerzhon da vout embannet a-raok er gelaouenn Feiz ha Breiz, hogen diembann e chomas hennezh. 

Al lesanv Roparz Hemon a zibabas pa vage un estlamm d'ar skrivagner ha barzh saoz Rupert Brooke, bet lazhet er brezel, er bloavezh 1915. P'edo war ar studi e oa lakaet ar skrivagner-se da studiañ. Stumm brezhonek Rupert eo “Roparz”. E anv-pluenn “Hemon” a voe ur c'hoari diwar e anv Nemo, lakaet da hañvalout breizhekoc'h war un dro ha marteze un dave da Louis Hemon, ur skrivagner eus Brest. Derc'hel a reas gant an anv-pluenn-se e vuhez-pad, koulz evit e skridoù lennegel hag evit e skridoù a yezhoniezh.

Adalek 1925 e krogas da verañ ar gelaouenn Gwalarn savet e Pariz a-gevret gant Olier Mordrel, ur stagadenn lennegel da Breiz Atao da gentañ. E brezhoneg e veze skrivet hepken. Gwalarn a zeuas da vout ur gelaouenn emren distag diouzh Breiz Atao kentizh ha 1926. Adalek 1932 e krouas Kannadig Gwalarn, a oa poblekoc'h e zanvez eget hini Gwalarn a oa uhel ha lennegel-rik.

Roparz Hemon a grogas da gelenn ar brezhoneg gant Skol dre Lizer Gwalarn, savet e 1928 pe “Brezhoneg ar vugale” d'ar memes bloavezh. Dre hanterouriezh Gwalarn e savas un dastumad testennoù aes evit an deraouidi anvet “Levriou pemp gwenneg”, skrivet en ur brezhoneg eeun. 

Adalek diwezh ar bloavezhioù 1920 ez ae ingal da gendalc'hioù ar Bleun-Brug a-benn arvestiñ ouzh ar pezhioù-c'hoari savet gant Tangi Malmanche pe veleion 'zo, a-benn o diverrañ evit Gwalarn. Enno e reas anaoudegezh gant tud eus an emsav kristen evel Yann-Vari Perrot ha Maodez Glanndour. Daoust dezhañ bout neptu a-fet relijion e komprenas Roparz Hemon e oa katoliked dreist-holl eus lennerion ar brezhoneg. Klask a reas skignañ e levrioù evit ar vugale er skolioù kristen, o vout ma oa an darn vrasañ eus lennerion Gwalarn mistri-skol en deskadurezh katolik. Adalek 1937 e kemmeskas e oberenn Brezhoneg ar vugale gant ar striv renet gant Remont ar Porzh eus ar Bleun-Brug, evit lakaat brezhoneg er skolioù kristen dindan anv Ar Brezhoneg er skolioù.

Enrollet el lu gall e voe lakaet da servijout e kreizenn jubennourion an arme en Auxi-le-Château (Pas-de-Calais). Gloazet e voe e penn-kentañ ar brezel gant ur strinker-tan e Crécy-en-Ponthieu (Arondisamant Abbeville, er Somme), d'an 23 a viz Mae 1940. Prizoniad e teuas da vout d'ar 24 a viz Mae 1940 ha kaset da ospital Saint-Riquier (Somme). Toullbac'het e voe e kamp Alexisdorf hag en unan arall e-tal Berlin e-men e veze tolpet Brezhoned gant Alamaned a-benn o lakaat da labourat a-enep Bro-C'hall.

Distro da Vreizh e kendalc'has da verañ Gwalarn. Meur a gelaouenn a roas lañs dezho e-pad ar brezel : ar gelaouenn Sterenn savet e 1940, un dastumad skridoù lennegel pe skiantel, hag ar gelaouenn Arvor a savas e 1941, ur gelaouenn divyezhek er penn-kentañ, hag e brezhoneg hepken buan-kenañ, graet evit an holl, e doare kent Kannadig Gwalarn a oa aet da get en abeg d'ar brezel. Er gelaouenn Arvor e skrivas meur a bennad enep-yuzev dre an anv-pluenn Pendaran.

D'ar 1añ a viz Kerzu 1940 e sinas a-gevret gant Markiz an Estourbeillon ha Frañsez Jaffrennou ur reketig anvet Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français (Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall) evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù.

Distrujet e voe e ranndi e Brest gant ur vombezadeg da zeiz Lun Fask 1941 en 12, plasenn La Tour d'Auvergne. Dilojañ a reas da Wengamp da gentañ, d'ar 7, straed ar Salioù. War-lerc'h ez eas da Roazhon da vevañ adalek ar 1añ a viz Gouere 1941. Gant distrujadenn e ranndi e Brest e kollas ur paot-mat a oberennoù en doa skrivet kent, notennoù yezhadur hag all.

Dont a reas da vout speaker war Radio Roazon-Breiz ma teuas da vout rener da-c'houde. Labourat a rae dindan veli an Alamaned ken a-fet melestradurezh, ken a-fet kealiadurezh. Er skingomz-se e reas an abadennoù brezhonek kentañ. Sevenadurel-rik e oa an abadennoù-se. E-touesk ar pezhioù-c'hoari a ginnigas war gwagennoù Radio-Roazon e voe skignet unan eus e oberennoù : Roperzh Emmet.
Paeet e oa e labour gant ar Propaganda Staffel.

D'an 8 a viz Gouhere 1941 e kemeras perzh en un emvod a-benn peurunvaniñ doare-skrivañ ar brezhoneg. Se a oa diwezh ul luskad kroget un nebeud bloavezhioù kentoc'h, gant ar re a veze graet peurunvanerien anezho. En emvod en em gavas tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ Emgleo ar Skrivagnerien, savet e 1908 gant Frañsez Vallée, evel Frañsez Kervella, Yann-Vari Perrot, Pêr Bourdellez, Fañch Elies Abeozen ha tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ hengounel eskopti Gwened evel Loeiz Herrieu, Roperzh ar Mason pe ar yezhour an tad Le Goff. Un emglev a voe kavet dindan anv ar skritur peurunvan ha kerkent ha diwezh ar bloavezh 1941 e voe aotreet ar skolioù d'ober un eurvezh brezhoneg bep sizhun, e-maez an eurvezhioù ret. Buan a-walc'h etre 1941 ha 1942 e voe graet gant ar skritur peurunvan-se gant an emsaverion.

Dont a reas Roparz Hemon da vezañ rener ar Framm Keltiek, ur bloaz war-lerc'h e grouidigezh e miz Here 1941 gant Leo Weisgerber, un aozadur sevenadurel a vode arzourion, furcherion, enklaskerion...Ar savadur-se a hañvale bout levezonet gant an Deutsche Forschungsgemeinschaft (Fondezon alaman evit an imbourc'h, un doare CNRS alaman).
Evel ma tiskouezas fichennoù-titouriñ laosket gant an SD alaman hag adkavet gant an Amerikaned e Roazhon e 1944-1945 e kenlabouras gant an Alamaned ez-politikel en ur gemer perzh e savidigezh an teuliadoù a-enep ar prefed François Ripert..

E dibenn ar brezel e tec'has war-du Alamagn en ur c'harr-samm gant broadelourion arall e miz Eost 1944.  Harzet ha prizoniet e voe e penn-kentañ miz Genver 1945.

E fin ar brezel e voe rebechet outañ e skridoù enepgall hag enepyuzev . Adalek 1931 e oa pellaet diouzh lod eus e skridoù bet embannet etre 1923 ha 1929.

Harzet e voe, ha prosez a voe da-heul dre m'en devoa taget « surentez diavaez ar Stad ». Ar brezegenn-damall a spisa ar pezh a zisklêrias Roparz Hemon evit e zagañ hag e lakaat da vout anavezet evel den kablus : Emziskleriañ a ran a-du, nemetken war an dachenn sevenadurel a zo hon re, gant ur c'henlabour leal gant ar pobloù a gizell an Europa Nevez dindan va daoulagad e-pad un emvod foran eus ar Framm keltiek e Roazhon..

Goude ur bloavezh toull-bac'h a ziarbenn e prizon Jacques Cartier e Roazhon e krogas e brosez d'ar 15 a viz Meurzh 1946. En em zifenn a reas en ur lavarout e oa ur gouizieg ha n'en doa obererezh politikel sirius ebet, ha neuze levezon, pa oa dalc'het Bro-C'hall gant an Alamaned  ha difennet eo bet gant miliadoù a Gelted tramor o doa komzet en un doare mat anezhañ . Ne voe ket barnet evit ar prosez a dreitouriezh a oa bet savet enep dezhañ hogen kondaonet e voe d'ar 31 a viz Mae 1946 d'un divri vroadel e-pad dek bloavezh. 

Diwar-neuze e kollas e statud a gelenner en deskadurezh-Stad.

Dreistbevañ a reas un nebeud amzer e Pariz ha mont kuit a reas da Iwerzhon e miz Gouhere 1947, ma labouras evit an Institute for Advanced Studies (“Savadur an imbourc'hioù araokaet”) evel kelenner hag enklasker war ar brezhoneg. Mont a rae da labourat er School of Celtic Studies (“Skol ar studioù keltiek”), en Institute for Advanced Studies, en 10 Burlington Road e Dulenn. Bevañ a reas e-pad meur a vloavezh en ti lec'hiet en 12, Norwood Park Ranelagh e Dulenn. Gant ur Breizhad yaouank e veve eno. Biskoazh ne zistroas da Vreizh.

War-lerc'h ar brezel e chomas Roparz Hemon meur a vloavezh hep ober tra pe dra a-fet Emsav. E 1951 e tivizas diazezañ ur strollad nevez, stag ouzh ar C'hendalc'h Keltiek. Dre ul lizher deiziadet d'ar 24 a viz Gwengolo 1951 en doa goulennet an emsaver gant danvez izili Skourr Breizh ar C'hendalc'h Keltiek en em vodañ e Gwengamp d'an 3 a viz Du, e ti Vefa de Bellaing. Meur a emsaver en em gavas en emvod-se, war galv Roparz Hemon, evel Marsel Klerg, Pêr Denez, Maodez Glanndour, Ronan Huon, Roperzh ar Mason, da lavarout eo rummad nevez an emsaverion. Roparz Hemon n'edo ket en emvod-se, met dre e baeroniezh e voe roet lañs d'ul luskad nevez en Emsav.

Kenderc'hel a reas da skrivañ e meur a stil (barzhoniezh, c'hoariva, romantoù, yezhadurioù, geriadurioù, arnodskridoù, levrioù evit ar re yaouank ha kement zo). Sevel a reas ar gelaouenn Ar Bed keltiek en harlu e miz Genver 1952 ha kenlabourat a reas gant ar gelaouenn Al Liamm (renet gant Ronan Huon) a zo ur meni heuliadenn da Gwalarn. Betek miz Kerzu 1970 e voe embannet Ar bed keltiek. Da gentañ, ar gelaouenn-se a oa bizskrivet gant Roparz Hemon e-unan e Dulenn, hogen war-lerc'h e kemeras Ivona Martin ar gefridi d'he bizskrivañ, hag e Brest e veze embannet. Alan Heussaff, dreist-holl, a skrive kalz e-barzh : hennezh a oa en harlu en Iwerzhon ivez, ha darempredoù stank en doa gant Roparz Hemon.

Roparz Hemon a varvas da heul un hir a gleñved. Abaoe meur a vloavezh e oa pareet gant seurezed e klinikenn Dun Laoghaire. Mervel a reas gant krign-bev ar bouzelloù d'an 29 a viz Mezheven 1978 dres goude bezañ klozet Geriadur istorel ar brezhoneg. 

Interet e voe e bered Sant-Varzhin e Brest (karrezenn 19, renk 3 ha bez 2 adalek ar biz), gant bezañs ur bern emsaverion ha dre lidoù broadel brezhon ha prezegennoù e brezhoneg.

E 1925 e savas Roparz Hemon ar gelaouenn Gwalarn, gant ar pal krouiñ ul lennegezh wirion evit ar brezhoneg. Gant Olier Mordrel en doa savet, da gentañ, ur stagadenn lennegel d'ar gelaouenn Breiz Atao, renet gant ar Strollad Broadel Breiz. Dont a reas ar gelaouenn lennegel Gwalarn da vezañ distag er bloaz war-lerc'h. Chom a reas rener ar gelaouenn betek 1945 ha delc'her da lakaat anezhi da zont er-maez bep daou viz ingal. Enni e veze embannet oberennoù nevez o stumm, darn anezho levezonet kreñv gant lennegezhioù ar yezhoù all (saozneg, spagnoleg, alamaneg, italianeg). Ur bochad skrivagnerien yaouank a gemeras o lañs ken e vez lavaret ez eus ul luskad lennegel anavezet dindan anv Skol Walarn. Digeriñ ar brezhoneg war ar bed a oa e bal, ha troidigezhioù e-leizh a oa bet kaset da benn, diwar Andersen, Boccaccio, Cervantes, Pouchkin, Shakespeare... Lakaat al lennegezh keltiek da vezañ anavezet a oa bet graet ivez, evel mojennoù kozh Iwerzhon hag ar Mabinogion.

En-dro dezhañ e teuas ur bagad brav a dud yaouank ez eo chomet o anv en istor ar yezh, evel Youenn Drezen, Fañch Elies (Abeozen), Loeiz ar Floc'h (Maodez Glanndour), Frañsez Kervella (Kenan Kongar), Langleiz, Jakez Riou, Meavenn, ha meur a hini all c'hoazh.

Un den a breder e oa Roparz Hemon ivez, pa lenner e zastumad pennadoù Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh e weler e oa levezonet kalz gant tud evel Gandhi ha Rabindranath Tagore. 
Ivona Martin a ziskleir  e oa ur c'hatolik anezhañ, met Youenn Olier  a soñj dezhañ e c'haller krediñ e vire ur seurt elevez war an arvez-se eus e vuhez diabarzh, evel war arvezioù all anezhi. Dre-se n'eus ket da ober anezhañ ur c'hatolik hep n'en dije diarc'het e-unan ar perzh-se.

A-du-krenn e oa ivez gant an esperanteg, ur yezh etrebroadel. Ur benveg evitañ evit sevel a-enep d'ar yezhoù “impalaer” ha da lakaat an holl yezhoù par. Sevel a reas un dastumad esperantek anvet Nord-Okcidento e 1928, ur yezhadur bihan hag ur geriadurig esperanteg-brezhoneg.

Ur benveg all evit deskiñ brezhoneg buan, pe deskiñ lenn buan, e voe ar brezhoneg eeun, ur roll gerioù diazez, a gaver e pep rannyezh, un tammig en tu-hont da 1000 ger (1935), ha geriadurioù ha yezhadurioù bihan ha marc'had-mat.

Lakaat ar vugale d'ober gant ar brezhoneg a oa ivez ur pal bras evitañ, pa ne vezent ket skoliataet en o yezh, ha pa veze enebet garv ouzh ar brezhoneg er skolioù, a zo gwashoc'h. Setu pal Brezoneg ar vugale (1928) hag an dastumad “Levriou pemp gwenneg”.

Daoust da se e kendalc'has da labourat dizehan evit ar brezhoneg, labourioù gouiziek koulz ha traoù dudi pe lennegezh wirion.

Sevel a reas ar gelaouenn Ar Bed Keltiek a oa kar he danvez da hini Kannadig Gwalarn pe hini Arvor.

Ar savadurioù sevenadurel brezhonek o deus rentet klod dezhañ meur a wezh, anaoudek eus e labour ramzel evit ar brezhoneg. Ur Priz Roparz Hemon zo bet krouet.

E labour war ar yezh ha war al lennegezh zo bet kendalc'het gant meur a yezhour hag a skrivagner en tier-embann Al Liamm, Preder, Imbourc'h, Aber... Meur a wezh eo bet adembannet e oberennoù ha pouezus eo e gelennadurezh en Emsav hiziv-an-deiz c'hoazh. E bezhioù c'hoari a vez c'hoariet gant meur a strollad evel Strollad ar Vro Bagan pe c'hoazh er skinwel, evel Meurlarjez pe Al laer avel.

Skolaj kentañ Diwan er Releg-Kerhuon a voe badezet diouzh e anv evel ar greizenn sevenadurel e Gwengamp. Ar geriadur hollvrezhonek kentañ a voe dediet dezhañ.

Meur a straed zo bet badezet diouzh Roparz Hemon e Breizh, evel e Pempoull pe e Plouzeniel.

E-pad ar bloavezhioù 1990 e oa bilhedoù bank arveret war lec'h Gouel Broadel ar brezhoneg, dre fent hag evit paeañ ar marc'hadourezhioù a veze kavet war an dachenn fest. Unan anezho a oa gouestlet da Roparz Hemon hag un dalvoudegezh a ugent lur en doa.

E 1998, skourr MRAP Il-ha-Gwilen, diwar vroud hag atiz Françoise Morvan, a savas trouz a-enep an enor a reas Skol-Uhel Ar Vro da goun Roparz Hemon, en ur lakaat war-wel e obererezh e-pad an eil Brezel-bed. 

E-tro ar bloavezh 2000 e savas tabut bras en-dro da vrud Roparz Hemon, pa voe tamallet outañ, da gentañ-penn, e emzalc’h da vare ar Brezel hag un nebeud frazennoù bet skrivet er mare-se ivez evit ar braz anezho, e enebiezh e-keñver an divyezhegezh hag e sell war ar yezh. Ken ma voe divadezet skolaj Diwan Roparz Hemon er Releg-Kerhuon e 2000, ha Kreizenn sevenadurel Gwengamp un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Renet e oa an divrudadeg-se gant aozadurioù ha metoù enebet groñs ouzh ar brezhoneg pe reoù a gav dezho n’eus dazont ebet da gaout evit ar brezhoneg. E 2005 e voe distaolet ar panell « Roparz Hemon » a oa stag ouzh moger Kreizenn sevenadurel Gwengamp.

Liesseurt eo oberenn divent Roparz Hemon. Lennegel kentoc'h da gentañ, ha skrivet e brezhoneg dreist-holl hag un tammig e galleg ha tolpet er gelaouenn Gwalarn a-raok ar Brezel-bed, e teuas da vout ul labour a ouiziegezh skrivet e saozneg e-ser kenderc'hel da skrivañ levrioù ha pennadoù brezhonek embannet gant an ti-embann hag ar gelaouenn Al Liamm.

Meur a studiadenn zo bet gouestlet da studiañ oberennoù ha buhez Roparz Hemon :




#Article 402: Ivona Martin (735 words)


D'ar Meurzh 8 a viz C'hwevrer 2005 ez eo aet Ivona Martin d'an Anaon, d'an oad a 97 vloaz. Ur vuhez hir hag oberiant evit ar brezhoneg a renas.

Brezhonegerion a oa he zud, eus kostez An Dre-Nevez. Ur soñj kaer, blaz ar baradoz warnañ, a zalc'he eus he vakañsoù-skol du-hont e maezioù Landivizio a oa hollvrezhonek da neuze. Kontañ a rae e oa bet hoalet gant ar yezh abred-kenañ en he bugaleaj, hogen ranket he doa deskiñ anezhi a-nevez, rak ne oa ket bet savet e brezhoneg, moarvat dre ma oa he ziegezh o chom e kêr.

Gant Roparz Hemon he deus kejet. He danevell eus an darvoud-se a oa fromus en he genoù. Kontañ a rae he doa gwelet un den kozh (Roparz Hemon a oa eus ar bloaz 1900, seizh vloaz koshoc'h egeti enta), hag hi yaouank-flamm - peseurt bloaz resis ? War-dro ar bloaz 30 moarvat - straed ar C'hastell e Brest, e ti Sant-Ildud, a oa anavezet evit pourchas levrioù brezhonek. Roparz Hemon en doa roet dezhi da gompren e oa re sammet gant al labour hag hi, brokus ha diwar-skañv, he doa kinniget dezhañ he skoazell. Nebeut war-lerc'h ez eas Roparz Hemon d'he c'haout ouzh dorikell ar Société Générale ma laboure-hi eno ha dre an dorikell e roe Roparz Hemon labour da Ivona, d'e sikour war-dro ar gelaouenn Gwalarn.
Ur vignoniezh vras hag ur c'henlabour daou-ugent vloaz a groge. Traoù bihan da gentañ : adskrivañ chomlec'hioù, sekretouriezh, ha tamm-ha-tamm traoù all.
Goude ar brezel e reas war-dro sekretouriezh ar gelaouenn Ar Bed Keltiek, gant Roparz Hemon da bennskrivagner, hemañ harluet en Iwerzhon. Skriverezañ a reas evel-se miliadoù a bajennadoù, a veze moulet goude-se gant ar beleg Jakez Ducamp, diazezer Skoazell Vreizh a-hend-all, war liestennerez skolaj Sant Pêr Ar Releg Kerc'horr.
A-bouez bras eo bet ABK e buhez an Emsav, daoust d'e stumm-moulañ dister, a gaieradoù bihan. Dont a reas er-maez etre 1959 ha 1971. 
Ivona n'he deus ket skrivet kement ha ma c'hellfed krediñ. Ur stourmerez e oa da gentañ-penn. Anavezet e oa gant an holl ha brokus e roas eus hec'h arc'hant hag eus hec'h amzer ivez. Unan eus reizherion Skol Ober e oa ha kentelioù a rae ivez en he ranndi er bloavezhioù diwezhañ. Prenañ a rae kement tra a veze moulet en hor yezh. Evit sikour, rak gouzout a rae pegen diaes eo gwerzhañ levrioù brezhonek. Ne oa ket dimezet ha dre-se e oa aesoc'h dezhi kemer perzh er stourm, o vezañ ma n'he doa na gwaz na bugel da ober war o zro. Divugel e oa hervez ar c'hig, hogen bugale ha bugale-vihan niverus he deus bet dre ar spered.
E buhez Oaled Sant Erwan Brest e kemeras perzh adalek an deroù (1969), 28 straed Berthelot e karter Sant Marzhin. Kadoriadez an Oaled e oa bet adalek 1989 hag e-pad daouzek vloaz. Dont a rae ingal d'ar beilhadegoù miziek a veze aozet, o tegas ganti maouezed all, brezhonegerezed a-vihanik o chom e Brest. E Kelc'h-Studi brezhonek ar Bibl e kemere perzh ivez, bepred en OALED SANT ERWAN, renet gant Maoris ar C'hollo. Eno e keje neuze gant Youenn Souffez-Despré, ar re Huon, ha stourmerion all. Kemeret he deus perzh ivez er stourmadenn da gaout un Oferenn vrezhonek e Brest. Warni e c'helled kontañ bepred. 

Ur gristenez gredus e oa Ivona Martin. Emezelet he doa da skouer en oberenn Maodez Glanndour, Unvaniezh Speredel Breizh ha pergen he doa gouestlet pediñ evit ar Vro en hor yezh. Bemdez. Ul levrig dister a oa bet moulet dindan dalbenn Ar Bedenn evit ar Vro, a vez graet gantañ dalc'hmat hiziv an deiz gant hiniennoù 'zo. Diwezhatoc'h ez eas ingal da vodadegoù Kristenion Breizh. Kemer a reas perzh e beajoù K.B. d'ar broioù keltiek meur a wech. 
Ur plac'h a bedenn e oa, hag ar bedenn eo a brize dreist pep tra e bodadegoù KRISTENION BREIZH. War dachenn ar relijion e plije dezhi Dom Elder Camara, an eskob araogour eus Amerika-Latin. Bepred e veze dedennus ar gaoz, hag ur wech an amzer e kounae he stourmoù war he labour gant he c'hweluniad, war-dro SOS Amitié, hag Añjela Duval, evel-just.
Gwall zoaniet e oa, anat eo, gant ar c'havailh a-enep Roparz Hemon ha pergen gant divadezadur Skolaj Diwan ar Releg. 
Emañ he bez e bered Sant Mark, ar c'harter m'he deus bevet ennañ he buhez-pad.

E 1995 e voe roet Kolier an Erminig dezhi en abeg d'he labour evit ar brezhoneg.




#Article 403: Bibl (390 words)


Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.
Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù  : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez. 

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Ar ger Bibl a zeu eus ar ger gregach βιϐλία (ta biblia), un anv-kadarn lies hag a dalv kement hag « al levrioù », ar pezh a ziskouez eo liesseurt e orin. Tremenet eo d'ar brezhoneg dre ar ger latin bíblia, levr, ha deuet evel-se da vout ur ger unan. Ul levr tev ez eo : ul levraoueg evit gwir, peogwir e konter 72 lodenn en Testamant Kozh.

Er Bibl hebraek e kaver 24 levr (39 diwar ar 46 eus ar Bibl degemeret gant an Iliz Katolik) renket e teir lodenn hag en un doare disheñvel diouzh hini Bibl ar Gatoliked.

A.

B.

Evit ar gatoliked e vez renket an Testamant Kentañ (an Testamant Kozh) en un doare all, ha kavout a reer ennañ skridoù all bet skrivet pe miret e gresianeg, 46 levr en holl. 

Levr Jozue • Levr ar Varnerien • Levr Rout • Daou levr Samuel • Daou levr ar Rouaned • Daou levr an Danevelloù • Levr Ezra • Levr Nehemia • Levr Tobit • Levr Youdit • Levr Ester (gant al lodenn c'hresianek) • Daou levr ar Vakabeed. 

Levr Job • Ar Salmoù • Ar C'hrennlavarioù • Ar Prezeger (Kohelet) • Kanenn ar C'hanennoù • Levr Ar Furnez • Furnez Sirac'h.  

Yeshaia • Yirmia • Levr ar C'heinvanoù • Levr Barouc'h • Yehezkel • Daniel (gant al lodenn c'hresianek) • Hoshea • Yoel • Amos • Ovadia • Yona • Mic'ha • Nahoum • Havakouk • Sefania • Hagai • Zec'haria • Malac'hi.

Ne gaver an Testamant Nevez nemet er Bibl kristen ; 27 levr zo ennañ.




#Article 404: Ael (495 words)


An aeled, pe aelez, a zo krouadurioù meneget er Bibl, kenkoulz en Testamant Kozh hag en Testamant Nevez. 

E yezhoù ar Bibl eo malak en hebraeg hag aggelos e gresianeg ar gerioù implijet evit ael. An daou c'her-se o deus an hevelep ster: an hini kaset pe ar c'hannad. Ar wrizienn Malak a zo e orin anv ar profed Malaki (= va c'hannad).
Ar respont klokañ d'ar goulenn Piv eo an aeled? a zo roet gant Hebreed 1:14, Ha n’int ket holl speredoù oc’h embregañ ur servij, ha kaset evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh? Sklaer eo eta penaos int speredoù, boudoù speredel. Kaset int, ar pezh a glot mat gant o anv: kannaded.
War a seblant, ez eus lies renkadoù a aeled. Setu anv ar renkadoù meneget (an anvioù a c'hell cheñch un tammig hervez an troidigezhioù):

N'eus met un arc'hael hepken, hag e zere a seblant uheloc'h eget hini an aeled all. Ar wrizienn ARC'H e gresianeg a dalvez kentañ, pe pennañ.
Daou ael a zo anavezet dre o anv:

An aeled a zo speredoù, met gellout a c'hellont kemer stumm un den. Ar skouerioù a zo niverus; setu daou anezho en Testamant Kozh ha daou en Testamant Nevez: Geneliezh 19:1, Barnerien 6:11, Yann 20:12, Oberoù 12:7. Posupl eo zoken gwelout un ael hep henn gouzout (Hebreed 13:2). Komz a reont yezhoù dezho o-unan, a c'heller komz ivez gant sikour ar Spered-Santel (1 Korintiz 13:1).

Hervez ar pezh a zo lavaret en Hebreed 1:14, kaset int evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh. O gwelout a reer eta o tegas kemennadurioù a-berzh Doue, o kalonekaat hag o frealziñ, oc'h aliañ diwar-benn an traoù d'ober en un degouezh bennak, o stourm ouzh nerzhioù an droug. Ar skouerioù a zo re niverus evit menegiñ an arroudoù.
Ur galloud bras a zo ganto (Salm 103:20). Kas a reont da benn barn Doue (war Sodom, Jeruzalem, an Asiriz, Herodez), hag e kasint c'hoazh anezhi (Mazhev 13:49, Diskuliadur pennadoù 8 da 16). Bez' e c'hellont ivez foetañ an douar evit e evezhiañ (Zakaria 1:9-11).
Evel-just e servijont Jezuz hag ec'h azeulont anezhañ (Mazhev 4:11, Mazhev 13:41, Mazhev 25:31, Mazhev 26:53, Lukaz 2:13, Lukaz 22:43, Hebreed 1:6, Diskuliadur 22:16).
Kinnig a reont dalc'hmat ur veuleudi da Zoue (Salm 148:2, Diskuliadur 7:11-12).

O fealded hag o lealded e-keñver an Aotrou a zo peurvat, met krouadurien int eveldomp. Dre-se eo difennet ouzh an dud o azeuliñ, ha n'o deus doare ebet eus an doueelezh (Romaned 1:24-25, Koloseiz 2:18, Diskuliadur 19:10, Diskuliadur 22:9).
Bez' ez eus aeled hag a zo kouezhet; dilignezet int eta bremañ (Mazhev 25:41, 2 Pêr 2:4, Jud 6, Diskuliadur 12:9). Satan e-unan a zo un ael kozh a renk uhel (Lusifer pa oa ael). Kouezhet eo en abeg d'e lorc'h (Izaia 14:4-23, Ezekiel 28:11-19).

Diwar an anv angelus, anv latin an ael, eo deuet an anvioù-badez Ange, Angel, Angelo, Angela, Angeles, hag all. 




#Article 405: Pennar Davies (1108 words)


Ur brogarour kembreat hag ur skrivagner kembraek a feiz kristen e oa William Thomas Pennar Davies, anavezet evel Pennar Davies (12 a viz Du 1911 - 29 a viz Kerzu 1996).
 

N'eo ket bet ganet en un tiegezh kembreat rik. E vamm a oa genidik eus harzoù Bro-Gembre, Gwent, ur seurt Breizh-Uhel saoznekaet abaoe meur a gantved, hag a vage un dispriz ruz ouzh ar c'hembraeg hag ar gembraegerion, hag hi o tont eus ar werin a-hend-all. Dimezet e oa gant ur mengleuzier eus glaouva Morgannwg, ur c'hembraeger anezhañ, nemet ur mengleuzier a oa diaes dezhañ skoulmañ ganti. Er bloavezhioù 1931–1940 e rae an enkadenn he reuz er vro, ha war ar marc'had e c'hoarvezas gantañ gwallzarvoudoù micher a c'hloazas anezhañ grevus. Setu, en dienez edo an tiegezh, ha na oa ket perzhiek zoken en amzer-hont e buhez sevenadurel kembraek renkad ar vicherourion er rannbarzh-hont. Dre chañs e c'hellas ar mab Pennar, boulc'hañ studioù, a-drugarez da harp ur c'houvriadez, ur vourc'hizez saoznek deol, a skoazelle krennarded danvez enno, gant ar spi en em lakafent e servij ur ranniliz kristen bennak (evel ma oa itronezed e Breizh a baee studioù yaouankizoù en ur c'hloerdi bennak). Evel-se e teuas Pennar Davies a-benn da zont tre en ur skolaj protestant e Londrez, hag eno e c'hounezas ur yalc'had evit kenderc'hel gant e studi er Stadoù-Unanet e-lec'h e vanas betek derc'hent an eil brezel bed. Ur marevezh dudius a dremenas ar skrivagner er ranndir-se ha skoulmañ a reas eno mignonezhoù a badas betek fin e vuhez. Ergerzhout a reas ar c'hevandir-se zoken e karr-tann, un ergerzhadenn a lezas dezhañ eñvorennoù dreist ankounac'h. Kollet en doa neuze ar feiz mui pe vui, ha ma n'en dije ket graet e soñj distreiñ d'e vro, da Gembre, e vije deuet da vezañ ur C'hembread saoznekaet ouzhpenn, evel nouspet kant miliad all er riez-hont ; ha moarvat ne vije ket deuet da vezañ ar skrivagner kembraek e teuas da vezañ a-c'houdevezh. Kavout a reas e hent enta o tistreiñ da Gembre e deroù ar brezel. A-benn ar fin ez adkavas un tamm feiz kristen hag emstrivañ a reas evit bezañ rener un doare kloerdi kristen protestant e mervent ar vro, e Aberhonddu. A-ziaraok en doa peurechuet e studioù e Skolaj Mansfield e Londrez ; e Redec'hen e chome kêrbenn an deskadurezh hag ar stummadurezh protestant er stad vreizhveurat abaoe deroù an disivoud ; er skolaj-se e oa unan eus ar vlenierion, un Nathanael Micklem, a oa douget da studi feizoniezh Sant Yann, ha da hini prederouriezh sant Tomaz Akwino ha keneil ar feizoniour suisat Karl Barth, un uhelilizour digemplegour, ur blenier all e oa Cecil John Cadoux. Hogen isrener an ensavadur en doa mennozioù krennenebet ouzh re Nathanael Micklem. Diaes e vo da Bennar Davies magañ ur preder unvan diwar-benn ar feiz en abeg da grennenebiezh an daou rener eus ar skolaj, hogen brasoc'h e voe warnañ levezon C.J. Cadoux eget hini egile ; peurgent e taolas evezh ouzh e oberenn The historic Mission of Jesus ma kaver an delanvad anezhi en oberenn gembraek Pennar Davies Y Brenin Alltud a zeuas er-maez e 1974.
E-pad ar brezel enta e peurechuas Pennar Davies ar studioù a zlee aotren dezhañ dont tre e frammoù ar Brotestantiezh e Kembre. En em arbennikaat a reas e-pad ar studioù-se war boent istor an ilizoù protestant (eñ a implije ar ger en unander) ha savet en doa ur studiadenn : The elisabethan drama in its relationship to christian doctrine and christian controversy, a denne d'an istor-se.

Pezh a gadarnaas anezhañ en e brotestantiezh e voe e zimeziñ gant ur Yuzevez alaman kanttroet d'ar gristeniezh protestant deol, a anavezas e-pad e studioù e Redec'hen, a heulias anezhañ e Kembre, a zeskas kembraeg hag a savas er yezh-se ar vugale he devoe digant he gwaz..
 
A-ziagent e oa bet ur person plaen en ur barrez saoznek eus Caerdydd. Goude tremen meur a vloaz eno, en doa asantet da gemer ur garg a gelenner istor an Iliz, dreist-holl, an hini brotestant, e Bangor, e-pad 4 bloaz eus 1946 da 1950. Pouezus e voe ar bloavezhioù-se dre ma teuas tre en emsav Kembre d'ar mare-se, oc'h emouezañ ouzh skog ar feiz kristen en istor ar vro, er grez arnevez peurgent (pezh a greñvae e zoug d'ar brotestantiezh) hag o tont da vezañ mignon Gwynfor Evans a zlee kemer penn ar Strollad Broadel. D'ar mare-se eo e reas Pennar Davies e yezh eus ar c'hembraeg (en deroù en doa dremmet ouzh ur redad a skolveuriad saoznek), un emouezadur a reas dezhañ asantiñ da ren kloerdi bras Aberhonddu. E devoud e c'helled krediñ, d'ar mare ma sammas ar garg-se,ne oa c'hoarvezet kemm ebet en Iliz hag en he buhez. Hogen e-kerzh ar bloavezhioù 70 e voe tizhet an Ilizoù protestant istorel e Kembre gant enkadenn ar feiz. Soñjet en doa Pennar Davies e c'hellfe kavout an tu da herzel ouzh an enkadenn-se dre ar vodernouriezh, o tilezel ar bongoalioù a oa bet e diazez ar feiz abaoe an deroù, hag o virout koulskoude ar gredenn e doueelezh ar C'hrist, harpet hepken war e neuzid hag e skouerelezh evit an denion. Ar re-mañ a save an Iliz o kemer anezhañ da batrom, o klask kas da wir ar stumm kevredigezh erbedet gantañ en e brezegerezh hag e obererezh. Ne roed mui kement pouez da aberzh ar Groaz. Dont a rae pep kristen gwirion da seveniñ, evit e lod, an dasprenadur, o sevel rouantelezh Doue war an douar, o tilezel, eveltañ, kement feulster a oa. Disoñjal a reer ez eo peoc'helouriezh Plaid Cymru awenet gant ar sellboent-se, hag ez eo a orin relijiel. A-benn ar fin e tlee bezañ tizhet rouantelezh Doue war an douar, dre youl-vat ar gristenion. War ar c'hevandir en doa Teillard de Chardin difennet un dezenn damheñvel. Erouezoud ar C'hrist a oa devoudet, koulz lavaret, gant dinodadur ur gevredigezh kristen krouet gant ar gristenion. Skouer ar C'hrist e-unan a oa ar pep pouezusañ en e istor ; ar peurrest, burzhudoù, n'o doa talvoudegezh ebet, e c'hanedigezh diwar ur Werc'hez h.a. a vire outañ a vezañ un den evel ar re all, h.a. 
Sur eo ez eo bet intret stourm Pennar Davies evit Kembre hag e zishualded gant e vodernouriezh. Skoazellañ a reas a-dost Gwynfor Evans, rener Plaid Cymru, en e emgann. Hogen gwiriañ a c'hellas a-barzh pell, er bloavezhioù 80, peurgent, ne c'helle ar feiz kristen nag ar gristenion c'hoari roll ebet, peogwir ne oa ket mui anezho. Kuitaat a rankas Aberhonddu peogwir ne oa mui a zanvez gweinideion. Er skol-veur hec'h-unan, evel helenneg e kavas repu e diwezh e vuhez, a voe trist a-walc'h peogwir e voe tizhet gant kleñved Alzheimer en e vloavezhioù diwezhañ.




#Article 406: Levr ar C'hrennlavarioù (447 words)


En Testamant Kozh emañ Levr ar C’hrennlavarioù, war-lerc'h Levr ar Salmoù. 
An darn vrasañ eus ar C'hrennlavarioù a zo bet skrivet gant ar Roue Salomon. Reiñ a ra al levr-mañ un heuliad kelennoù pe frazennoù berr, a zo o fal kelenn ar Furnez d'al lennerien, hogen, n'eo ket n'eus forzh pe furnez eo, a lavar ar feizidi, pa'z eo ar furnez hervez Doue, ur furnez n'he deus netra da welout gant ar furnez hervez an dud.

Ober a reer gant ar ger Krennlavar e brezhoneg dre ziouer a c'her gwelloc'h. En hevelep doare e vez implijet Proverbia e latin, Proverbes e galleg, Proverbs e saozneg, ha Sprüche en alamaneg. Met ar ger implijet en hebraeg a dalvez ul lavar hag a zo ennañ muioc'h eget e ster rik. 

E levr ar C'hrennlavarioù e kaver neuze lavarioù a c'hell bezañ komprenet gant daou ster :

Brudet e oa ar Roue Salomon evel un den fur-kenañ. Bez' e c'hellomp lenn diwar-benn e furnez, e levr kentañ ar Rouaned (pennad 5, gwerzadoù 9-14): Doue a roas da Salomon furnez, ur skiant bras meurbet, hag ur c'houiziegezh ken frank evel an traezh a zo war aod ar mor. Furnez Salomon a oa dreist furnez holl dud ar Sav-Heol ... e vrud a voe dre an holl vroadoù tro-war-dro. Disklêriañ a reas tri mil lavarenn, ... Eus an holl bobloù e teued da glevout furnez Salomon, a-berzh holl rouaned an douar o doa klevet komz eus e furnez.

E peder lodenn e c’heller rannañ Levr ar C'hrennlavarioù :

E gwirionez e klask al levr-se lakaat an ene e doare da zegemer furnez Doue, kentoc'h eget na ziskuilh ar furnez-se. Lavarout a ra ar pennad 2: ar furnez a zeuio ez kalon (2:10). Furnez Doue ne vez ket treuzkaset dre skrid : he degemer a reer en e galon, rak Spered Doue eo an hini a zeu d'he lakaat enni. Sikour a ra Levr ar C'hrennlavarioù da aozañ ar meiz evit ma vefed degemerus e-keñver ar furnez neñvel. Reizhañ a ra an emzalc’hioù d’o lakaat evel ma rankfent bezañ, o veuliñ an doujañs-Doue, al largentez, ar fealded etre priedoù, an onestiz, tra ma laka war ziwall ouzh riskloù ar vezventi, an avoultriezh, ar gaou , an diegi, an tabutoù.

Dont a ra ar furnez da vezañ un den gwirion er pennad 8 : komz a ra, oberiañ a ra. A-ziwar ar werzad 23, ec'h adkaver enni personelezh Mab Doue, an Aotrou Jezuz-Krist evit ar Gristenien : Neuze e oan e-kichen an Aotrou evel e oberour, e blijadur e oan a-hed an deizioù, o c'hoari hep paouez dirazañ, o c'hoari war voulenn e zouar, hag o kavout va eurvad e-touez bugale an dud (8:30-31).




#Article 407: Pêr II (dug Breizh) (861 words)


Pêr II, ganet d'ar 7 a viz Gouhere 1418, ha marvet d'an 22 a viz Gwengolo 1457 e Naoned, a voe dug Breizh eus 1450 da 1457, war-lerc'h marv e vreur henañ Frañsez I.

Mab e oa da Yann V ha da  (Janed Bro-C'hall).

Dimeziñ a reas da Françoise d'Amboise, met divugel e chomas. Anvet e voe da zug  e 1450 ha ren a reas e-pad seizh vloaz. Derc'hel a reas  da bolitikerezh e dad : mirout an dugelezh er-maez eus ar Brezel Kant Vloaz ha reiñ tro d'ar vro da binvidikaat.

Lent e oa an Dug, didrouz, met pennek a-wechoù. Ma c'houarnas ar vro gant skiant eo, war a greder, dre aked e bried a zo bet lakaet e renk an dud evurus. Houmañ a boanias da lakaat er c'hargoù a iliz pe a c'houarnamant ar re ouestañ hag ar re onestañ. Ne lezas ket kennebeut kuzulierion an Dug da deurel tailhoù pounner war ar bobl, war zigarez ma oa houmañ pinvidikaet gant ar peoc'h.   

Pêr II  a venne mirout he frankiz d'ar vro. C'hoari en deveze oc'h en em silañ etre pavioù hec'h amezeien : Bro-Saoz ha Bro-C'hall. Ar re-mañ, kant vloaz a oa endeo, ne vrezelekaent mui war douar Breizh. Met Breizh, evit chom en he sav, a ranke harpañ an eil rouantelezh pe eben. Yann V, a-du gant ar Saozon er penn-kentañ, a droas gant Bro-C'hall en amzer santez Janed Ark, hag a viras an doare-ober-se betek e varv. E vab Frañsez kentañ a gendalc'has d'en em glevout gant Bro-C'hall ha Pêr II ne zislavaras ket e vreur war ar poent-se.

Kastizañ a reas evelato un torfed graet en amzer Frañsez kentañ. Ar priñs Jili a Vreizh, breur da Bêr ha da Frañsez, a oa bet toullbac'het en amzer Frañsez e-unan abalamour ma tiskoueze re ar garantez a zouge d'ar Saozon. Toullbac'hañ a oa trawalc'h d'an Dug Frañsez, met Jili en doa enebourion douet, dreist-holl Arzhur a Venez-Alban. Hemañ a gavas a-du gantañ gouarnour kastell An Hardouineg, e-lec'h m'edo kraouiet Jili. Ar priñs kaezh a voe taget eno gant bourevion paeet evit-se… Deuet da vezañ Dug nebeut goude, Pêr II a lakaas barn ar re gablus. Dibennet e voe ar gouarnour met Arzhur a Venez-Alban a c'hellas en em sachañ en ur vont d'ur gouent. Diwezhatoc'h e vezo anvet da Arc'heskob Bourdel gant Roue Bro-C'hall Loeiz an unnekvet !!!

D'ar mare ma pigne Pêr II war an tron e oa ar Saozon war-nes bezañ skarzhet kuit diouzh Bro-C'hall. Kuzulierion ar roue a gemeras neuze hardishegezh. Gwelout a raent o tostaat ar mare ma c'hellfent lakaat o c'hrabanoù war Vreizh, ur vro binvidik, hep kaout ezhomm da soñjal hag eñ o doa ar gwir d'en ober. Reiñ a rejont da Bêr II an tañva eus o soubenn ; e kreisteiz ar vro e tisklêrjont en doa ar Roue galloud war douaroù eskob Naoned hag en hanternoz e laeras ofisourion ar Roue div pe deir leviad vat a zouar da stagañ ouzh an Normandi.

Hep ehanañ e klasked trouz ouzh ar Vretoned. Er bloaz 1455 e voe ken hegaset Pêr II ma lakaas ober un enklask war ar gwirioù a roue en doa Dug Breizh ha war frankizioù ar vro… An testoù a ziskulias n'en doa ket Dug Breizh muioc'h a zever da zentiñ ouzh ar Roue eget m'en doa ar Roue da sentiñ ouzh Dug Breizh. War-lerc'h an enklask-se e santas Pêr II e oa harpet gant e bobl hag e roas da c'houzout d'ar Roue ne asantfe ket e vije breset e wirioù a Zug : An Dug, emezañ, ne c'hellfe ket lezel ober kement-se, nag e bobl er gouzañv. Gwell e vefe gant an Dug kaout poan ha mervel en ur en em zifenn diwar an tabut-se.Kement-mañ a skrive d'ar Roue er bloaz 1455. Daou vloaz diwezhatoc'h  e tiskenne er bez, re nebeut a amzer marteze evit lakaat e vro e stad d'en em zifenn. Amzer a-walc'h avat evit kompren kalz traoù. Kompren a c'helle e ro ur vro binvidik c'hoant d'ar broioù all da lammat warni. Seul binvidikoc'h ar vro, seul brestoc'h e rank bezañ d'en em zifenn.

Un dra 'zo evelato ne oa ket anavezet a-walc'h gant Pêr II. Krediñ a rae e oa a-walc'h dezhañ bezañ gouest da brouiñ e wirioù, met kuzulierion ar Roue a grede e c'helle ar Roue ober ar pezh a gare gant ma vije evit mad e rouantelezh. Kement-se a zo kement ha lavarout e c'heller ober an droug evit tizhout ur vad bennak. Mar galle ar Roue terriñ al lezenn evit kreskiñ e rouantelezh e c'hellje ivez, un devezh a vije, bresañ gwirioù Dug Breizh. En devezh-se, mar ne vije ket bet ar bobl a-bezh a-du gant an Dug, penaos e c'hellje an dugelezh mirout he frankiz ? A-benn tregont vloaz hepken war-lerc'h marv Pêr II e voe anavezet splann ar gwirionezioù-se war an dachenn-emgann.  
Da c'hortoz ar gwallzarvoudoù-se, amzer an Dug Pêr II a voe un amzer a beoc'h, a binvidigezh, a ouelioù, a santelezh war an tron. 

E 1803 e vije bet digoret bez an Dug ha n'eo ket eskern eo a oa e-barzh hogen un jak ha ne ouzer ket ar perag a gement-se...




#Article 408: Youenn Olier (2649 words)


Youenn Olier, hag a oa Yves Ollivier e anv kefridiel, a voe ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1923 e Gwaien, hag aet d'an Anaon d'ar Merc'her 15 a viz Kerzu 2004 en ospital Gwened. War e vez e bered Kistreberzh  ez eo skrivet : Prederour kristen, skrivagner. Bet eo skrivagner a faltazi, romantour, danevellour, kazetenner ha prederour. Dre an oberennoù niverus a skrivas ez eo unan eus skrivagnerion bouezusañ diwezh an ugentvet kantved. 

Chomet eo stag e anv hag e vrud ouzh e gelaouenn Imbourc'h, an trede Emsav ma oa lodek ennañ hag ar stourm lennegel ha katolik e Breizh, en hanterenn diwezhañ an ugentvet kantved. Meur a zek levr a skrivas e meur a di-embann.

E Gwaien eo e voe ganet en ur familh a vrezhonegerion, hogen ne chomas ket pell er gêr-se pa 'z eas kuit e dad da c'hounit bara e Cambrai evel skluzer ; ar vicher-se a oa miret d'an dud a oa bet soudarded. Chomet e oa tad Youenn Olier c'hwezek vloaz e lu Bro-C'hall. Desavet e voe e Pikardi neuze, ha daoust d'e gerent da vout brezhonegerion o-daou e voe-eñ desavet e galleg. Hogen, dezhañ da zistreiñ a-vareadoù da Waien, da vare ar vakañsoù dreist-holl. Eno e oa chomet bev unan eus e dadoù-kozh ha ne zeue nemet brezhoneg gantañ.

Gant e familh e tistroas da Vreizh en-dro. E 1937 emedont o chom e Roazhon hag e teuas e dad da vout skluzer e Sant-Jermen-an-Il eus 1937 da 1942. Youenn Olier a reas e studi e lise Sant-Varzhin Roazhon, kent mont war ar studioù lennegel klasel. Hervez e levr Eñvorennoù e oa Youenn Olier tomm ouzh al lennegezh c'hallek ha lenn a rae ingal romantoù Bourget, Mauriac, Maurois ha skrivagnerion gatolik arall dreist-holl . E-ser bout studier war al lizhiri klasel e Skol-Veur Roazhon e heulie kentelioù brezhoneg ha kembraeg kaset da benn gant Pêr ar Rouz . Er bloavezh 1944 e voe trec'h war an aotreegezh war ar galleg, al latin hag an hen-gresianeg, goude bout bet e ziplom war ar c'heltieg adal 1943.

E 1945 e reas e goñje e kêr Sant-Brieg. Ober a reas anaoudegezh gant an aotrounez Marsel Blanchard ha Youenn Kraff e-kerzh ar mizvezhioù-se. O buhez-pad e chomjont e darempred evit labourat a-gevret en Emsav katolik.

Da gentañ e labouras evel kelenner galleg e skolioù publik 'zo betek 1950, hag e skolioù katolik da-c'houde. Kement-se a reas e Gwened, Ploermael ha Plouarzhel. En abeg d'e obererezh politikel ne dizhas morse dont-tre er skol-veur hag e kollas e labour dindan an Deskadurezh-Stad. Diwar-neuze e rankas divroañ evit gallout labourat ha pourchas da ezhommoù e diegezh. Setu ma voe o chom e Kembre, ur mare zo bet.

E-tro derou ar bloavezhioù tri-ugent en em gavas klañv-bras. Da Rosko ez eas da ziskuizhañ e-pad meur a viz, pezh en deus bet ur pouez bras-tre en e vuhez : darbet e oa bet dezhañ mervel ha dinerzh en em gave, dic'houest da ober an dra-mañ-tra evit e vro. Abalamour d'e yec'hed fall e voe harzet a vont da labourat gant ar c'heltiegour Weisgerber e Bro-Alamagn  hag e chomas da labourat evel diellour e skol-uhel al labour-douar e Roazhon e-pad ugent vloaz e-ser bout kelenner-ti un nebeut bugale eus an noblañs. Mont a reas war e leve er bloavezh 1983.

Gouest e oa da lenn ur bern yezhoù : galleg, saozneg, alamaneg, spagnoleg, hogen ivez an hen-yezhoù, latin ha gresianeg, hag ar yezhoù keltiek, war-bouez gouezeleg Skos.

Gant Kristenion Breizh, d'an hañv e-pad ouzhpenn dek vloaz ez ae da weladenniñ ar broioù keltiek tramor, e lec'h e labouras a-zevri da gevreañ kristenion hon emsavioù. Bep bloaz ez embanne studiadennoù hir graet diwar ar beajoù-se. Ar pab Paol VI e oa aet da welout e Kêrdiz gant Marsel Klerg.

Mont a reas war e leve e Kistreberzh gant e wreg, Annette Couée he anv-plac'h, ha labourat a reas evit gwellaat e gelaouenn Imbourc'h hag evit embann levrioù a bep seurt. Diwezhatoc'h en doa bet ur gwallzarvoud karr-tan a nammas e c'har dehou : kamm e voe a-benn neuze.

Mervel a reas er bloavezh 2004 e Kistreberzh.

Da heul e zimeziñ gant Annette Couée, eus Kelc'h Keltiek Roazhon, e voe savet ganto un tiegezh brezhonek niverus mat ar vugale ennañ. Eizh a voe : Mari-Annaïg, Erwan, Herve, Rozenn, Mikael, Ronan, Tangi, Steven. Un navet a zo marvet bugelig : Gwenael. Kalz diwezhatoc'h e Kistreberzh e roas bod da bevar bugel bihan dezhañ.

Dimezet e oa e c'hoar Nouela gant Alan Louarn hag e voe niverus ar vugale en o zi ivez, war leurgêr al Lisoù e Roazhon. Darempredoù stank a zo bet etre an daou diegezh ; pezh a voe un dra bouezus evit desevel ar vugale er yezh, d'ur mare ma ne veze ken savet ar vugale e brezhoneg. Ha neuze familhoù Youenn Olier hag Alan Louarn a voe diazez ur rummad emsaverion liammet ouzh Emglev an Tiegezhioù.

A bep seurt danvezioù a ya da ober e oberenn lennegel : skridvarnerezh, politikerezh, kontadennoù berr, romantoù, pergen daou a skiant-faltazi awenet anat diwar e breder a stourmer vrezhon kristen, barzhonegoù, c'hoariva, troidigezhioù hag e oberenn veur, e zeizlevr, a leugnfe war-dro 50 levrenn ma vijent embannet holl. Hogen n'int ket : an hanter en deus graet, betek 1966.

Adalek 1939 e krogas da skrivañ e zeizlevr, ha kement-se betek e varv : lezet en deus war e lerc'h eta 65 bloavezhiad eus an Istor, koulz e istor personel met ivez istor eil hanterenn an XXvet kantved e Breizh hag er bed-holl hag hini an Emsav e-unan. Hogen chom a reas an oberenn-se diembann betek ar bloavezhioù dek-ha-pevar-ugent.

Da gentañ ne embannas ket Youenn Olier oberennoù klok hogen pennadoù evit kelaouennoù 'zo.

An destenn gentañ en doa skrivet e brezhoneg a oa ur brezegenn graet gantañ war radio-Roazhon, embannet er gelaouenn Arvor d'ar 7 a viz Mae 1944. Titl an destenn-se a oa Gwaien

Adalek miz Gwengolo 1945, kerkent ha ma oa bet argaset an Alamaned, e krouas ur gelaouenn gant Yann ar Gall hag e vreur Yann Olier, An Avel an anv anezhi, e venne kendelc'her al labour kaset da benn gant Skol Gwalarn en Emsav. Da gentañ e tlee bout embannet bep pemzektez hogen dont a reas buan a-walc'h ar mare d'hen embann a vareadoù diresis. Un dousennad niverennoù eus ar gelaouenn a zeuas er-maez. E-pad e goñje eo e voe diazezet An Avel hag arverañ a rae paper an arme evit moullañ ar gazetenn.

Goude disparti Yann ar Gall e teuas pennadoù Youenn Olier da vout politikeloc'h-politikelañ hag e kemmas anv ar gelaouenn e Avel An Trec'h. Diaesterioù he doa bet ar gelaouenn hag a viz Here 1947 betek miz Meurzh 1948 e voe difennet he moulañ gant ar velestradurezh c'hall. Dont a reas Avel An Trec'h da vout kelaouenn ar strollad politikel Emsav Pobl Vreizh war-lerc'h. Hogen mont a reas da get e miz Kerzu 1948.

Setu da-heul, pezh a skrive Abeozen a-zivout oberennoù kentañ Youenn Olier E oberenn bennañ, d'hor meno, a zo 'Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek' [...] Evit ar wech kentañ e oa roet dimp un arnodskrid skridvarnerezh, hir e alan ha poellek.... Ar prederiadennoù-se a voe embannet er gelaouenn Al Liamm.

Daoust d'un oberenn diaes da renabliñ o vezañ ken fonnus ha liesseurt-kenañ, e oa bresk a-walc'h yec'hed Youenn Olier. Kement-se ivez e vroudas anezhañ da zilezel a-grenn an obererezh politikel da sevel un oberenn lennegel a zoare. Kenskrivañ kalz a rae gant kalzik a dud, en o zouez Roparz Hemon, Guy Étienne, hogen ivez gant Pêr Denez ha Ronan Huon, gantañ pennañ adsaverion ha difennourion ar skritur unvan e rummad yaouank diwezh ar bloavezhioù daou-ugent ha deroù ar bloavezhioù hanter-kant. 

Moullet eo bet e zanevelloù kentañ er gelaouenn Al Liamm adal diwezh ar bloavezhioù daou-ugent. lod anezho a yeas d'ober danvez ul levr, Ar fest-Noz. Lod eus e zanevelloù a gaver el levr An Deiz-Ha-Bloaz (1964) ivez.

Evel ma skrive Abeozen ez eo bet awenet doare e zanevelloù muioc'h gant Kembreiz —Saunders Lewis, Ambrose Bebb, Kate Roberts dreist-holl — eget gant ar skrivagnerion kristen e oa boas da lenn evel Georges Bernanos, François Mauriac, Stendhal pe Edouard Bourdet. Iwerzhoniz 'zo a levezonas e skridoù ivez.

E 1963 ez empennas e romant Poanioù Spered an Tad Gwazdoue a skrivas en Ospital Rosko . Ar romant-se a oa un doare romant fentus a-zivout buhez ar veleion e skeud Sened-Veur Vatikan II, un doare romant brederouriel hag a ziskoueze meur a zoare da intent ha buheziñ ar relijion er velegiezh.

E 1964 e voullas ar romant E penn an hent. Hervez Yann-Ber Piriou o vurutellat ar romant-se Stourm un ene eo. Ur paotr hedro o klask ur ster d'e vuhez hag ar frankiz war un dro. A bep eil e koll ar Feiz e Doue, er stourm evit ar vro hag er garantez...Erfin an darvoudoù a zo en dispac'h e Breizh ha reveulzi ar gouerien hag ar vicherourien. Stourm a ra ar vrogarourien ouzh an arme C'hall tra ma ren ar spont e-touez ar vourc'hizien.

E romant pennañ Enez ar Vertuz a voe moullet gantañ e-unan e teir levrenn, e 1965 ha 1966. Ar romant-se zo unan eus ar romantoù skiant-faltazi nemeto a gaver el lennegezh vrezhonek ha levezonet bras eo bet gant romant Langleiz Enez ar Rod koulz ha gant romant Yec'hann Marion Enez Ar Vertuz (XVIIIvet kantved). Hogen, hervez arbennigourion 'zo e tenn ar romant diwezhañ-se eus ur romant du gant tudennoù livet dindan alc'hwez ar vroadelouriezh emsavel ha kristen-rik a venne difenn Youenn Olier. 

E 1982 e voullas Porzh an Ifern hag a voe ur meni heuliad d'e romant Enez Ar Vertuz.

Gevred hag Imbourc'h a voe savet gantañ adalek 1965. Prenet en doa moullerezhioù a voe staliet en e gav, straed Burloud e Roazhon. O vezañ ma ne gave den da embann e skridoù brezhonek, abalamour d'ar priz dreist-holl, ha d'an nebeud a werzh a vez kavet e sammas warnañ ar vicher mouller. Ur c'henlabourer puilh a-walc'h eo bet gant kelaouennoù 'zo : Al Liamm dreist-holl,  Barr-Heol war Feiz ha Breizh ivez ha Preder a-raok ma voe savet Imbourc'h gantañ. Bez' e c'heller lavarout en deus skrivet an hanter eus pennadoù ar gelaouenn e-pad 35 bloaz, da lavarout eo well-wazh un 10.000 pajennad bennak.

Barzhonegoù a embannas Youenn Olier : Barzhonegoù (1969), Kelc'h an amzer (1971), Tre ha lanv (1974). Roet eo bet da Youenn Olier ar priz Langleiz evit e varzhoniezh e 1991.

Pezhioù-c'hoari a skrivas ivez : O gopr o deus bet (1960), An diskoulm diwezhel (1976).

Youen Olier a labouras kalz war imbourc'hioù a-fet yezhadurezh hag a-fet Breizh.

Stag ouzh ar yezh arnevez e oa Youenn Olier : levezon SADED a gaver en e c'heriaoueg. Gouest e oa da ijinañ gerioù war an tomm, da glokaat ur c'heriaoueg pinvidik-kenañ.

Sevel a reas un nebeut geriaouegoù gant Marc'h-Kleur ha Jil Ewan. Embannet en doa meur a levrenn eus ur Geriadur arnevez adembannet ha kresket lies gwezh abaoe 1973.

Abaoe ma oa staget gant e bennadoù-barn kentañ e oa dalc'het Youenn Olier da skrivañ er gelaouenn Al Liamm da zigentañ, ha goude en e gelaouenn Imbourc'h abaoe ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. Ober a rae barnadennoù war al levrioù ha notennoù diwar e lennadennoù, zoken ma tremenas eus al lennegezh vrezhonek da bolitikerezh an Emsav. 

E skridoù politikel, skrivet buan alies, diwar-benn meizadoù diaes da intent zoken e galleg ne c'heller ket o c'heñveriañ ouzh e oberennoù lennegel rik a zo bet c'hwennet mat. Anv a c'haller ober eus ul lizher a-berzh Goulven Pennaod bet embannet e Notennoù  Al Liamm. Pell-bras e oa mennozhioù an daou zen, unan a oa pagan hag egile katolik, pezh a ro muioc'h c'hoazh a bouez da ziskleriadenn Pennaod diwar-benn Youenn Olier. El lizher-se e tisklêrie Goulven Pennaod e oa Youenn Olier ar skrivagner brezhonek nemetañ en defe ur preder klok. Pep tra a zedenne e evezh hag e vezed sur da gaout un ali speredek digantañ. Kavout a reer lod eus skridoù politikel Youenn Olier en dsatumad Teskad skridoù politikel (niverennoù 37-38 Preder).

Dre ma oa aet da goll holl gelaouennoù katolik an Emsav e penn kentañ ar bloavezhioù pevar-ugent, ne chome ken nemet ar gelaouenn  Imbourc'h ha labour Youenn Olier o kenderc'hel gant spered Feiz ha Breiz el lennegezh. Neuze e teuas da vout Youenn Olier ur meni penn eus an trede Emsav, daoust d'e vrezhoneg diaes ha d'ar rebechoù graet outañ da chom war giz an Istor gant ur spered hanter-hent etre Breiz Atao ha Feiz ha Breiz. Ur skipailhig kristenion a vodas tro-dro dezhañ evit kendelc'her al labour kristen hag emsavel war un dro : Pêr Even, Yann Mikael, Tepot Gwilhmod en he mesk.

Gant Yann Kerlann  e voe savet Emglev An Tiegezhioù (EAT) e 1947, gant ar pal pennañ bodañ an nebeut-tre a familhoù brezhonek a oa d'ar mare-se. 

Diazezer skol Plistin a voe sikouret mat gant Alan al Louarn, a c'helle bepred kontañ war e vreur-kaer Youenn evit reiñ buhez d'ar gevredigezh-se, a zo deuet da vezañ Imbourc'h (kelaouenn), a-benn ar fin, goude pevar bloaz, ti-embann anezhi. Ger-stur EAT eo lavarenn Yann-Vari Perrot En hor yaouankiz en deus Doue fiziet amzer da zont ar vro.

E Roazhon, war atiz Alan al Louarn ha Youenn Souffez-Despré e voe roet buhez evel-se d'ur gumuniezh vrezhonek vihan en-dro d'un oferenn vareadek, a zeuas da vezañ sizhuniek goude un hir a stourmadenn. Meur a hini o deus graet anaoudegezh gant Youenn Olier e-pad e amzer-studi e Roazhon dre an oferenn vrezhonek.

E 1954 e kemeras Youenn Olier perzh e savidigezh Kuzul ar Brezhoneg gant an aotrou Klerg, person Bulien da gadoriad, en-dro dezhañ Pêr Denez ha Ronan Huon e-touez ar re yaouankañ er strollad, hogen ivez Maodez Glanndour, Ivona Martin ha Pêr Le Moine.

Abeozen a skrivas e 1957 : Daoust d'ar vuhez tenn n'en deus ket diskroget Youenn Olier eus e labour breizhek. Hag eñ dilabour hag o spiañ bezañ gopret gant ar Bleun-Brug, o vezañ ma oa kristen da gentañ penn, ne voe ket asantet d'e c'houlenn gant Visant Seite.

E 1962 e voe unan eus diazezerien SADED (Strollad An Deskadurezh Eil Derez). Unan eus e labourioù heverkañ er framm-se a voe moarvat e gentelioù war al lennegezh. Goude-se, e 1966, e kemeras perzh er gelaouenn Emsav (Rener kentañ ar gelaouenn bolitikel-se e voe).

Pezh a c'heller lakaat diarvar avat diwar-benn ar prantad-se eus e vuhez eo ar pezh a zisklerias : o sevel SADED hag ESB e kave dezhañ e c'helle chom feal d'e feiz kristen don, dre ma kave dezhañ e oa kristenion wirion an darn vrasañ eus e geneiled er stourmadenn-se. Gwall hejet e oa bet gant e zipitadenn ha gant e gleñved ivez. En em reiñ a reas neuze, da vat ha muioc'h-mui d'e c'halvadenn a skrivagner hag a brederour. 

E 1969 e savas Emsav ar Bobl Vrezhon hag Imbourc'h (kelaouenn), kelaouenn bolitikel ar strollad-se.

Neuze e kemmas trumm doare Imbourc'h goude un em-zezrann a lakaas anezhañ da stadañ ne c'helle ket lakaat pelloc'h a gostez e breder kristen war zigarez bezañ deuet mat d'an holl. Kement-se, evel-just, a zo stag ouzh darvoudoù miz Mae 1968 e Pariz, anat eo. Adalek neuze eta e stagas Imbourc'h ouzh Kristenion Breizh hag e vihanaas stumm e gelaouenn (A5). E-pad 20 vloaz e kemeras perzh bras neuze e bodadegoù miziek Kristenion Breizh e presbitalioù Breizh. E-kerzh ar bodadegoù-se e vroude an izili (Paol Kalvez, Marsel Blanchard, Gwilherm Dubourg, Ivona Martin, Youenn Souffez-Despré, Maoris Ar C'hollo, Youenn Troal a yae d'ober an izili pennañ) da skrivañ en e gelaouenn.

 

Ra lennor ar pezh a skriv Abeozen diwar e benn ken abred ha 1957 (Istor al lennegezh vrezhonek en Amzer-vremañ, e ti AL LIAMM, p. 208-210).

Kregiñ a ra e ti Gevret e 1959 ha chomet eo diembann etre 1967 ha 2005. Setu aze an embannadurioù e ti Imbourc'h :

Troidigezhioù graet gantañ :

Oberennoù all :

Pennadoù all, niverus, a zo bet embannet gant kelaouennoù an Emsav : Al Liamm, Barr-Heol, Emsav, Preder, hag all.




#Article 409: Trede Emsav (109 words)


Trede Emsav a reer eus an Emsav brogarour breizhek abaoe 1945, abaoe dibenn an Eil Brezel-bed

Abalamour ma oa bet lod eus ar vroadelourien vreton o kenlabourat gant an Alamanted e voe gwelet fall kement stumm brogarouriezh a oa gant kalz an darn vrasañ eus an dud.

Prantadoù dishenvel a c'heller diforc'hañ en trede Emsav evit e studiañ :

Gant diskar an Emsav en e holl zerezioù e krog ar prantad-mañ : politikel, yezhel, sevenadurel. Echuin a ra gant un nevezadenn a-bouez-bras : savidigezh ur rouedad kelenn brezhonek, Diwan.

Kerkent ha 1945 avat e savas emsaverien'zo o c'hein a-nevez.

Un nebeut goulennoù a saver avat diwar-benn ar marevezh-se :




#Article 410: Naziegezh (276 words)


An naziegezh eo  ideologiezh faskour ar Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei), anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi, a oa renet gant e Führer (rener) Adolf Hitler. 

Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 ; eus an Trede Reich e komzer ivez. Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù.
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar « c'houenn arian » dreist an holl « c'houennoù » all.

Biskoazh n'eus bet e strollad Adolf Hitler ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx hag e heulierion Lenin, Stalin, Trotski, Pol Pot, Mao hag all. 

En oberenn Hitler, Mein Kampf (Ma stourm, 1925-1923), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn dre Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel pe vrizh-skiantel eztaolet fraezh, evel ma vez bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.

Klask a rae Alfred Rosenberg bezañ lakaet da bennideologour an NSDAP er bloavezhioù 1930, met goap a veze graet outañ gant ar pennoù bras nazi all, dreist-holl gant Goebbels.

N'eus ket bet evit gwir a strolladoù nazi ereet kenetrezo en ur framm politikel kreizennet, evel ma oa ar strolladoù komunour dre ar bed d'ur mare.

Diazezet e oa ideologiezh an NSDAP war ar poentoù-mañ :

Koulskoude e oa divizet ul lodenn vras eus politikerezh ar gouarnamant nazi en un doare ad hoc, hag alies a-walc'h e veze tabutoù hiniennel etre pennoù-bras an Trede Reich.




#Article 411: Erwan Helouri (846 words)


Ur sant katolik, brezhon e orin, eo bet sant Erwan, eil patron Breizh war-lerc'h Santez Anna ha patron an alvokaded. Lidet e vez e ouel d'an 19 a viz Mae. 

Ganet e voe Erwan Helouri d'ar 17 a viz Here 1253 e Kervarzhin, tost da Landreger, e parrez Ar Vinic'hi, en amzer an dug Yann Iañ. Eus an noblañs izel e oa e dad.
E vamm Azou a Genkiz a oa leun a feiz ha don he deoliezh. Menegiñ a reer alies he disklêriadenn : « Bevit, ma mab e doare da zont da vezañ ur sant. »
E-pad 10 vloaz, eus 1267 da 1277, e studias Erwan ar feizoniezh hag ar gwir e skol-veur Pariz. Er mare-se e oa Sant Tomaz Akwino o kelenn ar feizoniezh eno. Goude-se ez eas Erwan da skol-veur Orleañs evit studiañ ar gwir foran e-pad daou vloavezh.
Adalek an oad a 27 vloaz e voe fiziet en Erwan ar garg a ofisial (barner-Iliz) e Roazhon da gentañ e-pad 5 bloavezh, hag e Landreger da c'houde, dre ma oa bet galvet da zont eno gant an eskob Guillaume de La Roche-Tanguy.
Neuze e voe beleget Erwan hag ouzhpenn e garg a varner-Iliz e voe fiziet ennañ ar garg a berson e Tredraezh da gentañ, ha goude 1292 e Louaneg betek e varv e 1303. 

Un den a-bouez e oa ar barner-Iliz staget ouzh an ofisialded, lez-varn an eskob. Barn a rae ar prosezoù a denne d'ar gloer, d'ar studierion, d'an intañvezed, d'an emzivaded, ar re a denne d'an aferioù relijiel pe d'ar c'hudennoù arc'hant stag ouzh an aferioù tiegezh.
Daoust dezhañ bezañ barner e kemere ivez al labour a alvokad, dreist-holl hini alvokad ar re baour, rak merzet en doa e ranke alies an dud izel en em zifenn o-unan er prosezioù, gwell pe well. Lavarout a rae dezho : « Touit dirazon eo reizh hoc'h afer hag ho tifennin evit netra. » Da neuze ne c'helle netra e herzel, nag ar skuizhder - rankout a reas mont alies da vreutaat e Teurgn.
Galvet e veze dibaouez gant parrezioù Bro-Dreger da vont da brezeg eno. Mont a rae betek enno, war droad evel-just, evel ar beorien. C'hoarvezout a rae dezhañ alies prezeg peder pe bemp gwech en hevelep deiz, e peder pe bemp iliz disheñvel, hag ar fideled a yae a barrez da barrez d'e selaou.

Maner Kervarzhin a oa lec'h-emgav ur bern klaskerion-vara, rederion-vro, klañvidi. Darn ne dremenent nemet un nozvezh etre daou dennad kantren; met darn all a chome pelloc'h; bezañ zo darn zoken hag a chomas da vat. Kement-se a redias Erwan da lakaat sevel war e zomani un ti all, evit lojañ eno evit mat kozhidi ha klañvourion dibare e doare da lezel muioc'h a lec'h er maner evit ar re na raent nemet tremen. En herberc'hti-se a Vinic'hi ez ae Dom Erwan d'ober war-dro ar reuzeudion, o kas dezho da zebriñ, o komz hag o pediñ ganto. Er goañv e rae tan evito tra na rae kammed evitañ e-unan.

E-kichen an herberc'hti-se e lakaas ivez sevel ur chapel a zedias d'ar Werc'hez ha da Sant Tudwal. Hag evit ma vefe miret gant aked an div roïdigezh-se evit ar re baour eo e skrivas e destamant, levezonet gant e skiant a zen a lezenn. 

E deroù ar bloaz 1303, Dom Erwan, « brevet-holl, ha faezh, muioc'h c'hoazh gant al labour eget gant strizhentezoù ha kozhni » - ne oa nemet 50 vloaz –, a zistroas da Gervarzhin da chom betek an diwezh. D'ar 15 a viz Mae e lidas an Oferenn evit ar wezh diwezhañ. En em astenn a reas da c'houde war e wele fall : un tamm plouz ha goubenner ebet. Eno eo e resevas ar gweladennoù diwezhañ : e vignoned a bouezas evit ma vefe lakaet dindanañ un tamm muioc'h a blouz. Nac'hañ a reas, o lavarout « e oa en e aez evel ma oa. » Resev a reas e sakramantoù diwezhañ. D'ar Sul beure, pa groge an heol da barañ, e rentas e ene d'e Zoue.
Mervel a reas Sant Erwan eta d'ar sul 19 a viz Mae 1303, en e vaner, Kervarzhin er Vinic'hi. Ar memes deiz e tegouezhas beleion eus Landreger da Gervarzhin, kemer a rejont korf Dom Erwan war o divskoaz hag e gas a rejont d'an Iliz-Veur e-kreiz un engroez tud entanet. A-hed an deiz e tibunas an engroez hag e pedas an dud e-kichen ar c'horf. An deiz war-lerc'h e voe douaret en iliz-veur. Evel-se e krogas unan eus brasañ pic'hirindedoù Breizh. 

War c'houlenn eskob Landreger ha Yann IV, dug Breizh, e voe digoret prosez santelezhadur Dom Erwan e 1330, renet gant daou eskob hag un tad-abad. 243 zest a roas o zesteni, kinniget e voe an destenn d'ar pab e 1332. An diskleriadur a santelezhadur a voe embannet en 1347, ha relegoù Sant Erwan a voe treuzkaset en Iliz-Veur. Ur bez a voe savet a-us. Distrujet e voe e-pad an dispac'h gall, hag ur maen-bez meurdezus all a voe savet e dibenn an . Hennezh eo a vez gwelet c'hoazh en iliz-veur Landreger hiziv an deiz.




#Article 412: Pêr Even (583 words)


Pêr Even a voe ur skrivagner ha yezhour breizhat bet ganet e Bro-Oueloù e 1919, e Goudelin. Jil Ewan  a voe e anv-pluenn. Dont a rae Pêr Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar brezhonegva. Bez' e oa anezhañ  enta ur brezhoneger a-vihanik.

Skoliet e oa bet e kelenndi ar Salezidi e Koad-an-Hoc'h, etre Kastellaodren ha Gwengamp, gant ar Salezidi, a blede eno gant ur skolaj vicherel. Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e Normandi. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e Kloerdi bras Sant-Brieg. Pêr Even en doa dilezet hent ar velegiezh a-benn neuze, un nebeut mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur broadelour, evel meur a gloareg all, evel Per ar Meur, Armañs ar C'halvez, Loeiz ar Floc'h, Marsel Klerg, Per Bourdellez, Gwilherm Dubourg ha re all yaouankoc'h c'hoazh.

Pleustriñ a rae, e Gwengamp, metoù ar vroadelourion, da skouer ar Framm keltiek diazezet gant Roparz Hemon e-pad ar brezel ; e Gwengamp, dres, e oa bet roet bod da Gendalc'h an aozadur e 1943. D'ar mare-se e oa Loeiz ar Floc'h, kure er barrez hag eno, moarvat, en doa graet Per Even anaoudegezh gant ar skrivagner.
 
O tont er-maez eus ar c'hloerdi en doa kavet Per Even fred e studi un noter e Lannlon en e gorn-bro. Eno, moarvat, en doa bet tro da bleustriñ war ar gwir, pezh a roas an tu dezhañ da gavout ur gourc'hwel en isprefeti Gwengamp, hag a viras c'hwec'h vloaz. Alese e oa deuet da vezañ sekretour-maerdi e ti-kêr Wengamp pa oa Edouard Olivro o kadoriañ ar C'huzul-kêr ; hag eno e peurc'hreas e redad-amaezh, a echuas e dibenn ar bloavezhioù eikont.

Diaes e vije bet da unan ren ur vuhez eeunoc'h ha plaenoc'h eget a reas ar stourmer brezhon-mañ a renas e vuhez penn-a-benn en e gorn-bro c'henidik o kavout ennañ e zanvez-pried, ma timezas ganti e miz Eost 1948, hag hi brezhonegerez a-vihanik evel he gwaz. Er prantad-hont e oa Youenn Olier e vignon bras troet d'ur Boudedeo o c'haloupat betek harzoù Alamagn da c'hounit e vara evel nouspet re all en Emsav. 

Pêr Even a veze klevet o fougasiñ gant ar brient - mar geller lavarout - e oa ur brezhoneger a-vihanik pa veze pismiget yezh e skridoù dre ma oa chimik, evel ma lavared.

E gwirionez ne venne nemet harpañ ar stourmerion o doa sammet warno ar gefridi da ober eus ar brezhoneg ur yezh arnevez (se a lavare e-unan bepred) ha kement-se adal an deroù, e penn kentañ ar bloavezhioù hanter-kant pa ne oa ket anv a SADED nag a strollad ebet a seurt-se. Aes eo kompren neuze e voe deuet mat dezhañ diouzhtu mennad ar re a grouas an aozadur-kelenn eil-derez dre lizher e 1962, rak kroget en doa seulabred da studiañ ar yezh e Skol-veur Roazhon e-lec'h en doa tizhet an Diplôme Supérieur d'Etudes Celtiques. 

Adal 1959 e-barzh Preder ez embannas eta pennadoù ha studiadennoù diwar-benn prederouriezh, bredoniezh ha jedoniezh. 

A-ziwar ar bloavezh 1974 avat, adal ma voe roet un tuadur nevez d'ar gelaouenn Imbourc'h, deuet da vezañ kristen, e kemeras perzh an den en emvodoù Kristenion Breizh hag e vennas Pêr Even fiziout e Youenn Olier e skridoù da embann betek dibenn e vuhez, e 2003.

Dindan e anv-pluenn Jil Ewan en deus sinet Pêr Even an darn vrasañ eus e oberennoù.




#Article 413: Ronan Huon (718 words)


Ronan Huon (Saint-Omer (Pas-de-Calais), 3 a viz Eost 1922 – Brest, 18 a viz Here 2003) a oa ur skrivagner brezhonek hag un embanner.

Ganet e oa en un tiegezh brezhonegerion divroet en hanternoz Bro-C'hall e-pad ur pennad abalamour ma oa bet e dad el lu gall, ha gellout a rejont distreiñ d'o bro c'henidik, Lannuon e Bro-Dreger, goude ar Brezel-bed kentañ.
Deskiñ a reas komz brezhoneg gant e dud ha gant kouerien an atant ma veze kaset da vakañsiñ bep hañv e-kichen Plougonven. Chom a reas skoachet e Lannuon e-pad an Eil Brezel-bed evit chom hep bezañ kaset da Alamagn, met heuliañ a reas kentelioù saozneg dre lizher gant Skol-Veur Añje ha Skol-Veur Roazhon. Mont a reas da gelenner e skol Blistin ivez.
Echu ar brezel e studias e Roazhon hag eno e kejas gant brogarourien. Gant Pol ar Gouriereg e savas ken abred ha miz C'hwevrer 1945 ar gelaouenn vrezhonek Tír na nÓg ha houmañ a reas berzh buan a-walc'h. Ronan Huon a rae war-dro al lodenn vrezhonek.

Dimeziñ a reas gant Elen ar Meliner, eus Langedig. Pevar mab o deus bet : Gwenael, Tudual, Riwal ha Herve.
 
E 1947 e voe anvet da gelenner war ar saozneg e Gwengamp ha dre ma yae da seniñ ar vombard e kelc'h keltiek kêr en em gavas gant Claudine Mazeas, Polig Montjarret, Dorig Le Voyer ha Jef Le Penven. Goude ur bloavezh en ur skol en Abertawe (Kembre) ez eas da gelenner e Landerne, Kemper ha Brest. E Brest e kelennas e lise an Harteloire ha da c'houde e lise Kerichen betek mont war e leve.

Ronan Huon a voe e-touez ar re a savas Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion (KEAV). En deiz a hiziv, pa reer ur sell war-dreñv hag e weler na pet ha pet all a zo tremenet dre ar c'hampoù hañv-se, e veizer pegen pouezus e voe evit dazont ar brezhoneg. Dre ar c'hampoù-mañ, goude an diskar e fin ar brezel, e chomas bev ar spi en hor yezh.

Evel embanner en ur yezh vinorelaet ez eo bet eus ar re bouezusañ al labour a reas Ronan Huon evit broudañ an danvez-skrivagnerien vrezhonek, ha pa veze digalonekaet gant an diouer a skridvarnerien ken izel m'eo an niver a lennerien prest da ezteurel o flijadur pe o displijadur. Ur seurt bazhvalan eo bet Ronan Huon, hervez Malo Bouessel du Bourg, pa alie an oberourien ha pa reizhe o skridoù diouzh ret gant o asant evit ar fazioù yezh.
Hervez kont e oa dezhañ ul labour divankañ diehan ha ne veze ket tu d'e glokaat, ken drailhet e oa yezh lod skrivagnerien e-keñver an doare-srivañ, an ereadur hag ar steuñv d'an aliesañ. Soñjal a ra da Filip Oillo (arroudennet gant M. Bouessel du Bourg) en deus aberzhet Ronan Huon al levrioù en dije gallet skrivañ.
Klask a rae Ronan Huon skridoù savet en ur yezh yac'h, met ar reizhañ ma c'helle kinnig ken ne fellas ket dezhañ adembann levrioù hag a chome traoù da c'hwennat enno c'hoazh.

E-pad pell e chomas al labour embann ha skignañ kaset da benn gant tud ha ne oant ket tud a vicher gopret evit se, betek ma krogas Yann Goasdoue, ha Coop Breizh diwezhatoc'h, d'ober war-dro ar gwerzhañ hag ar skignañ er stalioù. E kav an ti e veze renket an holl levrioù ha niverennoù ar gelaouenn Al Liamm. E pakadoù-post e vezent lakaet gant e wreg pa veze tu d'o urzhiañ war-eeun hep tremen dre un ti-skignañ, kaset e vezent d'ar post ha skignet er bed a-bezh. Ne oant ket o-unan ha tud evel Janed Queillé da skouer, o deus roet harp dezho.

E 1949 e voe kendeuzet teir c'helaouenn : Al Liamm, Tír na nÓg ha Kened evit dont da vezañ Al Liamm-Tír na nÓg.
E 1957 e prenas ar gevredigezh Al Liamm, digant Florentin Goinard, an darn vuiañ eus al levrioù brezhonek embannet gant Skridoù Breizh, an ti-embann stag ouzh Strollad Broadel Breizh. Pa ne oa mui al Liger-Atlantel e Breizh hervezo, ne glaskas ket lezioù-barn ar Puradur sevel ur prosez a-enep an ti-embann a oa e vurevioù er Baol.

Dalc'het gant melestradur ar gelaouenn Al Liamm hag an embannadurioù stag ne voe ket Ronan Huon evit sevel un oberenn lennegel fonnus.

E 1992 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.




#Article 414: Al Liamm (873 words)


Ur gelaouenn lennegel vrezhonek eo Al Liamm-Tir na nÓg, staget dezhi un ti-embann a zo e anv Embannadurioù Al Liamm. E brezhoneg peurunvan penn-da-benn e vez embannet ar mareadeg daouviziek-mañ hag al levrioù a bep seurt a zo deuet er-maez ingal. Er bloaz 2013 eo deuet er-maez an niverenn 400.

Meur a gelaouenn vrezhonek a oa difluket er bloavezhioù 1945-1946, en o zouez Tir na n-Óg savet gant Ronan Huon (ar chomlec'h a oa hini R. Huon e Lannuon) ha Kened (kelaouenn) e Roazhon, renet gant Per Denez hag Arzel Even, hag e Pariz Al Liamm, diazezet gant Andrev Latimier ha Pêr ar Bihan, a reas gant ar skritur KLT er penn kentañ, met a zegemeras ar skritur peurunvan adal ar pevare niverenn, e 1947.
Betek deroù ar bloaz 1950 e kendalc'has An Avel - Avel an Trec'h da zont er-maez gant Youenn Olier. War dachenn ar relijion gristen evit ar vrezhonegerien zesket e oa Kaieroù Kristen Maodez Glanndour.
Bihan avat e chome kelc'hiad an holl gelaouennoù-se, dre ziouer a baper hag abalamour ma ne oa ket deuet-mat embann skridoù brezhonek, ha buan e voe santet e oa dav o unaniñ hag o c'hendeuziñ ma venned kaout ur gelaouenn vrezhonek a vije bet par da Walarn a-raok ar brezel da vihanañ.

Da gentañ e voe un emglev gant Kened hag e 1948 e voe kendeuzet Al Liamm ha Tír na nÓg.

Setu ma teuas ur gelaouenn nevez er-maez e 1948 dre enteuziadur Al Liamm, Tir na nÓg ha Kened hag a voe roet Al Liamm - Tír na nÓg da dalbenn dezhi, renet gant Ronan Huon.
E penn ar bloaz 1948 ec'h embannas ar gelaouenn skridoù Roparz Hemon aet da Iwerzhon. Moullet e veze Al Liamm gant ti-moullerezh La Mouette er Baol renet gant Florentin Goinard, chomet e penn ti-embann Skridou Breiz a oa bet hini Strollad Broadel Breiz, hemañ bet berzet e 1944.
E-pad ugent vloaz bennak en em gavas ar gelaouenn Al Liamm e penn ar stourm broadelour sevenadurel, ezel brudetañ ar c'hevread  Kuzul ar Brezhoneg enebet ouzh ar c'hevread Emgleo Breiz a embannas ar gelaouenn Brud (deuet da vezañ Brud Nevez), er skritur skolveuriek e-pad un toullad bloavezhioù da gevezañ ouzh Al Liamm end-eeun.

Un emgann kalet e voe an emgann-se, rak berzet e oa ouzh Al Liamm pep bevez kefridiel diwar Kest ar Brezhoneg da skouer. D'ar mare-se 'ta e kemere Al Liamm lec'h Gwalarn.

Kement-se a badas betek ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. D'ar poent-hont e voe gwelet e oa trec'h kostezenn ar peurunvan renet gant Al Liamm, hogen ar remziad nevez war-lerc'h 1968 a bellaas diouzh ar spered broadelour rik a vije bet hini Gwalarn hervez lod. Gwelloc'h eo bet ganto heuilh kinnigoù Roparz Hemon en e bennad Tri oadvezh ar brezhoneg embannet e n° 26 Al Liamm (Mae-Mezheven 1951) : N'eus netra kollet, ha kalz a zo bet gounezet. Rak war gef start ar Yezh C'hlan e c'heller imboudañ barroù ar Parlant. Kefridi ar stourmerien evit ar brezhoneg a zo bremañ, evel ma oa hini an Tad Maner, bezañ komprenet gant pobl ar vrezhonegerien.... An heug rak ar gerioù gallek (hag ar gerioù etrevroadel) a zo, pa seller mat, ur merk a wander kentoc'h eget ur merk a nerzh : un doare kompleks-izelder. 

Chom a ra Notennoù e diwezh ar gelaouenn, o klask ober meneg eus kement tra a c'hoarvez war-dro ar brezhoneg daoust d'an traoù bezañ kemmet da vat gant ar binvioù kelaouiñ a-vremañ (internet...).

Setu ar pezh a skriv ar c'helenner skol-veur Francis Favereau e trede levrenn Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved e 2008 (p 22) :  Hiziv e talc'h AL LIAMM da bleustrañ hevelep roud kreiz, bet lañsus dezhi peurliesañ, daoust da chañs-dichañs an Istor, un hanter kantved-pad, pezh a lakas anezhi da nevesaat gwech ha gwech all, hep dezhi morse diroudañ diwar linenn-stur he mennadoù kentañ, sed an amboaz da sevel e brezhoneg ul lennegezh vodern, broadel he spered, pe broadelour zoken hervez ster ar ger-se en hon yezh, hini ar broadoù bihan gwasket, digor war ar bed avat hag an hollved zokennoc'h, hag e vije hervez ur reol yezh strizh a-walc'h, danzeet gant dalc'herien an emsav (an trede emsav, an hini sevenadurel, diwar rivinoù an eil ha diorroet tamm-ha-tamm). 

Cheñch a ra ar bed, cheñch ar ra an teknikoù... Cheñch a ra Al Liamm. Klask a ra kendelc'her da ginnig skridoù lennegel ha sevenadurel modern  da bobl ar vrezhonegerien, da lavarout eo, traoù skrivet gant tud bet er skol-veur, evit tud bet er skol-veur.

Ar berzh bet graet gant ar genstrivadeg danevelloù bet aozet evit niveren 400 Al Liamm e 2013 a ziskouez e chom ar gelaouenn ur benveg a-bouez evit dizoleiñ pluennoù nevez ha kinnig d'ar vrezhonegerien oberennoù gant skrivagnerien diazezet o brud. Estreget lennegezh a gaver enni. Meur a studiadenn a zo bet embannet ganti ha pennadoù burutellañ levrioù a vez ingal : ur gelaouenn sevenadurel eo.

Evel ma skriv Francis Favereau e trede levrenn e Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved (Skol Vreizh, 2002) : Kaer eo gouzout ne ve ket tra-walc'h gant un dezenn skol-veur a-bezh da beurstudial hevelep pikol corpus, savet tamm-ha-tamm e-pad tost da dri-ugent vloaz prestik, gant nouspet kant a skrivagnerien pe a (gen)skriverien anezho, a-benn bezañ lennet gant meur a vil lenner e-pad keit-se.




#Article 415: Tír na nÓg (kelaouenn) (186 words)


Tír na nÓg a oa da gentañ ur gelaouenn divyezhek renet gant Ronan Huon ha Pol Gouriereg, genidik eus Bubri, e Bro-Ereg, a oa bet ezel eus Strollad Broadel Breizh e-pad ar brezel, hag a oa bet o ren ur prantad studi e Skol-veur Bonn, e-pad ar brezel ivez.
D'ar c'houlz-se, e 1945, en doa kavet Pol Gouriereg ur gourc'hwel e Prefeti Roazhon, ha diwar ar gourc'hwel-se en doa gellet tennañ un tammig kelaouenn gallek-brezhonek, war liestenner ar Prefeti end-eeun; Ronan Huon a rae war-dro al lodenn vrezhonek. 

Ne badas ket pell ar gelaouenn en he stumm kentañ, a rae gant ar peurunvan (met hep ober gant ar zh). Degemeret e voe ar peurunvan leun er rummad nevez eus Tír na nÓg (adalek 1946), diwar skouer An Avel, ar gelaouenn bolitikel divyezhek a rae Youenn Olier war he zro e peurunvan abaoe dibenn ar bloaz 1945.

Kendeuzet e voe Tír na nÓg e dibenn ar bloaz 1946 gant ar gelaouenn Kened, adalek an niverenn 2 eus ar rummad nevez, ha diwezhatoc'hik, e deroù 1948, gant Al Liamm, deuet da vezañ Al Liamm - Tír na nÓg.




#Article 416: Sorabeg (433 words)


Ur yezh slavek ar c'hornôg eo ar sorabeg (anvet ivez wendeg pe lusatieg), komzet e Lusatia (sorabeg uhel: Łužica; sorabeg izel: Łužyca, alamaneg: Lausitz) e reter Alamagn.

Div yezh unvan lennegel ez eus, implijet o-div dre skrid: ar sorabeg uhel (hornjoserbsce), komzet gant tro-dro da 55.000 den e Saks, ar sorabeg izel (dolnoserbski) komzet gant tro-dro da 14.000 den e Brandenburg. Ur yezh en arvar da vont da get a zo eus ar sorabeg izel.

Komzet e vez ar yezh ivez gant un nebeudig annezidi a-orin Sorabed o chom e Lee County (Texas, bet levezonet eno kalz kement gant an alamaneg hag gant ar saozneg.

Ur yezh divro eo ar sorabeg, en em gav dreist-holl e bro vBrandenburg, e gevred an RDA gozh, war harzoù Polonia ha Tchekia. 30.000 ez eus anezho oc'h ober ganti bemdez hepken, strewet dre al Land penn-da-benn, en deus lakaet o yezh war an hevelep live hag an alamaneg hervez al lezenn, hogen er pleustr, evel-just, ez eo beuzet-mik ar sorabegerien e meurvor an alamanegerien hag e reont o-unan gant an alamaneg peurvuiañ en o darempredoù sokial er-maez eus an tiegezh hag eus ar relijion.. 

Evel e Breizh ha Breizh Izel peurgent ez eus un nebeud skolioù sorabek a-berzh stad ... met poan a zo evit derc'hel ar skolioù-se en o sav hag e weler stourmerien o sevel o c'hein, met re nebeut, dres evel e Breizh. Kerent 'zo eta a grog en o barroù-livañ da... adlivañ o skol bublik dre ma n'eus ket arc'hant a-walc'h a-berzh ar Stad evit ar sorabeg. 

Katoliked gredus ez eo ar sorabegerien-uhel betek vremañ. Marteze dre m'o deus gouzañvet yev ar gomunisted n'int ket bet levezonet c'hoazh da vat o buhezioù gant an danvezelouriezh pragmatek ? Bugale niverus ez eus peurvuiañ en o familhoù, ha se a zo daou dra liammet o laka mat a-ziforc'h diouzh an alamanegerien. Ur pardon bras e sorabeg o devez bep bloaz ma kemer perzh ennañ ur pemp mil bennak a dud.

Evit gwir, e-touez an 60.000-se n'eus ket 5000 a gement a vefe emskiantek ha darev da stourm evit chom pezh ez int, met ar re a stourm ne stourmont ket evit un divyezhegezh ; ne lavaront ket o deus ar gwir, Nann. Lavarout a reont hepken ez int pezh ez int hag ez eo mat evito bezañ evel-se : katoliged gredus, niverus o bugale, diforc'h mat o doareoù-bevañ diouzh hini an alamanegerien. En o bleud en em gavont ha ne c'houlennont nemet chom pezh ez int en ur vro n'eo ket dezho rak Slaved ez eus anezho ha n'eo ket Alamaned.

Sellit ouzh Jurij Brězan.




#Article 417: Hồ Chí Minh (3697 words)


Hô Chi Minh (e vietnameg Hồ Chí Minh), a zo Nguyễn Sinh Cung e anv gwirion, anavezet ivez evel Nguyễn Tất Thành (Nghệ An 1890–Ha Noi 1969), kargiad eus ar Stad Vietnamiat ha diazezer Republik Viêt Nam.

Ho Chi Minh, sturier Riez Werinel Viêt-nam, a renas e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù ur stourm evit dieubiñ e vro. 
Moan ha bresk da welout, en devoa daoulagad lugernus hag ur barv gloev. Meur a vicher a reas en e yaouankiz : mevel, skaoter-listri, keginer, skolaer ha luc'hskeudenner a-raok dont da vezañ un emsaver direpu hag un irienner difaezhus. Anavezet mat e oa dija pa oa c'hoazh Mao Zedong ul levraoueger divrud e Peking, ha bevañ a reas koshoc'h eget Stalin, Gandhi ha Nehru. Betek dibenn e vuhez e stourmas evit dieubiñ e vro d'un oad m'o doa tud evel Sukarno ha Ben Gourion kuitaet ar stourm politikel.
A-raok bezañ bet krouer gwirion ar Strollad komunour indezsinat a zeuas da vezañ ar Viet-minh, ha krouer an emsav Lao Dong (Emsav al labourerion) e oa bet ivez ezel eus eus ar Strolladoù komunour gall, rusian ha sinaat. Evel un apparatchik etrevroadel, e oa boas d'en em dreuzwiskañ, un deiz gant soutanenn velen ur manac'h boudaat hag un deiz all gant lifre reut un ofisour eus an 8vet lu komunour sinaat. Dic'hallus eo kontañ e holl anvioù faos : ne gemeras an anv HO CHI MIN -  an hini a ro sklêrijenn nemet e 1946 pa grogas ar gouvrezel a-enep d'ar C'hallaoued.

Evel an darn-vuiañ eus an dispac'herion e tremenas ur pennad mat eus e vuhez o tec'hout a-zirak ar polis. Chom a reas en toull-bac'h e-pad bloaz. Kuzhat a reas e-barzh kevioù. Mervel a reas meur a wech hervez ar c'helaouennoù evit dassorc'hiñ dindan anvioù nevez. Evel ar bambouz e oa kalz startoc'h ha nerzhusoc'h eget na hañvale bezañ d'ar c'hentañ sell. Un den eeun-tre e oa ivez : gwisket e veze gant dilhad marc'had-mat ur micherour ; e votoù a oa graet gant tammoù pneu ; kousket a rae en ul lochenn e-barzh palez ar gouarnamant ha komz a rae ur yezh muioc'h didro eget ar gregach marksat-leninat boas.

HO a voe ganet er rannvro Nghe-An, dres e hanternoz ar seîtekvet kensturienn a droc'he ar Viêt-nam e div riez, en ur gompezenn reuzeudik, dreisttudet, gwrizias e-doug an hañv, beuzet a-hend-all dindan ar glaveier ha gwastet alies gant ar c'horventennoù. Er rannvro-se e tarzhas en 8vet kantved un emsavadeg a-enep d'an aotrouniezh sinaat hag ar rener anezhi, ur c'houer anvet MAE HAC DE a lakaas war e benn ar gurunenn a impalaer. En hevelep rannvro e krogas 700 vloaz goude ur brezel dieubiñ a-enep da Sinaiz renet gant an impalaer LE LOI. En hevelep lec'h c'hoazh e stagas ar vandarined viet-namat, e dibenn an XIXvet kantved, da irienniñ a-enep d'an drevadennerion c'hall.
E-touez ar vandarined-se e oa NGUYEN SINH HUY unan eus ar re zesketañ. Digalonekaet gant c'hwitadenn ar birvilh broadel e-touez an dud desket a-enep d'ar C'hallaoued e 1888 e teuas en-dro d'e vro c'henidik, Kim Lien, e pastell-vro Nan Dan eus rannvro Nghe-An. Eno e voe ganet d'an 19 a viz Mae 1890 unan eus e vibion a voe anvet NGUYEN THAT THANH. Desavet e voe ar paotrig, hervez pezh a skrivas diwezhatoc'h ur c'hargiad gall en un aergelc'h a c'hwervoni, gourvenn, droukrañs ha kasoni a-enep da Vro-G'hall.
Dija pa oa skoliad e klaskas ar paotr yaouank atizañ e gamaladed a-enep d'ar C'hallaoued. En abeg da se e voe lakaet er-maez eus ar skol hag ez eas d'ul lise all e Vinh. Kaset kuit e voe adarre ha diwar neuze ez eas tre er kelenndi Quoc-Hoc e Hue, ur skol-arnod e-lec(h e veze kelennet an danvezioù skol dre ar vietnameg hag ar galleg. Chom a reas pevar bloaz e kêr Hue hogen kuitaat a reas ar c'helenndi hep skrid-testeni ebet. Skolaer e voe neuze e-pad ur frapadig e Phan-Tiet, ur gêr besketaerion ha goude-se ez eas da Saigon evit klask fred war ul lestr gall. Se a c'hoarveze e 1911 hag ar paotr yaouank a save war vourzh neuze en devoa 21 bloaz hag a veze graet BA anezhañ.

Labourat a reas eta evel darbarer war ar mordreizher Latouche-Treville a veaje etre Marseille hag Indez-Sina. Gopr a gavas war-lerc'h war listri all ha gweladenniñ a reas evel-se porzhioù amerikan evel Boston ha New York. Goude bezañ en em gavet er Reter nesañ hag en Afrika an Hanternoz e savas ur flemmskrid a-enep dT ar veliezh trevadennel dindan an talbenn : Le procès de la colonisation française hag ur flemmskrid all a-zivout stad ar vorianed en Amerika ; La race noire e-lec'h e tage kriz ar Stadoù-Unanet.
Un nebeut mizioù kent ar brezel bed kentañ e reas HO e annez e Londrez,o kavout da c'hwel ar vicher a skaoter-loaioù ha goude~se keginer ha gwastellour en ti-debriñ pompadus Carlton-Hotel, dindan renerezh ar chef brudet Escoffier. D'ar mare-se e kendalc'he da gas da benn e stummadur politikel oc'h heuliañ gant evezh emzispleg an dispac'h en Iwerzhon, o- pleustriñ emvodoù Fabianiz hag o kejout gant Azianed all. Emezellañ a reas en un aozadur damguzh a oa anvet Lao Hong Hoi Ngai (Labourerion tramor) hag e 1917 e treuzas mor Breizh d'en em staliañ e Bro-C'hall. Ar brezel bed a bade abaoe tri bloaz ha kalz a virvilh a oa er vro. Dispac'h Bro-Rusia a vroude ar speredoù, dreist-holl e-touez ar sokialourion c'hall hag an divroidi aziat e Paris. HO a gemeras un anv-brezel nevez : Nguyen Ai Quoc (Nguyen ar brogarour). Degemeret e voe er Strollad sokialour gall ha daremprediñ a reas Jean Longuet, unan eus ar renerion a oa mab bihan Karl Marx. Pennadoù a skrivas ivez e kelaouenn ar Strollad, ar Vie ouvrière. Ur vicher nevez en doa kemeret e Paris, eilaozer luc'hskeudennoù. Kavout a reer er gelaouenn La Bretagne Communiste bruderezh lakaet gantañ da gaout arvalion.

Ar brezel bed kentañ a oa sellet gant Europiz evel ur brezel etre-riezel hogen da bobloù an Trede bed a neuze en em ziskoueze evel ur brezel diabarzh europat, hag ar brezel diabarzh-se a verke diskar Europa. Ho a gredas e oa gwirion Wilson, Sturier ar Stadoù-Unanet pa gomze eus gwirioù ar pobloù da zivizout o unan o zonkadur. E gwirionez ne soñje Wilson nemet er pobloù gwenn. Dipitet bras e voe neuze ar brogarour yaouank e 1919 da geñver kendalc'h ar peoc'h e Versailhez pa nac'has an holl teurel evezh ouzh e c'houlennadenn a eizh poent evit emrenerezh ar Viêt-nam. Kompren a reas neuze e ranker arveriñ an nerzh evit gounit un dra bennak. Splann e teuas kement-se da vezañ da vare 18vet kendalc'h ar strollad sokialour gall e Tours e 1920, pa voe breutaet diwar-benn an hent da zibab evit ober ar reveulzi sokialour. Ar c'hamalad kannad indez-sinat a gemeras perzh er vreutadeg a zisoc'has da gimiad ar sokialourion a oa a-du gant implij ar feulster : ar re-mañ a grouas neuze ar Strollad komunour gall, ezel eus an trede Etrevroadelenn. Un emsaver komunour oberiant-tre e teuas HO da vezañ d'ar mare-se.
Gant arc'hant kaset eus Moskov e krouas HO un talbenn : An unvaniezh etretrevadennel a embannas bep miz betek 1926 ur gelaouenn a oa he zitl : Le Paria. Evit ar wech kentañ ez eas da Voskov e 1923 ha dont a reas da vezañ un den a bouez e poellgor Su-Reter Azia er C'homintern, Evit c'hoari e roll politikel a atizer komunour e voe kaset da Ganton, e Su-Sina., e-lec'h edo o chom ar jeneral Tchang Kai-chek, kuzuliet gant ar Rusian Borodin. Ho a voe anvet jubennour ar mision soviedel hogen se ne oa nemet un digarez evit e labour gwirion : kejout gant Viet-Namiz o chom e Sina.

Levezonet e voe HO d'ar mare-se gant un darvoud a c'hoarvezas neuze. Ur Viet-namad yaouank, Pham Hong Thai, a daolas ur vombezenn war gouarnour-meur Indez-Sina, Martial Merlin, pa zeuas da Ganton. An arnod drouklazh a c'hwitas hag HO a gomprenas ne c'helle ket an dispac'h trec'hiñ dre zrouklazhañ gouarnourion hogen, kentoc'h, dre sevel un emsav politikel kreñv. E 1925 e krouas HO ha daou Viet-namad all o vevañ e Kanton Viêt-nam thang nien cach hong dong chi hoi (Kevredigezh an dispac'herion viet-namat yaouank). Kemer a reas un anv nevez : Son Plan Tcho, Hervez pezh a skrive en amzer-se e oa e gadoniezh neuze, gounit da gentañ youl-vat an holl renkadoù evit diazezañ un demokratelezh bourc'hizel ha da c'houde sevel ar gevredigezh sokialour. An aozadur a gasas Viet-namiz en dro d'ar Viêt-nam evit tuta er skolioù, er mengleuzioù, er plantadurioù hag er c'hêriadennoù. Unan eus an emsaverion gentañ el labour-se e oa mab ur mandarin galloudek e lez impalaerel Hue, neuze dindan gwarez ar C'hallaoued. An den-se, Pham Van Dong, a zeuas da vezan letanant feal HO ha diwezhatoc'h mavdiern kentañ Riez werinel ar Vietnam. En hevelep amzer e kendalc'he HO da stummañ Viet-namiz e Sina. Ret e voe dezhañ tec'hout pa voe torret an darempredoù etre Tchang Kai-chek hag e guzulierion rusian. Ar gomunourion sinaat a voe lazhadeget hag HO a zeuas a-benn da dizhout Moskov. Eno e kemeras perzh en ur c'hendalc'h enep-impalaerel, a-gevret gant Nehru hag ar broadelour indoneziat, Mohammed Matta.

Chom a reas e Norzh-Reter ar Siam, treuzwisket e manac'h boudaat, o prezeg an dispac'h da Viet-namiz o chom er vro-se. E anv a oa neuze Chin ha meskañ a rae e gelennadurezh politikel gant koñchennoù diwar-benn ar speredoù hag an tasmantoù azeulet gant tud ar vro evit o zizhout gwelloc'h. Darvoudoù a bouez a c'hoarveze en Indez-Sina d'ar mare-se. Gant diorren ar plantadurioù, ar mengleuzioù hag an hentoù-houarn e kreske niver ar vicherourion hag ar re-se a zifrete a-enep d'ar galloud gall. Hogen, dre ziouer a rener gwirion e tarzhas e teir lodenn al luskad komunour a oa o tiwan en o zouez, pep kostezenn o werzhañ ar re all. HO a zegemeras urzhioù digant Moskov evit herzel ouzh an dïzurzh-se hag unvaniñ an emsav komunour viet-namat.
Dre ma oa re zañjerus evitañ dont endro d'ar Viêt-nam ez eas HO da chom e trevadenn saoz Hong-Kong hag e pedas holl renerion an emsav viet-namat da zont d'en em vodañ eno. E miz c'hwevrer 1930 e voe dalc'het en Hong-Kong unan eus souezhusañ emvodoù politikel bet dalc'het biskoazh e nep bro. Evit parrat ouzh ardoù an danvez spierion e kavas gwell ar gendalc'hidi en em dolpañ e sportva meur Hong-Kong e-pad ur gevezadeg vell-droad. E-kreiz youc'hadegoù an engroez e voe aozet ar strollad komunour indez-sinat. E 1930 e krogas ar gouerion en hanternoz ar vro da enebiñ ouzh ar C'hallaoued ha bez e voe taolioù-dispac'h e-touez soudarded viet-namat al lu trevadennel. Mouget e voe an emsavadeg-se en un doare kriz meurbet : bombezet e voe kêriadennoù ha dibennet renerion. A-gevret gant emsaverion all e voe bac'het PHAM VON DONG en enezenn Paulo Condore, er Su. HO a chome bepred en Hong Kong dindan an anv Tong VAN SO a voe kendaonet d'ar marv dre zesfailh hag ar C'hallaoued a c'houlennas an ezdaskoradur anezhañ digant ar Saozon. Ar re-se a bakas HO hogen ne asantjont ket d'e dreuzreiñ d'ar C'hallaoued.
Neuze e steuzias HO hag e varv a voe kemennet gant ar c'helaouennoù komunour dre fazi pe dre widre. Ur c'hounlid a voe aozet e Moskov en e enor geint studierion viet-namat. Betek 1945 e nac'has ar c'herreizh gall krediñ e oa distroet HO da Indez-Sina evel ma oa bet diskuliet gant testoù. Evit paotred ar c'herreizh gall e oa marvet HO en Hong-Kong etre 1931 ha 1935. E-pad ar bloavezhioù-se e veajas HO en dro da Chang-Hai en ur zapremprediñ komunourion
gozh eno. Diraez a reas Vladivostok ha treuziñ a reas penn-da-benn Siberia betek Moskov. Hogen dre ma oa deuet a-benn da dec'hout a dre krabanoù ar C'hallaoued a-drugarez d'ar Saozon e voe sellet outañ gant disfiz e Moskov hag e 1935 e kollas e sez e poellgor-kreiz an Etrevroadelenn gomunour.
Pezh a welas e Moskov dindan ren Stalin a feukas anezhañ. Test e voe d'ar spurjoù bras ha da brosezoù heugus e-lec!h e voe ur bern eus e gamaladed barnet d'ar marv pe d'an harlu. Desevet e voe c'hoazh p'en em glevas an diktatour gant riezoù trevadennel ar C'hornog e-lec'h stourm a-enep dezho. Evelato ne gollas ket e vuhez e-kreiz an holl spurjoù dre ma ne roe ket ar Rusianed kalz a bouez dezhañ ha goude bezañ chomet pevar bloaz en Unaniezh Soviedel e eas en-dro da Sina e 1938. Ar gomunourion hag ar vroadelourion o doa graet un emglev evit en em gannañ a-gevret a-enep d'an alouberion japanat. Anvet e voe komiser politikel en ur rujumant broadelour sinaat. Ar pep pouezusañ evitañ a oa eveljust, dieubidigezh e vro. Bez e oa gantañ e 1940, PHAM VAN DONG, e skoazeller a fizians, ha Vo Nguyen Giap, bet kelenner war an istor a-raok dont da benngadour ar Viet-minh ha trec'hour Bien Bien Phu. Faezhidigezh ar C'hallaoued gant luoez Hitler ha gourdrouz Japaniz en Indez-Sina a roas da Ho ha d'e gamaladed an dro da gregiñ er stourm broadel e diabarzh ar vro.

E-pad ar goañv o doa e zalc'hidi aozet ur 'rannbarzh dieubet' e rannvro Cao Bang, war harzoù Sina. HO a gavas eno ur c'hev bras ma kempennas ennañ e benn-karter. Rakwelout a rae faezhidigezh ar C'hallaoued gant Japaniz ha goude-se faezhidigezh Japaniz gant ar gevredidi (Stadoù-Unanet, Unaniezh Soviedel h.a,). War zaou ziviz e c'belle ar gomunourion leuniañ goulloder politikel ar vro : kaout ur skoazell ledan-tre a-berzh ar boblañs ha sikour ur vro estren. Ar vroadelourion sinaat a oa an nerzh skorañ tostañ. En abeg da se e kavas da HO ne c'helle ket an emsav bezañ komunour a c'houez d'an holl. Krouet e voe un talbenn ennañ kouerion, micherourion ha zoken perc'henned brogar. An talbenn-se a voe anvet Vietna Doc Lap Dong Minh, strishaet e Viet-Minh. Divizet e voe ober eus deiziad ganedigezh HO - 19 a viz Mae, HO en devoa 50 vloaz -deiziad kefridiel diazezadur an talbenn.
E miz Gouere 1942 e teuas endro da Sina evit goulenn skoazell Tchang Kai-chek a-enep da Japaniz. Treuziñ a reas harzoù Sina oc'h en em dremen evel kelaouenner hogen harzet e voe gant ur penn-brezel lec'hel a gemere anezhañ evit ur c'homunour pe ur spier gall. Tremen a reas ur bloavezh karc'har, o vont eus un toull-bac'h d'egile, chadennet e zivc'har. E-pad an amzer-se e skrive barzhonegoù diouzh giz mandarined kozh an Annam, evel Ar c'horf a zo bac'het hogen ar spered a zo dieub. Divac'het e voe a-benn ar fin ha pa gejas gant Tchang Kai-chek ez asantas hemañ da reiñ d'ar Viet-Minh 100.000 dollar bep miz evit paeañ mizoù-brezel stourm Vietnamiz a-enep da Japaniz.
Bez e oa tabutoù e diabarzh an emsav vietnamat. Tud 'zo evel VO NGUYEN GIAP a oa ali e 1944 e ranked kas diouzhtu war-raok un emsavadeg hollek renet gant ar gomunourion hogen HO a sonje ne oa ket deuet c'hoazh ar poent. Goulenn a reas digant GIAP strivañ muioc'h da stummañ frammoù politikel, tuta, gourdonan ha kenteliañ emsaverion armet. Kregiñ a reas Giap ivez da grouiñ kreizennoù e pastelloù-bro digevannez evit ar gouvrezel da zont.
Chomet e oa ar mererezh gall e-pad an dalc'hidigezh japanat, evel ur mererezh a vargodennoù hag e miz Meurzh 1945 e tivizas ar C'hallaoued en Hanoi kas soudarded da ziskar kreizennoù GIAP. Hogen ar bagadoù soudarded-se a voe harzet gant Japaniz a saveteas ar Viet-ninh evel-se, hep fellout dezho. En amzer-se îvez e voe darempredoù etre ar Viet-Minh hag an Amerikaned dre ma oa Japaniz an enebour boutin. E 1945 ez embannas ar Viet-minh ur steuñv politikel didaer meurbet, o c'houlenn dilennadegoù evit ur parlamant indez-sinat, un doare emrenerezh dindan ar gouarnour gall ha prientidigezh ar frankiz klok dre bazennoù gorrek. Kaset e voe ar steuñv-se da Baris da c'houarnamant De Gaulle, ennañ komunourion. Digalonekaus e voe respont Paris evit ar vroadelourlon vietnamiat. Kinnig a rae ar C'hallaoued ur c'hevread eus pemp stad indez-sinat : Kambodj, Laoz, ha teir lodenn eus ar Viêt-nam, Tonkin, Annam ha Cochin-sina. N'o doa ket disoñjet lavar-stur kozh ar Romaned i Rarinan evit ren, a soñjas meur a hini. Ne asantas ket Vietnarniz d'ar raktres-se hag e miz Eost 1945 e krouas ar Viet minh ur poellgor-dieubiñ a c'halvas ar boblañs d'en em sevel a-enep d'ar C'hallaoued goude faezhidigezh Japaniz.
Dalc'hidi ar Viet-minh a aozas displegadegoù bras e Hanoi, a droas da ensavadegoù a-enep d'ar C'hallaoued o chom e kêr. E Hue, Bao Dai, an impalaer mignon d'ar C'hallaoued a roas e zilez. Er su, e Saigon, e voe kemeret ar galloud gant Tran Van Giau. Anavezet eo an darvoudoù a zo o'hoarvezet abaoe evel dispac'h miz Eost. Ret eo lavarout evelato ne gemeras ket perzh er birvilh-se ar pep brasañ eus Viet-namiz. Ur skrivagner viet-namat a skrive d'ar mare-se e veze sellet ouzh HO gant ar vroadelouricn evel ouzh ur c'horonal sinaat. HO avat a zeuas tre e kêr Hanoi e dibenn miz Eost ha d'an eil a viz Gwengolo e tisklerias frankiz ar Viêt-nam. E brezegenn a grogas gant ur frazenn eus Diskleriadur Frankiz Amerika en 18vet kantved : An holl dud a zo ganet gant gwirioù ingal... E gwirionez e oa ar Viêt-nam pell diouzh bezañ dieub. Bez e oa soudarded sinaat en hanternoz, soudarded saoz e Saigon, hag ul lu gall renet gant ar jeneral Leclerc o tont eus Bro-C'hall. E-touez ar vroadelouricn e oa darn a-du gant ar frankiz klok diouzhtu ha re all a felle dezho skoulmañ un emglev gant ar vroadelourion sinaat. Forzh penaos e oa ret en em glevout gant ar C'hallaoued. Diaes kenañ e oa, dre ma oa o c'hannad e Hanoï, Jean Sainteny, a-du evit en em glevout gant ar Viet-Minh met o c'homiser-meur e Saîgon a-enep groñs dre ma kave dezhañ e oa tu da adsevel ar galloud trevadennel en Indez-Sina.
E miz Meurzh 1946 e sinas HO ur feur-emglev a aotree al lu gall da chom er vro e-pad pemp bloaz en eskemm eus anaoudegezh an emrenerezh gant Bro-C'hall. 
D'an 31 a viz Mae ez eas HO da Vro-C'hall evit sînañ ar feur diwezhañ. Pezh a zegoueshas da heul a voe reuzius. E Bro-C'hall ne oa d'an ampoent gouarnamant ebet. 
D'ar c'hentañ a viz Mezheven 1946, an deiz war-lerc'h disparti HO diouzh Paris e voe torret an emglev gant Thierry d'Argenlieu e Saigon : diskleriañ a reas Republik dieub Kochin-Sina er Su. Dizoloet en doa HO ivez e oa deuet e gamaladed kozh eus ar Strollad komunour gall da vezan ken trevadennelour ha ken impalaerelour hag ar bolitikerion c'hall eus an tu dehoù, hervezañ. Maurice Thorez, sekretour-meur ar Strollad komunour gall, a zisklerias ne felle ket dezhañ bezañ kiriek da ziskar ar 'vezañs c'hall en Indez-Sina,..
Tamm ha tamm e voe dilezet an emglev. E Hanoi e oa muioc'h mui a stokoù etre soudarded ar Vietminh hag ar soudarded c'hall. 
D'an 23 a viz Du 1946 e voe bombezet porzh Haïphong gant ar C'hallaoued, o lazhañ 6.000 den, a-hervez evit parrat ouzh un irienn. Un nebeut sizhunvezhioù war-lerc'h e voe gwallaozet tredanvaoù gall ha soudarded ar Viet-minh a dagas ar gwarnizonoù gall. E dibenn 194ô e oa deuet ar brezel da vezañ didec'hus hag HO a zisklerias neuze d'ur Gall : C'hwi a c'hell lazhañ dek deomp evit unan deoc'h hogen daoust da se e talc'himp ha trec'h e vimp en diwezh.
E miz Meurzh 1947 e sinas Maurice Thorez ar c'hemmennadur stadel evit ober brezel d'ar Viet-Minh. En hevelep koulz e c'hourdrouze De Gaulle e vefe lakaet da dremen dirak uhel-lezvarn ar Stad neb a vefe kiriek da goll un tamm eus an diriegezh dalc'het gant Bro-C'hall.
Fazioù diniver a-berzh ar C'hallaoued a atizas ar vroadelouriezh vietnamat. 

Ar brezel gwadus a badas seizh vloaz. Goude o zrec'h war luoez Tchang Kai-chek e c'hellas ar gomunourion sinaat skoazellañ Vietnamiz tra ma oa sikouret ar C'hallaoued gant an Amerikaned. Dre vras, koulskoude e voe gounezet an trec'h en diwezh gant ar Viet-Minh e unan. 

D'ar 7 a viz Mae e voe trec'het da vat kamp Điện Biên Phủ. An deiz war-lerc'h e voe dalc'het emvodoù evit ar peoc'h e Genev. Ar Rusianed, na felle ket dezho kaout trubuilhoù hag a c'hoantae e c'hwitfe arnod ar C.E.D. (Kumuniezh difenn Europa), a asantas da rannadur ar Vietnam.
Hô Chi Minh a gemeras neuze penn Republik Gwerinel Viêt Nam (Hanternoz Viêt Nam) hag en em roas d'ar stourm adunanin e-tal Ngô Dinh Diêm a ren Republik Kreisteiz Viet Nam gant sikour an Amerikaned.

Ret e voe da HO ivez asantiñ gant ar bromesa e vefe dalc'het dilennadegoù e 1956 evit adunaniñ ar vro. E 1956 avat ne reas netra ar Rusianed hag e 1957 e kinnigjont degemer an daou Viêt-nam er Broadoù Unanet, pezh a dalveze darbenn da vat rannadur ar vro,
HO a seblantas plegañ ha strivañ a reas gant e c'houarnamant da greñvaat ha da ziorren an hanternoz. Diaesterioù en devoe gant ar gefredourion frankizour a voe spurjet a-benn ar fin hag ivez evit kas da benn adaoz ar gladoù. E bolitikerezh gounezerezhel a voe tost da zevoudañ un emsavadeg e-touez ar gouerion a-enep d'ar renadur komunour. 
A-c'houdevezh e krogas da harpan ar Viet Cong a-zevri, da lavarout eo a-enep republik ar c'hreisteiz. Klask a reas mirout ar c'hempouez être Moskov ha Peking. Pa grogas an Amerikaned da vombezañ an hanternoz e c'houlennas sikour digant ar Rusianed ha Sinaiz war un dro en ur glask chom dishual diouzh an eil re koulz ha diouzh ar re all.
Pismiget e voe emzalc'h Mao-Tse-Toung gant ar gomunourion vietnamat dre ma n!en devoa mui rener-meur Sina darempred ebet ken gant ar bobl. Seurt tamall ne c'helled ket ober da HO. Tud a lavar e respontas un deiz d'un den a c'houlenne outañ perak ne embanne ket e oberennoù evel levier Sina : Ar Sturier Mao, emezañ, en deus pleustret war danvezioù ken niverus ma ne chom mui netra din da lavarout...
Er bloavezhioù diwezhan ne gemere mui perzh e melestradur an aferioù pemdeziek ; un tredeog e oa kentoc'h etre kostezennoù ar politburo. Bezet pe vezet, betek ar penn ez eo chomet ur monumant bev eus ar vrogarouriezh vietnamat. Deiz-ha bloaz e varv a vez lidet dan eil a viz Du.

E anv en deus servijet da envel kêrbenn ar c'hreisteiz, Saigon, goude trec'h ar gomunourion war an amerikaned e 1975.




#Article 418: Stummoù gwenedek-rik er yezh lennek (165 words)


Pal an emglev staliet e 1941 gant ar pep brasañ eus ar skrivagnerien vrezhonek a oa unvaniñ ar reizhskrivadur evit ma vije degemeret stummoù 'zo eus brezhoneg Gwened. An doare-skrivañ nevez a zo bet anvet an doare-skrivañ peurunvanaet pe ar peurunvan. Prientet e oa bet al labour unvaniñ gant ar Wenedourien Langleiz ha Roperzh ar Mason abaoe meur a vloaz, ha war azgoulennoù ar Wenedourion eo, Loeiz Herrieu ivez, e voe asantet gant rener Gwalarn, Roparz Hemon, kemm an doare-skrivañ KLT d'ober ar c'h-KLTG. Er pleustr e oa bet savet ul levrig da beurunvaniñ ar yezh hec'h-unan ivez, ha n'eo ket hepken an doare-skrivañ.

Roperzh ar Mason en devoa moulet e ti Skridoù Breizh e 1943 al levrig-se a zo bet advoulet gant Hor Yezh. Ar stummoù gwenedek a ranker degemer er yezh skrivet unvan a vo kavet amañ eta. Stummoù gwenedek all a zo, hogen n'int ket sañset da vezañ degemeret en doare-skrivañ peurunvan. 

skrivet e vo avat :

 
Barzhoniezh (stummoù degemeret er V.):




#Article 419: Fañch Elies Abeozen (176 words)


Ur skrivagner brezhonek eo Fañch Elies (Jean-François-Marie Éliès), anavezetoc'h dre e anv-pluenn Abeozen. Ganet eo bet en Dre Nevez d'an 22 a viz C'hwevrer 1896 ha marvet er Baol-Skoubleg d'an 3 a viz Mezheven 1963. Ur yezhoniour hag ul lennegour brezhonek eo bet, met sevel a reas ouzhpenn un nebeud oberennoù lennegel (ur pezh-c'hoari, barzhonegoù, danevelloù  ha romantoù), yezhadur ar brezhoneg krenn, istor al lennegezh vrezhonek, dastumadoù ha labourat a reas ivez war ar c'hembraeg. Troet en deus ar  (ar Mabinogi e brezhoneg).

Mont a reas da skol ar Frered da Landivizio e-lec'h m'edo Klaoda ar Prad o kelenn hag hemañ eo a reas ur broadelour anezhañ. Pa oa en e soñj mont da veleg ez eas da gloerdi Kemper eus 1907 da 1914. Kaset da soudard e voe gloazet gant ar gazoù ha tapañ a reas ur yec'hed fall diwarno. Goude ar brezel ez eas da Bariz evit tapout un aotreegezh. Kelenner e voe e Dinan ha Sant-Brieg a-raok mont da Roazhon da gelenn el lise ha da studiañ d'ar skol-veur war ar memes tro.




#Article 420: Jos-Pêr ar Braz (240 words)


Jos-Pêr ar Braz (anv ofisiel : Joseph-Pierre Le Bras), lesanvet Dirlem, ha Yann Brezal e anv-pluenn, a oa bet unan eus ar stourmerien bolitikel gentañ o deus graet gant ar brezhoneg evit displegañ o mennozhioù  politikel.

Ganet e oa bet e Kerdevez, en Drev-Nevez e Bro-Leon, d'an 8 a viz Du 1889, ha lazhet e oa bet d'an 8 a viz Gwengolo 1915 e-kerzh Brezel 1914-1918 e Vienne-le-Château, e-kichen Bar-le-Duc (Marne) .

Degaset e voe Jos-Pêr ar Braz d'an Emsav gant Klaoda ar Prad, skolaer e Landivizio, skrivagner ha brogarour. Evel skolaer en ur skol gristen e Landivizio e c'hounezas e vara adalek 1906. Dastum a reas sonioù ha gwerzioù e tolead Logeginer-Plouziri ken e voe loreet e kenstrivadeg ar Bleun-Brug e Kastell-Kêryann e 1907.
E 1914 e voe anvet diwar e c'houlenn da vestr-skol publik e Plougin.

Enskrivet e Brest e 1914, en 48 rejimant troadegiezh, kaset e voe d'ar brezel diouzhtu hag e voe lazhet e-kichen Bar-le-Duc d'an 8 a viz Gwengolo 1915. Tizhet en doa ar renk a gaporal.  

Bez' ez eus ur blakenn-goun vrezhonek e Maissin (Belgia) gant Jos-Pêr ar Braz. Lenn a reer warni :

Jos-Pêr ar Braz a gemeras perzh e savidigezh Strollad Broadelour Breiz ; skrivañ a reas ivez e-barzh kelaouenn ar Strollad, Breiz Dishual, dindan an anv-pluenn Yann Brezal. E-barzh kelaouennoù all ez embannas pennadoù brogar all, e Kroaz ar Vretoned dindan an anv-pluenn Dirlem hag e Brug dindan al lesanv Bruger.




#Article 421: Brug (kelaouenn) (114 words)


Ar gelaouenn Brug a oa renet gant Emil Masson, ur brogarour sokialour, pe kentoc'h hanter werinelour, hanter anarkour, un Tolstoiat', mar karer, hag a gemeras perzh e labour ar Strollad Broadelour kentañ. Skrivañ a rae e-barzh Breiz Dishual dindan al lesanv Ewan Gwesnou. 

Gant ar gelaouenn divyezhek viziek Brug e felle da Emil Masson tizhout kouerien Kornôg Breizh hag o zreiñ a-du gant mennozhioù an araokaat, ar c'henobererezh. 

Brug a zo bet embannet eus miz Genver 1913 da viz Gouere 1914. Echuet he deus gant an niverenn 19. An 20vet niverenn zo chomet diembann abalamour d'ar brezel, bet diskleriet d'ar c'houlz-se.
Jean-Julien Lemordant eo en deus treset ar pep brasañ eus goloioù ar gelaouenn.

 




#Article 422: Loeiz ar Chalotez (241 words)


Louis-René de Caradeuc de la Chalotais (pe Loeiz ar Chalotez e brezhoneg), ganet e Roazhon d'ar 6 a viz Meurzh 1701 ha marvet eno ivez d'an 12 a viz Gouere 1785, a oa un den a lezenn a oa prokulor e Breujoù Breizh.  Kemer a reas penn an eneberezh da benngomandant Breizh, an dug d'Aiguillon. P'en devoa nac'het plegañ dirak ar Roue e oa bet toullbac'het hag abalamour da se  eo gwelet gant lod evel ar c'hentañ emsaver politikel brezhon.

Diaes eo lavarout eo bet ar Chalotez ur brogarour pa oa e bennobererezh stourm evit ma chomje bev dreist-wirioù e ensavadur a-eneb ar galloud kreiz. Pennpatrom an nagennour lealour, - evit implijout ur c'herienn ijinet gant Iwan an Diberder e deroù an  -  eo bet marteze. Biskoazh n'en deus ar Chalotez burutellet reizhwiriegezh ar galloud kreiz-se nag arvaret diwar e benn ; war un dro e oa anezhañ un ezel eus an intelligentsia c'hall a neuze, mirelour ha filozof war un dro (re aes e tisoñjer ne oa ket Voltaire un dispac'her : un adreizhour, ur c'hempennour ne oa ken),  savet gantañ levrioù - unan anezho diwar-benn an desavadurezh (Essai de l'Éducation nationale, 1765), o tagañ ar Jezuisted - ha na c'heller kompren nemet er meizframm gall a neuze.

Toullbac'het e oa bet ar Chalotez e Pariz, e Kastell an Tarv hag e Sant-Maloù hag e oa deuet ar Breudoù a-benn da lakaat ar gouarnamant gall d'e zivac'hañ  (da vezañ kendalc'het)




#Article 423: Iron Maiden (508 words)


Ur strollad sonerezh brudet-kenañ eo Iron Maiden. Heavy metal a zo kaset gant ar strollad saoz-mañ ha kement-se abaoe 1975. Gant ar soner gitar-boud Steve Harris eo bet savet. Gant ar strolladoù Saxon, Judas Priest, Def Leppard, Tygers of Pantang int bet e-touez ar re gentañ eus al luskad NWOBHM (new wave of british heavy metal)... Black Sabbath ha Motörhead a oa skeudenn ur rummad koshoc'h. Ar strollad metal en deus graet ar muiañ a werzh eo Iron Maiden : muioc'h eget 100 milion a bladennoù zo bet gwerzhet ganto.

    * The Soundhouse Tapes, 1979 EP
    * Iron Maiden (1980) ; strollad : Paul Di'Anno o kanañ, Dennis Stratton ha Dave Murray ouzh ar gitar, Steve Harris ouzh ar gitar-bout, Clive Burr ouzh an taboulin
          o Running Free, 1980 Single
          o Sanctuary, 1980 Single
          o Women in uniform, 1980 Single
    * Killers (1981), Adrian Smith a gemer plas Denis Stratton
          o Twilight Zone, 1981 Single
          o Purgatory, 1981 Single
    * The Number Of The Beast (1982), Bruce Dickinson a gemer lec'h Paul Di'Anno. 
          o Run To The Hills, 1982 Single
          o Children Of The Damned, 1982 Single
    * Piece Of Mind (1983), Nicko McBrain a dap plas Clive Burr
          o The Trooper, 1983 Single
          o Flight Of Icarus, 1983 Single
          o Where Eagles Dare, 1983 Single
    * Powerslave (1984)
          o Aces High, 1984 Single
          o 2 Minutes To Midnight, 1985 Single
    * Somewhere In Time (1986)
          o Heaven Can't Wait, 1986 Single
          o Wasted Years, 1986 Single
          o Stranger In A Strange Land, 1987 Single
    * Seventh Son Of A Seventh Son (1988)
          o Can I Play With Madness, 1988 Single
          o The Evil Thing That Men Do, 1988 Single
    * No Prayer For The Dying (1990), Janick Gers e-lec'h Adrian Smith (aet da sevel e strollad ASAP, Adrian Smith and Project)
          o Bring Your Daughter...To The Slaughter, 1990 Single
          o Tailgunner, 1990 Single
          o Holy Smoke, 1991 Single
    * Fear Of The Dark (1992)
          o Be Quick Or Be Dead, 1992 Single
          o Wasting Love, 1992 Single
          o Fear Of The Dark, 1993 Single
          o From Here To Eternity, 1993 Single
          o Chains Of Misery, 1994 Single
    * The X Factor (1995), Blaze Bayley (Wolfsbane) a gemer plas Bruce Dickinson au chant
          o Man On The Edge, 1995 Single
          o The Edge Of Darkness, 1995 Single
          o The Aftermath, 1996 Single
          o Fortunes Of War, 1996 Single
          o Lord Of The Flies, 1997 Single
    * Virtual XI (1998)
          o When Two Worlds Collide, 1998 Single
          o Futureal, 1998 Single
          o The Angel And Gambler, 1999 Single
          o Lightning Strikes Twice, 1999 Single
    * Brave New World (2000), distro Bruce Dickinson hag Adrian Smith (tri c'hitarour a vo diwar neuze)
          o Out Of The Silent Planet, 2000 Single
          o The Wicker Man, 2000 Single
          o Brave New World, 2001 Single
    * Dance of Death (2003)
          o Wildest Dreams, 2003 Single
          o Rainmaker, 2004 Single
          o No more lies 2004
    * A Matter of Life and Death  (2006)
    * The Final Frontier  (2010)
    * The Book of Souls  (2015)




#Article 424: Tír na nÓg (412 words)


Tír na nÓg (distaget [tʲiːɾˠ n̪ˠə ˈn̪ˠoːɡ]) a dalvez, en iwerzhoneg, « Douar ar re yaouank». Bez' ez eo « ur bed all », ur bed mojennel a zo anv anezhañ er meurzanevelloù iwerzhonek. 

Un enezenn eo Tír na nÓg, pell er c'hornôg. Hir ha kalet eo ar veaj da vont di, pa ne vezer ket pedet gant ur bansidhe, kannadez an doueed. Tír na nÓg n'eo ket ul lec'h evit ar vrezelourien pe an harozed lazhet en emgann, met kentoc'h un doare paradoz war an douar, annezet gant boudoù dreistnatur, ha ma c'hoarvezas gant moraerien pe venec'h en em gavout eno dre eurvad e-pad o beajoù. 

Er Grennamzer e konter ez eas di meur a vanac'h. Er « bed all »-se e chomer yaouank, kreñv ha brav, da viken, n'eus na marv na kleñved, ha ne dremen ket an amzer. Ne vez na naon na sec'hed gant an nen, ha laouen e vez an holl, o vevañ e-kreiz ar sonerezh hag ar plijadurioù all. 

Meur a vanac'h a zegouezhas eno e kontadennoù an echtrae (avantur) pe an immram (an treizh), brudet er Grennamzer. 

Kaoz a vez eus Tír na nÓg e meur a vojenn : eno e reas ar bobl anvet Tuatha Dé Danann hec'h annez, goude m'he doa ranket kuitaat Iwerzhon.  Eno e vevas, ur pennad, an haroz Oisín a oa bet kaset di gant Niamh he Blev Aour. Goude ur pennad amzer e fellas da Oisín distreiñ d'ar gêr, met nouspet bloavezh warn-ugent a oa tremenet abaoe m'en doa kuitaet Iwerzhon. Ne c'halle ket kuitaat Tír na nÓg, anez mervel. 

Gant Niamh e voe profet dezhañ ur marc'h hud. Gantañ e c'halle Oisín kuitaat ar « bed all », met rankout a rae chom war e varc'h atav : ma tiskennje diwar e varc'h e varvje. Oisín ne selaouas ket kuzul Niamh avat ha mont a reas e poultrenn kerkent ha diskennet diwar e varc'h war zouar Iwerzhon. 

Hervez ar vojenn en doa bet amzer da gontañ e istor da sant Padrig ha da gofesaat (ha kaout an absolvenn evel-just) a-raok mervel, en Ail Finn, e kontelezh Ros Comáin.

Kontadennoù all par d'ar vojenn a gaver dre ar bed, evel hini Urashima Tarō

Sed amañ da-heul Tristan oc'h ober meneg eus Tír na nÓg, dindan bluenn Langleiz, e-barzh Tristan hag Izold (Al Liamm, 1972, pajennoù 74 ha 191) :« [...]... Bro eurus Ar-Re-Vev, sklerijennet gant un heol n'eo ket eus ar bed-mañ : Tir-Na-N-Og, douar ar yaouankiz peurbadus... »

 




#Article 425: Sonerezh rock (168 words)


Ul luskad pouezus en istor ar sonerezh a-vremañ eo ar sonerezh rock. Hervez an istorourien, ur ganaouenn skrivet ha kanet war ur skingomz e Memphis (SUA) e 1955 gant Elvis Presley eo bet an hini gentañ savet er mod-mañ.
Implij a ra ar vouezh (mouezhioù heson alies); ar gitar tredan hag an toserezh (taboulinoù hag ivez binvioù kerdin evel ar gitar-boud). Meur a venveg seniñ all a vez implijet evel ar saksofon.
Ur fenomen sevenadurel gant ur pouez kevredigezhel divent eo ar sonerezh rock p'en deus tizhet an darn vrasañ eus ar pobloù er bed. Lod o deus gwelet anezhañ evel ur moaien evit lakaat ar brezelioù war echuiñ pe ar peoc'h da gendelc'her pe da embann an doujañs. 
 
Meur a stil a zo bet diorroet goude an degad kentañ pa veze implijet an dro-lavar rock and roll kentoc'h (distaget rock 'n roll). Ken lies eo ar sonerezh rock m'eo diaes termeniñ an harzoù. Hervez lod, n'eo ket rock-rik al luskadoù evel an heavy metal hag ar soul.




#Article 426: Kêr-Is (383 words)


Kêr-Is, Kêr-Iz, ar Gêr a Iz zo ur gêr vojennel e Kernev hag a vije bet koñfontet gant ar meurvor er  da heul dibalamour ar briñsez Dahud, merc'h ar roue Gradlon.
C'hwec'hvet kan Barzhaz Breizh Théodore Hersart de la Villemarqué eo Liñvadenn Gêr Is.
Hervez ar skrid koshañ (1636) e vije bet kêr Is e pleg-mor Douarnenez ; meur a lec'h all zo bet kinniget abaoe a-feur ma voe brudet ar vojenn, an darn vuiañ anezho er-maez eus Kernev war-bouez Beg ar Raz ha pleg-mor Gwaien – unan anezho eo Ar Yeoded, en abeg d'an anv moarvat, ha da zismantroù un oppidum a zo bet kavet eno.

Is e oa kêr-benn rouantelezh Kernev pa oa Gradlon Meur o ren. Gant ur puñs divent e veze diwallet diouzh an aloubadegoù hag ar reverzhioù bras. Un nor guzh a oa d'ar puñs-se, a veze digoret pe brennet diouzh ma troe an traoù ; gant ar roue e veze an alc'hwez aour-se bepred.
Sant Gwenole, kuzulier Gradlon, en deveze poan o kendrec'hiñ ar roue da lakaat termen da emzalc'h diroll ha dizoue ar briñsez Dahud ; diouganañ a reas e vije liñvet Is en abeg dezhi.
D'un noz end-eeun e teuas Dahud da laerezh alc'hwez ar puñs p'edo he zad o kousket, kement-se evit difinañ war un dirolladeg he devoa kaset en enor d'he c'haredig. Pa voe digoret ar skluz ez eas ar mor tre e kêr.
O tec'hel war varc'h e oa Gradlon, e verc'h gantañ war an talier, pa c'hourc'hemennas Gwenole dezhañ divarc'hañ Dahud abalamour ma oa re garget ar jav : « Diabenn an droukspered hag a zo a-dreñv dit ! » Sentiñ a reas ar roue, ha lonket gant an donn e voe ar briñsez.
Abaoe al liñvadenn e vez klevet kleier-galv Is o vrallañ ha Dahud o c'hlac'hariñ pa vez ar reverzhioù brasañ.

Keltiek eo orin mojenn kêr Is, pa vez kanet e Breizh, e Kembre hag en Iwerzhon, pep hengoun o lec'hiañ Is en e vro. Pa gan Breizhiz a-zivout ur puñs ez eo feunteunioù a liñv kêr er broioù all.
Bepred e vez lakaet bugel ar roue – priñs pe briñsez – da atebek war ar reuz, ha bewech e vez kastizet gant an doue kristen, dre veuziñ pe dre dreiñ d'ur vorganez – ar pezh a zo pagan.

 
 




#Article 427: Meurvor Arktika (305 words)


Meurvor Arktika (pe Meurvor skornek Arktika) en em led war 14 000 km². Emañ etre ar Pol Norzh ha Kelc'h Arktika. Goloet eo an darnvuiañ anezhañ gant ar vorskorneg, dezhi ur gorread o kreskiñ-digreskiñ hervez ar c'houlzioù-amzer. N'eus harz ebet etre Meurvor Arktika hag ar Meurvor Atlantel na gant ar morioù a-hed Norvegia, Rusia hag Alaska : Mor Lincoln, Mor Barents, Mor Kara, Mor al Lapteved, Mor Retersibiria ha Mor an Dchouchked) hag ivez Mor Beaufort a-hed Tiriadoù ar Gwalarn e Kanada.

Emañ un nebeud enezegoù a kreiz ar meurvor : Novaya Zemlya (Rusia), inizi Svalbard (Norvegia), Douar Franz-Josef, Inizi Sibiria-Nevez hag an Enezeg kanadian.

A-hed an aodoù n'eus ket kalz a dud o chom nemet e Norvegia hag e Gwalarn Rusia (Ledenez Kola gant Arc'hangelsk). E Siberia n'eus nemet geunioù ken ez eo kazi digenvez an aodoù.

Pa oa ar Brezel yen e oa an takad dindan an urzh vilourel pa oa meur a ziaz-lu kostez an URSS koulz ha kostez Norvegia. Listri-spluj soviedel ha stadunanat a rae o ged-tro er meurvor a-bezh. E 1958 e reas un taol-kaer al lestr-spluj atomel stadunanat Nautilus pa dreizhas ar meurvor en ur splujañ dindan ar vorskorneg tev a zo dindan ar Pol Norzh.

E Gouere 2007 e kasas gouarnamant Rusia ul lestr-spluj evit plantañ banniel Rusia e foñs ar meurvor, 4 000 m donder eno. Evit pouezañ war al lodenniñ pinvidigezhioù kuzhet an islonk da zont eo bet graet an dra-se p'eo ar vorskorneg o tigreskiñ dre efed tommadur hinad ar bed. Pep bro staliet war aodoù ar meurvor a reklemm e lodenn. Ar Stadoù-Unanet o deus embannet e tlefe Tremen ar Gwalarn bezañ un tremen etrebroadel, met n'emañ ket a-du Kanada ha gouarnamant ar riez-se en deus embannet e stalio un diaz-lu nevez dindan un nebeud bloazioù evit e gontrolliñ just goude splujadenn ar Rusianed.




#Article 428: Baarle-Hertog (185 words)


Ur gumun e proviñs Antwerpen e Belgia eo Baarle-Hertog. Er gumun emañ kêr Baarle-Hertog a save an niver ag annezidi enni da 2 276 den d'ar 1 a viz Genver 2005. 7,48 km² eo ar gorread hollek ha stankder ar boblañs 304,44 annezad dre km².

Harzoù korvigellek zo etre Baarle-Hertog ha Baarle-Nassau en Izelvroioù. En holl ez eus 24 rann douar distag disheñvel. Ouzhpenn an tamm brasañ (anvet Zondereigen) lec’hiet e hanternoz kêr velgiat Merksplas, ez eus 20 sankenn belgiat diavaez en Izelvroioù ha 3 all war an harzoù etre an Izelvroioù ha Belgia. Seizh sankenn diavaez nederlandat zo ivez e-diabarzh sankennoù diavaez Belgia. C’hwec’h anezho zo en hini vrasañ hag ar seizhvet en eil vrasañ. Un eizhvet sankenn diavaez nederlandat a gaver e Zondereigen ivez. 

Ken luziet eo an harzoù ma z'eus tiez zo savet a-ramp etre an div vro. Poent zo bet e oa dav d'ar pretioù a oa en tu nederlandat d'an harzoù serriñ abred abalamour da lezennoù ar vro. Er pretioù a oa war an harzoù e oa dav d'an arvalien cheñch taol evit kenderc’hel gant o fred eus tu Belgia.




#Article 429: Ezklozadur (128 words)


Graet e vez ezklozadur eus un tiriad a aparchant d'ur framm politikel hep bezañ stag outañ dre zouar (inizi er-maez) hag a zo gronnet gant frammoù politikel all. Ur skouer vat eus se eo ar c’horn-bro en-dro da gêr rusian Kaliningrad. Da Gevread Rusia eo met dispartiet eo diouzh ar peurrest eus ar vro gant douaroù stag ouzh Lituania ha Polonia.

Daoust pegen kar eo an daou dermen, un ezklozadur n'eo ket un enklozadur dre ret. Gronnet eo Oblast Kaliningrad gant div vro : Lituania ha Polonia hag harzoù he deus ivez gant ar mor Baltel. Eus an tu all, ezklozadur katalan Llívia zo enklozet e Frañs.

Troet eo an ezklozadurioù da soñjal mui pe vui er frankiz politikel, dreist-holl pa vez pell an ezklozadur eus ar vammvro.




#Article 430: Angström (112 words)


An ångström pe angström (simbol Å) zo un unanenn hirder n'eo ket e-barzh ar sistem etrebroadel (SI).

Anvet e voe an ångström evel se en enor d'ar fizikour svedat Anders Jonas Ångström, unan eus ar re o deus ijinet ar spektrokopiezh. Graet e vez a-wezhioù gant an unanenn-mañ evit muzuliañ ment atomoù a zo o radius (skin) etre 0,25 ha 3 Å.

An ångström kozh (a zo Å* e simbol evit lakaat kemm etre eñ hag an ångström nevez) a veze termenet diwar hirder gwagenn linenn K-α-1 an tungsten ; hennezh a veze dre dermenadur kevatal rik da 0,209 010 0 Å*. Setu 1 Å* = 1,000 015 01×10-10 ± 90×10-18 m.




#Article 431: Sañskriteg (729 words)


Ar sañskriteg, pe sanskriteg (संस्कृता वाक् saṃskṛtā vāk) a zo ur yezh indez-europek klasel eus India. Ar ger saṃskṛta- a dalvez glan, santelezet, sakr. An anv saṃskṛtā vāk pe yezh c'hlan a roer d'ar sañskriteg a ra dave d'ur 'yezh uhel' implijet evit lidoù relijiel. Ar yezhadur koshañ eo an Ạṣtādhyāyī bet savet gant Panini (Pāṇini पाणिनि ) er .

Damheñvel eo statud ar sañskriteg evit sevenadur India ouzh hini al latin evit Europa, dre ma'z eo hounnezh ar yezh a voe implijet evit skrivañ ar vedaoù o tennañ d'an hindouegezh. Ur yezh varv eo ar sañskriteg ivez, dres evel al latin, dre ma n'eus kumuniezh ebet a ra gantañ. Diouzh an tu all avat, e vez desket ar sañskriteg evel eil yezh alies ha 6 000 brahmin bennak a lâr ez eo ar sañskriteg o yezh kentañ ha tud zo a glask lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev en-dro. Implijet e vez ar sañskriteg peurliesañ evel ur yezh relijiel evit al lidoù hindouek. 

Ar sañskriteg rakklasel pe vedel a zo unan eus ar yezhoù indez-europek koshañ a gaver roudoù skrivet diouto. Amañ e vez kaoz kentoc'h eus ar sañskritek klasek evel ma voe bet deskrivet e yezhadur gant Panini tro-dro da 500 a-raok Jezuz.

 

Deskrivet e vez ar sonennoù hervez an urzh hengounel, da lâret eo: vogalennoù, kensonennoù tarzh, kensonennoù dre fri, kensonennoù linkr ha kensonennoù c'hwezh.

Vogalennoù eo ṛ, ṝ, and ḷ. A-wezhoù e vez menneget ॡ ḹ evel un ḷ hir met ne vez ket implijet ar son-mañ e sañskriteg ha war a seblant e vije bet ijinet al lizherenn-mañ dre genveriañ gant ar c'hensonennoù all.

Friet a c'hell bezañ an holl vogalennoù.

E sañskriteg ez kensonennoù tarzh divouezh, mouezhiet c'hwezhet pe dic'hwezh el pep lec'h distagañ da heul:

Bez ez eus peder hanter-vogalenn ivez: y य, r र, l ल, v व. Kensonennoù c'hwezh tro-gil, toenn ar genoù ha kildent ez eus: ś (z) श, ṣ (S) ष, and s स. Evit achuiñ ez eus ivez un h mouezhiet ह hag un h divouezh ḥ ः anvet visarga hag ul lizherenn anvet anusvāraa(ṃ) dalvez da diswel e vez distaget dre fri ar vogalenn araozi.

Luziet a-walc'h eo reolennoù ar sandhi e sañskriteg. Kavet e vez alies ar sandhi e hogozik n'eus forzh peseurt yezh pa gemm ar sonennoù pa vezont kostez-ha-kostez e diwezh ur ger hag e dibenn ur ger all dre gomz dreist-holl. E sañskriteg avat ez eo ret o anavezout hag o skrivañ ivez.

E gwirionez n'eus skritur ebet liammet gant an sañskriteg hag implijet ez eus bet meur a skritur disheñvel evit e skrivañ o kemm a vare da vare hag a lec'h da lec'h, d.s. ar skritur brahmiek hag ar skritur kharosthiek da gentañ ha war-lerc'h (kantvedoù 4-8 goude Jezuz) e voe implijet ar skritur guptaek. Adalek an 8vet kantvet e voe implijet ar skritur charada diorroet diwar ar skritr gupataek ha neuze, war-dro an 12vet kantvet, e voe implijet ar skritur devanagari. Skrivet eo bet a-hend-all gant ar skritur kannadek e Su ar vro in the South, hag ar skritur bengalek e Norzh ar vro dreist-holl.

Peurliesañ ez eo bet implijet an devanagari evit skrivañ ar sañskritek abaoe ar grennamzer betek hiziv.

Dek renkad disheñvel ez eus en holl e sañskriteg a c'hell bezañ isrannet etre verboù o deus ur wrizienn resis hag ar re n'o deus ket. 

Renket e vez ar verboù e pevar strollad. Setu penaos e vez implijet ha dispartiet ar pevar amzer pe rumm-se:

Ur yezh enteuzel eo ar sañskriteg, gantañ tri jener (gourel, benel, nebreizh) ha tri niver (unander, liester, daouder). Eizh kas ez eus: nominativel, vokativel, akuzativel, benvegel, dativel, ablative, genitivel, lokativel.

	

Stank-tre eo ar gerioù kenvrennek e sañskriteg hag hir spontus e c'hell bezañ seurt anvioù kevrennek enne betek ouzhpenn 10 anv-kadarn. Isrannet e vez ar gerioù-kevrennek hervez o struktur evel hen:

Digor eo urzh ar frazenn, met peurliesañ e vez kavet kentoc'h an urzh Rener - Renadenn - Verb (SOV).

Klasket ez eus bet - hag e vez c'hoazh - lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev adarre, hag e skolioù zo en India e vez kelennet ar sañskriteg evel trede yezh dre ret. Aozadurioù evel ar Samskrta Bharati a gas da benn ivez stajoù evit ma vefe gouest an dud da gaozeal e sañskriteg hag hiziv ez eus pevar milion a dud a lâr gallout kaozeal e sañskriteg.




#Article 432: Lizherenneg fonetek etrebroadel (387 words)


Al Lizherenneg fonetek etrebroadel (LFE, e saozneg : IPA) zo ul lizherenneg 118 lizherenn diazez enni hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed.
Lizherennoù latin pe c'hresianek treuzfeurmet pe get eo an darn vrasañ anezho, evel ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.

Arouezennoù arbennik all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all ha na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetek bihan.
Bez' ez eus 76 sin a seurt-se, evel β̞ e lec'h [β]. Arouezennoù all zo ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh ( ' ) pe ur gensonenn silabennek ( ̩  ).

Kromelloù a implijer en treuzskrivadennoù fonetek evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.

Gant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg e voe boulc'het, dindan ren Paul Passy (1859-1940) a laboure e framm ar Gevredigezh fonetek etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. E 1888 e voe embannet an LFE gentañ awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet (1845-1912), diorroet war he zro diwar diazezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman (1813-1897) hag Alexander John Ellis (1814-1890).

Meur a wezh e voe adwelet an LFE : e 1900, e 1932, e 1947, e 1951 e 1989, 1993, 1996 hag e 2005.

Lizherennoù zo el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lavarout eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :

Diskwelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant un arouezenn arbennik anvet kronenn ( ː ). Peurliesañ avat e vez implijet an daou bik en e blas, da skouer [a:] e-lec'h [aː].

Renket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :

Diskwelet e vez ar c'hensonennoù hir er memes mod hag ar vogalennoù : treuzskrivet e vefe ar magyareg mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/.

Implijet e vez ur varrennig uhel ( ˈ ) a-raok ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrennig izel ( ˌ ).
Talvezout a ra ar pik (  .).

Da skouer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s].




#Article 433: Saonenn (126 words)


Un draoñienn pe traonienn pe saon pe saonenn zo un dachennad douar izel etre daou venez. Gallout a ra bezañ bras pe bihan. 

Takadoù douaroù izeloc'h eget an uhelennoù (menezioù pe torgennoù) tro-war-dro dezhañ eo ar saonennoù. Deveret eo eus traoñ implijet evit pep a dakad izelloc'h eget reoù all.

Diouzh meur a brosesus douaroniel e c'hell bezañ stummet an traoñiennoù : 

  

Bez e c'heller kavout stummoù nes d'an traoñiennoù war ar planedennoù hag al loaroù. Marteze eo bet krouet traoñiennoù al Loar diwar un regennad toulloù-diskarg dre stekiñ. Traoniennoù bihan a c'hell dont eus flodoù al lavaoù pe eus bihannadur lederezhioù al lavaoù p'edont o yenaat.
 
Bez ez eus un draoñienn hir-kenañ war ar blanedenn Meurzh, Valles Marineris hec'h anv ha 4000 km e hed.
  




#Article 434: Elfenn gimiek (648 words)


Graet e vez elfenn gimiek (pe simploc'h c'hoazh elfenn) eus teskad an atomoù a zo dezho un niver roet a brotonoù en o nukleüs. An niver-se a vez graet anezhañ niver atomek an elfenn. Evel se eo 6 niver atomek ar c'harbon, hag atomoù karbon eo an holl atomoù a zo 6 proton dezho. Evel se ivez ez eus 92 proton d'an holl atomoù uraniom. Evit gwir eo an niver a brotonoù, pe hini an elektronoù kentoc'h, a ro o ferzhioù kimiek d'an atomoù.

Taolenn beriodek an elfennoù eo an doare boasañ hag aesañ da ginnig an elfennoù kimiek a bep seurt. Graet e vez izotopoù eus an atomoù a zo dezho ar memes niver a brotonoù met un niver disheñvel a neutronoù. Nukleonoù, partikulennoù an nukleüs, a vez graet en un doare hollek eus ar protonoù hag an neutronoù. Graet e vez niver mas eus an niver hollek a nukleonoù a zo en nukleüs. Pa vez pledet gant un izotop e vez anvet anv an elfenn-niver mas. Da skouer eo ar c'harbon-14 izotop ar c'harbon, dezhañ an niver mas 14. Gant ar pep brasañ eus an elfennoù ez eus un izotop kalz stankoc'h eget ar re all en natur. Evel se e vez kavet 98,9% eus ar c'harbon dindan stumm an izotop 12, 1,1% dindan stumm an izotop 13, ha n'eus nemet roudoù eus ar c'harbon-14.

Dre veur a zoare e c'hell elfenoù kimiek (an atomoù) kombinañ. Dindan ur stumm pur e c'hellont bezañ atomoù en o unan, molekulennoù dezho meur a atom eus ar memes elfenn, soludoù kristalek pe amorfek. Dindan stumm kompozadoù molekulel e vez strollet an atomoù e-barzh molekulennoù gant un niver hag un aozadur resis eus atomoù eus meur a elfenn. Gallout a ra ivez an atomoù bezañ kediet dindan stumm kompozadoù kimiek n'int ket aozet ken resis, e-giz kendeuzadoù metalek.

Cheñch a ra anvioù an elfennoù kimiek hervez ar yezhoù, ha kalz anezho a zo bet roet a-raok ma vefent bet lakaet da elfenn gant ar skiant (en enep da gompozadoù a ya meur a elfenn d'ober anezho). 
Peurvuiañ e tennont o anvioù diouzh tachennoù liesseurt, da skouer : ar vitologiezh (tantalom, merkur, uraniom, neptuniom); al livioù (krom, rubidiom, ruteniom); an douaroniezh (poloniom, germaniom, frañsiom, europiom); anv o dizoloer pe anv ur skiantour brudet.
Anvet e vet an elefennoù nevez, anezho elfennoù pounner, distabil hag artifisiel atav, gant Unaniezh etrevroadel kimiezh pur hag implijet diwar anv o dizoloer peurvuiañ, gant ar lostger -ium (-iom). 

Met ur simbol hepken o deus an holl elfennoù, anezhañ ul lizhenn
vras, hag a-wezhioù ul lizherenn vihan. Ar c'harbon da skouer a vez notet C, hag ar sodiom (natriom) Na.
An niver mas a c'hell bezañ notet en nec'h hag a-gleiz d'ar simbol, da skouer 14C evit ar c'harbon-14.
An niver atomek ivez a c'hell bezañ notet en traoñ hag a-gleiz d'ar simbol, met ne ro ket muioc'h a ditouroù eget ar simbol.
Da skouer e c'heller skrivañ 6C evit ar c'harbon, met didalvez eo p'emañ ar simbol C o tiskouez c'hoazh eo 6 an niver atomek.
An niver en traoñ hag a-zehoù a ziskouez kementad an elfenn e-barzh ur volekulenn.
Da skouer H2O a zo evit ur volekulenn dour, enni daou atom hidrogen (simbol H, hag an niver 2 a ziskouez pet ez eus anezho), hag un atom oksigen (simbol O, ne vez ket notet an 1 a zo empleg).
En nec'h hag a-zehoù e vez notet ar garg elektrek douget gant an ionoù, anezhañ un atom pe ur c'hompozad molekulel en deus gounezet pe kollet un nebeut elektronoù. Da skouer  a zo evit an ion sulfat, ennañ un atom sulfur (S), 4 atom oksigen (O4), pep tra gant daou elektron ouzhpenn (2-), gant ur sin nemet peogwir eo negativel karg an elektron. An ion oksoniom (pe hidroniom), dezhañ ur garg pozitivel, a vez notet H3O+, amañ c'hoazh eo empleg an 1 dirak ar sin mui.




#Article 435: Arouez kimiek (228 words)


Berradurioù eus anvioù an elfennoù kimiek eo an arouezioù kimiek. An holl elfennoù naturel o deus pep a arouez, anezhañ ul lizherenn pe ziv. Bras eo al lizherenn gentañ ha bihan ar re all, da skouer : H evit an elfenn hidrogen, O evit an oksigen, Ti evit an titaniom.

Renket eo an arouezioù kimiek en daolenn beriodek ha graet e vez ganto er c'hevatalennoù kimiek, da skouer : .

Dre ma vez deveret alies an arouezioù kimiek diouzh anvioù latin pe c'hresianek e c'hell arouezioù an elfennoù bezañ disheñvel-mat diouzh an anvioù brezhonek boas, da skouer : Fe evit houarn (latin ferum) hag Hg evit bevargant (gresianeg hydrargyrum).

Lod elfennoù zo aroueziet dre deir lizherenn : n'int ket bet dizoloet pe fardet gant mab-den c'hoazh ; anvet hag aroueziet dre ziv lizherenn e vint pa vo anezho da vat. Da skouer : e 2009 e voe dizoloet an elfenn Uuq (ununkwadiom), a voe anvet fleroviom hag arouziet dre Fl adal neuze.
 Da skouer ? 87Rb zo un izotop eus 85Rb, hogen an arouez Rb ne gemm ket. -- 

E Sina e vez roet un arouezlun evel arouez da bep elfenn gimiek . Ar pep brasañ anezho zo bet krouet a-ratozh, evel 鈦 tài evit an titaniom — distagadur saoznek an arouez Ti eo tài..

Evit gwelet roll klok an elfennoù kimiek hag o arouezioù, sellit ouzh :




#Article 436: Tadjikistan (695 words)


Republik Tadjikistan (e tadjikeg Тоҷикистон), bet anavezet a-raok evel Republik Sokialour Soviedel Tadjikistan, a zo ur vro e Kreiz Azia. Bevennoù en deus Tadjikistan gant Afganistan, Sina, Kirgizstan hag Ouzbekistan. 

Bez ez eus bet tud o vevañ en douaroù a reer Tadjikistan oute hiziv abaoe 4.000 a-raok Jezuz. Dindan beli meur a impalaeriezh eo bet ar vro a-hed an amzer, met dreist-holl dindan galloud Persia. Degaset e oa bet an islam da Dadjikistan gant an Arabed er 7vet kantved. War-lerc'h an Arabed e teuas ar Samanided, hag a oa trec'h warne ivez da heul an Durked. Ar Vongoled eo en em ziazezas er vro er fin ha dont a reas Tadjikistan ul lodenn eus emirelezh Buc'hara.

En 19vet kantved ez eas Impalaeriezh Rusia war ledanaat e Kreiz Azia ha kouezhañ a reas Tadjikistan dindan he beli. Goude ma oa bet skarzhet an Tsar e 1917, e stourmas an Dadjiked en aner a-enep ar Volcheviked o klask menel ur vro dieub.

Da gentañ penn e voe lakaet Tadjikistan asambles gant Ouzbekistan e Republik Sokialour Soviedel Emren Tadjikistan en Unaniezh Soviedel, met war-lerc'h e teuas da vezañ ur Republik Emren da vat e-unan-penn.

Er bloavezhioù 1970 e stourmas strolladoù islamour kuzh a-enep an Unaniezh Soviedel met ne grogas ket ar stourm-se da vat a-raok 1990. E 1991 e voe echu gant an Unaniezh Soviedel ha Tadjikistan a zisklêrias e oa anezhañ ur vro dishual.

Diouzhtu war-lerc'h e tarzhas ur brezel diabarzh. 

Dilennet e voe Emomali Rac'hmonov e penn ar vro hag hemañ an hini eo a gendalc'h er post-se hiziv c'hoazh. 

Dalc'het e oa bet ur vouezhiadeg e 1999 met ar strollad a gollas a zisklêrias e oa fall an disoc'hoù pa voe addilennet Rac'hmonov kazi a-unvouezh.

Ur brezel diabarzh a grogas kazi diouzhtu ma oa bet tapet gant Tadjikistan e zishualded diouzh an ez-Unaniezh Soviedel. En holl, diouzh ar 400.000 a Rused a oa o vevañ er vro d'ar c'houlz-se, 25.000 a dec'has kuit da Rusia. Aet e oa bet an traoù war sioulaat da geñver 1997 pa grogas ur gouarnamant kreiz da zont war wel. 

Ur Republik eo Tadjikistan ha dalc'het e vez mouezhiadegoù eno evit dilenn ar prezidant hag ar breujoù.

Trubulhoù a vez gwall alies etre ar strollad a zo gantañ ar galloud hag ar strolladoù all met menel stabil a-walc'h a ra an traoù memestra.

Teir rannvro (unander: viloyat, liester: viloyatho) ez eus e Tadjikistan (gant he c'hêr-benn da heul):

Bez ez eus ur rannvro emren (viloyati mukhtor):

Ar riez vihanañ e Kreiz Azia eo Tadjikistan hag ouzhpenn-se n'en deus tamm arvor ebet. Treuziñ ar vro a ra ar menezioù Pamir ha tremen an hanter eus ar vro a zo uheloc'h evit 3.000m a-us da live ar mor. Talvezout a ra ar stêrioù Amu-Darya ha Pyanj da verkañ ar bevennoù gant Afganistan.

Tost da 1% eus gorread ar vro a zo goloet gant lennoù:

En norzh emañ merket ar vevenn gant ar menezioù Treuz-Alay hag er Su gant ar menezioù Karakoram.

A-ziwar an holl vroioù eus an ez-Unvaniezh Soviedel ez eo Tadjikistan an hini baourañ hag ouzhpenn-se emañ renket e-touez broioù paourañ ar bed-holl ivez. N'eo ket gwall stabil armerzh Tadjikistan rak ne vez gwerzhet gantañ nemet kotoñs hag [aluminiom.

Ur barrad sec'hor kriz a oa bet hag e 2001 e tisklêrias ar Groaz Ruz e oa poblañs Tadjikistan en arvar da vervel gant an naon. 

Tadjikeg eo yezh ofisiel Tadjikistan met implijet e vez c'hoazh ivez ar [rusianeg dresit-holl evit ar c'henwerzh. Klasket eo bet ivez glanaat ar yezh dre implijout muic'h-mui a c'herioù a-orin persek hag en ur skarzhañ reoù all o tont eus an arabeg.

Daoust ma'z eo ur vro baour anezhi, e oar hogozik an holl dud (98%) lenn ha skrivañ. Brudet e veze Tadjikistan da vare an Unaniezh Soviedel evit e c'hoariva hag evit e skrivagnerion. 

Muzulmiz eo an darn vrasañ eus an Dadjiked hag aet eo an islamouriezh war gresk er bloavezhioù diwezhañ. Sunnied eo an lodenn vrasañ, met kalz a Chiited ez eus ivez.

Liammoù ez eus bet a-gozh etre Tadjikistan hag ar sevenadur persat hag anavezet ha brudet eo er vro ar skrivagnerion a Bersia evel Ibn Sina, Firdausi, Rudaki pe c'hoazh Omar C'hayyam.




#Article 437: Kanañ (329 words)


Kanañ, evel komz, a dalv implij ar vouezh, unan eus perzhioù gouenn an dud eo eta. 

Nemet ne vez ket implijet heñvel en daou zegouezh. An hini a gomz a glask lavarout traoù ha bezañ komprenet gant an hini a selaou; an hini a gan a glask kanañ brav ha plijout d'an hini a selaou.

Un arz eo ar c'han, evel al livañ, pa'z eus ennañ ampartiz hag ijin war un dro.

Loened zo a gan ivez: laboused dreist-holl, hag ivez skrilhed, balumed. Met ne dalv ket ar c'han-se nemet da ziskouez ezhommoù, ha n'eo ket da grouiñ.

Koulskoude n'eus ket par d'an dud da lakaat en o c'han traoù disheñvel a bep seurt, evel sonioù pinvidik ha gwevn, ijin, santimantoù.

Ar genoù ha kerdin ar vouezh eo binvioù ar c'haner. ganto eo gouest eo da ober sonioù kemmus hervez e ijin hag e faltazi. 

A-bouez eo ar c'han en istor kevredigezhioù an dud.
Kanañ a ra an dud evit o flijadur, evit ankounac'haat ar boan pa vezont o labourat (o labourat a-gevret alies) evit seveniñ lidoù o relijion a-wechoù, met ober gant ar c'han a zo bet ivez un arz priziet-tre a-hed ar c'hantvedoù. 

N'eo ket heñvel brud ar ganerien hiziv ouzh hini dec'h. 

A-raok ar skingomz ne vezent anavezet nemet gant ar re a selaoue anezho e tier tud pinvidik, pe e tier arbennik: c'hoariva, opera, pe ilizoù ha chapelioù a-wechoù.

Brud o deus ar ganerien a vicher hiziv dre ar skingomz, ar skinwel, ar pladennoù a werzhont, hag ar c'helaouennoù a bep seurt a ziskuilh gant piv e kouskont pe petra a soñjont eus ar politikerezh.

Treuzkaset e vez arz ar c'han dre an drevezerezh peurliesañ, met desket e vez ivez e skolioù-sonerezh. 

Implijet e vez alies ar ger kanañ evit ober anv eus dibunañ barzhonegoù, hag ar ger kan e-lec'h barzhoniezh. Kanerien zo o deus kemeret barzhonegoù tud all da ganañ ( Alan Stivell e brezhoneg Paco Ibáñez e spagnoleg,  Brassens, ha Ferré  e galleg)




#Article 438: Fernão de Magalhães (198 words)


Fernão de Magalhães (hervez e anv portugalek), pe Ferdinand Magellan (diwar e anv latin Ferdinandus Magellanus), a oa ur moraer portugalat ganet e 1480 ha marvet d'ar 27 a viz Ebrel 1521 hag a oa e servij ar roue Carlos Iañ Spagn. An den kentañ o vont war vor eus Europa da Azia en ur ober an dro da Afrika, an Europad kentañ o verdeiñ war ar Meurvor Habask.
Daoust ma kred da lod eo bet an hini kentañ en deus bet graet tro ar bed e varvas er Filipinez. Triwec'h moraer eus e skipailh, war ul lestr leviet gant Juan Sebastián Elkano, o devoa tizhet Spagn e 1522 hag int ar re gentañ oc'h ober tro ar Voul-Douar.

Magellan a vez graet anezhañ e meur a yezh diwar latinekadur e anv, Magellanus. 

Ganet eo bet Magellan e hanternoz Portugal, pe e Sabrosa (tost ouzh Vila Real, e proviñs Trás-dos-Montes) pe e Porto. Mab e oa da maer Sabrosa, Pedro Rui de Magalhaes, ha da Alda de Mesquita.

Da zaouzek vloaz, pa oa deuet da vezañ emzivad, ez eas da floc'h da lez ar roue João II, da Lisboa, e-lec'h ma oa e vreur abaoe daou vloaz dija.

 

 




#Article 439: Tadjikeg (201 words)


An tadjikeg (Тоҷикӣ, Tojikí, تاجیکی) a zo ur yezh persek komzet e Kreiz Azia.

Komzet e vez dreist-holl e Tadjikistan, Ouzbekistan, Afganistan, Bro-Sina (e kornôg Xinjiang) hag e kornôg Pakistan. Yezh ofisiel Tadjikistan eo an tadjikeg.

Tost-tre eo ouzh ar perseg hag evit lod ez eus anezhañ ur rannyezh dioutañ kentoc'h eget ur yezh da vat. Deuet eo da vezañ ur yezh en hec'h-unan da vare an Unaniezh Soviedel. 

Implijet e veze al lizherenneg latinek evit skrivañ an tadjikeg adalek 1928 met war-lerc'h e veze implijet al lizherenneg kirillek. En Afganistan avat e kendalc'h an dajdikegerion da skrivañ o yezh oc'h implijout al lizherenneg arabek.

Daoust ha ma'z eo deuet da vezañ disheñvel a-walc'h an tadjikeg komzet e Tadjikistan diouzh an hini komzet en Afganistan hag Iran, dreist-holl abalamour d'ar bevennoù politikel ha da levezon ar rusianeg, e c'hell an holl dadjikegerion dont a-benn d'en em gompren en o yezh.

An div gêr bennañ e-lec'h ma vez komzet an tadjikeg a zo hiziv e-barzh Ouzbekistan, da lâret eo Samarkand ha Buc'hara.

E kornôg Pakistan ivez ez eus etre 500.000 hag ur milion a dud a ra gant an tadjikeg ouzhpenn an holl zivroidi deuet eus lec'hioù all ma vez komzet tadjikeg. 




#Article 440: Ouzbekeg (597 words)


An ouzbekeg (O'zbek tili pe Ўзбек) a zo ur is a yezh turkek komzet gant an Ouzbeked kement e Ouzbekistan hag e lec'hioù all eus Kreiz Azia. Tost a-walc'h eo yezhadur ha geriaoueg an ouzbekeg ouzh re an Uigoureg. Levezonet-don eo bet ar yezh ivez gant ar perseg hag ar rusianeg. Meur a c'her a-orin arabek a vez kavet en ouzbekeg ivez, deuet ennañ dre ar perseg.  

Yezh ofisiel Ouzbekistan eo an ouzbekeg ha tro-dro da 18,5 milion a dud a ra gantañ evel yezh-vamm. 

Betek 1928 e veze implijet al lizherenneg arabek (anvet yana imla) evit skrivañ an ouzbekeg. Etre 1928 ha 1940 e oa bet kaset da-benn ur program evit ledanaat deskadurezh an Ouzbeked, hag e framm ar program-se e  oa bet lakaet e plesutr al lizherenneg latin (anvet Yanalif;.
E 1940 e oa bet lakaet da ofisiel al lizherenneg kirillek ha kenderc’hel a raed da skrivañ an ouzbikeg gant al lizherenneg-se betek 1992 ma oa bet adlakaet da ofisiel adarre al lziherenneg latin ma teuas an Ouzibekistan da vezañ distag diouzh an Unvaniezh Soviedel. Hiziv c’hoazh, avat, e kaver an ouzbekeg skrivet gant al lizherennek kirillek.  
Diouzh an tu all, e  Proviñs Xinjiang (Sioa) n’eus doare-skrivañ ofisiel ebet avit an ouzbekeg, skrivet gant al lizherenneg kirillek pe c’hoazh gant lizhereneg arabek an ouigoureg. 

Evel en holl yezhoù turkek:

Disheñvel eo an ouzbekeg diouzh an darn vrasañ eus ar yezhoù turkek all rak kollet eo bet gantañ an hesonerezh vogalennek dre vras ha ne vez ket merket gwezh ebet dre skrid er yezh unvan, daoust ha ma kaver roudoù outi er yezh komzet a-wezhoù.

C’hwezh  troad ec’h implijer en ouzbekeg:

Evel e brezhoneg ec’h implijet an unander da heul un niverenn, da skouer:

Al lostger –moq eo merk an anv-verb, da skouer:

Me Men

Te Sen

Eñ /Hi U

Ni Biz

C'hwi Siz

Int Ular

Al lostger –yap eo merk an amzer/arvez-mañ, da skouer:

Al lostger –a  eo merk an amzer-mañ, da skouer:

Al lostger –(y)ajak  eo merk an amzer-mañ, da skouer:

Al lostger –(y)di  eo merk an amzer-mañ, da skouer:

Disheñvel eo an dibennoù personel evita n amzer-mañ:

Da skouer:

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:

Demat Assalom / Xayrli kun

Mont a ra?Ahvollar qalay?

Noz vat Xayrli tun

Mar plij Marhamat / Iltmos

Ya Ha

Nann Yo’q

Mat eo Albatta

Trugarez Rahmat / Tashakkur

Petra eo hoc'h anv? Ismingiz nima?

Piv? Kim?

Petra? Nima?

Pelec'h? Qayerga? / Qayerda?

Penaos?Qanday?

Pegoulz? Qachon?

Pegement? Qancha? / Necha?

Pe(hini)? Qaysi? / Nechanchi?

Dilun Dushanba  

Dimeurzh Seshanba

Dimerc'her Chorshanba

Diriaou Payshanba

Digwener Juma

Disadorn Shanba

Disul Yakshanba

Miz Genver Yanvar 
Miz C'wevrer Fevral
Miz Meurzh Mart
Miz Ebrel Aprel
Miz Mae May
Miz Mezheven Iyun
Miz Gouere Iyul
Mizt Eost Avgust 
Miz Gwengolo Sentabr
Miz Here Oktabr
Miz Du Noyabr
Miz Kerzu Dekabr

Unan Bir 	

Daou Ikki

Tri Uch

Pevar To’rt

Pemp Besh

C'hwec'h Olti

Seizh Yetti

Eizh Sakkiz

Nav To’qqiz

Dek O’n

Unnek O’n bir

Daouzek O’n ikki 

Trizek O’n uch

Pevarzek O’n to’rt

Pempzek O’n besh

C'hwezhek O’n olti

Seitek O’n yetti

Tric'hwec'h O’n sakkiz

Naontek O’n to’qqiz

Ugent Yigirma

Unan-warn'n-ugent Yigirma bir

Tregont  O’ttiz

Daou-ha-tregont  O’ttiz ikki

Daou-ugent Qirq

Tri-ha-daou-ugent Qirq uch

Hanterkant  Ellik

Tri-ugent Oltmish

Dek-ha-tri-ugent Etmish

Pevar-ugent Sakson

Dek-ha-pevar-ugent To’qson

Kant Yuz

Mil Ming

Kentañ Birinchi

Eil Ikkinchi

Trede Uchinchi

Pevare To’rtinchi

Pempvet Beshinchi

C'hwec'hvet Oltinchi

Seizhvet Ettinchi

Eizhvet Sakkizinchi

Naovet To’qqizinchi

Dekvet O’ninchi

Mellad 1:
Barcha odamlar erkin, qadr-qimmat va huquqlarda teng bo'lib tug'iladilar. Ular aql va vijdon sohibidirlar va bir-birlari ila birodarlarcha muomala qilishlari zarur.




#Article 441: Bhoutan (145 words)


Bhoutan 'zo ur vro vihan sko ouzh an Himalaya, dindan 47 000 km2 pe war-dro, ur stumm hirgarrezek dezhañ.
En norzh hag er gwalarn dezhi emañ Tibet (e dalc'h Sina), hag a-hend-all India (su ha mervent).
E su ar vro e kaver plaenennoù ha traoñiennoù, mat evit al labour-douar (riz ha frouezh trovanel).
E kreiz ar vro hag en norzh ez eus menezioù uhel-tre, un darn eus an Himalaya.
Menez uhelañ: Khula Kangri I (7 553 m).

En tu-hont da div drederenn eus an douaroù a zo dindan goad ha savet e vez loened war un dekvedenn bennak eus douaroù ar vro.

Hin : istrovanel er su, kerreizh e kreiz ar vro, ha hin-venez evit ar peurrest. 

Thimphu eo he c'hêr-benn.

Relijionoù : boudaegezh
Yezhoù: Bhoutaneg (dzongkha), rannyezhoù nepalek ha tibetek.

Pobloù: Bhotiaed, Nepaled

Doare gouarnamant : monarkiezh diharz

Ekonomiezh : labour-douar, labour ar c'hoad.




#Article 442: Stumm douarel (214 words)


Ur stumm douarel zo un dra unvan e stumm a weler war an douar diwar oberezh an elfennoù naturel. Ar meurvorioù hag ar c'hevandirioù a zo e renk uhelañ a c'heller kavout.

Ne seblant ket ar stumm douarel (saozneg : ) bezañ kevatal d'ar ger brezhonek torosennadur ha d'ar ger gallek .

Argompezenn • Kevandir • Kompezenn • Lapiez • Pladenn • Uhelgompezenn

Aradennad • Cuesta • Derez • Ev • Menez • Tarros • Torgenn • Tornaod • Traoñienn

Aber • Abisoù • Aod • Aradennad danvor • Atoll • Bae • Delta (stêr) • Enez • Enezeg • Fjord • Foz danvorel • Kab • Kanol-vor • Karregenn goural • Keinenn veurvorel • Lagon • Ledenez • Ouf • Lenn-vor  • Meurvor • Mor • Plateiz kevandirel • Pleg-mor • Ravent • Ria • Stankenn • Tevenn • Tombolo • Tornaod • Traezhenn

Aber • Delta • Diazad • Dour-sav • Foz • Froud • Geun • Kanienn • Kember • Kev • Kildroenn • Lamm-dour • Lenn • Palud• Plaenenn dic'hlannus • Stank • Stêr

Atredoù skornel • Faout • Komb • Kon an atredoù  • Menez • Menez-tan • sirk • Skorneg • Traoñienn a-istribilh • Traoñienn skorneglec'h 

Bolz lava • Caldera • Froud lava • Geyser • Kon tanveneziek




#Article 443: Lituania (128 words)


Lituania (Lietuva e lituaneg) a zo ur vro eus biz Europa. Riblet eo gant ar Mor Baltel er gwalarn, Latvia en norzh, Polonia er mervent, Rusia (ezklozadur Kaliningrad) er c'hornôg, ha Belarus er su hag er reter. Unan eus an teir bro balt eo.

Tri live a velestradur he deus Lituania abaoe 2000. Disrannet eo ar vro e 10 kontelezh, 60 keoded ha muioc'h eget 500 seniūnijaoù.

Melestret ez eo ar c'hontelezhioù gant gouarnerien-kontelezh anvet gant ar gouarnamant kreizel.

Lituania he-deus 3.3662 milion ag annezidi. 84.6% anezho a zo Lituaniz, a gomz lituaneg, yezh ofisiel ar vro. Bez' ez eus meur a vinorelezh, avat : Poloniz (6.3%), Rused, (5.1%) ha Belarused, (1.1%)

Ar Boloniz a ya d'ober ar vinorelezh vrasañ. Kavet e vezont e gevred ar vro dreist-holl.




#Article 444: Ergerzh (645 words)


An ergerzh eo an obererezh klask pe beajiñ en un tachad dianav pe diaes da dizhout (war an douar, er mor, pe en egor) a-benn dizoleiñ titouroù, danvezioù pe madoù. Gallout a ra cheñch ar sell diwar-benn an ergerzh hervez an dud zo kaoz anezhe. Daoust ha gwelet e oa Kristol Goulm evel un ergerzher gant annezidi Amerika ar Su? Ha daoust ha graet e veze ergerzherien eus ar c'hentañ Afrikaned, Arabed pe Indianed a erruas en Europa gant hec'h annezidi? 
En istor an denelezh ez eus bet hevelep ergerzhadegoù pe ergerzhadennoù abaoe an deroù hag en holl sevenadurioù.  Peurliesañ e vez anv dreist-holl eus an ergerzhadegoù renet gant Europaiz e prantad an Dizoloadennoù bras, eus ar  betek ar  kantved, hag a lakaas Europa da anavout ar peurrest eus ar bed, hag eus an ergerzhadegoù bras evit ergerzh skiantel ar bed. Kavout a reer ergerzherien e sevenadurioù hag e mareoù all avat.

Implijet e vez ivez ar ger ergerzh evit komz eus argadegoù kaset da benn a-enep pobloù pe strolladoù, pe broioù all hag a denn kentoc'h d'ar brezel, d'ar preizherezh, pe d'ur gest, evit d'an dizoloadennoù. Gallout a reer menegiñ e-touez an ergerzhadegoù anavezetañ c'hoarvezet en Henamzer : Ergerzhadeg an Argonaoted er vitologiezh c'hresian, Ergerzhadeg Aleksandr Veur en Henamzer, pe ergerzhadeg Mao en  kantved. Anv a vo amañ da-heul eus an ergerzh er c'hentañ ster.

Sellet ouzh roll an ergerzherien

Setu amañ un nebeud ergerzherien eus ar bed a-bezh

Eus ar XVvet kantved betek an XVIIIvet kantved e voe  amzer an dizoloadennoù bras. Mont a reas Italianed, Portugaled, Gallaoued ha Spagnoled kaset gant ar Stadoù bras da zizoleiñ peurrest ar bed, Azia ar Gevred koulz hag Amerika (dizoloet gant Kristol Goulm da skouer). Savet e oa evel se darempredoù war-eeun gant Afrika, Azia, Okeania hag Amerika. Ur Breizhad eus Sant-Maloù, Jakez Karter a voe unan eus an ergerzherien kaset gant Fransez Iañ da welet ma c'hallje dizoleiñ  un hent trema Azia pe pinvidigezhioù hag a zizoloas Kebeg.

Kenderc'hel a reas an ergerzhadegoù renet gant an Europeaned goude an Dizoloadennoù bras. E deroù an  kantved e oa savet mat a-walc'h al listri hag ar verdeerien a oa barrek a-walc'h da vont da forzh peseurt lec'h war ar blanedenn war vor. 
Bro-Saoz ha Bro-C'hall a gasas moraerien, evel James Cook, Henry Hudson, Yves de Kerguélen, Louis de Saint-Allouarn ha Jean-François de La Pérouse da verdeiñ war an holl vorioù.
Moraerien eus an Izelvroioù evel Willem Jansz hag Abel Tasman a ergerzhas aodoù Aostralia. 
Ergerzhadegoù renet gant Spagnoled ha loc'het diouzh ar Perou a ergerzhas Kreisteiz ar Meurvor Habask hag a zizoloas enezegoù evel ar Vanuatu hag an Inizi Pitcairn. Luis Vaez de Torres a savas kartennoù eus aodoù Ginea Nevez ha re eus an inizi Salomon, hag a zizoloas ar strizh-mor a zoug e anv. Savet e oa kartennoù eus aodoù kornôg ha norzh Aostralia, met ret e voe gortoz ar c'hantved goude da sevel hini ar reter. En  kantved James Cook a savas kartennoù eus ar pep brasañ eus Polinezia hag a veajas betek Alaska. 
E diwezh an  kantved e oa ergerzhet ar Meurvor Habask a-nevez, gant ergerzhadegoù spagnol betek norzh Kanada hag Alaska, hag Europaiz an Norzh a ergerzhas toleadoù dianav en aod kornôg Norzhamerika.

Tizhet e oa kreiz Amerika e-kreiz ar  kantved, daoust ma chomas tachadoù dianav betek an  hag an  kantved. Diabarzh Aostralia hag Afrika avat ne oant ket ergerzhet gant Europaiz kent kreiz pe diwezh an  pe deroù an  kantved. Dleet eo d'an dister ma oa ar c'henwerzh a c'halled ober eno ha da gudennoù bras abalamour da gleñvedoù trovanel pegus. 

En  kantved a talc'has an ergerzherien da veajiñ e-kreiz ar c'hevandirioù (en Afrika dreist-holl). En  kantved e voe tizhet ar pennoù-ahel (Roald Amundsen, Robert Peary), kreiz Azia (Sven Heding) hag an egor adalek 1961 goude an nijadenn gentañ er spas graet gant ar Rusian Youri Gagarin en anv an URSS.




#Article 445: Mas atomek (120 words)


Mas atomek un izotop bennak eo mas relativel un atom eus an izotop-se e-keñver ar c'harbon 12 a zo 12 e vas atomek dre dermenadur. Un niver hep ment eo. Tost a-walc'h eo ar mas atomek ouzh an niver a nukleonoù a zo e nukleüs an atom. N'eus nemet ar c'harbon-12 a zo kevatal e vas atomek d'e niver mas.

Mas atomek un elfenn gimiek bennak eo mas atomek keidennek holl izotopoù an elfenn-se. Pouezet e vez ar geidenn-se gant frekañsoù an izotopoù a vez kavet en un endro bennak. Peurvuiañ e vez roet ar masoù atomek en daolenn beriodek diouzh kreunenn hag aergelc'h an Douar. Evit an elfennoù artifisiel e vez roet niver mas an izotop stabilañ etre krochedoù.




#Article 446: Yezhoù predenek (464 words)


Graet e vez predeneg eus ar yezh pe yezhoù keltiek peuzdianavezet a veze komzet en Enez Vreizh (pe Preden) hag en Manav ivez moarvat, betek ar . Diwar ar yezh-se e teu ar brezhoneg, ar c’hembraeg, hag ar c’herneveureg.

Un nevezc'her e oa predeneg pa voe implijet gant Arzel Even e 1962 da dreiñ an anv saoznek Brythonic, a zo brythoneg e kembraeg, brittonique e galleg, hag a zo « brezhoneg », ha netra ken. Savet eo bet evit ober ar c'hemm istorel etre « brezhoneg » kozh Enez Vreizh ha brezhoneg Breizh-Vihan, evel ma c'hallfed ijinañ un anv da ober ar c'hemm etre galleg ar Grennamzer hag ar galleg abaoe an Azginivelezh, a zo gerioù ijinet gant an istorourien ivez. Savet eo diwar ar ger Preden, deuet eus an anv kembraek Prydain, evel pa vije bet ur yezh hepken e Preden, ha Brezhoned hepken. Estreget Brezhoned a oa e Preden : Pikted, Skoted (Dál Riata) ha Saozon aodoù ar reter.

Abalamour da se e vez kavet gwell gant lod ober gant an droienn yezhoù brezhonek.

Ur skourr eo eta eus ar yezhoù keltiek ; unan eus ar skourroù all e oa ar gouezeleg, komzet en Iwerzhon, en deus roet an iwerzhoneg, ar manaveg, ha gouezeleg Bro-Skos.
Preden, amprestet digant Prydain e kembraeg deuet eus Priten e hengembraeg, a zo ur stumm nes-kar d'ar ger *Pritan- « Breizh-Veur, Enez Vreizh », treuzskrivet Prettanikē pe Brettaniai gant ar C'hresianed ha Britannia gant ar Romaned.

Ar c’hemm brasañ a zo etre ar yezhoù gouezelek hag ar yezhoù predenek eo ar c'h-/q/ keltiek a zo emdroet e /p/ e predeneg hag e /k/ e gouezeleg, diwar-se da skouer mab e predeneg ha mac e gouezeleg.

Adalek aloubidigezh ar Romaned ez eus bet amprestet bernioù gerioù digant al latin hag eus an amzer-se e teu gerioù brezhonek evel brec'h, skol, pont pe anvioù deizioù ar sizhun...

Ar pikteg, komzet el lodenn uhelañ eus an enezenn (e (norzh Skos hiziv) a oa ur yezh predenek ivez moarvat, daoust ma n’eo ket bet ken latinekaet, dre ma n’eo ket bet aloubet ar Bikted gant ar Romaned. Darn a lavar o doa kaozeet ar Bikted ur yezh all a-raok ha n’eo ket indezeuropek, met n’eo ket ali an holl yezhourien war ar poent-se.

Aet eo ar pikteg da get hag ivez predeneg an Hanternoz (komzet e su Skos hag e gwalarn Bro-Saoz: Cumbria) da heul lanv ar saozneg hag ar gouezeleg. Predeneg ar c’hornaoueg a zo deuet da vezañ ar c’hembraeg, ha hini ar mervent ar c’herneveureg. 

Ar brezhoneg a zo bet degaset en tu-mañ d’ar mor gant tud eus Enez Vreizh deuet da ziazezañ el ledenez a zo deuet da vezañ Breizh-Vihan pe Breizh hepmuiken.

N'ouzer ket re vat pegoulz eo bet diforc'het ar yezhoù predenek diouzh ar yezhoù gouezelek.




#Article 447: Sach-fun (286 words)


Sach-fun pe c’hoari sachañ war ar fun, zo ur sport ma kevez daou skipailh war un dro an eil ouzh egile, war-bouez nerzh o divrec’h.

Evit c’hoari e tap krog daou skipailh eizh den pep hini e penn ur fun (e-tro 10 cm a drohed dezhi). N'hall ket pouez hollek ar skipailhoù bezañ uheloc’h eget ur pouez bennak lakaet en a-raok evit termeniñ rummad ar skipailhoù. Merket eo ar fun gant ul linenn greiz ha daou verk all da bevar metr a bep tu d'al linenn greiz. 
Kregiñ a ra ar skipailhoù gant linenn greiz ar fun dres a-us d'ul linenn merket war al leur. Ur wech lañset ar c’hrogad e sach pep skipailh eus e du evit lakaat merk pevar metr ar skipailh all da dreuziñ al linenn war al leur. Gounenet e vez an dro pa vez bet treuzet al linenn pe pa vez bet graet ur fazi gant unan eus an daou skipailh (da skouer pa azez pe pa gouezh ezel ur skipailh bennak). 

Kluboù sach-fun zo e kalz broioù. Merc’hed ha paotred a c’hall kemer perzh.

Er C'hoarioù Olimpek eo bet ar sport-mañ eus 1900 betek 1920, met dilezet eo bet abaoe. 
C’hoariet e vez sach-fun e-pad ar C'hoarioù Etrebroadel. Aozañ a ra Kevread Etrebroadel ar Sach-fun (KES) pe an Tug of War International Federation (TWIF) Kampionad ar Bed dre vroadoù bep daou vloaz. C’hoariet e vez er-maez met ivez e salioù. Ur genstrivadeg all zo dre skipailhoù klub ivez.

Sach-fun zo bet implijet en un doare skeudennek evit aroueziñ ar brezel etre daou gamp dre ziskouez e nerzh hag e youl hep kaout ezhomm d'en em gannañ. Alies e lakaer un trede skipailh ouzh al linenn greiz da c’hoari an tredeog.




#Article 448: Enklozadur (1184 words)


E yezh an douaroniezh e vez graet enklozadur pe sankenn diabarzh eus un tamm douar zo gronnet penn-da-benn gant un tiriad diavaez all. Ma vez an aotrouniezh war an douar-se gant un vro all e vez lavaret ez eo un ezklozadur pe ur sankenn diavaez eus ar vro-se ivez.

Diwezhat a-walc’h eo deuet keal an enklozadur d'ober e dreuz e luc’haj an diplomategezh. Ne vez ket kavet e saozneg a-raok 1868. Amprestet eo bet ar ger enclave gant ar yezh-se digant ar galleg a oa yezh an diplomategezh, al lingua franca, d'an ampoent. Ster ar ger er yezhoù-se a zeu eus al latin diwezhañ inclavatus a dalvez prennet, alc’hwezet (eus al latin diwezhañ clavis, alc’hwez). E brezhoneg eo bet savet ar ger diwar ar rakger en (diabarzh) ha klozañ (serriñ). Kavet e vez ken abred ha geriadur Vallée e 1931. Keal an ezklozadur, diwar ar rakger ez (diavaez), zo en em zispaket e bed an diplomategezh e-tro 30 vloaz war-lerc’h hini an enklozadur.

Meur a abeg zo da diriadoù zo da vezañ enklozet. Abegoù istorel, politikel pe douaroniel. Takadoù zo, da skouer, zo deuet da vezañ enklozadurioù traken peogwir e oa bet cheñchet naoz gant ur stêr.

Diaezamantoù fraezh a sav diwar bevañ en un enklozadur. Emglevioù liesseurt zo da vezañ kavet etre meur a vro evit ar chomlec’hioù, an tredan pe ar gwirioù tremenerezh. Setu perak eur tuet da glask en em zizober anezho ha kalz enklozadurioù a oa en amzer dremenet zo bet diverket bremañ.

E diabarzh ur vro zoken e oa niverus an enklozadurioù relijiel er Grennamzer. E Breizh eo brudet parrezioù enklozet eskopti Dol dreist-holl. E  Bro-Saoz e veze graet peculiars eus ar parrezioù enklozet.

Stadoù zo zo enklozet o ziriad penn-da-benn en ur Stad all. Setu n'int ket ezklozadurioù. 3 Stad zo evel-se :

Gwelet ivez Roll ar broioù dezho harzoù gant ur vro all hepken.

Stadoù zo a c’hall bezañ enklozet e Stadoù all, war-bouez ul lodennig arvorel bennak eus ar vro a c’hallont drezi en em zigeriñ war-du ar mor bras. Un tamm trepasig n'eo ken koulskoude.

Ha pa vefe stok Portugal, Korea hag Iwerzhon ouzh ur Stad all hepken, ez eo bras a-walc’h an digor anezho war an doureier etrebroadel evit na vefe ket sellet outo evel ouzh damenklozadurioù. Kemend-all a c’haller lavaret diwar-benn Breizh e-keñver Frañs.

Tiriadoù zo n'haller mont dezho nemet dre dreuziñ an doureier etrebroadel. Graet e vez troc’hadoù eus ar vammvro anezho kentoc’h eget enklozadurioù rak n'int ket enklozet a bep tu gant tiriadoù estren. Da skouer :

Kalz broioù zo dezho troc’hadoù arvorel n'hallont ket bezañ tizhet war-eeun adal ar c’hevandir nemet dre vor pe dre aer. Skouer splannañ an degouezh-mañ eo Alaska distag eus ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet dre Kanada. Div lodennig vihan all eus SUA da nebeutañ n'hallont bezañ tizhet nemet dre Kanada : Point Roberts e gwalarn Washington hag an Northwest Angle e Minnesota, ur c’hourenez a hed al Lake of the Woods. E lodenn su pellañ Kroatia eo rannet darn eus kontelezh Dubrovnik-Neretva eus ar peurrest eus ar vro dre un trepasig moan e Bosnia ha Herzegovina.

Gwelet ivez: Roll an enklozadurioù etrebroadel hag ar roll er pennad Ezklozadur.

Graet e vez enklozadurioù gwirion eus an tiriadoù zo beli ur Stad warno met n'haller ket mont eno hep treuziñ ur Stad all. Skouer vrudetañ an degouezh-mañ a oa Berlin ar C’hornôg a-raok adunanidigezh Alamagn a oa, er fedoù, un ezklozadur eus Alamagn ar C’hornôg e Alamagn ar Reter ha, dre se, un enklozadur e Alamagn ar Reter. Ouzhpenn, tammoù douaroù  bihan eus kornôg Berlin a oa distag eus an tamm brasañ, lod anezho war-bouez un nebeud metroù traken. Hervez lezenn e oa meret Berlin penn-da-benn gant ar pevar galloud kevreet, ar pezh a dalveze n'halle ket Berliniz ar C’hornôg kas danvez kannaded d'ar parlamant e Bonn ha n'o doa ket keodedourien Berlin d'ober o c’hoñje.

E-touez an enklozadurioù niverus zo bet en Europa ur mare zo bet, ne chom mui nemet ar re-mañ :

Er-maez Europa e kaver enklozadurioù en Azia :

Tri strollad enezennoù gronnet gant doureier tiriadel ur Stad all a c’haller kaout ivez :

An aezamant bevañ e seurt tiriadoù a c’hall cheñch kalz hervez al lec’hioù. Dre vras en Europa a-vremañ eo termenet pizh an traoù ha dieub eo an dud da fiñval eus an eil bro d'eben. En Azia avat eo tennoc’h an traoù p'eo bet savet an enklozadurioù diwar dizemglevioù war ar bevennoù termenet er feuremglevioù alies. Se zo kaoz da annezidi seurt enklozadurioù bezañ kondaonet da vevañ bac’het, d'ar gwashañ pe, da nebeutañ, da welet skoilhoù diniver oc’h en em zispakañ dirazo en o buhez pemdez.

Tiriadoù zo, hag int stag ouzh o mammvro a c’hall bezañ tizhet aesoc’h dre vont tre en ur vro estren abalamour ma'z int lec’hiet en un takad meneziek pe peogwir e tremen an hent nemetañ a ya di dre ur vro estren a-raok distreiñ war douaroù ar vammvro. Gallout a reer ober enklozadurioù  er fedoù pe damenklozadurioù eus seurt douaroù. Kavet e vezont a-hed kalz a harzoù, dreist-holl ar re n'int ket difennet start. Stag int ouzh ar vammvro dre un tamm douar strizh hepken peurlisesañ. 
Setu aze skouerioù :

A-wechoù, abalamour d'an istor pe d'an aezamant bevañ ez eus bet savet rannoù melestradurel e diabarzh ur vro, ha dre se ez eus douaroù stag en ur c’heñver melestradurel ouzh lodennoù all. Skouerioù diniver zo. Setu a-is darn anezho : 

Kanton Lanventie e departamant ar Pas-de-Calais a zo enklozet e departamant an Nord ivez.

Graet e vez enklozadurioù etnek eus kumuniezhioù ur strollad etnek e diabarzh un takad ma vez ar muianiver gant ur strollad etnek all. Skouerioù eus se zo evel ar getoioù yuzevien ha shtetloù, barrioioù ha Chinatown. Ur yezh, ur sevenadur, ur reizhiad armerzhel disheñvel a c’haller da gaout en takadoù-se. Un enklozadur etnek Hungarat zo e Transilvania e Roumania. Bez' ez eus bet un drevadenn Yuzev e Kaifeng e China; testeniekaet eo adal an . Goude an eil brezel bed koulskoude ne chome ket nemeur a roudoù eus ar sevenadur-se. Ma c’hall Mirvaoù indian SUA ober o mad eus un damaotrouniezh war o zachenn, peurliesañ e vezont enklozet penn-da-benn e diabarzh ur Stad amerikan.

Kalz a vroioù a sell ouzh tachenn kannati ar broioù  estren evel ouzh un tamm eus tiriad ar vro eo stag ar c’hannati outi kentoc’h eget ouzh un tamm eus o bro; ne sell ket lezennoù ar vro m'emañ staliet ar c’hannati ouzh tachenn ar c’hannati hec’h-unan. Meur a dachenn evel-se zo d'ar Broadoù Unanet (ABU), peurgetket e New York er Stadoù-Unanet. En un doare pleustrek, an dachenn-se n'eo ket lodek eus SUA ken rak roet eo bet ar gwirioù klok warni d'an ABU. Gallout a reer sellet ouzh se kentoc’h evel skouerioù a eztiriadelezh ha neket evel enklozadurioù. 13 savadur bennak zo da kêr-Stad ar Vatikan e kêr Roma ivez, er-maez enklozadur ar Vatikan, e-lec’h ma talvez an eztiriadelezh.

Da SUA eo an tamm douar dindan ar monumant e koun John F. Kennedy e Runnymede er Rouantelezh Unanet. Gallout a reer sellet outañ evel ur skouer a eztiriadelezh kentoc’h eget ouzh un enklozadur/ezklozadur gwirion.




#Article 449: Kirgizeg (391 words)


Ar c'hirgizeg, (кыргыз тили, قىرعىز تىلى), a zo ur yezh a-orin turkek komzet e Kreiz Azia. Gant ar rusianeg ez eo ar c'hirgizeg unan eus div yezh kenofisiel Kirgizstan.

Komzet e vez ar c'hirgizeg gant tro-dro da 3 milion a dud e Kirgizstan, Sina, Afganistan, Kazac'hstan, Tadjikistan, Turkia hag Ouzbekistan. 

Implijet e veze al lizherenneg arabek evit skrivañ ar c’hirgizeg betek ma oa bet krouet ar gentañ lizherenneg latin e 1927. Er bloavezhioù 1930 e oa bet lakaet da ofisiel al lizherenneg turkek unvan en Unvaniezh Soviedel, bet kemeret e lerc’h gant al lizherenneg kirillekda c’houde.  

Hiziv e implijer div lizherenneg pennañ evit skrivañ ar c’hirgizeg hervez al lec’h:

Evel en holl yezhoù turkek:

Kemmañ a ra pep stumm hervez reolennoù an hesonerezh vogalennek hag an hesonerezh kensonennel/sandhi

Al lostger –lV4r eo merk al liester. Kemmañ a ra e stumm resis hervez reolennoù an hesonerezh vogalennek hag an hesonerezh kensonennel/sandhi

Demat Кутмандуу күнүңз менен

Mont a ra? Кандайсыз?

Noz vat Түнүңуз бейпил болсун

Mar plij Ѳтүнѳ, суранам

Kenavo Кош калын!

Ya Ооба

Nann Жок

Mat eo Макул

Trugarez Рахмат

Petra eo hoc'h anv? Атыңыз ким?

Piv? ким? 

Petra? на?/не?

Pelec'h? кайда? / кана?

Penaos? кандай?

Pegoulz? качан?

Pegement? нече?

Pe(hini)? кайсы?

Dilun Дүйшүмбү

Dimeurzh Шейшенби

Dimerc'her Чаршенби

Diriaou Бейшенби

Digwener Жума

Disadorn Ишенби

Disul Жек шенби

Miz Genver Үчтүн айы

Miz C'wevrer Бирдин айы

Miz Meurzh Жалган Куран

Miz Ebrel Чин Куран

Miz Mae Бугу

Miz Mezheven Кулжа

Miz Gouere Теке

Miz Eost Баш ѳна

Miz Gwengolo Айак ѳна

Miz Here Тогуздун ѳна

Miz Du Жетинин айы

Miz Kerzu Бештин айы

Unan бир

Daou эк(к)и

Tri үч

Pevar төрт

Pemp беш

C'hwec'h алты

Seizh жети

Eizh сегиз

Nav тогуз

Dek он 

Unnek он бир

Daouzek он еки

Trizek он үч

Pevarzek он төрт

Pempzek он беш

C'hwezhek он алты

Seitek он жети

Tric'hwec'h он сегиз

Naontek он тогуз

Ugent жыйырма

Unan-warn'n-ugent жыйырма бир

Tregont  отуз

Daou-ha-tregont отуз эк(к)и

Daou-ugent кырк

Tri-ha-daou-ugent кырк үч

Hanterkant  элүү

Tri-ugent алтымыш

Dek-ha-tri-ugent жетимиш

Pevar-ugent сексен

Dek-ha-pevar-ugent токсон

Kant жүз

Mil миң

Kentañ биринчи

Eil экинчи

Trede үчүнчү

Dekvet онунчу

Mellad 1:
Бардык адамдар өз беделинде жана укуктарында эркин жана тең укуктуу болуп жаралат. Алардын аң‐сезими менен абийири бар жана бири‐бирине бир туугандык мамилекылууга тийиш.

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:




#Article 450: Islam (156 words)


Marteze ar relijion dezhi ar muiañ a feizidi eo an Islam. Desket eo bet er VIIvet kantved gant Mouhammad e Mekka hag e Medina e Arabia (Arabia Saoudat hiziv). Profed ar relijion nevez a ginnige ur gredenn uheloc'h he fal, met ne nac'he ket profeded an div relijion a oa bet prezegennet er Bibl. Koulskoude e lavare e oa bet diskuliet e zeskadurezh gant an arc'hael Jibril (Gabriel). Diwar-se eo bet dastumet ha skrivet e arabeg ar C'horan, levr sakr ar Vuzulmiz pa reer muzulmiz (ar re suj) eus feizidi an Islam.

Ganet e oa bet Mohammed e Mekka e 570. Ur wech e welas an ael Gabriel hag a reas dioutañ ar profed. Skarzhet voe diouzh Mekka e 622 hag e zeas da Yatrib : Hidjra a vez graet eus ar veaj-se. Cheñch a reas anv Yatrib e Medina. E 630 e zeas Medina da dagañ Mekka. Trec'h voe Medina. E 632 e varvas Mahommed.




#Article 451: Kirgizstan (776 words)


Kirgizstan, pe Kyrgyzstan (e kirgizeg Кыргызстан, treuzlizherennet ivez Kyrgyzstan), ent-ofisiel ar Republik Kyrgyz (pe Republik Kirgiz), bet anavezet a-raok evel «Republik Soviedel Kirgizia», a zo ur vro en Azia ar C'hreiz. Bevennoù boutin en deus Kirgizstan gant Sina, Kazac'hstan, Tadjikistan hag Ouzbekistan. Bichkek eo anv ar gêr-benn. 

Ur vro dieub distag diouzh an ez-Unaniezh Soviedel eo Kirgizstan abaoe 1991. Kudennoù diabarzh bras a zo bet e Kirgizstan goude an taol pe dispac'h bet kaset da benn e 2005 hag a zegasas dilez Prezidant Akayev e miz Ebrel 2005.

Kregiñ a ra istor Kirgizstan tro-dro da 200 a-raok Jezuz. Turked-Mongoled e oa hendadoù kirgiziz. Degaset e oa bet an islamouriezh d'ar rannvro-se en  hag e teuas hounnezh da vezañ relijion bennañ an dud a veve eno.

Ac'hubet gant Impalaeriezh Rusia e oa an takad a reer hiziv Kirgizstan anezhañ e 1876. D'ar c'houlz-se e tec'has kuit diouzh an alouberion meur a hini o klask bod e menezioù Pamir hag en Afganistan. Abalamour d'ar vac'homerezh kaset da benn gant Rusianed dre Kreiz Azia e 1916 e tec'has kalz a Girgized betek Sina ivez.
 
Dindan beli an Unaniezh Soviedel e voe krouet e 1924 Rannvro Emren (oblast) Kirgizia hag 1926 e teuas da vezañ Republik Sokialour Soviedel Emren Kirgizia. Dont a reas da vezañ ur Republik Sokialour Soviedel e 1936. 

En ur boblvouezhiadeg bet dalc'het e miz Meurzh 1991 e tisklêrias 88,7 % eus an dud e oant a-du da chom e-barzh an Unaniezh Soviedel. Ha koulskoude e voe disklêriet e oa dishual Kirgizstan diouzh an Unaniezh Soviedel pemp miz war-lerc'h.

E 1991 e oa Akayev an hini nemetañ war ar renk ha dilennet e oa bet da brezidant gant 95 % eus ar mouezhioù. Addilennet e voe ivez addare e 1995 evit pemp bloaz c'hoazh, bet tapet 75 % eus ar mouezhioù gantañ ar wech-se, kalz war e lerc'h e oa an daou zanvez prezidant all.

Div wech e oa bet dalc'het mouezhiadegoù evit breujoù ar vro e 2000, met gant an Aozadur evit ar surentez hag ar c'henober en Europa e oa bet diklêriet e oa null an disoc'hoù rak ne oant ket bet dalc'het en un doare reizh.

Hervez ar Vonreizh (1993) ez eo Kirgizstan ur republik demokratel, gant ur prezidant hag ur c'hentañ ministr en he fenn.

E miz Meurzh 2002 e Aksi e Su ar vro, pemp den a varvas pa voe bet tennet warne gant ar polis ha neuze e veze reuz er vro a-bezh. Rankout a reas ar Prezidant Akayev lakaat kemmoù politikel e pleustr hag e 2003 e voe kaset da benn ur boblvouezhiadeg. A-benn ar fin ar c'hemmoù-se a roas muioc'h a c'halloud d'ar prezidant, avat.

Seizh rannvro (unander: oblast, liester: oblastlar) ez eus e Kirgizstan.

Setu anv pep rannvro gant anv he c'hêr-benn da heul: 

Ur vro e Kreiz Azia eo Kirgizstan hep tamm arvor ebet. Bevennoù en deus gant Kazac'hstan, Sina, Tadjikistan hag Ouzbekistan. Menezioù ez eus a-leizh dre ar vro a-bezh, dreist-holl tro-dro da dTian Shan. E gwalarn Tian Shan e vez kavet lenn brasañ Kirgizstan anvet Isik Kul.

Kavet e vez aour, glaou, eoul-maen ha gaz naturel e douaroù Kirgizstan.

Ur gwall daol e oa bet evit armerzh Kirgizstan pa'c'h eas da get an Unaniezh Soviedel rak dezhi e veze gwerzhet 98% eus ar produioù gwerzhet d'an diavaez e 1990. Izel-tre eo deuet da vezañ live armerzh ar vro dieub neuze ha n'emañ ket pell dirak live Armenia, Azerbaidjan pe Tadjikistan.

Pouezus-tre eo al labourerezh-douar, rak e 2002 e teue 35,6 % eus holl c'hounidoù ar vro diwar ar sektor-se .

E 2005, un tammig ouzhpenn 5 milion a dud a veve e Kirgizstan. An darn vrasañ eus an dud a vev war ar maez, gant un drederenn dioute hepken e kêrioù bras ar vro.

Kirgized eo an darn vrasañ eus an dud a vev e Kirgizstan (69,5%), met bez ez eus ivez tud a orin rusian (9,0 %) o chom dreist-holl e norzh ar vro hag Ouzbeked (14,5 %) er Su. A-hend-all e vez kavet ivez Uigoured (1,1%), Tadjiked (1,1 %), Kazac'hed (0,7 %), Dunganed (1,2 %), h.a.

Yezh ofisiel Kirgizstan eo bet ar c'hirgizeg abaoe ma oa bet disklêriet e oa anezhañ ur vro dishual ha distag diouzh an Unaniezh Soviedel e 1991. Abaoe 2001 eo deuet da vezañ ivez ar rusianeg yezh kenofisiel all ar vro.

Mont kalz war-raok a reas Kirgizstan a-hed ar bloavezhioù 1920 e pep keñver sevenadurel. Mont a reas kalz war gresk an niver a dud a ouie lenn ha skrivañ, a-drugarez dreist-holl d'ar yezh unvan bet kelennet d'ar c'houlz soviedel-se. 

Muzulmaned a zo eus 75 % eus poblañs Kirgizstan ha kristenion reizhkredennourien eo hogozik an holl re all.




#Article 452: Kazakstan (170 words)


Republik Kazakstan pe, ent-berr Kazakstan (kazakeg : Қазақстан, Qazaqstan, [] ; rusianeg : Казахстан, []), a zo ur vro vras-ec'hon eus Azia ar C'hreiz, un darnig vihan a zo en Europa avat, er c'hornaoueg d'ar stêr Oural. Dre he gorread eo an navet brasañ bro eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km², abalamour d'ar stepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e 2005. Bevennoù he deus gant Kevread Rusia, Republik Pobl Sina, Kyrgyzstan, Ouzbekistan ha Turkmenistan. Hediñ a ra ivez Mor Kaspia. Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unaniezh Soviedel. Bremañ eo ezel eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.

Ur Republik ur Prezidant en e benn eo Kazakstan. 
Nursultan Nazarbayev a oa bet addilennet evit 7 bloavezh e 1999 goude dilennadegoù Prezidant ha ne oant ket bet kavet reizh gant an Aozadur evit ar Surentez hag ar C'henlabour en Europa. Abaoe eo bet addilennet bep tro.

Nursultan eo ar gêr-benn abaoe miz Mezheven 1998, e-lec'h Almaty.




#Article 453: Kazakeg (387 words)


Ur yezh turkek eo ar c'hazakeg (anvet қазақ тілі, qazaq tilî) komzet e Kreiz Azia.

Yezh ofisiel Kazakstan ec'h eo ha komzet gant tro-dro da 8,5 milion a dud en holl e Kazakstan hag ivez e Afganistan, Sina, Iran, Kirgizstan, Mongolia, Rusia, Tadjikistan, Turkia, Turkmenistan, Ukraina, hag Ouzbekistan.

Skrivet e vez pe gant al lizherenneg latinek (Turkia) pe gant al lizherenneg kirillek (Sina, Iran, Afganistan). Implijet e vez nav lizherenn ispisial evit sonioù na vezont ket kavet er rusianeg:

Ә, Ғ, Қ, Ң, Ө, Ұ, Ү, Һ, İ

Demat Қайырлы таң

Mont a ra? Налыңыз қалай?

Noz vat Қайырлы түң

Mar plij Өтінем

Kenavo Сау болыңыз

Ya Иә

Nann Жоқ

Mat eo Болады

Trugarez Рахмет

Petra eo hoc'h anv? Атыныз зім?

Me мен 

Te сен (unander), сендер (liester)

Eñ /Hi ол

Ni біз

C'hwi сіз (unander), сіздер (liester)

Int олар

Piv? кім? 

Petra? не?

Pelec'h? қайда?

Penaos? қалай?

Pegoulz? қашан?

Pegement? неше?

Pe(hini)? қай?

Dilun Дүйсенбі 

Dimeurzh Сейсенбі

Dimerc'her Сәрсенбі

Diriaou Бейсенбі

Digwener Жұма

Disadorn Сенбі

Disul Жексенбі

Miz Genver Қаңтар 

Miz C'wevrer Ақпан

Miz Meurzh Наурыз

Miz Ebrel Сәуір

Miz Mae Мамыр

Miz Mezheven Маусым

Miz Gouere Шілде

Miz Eost Тамыз

Miz Gwengolo Қыркүйек

Miz Here Қазан

Miz Du Қараша

Miz Kerzu Желтоқсан

Unan бір

Daou екі

Tri үш

Pevar төрт

Pemp бес

C'hwec'h алты

Seizh жеті

Eizh сегіз

Nav тоғыз

Dek он екі

Unnek он бір

Daouzek он

Trizek он үш

Pevarzek он төрт

Pempzek он бес

C'hwezhek он алты

Seitek он жеті

Tric'hwec'h он сегіз

Naontek он тоғыз

Ugent жиырма

Unan-warn'n-ugent жиырма бір

Tregont  отыз

Daou-ha-tregont отыз екі

Daou-ugent қырық

Tri-ha-daou-ugent қырық үш

Hanterkant  елу

Tri-ugent алныс

Dek-ha-tri-ugent жетніс

Pevar-ugent сексен

Dek-ha-pevar-ugent тоқсан

Kant жүз

Mil мың

Kentañ бірінші 

Eil екінші

Trede үшінші

Pevare төртінші

Pempvet бесінші

C'hwec'hvet адтыншы

Seizhvet жетінші

Eizhvet сегізінші

Naovet тщғызыншы

Dekvet оныншы

Mellad 1:
Барлық адамдар тумысынан азат және қадір‐қасиеті мен кұқықтары тең болып дүниеге келеді. 
Адамдарға ақыл‐парасат, ар‐ождан берілген, сондықтан олар бір‐бірімен туыстық, бауырмалдық қарым‐қатынас жасаулары тиіс.

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:

 Hengirmen, M. (?) Türkçe Tilaşar. Kazakça Konuşma Kılavuzu, Ankara: Engin. (skrivet ar c'hazakeg hervez reolennoù reizhskrivañ an turkeg)

 Ardakoç, N. (2005) Modern Türk Dilleri Seyahat ve Kunuşma Kılavuzu, Istanbul: Geçit

 Öztopçu, K. (1994) Colloquial Kazakh. A Mini Course, Madison: Audio-Forum




#Article 454: Hesonerezh vogalennek (735 words)


Er yezhoniezh e vez implijet an termen hesonerezh vogalennek (saoz.: ) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus un doare heñveladur a-bell ma vez levezonet gantañ vogalennoù hervez patromoù resis en ur yezh bennak e degouezhioù yezhadurel resis.

Da lâret eo e berr gomzoù e rank an holl vogalennoù e diabarzh un hevelep ger dont eus an hevelep rummad vogalennoù ha rankout a ra klotaat vogalennoù ar c'hengerioù gant ar rummad vogalennoù implijet er c'helf pe er wrizienn.

Kavet e vez hesonerezh vogalennek e meur a yezh dre ar bed, da skouer : ar yezhoù altaek (d.s. ar japaneg hag ar c'horeaneg), meur a yezh turkek (d.s. an turkeg), ar yezhoù mongolek (d.s. ar mongoleg), ar yezhoù finnek-ougrek( d.s. ar finneg hag an hungareg) hag ivez ar yezhoù akanek, yezhoù bantouek 'zo, (d.s. al lingaleg), rannyezhoù katalanek, yezhoù salichek, yezhoù kousek, yezhoù maidouek, yezhoù manchouek, yezhoù nilotek, an sumereg, an takelmeg, an telougoueg, ar yezhoù outiek.

E meur a yezh, evel ar yezhoù altaek e talvez an hesonerezh vogalennek da elfenn yezhadurel, keit ha ma c'hell talvezout da berzh distagañ hiniennel pe rannyezhel e yezhoù all zo evel ar brezhoneg.

E rannyezhoù brezhonek 'zo, da skouer al leoneg, e kaver un doare hesonerezh vogalennek ma kemm vogalennoù gwrizienn pe kelf verboù zo evit klotaat gant vogalennoù tematek an dibennoù, da skouer:

Peurliesañ avat e kemm ar vogalennoù e c'hengerioù evit dont da vezañ heñvel ouzh ar vogalennoù en nominativ (d.l.e. ar stumm-meneg), da skouer e hungareg:

Amañ e implijer dibennoù disheñvel hervez ma kaver en nominativ ur vogalenn a-raok (dibenn: -nek, dre m'eo araokoc'h e evit a) pe ur vogalenn a-dreñv (dibenn: -nak, dre m'eo a-drekoc'h a evit e).

Dre ma tenn an hensonerezh da berzh ar c'hengerioù e c'hell an hesonerezh bezañ a-gleiz da zehoù, dre vras er yezhoù implijet gante lostgerioù dreist-holl pe nemetken, pe a-zehoù da gleiz, dre vras er yezhoù implijet gante rakgerioù dreist-holl pe nemetken. Er yezhoù implijet gante koulz rakgerioù ha lostgerioù e kaver ivez hensonerezh a-gleiz da zehoù hag a-zehoù da gleiz. 

Kemmañ ra mont-en-dro resis an hesonerezh vogalennek a yezh da yezh. E-touez ar perzhioù pennañ a c'hell bezañ levezonet ganti emañ ar re-mañ:

E yezhoù zo e vez rummataet an holl vogalennoù hervez reolennoù an hensonerezh vogalennek, da skouer pa gaver ur vogalenn eus ar rummad X (lakaomp an holl vogalennoù a-raok: [i, y, e, ø, ɛ, œ, æ, a, ɶ]) e ranker implijout dibennoù enne vogalennoù eus an hevelep rummad pe un isrummad strishoc'h e diabarzh ar rummad-se (da skouer [i] pe [e] nemetken).

Bez e c'hell talvezout meur a berzh war un-dro pa ranker dibab etre vogalenn resis un dibenn evit klotaat gant vogalenn bennañ ar wrizienn hervez reolennoù resis pep yezh, da skouer allies a-walc'h e ranker derc'hel kont eus ar fed m'emañ ar vogalenn bennañ er wrizienn a-raok/a-dreñv hag ivez ront/nann-ront.

E meur a yezh gante hesonerezh vogalennek e kaver ivez vogalennoù neptu, da lâret eo vogalennoù, peurliesañ vogalennoù kreiz, hag a c'hell bezañ implijet gante kengerioù hep derc'hel kont eus reolennoù boas an hesonerezh vogalennek. 

Pa vez degemeret gant ur yezh ganti hesonerezh vogalennek gerioù eus yezhoù all hep hesonerezh vogalennek ne rankont ket plegañ dre ret atav da reolennoù boas hesonerezh vogalennek ar yezh ma vezont degemeret enni. 

Setu ur skouer tennet diwar ar finneg evit diskwel dre ar munud penaos ec'h a en-dro an hensonerezh vogalennek en ur yezh resis: 

E finneg ez eus tri rummad vogalennoù : vogalennoù a-raok, vogalennoù neptu ha vogalennoù a-dreñv: 

En darn vrasañ eus an dibennoù yezhadurel staget ouzh ar gwriziennoù emañ ur arc'hfonem vogalennek ma vez kavet A ha/pe U ha/pe O diouzh un tu pe Ä ha/pe Y ha/pe Ö diouzh an tu all e diabarzh ur ger, da lâret eo e kaver vogalennoù eus an hevelep ruummad atav e diabarzh pep ger diazez. Pa stager kengerioù ouzh ur wrizienn e tibaber pe vogalenn resis implijout hervez rummad ar vogalennoù implijet e diabarzh ar wrizienn-se, da skouer 

E turkeg e tenn kont reolennoù an hesonerezh vogalennoù eus araokder ar vogalennoù hag ivez eus rontder ar vogalennoù war un dro.

Daou rummad vogalennoù pennañ ez eus e turkeg: vogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv ha n'haller ket implijout en un hevelep ger vogalennoù eus rummadoù disheñvel, da skouer:

Ouzhpenn eo techet da vezañ rontaet i hag ı  ü hag u hervez ma vez ront pe get ar vogalenn bennañ, da skouer:




#Article 455: Azeri (505 words)


An azeri, , pe azerbaidjaneg, pe azerieg (azeri : Azərbaycan dili, Азәрбајҹан дили;  distagadur (LFE): /azærbajʤan dili/), a zo ur yezh turkek a vez komzet e Kreiz Azia gant tro-dro da 35 milion a dud. An darn vrasañ eus ar gomzerion, ne vevont ket en Azerbaidjan (9.2 milion a gomzerion) e-lec'h m'emañ ar yezh ofisiel, met kentoc'h en Iran. Komzet e vez ivez e Dagestan, Jorjia, norzh Irak ha reter Turkia.

Div rannyezh pennañ ez eus:

Betek 1929 e veze implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an azeri, implijet c’hoazh en Iran evit skrivañ azeri ar su. Etre 1929 ha 1938 e veze implijet al lizherenneg latin evit azeri an norzh, disheñvel he stumm diouzh al lizhereenneg latin a-vremañ avat. Etre 1938 ha 1991 e oa bet lakaet da ofisiel al lizherenneg kirillek. E  1991 e oa bet lakaet da ofisiel adarre al lizherenneg latin adstummet.

Evel en holl yezhoù turkek:

Daou doare ez eus evel e turkeg hervez pep lostger resis:

Kemmañ a c’hell kensonennoù ‘zo ivez, dreist-holl ‘k’ e dibenn ul lostger, hervez ar vogalenn a zeu diouzhtu a-raok en ur silabenn serr (achuet gant ur vogalenn) pe dirak ur vogalenn (silabenn digor), da skouer:

(Notenn: Evit an diforc’h etre vogalennoù sklaer ha teñvel s.o. ar rann 'Hesonerezh vogalennek')

C’hwezh  troad ec’h implijer en ouzbekeg:

(Notenn: Ret eo gwrirekaat ar rann-mañ)

(Notenn: Disheñvel eo loden eus an dibennoù personel diouzh ar re voas)

(Notenn: s.o. ar rann Hesonerezh kensonennel evit an diforc'h etre an dibennoù -k/q/y/ǧ)

Demat Sabahınız xeyir

Mont a ra? Necǝsiniz?

Noz vat Gecǝniz xeyrǝ qalsın

Mar plij Zǝhmǝt olmasa / Lütfǝn

Kenavo Sağ ol

Ya Bǝli

Nann Yox / Xeyr

Mat eo Oldu

Trugarez Tǝşǝkkür edirǝm / Sağ ol

Petra eo hoc'h anv?Sizin adınız nǝdir?

Piv? Kim?

Petra? Nǝ?

Pelec'h? Hara?

Penaos? Necǝ?

Pegoulz? Nǝ vaxt?

Pegement? Neçǝ?
Pe(hini)? Hansı?

Dilun Bazar ertəsi

Dimeurzh Çǝrşǝnbǝ axşamı

Dimerc'her Çǝrşǝnbǝ

Diriaou Cümǝ axşamı

Digwener Cümǝ

Disadorn Șǝnbǝ

Disul Bazar

Miz Genver Yanvar 

Miz C'wevrer Fevral

Miz Meurzh Mart

Miz Ebrel Aprel

Miz Mae May

Miz Mezheven İyun

Miz Gouere İyul

Mizt Eost Avqust

Miz Gwengolo Sentyabr

Miz Here Oktyabr

Miz Du Noyabr

Miz Kerzu Dekabr

Unan Bir

Daou İki

Tri Üç

Pevar Dörd

Pemp Beş

C'hwec'h Altı

Seizh Yeddi

Eizh Sǝkkiz

Nav Doqquz

Dek On

Unnek On bir

Daouzek On iki

Trizek On üç

Pevarzek On dörd

Pempzek On beş

C'hwezhek On altı

Seitek On yeddi

Tric'hwec'h On sǝkkiz

Naontek On doqquz

Ugent İyirmi

Unan-warn'n-ugent İyirmi bir

Tregont Otuz

Daou-ha-tregont Otuz iki

Daou-ugent Qırx

Tri-ha-daou-ugent Qırx üç

Hanterkant  Əlli

Tri-ugent Altmış

Dek-ha-tri-ugent Yetmiş

Pevar-ugent Sǝksǝn / Hǝştad

Dek-ha-pevar-ugent Doxsan

Kant Yüz

Mil Min

Kentañ Birinci

Eil İkinci

Trede Üçüncu

Pevare Dördüncü

Pempvet Beşinci

C'hwec'hvet Altıncı

Seizhvet Yeddinci

Eizhvet Sǝkkizinci

Naovet Doqquzuncu

Dekvet Onuncu

Mellad 1:

بوتون اينسانلار حيثييت و حاقلار باخيميندان دنك (برابر) و اركين (آزاد) دوغولارلار. اوس (عقل) و اويات (ويجدان) ييهﺳﻴﺪيرلر و بير بيرلرينه قارشى قارداشليق روحو ايله داوراماليدرلار.

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:




#Article 456: Turkmeneg (575 words)


Yezh vroadel Turkmenistan eo an turkmeneg (turkmeneg: Туркмен, Türkmen dili). Ur yezh turkek ez eo, komzet gant tro-dro da 3.4 milion a dud e Turkmenistan end-eeun ha gant 3 milion a dud all e Iran (2,000,000), Afghanistan (500,000) ha Turkia (1,000).

Tost-tre eo an turkmeneg d'an turkeg krimeek ha d'ar salareg ha pelloc'h un tammig diouzh an turkeg hag an azeri.

Skrivet e vez an turkmeneg gant al lizherenneg kirillek pe c'hoazh gant al lizherenneg arabek. Nevez 'zo avat e oa bet disklêriet gant ar Prezidant Saparmurat Niyazov e oa bet lakaet al lizherenneg latinek da zoare-skrivañ ofisiel Turkmenistan.

Bremañ e vez skrivet turmeneg gant al lizherenneg latinek, met graet e vez c'hoazh amplik gant ar sistem soviedel kozh diazezet war al lizherenneg kirillek. Sed amañ un daolenn a ro urzh al lizherenneg hag ar c'hevatalderioù: 

A-raok 1929 e veze skrivet gant al lizherenneg arabek cheñchet un tamm bihan. Etre 1929-1938 e oa bet graet gant al lizherenneg latinek, ha gant al lizherenneg kirillek etre 1938 ha 1991.

Demat Salowmaleýkim

Mont a ra? Ýagdaýlar nähili?

Noz vat Sag-aman ýatyp turyň

Mar plij Haýyş

Kenavo Sag boluň

Ya Howwa

Nann Ýok

Mat eo Elbetde

Trugarez Sag boluň / Taňgry ýalkasyn

Petra eo hoc'h anv? Adýň näme?

Me Men

Te Sen

Eñ/Hi O(l)

Ni Biz

C'hwi Siz

Int Olar

Piv? Kim?

Petra? Näme?

Pelec'h? Nirede?

Penaos? Nähili?

Pegoulz? Haçan?

Pegement? Näçe?

Pe(hini)? Haýsy?

Etre kromelloù ar stummoù bet krouet gant Saparmyrat Nyýazow hag implijet ez-ofisiel etre an 10 a viz Eost hag mis Gouhere 2008
Dilun Duşenbe (Başgün, ‘Penndeiz’)

Dimeurzh Sişenbe (Ýaşgün, ‘Deiz nevez’)

Dimerc'her Çarşenbe (Hoşgün, ‘Deiz mat’)

Diriaou Penşenbe (Sogapgün, ‘Deiz reizh’)

Digwener Anna (Annagün, diwar ar henstumm savet diwar ar peseg mui ‘’gün’’, ‘deiz’)

Disadorn Şenbe (Ruhgün, ‘Deiz an ene’)

Disul Ýekşenbe (Dynçgün, ‘Deiz diskuizh’)

Etre kromelloù ar stummoù bet krouet gant Saparmyrat Nyýazow hag implijet ez-ofisiel etre an 10 a viz Eost hag mis Gouhere 2008 m’eo bet lakaet da ofisiel en-dro ar stummoù bet awenet gant ar ruseg.
Miz Genver Ýanwar (Türkmenbaşy, lesanv   Nyýazow)

Miz C'wevrer Fewral (Baýdak, ‘Banniel’)

Miz Meurzh Mart (Nowruz, anv gouel persek/turkek deroù ar bloaz)

Miz Ebrel Aprel (Gurbansoltan, diwar anv mamm  Nyýazow, Gurbansoltan Eje)

Miz Mae Maý (Magtymguly, diwar anv ar bazrh broadel Magtymguly Pyragy)

Miz Mezheven Iýun (Oguz, diwar haroz an Durkemened Oguz Khan)

Miz Gouere Iýul (Gorkut, anv unan eus harozed al lennegezh turkmenek)

Miz Eost Awgust (Alp Arslan, anv diazezer Impalaeriezh ar Seljoudek)

Miz Gwengolo Sentýabr (Ruhnama, anv levr kentañ Nyýazow)

Miz Here Oktýabr (Garaşsyzlyk, ‘Dishualded’)

Miz Du Noýabr (Sanjar, anv diwezhañ Impalaer ar Seljouked)

Miz Kerzu Dekabr (Bitaraplyk, ‘Neptuegezh’)

Unan Bir

Daou İki

Tri Üç

Pevar Dört

Pemp Bäş

C'hwec'h Alty

Seizh Ýedi

Eizh Sekiz

Nav Dokuz

Dek On

Unnek On bir

Daouzek On iki

Trizek On üç

Pevarzek On dört

Pempzek On bäş

C'hwezhek On alty

Seitek On ýedi

Tric'hwec'h On sekiz

Naontek On dokuz

Ugent Ýigrimi

Unan-warn'n-ugent Ýigrimi on

Tregont Otuz

Daou-ha-tregont Otuz iki

Daou-ugent Kyrk

Tri-ha-daou-ugent Kyrk üç

Hanterkant Elli

Tri-ugent Altmyş

Dek-ha-tri-ugent Ýetmiş

Pevar-ugent Segsen

Dek-ha-pevar-ugent Togsan

Kant Ýüz

Mil Müň

Kentañ Birinji

Eil Ikinji

Trede Üçünji

Pevare Dördünji

Pempvet Bäşynji

C'hwec'hvet Altynji

Seizhvet Ýedinji

Eizhvet Sekizinji

Naovet Dokuzunji

Dekvet Onunjy

Mellad 1:
Adamlaryň hemmesi azat dogulýarlar we öz mertebesi hem‐de hukuklary boýunça ilkibaşdan deňdirler. Olara ozal‐başdan aň, ynsap berlendir we biri‐birine özara doganlyk ruhunda çemeleşmek olaryň ýaraşygydyr.

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:




#Article 457: Karakalpakeg (317 words)


Ar c'harakalpak a zo ur yezh turkek komzet dreist-holl e Karakalpakstan (Ouzbekistan). Kavet e vez ivez un nebeudig tud a ra gant ar yezh-mañ e Afganistan (nebeutoc'h evit 2.000), Kazac'hstan, Kirgizstan ha Turkmenistan. 

Skrivet e veze ar c'harakalpak gant al lizherenneg arabek betek 1928. Etre 1928 ha 1940 e veze implijet al lizherenneg latinek ha hiziv e vez implijet peurliesañ al lizherenneg kirillek, met mont a ra an traoù en-dro war-du al lizherenneg latinek abaoe ma oa bet disklêret e oa Ouzbekistan ur vro dieub ha distag dioiuzh an ez-Unaniezh Soviedel.

Demat Sa'lem

Mont a ra? Awhalın’iz qalay?

Noz vat 

Mar plij Iltimas

Kenavo Xo’sh

Ya Awa

Nann Joq

Trugarez Raxmet

Petra eo hoc'h anv? Atın’ız kim?

Me Men
Te Sen (unander)

Eñ /Hi Ol

Ni Biz

C'hwi Siz (liester)

Int Olar

Piv? Kim?

Petra? Ne?

Pelec'h? Qayda?

Penaos? Qa’ytip?

Pegoulz? Qashan?

Pegement? Qansha? / Neshe?

Pe(hini)? Qaysi? / Neshinshi?

Dilun Du’yshembi

Dimeurzh Shiyshembi

Dimerc'her Sa’rshembi

Diriaou Piyshembi

Digwener Juma

Disadorn Shembi

Disul Ekshembi

Miz Genver Yanvar

Miz C'wevrer Fevral

Miz Meurzh Mart

Miz Ebrel Aprel

Miz Mae May

Miz Mezheven Iyun

Miz Gouere Iyul

Miz Eost Avgust

Miz Gwengolo Sentyabr

Miz Here Oktyabr

Miz Du Noyabr

Miz Kerzu Dekabr

Unan Bir

Daou Eki

Tri U’sh

Pevar To’rt

Pemp Bes

C'hwec'h Altı

Seizh Jeti

Eizh Segiz

Nav Tog’ız

Dek On

Unnek On bir

Daouzek On eki

Trizek On ush

Pevarzek On t’ort

Pempzek On bes

C'hwezhek On altı

Seitek On jeti

Tric'hwec'h On segiz

Naontek On tog’ız

Ugent Jigirma

Unan-warn'n-ugent Jigirma bir

Tregont Otiz

Daou-ha-tregont Otiz eki

Daou-ugent Qir

Tri-ha-daou-ugent Qir ush

Hanterkant Elliw

Tri-ugent Alpis

Dek-ha-tri-ugent Jetpis

Pevar-ugent Seksen

Dek-ha-pevar-ugent Togsan

Kant Juz

Mil Min’

Kentañ Birinshi

Eil Ekinshi

Trede U’shinshi

Pevare To’rtinshi

Pempvet Besinshi

C'hwec'hvet Altınshı

Seizhvet Jetinshi

Eizhvet Segizinshi

Naovet Tog’ızınshı

Dekvet Onınshı

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:




#Article 458: Karakalpakstan (135 words)


Karakalpakstan (ouzbekeg: Qoraqalpog'iston Respublikasi pe Қорақалпоғистон Республикаси; Karakalpakeg: Қарақалпақстан Республикасы pe Qaraqalpaqstan Respublikası) a zo ur Republik emren en Ouzbekistan gant he c'hêrbenn e Nukus (Karakalpakeg: Nökis).

En holl ez eus 1.200.000 a dud o vevañ e Karakalpakstan. Nebeutoc'h evit an hanter a zo Karakalpaked (400.000) avat, gant kemend-all a ouzbeked hag ivez kazi kemend-all a gazac'hed (300.000).

Kalz tostoc'h eo ar c'harakalpakeg ouzh ar c'hazac'heg hag ouzh an turkeg evit ouzh an ouzbekeg. Evit lod zoken e vije bet krouet ar garakalpakidigezh gant ur yezh nevez (ar c'harakalpakeg) gant soviediz a-benn disrannañ ha gwanaat ar Gazac'hed.

Gwechall e veze a-bouez-tre dreist-holl ar pesketañ evit armerzh ar vro. Hiziv avat e vez gounezet ivez kotoñs, riz ha meloñs. Ur greizenn-dredan veur bet savet da vare ar goumunouriezh zo ivez war lez lennoù an Amu Darya.




#Article 459: Tchouvacheg (130 words)


Ur yezh turkek hag a vez komzet gant tro-dro da 2 vilion a dud eo ar tchouvacheg (Чăваш чěлхи), yezh ofisiel Republik Tchouvachia e Rusia. Disheñvel-tre eo diouzh ar yezhoù turkek all.

Skrivet e vez gant al lizherenneg kirillek gant peder lizherenn ispisial evit sonioù na vezont ket kavet e rusianeg: Ӑӑ, Ӗӗ, Ҫҫ, Ӳӳ.

Div rannyezh pennañ ez eus: viryaleg (pe tchouvacheg uhel) hag anatreg (pe tchouvacheg izel). Ar rannyezh izel an hini eo a dalvez da yezh unvan. 

Levezonet eo bet ar tchouvacheg gant an tatareg hag ivez gant ar yezhoù finnek-ougarek, ouzhpenn ar gerioù o tont eus ar rusianeg, ar mongoleg an arabeg hag ar perseg.

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:

 




#Article 460: Pennglaou (148 words)


Ar pennglaou (Parus major) a zo ul labous eus urzhiad ar golvaneged hag eus kerentiad ar paridae.

Gant e uhelder a 14 cm eo ar pennglaou an hini brasañ eus familh ar pennglaoued hag an evned kar all eus ar genad. 

E benn a zo du hag e zivjod a zo gwenn. 

Heñvel-bras eo ar  par hag ar barez. 

Glaou a dave da liv e benn. Sellet ivez ouzh Pennglaou teñval (Parus lugubris). Pennglaouig a c'hell  talvezout da skañv-benn : Pennglaouig ma 'z out ! 

Ar pennglaou a zebr amprevaned, biskoul, kraoñ hag hadoù.

Bevañ a ra ar pennglaou er c'hoadoù, liorzhoù ha girzhier. Ul labous arsezat eo en Europa. Neizhiañ a ra e miz Ebrel hag e miz Mae. Fardet eo an neizh gant kinvi, kolo, gloan, reun ha pluñv en un toull en ur wezenn pe ur voger. Dozvet eo gantañ etre 5 ha 12 vi.




#Article 461: Tatareg (586 words)


Ur yezh turkek eo an tatareg  (Tatar tele, Tatarça, Татар теле, Татарча) komzet e lec'hioù zo eus Europa, Rusia, Siberia, Sina, Turkia, Polonia, Ukraina, Finland, Estonia ha Kreiz Azia.

Yezh ofisial Republik Tatarstan an hini eo. Talvezout a ra ivez da yezh-vamm evit 400 000 a Vachkired a meur a vil a Variad hag talvezout a ra ivez da yezh voutin etre Tatared, Bachkired, Tchouvashed, Kazac'hed, Maried, Mordvined hag Oudmourted.

Mont war diskenn a reas an niver a dud a rae gant ar yezh adal ar bloavezhioù 1930 hag er bloavezhioù 1980 ne veze ket kelennet e skolioù ar c'herioù bras. Implijet e veze er skolioù war ar maez, met dibosupl e veze evit an dataregerion mont d'ar skol-veur rak eno ne veze kelennet nemet e rusianeg.

Daoust ha n'emañ ket en arvar ken ar yezh ez eo anezhi ur yezh izel he statud e-keñver hini uhel ar rusianeg.

Teir rannyezh pennañ ez eus: hini ar c'hornôg (Mişär), hini ar c'hreiz hag hini ar reter (e Siberia). Rannyezh ar c'hreiz eo an hini a vez komzet ar muiañ ha warni emañ diazezet ar yezh lennegel.

Bez ez eus tro-dro da 5 300 000 a gomz tatareg e Rusia, met nemet 4 500 000 anezhe a zo Tatared, o vezañ ar peurrest Bachkired (520 000), Rusianed (130 000), Tchouvashed (70 000), Maried (42 000), Udmurted ha Mordvined.

Skrivet eo bet an tatareg e meur a doare disheñvel a-hed ar wech, o kregiñ gant ar skritur orc'hon a-raok 920, a leuskas e blas d'al lizherenneg arabek war-lerc'h.
En ez-Unaniezh Soviedel e veze skrivet ar yezh gant ul lizherenneg latin anvet janalif etre 1927-1938. Implijet e veze al lizherenneg kirillek e Tatarstan betek ma voe staliet al lizherenneg latin en he flas en-dro e 2000. Nevez 'zo avat e voe kroget en-dro da implijout al lizherenneg kirillek a-drugarez d'ul lezenn nevez e Kevredad Rusia o lakaat anezhi da lizherenneg ofisiel nemeti evit an holl yezhoù komzet ennañ.

Demat Исәнме (‘te’) / Исәнмесез (‘c’hwi’) pe Сәлам

Mont a ra?  Эшләрең ничек? 

Mar plij зинһар

Kenavo Сау бул (‘te’) / Сау булыгыз (‘c’hwi’)

Ya Әйе 

Nann Юк

Trugarez Рәхмәт

Piv? кем? 

Petra? нәрсә?

Pelec'h? кайда?

Penaos? ничек?

Pegoulz? Кайчан?

Me мин

Te син

Eñ/Hi ул

Ni без

C’hwi Сез

Int Алар

Dilun Дүшәмбә

Dimeurzh Сишәмбә

Dimerc'her Чәршәмбә

Diriaou Пәнҗәшәмбә

Digwener Җома

Disadorn Шимба

Disul Якшәмбә

Etre kromelloù skrivet anv pep miz herevez reolennoù reizhskrivañ al lizherenneg latin nevez.

Miz Genver Җинвар (Ğínwar)

Miz C'wevrer Фебрәл (Febräl)

Miz Meurzh Март (Mart)

Miz Ebrel Әприл (Äpril)

Miz Mae Май (May)

Miz Mezheven Йүн (Yün)

Miz Gouere Йүл (Yül)

Miz Eost Август (August)

Miz Gwengolo Сентәбер (Sentäber)

Miz Here Өктәбер (Öktäber)

Miz Du Нөйәбер (Nöyäber)

Miz Kerzu Декәбер (Dekäber)

Unan бер

Daou ике

Tri өч

Pevar дүрт

Pemp биш

C'hwec'h алты

Seizh җиде

Eizh сигез

Nav тугыз

Dek ун

Unnek унбер

Daouzek унике

Trizek унөч

Pevarzek ундүрт

Pempzek унбиш

C'hwezhek уналты

Seitek унҗиде

Tric'hwec'h унсигез

Naontek унтугыз

Ugent егерме

Unan-warn'n-ugent егерме бер

Tregont  утыз

Daou-ha-tregont утыз ике

Daou-ugent кырык

Tri-ha-daou-ugent кырык өч

Hanterkant  илле

Tri-ugent алтмыш

Dek-ha-tri-ugent җитмеш

Pevar-ugent сиксән

Dek-ha-pevar-ugent туксан

Kant йөз

Mil мең

Kentañ беренче

Eil икенче

Trede өченче

Pevare дүртенче

Pempvet бишенче

C'hwec'hvet алтынчы

Seizhvet җиденче

Eizhvet сигезенче

Naovet тугызынчы

Dekvet унынчы

Mellad 1:

Барлык кешеләр дә азат һәм үз абруйлары һәм хокуклары ягыннан тиң бупып туапар. Аларга акыл һәм вөҗдан бирелгән һәм бәр-бәрсенә карата туганнарча мөнасәбәттә булырга тиешләр.

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:




#Article 462: Mongoleg (390 words)


Ar mongoleg (Монгол) eo yezh vrudetañ ar yezhoù mongolek. Yezh ofisiel Mongolia ec'h eo ma vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud. Komzet e vez ivez e lec'hioù zo eus Sina hag e Rusia, dreist-holl e republik Bouryatia. 

C'halc'heg eo anv ar rannyezh uhelañ hag a dalvez da yezh unvan, melestradurel ha lennegel Mongolia. Komzet e vez ar rannyezh-se er gêrbenn Ulaanbaatar.

Implijet ez eus bet meur a doare-skrivañ evit skrivañ ar mongoleg a-hed an amzerioù. Krouet e oa bet ar skritur ofisiel, al lizherenneg vongolek en  hag implijet e veze e Mongolia betek 1943 pa gemeras he flas al lizherenneg kirillek. Klasket e vez lakaat an dud da adimplijout ar skritur hengounel, dreist-holl dre e gelenn er skolioù. Daoust ha ma oa bet ur raktres da skrivañ ar yezh gant al lizherenneg kirillek d'ar c'houlz m'en em gleve mat c'hoazh Sina gant an Unaniezh Soviedel, implijet ez eo bet an doare skrivañ hengounel a-hed an amzer betek bremañ e Mongolia ar Su (pe Mongolia an Diabarzh) (e Sina).

Demat Сайн байна уу?

Mont a ra? Сайн байна уу?

Kenavo Баяртай

Ya Тийм

Nann Үгүй

Mat eo За

Trugarez Баярлалаа

Petra eo hoc'h anv? Таны нэр хэн бэ?

MeБ и

Te Чи

Eñ /Hi Тэр

Ni Биз

C'hwi Та

Int Тэд

Piv? Хэн?

Petra? Юу?

Pelec'h? Ха?

Penaos? Яаж?

Pegoulz? Хэзэ?

Pegement? Хэд?

Pe(hini)? Аль?

Dilun Даваа (гариг)

Dimeurzh Мягмар (гариг)

Dimerc'her Лхагва (гариг)

Diriaou Пүрэв (гариг)

Digwener Баасан (гариг)

Disadorn Бямба (гариг)

Disul Ням (гариг)

Miz Genver Нэгдүгээр сар

Miz C'wevrer Хоёрдугаар сар

Miz Meurzh Гурвдугаар сар

Miz Ebrel Дѳрѳвдүгээр сар

Miz Mae Тавдугаар сар

Miz Mezheven Зургаадугаар сар

Miz Gouere Долдугаар сар

Miz Eost Наймдугаар сар

Miz Gwengolo Есдүгээр сар

Miz Here Аравдугаар сар

Miz Du Арваннэгдүгээр сар

Miz Kerzu Арванхоёрдугаар сар

Unan Нэг

Daou Хоёр

Tri Гурав

Pevar Дѳрѳв

Pemp Тав

C'hwec'h Зургаа

Seizh Долоо

Eizh Найм

Nav Ес

Dek Арав

Unnek Арван нэг

Daouzek Арван хоёр

Trizek Арван гурав

Pevarzek Арван дѳрѳв

Pempzek Арван тав

C'hwezhek Арван зургаа

Seitek Арван долоо

Tric'hwec'h Арван найм

Naontek Арван ес

Ugent Хорь

Unan-warn'n-ugent Хорин нэг

Tregont Гуч

Daou-ha-tregont Гучин хоёр

Daou-ugent Дѳч

Tri-ha-daou-ugent Дѳчин гурав

Hanterkant Тавь (Тавин gant niveroù kevrennek)

Tri-ugent Хар (Харан)

Dek-ha-tri-ugent Дад (Дадан)

Pevar-ugent Ная (Наян)

Dek-ha-pevar-ugent Ер (Ерэн)

Kant Зуу (Зуун)

Mil Мянга (Мянган)

Kentañ Нэгдэх

Eil Хоёрдахь

Trede Гуравдахь

Pevare Дѳрѳвдэх




#Article 463: Logodenn (128 words)


Al logod a zo bronneged krigner renket er genad Mus. Droukvesket e vezont gant ar razhed a-wechoù.

Anavezet eo mat-tre al logod a gaver en tiez, ar Mus musculus. En holl vroioù pe dost e vevont.
Implijet e vezont er vevoniezh evel patrom korfoù ar bronneged. Maget ha doñvaet e vezont gant lod tud ivez.
E Stadoù-Unanet Amerika e kaver logod o zreid gwenn (Peromyscus leucopus) ha logod-yourc'h (Peromyscus maniculatus) a c'hell ober o annez en tiez ivez. Kengouvidi mab-den a reer eus ar spesadoù-se.

Alies e vez graet « logod » eus krignerien vihan all ha n'int ket eus ar genad Mus (muenned, morzigelled hag all). Kemmesk a c'hall c'hoarvezout ivez gant loened bihan ha n'int ket krignerien zoken, evel an tunig, ar minelled pe ar minoc'hed.




#Article 464: Boc'hruz (197 words)


Ar boc'hruz, pe boc'h-ruz, pe boc'hig-ruz, (Erithacus rubecula an anv skiantel anezhañ), a zo un evn golvaneg, ruz pe liv orañjez e grubuilh, ha boutin-tre en Europa.

Anavezet eo ivez dindan anv rujodenn, pe boc'hig, boc'hruzig, kofig-ruz hag Alanig kof-ruz.

E-barzh Dictionnaire français-breton (Martial Ménard) e kaver un toullad brav a anvioù disheñvel : boc'hruzig, bran-buzhug (liester : brini-buzhug), evnig-ruz, goûgig-ruz, labousig-ar-c'halvar, labousig-hor-Salver, polu, richodell, ruchodenn kement ha lesanv al labousig : Olierig.

Ar par hag ar barez a zo heñvel-tre. Gallout a reont bevañ war-dro trizek vloaz.

Amprevaned, kevnid, buzhug, bruzun, un nebeud hadennoù ha frouezh.

Bevañ a ra el liorzhoù, er c'hoadoù hag er girzhier.
Ul labous arsezat eo en Europa ar c'hreisteiz, met hini Skandinavia pe Rusia a zivro d'ar c'hreisteiz e-pad ar goañv.
Neizhiañ a ra adalek miz C'hwevrer betek miz Gouere en un neizh aozet gant reun ha pluñv.

Lavarout a ra ur vojenn en dije tapet an evnig liv ruz e grubuilh pa voe kroazstaget ar C'hrist. Gant e zivaskell e klaskas sec'hañ daeroù ar boureviad ha gant e bigos lemel spern ar gurunenn a c'hloaze e dal : kouezhañ a reas un dakenn wad war al labousig, just d'an ampoent.




#Article 465: Bouryatia (115 words)


Republik Bouryatia (bouryateg: Буряад Республика; rusianeg Республика Бурятия) a zo anezhi ur republik e Kevread Rusia war glannoù al Lenn Baykal. Bevennoù etrebroadel he deus ar Republik gant Mongolia. Ouzhpenn 80% eus ar vro zo menezioù anezhi.

Aour, tungsten, zink, uraniom, h.a., a vez kavet e kondon Bouryatia. A-bouez-bras evit armerzh ar vro eo al labour-douar ivez pa vez gounezet gwinizh ha legumaj dreist-holl. A-hend-all e vez gounezet arc'hant dre chaseal ha pesketa.

Bez' ez eus tud eus 100 broad ha gouenn disheñvel o vevañ e Bouryatia, en o zouez Rusianed (69,9%), Bouryated (24%), Ukrainaned (2,2%), Tatared (1%), ha Belarused (0,5%).

Bouddhisted tibetek (lamaourion), chamanourion pe kristenion ortodoks eo an darn vrasañ eus ar Vouryated.




#Article 466: Korseg (1538 words)


Ur yezh romanek eo ar c'horseg (Corsu pe Lingua Corsa) komzet en Enezenn Gorsika e-lec'h m'emañ ar galleg ar yezh ofisiel nemeti neoazh. Komzet e vez ivez un tammig e Gaddura ha Tattari e Sardinia (Italia).

Tost a-walc'h eo ar c'horseg ouzh an italianeg dre vras, met tostoc'h c'hoazh ouzh an toskaneg. 

Daoust d'ar strivoù a zo bet graet er bloavezhioù tremenet a-benn gwareziñ ha saveteiñ ar yezh, emañ houmañ en arvar da vont da get da vat c'hoazh hervez an Unesco. 

Teir rannyezh pennañ ez eus: hini an hanternoz komzet tro-dro da vBastia ha da gCorti, hini ar c'hreisteiz tro-dro da Sartè ha da bPortivecchjiu hag ar rannyezh etre an div-se komzet e kreiz ar vro ha tro-dro da Aiacciu. Tostoc'h eo rannyezhoù Calvi ha Bunifaziu da rannyezh Genova (pe ligoureg).

Ar c'horseg zo ur yezh romanek deuet diouzh al latin, evel an italianeg hag ar galleg. Meur a rannyezh a vez graet ganto e Korsika. An daou strollad rannyezhoù pennañ zo ar “cismontincu” (a vez anvet “cismontano” peurliesañ) - ur rannyezh tost a-walc’h d’an “toskaneg” - hag ar “pumuntincu” (a vez anvet “oltramontano” peurliesañ), zo elfennoù yezh boutin etrezañ hag ar rannyezhoù a vez graet ganto e kreisteiz Italia koulz ha gant ar sardeg, gant ar rannyezhoù a vez graet ganto e Sikilia zoken. Unvanet eo bet ar rannyezhoù korsek avat : reolennoù boutin zo evit skrivañ ar rannyezhoù-se hag e-se e vez aesoc'h tremen eus ur rannyezh d'eben.

E Korsika e vez komzet ar c’horseg, evel-just, hag ivez e norzh Sardinia (evit a sell ouzh ar rannyezh “pumuntincu”, zo tost a-walc'h d'ar gallureg ha d’ar sasareg. N’eus ket pell e roer d'ar c’horseg ur statud a yezh. Er bloavezhioù mil nav c’hant tri-ugent e oad krog da reiñ seurt stadud dezhañ met kalz a yezhoniourien a gav abeg en dra-se. Diouzh o savboent ez eo bet roet ar stadud-se d'ar yezh evit bastañ d'ar goulennoù politikel hag evito n'eo ket un afer yezhoniezh tamm ebet. Renket eo bet ar c’horseg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù en arvar da vont da get. Yezhouniourien all, er c’hontrol, a gav dezho ez eo ar c’horseg ur yezh dezhi hec’h-unan, o vezañ m’eo unvan ar rannyezhoù a vez gaet ganto war an enezenn. Tremen hep anavezout un hevelep statud d’ur yezh, hervezo, a dalvez reiñ nebeutoc’h a bouez d’ur yezh a c'hallfe mont da get. Anavezet eo ar c’horseg, e gwirionez, da yezh gant ur reolad etrebroadel ISO 639.
An daou savboent-se a c'haller degemer, evit gwir : diouzh savboent ar strollad yezhoniourien kentañ e vez dalc’het kont eus an dipologiezh (renkadur ar yezhoù), diouzh ar strollad all e vez dalc’het kont eus ar skeudenniñ hag eus ar sevel. Un diskoulm zo bet kavet e sokioyezhoniezh evit termeniñ ur “yezh” gant Heinz Kloss (s.o. tipologiezh Heinz Kloss) : ur “yezh diwar danzen” pe yezh Ausbau (doare sevel distag diouzh an italianeg). Ar c'horseg hag an italianeg avat, gant o frammoù, zo div yezh Abstand, da lavaret eo yezhoù pell.

Ar c'horseg zo anezhañ ur yezh romanek eus ar strollad yezhoù italianek ha romanek. E Korsika a-bezh e vez graet gantañ (an holl Gorsiz avat ne reont ket gantañ), nemet e Bonifacio hag e Calvi ma vez komzet ur rannyezh ligourek a orin eus Genova c’hoazh. Korsiz a-leizh a oa bet gwechall oc’h ober o annez en enez La Maddalena, en norzh da Sardinia hag e-se e veze komzet an hevelep korseg du-hont hag e Sartè. Ar gallureg (“gallurese” pe “gadduresu”) eo ar rannyezh a vez graet ganti e rannvro Gallura, en norzh da Sardinia, zo tost-tre d’ar rannyezhoù a vez graet ganto e Su Korsika (tostoc’h eo ar rannyezhoù-se an eil d’eben eget ar c’horsegoù all, s.o. R.A. Hall, Jr.), koulz hag ar sasareg a vez graet gantañ e Sassari hag en trowardroioù - tra m'eo ar sardeg ur yezh disheñvel-mik dezhañ (disheñvel-tre eo ar sardeg diouzh an italianeg ha diouzh ar rannyezhoù italianek). Da skouer, an holl rannyezhoù korsek hag ar rannyezhoù n'int ket sardek a vez graet ganto e Sardinia o deus ul liester en –i evel evel en italianeg, tra m’en deus ar sardeg ul liester en -s (evel e galleg pe e kastilhaneg). Ur yezh kar war un dro d’ar sardeg ha d'ar c'horseg a veze graet gantañ gwechall-gozh koulkoude dre ma oa an div enezenn e Romania africana”. Elfennoù boutin a-leizh a chom neuze en div yezh, ar pezh a voe kreñvaet gant aloubidigezh an enezennoù gant an dud a-leizh a oa deuet eus Pisa pe eus Aragon. Ar son “kakuminal”zo voutin da ranvyezh Sartè ha d’an darn vrasañ eus ar rannnyezhoù sardek. An estlamadell [a'jo]!, anezhi ur ger a vez graet kalz gantañ war an div enezenn, zo kalz koshoc’h son ar gensonenn distaget enni (moarvat eus ar mare ma voe aloubet an div enezenn gang ar Fenikianed). 

Meur a yezh komzet a vez graet ganto e Korsika : ar sartèeg - en ur gontañ ar sasareg hag ar gallureg - an tavareg, ar c'horseg eus korn-bro Vico- Aiacciu, ar c’horseg a vez komzet e norzh an enezenn (Capicorsu ha Bastia) hag ar rannyezh a vez graet gantañ e Venaco. Dispartiet int bet e daou strollad : ar cismontano hag an oltramontano. Etre 79 ha 89 % eus ar gerioù zo damheñvel enno. Tostoc’h eo ar rannyezh eus Genova a vez komzet e Bonifacio d’ar rannyezh a vez komzet e Bastia eget ar rannyezhoù all. 78 % eus ar gerioù zo peuzheñvel en div rannyezh-se.

Abaoe deroù an XIXvet kantved e seller ar c’horseg hag italianeg evel daou stumm eus un hevelep yezh. Ar yezh komzet eo ar c'horseg, gant ar stummoù lec'hel anezhi, hag ar yezh skrivet eo an italianeg. 1852 a voe ur bloavezh a bouez ivez dre ma voe lakaaet ar galleg da yezh ofisiel ha ma voe difennet ober gant an italianeg e Korsika. Adalek an Eil Impalaeriezh ne voe ket mui an italianeg ar yezh velestradurel a veze graet ganti war an enezenn : un troc’h a oa etre an italianeg hag ar c’horseg. Kalz a dud a soñj dezho eo deuet ar c’horseg da vezañ ur yezh emren pa voe diorroet ul lennegezh korsek. Daou stroll kelennerien skol-veur enep zo hiziv an deiz. Ar re eus ar skol a soñj dezho eo deuet ar chorseg eus an toskaneg a-raok emdreiñ evel m'emañ bremañ (gant roudoù koshoc'h, a oa anezho a-raok Romania, evel ar son kakuminal, hag ar re a soñj e oa emdroet abretoc’h en un doare distag (diwar al latin izel) betek-henn goude bezañ bet levezonet a-hed an istor gant yezhoù “an alouberien”, en o zouez an toskaned hag ar c’hallaoued. N’eus nemet er c’hazetennoù “broadelour” e vez skivet eo tost-tre ar c'horseg d'an toskaneg. 90 % eus gerioù an div yezh-se zo peuzheñvel. Ne vez ket kavet abeg en dra-se gant ar re a lavar eo kar ar c'horseg d'an italianeg, daoust d'e berzhioù dibar ha d'e astummoù.

N’en deus ket klasket emsav sevenadurel Korsika lakaat an holl Gorsiz d’ober gant ar c’horseg peurunvan. Lavarout a ra ar yezhoniourien gorsat ez eo ar c’horseg ur “yezh polynomik” ; diazezet eo kelenn ar c'horseg da gentañ war ar rannyezh a vez graet gantañ en takad-bro ha da c'houde e vez desket en un doare dizoberiant an holl rannvyezhoù a vez komzet en enezenn. Abaoe un nebeud bloavezhioù, koulskoude, eo krog al lenneien, ar grouerien, an dud a vicher a bled gant ar c’hehentiñ, d’ober gant ur c’horseg “savet”, da lavaret eo ez eo ur yezh unvan a-walc'h. 
Ar yezh-se a vez graet gantañ war un tiriad, ma’z eo gwan ar gwask poblañsel, ma'z eus bet c’hoant gant an dud kaozeal galleg (ar pezh a vez adkavet alies e lec'h all) evit bezañ “enframmet” gwelloc’h hag e-se e voe torret al liamm a yae etre ar remziadoù en eil hanterenn eus an XXvet kantved, ma vez graet gant ur yezh all estreget ar c'horseg e pep lec'h ha gant an holl dud hiziv (mediaoù, skol...), ma'z eo bet mesket kement an dud ma'z eus nebeutoc'h-nebeutañ a dud o treuzkas o yezh-vamm hiziv, ma ne zalc’h ket ar Stad c’hall kont eus ar yezhoù minorel evel ma tere, ma c’haller en em c’houlenn hag-eñ e chomo bev ar c’horseg.
Deuet eo ar vroadelourien da gaout ur statud a “yezh” d’ar c’horseg, daoust ma n’eo ket ret deskiñ anezhi er skol kentañ derez.
Biskoazh ne oa bet skrivet ar c’horseg da vare aloubidigezh an enezenn gant tud Pisa pe Genova. An darn vrasañ eus an anvioù-lec'h n'int ket skrivet e korseg met en italianeg. Er XVvet hag er XVI kantved o doa klasket un nebeud kartennourien c’hall lakaat anezho e galleg – ne chom nemet daou gallek hiziv an deiz : Île-Rousse ha Saint-Florent (en italeg emañ stummoù istorel an anvioù italianek pe gallek ne vezont ket implijet ken hiziv an deiz).

Unan eus yezhoù rannvroel Frañs eo ar c’horseg, diouzh ar roll ofisiel zo bet embannet gant ar Stad c’hall (Ministrerezh ar Sevenadur/DGLF). N'eo ket ar c’horseg ur yezh ofisiel avat dre ma n'eus bet roet statud ofisiel ebet d'ar yezhoù bihanniver pe rannvroel eus Frañs betek-henn.
Renket eo bet ar c’horseg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù rannvroel eus Frañs en arvar da vont da get.




#Article 467: Mirandeg (150 words)


Ar mirandeg (mirandeg: lhéngua mirandesa; portugaleg: língua mirandesa pe mirandês) a zo ur yezh romanek komzet e biz Portugal. Anavezet e oa bet ez-ofisiel evit ar wech kentañ gant Breujoù Portugal e miz Genver 1999 (lezenn 7/99).

Disheñvel eo ar mirandeg diouzh ar portugaleg unvan e meur a geñver, rak diorroet e oa bet ar mirandeg diwar al leoneg a veze komzet e hanternoz Iberia. Kar eo d'an asturianeg neuze, met disheñvel eo an eil yezh diouzh eben abalamour ma'z eo bet levezonet ar mirandeg gant ar portugaleg keit ha m'eo bet levezonet an asturianeg gant ar spagnoleg.

Komzet e vez hiziv gant nebeutoc'h evit 5.000 den evel yezh kentañ e Miranda do Douro dreist-holl.

Teir rannyezh ez eus: mirandeg ar vevenn, mirandeg ar c'hreiz ha mirandeg sendinek. 

An darn vrasañ eus an dud a gomz mirandeg a oar portugaleg ha lod all a zo barrek war ar spagnoleg ivez.




#Article 468: Gwernenezeg (156 words)


Ar gwernenezeg (dgèrnésiais pe Guernésiais) a zo ur yezh normanek komzet e Gwernenez. Ur yezh oïl an hini eo.

E 2001 e c'helle 1.327 a dud, da lâret eo 2% eus poblañs an enezenn, komz ar yezh en un doare flour ha 3% he c'homprene mat. Ouzhpenn 70% eus ar gomzerion-se a zo en tu all da 64 vloaz avat. Etre ar re yaouank ne vez komzet nemet gant 0,1% eus an dud, met 14% a gompren ar yezh tamm pe damm.

Dont a reont a-benn, tu pe du, ar wernenezegerion da gompren ar jerzenezeg ha gallout a reont ivez kompren normanded e Bro-C'hall.

N'eo ket bet ken levezonet ar gwerenezeneg gant ar galleg ha m'eo bet ar jerzenezeg, met kreñvoc'h eo bet levezon ar saozneg war yezh Gwernenez.

Labourat evit difenn ar yezh a ra L'Assembllaïe d'Guernesiais bet krouet e 1957. Kelennet e vez ar yezh er skolioù a-wechoù ivez evel ur yezh da dibab.




#Article 469: Griko (230 words)


Ar griko pe grekaneg (saoz. Grecanic) a zo ur rannyezh gresianek komzet er rannvro Magna Graecia bet o en em astenn e kreisteiz Italia ha Sikilia e-pad an Henamzer. Div gumuniezh ez eus en Italia ma vez komzet griko: unan e Kalabria hag eben e Poulia.

En Italia e reer Griko (skrivet ivez Grico a-wezhoù) eus ar yezh-mañ, keit h ma reer κατωιταλιώτικα (katoitaliótika; su italianeg) anezhi e Gres peurliesañ.

Diorren a reas ar griko diwar ar ar gresianeg dorek ha neuze ez eo diheñvel a-walc'h diouzh ar gresianeg a-vremañ komzet e Gres bet deveret diwar ar gresianeg hellenek. Met daoust da se e c'hell komzerion an div yezh dont a-benn d'en em gompren tamm pe damm.

Anavezout a reas Breujoù Italia kumuniezh griko Salento dindan an anv Minoranze linguistiche Grike dell'Etnia Griko-Salentina.

Εβώ πάντα σε σένα πενσέω,
γιατί σένα φσυχή μου 'γαπώ,
τσαι που πάω, που σύρνω, που στέω
στην καρδιά μου πάντα σένα βαστώ.

Ebow panta se sena pensèow, ghiatì sena phsikhèy mou gapòw, Tsai pou paow, pou syrnow, pou steow steyn kardià mou panta sena bastòw.

Εγώ πάντα εσένα σκέφτομαι,
γιατί εσένα ψυχή μου αγαπώ,
και όπου πάω, όπου σέρνομαι, όπου στέκομαι,
στην καρδιά μου πάντα εσένα βαστώ.

Soñjal ennout a ran atav
rak da garout a ran, ma ene,
ha n'eus forzh pelec'h ez afen, n'eus forzh pelc'h e chomfen a-sav,
Em c'halon e vi-te atav.




#Article 470: Jerzenezeg (148 words)


Ar jerzenezeg (Jèrriais) a zo ur yezh oïl a-orin normanek a vez komzet e Jerzenez. Kar eo d'ar gwernenezeg. Komzet e vez ur rannyezh jerzenezek e Serk (serkeg), bet kaset di eus Jernenez er . N'eo ket kevatal ar jerzenezeg, yezh hengounel an enez, d'ar galleg a vez implijet eno evit aferioù a denn d'ar velestradurezh.

E 2001 e veze komzet ar yezh gant 3% eus an dud a vev en enez ha betek 15% a zo gouest d'he c'hompren. Mont war gresk a ra an niver a vugale barrek war ar yezh abaoe ma vez kelennet muioc'h-mui er skolioù.

Klasket e vez gwareziñ ar yezh hag he c'has war-raok ivez dre hec'h implijout muic'h-mui er vuhez foran, da skouer war pannelloù-hent hag all.

Jerzenez a oa ul lodenn eus Breizh betek aloubadeg an Normaned. Hervez lod e vefe un dornadig gerioù a orin brezhonek e jerzenezeg :




#Article 471: Skritur ar c'hozheuropeg (273 words)


Meizad ar c'hultur heneuropat ha skritur an heneuropeg a zo bet embannet gant an arkeologourez Marija Gimbutas diwar-benn kavadennoù deiziatet eus 7000 betek 4000 kent Jezuz-Krist. E Serbia, Hungaria ha Kroatia ez int bet graet. War meur a dra (pladennoù, pouezioù-gwiad, delwennigoù-pri) ez eus bet gwelet arouezioù ul lizherenneg dianav. Lod eus an hendraourien o deus klasket liammañ anezhi d'an etruskeg pe d'ar fenikianeg.
Skritur Vinča e vez graet ivez eus ar skritur-mañ p'eo bet kavet meur a skouer er gêr-se e-kichen Beograd. E kêriadenn Jela nepell diouzh Beograd eo bet graet meur a gavadenn gant enskrivadurioù ivez.Forzh penaos eo bet skritur Vinča kalz koshoc'h eget hini ar Sumeridi hag hini an Henegiptiz koshañ.

An arkeologour amerikan, Toby Griffen, hag en deus kelennet e Skol-Veur Su-Illinois a-raok mont war e leve, en deus embannet ur vartezeadenn leun a ijin, met ne vez ket degemeret gant an holl arbennigourien.
Hervezañ e vije posupl disifrañ eur frazenn kavet war daou bouez-gwiad. Treiñ a ra teir arouezenn evel tresoù pe hieroglifoù. Unan a vefe tres un arzh, unan all hini ur c'hourzh (a dalveze evit un doueez) hag un trede hini ul labous. P'en deus kavet div wech an heuliad : arzh doueez labous doueez arzh doueez en deus soñjet e c'hellfe bezañ gwelet evel ar frazenn : an doueez-arzh hag an doueez-labous, (ar re-se) an doueez-arzh. Un doare da zispakañ eo an div zoueez un doueez hepken.Hervez Griffen ez eus kaoz amañ eus an doueez gresian Artemis he doa perzhioù liammet ouzh al laboused koulz hag ouzh an arzhed. Eus arktos (ger gresianeg evit arzh) e teu hec'h anv ha patrom ar vaouez-labous eo ivez.




#Article 472: Faeroeg (419 words)


Unan eus yezhoù skandinavek ar c'hornôg eo ar faeroeg komzet gant tro-dro da 80 000 den en Inizi Faero (48 000) hag e Danmark (25 000). Bez ez eus ivez 5 000 faeroeger en Island. 

Gant an norneg (yezh varv) hag an islandeg ec'h eo ar faeroeg unan eus an teir yezh skandinavek enezel diorroet diwar an norseg komzet da vare ar Vikinged.

Ar yezh ofisiel en inizi a zo bet an daneg abaoe 1538. Ar faeroeg a chomas un trefoedach betek diwezh an XVIII-vet kantved. D'ar mare-se, un den anvet Svabo a zastumas kanaouennoù-pobl. E 1823 e voe moulet un droidigezh eus Aviel Sant Mazhe.
E-kreiz an XIXvet kantved e teuas an den a reas ar muiañ evit yezhig e vro, Hammershaimb. Ar c'hanaouennoù dastumet gant Svabo a oa skrivet e rannyezhoù disheñvel (bez ez eus meur a rannyezh) evel ma oant distaget. Hammershaimb a ijinas un doare-skrivañ etimologek o tennañ da zoareoù-skrivañ ar yezhoù skandinavek all, hag a c'helle bezañ lennet dre holl en inizi, en ur ger : ur yezh unvan. An doare-skrivañ-se, gant un nebeut kemmoù hepken, a zo bet miret betek hiziv. Yezhadur Hammershaimb a voe embannet e. 1854. Skridoù a bep seurt en deus savet ivez.
Ur gelaouenn a voe krouet e 1890. Diwar neuze e tarzhas ur stourm kalet ouzh gouarnamant Danmark evit ma vefe anavezet ar faeroeg evel yezh-Stad. Ne voe gounezet an trec'h nemet e 1948. Ar faeroeg a voe lakaet da gentañ, yezh ofisiel, an daneg o vezañ aotreet evel eil yezh. Âr faeroeg a vez implijet en iliz, er skol, er mererezh, er c'henwerzh. Kelaouennoù ha levrioù a vez moulet (troidigezh nevez ar Bibl, 1948). An darn vrasañ eus ar boblañs a oar lenn an div yezh, faeroeg ha daneg. 

Kalz a boan a zo bet kemeret evit harluañ ar gerioù hag an troioù-lavar danek, niverus-meurbet er yezh komzet, diouzh ar yezh skrivet. Darn eus ar gerioù faeroeg kozh a zo bet degemeret er yezh komzet zoken, dre levezon al lennegezh. Gerioù nevez a vez stummet, tennet eus geriaoueg, ar yezh, pe c'hoazh amprestet e vez gerioù diouzh an norvegeg hag an islandeg.
An holl a skriv ar yezh unvan, hogen ar rannyezhoù a vez komzet atav. Den ebet ne skriv na ne glask zoken skrivañ en ur rannyezh. Pa gemerer ur ger en ur rannyezh e roer dezhañ ar furm a dle kaout hervez istor ar yezh hag an doare-skrivañ unvan.

E 1937 e teuas ar faeroeg da vezañ yezh ofisiel an Inizi Faero e-lec'h an daneg.




#Article 473: Golvan tiez (122 words)


Ar golvan tiez pe golvan-tiez, pe filip c'hoazh, zo un evn bihan, Passer domesticus an anv skiantel anezhañ.

Etre 10 ha 15 cm eo ment ar golvan (liester : golvaned pe gelvinier), gant ur mas war-dro 30 g. Gris eo kein ar par, ha du e c'houzoug. Gell eo penn ha gouzoug ar barez.

Neizhiañ a ra etre miz C'hwevrer ha miz Mae. Ar barez a zozv etre 3 ha 5 vi, en un neizh savet dindan malvenn un doenn, pe en iliav.

Digreskiñ a ra an niver a golvaned en Europa, n'ouzer ket perak.

Kemm-digemm e vez boued ar golvaned diouzh o annez : ed, hadennoù bihan, amprevaned, struj ha frouezh a ya ganto peurvuiañ.

Er c'hêrioù ha war ar maezioù.




#Article 474: Turzhunell durk (149 words)


An durzhunell durk a zo un evn eus rummad an turzhunelled.

A-orin eus Europa ar su eo an durzhunell durk, Streptopelia decaocto diouzh hec'h anv skiantel. Erruet e oa e Bro-C'hall war-dro 1950. Kavet e oa bet e Bro-Saoz hag Iwerzhon e-pad ar bloavezhioù 1960 ha kaset da Amerika dre zegouezh er bloavezhioù 1980. Ar c'houblad kentañ bet gwelet e Breizh a zeuas e 1958 eno hag e vez kavet dre-holl bremañ.

An hanter gelc'henn zu war he c'hilpenn eo merk an durzhunell-mañ.

Muzuliañ a ra war-dro 27 cm gant ur pouez etre 125 ha 240 g.

Debriñ a ra had, kignez ha broñs

Ul labous eus ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù kentoc'h eget eus an douaroù labour frank eo an durzhunell durk.

Neizhiañ a ra etre miz Ebrel ha miz Gwengolo. Alies e vag pevar pe bemp neizhiad en ur bloavezh, dozviñ a ra daou vi bep gwech.




#Article 475: Drask sut (122 words)


An drask sut (liester : driski sut) a zo ur spesad golvaneged, krennik e vent, Turdus philomelos an anv skiantel anezhañ.

Hec'h anv skiantel philomelos a zeu eus ar gresianeg a gar ar sonerezh rak kanañ a ra kalz laboused ar spesad-mañ. Kavet e vez ivez an anv brezhonek bouzevelleg (diwar borzevelleg).

Muzuliañ a ra an drask sut 22 cm. Kalz bihanoc'h eget an drask roueel hag an drask louet eo.
Dougen a ra pluñv rous unvan war e gein ha gwenn brizhennet rous eo e krubuilh.

Bevañ a ra diwar zivellkeineged ha hugennoù.Boas eo da derriñ krogenn ur maligorn war ur maen.

Ar spesad a gaver ar pevar isspesad anezhañ :

Plijout a ra brouskoadoù, girzhier, liorzhoù war-dro an tiez dezhañ.




#Article 476: Yezhoù dravidek (166 words)


Ar yezhoù dravidek a zo anezhe ur familh-yezhoù enni ur 26 yezh bennaket komzet gant tro-dro da 200 milion a dud e kreisteiz India ha Sri Lanka dreist-holl. Kavet e vez un nebeud re ivez e lec'hioù zo eus Pakistan (brahweg), Nepal ha reter ha kreiz India. N'eus war a seblant liamm ebet etre ar yezhoù dravidek ha n'eus forzh peseurt familh-yezhoù all. 

N'eo ket sklaer nag eus pelec'h e teu ar yezhoù dravidek na penaos int deuet da vezañ komzet el lec'hioù ma vezont kavet hiziv. Perzhioù boutin a vez kavet etreze hag ar yezhoù ouralek hag ar yezhoù altaek a c'hellfe dont diwar darempredoù etre ar yezhoù-se met n'eo ket ken sklaer e vefe ul liamm familh kenetreze.

Ul levezon bras en deus bet ar sañskriteg war ar c'hannadeg, ar malayalameg hag an telougoueg dreist-holl. Tostoc'h eo an tamileg eus ar yezh dravidek orin (kent-dravideg) dre ma'z eo bet levezonet nebeutoc'h gant ar sañskriteg.

(e druz emañ ar yezhoù anavezet evel yezhoù broadel India):




#Article 477: Bourouchaskeg (132 words)


Ur yezh digenvez eo ar bourouchaskeg (Burushaski, ) komzet gant tro-dro da 50 000-60 000 den e traoñiennoù Hounza, Nagir, Yasin ha Gilgit e hanternoz Pakistan. 

Teir rannyezh ez eus: hini Hunza, hini Nagar hag hini Yasin. Dre vras e kreder ez eo glanoc'h rannyezh Yasin, met implijet e vez rannyezh Hunza evit ober gant ar yezh dre skrid evel un doare yezh unvan.

Daoust ma vez kavet er bourouchaskeg meur a c'her o tont eus an ourdoueg, ar khowareg hag ar chineg ez eo sklaer n'eus liamm familh ebet etreze. 

Gwechall e oa bet klasket diskwel e oa liammet ar bourouchaskeg ouzh ar sumereg, an euskareg, ar yezhoù kaokazek pe c'hoazh ar yezhoù dravidek met bremañ e ouzer n'eus ket a liammoù etre ar bourouchaskeg, yezh digenvez, ha familh-yezh ebet all.




#Article 478: Deuteriom (167 words)


An deuteriom (simbol 2H pe D) zo un izotop eus an hidrogen. 1 proton hag 1 neutron en deus. 

Un izotop naturel eo. Kavet e vez (en dour mor da skouer, dindan stumm DHO pe D2O, an « dour pounner ») en natur gant ur feur a 0,015% e-keñver an hidrogen. (Dre se ez eus un atom deuteriom evit war-dro 6667 atom hidrogen).

D'an temperadurioù boas ez eus ur gaz eus an deuteriom (HD pe D2).

Dizoloet e voe an deuteriom e 1931 gant Harold Clayton Urey, anezhañ ur c'himiour eus Skol Veur Columbia, a resevas priz Nobel ar gimiezh evit se e 1934.

Paotet e c'hell bezañ an dour pounner gant mab-den. Implijet e vez dreist-holl er reaktorioù nukleel tip Kanadian (reaktorioù tip « Candu »), e lec'h ma vez graet gantañ e-giz moderator neutronoù.

Implijet e vo ivez an deuteriom er reaktorioù fuzion termonukleel kontrollet da zont, peogwir eo unan eus div elfenn bennañ danvez « loskus » ar fuzion, pa vez eben an tritiom.




#Article 479: Tritiom (337 words)


An tritiom (T pe 3H) zo un izotop eus an hidrogen. 1 proton ha 2 neutron a zo dezhañ. 

N'eo ket stabil. Setu ez eo radioaktivel. Embann a ra ur skinadur beta (ß-) tra m'en em dreuzfurm en heliom-3 (3He). E beriodenn pe hanter-vuhez zo kevatal da 12,3 vloaz.

En temperadurioù boas ez eus ur gaz eus an tritiom (HT pe T2). E bezañs oksigen e produ dour tritiet (HTO) dioutañ e-unan.

Bez' ez eus tritiom en natur. Fardet eo e-barzh an aergelc'h dre interaktadur ar skinadur kosmek gant nukleüsoù natriom, oksigen hag argon a zo anezho e gwiskadoù uhelañ an aergelc'h. En em gavout a ra war al leur gant an dourioù glav.

Produet e vez an tritiom gant mab-den ivez :

Graet e vez gant an tritiom er bombezennoù nukleel, dre ober implij eus ar fuzion tritiom-tritiom pe tritiom-deuteriom. A-benn nebeut e vo graet gantañ er reaktor fuzion nukleel ITER da zont.

Nebeut a skinadur beta a vez embannet gant an tritiom. Koulskoude eo anavezet e-giz kañserigenek. Intrañ a ra ar c'horf dre sunadur, dre euvradur a-dreuz ar c'hroc'hen pe dre lonkadur. Buan en em vesk an dour tritiet gant holl dour ar c'horf. Hervez ur studiadenn kaset gant an AIEA e vez kalz radiotoksekoc'h an dour tritiet (25 000 gwezh !) eget ar stumm gazus anezhañ.

Gant an industriezh nukleel e vez sellet ouzh an tritiom evel nann dañjerus : uzin adtretiñ La Hague zo bet aotreet dileuskel 7 000 TBq (terabecquerel) bep bloaz er stumm dourennek ha 2 200 TBq bep bloaz er stumm gazus. Er bloaz 2002 he deus dilaosket a-getep 11 900 TBq ha 63,2 TBq (mammenn COGEMA). 

Kudennoù a vez degaset gant treterezh an tritiom. Diaes ha koustus eo dispartiañ an tritiom diouzh an aer. Ouzhpenn se eo diaes-kenañ da vagazennañ. An disterañ spluiuster a ro an tu dezhañ da zileuskel. Akomotoc'h eo gant an industriezh dileizhañ ha strewiañ anezhañ e-barzh dourioù Mor Breizh, er mod-se e vez feurioù izeloc'h a vecquerel dre litr sañset. 

E vas atomek zo 3,016.




#Article 480: Bronneged (527 words)


Ar bronneged a zo un takson a renker er mellkeineged ha renket e vezont hervez ar boaz evel ur gevrennad abaoe Carl von Linné a rae Mammiferae (liester ar ger latin Mammifera) anezho. Unskourrennek eo an taxon-mañ a greder. Gourdadoù heñvel o deus bet ar bronneged ouzh re ar skrampviled ha re al laboused, an tri anezho o vezañ renket e takson an amnioted.

Ar fosiloù koshañ a zo bet deiziataet war-dro 220 milion a vloavezhioù e-pad amzervezh an Trias. An diforc'h diouzh ar skrampviled eo an disparti a weler etre eskern ar skouarn diabarzh hag an iskarvan. 
 
An anv bronneged a zeu eus ar bronnoù o deus ar parezed evit magañ o mennoù gant o laezh. Gwagrennoù ar bronnoù a zeu eus kemmadur ul lodenn eus ar gwagrennoù-c'hweziñ. 
Ar bronneged o deus ur gwad tomm hag e-touez al loened heñvelgwrez e vezont renket. Peurliesañ e vez o gwrez diabarzh padus ha war-dro 36-39° Celsius. Kemmus eo gwrez ar mennoù hag hini ar monotremed, ar gsenartred hag ar re a ya da c'hoañvaat.
Daoust dezho bezañ ganet war an douar hag azazaet d'ar vuhez warnañ da gentañ, e kaver meur a hini azazaet d'ar vuhez dourel pe vorel.

War-dro 5400 spesad bronneged a zo, rummataet e 29 urzhiad, 153 c'herentiad ha 1200 genad.

Sinapsided eo ar bronneged. Gant div skodenn an askorn kilpenn eo koublet ar c'hlopenn ouzh an atlas, mell kentañ ar gouzoug.
Bras a-walc'h eo volum ar c'hlopenn (ma keñverier anezhañ ouzh hini ar stlejviled da skouer) ha dre-se e c'hell degemer un empenn hag un ilpenn brasoc'h.

Div lodenn a ya d'ober kavenn ar genoù : e krec'h, lodenn ar c'hwesha hag an analiñ, hag en traoñ, lodenn ar chaokat. Dispartiet eo an div lodenn-se gant ur framm askornek ha diwar-se e c'hell ar bronneged analiñ ha chaokat er memes koulz. Un askorn nemetañ a ya d'ober ar garvan draoñ, koublet ouzh askorn an ividig.

Tri askorn bihan a ya d'ober ar skouarn grenn : ar stleug, ar morzhol hag an annev.

Lodenn galetañ ar skeledenn eo an dent ha dre-se n'anavezer bronneged karrekaet 'zo nemet diwar o dent. 

Azasaet int ouzh ar pezh a vez debret gant al loen (kig, plant...). Lod eus ar bronneged zo dizant (ar merienaerien, ar pangolined, al lezireged...).

An darn vrasañ eus ar bronneged o deus seizh mell-gouzoug (c'hwec'h gant an ejened-mor hag an ounaoued ha nav gant lezireged ar genad Bradypus).

Bez' o deus pevar ezel (pe aspadennoù anezhe d'an nebeutañ, evel gant ar morviled da skouer), ul livenn-gein, kostezennoù hag ul lienenn-gig.

Ar blev a servij da reoliñ gwrez korf ar bronneged. Diorroet int e stummoù ispisial gant loened 'zo (pikoù an hoc'hed-dreinek, plakennoù an tatoued...)

Dispartiet eo kalon ar bronneged e daou gofig ha div skouarnig. An holl o deus gwagrennoù-laezh hag e vagont o re vihan gant al laezh produet gant ar parezed. An darn vrasañ o deus bronnoù, nemet loened an urzhiad Monotremata (an ornitorinked hag an ekidneed).

Meur a zoare d'en em vagañ a zo gant ar bronneged, lod anezho a zo hollzebrerien, reoù all kigdebrerien ha reoù all geotdebrerien. E-touez ar c'higdebrerien e kaver ar preizherien efedusañ hag ar pennoù-kizhier dreist-holl.




#Article 481: Impalaeriezh Kushan (1734 words)


Impalaeriezh Kushan (e-tro ar I–III kantved) a vez graet eus ur Stad zo bet en he barr tro-war-dro ar bloavezhioù 105–250. En em ledañ a rae a reter da gornôg eus Tadjikistan betek mor Kaspia hag a norzh da su eus Afghanistan tre betek traoñienn ar stêr Ganga. Savet eo bet an impalaeriezh gant Kushaned, ur meuriad  Yuezhi a oa ur bobl a zeue eus ar Xinjiang a-hiziv e Sina. Marteze a-walc’h tud kar d'an Dokharianed. Darempredoù diplomatel o doa skoulmet gant Roma, an impalaeriezh sasanid Pers ha Sina. E-kreiz an eskemmoù etre ar reter hag ar c’hornôg int bet e-pad meur a gantved.

Dont a ra an anv Kushan eus ar sinaeg Guishuang (sinaeg:貴霜) a dalveze da envel unan eus pemp meuriad ar Yuezhied (sinaeg:月氏), anezho ur c’hengevread laosk a bobloù Indezeuropek a gomze adstummoù eus an Tokhareg. E-touez Indezeuropiz int bet ar bobl a oa o chom ar pellañ er reter e plaenennoù sinac’h Diazad an Tarim er Xinjiang a-hiziv, a-raok bezañ kaset war-du ar c’hornôg gant Xiongnu e 176–160 kent JK. Anavezet eo ar pemp meuriad Yuezhi en istor Sina dindan an anvioù a Xiūmì (休密), Guishuang (貴霜), Shuangmi (雙靡), Xidun (肸頓), ha Dūmì (都密).

Tizhet o deus ar Yuezhied rouantelezh hellenat Gres-ha-Baktria e Baktria (un dachenn en hanternoz pellañ Afghanistan hag Ouzbekistan) e-tro 135 kent JK, hag argaset eo bet ganto an dinastiezhioù gresian a oa eno hag a yeas d'en em staliañ en-dro e diazad an Indus (e Pakistan an deiz a-hiziv) e kornôg ar rouantelezh Indez-gresian.

Er c’hantved war-lerc’h, eo deuet a-benn meuriad Yuezhi ar Guishuanged (貴霜) d'ober o renkoù ha da strobañ ar meuriadoù en ur c’hengevread strizh. Daoust da Sinaiz kenderc’hel d'ober gant an anv Yuezhi eo bet degemeret an anv Guishuang er c’hornôg ha distummet evit reiñ an anv Kushan a reer gantañ bremañ evit envel ar c’hengevread.

Tamm-ha-tamm, dre forzh stourm a-enep d'ar meuriadoù Skuted, eo en em ledet ar Gushaned war-du ar su, er vro eur boas da envel Gandhara (un takad dezhañ stumm ur wareg a oa e penn-kentañ e Pothowar hag e rannvro NWFP Pakistan, betek pakañ traoñienn Kaboul ha darn eus Qandahar en Afghanistan). Savet o deus div gêr-benn nepell eus kêrioù Kaboul ha Peshawar hiziv, anvet da neuze Kapisa ha Pushklavati.

Kalz a elfennoù eus sevenadur Hellenat Baktria, el lec’h m'o doa graet o annez zo bet degemeret gant ar Gushaned. Azasaet o deus al lizherenneg c’hresian (a-dreuz alies) evit ha lakaat da glotañ gant o yezh (hag ijinet o dues ouzhpenn al lizherenn Þ sh, evel e  Kushan). Goude diorroidigezh ar skrivañ ez eus bet skoet moneizoù war batrom ar C’hresianed. Merket e veze menegoù e gresianeg war o fezhioù a-gevret gant menegoù e Kharoshthi tre betek bloavezhioù kentañ ren Kanishka ha, goude-se, eo bet implijet ar yezh kushanek mesk-ha-mesk gant menegoù gresianek, an daou anezho gant al lizherenneg c’hresian. 

Da vare Wima Takto eo kroget ar Gushaned da zegemer sevenadur India evel ar strolladoù ergerzhourien all bet aloubet ar vro ganto abretoc’h. Evit doare en doa degemeret Wima Kadphises an impalaer kushan meur kentañ ar Saivegezh evel m'eo merket war e voneizioù. Kavet o deus gwelloc’h an impalaerien kushan a zeuas war-lerc’h skeudennaouiñ kalz a zoueed liesseurt eus India, kreiz Azia hag ivez Bouda.

Moarvat eo bet Heraios roue kentañ ar Gushaned. Marteze a-walc’h e oa bet graet emglev etrezañ hag ar C’hresianed. Implijout a rae an hevelep seurt moneizoù. Soñjet e vez e oa Heraios tad Kujula Kadphises.

War dreuzoù ar c'hantved kentañ, e-pad ren Kujula Kadphises, eo bet ret d'ar Gushaned gouzañv ur pezh maread reuz m'o deus ranket kilañ rak ar Barthed o doa aloubet un darn vat eus o impalaeriezh. Gondophares levier ar Barthed a savas ur rouantelezh indez-parth zo padet betek dibenn ar c’hantved. E-tro 75, e oa bet adc’hounezet gant ar Gushaned an darn vrasañ eus o ziriad avat.

Ren Kanishka I, an eil a-zouez impalaerien veur ar Gushaned, ha pempvet roue ar Gushaned, a vleunias e-pad 28 vloaz a-c’houde ar bloaz 127 pe war-dro. Meret e oa ar vro adal div gêr-benn : Purushapura (Peshawar hiziv e norzh Pakistan) ha Mathura, e norzh India. Ur gêr-benn all a oa ivez evit an hañvezhioù Bagram (anvet Kapisa da neuze), e-lec’h m'eo bet kavet teñzor Bagram, ennañ pezhioù arz sinaat ha gresian. Da varn diouzh enskrivadur Rabatak e oa Kanishka mab da Vima Kadphises, map-bihan Vima Taktu, ha gourvab Kujula Kadphises. Trubuilhek eo bet ren Kanishka ar pezh en deus degaset distabilder da ren al levieren all zo deuet war e lerc’h ivez. Soñjet e vez e oa deuet Kanishka da ren e-tro 78, bloaziad a greder bezañ diazez deiziadur ofisiel Saka en India. 

E-pad ren ar Gushaned eo bet liammet ar c’henwerzh mor a-dreuz Meurvor Indez gant kenwerzh Hent ar seiz a-hed traoñienn an Indus, kavell sevenadurezhel kozh. E barr an dinastiezh eo en em astennet gallout laosk-dilaosk ar Gushaned war ur vro  a yae eus mor Aral betek broioù Ouzbekistan, Afghanistan ha Pakistan a-hiziv, ha betek hanternoz India. 

A drugarez d'an unaniezh laosk ha d'ar peoc’h o ren mui pe vui war un dachenn ken ledan eo aet war-raok ar c’henwerzh a-bell ; degouezhet eo seiz Sina betek Roma ha steudadoù kêrioù puilh zo en em zispaket a-hed an hent.

En o bleuñv e oa an eskemmoù sevenadurel ivez ha kengejet ez eus bet elfennoù sevenadurel hellenat ha boudaat evit reiñ ar voudaegezh c’hresian a oa d'en em ledañ e kreiz ha norzh Azia e stumm ar voudaegezh Mahayana. Brudet eo Kanishka en hengoun boudaat evit bezañ bodet ur c’huzul relijiel e Kashmir. Lavaret e vez e verk ar c’huzul-se deroù ofisiel boudaegezh hollzoueel Mahayana hag an disrann anezhi diouzh Boudaegezh Nikaya. Lakaet en deus Kanishka testennoù boudaat orin ar Mahayana a oa e yezh ar vro ar Gandhari, anvet c’hoazh Prakrit, da vezañ troet er yezh uhellennek, ar sañskriteg. A-gevret gant an roue indiat Ashoka, ar roue Indez-Gresian Menander I (Milinda), ha Harsha Vardhana, e vez sellet gant ar voudaegezh ouzh Kanishka evel ouzh unan eus e vadoberourien veur.

Arz ha sevenadur Gandhara, e kroashent an impalaeriezh e barr he bleuñv d'ar mare-se, eo an eztaoladurioù kushanat anavezet ar muiañ gant ar c’hornôg.

Meur a vammenn skrid roman a zeskriv gweladennoù kannaded eus rouaned Baktria hag India e-pad an eil kantved ; ober a reont dave d'ar Gushaned moarvat :

O komz diwar-benn an Impalaer Hadrian en deus skrivet Aelius Spartianus (117–138 ) en e Istor Aogust :
 
Reges Bactrianorum legatos ad eum, amicitiae petendae causa, supplices miserunt (Kas a reas rouaned Baktria d'e vete kannaded d'e azpediñ hag azgoulenn evit e vignoniezh).

E 138 ivez, diouzh Aurelius Victor (Épitomé‚ XV, 4), hag Appian (Praef., 7), en deus degemeret Antoninus Pius, warlerc’hiad Hadrian, un nebeud kannaded indiat, baktrian (Kushaned) hag herkunian.

Deskrivañ a ra ivez kronikenn istorel sinaat an Hou Hanshu an eskemmoù marc’hadourezh etre gwalarn India hag Impalaeriezh Roma d'ar mare-se : d'ar c’hornôg (Tiazhu, gwalarn India) zo darempredoù gant Da Qin (Impalaeriezh Roma). Marc’hadourezh prizius eus Da Qin a c’hall bezañ kavet eno evel dilhad koton fin, pallennoù gloan dreist, frondoù a bep seurt, mein sukr, pepr, jinjebr hag holen du.

Kêr-benn hañv ar Gushaned, Bagram, zo bet kavet enni ur bern marc’hadourezh o tont eus Impalaeriezh Roma, peurgetket, pezhioù gwer

E-pad ar 1 hag an eil kantved eo en em ledet dre heg impalaeriezh ar Gushaned war-du an norzh hag aloubet eo bet ganto darn eus diazad an Tarim, o douaroù genidik, ar pezh en deus o lakaet e-kreiz kenwerzh gounidus Azia Greiz gant impalaeriezh Roma. Kredet e vez o deus kenstourmet gant Sinaiz a-enep argadegoù ergerzhourien ; dreist-holl o deus kenstourmet gant ar jeneral sinaat Ban Chao a-enep d'ar Sogdianed e 84, pa oant o klask harpañ un emsavadeg gant roue Kashgar. War-dro 85, o deus harpet ar jeneral sinaat c’hoazh en un dagadenn a-enep da Turfan, er reter da diazad an Tarim. 

Da anaoudegezh evit o skoazell da Sinaiz e c’houlennas ar Gushaned kaout ur briñsez Han ha daoust dezho bezañ kaset profoù d'al lez sinaat e voe nac’het outo. D'en em zialañ e tivizjont neuze mont a-benn da lu Ban Chao e 86 gant un armead a 70,000 a dud, met skuizh-divi gant o hent e voent trec’het a-benn ar fin gant nerzhioù gwanoc’h. Goude kiladenniñ e rankas ar Yuezhi paeañ un truaj da impalaeriezh Sina e-doug ren an impalaer Han He (89–106).

Diwezhatoc’h, e-tro 116, renet gant Kanishka, o deus diazezet ar Gushaned ur rouantelezh kreizennet en-dro da Kashgar. Deuet int da vezañ mestr war Khotan ha Yarkand ivez e diazad an Tarim, Xinxiang a-vremañ,  a oa dalc’het gant Sinaiz. Ganto eo bet degaset ar skritur Brahmi hag ar yezh indiat Prakrit implijet er velestradurezh. Astennet o deus levezon an arz boudaat-gresian a zisoc’ho war an arz serindat.

Roud eñvor ar Gushaned a gaver c’hoazh e 158–159 evit bezañ kaset profoù da lez Sina e-pad ren an impalaer Han Huan. 

Da-heul an dra-se eo kresket c’hoazh an eskemmoù sevenadurel ha dont a reas misionerien voudaat kushan evel Lokaksema da vezañ oberiant e kêrioù bras sinaat Loyang hag, a-wechoù, Nanjing. Brud a oa warno eno abalamour d'o labourioù treiñ dreist-holl. Int eo zo bet ar re gentañ a gaver roud anezho o tegas ar skriturioù Hinayana ha Mahayana da Sina. Perzh bras o deus kemeret en emled ar voudaegezh a-hed hent ar seiz.

Adal an IIIe kantved e krogas impalaeriezh ar Gushaned da vont a dammoù.

E 225 da vare marv Vasudeva I eo bet daouhanteret  an impalaeriezh a norzh da su. War-dro 224–240, eo bet aloubet Baktria hag hanternoz India gant ar  Sasanined, e-lec’h m'o anavezer dindan an anv a Indez-Sasanid. 

E-tro 270 c’hoazh eo bet kollet tiriadoù plaenenn ar Ganga gant ar Gushaned. Eno eo en em staliet an impalaeriezh Gupta e-tro 320.

Diskaret eo bet dinastiezh kozh ar Gushaned e-tro kreiz ar  gant Kidara ur gwaz d'ar Gushaned e Pakistan. Krouet ez eus bet ur rouantelezh gantañ goude-se anavezet dindan an anv a Rouantelezh Kidarit. Met moarvat e selle Kidara outañ e-unan evel ouzh ur C’hushan evel ma laka e bezhioù moneiz a c’hiz kushan da grediñ. Evit doare o deus graet berzh ar Gidarited met bihanoc’h eo bet o levezon eget hini o diagentidi kushan.

A-benn ar fin eo bet skarzhet dilerc’hioù impalaeriezh ar Gushaned er  gant aloubadegoù an Huned ha, goude-se, re ar Vuzulmaned.

Ur c’hoari video, Kushan Empire, hep gwir darempred,  zo en heuliad c’hoarioù PC Homeworld.




#Article 482: Yezh digenvez (149 words)


Ur yezh digenvez a zo anezhi ur yezh naturel hep liammoù gant yezh ebet all. Da lâret eo ne c'hell ket bezañ renket en ur 
familh-yezhoù bennaket.

A-wechoù e teu ur yezh da vezañ digenvez goude ma'z eo aet da get an holl yezhoù all eus ur familh-yezhoù bennaket. Ar pirahaneg (pe yezh pirahã) komzet e Brazil, da skouer, eo ar yezh nemeti a van c'hoazh eus an holl yezhoù a veze renket gwechall e-touez ar yezhoù murek.

A-wechoù ivez n'eus ket titour a-walc'h diwar-benn ur yezh bennaket a-benn gallout he renkañ e-touez yezhoù all en ur familh-yezhoù resis. Gant seurt yezhoù e sav alies damkanoù hag a glask diskouez e rankfent bezañ renket er familh-mañ 'r-familh ha neuze e c'hellfer lâret ez eo yezhoù damdigenvez anezhe rak ne vezer ket sur penn-da-benn hag-eñ ez eus ul liamm familh etre ar yezhoù-se ha yezhoù all pe get.

Yezhoù direnk




#Article 483: Michael Connelly (147 words)


 Michael Connelly, bet ganet e 1957 a zo unan eus ar saverien romantoù-polis priziet-tre er bloavezhioù 1990 ha 2000.

Ur c'helaouenner donezonet eo bet en e gêr Los Angeles hag bet eo bet tost da resev ar Priz Pulitzer e 1987. Diwar e skiant-prenet dastumet o sevel danevelloù torfedoù diwar darempredoù gant ar polis e embann e 1992 ur romant-polis, The black echo. Ennañ hag e darn-vuiañ eus al levrioù all e weler ar c'habiten polis, Hieronymus Bosch, pe  Harry Bosch, o labourat e kevrenn an denlazhioù al Los Angeles Police Department. Seveniñ a ra enklaskoù polis war tolpad-kêrioù Los Angeles a-bezh, met peurvuiañ e vez staget ouzh komiserdi Hollywood.

Unan eus e romantoù a zo bet lakaet da ziazez ur film, Bloodwork (2002) sevenet ha c'hoariet gant Clint Eastwood, a zo ur poliser,   Terry McCaleb, bet er FBI.
 

Harry Bosch

Terry Mc Caleb

Tudennoù pennañ all




#Article 484: Ainoueg (222 words)


An ainoueg (ainoueg: アイヌ イタク, aynou itak; japaneg: アイヌ語, ainou-go) a zo ur yezh digenvez komzet gwechall gant an Ainoued war enezenn Hokkaido e hanternoz Japan. Komzet e veze gwechall ivez en Inizi Kouril, e hanternoz Honshu hag e kreisteiz Sac'halin.  

Kavet e vez gerioù boutin etre an ainoueg hag an nivc'heg a deu diwar darempredoù etre an div yezh, dres evel ar gerioù boutin all etre ar japaneg hag an ainoueg. 

Ur yezh en arvar da vont da get eo an ainoueg hag an darn vrasañ eus ar 150 000 a dud a disklêr bezañ ainoued ne gomzont nemet japaneg. Bez e oa 100 den barrek war ar yezh e Niboutani (Biratori, Hokkaido) met n'eus nemet 15 dioute a rae ganti bemdez er bloavezhioù 1980.  En holl ez eus tro-dro da 1 000 den barrek war ar yezh e Hokkaido a-bezh, an darn vrasañ dioute ouzhpenn 30 vloaz. 

War gresk a ya an niver a dud a zo o teskiñ ar yezh hiziv koulskoude ha muioc'h a dud a gomz an ainoueg da eil yezh eget da yezh kentañ.

Ez ofisiel e vez skrivet an ainoueg gant lizherennoù ar silabenneg japanek katakana, met implijet e vez ivez al lizherenneg latin.

Silabennoù an ainoueg a zo CV(C). Dre ret e teraouont gant ur gensonenn met galloud a reont echuiñ gant ur gensonenn.




#Article 485: Yezhoù youkagirek (121 words)


Ur familh yezh komzet tro-dro d'ar  Stêr Kolyma e Siberia (Rusia) eo ar yezhoù youkagirek 

Ne van eus ar familh-se nemet div yezh hiziv:

Andonoù rusianeg a veneg div yezh arall hag a vefe aet da get e-pad an  kantved : an Omokeg hag ar Tchouvaneg. Nebeut tre a ditourioù hon-eus diwar-o-fenn.

Diazet eo goût ez-resis hag-eñ ez eus ul liamm etre an div yezh-se hag ur familh-yezhoù all, hag abalamour da se e vezont renket peuliesañ e-touez er yezhoù digenvez. Evit lod e vefe ul liamm gant ar ar yezhoù ouralek, met n'eo ket gwall sklaer al liamm-se. 

Damvarv ez eo an div yezh youkagirek. Nebeutoc'h eget 200 a dud a gomz anezho hiziv war ur boblañs a war-dro 1.300




#Article 486: Yezhoù sinek-tibetek (114 words)


Ar yezhoù sinek-ha-tibetek a zo anezhe ur familh-yezhoù enni tro-dro da 250 yezh komzet e Reter Azia. An eil familh-yezhoù muiañ komzet an hini eo a-drek ar yezhoù indez-europek. 

Un darn vras eus ar yezhoù sinek-tibetek muiañ anavezet o-deus tonennoù. Buan e c'hell an tonennoù mont diwar wel, avat hag ur perzh rannvroel e vezont alies. Ne c'heller o implijout, neuze, da wiriekaat un darempred genel etre div yezh. Evit skouer, tra m'he-deus tibeteg Lhasa tonennoù, hini ebet a zo gant ar rannyezhoù arall, ha meur ag adsavadur eus ar sinaeg kozh n'o deus ket ezhomm a donennoù. War a seblant ez eo ar re-mañ aet diwar wel abalamour da goll ar c'hensonennoù dibenn.




#Article 487: Pirahaneg (132 words)


Ar pirahaneg (pirahã) a zo ur yezh digenvez komzet gant ar bobl Pirahã e Brazil. Hiziv ne van nemet ur 150 a dud barrek war ar yezh o chom en eizh kêriadenn war lennoù ar Stêr Maici. Unyezhek eo an darn vrasañ anezhe ha n'anavezont nemet toullad gerioù e portugaleg. N'emañ ket en arvar da vont da get rak evit ar Birahaned ec'h eo o yezh an hini wellañ.

N'eus niverenn ebet er pirahaneg hag ober a reont gant gerioù hag a dalvez kement ha nebeut, ur re ha kalz.

Ouzhpenn-se ec'h eo fonologiezh ar pirahaneg e-touez ar re eeunañ, rak n'eus nemet ar rotokaseg en deus nebeutoc'h a fonemennoù (10).

Pemp doare disheñvel a zo da gaozeal pirahaneg: dre gomz (evel boaz); dre c'hwitellat; dre fraoñval; dre youc'hal pe dre seniñ.




#Article 488: Lizherenneg santalek (159 words)


Daoust ha ma vez skrivet ar santaleg gant ar skriturioù oriyek, bengalek pe devanagari, he deus ar yezh-mañ ur skritur bet ijinet a-ratozh-kaer eviti, al lizherenneg santalek, a reer outi er yezh-se ol chiki pe a-wechoù ol cemet. Implijet e oa bet al lizherenneg latinek ivez evit skrivañ ar santaleg gant ar visionerion.

Ur yezh voundek eo ar santaleg kentoc'h evit ur yezh indez-europek evel an hindeg pe ar bengaleg ha neuze ec'h eo diaezet implijout lizherennegoù ar yezhoù-se evit he skrivañ. Kentoc'h evit implijout un abugida evel an darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en India, e oa bet savet ul wir lizherenneg evit skrivañ ar santaleg. E 1925 e voe ijinet neuze al lizherenneg santalek gant Pandit Raghunath Murmu. 

Daoust d'ar strivoù bet graet evit krouiñ ul lizherenneg evit ar santaleg e van c'hoazh izel-tre an niver a Santaled a oar lenn ha skrivañ (etre 10% ha 30%).

[Lizherenneg stantalek evit mann evit staliañ war hoc'h urzhiataer




#Article 489: Michel de Montaigne (236 words)


Michel Eyquem de Montaigne pe en un doare berroc'h Michel de Montaigne (bet ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1533, straed Rousselle e Bourdel, Gironde - bet marvet d'an 13 a viz Gwengolo 1592 en e gastell e Montaigne e Périgord) a zo ur prederour hag ur politikour gall eus mare an Azginivelezh. 

Marc'hadourien e oa tud Michel de Montaigne hag un ti-kreñv e Montaigne en doa prenet e dad-kuñv Ramon. Evel-se e oa deuet da vezañ denjentil, an Aotrou a v-Montaigne, ezel eus an noblañs, hag ar statud-se eo a vo hini e diskennidi.

Pierre Eyquem, tad Michel, a zivizas chom da vat en ti-kreñv a lakao brasaat ha mogeriañ. Dimeziñ a reas gant Antoinette de Louppes, merc'h d'ur marc'hadour eus Tolosa, hemañ eus un tiegezh a oa bet marran. Eizh krouadur o deus bet ha Michel e oa an henañ.
 
Desavet e voe Montaigne er c'hastell ha diwar mennoù e dad e voe kaset dezhañ tigelennerien a zeskas anezhañ hervez pennaennoù nevez ar frankizouriezh hag al lennegouriezh. Pa oa kelennerien o komz latin dezhañ e c'hellas komz er yezh-se a-vihanik. Pa voe krennard ez eas da skolaj Guien e Bourdel e-lec'h ma c'hallas deskiñ hiroc'h war ar galleg, al latin, ar gresianeg, an helavarouriezh hag ar c'hoariva. Remerket e voe evit e spered lemm hag e varregezh war ar rendaelañ.

Brudet-tre eo Michel de Montaigne evit e oberenn Les Essais de Michel de Montaigne.




#Article 490: Skritur oriyek (115 words)


Implijet e vez ar skritur oriyek evit skrivañ an oriyeg, ur yezh komzet gant 22 vilion a dud en Orissa (India).

Diorroet e voe ar skritur oriyek diwar ar skritur kalangek, diorroet d'e dro diwar ar skritur bramek. Un abugida eo ar skritur oriyek neuze, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet evit skrivañ yezhoù indezek.

Ront eo al lizherennoù evit gallout o skrivañ war delioù palmez hep o zorriñ. 
    

Setu stummoù distag ar vogalennoù hag ivez ar stummoù stag implijet gant ar gensonenn k :

Restr:Oriya_vwl.gif|center|Ar vogalennoù distag ha stag (diwar Omniglot  

Setu kensonennoù ar skritur oriyek hervez an urzh hengounel : 

Setu ar sifroù implijet evit skrivañ an niverennoù en oriyeg :




#Article 491: Röyksopp (297 words)


Röyksopp a zo ur strollad daou zen (Svein Berge ha Torbjørn Brundtland) a vro Norvegia () anezhañ, savet e 1998 (Melody A.M., o fladenn hir gentañ, a zeuas er-maez e 2001). Sonerezh elektronek blaz an disko ennañ, bugale Kraftwerk da skouer (e-touez ur yoc'h re arall) a vez graet ganto.

A-gevret e oa Berge ha Brundtland er skol e Tromsø, hag arnodenniñ binvioù elektronek o doa graet dija, e penn-kentañ ar bleadoù 1990. Neoazh, ne voe savet Röyksopp nemet e dibenn ar c'hantved, pa voe en em gavet en-dro Berge ha Brundtland àr un dro e Bergen. Startijenn ha lañs a oa er gêr-se evit pezh a sell doc'h ar sonerezh elektronek d'ar poent-se ha labourat a reas Berge ha Brundtland get sonerion ar c'hornad èl Kings of Convenience, Frost, Those Norwegian ha Drum Island hag a voe graet lanvad Bergen (Norvegia))  (Bergen (Norvegia)) wave) anezhe. O zi-embann pladennoù kentañ a voe Tellé ha meur a single a zeuas er-maez gete. Goude e voe savet o fladenn hir Melody A.M. get ar label Wall of Sound (ur label breizhveuriat).

A-drugarez d'ar video e kreskaas brud ar strollad, klipoù fiskal, taolioù arnod hag avant-garde evel kani Remind Me (savet get embregerezh gall H5), aet ar maout getoñ e 2002 e MTV Europe Music Award.

Röyksopp a zo ur ger norvejek, anv ur seurt kabell-touseg (Lycoperdale genus) hag a ya kuit ur gogusenn ulfenn a-zoc'htoñ pa vez stoket doc'htoñ, da lavaret eo ur c'habell-touseg mogedus.

O eil pladenn, The Understanding he zitl, a zo daet er-maez e miz Gourhelen 2005, un nebeud goude o single Only This Moment. Dispennet eo roudoù ar bladenn gentañ a-barzh, met ar sonennoù nevez-mañ ne sankant ket ken don e penn ar selaouerion.

é tonet a vMelody A.M.:

é tonet a The Understanding :




#Article 492: Yezhoù barbakoek (188 words)


Un anvadur douaroniel kentoc'h eget yezhoniel eo an anvadur yezhoù barbakoek. Graet e vez gantañ evit renkañ yezhoù komzet e mervent Colombia (departamantoù Cauca ha Nariño) ha norzh Ecuador. N'eur ket sur c'hoazh eo kar ar yezhoù a ginniger renkañ dindan an tog-se ha, dre-se, n'eo ket soliet da vat an anvadur yezhoù barbakoek. Implijet e vez evit renkañ mesk-ha-mesk yezhoù bev n'int ket bet deskrivet-holl c'hoazh ha yezhoù marv n'ouzer ket gwall dra diwar o fenn, estreget int bet meneget ur mare bennak e mammennoù skrivet ergerzhourien pe skriverien zo.

Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er familh-se peurliesañ :

I. Yezhoù an hanternoz

II. Yezhoù ar c'hreisteiz

Evit doare ez eo da vat an totoroeg, komzet e kumun Totoró ur rannyezh eus ar gwambiaeg.

Lod a renk ar gwambiaeg e-touez ar yezhoù barbakoek; lod all o deus e renket e-touez ar yezhoù nasaek. Sklaer eo bet diskouezet bremañ n'eo ket kar ar gwambiaeg d'an Nasa Yuwe (nasaeg)

 Moguex a oa bet graet gantañ evel anv all evit ar gwambiaeg a-wechoù. N'eo nemet an anv roet da Wambiaiz gant ar bobl amezek avat (Nasaed pe Paezed). 




#Article 493: Tlingiteg (113 words)


Ur skourr eus ar familh-yezhoù na-dene eo an tlingiteg komzet gant ur bobl-orin e gevred Alaska, e Yukon hag e Kolombia Breizh-Veur (Kanada) hag un nebeudig e Stad Washington (USA). Ur yezh en arvar an hini eo rak n'eus ken nemet un tammig en tu-hont da 1 000 den hag a ra ganti, an holl anezhe barrek war ar saozneg ivez.

Emeur oc'h ober strivoù bras evit reiñ lusk da yezh ha sevenadur en-dro e gevred Alaska.

Peder rannyezh pennañ a zo: hini an hanternoz (anvet yakoutateg); hini ar c'hreisteiz; hini an diabarzh komzet tro-dro da Lenn Atlin ha da Lenn Teslin (Kanada). Damvarv eo ar pevare rannyezh a reer tongaseg (taanta K̲wáan) outi.




#Article 494: Yezhoù karibek (115 words)


Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù karibek, ennañ 32 yezh komzet e Su Amerika. Kavet e vezont war un dachenn ledan-tre dre hanternoz Su Amerika, eus ar Stêr Amazon betek an Andezoù e Kolombia hag eus Maracaibo (Venezuela) betek kreiz Brazil. 

Heñvel-tre eo an eil yezh karibek ouzh eben ha diaezet e vez a-wechoù goût hag-eñ ez eus yezhoùoù pe rannyezhoù anezhe. Ne ouezer ket resis pet yezh karibek ez eus, etre 20 ha 40.

Brudet-tre eo ar familh-yezhoù-mañ a-drugarez d'ur yezh renket enni, an hixkaryaneg rak ar yezh nemeti bet dizoloet betek hen an hini eo hag a ra gant an urzh renadenn-verb-rener (O-V-S).

Setu penaos e vez renket ar yezhoù karibeg hervez Ethnologue ():




#Article 495: Zouloueg (134 words)


Ur yezh vantouek eo ar zouloueg (zouloueg: isiZulu) komzet gant 9 milion a dud o chom dreist-holl (95%) e Suafrika e kwaZulu-Natal ha Gauteng. Komzet e vez ivez e Lesotho ha Bro-Swazi.

Ar yezh komzet gant ar muiañ a dud e Suafrika eo ar zouloueg ha komprenet e vez gant an hanter eus ar boblañs. Lakaet eo bet da unan eus an 11 yezh ofisiel e Suafrika e 1994 goude ma voe bet lakaet fin d'an apartheid. 

Tost-tre eo ouzh an ndebeleg komzet e Zimbabwe hag ivez d'ar yezh ngonek komzet gwechall e Malawi.  

Evel ar xhosaeg e oa bet amprestet sonioù ispisial diwar ar yezhoù khoi-san gant ar zouloueg anvet klikoù na vezont kavet nemet e yezhoù Afrika. Skrivet e vezont evel-henn:

Burev ar zouloueg a zo karget da reoliñ ar yezh skrivet.




#Article 496: Yezhoù yenisek (169 words)


Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù yenisek, enni ur yezh vev ar c'heteg, komzet e kreiz Siberia. 

Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù ar familh-se: 

Diouzh an holl yezhoù yenisek, ne vanas ken en 20 kantved nemet div anezhe: ar c'heteg komzet gant tro-dro da 1 000 den; hag ar yougeg, aet da get nevez 'zo. Hervez andonioù e oa ur bobl yenisek he yezh e-touez kevread meuriadel ar Xiong-Nu, a varner evel hendaoù an Huned

N'eus liamm ebet etre ar yezhoù yesinek hag an ostyakeg, hag abalamour da se ne reer ket ken gant an anv kozh yezhoù ostyakek Yenisei.

Klasket ez eus bet liammañ ar yezhoù yesinek ouzh ar bourouchaskeg pe c'hoazh ouzh ar yezhoù sinek-tibetek, hag endalc'het e vezont er familh vartezeus Dene-Kaokaziek hag hec'h eislstummoù. Evit skouer e kinnigas Edward Vajda ul liamm etre ar yezhoù yenisek hag ar yezhoù Na-Dene. Ne oa ket bet asantet gant ar gummuniezh skiantel ar vartezadenn-se, hag e tiskouez studioù genel o deus an daou strollad un orin boutin.




#Article 497: Yezhoù bantouek (263 words)


Ur familh-yezhoù eo eus yezhoù bantouek a vez renket d'o zro e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek. 

Ar familh-yezhoù komzet war an tachenn ledanañ en Afrika a-bezh eo ar yezhoù bantouek, komzet gant tro-dro da 310 milion a dud e kreisteiz Kameroun hag e gevred Nigeria peg ouzh ar vevenn gant Kameroun, e Gabon, e Republik Kongo, Republik Demokratel Kongo, Rwanda, Burundi, Ouganda, Kenya, Tanzania, Angola, Zambia, Malawi, Mozambik, Zimbabwe, Namibia, Botswana ha Suafrika. 

Ar ger bantouek a voe savet gant Wilhelm Heinrich Immanuel Bleek diwar ar ger bantouek boutin ntu (den) gant ar rakger ba- implijet e meur a yezh vantouek evit al liester.

Gant ar yezhoù bantouek e ve renket an anvioù-kadarn e meur a glas a glot gant ur rakger resis. Un tammig evel ar jener er yezhoù indezeuropek eo ar c'hlasoù-anv-se. Chench a ra an niver a glasoù a yezh da yezh, met dre vras e vez tro-dro d'un dek benanket.
Adkavet e vez an hevelep rakger a-hed ur frazenn staget ouzh pep ger a glot gant ar mmes klas-anv, da skouer e swahilieg: 

Ar swahilieg eo ar yezh vantoueg gant ar muiañ-niver a tud barrek warni en holl, dreist-holl evel eil yezh, met ar choneg hag ar zouloueg eo ar yezhoù a ra ar muiañ a dud gante evel yezh kentañ.

Setu roll ar yezhoù bantouek pennañ: 

E brezhoneg ez eo gwell ober dre implijout ar wrizienn hep ar rakger evit sevel anvioù ar yezhoù-se, da skouer swahilieg diwar ar wrizienn swahili, e swahilieg 'kiswahili' ma'z eo kevatal ar rakger bantouek ki- ouzh al lostger keltiek -eg eveit envel yezhoù.




#Article 498: Xhosaeg (111 words)


Unan eus 11 yezh ofisiel Suafrika ma vez komzet gant 18% eus ar poblañs, eo ar xhosaeg (xhosaeg isiXhosa). Ur yezh vantouek eo, komzet gant tro-dro da 7,9 milion a dud. 

E-touez ar yezhoù bantouek, e vez renket ar xhosaek e skourr ar yezhoù ngounek a-gevret gant ar zouloueg ha tu zo d'an dud a oar xhosaeg da dont a-benn da gompren ar zouloueg ivez. 

Un nebeud rannyezhoù xhosaek ez eus, en o zouez: ngqikeg, gcalekeg, mfengoueg, themboueg, bomvaneg ha mpondomiseg.

Evel an zouloueg e oa bet amprestet sonioù ispisial diwar an yezhoù khoi-san gant ar xhosaeg anvet klikoù na vezont kavet nemet e yezhoù Afrika. Skrivet e vezont evel hen:




#Article 499: Gandaeg (112 words)


Ar gandaeg (gandaeg luganda) a zo ur yezh vantouek komzet dreist-holl e rannvro ar Bouganda en Ouganda gant ouzhpenn 3 milion a dud. Ouzhpenn-se e vez komzet gant 100.000 den all evel eil yezh. Saozneg eo yezh ofisiel Ouganda, met ar gandaeg eo an eil yezh muiañ komzet war e lerc'h ha kelennet e vez e skolioù kentañ-derez zo.

Evel en holl yezhoù bantouek e vez renket an anvioù-kadarn e klasoù hag implijet e vez rakgerioù a diskwel e peseurt klas e rank bezañ renket ar ger-mañ'r-ger, da skouer : 

Setu penaos eo gwelloc'h ober gant gandaeg e brezhoneg diwar ar ger gandaeg luganda evit ober gant ar ger lougandeg da skouer.




#Article 500: Kilo (157 words)


Kilo (aroueziet k) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 103, da lavarout eo  mil. Dre se e talv ar c'hilometr 1 000 metr, ar c'hilovolt 1 000 volt, hag all.

Kinniget e oa bet gant Académie des Sciences ha lakaet da ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.

Dont a ra eus ar gresianeg χίλιοι mil.

Er yezh pemdez e vez graet gant kilo e-lec'h kilogram.

En urzhiataerezh e talv ar Ke (e saozneg kb, a-wezhioù kB, kb pe KB, evit kilobyte; e galleg ko pe Ko evit kilooctet) ent direizh 1 024 (pe 210) eizhad ha n'eo ket mil. Pa dalv kilo 1024 ez eus kustum da skrivañ K e-lec'h k. Ne vez ket graet ar c'hemm-se evit al lieskementoù all eus mil.

Evit reizhañ ar gudenn-se ez eus bet kinniget gant Bodad etrebroadel an Elektronek ober gant ar rakger binarel kibi ha gant ar c'hibieizhad (kibioctet, kibibyte).




#Article 501: Kechuaeg (229 words)


Ur yezh komzet e Suamerika eo ar c'hechuaeg (kechuaeg: runa simi; runa, pobl + simi, genoù; komz). Peurliesañ e vez renket e-touez ar yezhoù aymarek met n'eo ket ken sklaer-se al liamm-familh-se. 

Gwechall-kozh e veze anezhi yezh Impalaeriezh an Inkaed hag hiziv e vez komzet c'hoazh e meur a doare tost pe dostoc'h gant tro-dro da 9.6 milion a vammyezherien ha 4 milion a dud all e su Kolombia hag Ecuador, e Perou hag e Bolivia a-bezh, e gwalarn Arc'hantina hag e norzh Chile. E-touez an holl yezhoù komzet gant pobloù orin Amerika eo ar c'hechuaeg an hini gant ar muiañ a dud a ra ganti. 

Div rannyezh pennañ zo :

Kechuaeg I pe waywacheg (waywash) komzet e kreiz Perou. Disheñvel-tre e c'hell bezañ pep yezh er skourr-mañ an eil diouzh eben.

Kechuaeg II pe wanpouneg (wanp'una), isrannet d'he zro e tri skourr: Kechuaeg younkayek (lec'hioù zo eus Perou); Kechuaeg an norzh (quichua pe runa shimi) (dreist-holl e Kolombia hag Ecuador); Kechuaeg ar su (Perou, Bolivia, Arc'hantina ha Chile). Homañ eo an doare-yezh pouezusañ dre m'emañ komzet gant ar muiañ a dud hag a-drugarez da live sevenadurel an dud a ra gantañ.

Tost da 30% eus an holl c'herioù implijet er c'hechuaeg a-vremañ a zeu eus ar spagnoleg ha ken don eo bet levezon ar yezh-se warni ma'z eo bet degemeret ganti fonemennoù estren ( f, b, d, g).




#Article 502: Eskob (260 words)


Un eskob (liester : eskobed, eskeb, eskibien) a zo un den uhel en urzh en Iliz katolik roman, en Iliz Ortodoks, en Iliz anglikan hag e lod eus an Ilizoù protestant. E penn un eskopti e vez un eskob.
Ul lid a vez aozet gant un eskob all (pe meur a hini) evit e eskobiñ, da lavarout eo reiñ ar garg dezhañ.

Eus al latin kristen episcopus diwar ar gresianeg επισκοποςe episkopos, diwaller, evezhier e teu ar ger eskob hag e zeveradennoù eskobded, eskobel, eskobelezh, eskobiezh, eskobiñ, eskopti hag eskoptiad.

Pemp gwech e kaver ar ger eskob en Testamant Nevez. 

Petra bennak ma n'eo ket bet krouet ar garg-se gant Jezuz-Krist e seblant bezañ ur stad reizh e penn-kentañ diorroadur ar gristeniezh. Diaes eo ober un diforc'h gant hini ar presbyter (πρεσβυτερος), met an diagon a weler el Lizher da Zimoteos a seblant dindan beli an eskob.

En Oberoù an Ebestel e reer eus an eskob ur maesaer evit e dropell, ur skeudenn voutin implijet en amzer hiziv c'hoazh. El Lizher da Zimoteos e reer pried ur wreg nemetken anezhañ, met amsklaer eo ma 'z eus kaoz eus nac'hañ dezho an eildimeziñ pe eus al liespriedelezh ; n'eus roud ebet avat eus eskibien a vije difennet outo dimeziñ ha genel krouadurioù d'ar c'houlz-se.

Diwar obererezh an ebestel e voe aozet an Iliz kristen nevez en un doare efedusoc'h ken ma 'z eas roll an eskibien war bouezusaat en IIvet kantved. Gwelet eo kement-se e skridoù Ignatius Antioch (c. 35 – c. 110), pa zisplegas en e Lizher d'ar Vagnesianed : 




#Article 503: Yezh en arvar (163 words)


Lâret e vez emañ en arvar ur yezh pa van nebeut-tre a tud barrek warni ha pa ne vez ket desket ken gant ar vugale evel yezh kentañ.

Evit goût hag-eñ emañ en arvar ur yezh bennaket da vont da get e telc'her kont eus sifroù evel ar re-mañ: 

Da skouer, en arvar emañ an ainoueg dre ma ne van nemet tro-dro da 300 den barrek warni evel yezh kentañ hag en o zouez n'eus nemet 15 bennaket a ra gantañ evel yezh-boas. 

D'an tu all avat ez eus yezhoù evel re Indonezia a vez komzet gant meur a degad a viloù a dud met en arvar emaint evelatao abalamour ma ne ra ket ar re yaouank gante ken, met kentoc'h gant ar yezh vroadel, an indonezeg.

Ha koulskoude ez eus yezhoù gant nebeutoc'h a 100 den a ra gante hag a zo bev-buhezik c'hoazh rak yezh kentañ an dud ez int ha kelennet e vezont gant an darn vrasañ eus ar vugale.




#Article 504: Livoneg (125 words)


Ur yezh finnek-ougrek eo al livoneg (līvõ kēļ), eus skourr ar yezhoù finnek. Kar eo neuze d'ar finneg ha d'an estoneg. Komzet e veze e Livonia (Latvia).

Ur yezh en arvar an hini eo, o vevañ ma vez komzet gant tro-dro da 35 den en holl ha diouzh ar re-se n'eus nemet un 10 bennaket a vefe barrek warni. Klask a ra gant tud zo deskiñ ar yezh evit he gwareziñ, met diaezet eo rak ne van ket kalz a Livoned ken.

A/a, Ā/ā, Ä/ä, Ǟ/ǟ, B/b, D/d, Ḑ/ḑ, E/e, Ē/ē, F/f, G/g, H/h, I/i, Ī/ī, J/j, K/k, L/l, Ļ/ļ, M/m, N/n, Ņ/ņ, O/o, Ō/ō, Ȯ/ȯ, Ȱ/ȱ, (Ö/ö), (Ȫ/ȫ), Õ/õ, Ȭ/ȭ,, P/p, R/r, Ŗ/ŗ, S/s, Š/š, T/t, Ț/ț, U/u, Ū/ū, (Y/y), (Ȳ/ȳ), V/v, Z/z, Ž/ž.




#Article 505: Geotdebrer (129 words)


Ur geotdebrer a zo ul loen (ur bronneg, un amprevan, ur pesk...) a zo struzh, ha n'eo ket kig, e voued boas. 

Tud a zo ( debrerien struzh a reer anezho) hag a chom hep debriñ kig: koulskoude n'eo ket ur geotdebrer eo an Den. Met meur a c'heotdebrer a zebr vioù ouzhpenn.

E-touez ar geotdebrerien, ouzhpenn ar re ne zebront nemet geot pe hogos, e kaver ul lodenn anezho a zo frouezhdebrerien (ne zebront nemet frouezh) hag ul lodenn all a zo deildebrerien (ne zebront nemet delioù).

N'eo ket undoare nag unseurt magadurezh ar geotdebrerien, kemm a ra hervez ar mareoù eus ar bloaz, ha  hervez ar struzh a c'hellont kavout.

E-touez ar bronneged e c'heller ober an diforc'h etre ar geotdebrerien unanstomog hag ar geotdebrerien liesstomog :

 




#Article 506: Yezh varv (137 words)


Lavaret e vez ec'h eo marv ur yezh pa ne ra ganti ken hini ebet evel yezh kentañ, peurliesañ pa gemer ur yezh all he flas, evel, da skouer, ar c'hopteg hag a varvas pa voe bet kemeret e blas gant an arabeg hag o vont da anaon an holl dud a rae gantañ.

Yezhoù marv a c'hell leuskel war o lerc'h yezhoù bev, evel ar yezhoù bet diorroet diwar al latin.

Gwech ha gwechall e vez kavet yezhoù marv implijet c'hoazh evel yezhoù sakr evit lidoù relijiel evel ar geuzeg (ge'ez) hag an avesteg pe c'hoazh evit ar skiantoù, da skouer al latin er c'hrennamzer.

A-wechoù e roer ur vuhez nevez en-dro d'ur yezh varv ra ma teufe da vezañ ur yezh vev en-dro evel, da skouer, an hebraeg e Stad Israel pe c'hoazh ar c'herneveureg.




#Article 507: Frankezañs (217 words)


Frankezañs a reer eus ur rousin frondus a zeu diwar ar gwez Boswellia thurifera pe B. sacra. Implijet e vez d'ober ezañs.

Ar frankezañs a denn e anv eus an ezañs gwir pe frank. Anavezet eo ivez dindan an anv olibanom a zeu diwar an arabeg al-lubān (al laezh), a ra dave d'ar sap laezhek a ziver eus ar gwez frankezañs. 

Implijet eo bet stank ar frankezañs e-kerzh al lidoù relijiel. Hervez Aviel Sant Vazhev 2:11, e oa bet profet aour, frankezañs ha mir da Jezuz gant an Tri Roue eus ar Reter. Gant kresk ar gristeniezh e c’houzizas ar goulenn war ar frankezañs a-hed ar . Diaesaet e voe treuzadennoù ar c’haravanennoù gant emled an dezerzh dre ar Rub al Khali pe korn goullo Arabia. War gresk ez eas neuze tagadennoù ar Barthed, ergerzhourien anezho, er Reter-nesañ. Gant se e voe lakaet fin da genwerzh ar frankezañs goude ar bloavezhioù 300.

Lavaret e vez e lakaas an Impalaer roman Nero da zeviñ evit gwerzh ur bloavezh ezañs dre gêr Roma da-geñver lid kañv e wreg Poppaea.

Krediñ a reer eo bet kêr gollet Ubar, a greder bezañ Irem, en Oman hiziv, ur greizenn genwerzh evit ar frankezañs a-hed hent an ezañs bet nevez-addizoloet. Adkavet eo bet Ubar e deroù ar bloavezhioù 1990. Furchadegoù zo eno bremañ.




#Article 508: Roll yezhoù ofisiel India (201 words)


Kalz a yezhoù a gomzer en India. Kemmañ a ra ar roll anezho hervez an dud. Kontañ a reer da nebeutañ 30 yezh disheñvel ha war-dro 2000 rannyezh. Bonreizh India a anavez implij an hindeg (hindi) hag ar saozneg evel an div yezh kehentiñ evit ar gournamant broadel. Ouzhpenn ez eus enni ur roll 22 yezh all. Degemeret eo ar yezhoù-se gant ar Bodad Yezh Ofisiel (Official Language Commission of India) hag e c’hall un danvez kargiad evit ar gouarnamant broadel dibab tremen e arnodenn en unan eus ar yezhoù-se. 

Abaoe 1965, n'eo ket mui ar saozneg ur yezh ofisiel par d'an hindi. Deuet eo da vezañ un adyezh ofisiel ouzhpenn betek ma c’hallo ur bodad savet a-ratozh evit se divizout an tremen hollek d'an hindi. Daoust da se, abalamour da Stadoù zo evel Tamil Nadu el lec’h m'eo nebeut anavezet an hindi, e kendalc’her d'ober gant patrom an div yezh gevell. Gras da ziorroidigezh prim ar greanterezh ha pouez an armerzh etrebroadel e kendalc’h ar saozneg da gaout brud vat e-touez an dud, da gaout levezon evel yezh kehentiñ er gouarnamant ha da vezañ implijet en darempredoù armerzhel pemdeziek. Ampellet da vat eo bet an divizoù evit e erlec’hiañ bremañ.




#Article 509: The Stone Roses (853 words)


The Stone Roses a zo ur strollad saoz berrbad a-walc'h, en deus graet berzh e dibenn ar bleadou 80 ha penn kentañ ar bleadoù 90. E penn luskad sonerezh Manchester e oa ar strollad-mañ, àr un dro get the Happy Mondays. Lâret e vez o deus diazezet pezh vez graet Britpop anezhañ (diwezhatoc'h e vo kendalc'het get strolladoù evel Radiohead, Blur, Oasis - savet ar c'hoant da sevel ur strollad rock get Liam Gallagher goude en devoud gwelet ar Stones Roses àr al leurenn e 1988, ha loc'het gete-). Drevezet eo bet emzalc'h Ian Brown àr ar leurenn get meur a ganer da c'houde.

E penn kentañ ar bleadoù 80 e oa bet savet framm ar strollad get Ian Brown (kan), John Squire (gitar), Gary Mounfield -Mani- (gitar boud) hag Alan Wren -Reni- (taboulinoù) e Manchester da heul taolioù arnod (The Patrol ha strolladoù arall gete). Tud arall a voe e-barzh ar strollad evel Andy Couzens ha Pete Garner, bras o levezon met n'int ket chomet evel izili wirion er strollad.

Setu savet gete un album e 1989, goude o devout enrollet 5 pladenn vihan (singles). Ur bennoberenn sur ha n'eo ket marteze. Kudennoù gwirioù o doa bet er mareoù-se avat, get o zi-embann peurgetket. Sonadegoù brudet a rezont ('Ally Pally' gig e North London's Alexandra Palace d'ar 25 a viz Kala-gouañv 1989 hag unan e Spike Island e-kreiz ar ster Mersey d'ar 27 a viz Mae 1990).

Torret gete o skrid-emglev get Silverstone hag engouestlet da-c'houde get Geffen Records, setu a-benn ar fin the Stones Roses da lakaat un eil pladenn da vonet er-maez e dibenn 1994, Second Coming hec'h añv, blaz an heavy metal (hag eil prantad Led Zeppelin evel Physical Graffiti) àr ar bladenn-se, levezonet get gitar John Squire. Kerse a ziwanas diàr ar bladenn-mañ, pa voe gortozet get karourion ar strollad e-pad 5 blead àr-lerc'h e bennoberenn gentañ, ha broket kement arall àr he divoud.

Àr ziskar eh eas ar strollad pand eas kuit Reni, ha d'e heul, John Squire e-unan a skarzhas kuit d'an 1 a viz Ebrel 1996 (ha ne oa ket ur pesk Ebrel !). Kenderc'hel a reas Ian Brown ha Mani get ar strollad tamm pe damm e-pad ur blead met freuzet e voe gete da heul un abadenn druezus a-walc'h e-kerzh festival Reading.

Ur strollad nevez a voe savet get John Squire : the Seahorses. Ur bladenn hag achu gete ivez. Da c'houde e voe e bladenn solo gentañ get Squire e 2002, Time Changes Everything, hag unan arall e 2004 : Marshall's House. Monet a ra Mani da seniñ gitar-boud e-barzh Primal Scream. 

Evit pezh a sell doc'h Ian Brown, peder fladenn solo a savas, berzhig a-walc'h a voe graet gete, ha klevet eo bet e-barzh sonadegoù bras pe festivalioù dre vro-Saoz. Ur strollad nevez a voe savet get Reni ivez, e 1999 : the Rub. Sonet en deus e korn-bro Manchester d'ar mare-se, ne ouier ket petra eo daet the Rub da vout, met un album solo zo bet graet get Reni e 2004 avat, unan dedennus a-walc'h diàr pozioù John Squire...

E miz Eost 2004, e-kerzh sonadegoù e Belfast ha Surrey e voe gwall souezhet an arvestourion get Ian Brown, hemañ a sonas dreist-holl sonennoù brudet prantad kentañ ar Stones Roses. Ha kenderc'hel a reas e-giz-se diwezhatoc'h, é seniñ àr un dro tonioù kozh ha tonioù nevez dezhañ e-unan, ha Mani a zeuas àr ar leurenn getoñ, ar wezh kentañ a-c'houde 8 vle ! Noel Gallagher (gitarour Oasis) a voe é seniñ getoñ ivez, er sonenn Keep What Ya Got (single). A-hend arall, Ian Brown ha Mani a voe klevet en un ton single (Reign) get DJ James Lavelle hag e strollad UNKLE, ha tapet 40 plas get ar single-mañ.

E miz Mae 2005 e voe klevet komz a-zivout adsevel ar strollad en-dro, diàr pozioù Squire e-unan e-barzh ur gazetenn bennaket. Gwelet e voe a-stroll get Mani ha Reni en ur sonadeg bennak, peadra da vouetaat ar safar a-zivout adsavadur ar strollad. Reni en deus savet sonennoù ha c'hoant en deus d'o seniñ get Mani, daoust ha graet e vo un dra bennak get ar labourioù-mañ en ur raktres get the Stone Roses, n'eo ket sur pa ouier e veze aozet rac'h ar sonennoù get Ian Brown pe John Squire e-raok ?

Izili diazez (adalek Miz Kala-gouañv 1987 betek Miz Meurzh 1995) :

    * Ian Brown, Kaner kentañ
    * John Squire, gitar ha mouezhioù a-dreñv, diskan
    * Mani (Gary Mounfield), gitar boud
    * Reni (Alan Wren), taboulinoù, diskan

Ha re arall :

    * Andy Couzens, gitarour. Aet eo kuit ag ar strollad e Miz Gourhelen 1986 (savet The Hign getoñ da c'houde)
    * Pete Garner, gitar boud (etre Miz C'hwevrer 1984 hag Eost 1987)
    * Cressa, (Steve Cressa) graet 'vez anezhoñ pempvet ezel ar strollad a rae àr-dro kempennadur sonioù ar gitar(1989-1990)
    * Robbie Maddix, tabouliner, en doa kemeret lec'h Reni e miz Ebrel 1995
    * Nigel Ippison, é seniñ get an touchennaouegoù àr al leurenn goude miz Gourhelen 1995
    * Aziz Ibrahim, gitarour, en doa kemeret lec'h John Squire e miz Ebrel 1996.

hag un nebeud dastumadegoù :

    * 
    * 




#Article 510: Konkaneg (132 words)


Ur yezh indez-aryek eo ar c'honkaneg 
(konkani कोंकणी) komzet e Goa, aodoù kreisteiz Maharashtra, aodoù Karnataka ha Kerala.

Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo..

Levezonet-don eo bet geriaoueg c'honkaneg gant hini ar yezhoù dravidek komzet en-dro dezhi. 

Betek an 19vet kantved e veze renket evel ur rannyezh maratek.

Skrivet vez kement gant ar skritur devanagari ha gant al lizherenneg latinek pe c'hoazh gant ar skritur kannadek.

En arvar da vont da get e oa ar c'honkaneg abalamour da levezon ar portugaleg da gentañ ha war-lerc'h d'ar saozneg e-touez ar gatoliked ha da levezon ar marateg e-touez an hindoued, met deuet e oa bet a-benn an emsav da reiñ lusk d'ar yezh en-dro ha bremañ ez eo ar c'honkaneg yezh ofisiel Goa ma ra an darn vrasañ eus ar boblañs gantañ.




#Article 511: Baou voutin (103 words)


Ar vaou voutin (liester : baoued boutin) a zo un evn-preizh deiz, Buteo buteo an anv skiantel anezhañ.

Anavezet eo ar vaou voutin diouzh an anv sparfell vras ivez. Ul labous-preizh deiz eo hag a vuzuilh etre 46 ha 58 cm, gant un hed-eskell eus 1,10 betek 1,32 metr.
Bevañ a ra en Europa, Azia hag Afrika. N'eo ket ul labous tremeniad nemet en norzh.

Debriñ a ra : krignerien, stlejviled, amprevaned, ha laboused bihan.

Neizhiañ a ra ar vaou er gwez ha chaseal er c'hoadoù ha pradennoù Europa.

Diouzh an evnoniourien e vez renket ar vaou voutin en urzhiad Falconiformes pe Accipitriformes.




#Article 512: Hindoustaneg (202 words)


Implijet e vez an termen hindoustaneg (hindustani) evit ober dave da veur a yezh pe rannyezh tost-keñan an eil d'eben komzet e gwalarn India ha Pakistan dreist-holl. 

Goude ar sinaeg ec'h eo an hindeg asambles gant an ourdoueg an eil yezh muiañ komzet er bed-holl e-keñver an niver a dud a ra ganti. 

An div yezh pennañ ma reer dave dezhe peurliesañ gant an termen hindoustaneg eo an hindeg hag an ourdoueg.

Tost-tre eo an hindeg d'an ourdoueg ha kentoc'h evit yezhoù disheñvel penn-da-benn e vez komz alies a-walc'h eus rannyezhoù eus an hevelep yezh ma reer hindoustaneg anezhi.

Evit ober an diforc'h etre an daou doare-yezh pe div yezh hindeg hag ourdoueg ec'h eo ret goût e vez skrivet an hindeg gant ar skritur devanagari evel ar sañskriteg keit ha ma vez implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an ourdoueg evel ma vez graet gant ar perseg. 

Dre vras e c'heller lâret emaint liammet tamm-pe-damm o-div ouzh bep a relijion hag a vammenn sevenadurel da heul: an hindeg gant an hindouegezh hag ar sañskriteg, ma'z eo bet levezonet e c'heriaoueg gantañ, keit ha m'eo bet levezonet hini an ourdoueg gant ar perseg ha drezañ gant an arabeg diwar levezon an islam.




#Article 513: Morphine (510 words)


Morphine a oa ur strollad rock savet e 1990 e Boston (Massachusetts) get Mark Sandman, tri ezel a yae d'ober ar strollad-mañ. Anavezet a-gozh e oa Mark Sandman e Boston, pa oa bet oberiant kenañ àr leurennoù underground ar gêr-se, e-barzh strolladoù evel Treat Her Right, the Hypnosonics, pe the Pale Brothers, Supergroup (get Chris Ballew a savas the Presidents of the United States of America).

Ardremmez ar strollad-se a zo divoutin a-walc'h e-sell pezh 'vez graet er sonerezh rock pe pop : 

sakso (sonet get Dana Colley), taboulinoù (sonet get Billy Conway pe Jerome Deupree) ha gitar-boud slide div-gordenn get Sandman, mouezh c'hwek hemañ hag ar pozioù. Setu dañvezioù ur blaz dibar a-walc'h, jazz ha blues ivez meur a wezh, pezh a voe graet Low Rock get Sandman e-unan. 

Nebeud a ardoù met efedusañ disoc'h, ur blaz dibar peogwir ne vez ket savet ar sonerezh àr-dro 
ar gitar tredan èl kustum e-barzh ar strolladoù rock.

Album kentañ Morphine, Good, a oa bet enrollet evit ti-embann pladennoù Rykodisc e 1991. 

Degemeret mat e oa bet get burutellourion a bep seurt, ha karourion devot en deus bet ar strollad adalek ar penn kentañ. An eil a zo Cure for Pain (1993). Àr roudoù kani kentañ eh ae ha berzhig a-walc'h a reas, betek er radiooù a skinas kalzig tonioù zo (Thursday, Buena).

Troiadoù sonadegoù bras a voe da heul, dre ar Stadoù-Unanet, Europa, Bro-Japan hag Aostralia.

Engouestlet e voe Morphine get Dreamworks Records e 1996, ur label major ha Like Swimming a voe o albom kentañ evit an ti-embann pladennoù-se. Degemeret mat-kenañ e voe get ar vurutellourion a-vicher, degemeret mat kenañ met ne reas ket kement a verzh evit pezh a sell doc'h niver ar pladennoù gwerzhet.

Aet eo Sandman d'an Anaon d'an 3 a viz Gourhelen 1999, 46 vle anezhoñ, àr ar leurenn e oa pa 
samplaas e galon, e-pad ur sonadeg er Giardini del Principe e Palestrina e-tal Roma.

E 2000 e teuas er-maez The Night, un album hag a oa àr ar stern pa voe tapet kuit Sandman get an Ankou. Un nebeud dastumadegoù zo daet er-maez abaoe.

Diouzhtu àr-lerc'h e varv hag a-benn derc'hel bev koun Sandman hag e sonerezh (hag ivez a-benn 
serriñ argant evit ur gevredigezh, the Mark Sandman Music Education Fundation hec'h añv) eo 
bet savet Orchestra Morphine get Dana Colley ha Billy Conway ha troiadoù sonadegoù da heul. 
Tro o deus bet an daou-mañ d'en em gavet get Laurie Sargent (kaner ha soner gitar anezhoñ) ha gi da genlabourat getoñ diwezhatoc'h, e-barzh Twinemen.

Ur c'hroazhent a zo bet añvet Mark Sandman e Central Square e Cambridge er Massachusetts.

    * Mark Sandman - gitar-boud 2 gordenn slide, kan, ograoù, tritar, gitar, piano
    * Dana Colley - saks baritone,saks tenor, saks double, tric'horneg
    * Billy Conway - taboulinoù
    * Jerome Deupree - taboulinoù

    * Good - 1992
    * Cure for Pain - 1993
    * Yes - 1995
    * Like Swimming - 1997
    * B-Sides and Otherwise -1997
    * The Night - 2000
    * Bootleg Detroit - 2000
    * The Best of Morphine: 1992-1995 - 2003




#Article 514: Iliz katolik roman (565 words)


An Iliz katolik eo an iliz kristen vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pe feizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gant Jezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an Ilizoù ortodoks hag ar Brotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant.

An Iliz katolik a zo bleniet gant ur pab, eskob Roma, warlerc'hiad an abostol Pêr. Frañsez eo ar Pab abaoe 2013. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez e rank an eskibien gatolik bezan e kenunaniezh gant eskob Roma).

Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar gloer ordrenet (latin ordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, beleien, diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al leaned.

Er bed e kaver 2 755 sez eskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.

Goude ma oa kroazstaget Jezuz Krist, an abostoled a c'hounezas feizidi nevez, e-touez ar Yuzevien da gentañ ha da c'houde e-touez holl sujidi an Impalaeriezh roman hag en diavaez dezhi zoken. Atahinet eo ar Gristenien dindan kalz impalaered. 

En 313 e cheñchas statud an iliz a oa aotreet gant skrid-embann Milano embannet gant an impalaer Kustentin Iañ. E 380 e teuas ar relijon gatolik da vezañ relijion ofisiel an impalaeriezh roman goude skrid-embann Tessalonika betek diskar impalaeriezh roman ar C'hornôg, ha diwezhatoc'h hini Impalaeriezh roman ar Reter. E-pad an amzer-se e oa savet peme sez pennañ hervez Eusebius: Roma, Kergustantin, Antioc'hea, Jeruzalem hag Aleksandria, anvet ar Bentarkiezh.

Goude distruj an Impalaeriezh roman, an iliz a voe ur faktor pennañ e gwarez ar sevenadur klasel. Savet e oa manatioù ha kaset e oa misionerien da avielañ pobloù all Europa, ken pell hag Iwerzhon en norzh. Ur c'hemm bras a oa degaset er reter gant astenn an Islam war-dro ar  kantved. Aloubet e oa tri eus sezioù ar batriarked gant an Arabed : Jeruzalem da gentañ, Aleksandria, hag en  kantved Antioc'hea.

Ar stourm etre ar gristeniezh hag an Islam a oa unan eus doareoù pennañ ar pemp kantved goude en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Harzet e oa emled an islam gant emgannoù Poitiers, ha Toulouse, daoust ma preizhet Roma hec'h-unan e 846 pe e 848, ha ma oa lakaet seziz war Kergustentin.

En  kantved, an darempredoù diaes etre iliz gresianek ar reter hag an Iliz latin er c'hornôg a lakaas da darzhañ disivoud etre an div, abalamour dreist-holl d'un dizemglev diwar-benn aotrouniezh ar bibien. Ar pevare kroaziadeg ha preizhidigezh Bizantion gant Kroazidi a dorras al liammoù etre ar reter hag ar c'hornôg.

Er  kantved, abalamour d'ar Brotestantiezh ha d'an Disivoud Meur, e krogas an iliz un argerzh ardreizherezh bras anavezet evel an enepadreizhadur. Er c'hantvedoù da-heul en em ledas ar gatoligiezh er bed a-bezh daoust d'un digresk eus pouez an iliz e poblañsoù Europea abalamour da gresk ar brotestantiezh ha d'an amgredoni adal Kantved ar Sklêrijenn. Ar sened-meur Vatikan II er bloavezhioù 1960 an hini eo a zegasas ar brasañ kemmoù er gatoligiezh abaoe Sened-meur Trento tri c'hantved a-raok.




#Article 515: Banglaeg (235 words)


Ur yezh indez-aryek eo ar banglaeg pe bengaleg (বাংলা er yezh-se end-eeun, distaget [ˈbaŋla]) genidik eus Bengal, rannet etre Bangladesh ha Kornôg Bengal India. An eil yezh muiañ komzet en India an hini eo war-lerc'h an hindeg.

Kavet e vez ivez banglaegerion e Asam ha Tripura hag ivez e-touez an envroidi er bed a-bezh. Komzet e vez en holl gant ouzhpenn 200 millon a dud evel yezh kentañ ha pevar pe pemvet yezh muiañ komzet er bed an hini eo. . 

Unan eus yezhoù ofisiel India ha yezh ofisiel Bangladesh eo ar banglaeg.

Tost-tre eo ar banglaeg unvan d'an asameg ha d'an oriyeg.

Skrivet e vez ar banglaeg gant un abugida ispsial, ar skritur banglaek.

Meur a doare-yezh banglaek ez eus, hervez al lec'h ma vez komzet ha live ar yezh: 

Ul lennegezh puilh zo e banglaeg, abaoe mare an Azginivelezh vanglaek, en . Un elfenn greñv eo bet evit harpañ ar vrogarouriezh en div lodenn eus Bengal. E Reter Bengal, a oa ul lodenn eus Pakistan etre 1947 ha 1971, e voe un elfenn greñv a vroadelouriezh. E miz C'hwevrer 1952 e voe lazhet gant an arme meur a zen a oa o vanifestiñ evit lakaat ar banglaeg da yezh ofisiel. Abaoe an amzer-se eo bet lakaet an 21 a viz C'hwevrer da zevezh gouel evit lidañ Emsav ar Bengaleg. Hag abaoe 1999 eo bet lakaet da Zevezh Etrebroadel ar Yezh Vamm, gant UNESCO.




#Article 516: Nepaleg (120 words)


Ur yezh indez-aryek eo an nepaleg (nepali नेपाली pe khaskura) komzet gant tro-dro da 16.000.000 den en holl e Nepal, Bhoutan ha lec'hioù zo eus India ha Myanmar. 

Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo hag ivez yezh ofisiel Nepal, ma vez komzet evel yezh kentañ gant tro-dro d'an hater eus ar boblañs a meur a hini all a zo barrek warnañ evel eil yezh. 

Tost-tre eo an nepaleg d'an hindeg met degemeret ez eus bet gantañ nebeutoc'h a c'herioù o tont eus ar perseg hag ar saozneg hag oc'h implijout muic'h a c'herioù a orin sañskritek. 

Gwechall e veze skrivet gant un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur boudjimolek (bhujimol), met hiziv e vez implijet kentoc'h ar skritur devanagari.




#Article 517: Skritur banglaek (193 words)


N'eo ket ar skritur banglaek (bengali) ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war patrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar banglaeg hag an asameg dreist-holl.

Un nebeud diforc'hioù bihan zo etre al lizherennoù implijet evit skrivañ ar bengaleg hag ar re implijet evit an asameg: rô (banglaeg র; asameg ৰ) ha vô (n'eus ket e banglaeg; asameg ৱ).

Meur a stumm ispisial ha luziet a-walc'h a-wechoù ivez zo evit skrivañ al lizherennoù kevrennek, da lâret eo pa c'hoarvez ur gensonenn war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze. Diaezet a-walc'h eo deskiñ lenn ha skrivañ ar bengaleg rak en holl ez eus ur 500 lizherenn bennaket o kontañ ar re gevrennek. 

En holl ez eus 11 lizherenn gouestlet da skrivañ seizh vogalenn ar bengaleg ouzhpenn ur re diftongennoù.

E pep lizherenn silabennek diazez ez eus ur gensonenn mui ar vogalenn o. Chenchet e c'hell bezañ ar vogalenn dre ouzhpennañ sinoù isipial. Diskwelet e vez implij ar vogalennoù stag-mañ en daolenn-mañ da heul gant skouer al lizherenn diazez ক ko. A-hend-all e vez implijet ur sin ispisial anvet hôshonto (্) evit diskwel ez eo mut ar vogalenn el lizherenn diazez.




#Article 518: Tamileg (139 words)


Ur yezh dravidek eo an tamileg (tamil தமிழ் LFE /tæmɪɻ/), komzet e Tamil Nadu (kreisteiz India) hag e Sri Lanka dreist-holl, hag ivez e Karnataka, Kerala ha Maharashtra. Kavet e vez ouzhpenn tamilegerion dre ar bezh a-bezh ha 18ved yezh muiañ komzet ar bed an hini eo gant 74 millon a dud a ra gantañ.

Ur yezh klasel bev an hini eo ha savet ez eus bet lennegezh e tamileg abaoe daou vil bloaz ha chomet eo digemm ar yezh skrivet abaoe keit-all. 
 
Tost-tre eo an tamileg d'ar malayalameg.

Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo, hag hini Tamil Nadu. Ur statud ofisiel he deus ar yezh ivez e Sri Lanka ha Singapour hag anavezet e vez ivez e Bonreizh Suafrika.

Disheñvel-mik eo ar yezh skrivet klasel (centamil) diouzh ar yezh komzet (koduntamil). Rannyezhoù lec'hel ez eus ivez.




#Article 519: Hindeg (334 words)


Ur yezh indez-ariek eo an hindeg pe hindiGeriadur brezhoneg An Here (2001), pennger «hindi» (p. 623b). (हिन्दी; RLVK: hindī) komzet gant tro-dro da 500 milion a dud e norzh ha kreiz India dreist-holl met ivez e meur a vro all dre ar bed a-bezh, da skouer e Fidji, Moris, Guyana, Surinam, Trinidad ha Tobago hag en Emiradoù Arabek Unanet.

Yezh kentañ 180 milion a dud en India ec'h eo an hindeg, hag ouzhpenn-se e vez implijet eno evel eil yezh gant 300 milion a dud all.

Goude ar sinaeg ec'h eo an hindeg asambles gant an ourdoueg an eil yezh muiañ komzet er bed-holl e-keñver an niver a dud a ra ganti. 

Gant ar saozneg ec'h eo an hindeg unan eus div yezh ofisiel pennañ India.

Tost-tre eo an hindeg d'an ourdoueg ha kentoc'h evit yezhoù disheñvel penn-da-benn e vez komz alies a-walc'h eus rannyezhoù eus an hevelep yezh ma reer hindoustaneg anezhi.

Evit ober an diforc'h etre an daou doare-yezh pe div yezh hindeg hag ourdoueg ec'h eo ret goût e vez skrivet an hindeg gant ar skritur devanagari evel ar sañskriteg keit ha ma vez implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an ourdoueg evel ma vez graet gant ar perseg. 

Dre vras e c'heller lâret emañ liammet tamm-pe-damm o-div ouzh bep ur relijion hag ur vammenn sevenadurel da heul: an hindeg gant an hindouegezh hag ar sañskriteg, ma'z eo bet levezonet e c'heriaoueg gantañ, keit ha m'eo bet levezonet hini an ourdoueg gant ar perseg ha drezañ gant an arabeg diwar levezon an islam.

Meur a rannyezh ez eus hervez al lec'h, ha degemeret eo bet ar kadiboleg (khadiboli pe sarhindi) evel yezh unvan er skolioù.

Evit lod ez eus yezhoù all ken tost ouzh an hindeg ma vefe gwelloc'h ober rannyezhoù oute kentoc'h evit yezhoù ha tabutet zo bet ivez en un doare kriz hag-eñ ez eo ar pandjabeg, ar bihareg, ar maitileg, ar bodjpoureg hag ar magadeg yezhoù en o-unan pe rannyezhoù hindek.

Skrivet e vez gant ar skritur devanagari




#Article 520: Gogol (328 words)


Ar gogol eo an niver 10100 a vez skrivet c'hoazh gant ar sifr 1 heuliet gant 100 zero.

Savet e oa bet furm saoznek an anv-se (googol) e 1938 gant ur paotr 9 bloaz, Milton Sirotta, diwar c'houlenn e eontr, ar matematikour amerikan Edward Kasner. Degaset e voe an niver-mañ gant Kasner en e levr Mathematics and the Imagination.

Diwar an anv-se eo deveret anv ar c'hevredad google dre ma voe merket spered e ziazezerien gantañ. Dave :  (e saozneg).

Tost kevatal eo ar gogol da faktorel 70 (70!), ha 2 ha 5 eo e faktorioù primel nemeto. 333 bit a vefe ezhomm evit skrivañ anezhañ ent binarel.

N'eus talvoudegezh ispisial ebet d'ar gogol e matemetik, ha n'eus implij pleustrek ebet anezhañ kennebeut. Krouet e voe gant Kasner evit reiñ ur skeudenn eus ar c'hemm a zo etre an niver bras diempentus hag an anfin, hag er c'heñver-se e vez graet gantañ a-wezhioù er c'helenn matematik.

D'ar c'houlz ma voe roet e anv dezhañ, e 1938, e oa bras-kenañ ar gogol, hag eus sellboent ar fizik ne glotje ket ur gogol eus forzh petra gant an hollved anavezet. Koulskoude eo deuet an niveroù a-vent gant ar gogol da vezañ stank gant krouidigezh an urzhiatarezioù herrek hag an algoritmoù herrek. Da skouer e c'heller bremañ digompozañ niveroù dezho 100 sifr en ul liesad faktorioù primel.

Un tammig bihanoc'h eget ar gogol eo an niver brasañ a c'hell bezañ diskwelet gant ar jederezioù chakod ordinal, ar re skiantel eus ar seurt a vez implijet er skolajoù : 9.999999999 E+99 pe c'hoazh 9,999999999 × 1099, pe 0,9999999999 gogol. Hag un nebeud jederezioù zoken a c'hell diskwel eksponantoù brasoc'h eget 99.

Ar gogolpleks eo 10gogol. E skrivad degel a vije skrivet gant un 1 heuliet gant ur gogol a zeroioù.

Dre m'eo kevatal e niver a sifroù da (gogol + 1) ne vije ket posupl skrivañ anezhañ ha pa yaje an holl vateri a zo en hollved anavezet d'ober paper ha liv.




#Article 521: Pachtoueg (133 words)


Ur yezh iranek eo ar pachtoueg pe pouc'htoueg (pashto pe pukhto پښتو), komzet gant 39 millon a dud en Afganistan ha kornôg Pakistan (16%-20% eus ar boblañs). 

Kavet e vez ivez pachtouegerion e Sind (Karachi, Hiderabad e kornôg Punjab (Pakistan), e norzh India hag e biz Iran.

E 1964 e oa bet disklêriet ar pachtoueg unan eus div yezh ofisiel Afganistan gant an dareg (dari).

Div rannyezh pennañ a zo: hini an norzh komzet gant tro-dro da 24 milion a dud hag hini ar su komzet gant tro-dro da 16 milion a dud.

Skrivet e vez ar pachtoueg gant al lizherenneg arabek gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en arabeg . Mui-ouzh-mui avat e vez implijet al lizherenneg latinek, dreist-holl evit skrivañ ar yezh war ar c'henwiad.




#Article 522: The Pogues (804 words)


The Pogues a zo ur strollad sonerezh saoz, blaz ar sonerezh poblek iwerzhonek àr e sonerezh, savet e 1982, hag en deus graet berzh adalek kreiz ar bleadoù 1980. Ur strollad dibar, ha na vezer ket evit renkañ en ur rummad resis, ken liesdoare e oa e sonerezh. Pogue Mahone a voe anv kentañ ar strollad, da lavaret eo Póg mo thóin (brezhoneg : pokañ, pok d'am revr !) ! Sonerezh hengounel a Vro-Iwerzhon tamm pe damm, ha tamm ha tamm bejoñs ar bunked a voe strinket e-barzh.
Levezonet bras e oant get the Clash d'ar mare-se, seniñ a rezont gete (ha Joe Strummer a gempennas un albom dezhe). Binvigi trad ag Iwerzhon a oa gete e penn kentañ : tin whistle, banjo, mandolin, bouest an diaoul... Diwezatoc'h e tay ar binvigi tredan pe elektronik da vout pouezusoc'h en o sonerezh.

Shane MacGowan (kan), Jim Fearnley (akordeoñs) ha Spider Stacy (tin whistle) : setu amañ penn izili ar strollad e penn kentañ, a pa vezent é soniñ ingal dre straedoù London. Ha d'ar mare-se e voe brassaet ar strollad get donedigezh Jeremy 'Jem' Finer (gitar, banjo), Cait O'Riordan (gitar-boud) hag Andrew Ranken (taboulinoù). Kreskiñ a reas brud vat ar strollad, un nebeud enrolladennoù hag àr un dro troiadoù sonadegoù a skignas ar vrud-se e 1984. Pogue Mahone a yeas da bPogues hag o fladenn gentañ Red Roses for Me a zeuas er-maez e 1985.
Ur gitarour a voe ouzhpennet nebeudig goude (Phil Chevron), ha neuze, skoazellet anezhe get 
Elvis Costello (brudet a-walc'h e metoù an new-wave pe ar sonerezh punk er mareoù-se), e voe savet an album Rum Sodomy  the Lash, bepred e 1985 (setu penaos e vize bet taolennet an Navy get Winston Churchill, sañset ?). Skeudenn an albom a ziskouez radell ar Meduse get dremm izili ar strollad e-lec'h tudennoù taolenn Gericault. Ur gwir aozour sonennoù a ziskuilh e vailhoni en albom-se (pa oa kentoc'h sonennoù kozh e-barzh pladenn gentañ ar strollad) : Shane MacGowan, ur saver kanaouennoù ma'z eus unan, un doare barzh hag a ouia kontiñ istoerioù berr (The Sick Bed of Cúchulaínn pe The Old Main Drag) kerkoulz ha kaniñ, perc'henniñ pa larin mat, sonennoù kozh èl Dirty Old Town (Ewan MacColl) pe And the Band Played Waltzing Matilda (Eric Bogle). An tonioù-se dibunet get Mac Gowan a zeuas da vout brudetoc'h eget o stumm a-orin.

Berzh a rezont (a-unvouezh, gwerzh o fladennoù pe soñjoù ar vurutellourion sonerezh figus) met ne gendalc'hzont ket àr o lañs, daoust da dalvoudegezh o fennoberennoù. Enrolliñ un album nevez a voe nac'het gete (e-lec'h an dra-se e kinnigzont unan berr get 4 sonenn e-barzh nemetken, Poguetry in Motion); dimeziñ a reas O'Riordan get Costello ha monet kuit, erlec'hiet get ar gitarour-boud Darryl Hunt. Terry Woods, soner a-gozh e-barzh Steeleye Span ha barrek àr e-leizh a vinvigi, a zeuas da binvidikaat ar strollad. Àr ar marc'had, perzh dibar ar strollad er mareoù-se a oa emzalc'h Shane MacGowan, etre ront ha karrez, mat-divat, arvarus, diaes da ziarbenniñ. Ha eañ aozer sonennoù kentañ ar strollad neoazh, hag ivez pennskeudenn ar strollad, e greizig hag e spered.
Daet int a-benn da zastum dañvez a-benn sevel hag enrolliñ If I Should Fall from Grace with 
God e 1988 (get ar sonenn vrudet Fairytale of New York) ha Peace and Love e 1989. Berzh 
abominapl a rae ar strollad er mare-se, ha neoazh ne oa ket Shane Mac Gowan en e vleud, pe 
kentoc'h er memes bleud hag an izili arall ! Start e oa labourat getoñ, ne oa ket tu d'e 
gabestrañ un tammig, abadennoù zo a droe da drenk getoñ meur a wezh ! Stacy ha Finer a voe é 
kaniñ e-barzh o fladenn da heul Hell's Ditch, erlerc'hiet MacGowan gete dre ret, kempennet 
get Joe Strummer.

Pa oa aet kuit Shane Mac Gowan (e 1991 neuze) eo daet ar strollad da vout distabil ha 
distrantell a-walc'h. Perzh dibar the Pogues e oa mouezh e ganer ur sort ! Ha n'eo ket n'eus 
forzh piv a gemeras e lec'h, Joe Strummer e-unan a gasas an traoù e-pad ur pennadig, hag 
àr-lerc'h e voe Stacy é kaniñ da vat. Daou albom a zay er-maez get ar stumm dishañval-se, unan 
mat-tre hag unan etre an daoù, met ne oa ket a-walc'h evit reiñ lañs en-dro d'ar strollad ha 
setu eñ dispennet a-benn nebeud e 1996.
Hiriv an deiz ne chom ket 'met Shane MacGowan hag a vez klevet diàr e benn ur wezh an amzer, 
dre hanterouriezh e strollad The Popes d'an nebeutañ (da gentañ ur bladenn e 1994), pe skridoù 
e vuhez A Drink With Shane MacGowan (2001), kenskrivet àr un dro getoñ ha get e vignonez 
kazetennerez.

Adsavet e voe ar strollad, get MacGowan mar plij, evit un troiad sonadegoù da vare Nedeleg e 2001. A-hend-arall, e miz an Azvent 2004, 9 show a voe sevenaet gete.




#Article 523: Grant Lee Buffalo (187 words)


Grant Lee Buffalo a oa ur strollad rock a Los Angeles, ennañ Grant-Lee Phillips (kan ha gitar), Paul Kimble (gitar-boud) ha Joey Peters (taboulinoù). Ar tri soner-mañ a oa bet e-barzh ur strollad arall e Los Angeles : Shiva Burlesque. 4 albom zo bet graet gete get ar strollad-se, an hani diwezhañ, Jubilee e 1998, hep Kimble, aet kuit ag ar strollad. Àr-lerc'h ar bladenn diwezhañ-mañ e voe freuzet ar strollad ha Phillips a gendalc'has get ur remzad solo en ur ober berzhig a-walc'h. E 2001 e teuas er-maez Storm Hymnal, un dastumadeg sonennoù single, rouez pe chomet diembann.

Liv ar sonerezh country a zo àr sonerezh Grant Lee Buffalo, get blaz America a-dra-sur (Neil Young pe Tim Buckley ha re 'rall), kaset get mouezh fromus Phillips. Politikerezh ha kudennoù ar gevredigezh a vez diskuilhet er pozioù (da skouer Lone Star Song en album Mighty Joe Moon hag a veneg seziz truezus Waco). Troiadoù sonadegoù get strolladoù bras o deus graet e-pad hanterenn gentañ ar bleioù 1990 (REM, Pearl Jam ha the Smashing Pumpkins).

Fuzzy (1993)

Mighty Joe Moon (1994)

Copperopolis (1996)

Jubilee (1998)

Storm Hymnal (2001)




#Article 524: Niver peurvat (206 words)


Graet e vez niver peurvat eus an niveroù anterin a zo kevatal da sammad o rannerioù, estregeto o-unan eveljust.

Da skouer eo peurvat 6 rak 6 = 2 × 3, setu eo 1, 2, 3 ha 6 rannerioù 6. Sammad rannerioù 6 (estreget 6) eo neuze :

Gant Euklides, en , e oa bet dizoloet ha prouet kement-mañ:
Ma 'z eus un niver kentael eus  neuze eo peurvat .

Gant Leonhard Euler, en , e oa bet prouet emañ an holl niveroù peurvat par er stumm kinniget gant Euklides. Setu eo liammet klask niveroù peurvat par gant klask niveroù kentael Mersenne (niveroù kentael e stumm 2p-1).

N'eus ket bet kavet niver peurvat ampar ebet met n'eur ket deuet a-benn da brouiñ n'eus ket anezho kennebeut. Prouet ez eus bet avat e rank an niveroù peurvat ampar kaout 11 faktor kentael da nebeutañ, unan anezho da nebeutañ brasoc'h eget 300 000. Prouet ez eus bet ivez n'eus hini ebet bihanoc'h eget .

N'eus nemet pevar niver peurvat bihanoc'h eget 100 000, hag anavezet int abaoe an Henamzer. Setu int amañ :

Pa vez rannet pep hini eus ar c'hevatalderioù amañ a-us dre an niver peurvat a glot ganto e tizoloer ur perzh eus kevrennoù egiptat 'zo :




#Article 525: Ourdoueg (228 words)


Ur yezh indez-aryek eo an ourdoueg (اردو; RLVK: urdū) komzet gant tro-dro da 104 milion a dud en India hag e Pakistan dreist-holl, met kavet e vez ourdouegerion dre ar bed a-bezh.

Goude ar sinaeg ec'h eo an ourdoueg asambles gant an hindeg an eil yezh muiañ komzet er bed-holl e-keñver an niver a dud a ra ganti. 

Gant ar saozneg ec'h eo an hindeg unan eus div yezh ofisiel pennañ India ha yezh ofisiel Pakistan eo an ourdoueg.

Tost-tre eo an ourdoueg d'an hindeg ha kentoc'h evit yezhoù disheñvel penn-da-benn e vez komz alies a-walc'h eus rannyezhoù eus an hevelep yezh a reer hindoustaneg anezhi.

Evit ober an diforc'h etre an daou zoare yezh, pe an div yezh, hindeg hag ourdoueg ec'h eo ret goût e vez skrivet an hindeg gant ar skritur devanagari evel ar sañskriteg hag e vez implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an ourdoueg evel ma vez graet gant ar perseg. 

Dre vras e c'heller lâret int liammet tamm-pe-damm o-div ouzh bep a relijion gant ur sevenadur da heul: an hindeg gant an hindouegezh hag ar sañskriteg, ma'z eo bet levezonet e c'heriaoueg gantañ, tra m'eo bet levezonet hini an ourdoueg gant ar perseg ha drezañ gant an arabeg diwar levezon an islam.

Skrivet e vez gant stil persek al lizherenneg arabek gant lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en arabeg




#Article 526: Skritur yiek (136 words)


Ur silabenneg eo ar skritur yiek anvet cuan (LFE : [tswen]) pe wei, implijet evit skrivañ ar yieg komzet e Sina. Kavet ez eus bet skouerioù eus ar  d'an abretañ holl. Implijet e voe an doare-skrivañ-mañ evit aferioù relijiel pe kuzh e-pad meur a gantved.

Uhel-tre e oa deuet da vezañ an niver a c'hrafemennoù er silabenneg klasel, betek 8 000. Pa voe unvanet e 1975 e tiskennas an niver a c'hrafemennoù, enni bremañ gant 819 grafemenn en holl evit skrivañ 756 silabenn a-orin yiek ha 63 evit gerioù o tont eus yezhoù all, dreist-holl ar sinaeg. Ar silabenneg arnevez-se an hini eo a vez kelennet er skolioù.

Diorroet ez eus bet ivez un doare da implijout al lizherenneg latinek evit skrivañ ar yieg (anvet a-wechoù ivez pe loloeg) ma ra gantañ kristenion a-orin yiek nemetken.




#Total Article count: 525
#Total Word count: 199982